id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
3929
https://br.wikipedia.org/wiki/1872
1872
Diwar-benn bloavezh 1872 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Digoradur skol-veur Aberystwyth e Kembre. Breizh Frañs Deroù ar Servij soudard dre ret evit an holl baotred. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerika Norzhamerika Stadoù-Unanet Park Broadel Yellowstone, ar park natur kentañ er Stadoù Unanet, zo savet gant Kendalc'h SUA ha gant ar prezidant Ulysses S. Grant. Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Almanak Breiz-Izel – Grêt evit ann Dud diwar ar Meaz Evit ar blavez biseost 1872, lakaet war gont Fañch an Uhel. Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù 1872 Marvioù 1872 Bloavezhioù 1872
3930
https://br.wikipedia.org/wiki/1870
1870
Diwar-benn bloavezh 1870 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Henri Gaidoz, Kont Charencey ha Charles-Jules de Gaulle a gas ar reked kentañ d'ar Parlamant evit pouezañ war mad an digreizennañ hag an divyezhegezh. Frañs 1 a viz Gwengolo: dibenn Emgann Sedan (Brezel 1870-1871). 2 a viz Gwengolo: en Emgann Sedan eo trec’h ar Brusianed ha prizoniet eo an impalaer gall Napoleon III gant 100 000 eus e soudarded. 4 a viz Gwengolo: embannet eo an Trede Republik c'hall e Pariz. 22 a viz Here: embannet eo gant Léon Gambetta an dekred a fizi penn Nerzhioù Breizh (Arme Breizh) er c'hont Emil a gKeratry. 3 a viz Du: digoridigezh kamp Koñli er Sarthe (Bro-C'hall), e-lec'h m'eo bet lakaet a-gostez Lu Breizh. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Kloarek Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton, gant Yann-Vari ar Skourr . Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Ar yen (¥), moneiz Japan a-vremañ, zo krouet e miz Du e-lec'h ar ryō (両). Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1870 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1870 Bloavezhioù 1870
3931
https://br.wikipedia.org/wiki/1865
1865
Diwar-benn bloavezh 1865 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Krouidigezh ar gelaouenn Feiz ha Breiz gant an aotrou Gabriel Morvan. Donedigezh an hent-houarn da Vrest ha Montroulez Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet 24 a viz Kerzu: krouidigezh ar c'hKu Klux Klan e Pulaski. Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1865 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1865 Bloavezhioù 1865
3932
https://br.wikipedia.org/wiki/1864
1864
Diwar-benn bloavezh 1864 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Savidigezh Skol-veur Bukarest. Savet eo Kevredad Etrebroadel al Labourerien e Londrez (28 a viz Gwengolo). Breizh Donedigezh an hent-houarn da Kastellin ha Pondi. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1864 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1864 Bloavezhioù 1864
3933
https://br.wikipedia.org/wiki/1863
1863
Diwar-benn bloavezh 1863 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Aurélien de Courson a sav ul linenn a verk tachenn emled brasañ ar brezhoneg en IXvet kantved Donedigezh an hent-houarn da Gemper. 7 a viz Gwengolo: degouezhout a ra ar c'hentañ tren en tiez-gar Sant-Brieg, Gwengamp ha Kemper. 22 a viz Du: echu eo saverezh karrbont Montroulez. Danmark 15 a viz Du: Kristian IX (Danmark) a ya da roue Danmark. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Dizoloadenn an indiom gant ar gimiourien prusian Ferdinand Reich ha Hieronymous Theodor Richter. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1863 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1863 Bloavezhioù 1863
3934
https://br.wikipedia.org/wiki/1862
1862
Diwar-benn bloavezh 1862 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Donedigezh an hent-houarn da Gwened, An Oriant, Sant-Brieg ha Gwengamp. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Giuseppe Verdi, La Forza del Destino (opera) Lennegezh Bleuniou Breiz, dastumad barzhonegoù Victor Hugo, Les Misérables Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù 28 a viz Meurzh : Aristide Briand, politikour gall, garedonet gant ar Priz Nobel 15 a viz Mae : Arthur Schnitzler, skrivagner aostrian. 14 a viz Gouere : Gustav Klimt, livour aostrian. 22 a viz Eost : Claude Debussy, sonaozour gall. 7 a viz Du : Bahadur Shah II, impalaer mogol diwezhañ India. Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1862 Marvioù 18 a viz Genver : John Tyler, prezidant Stadoù Unanet Amerika (1841-1845) Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1862 Bloavezhioù 1862
3935
https://br.wikipedia.org/wiki/1899
1899
Diwar-benn bloavezh 1899 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh 9 a viz Gwenholon: kondaonet eo Alfred Dreyfus evit an eil gwech, gant degouezhioù skañvaus. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ 17 Genver: arme SUA en Enez Wake Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet 20 a viz Meurzh: Martha M. Place a zeu da vezañ ar c'hentañ maouezh lakaet da varv war ur gador dredan er Stadoù-Unanet. Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Dizoloadenn an aktiniom gant ar c'himiour gall André-Louis Debienne. Dizoloadenn Nivlennad al Luc'hsae gant ar steredoniour amerikan DeLisle Stewart. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Youenn Drezen, skrivagner. Jakez Riou, skrivagner. Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1899 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1899 Bloavezhioù 1899
3936
https://br.wikipedia.org/wiki/1898
1898
Diwar-benn bloavezh 1898 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù 10 a viz Kerzu: sinadur Feur-emglev Pariz (1898) a baouez Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù Unanet. Europa Meurzh : Krouidigezh Strollad Micherour Sokial Demokratel Rusia e Minsk. Breizh 16 Eost : Krouidigezh Kevredigezh Broadel Breiz pe (URB). Frañs 23 a viz C'hwevrer: toullbac’het eo ar skrivagner Émile Zola goude m’en deus embannet e lizher "J'accuse", da damall oberoù ar gouarnamant gall zo o paouez lakaat ar c’habiten Alfred Dreyfus er vac’h. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Miz Gouhere : dizoloadenn ar poloniom gant Marie Curie. 26 a viz Kerzu: kavadenn ar radiom gant Marie Curie, Pierre Curie ha Gustave Bémont. Dizoloadenn an neon, ar c'hripton hag ar c'hsenon gant ar c'himiour skosat Sir William Ramsay hag e genseurt saoz Morris William Travers. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù 8 Gouere : May Picqueray, anarkourez breizhat Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1898 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1898 Bloavezhioù 1898
3937
https://br.wikipedia.org/wiki/1896
1896
Diwar-benn bloavezh 1896 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Frañsez Vallée a gemer penn ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned, stagadenn sizhuniek da La Croix des Côtes-du-Nord diazezet eo an embregerezh Biscuiterie nantaise e Naoned. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Filipinez 30 a viz Kerzu: José Rizal zo lakaet d’ar marv. Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet 3 a viz Du: dilennet eo William McKinley da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh 1 a viz Meurzh: kavet eo ar skinoberiantiz gant ar Gall Henri Becquerel. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1896 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1896 Bloavezhioù 1896
3938
https://br.wikipedia.org/wiki/1895
1895
Diwar-benn bloavezh 1895 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Bro-C'hall 5 a viz Genver: Afer Dreyfus, koll a ra an ofiser Alfred Dreyfus e renk en arme ha barnet eo d’ar galeoù e vuhez-pad. Euskadi 31 a viz Gouere : diazezet eo ar Strollad Broadelour Euskarat (Euzko Alderdi Jeltzalea-Partido Nacionalista Vasco) gant Sabino Arana. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Afghanistan : freuzidigezh ar sklaverezh gant an emir Abdur Rahman Khan. Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika 30 a viz Gwengolo : ergerzhadenn vrezel gall e Madagaskar : trec'het eo ar bagadoù malgach ha kodianañ a ra ar rouanez Ranavalona . Tapet eo Antananarivo gant ar C'hallaoued. 7 a viz Kerzu : frigaset eo an Italianed gant an Etiopiz en Amba Alagi, hag argaset int eus Mek'ele d'an 21 a viz Genver 1896. Derc'hel a ra Menelik da vont war-raok. Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema 22 a viz Meurzh: diskouezet o fiñvskeudennoù kentañ gant an daou vreur Auguste ha Louis Lumière. 28 a viz Kerzu: an abadenn gentañ ma voe paeet evit gwelet ur film bannet (gant ar vreudeur Lumière e Pariz). Lakaet eo an darvoud-se da vezañ penn kentañ ar sinema. Skiantoù ha politikerezh 5 a viz Genver: kavet eo bet ar skinoù X gant an alaman Wilhelm Röntgen. 8 a viz Du: kavadenn ar Skinoù X gant ar fizikour alaman Wilhelm Conrad Röntgen. 27 a viz Du: Alfred Nobel a sin e destamant ma ro e beadra evit sevel ar Priz Nobel goude e varv. Armerzh Sport 9 a viz C'hwevrer : Mintonette, anvet volley-ball diwezhatoc'h, zo ijinet gant William G. Morgan e Holyoke, Massachusetts. A bep seurt/diasur Ganedigezhioù 1895 Marvioù 1895 26 a viz C'hwevrer : Fañch an Uhel (François-Marie Luzel), dastumer lennegezh pobl 28 a viz Gwengolo : Louis Pasteur, skiantour gall e Marnes-la-Coquette (Hauts-de-Seine) 8 a viz Kerzu : Théodore Hersart de La Villemarqué, lesanvet Kervarker, emsaver, skrivagner Bloavezhioù 1895
3939
https://br.wikipedia.org/wiki/1888
1888
Diwar-benn bloavezh 1888 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ 23 a viz Kerzu: Vincent van Gogh a droc’h e skouarn. Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh 14 a viz Du: digoridigezh Ensavadur Pasteur gant Marie François Sadi Carnot, Prezidant ar Republik c'hall. Armerzh Sport Mell-droad : Kampionad a-vicher kentañ e bro-Saoz (aet ar maout gant Preston North End). A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1888 Yann-Bêr Kalloc'h, barzh, e Groe Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1888 Bloavezhioù 1888
3940
https://br.wikipedia.org/wiki/1886
1886
Diwar-benn bloavezh 1886 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Niverenn kentañ ar gazetenn anarkour Freedom, krouet gant Pierre Kropotkine ha Charlotte Wilson e Londrez. Savet eo ar strollad Cymru Fydd (Kembre an dazont) gant tud a fell dezho gounit an emrenerezh evit Kembre. Breizh Enklask Paul Sébillot diwar-benn bevenn ar brezhoneg. Bulgaria 7 a viz Gwengolo: dilezet e c'halloudoù gant Aleksandr Iañ. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerika Norzhamerika Stadoù-Unanet 4 a viz Gwengolo: daskor Geronimo, penn an Apacheed. 4 a viz Kerzu : krouet eo an American Federation of Labor. Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh D'ar 26 a viz Mezheven, dizoloadenn ar fluor gant ar c'himiour gall Henri Moissan. Dizoloadenn ar germaniom gant ar c'himiour alaman Clemens Alexander Winkler. Dizoloadenn an disproziom gant ar c'himiour gall Paul-Émile Lecoq de Boisbaudran. Armerzh Sport Mell-droad : Krouidigezh an International Board. A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1886 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1886 Bloavezhioù 1886
3941
https://br.wikipedia.org/wiki/1879
1879
Diwar-benn bloavezh 1879 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Dizoloadenn ar skandiom gant ar c'himiour svedat Lars Fredrik Nilson. Dizoloadenn ar samariom gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran. Dizoloadenn an tuliom gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Loeiz Herrieu, labourer-douar, barzh, skrivagner, kazetenner hag emsaver. 18 Ebrel : Albert Einstein, fizikour alaman Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1879 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1879 Bloavezhioù 1879
3942
https://br.wikipedia.org/wiki/1877
1877
Diwar-benn bloavezh 1877 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet 8 a viz Genver: emgann diwezhañ Crazy Horse a-enep marc’hegiezh SUA. Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh 19 a viz Kerzu: marilhet breou ar sonskriverez gant an ijinour amerikan Thomas Edison. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Yann-Vari Perrot, abad hag emsaver. Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1877 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1877 Bloavezhioù 1877
3944
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Stone%20Roses
The Stone Roses
The Stone Roses a zo ur strollad saoz berrbad a-walc'h, en deus graet berzh e dibenn ar bleadou 80 ha penn kentañ ar bleadoù 90. E penn luskad sonerezh Manchester e oa ar strollad-mañ, àr un dro get the Happy Mondays. Lâret e vez o deus diazezet pezh vez graet "Britpop" anezhañ (diwezhatoc'h e vo kendalc'het get strolladoù evel Radiohead, Blur, Oasis - savet ar c'hoant da sevel ur strollad rock get Liam Gallagher goude en devoud gwelet ar Stones Roses àr al leurenn e 1988, ha loc'het gete-). Drevezet eo bet emzalc'h Ian Brown àr ar leurenn get meur a ganer da c'houde. Prantadoù kentañ ar strollad : E penn kentañ ar bleadoù 80 e oa bet savet framm ar strollad get Ian Brown (kan), John Squire (gitar), Gary Mounfield -"Mani"- (gitar boud) hag Alan Wren -"Reni"- (taboulinoù) e Manchester da heul taolioù arnod ("The Patrol" ha strolladoù arall gete). Tud arall a voe e-barzh ar strollad evel Andy Couzens ha Pete Garner, bras o levezon met n'int ket chomet evel izili wirion er strollad. Setu savet gete un album e 1989, goude o devout enrollet 5 pladenn vihan (singles). Ur bennoberenn sur ha n'eo ket marteze. Kudennoù gwirioù o doa bet er mareoù-se avat, get o zi-embann peurgetket. Sonadegoù brudet a rezont ('Ally Pally' gig e North London's Alexandra Palace d'ar 25 a viz Kala-gouañv 1989 hag unan e Spike Island e-kreiz ar ster Mersey d'ar 27 a viz Mae 1990). Un eil album... a-benn ar fin ! Torret gete o skrid-emglev get Silverstone hag engouestlet da-c'houde get Geffen Records, setu a-benn ar fin the Stones Roses da lakaat un eil pladenn da vonet er-maez e dibenn 1994, "Second Coming" hec'h añv, blaz an heavy metal (hag eil prantad Led Zeppelin evel "Physical Graffiti") àr ar bladenn-se, levezonet get gitar John Squire. Kerse a ziwanas diàr ar bladenn-mañ, pa voe gortozet get karourion ar strollad e-pad 5 blead àr-lerc'h e bennoberenn gentañ, ha broket kement arall àr he divoud. Àr ziskar eh eas ar strollad pand eas kuit Reni, ha d'e heul, John Squire e-unan a skarzhas kuit d'an 1 a viz Ebrel 1996 (ha ne oa ket ur pesk Ebrel !). Kenderc'hel a reas Ian Brown ha Mani get ar strollad tamm pe damm e-pad ur blead met freuzet e voe gete da heul un abadenn druezus a-walc'h e-kerzh festival Reading. Izili ar strollad é valafenniñ, adsavet 'vo ar strollad... pe ne vo ket ? Ur strollad nevez a voe savet get John Squire : the Seahorses. Ur bladenn hag achu gete ivez. Da c'houde e voe e bladenn solo gentañ get Squire e 2002, "Time Changes Everything", hag unan arall e 2004 : "Marshall's House". Monet a ra Mani da seniñ gitar-boud e-barzh Primal Scream. Evit pezh a sell doc'h Ian Brown, peder fladenn solo a savas, berzhig a-walc'h a voe graet gete, ha klevet eo bet e-barzh sonadegoù bras pe festivalioù dre vro-Saoz. Ur strollad nevez a voe savet get Reni ivez, e 1999 : the Rub. Sonet en deus e korn-bro Manchester d'ar mare-se, ne ouier ket petra eo daet the Rub da vout, met un album solo zo bet graet get Reni e 2004 avat, unan dedennus a-walc'h diàr pozioù John Squire... E miz Eost 2004, e-kerzh sonadegoù e Belfast ha Surrey e voe gwall souezhet an arvestourion get Ian Brown, hemañ a sonas dreist-holl sonennoù brudet prantad kentañ ar Stones Roses. Ha kenderc'hel a reas e-giz-se diwezhatoc'h, é seniñ àr un dro tonioù kozh ha tonioù nevez dezhañ e-unan, ha Mani a zeuas àr ar leurenn getoñ, ar wezh kentañ a-c'houde 8 vle ! Noel Gallagher (gitarour Oasis) a voe é seniñ getoñ ivez, er sonenn "Keep What Ya Got" (single). A-hend arall, Ian Brown ha Mani a voe klevet en un ton single ("Reign") get DJ James Lavelle hag e strollad UNKLE, ha tapet 40 plas get ar single-mañ. E miz Mae 2005 e voe klevet komz a-zivout adsevel ar strollad en-dro, diàr pozioù Squire e-unan e-barzh ur gazetenn bennaket. Gwelet e voe a-stroll get Mani ha Reni en ur sonadeg bennak, peadra da vouetaat ar safar a-zivout adsavadur ar strollad. Reni en deus savet sonennoù ha c'hoant en deus d'o seniñ get Mani, daoust ha graet e vo un dra bennak get ar labourioù-mañ en ur raktres get the Stone Roses, n'eo ket sur pa ouier e veze aozet rac'h ar sonennoù get Ian Brown pe John Squire e-raok ? Piv a oa er strollad ? Izili diazez (adalek Miz Kala-gouañv 1987 betek Miz Meurzh 1995) : * Ian Brown, Kaner kentañ * John Squire, gitar ha mouezhioù a-dreñv, diskan * Mani (Gary Mounfield), gitar boud * Reni (Alan Wren), taboulinoù, diskan Ha re arall : * Andy Couzens, gitarour. Aet eo kuit ag ar strollad e Miz Gourhelen 1986 (savet The Hign getoñ da c'houde) * Pete Garner, gitar boud (etre Miz C'hwevrer 1984 hag Eost 1987) * Cressa, (Steve Cressa) graet 'vez anezhoñ "pempvet ezel ar strollad" a rae àr-dro kempennadur sonioù ar gitar(1989-1990) * Robbie Maddix, tabouliner, en doa kemeret lec'h Reni e miz Ebrel 1995 * Nigel Ippison, é seniñ get an touchennaouegoù àr al leurenn goude miz Gourhelen 1995 * Aziz Ibrahim, gitarour, en doa kemeret lec'h John Squire e miz Ebrel 1996. Pladennoù : The Stone Roses (1989) Second Coming (1994) hag un nebeud dastumadegoù : Turns Into Stone (1992) The Complete Stone Roses (1995) Garage Flower (1996) Remixes (1996) The Very Best of The Stone Roses (2002) Lec'hiennoù Internet : * http://www.thisisthedaybreak.co.uk * http://www.thestoneroses.co.uk Stone Roses Strolladoù sonerezh breizhveuriat
3945
https://br.wikipedia.org/wiki/Kachmireg
Kachmireg
Ur yezh dardek eo ar c'hachmireg (کٲشُر ; RLVK: kạ̄šur) komzet gant 7,147,587 a dud e Kachmir dreist-holl, rannet etre India Pakistan ha Sina. Skrivet e veze gwechall gant un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur charadek (sharada) met hiziv e vez implijet kantoc'h al lizherenneg arabek. Muioc'h-mui avat emañ o tont da vezañ ur yezh dre gomz hepmuiken. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Yezhoù dardek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù Sina Yezhoù Pakistan Yezhoù dardek Yezhoù India
3946
https://br.wikipedia.org/wiki/Konkaneg
Konkaneg
Ur yezh indez-aryek eo ar c'honkaneg (konkani कोंकणी) komzet e Goa, aodoù kreisteiz Maharashtra, aodoù Karnataka ha Kerala. Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo.. Levezonet-don eo bet geriaoueg c'honkaneg gant hini ar yezhoù dravidek komzet en-dro dezhi. Betek an 19vet kantved e veze renket evel ur rannyezh maratek. Skrivet vez kement gant ar skritur devanagari ha gant al lizherenneg latinek pe c'hoazh gant ar skritur kannadek. En arvar da vont da get e oa ar c'honkaneg abalamour da levezon ar portugaleg da gentañ ha war-lerc'h d'ar saozneg e-touez ar gatoliked ha da levezon ar marateg e-touez an hindoued, met deuet e oa bet a-benn an emsav da reiñ lusk d'ar yezh en-dro ha bremañ ez eo ar c'honkaneg yezh ofisiel Goa ma ra an darn vrasañ eus ar boblañs gantañ. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Liammoù diavaez Ethnologue Kentelioù konkaneg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India
3949
https://br.wikipedia.org/wiki/Baou%20voutin
Baou voutin
|----- ! colspan=2 align="left" cellpadding="0" |     Annez padel     Annez e-pad ar goañv     Annez evit neizhiañ |----- Ar vaou voutin (liester : baoued boutin) a zo un evn-preizh deiz, Buteo buteo an anv skiantel anezhañ. Doareoù pennañ Anavezet eo ar vaou voutin diouzh an anv sparfell vras ivez. Ul labous-preizh deiz eo hag a vuzuilh etre 46 ha 58 cm, gant un hed-eskell eus 1,10 betek 1,32 metr. Bevañ a ra en Europa, Azia hag Afrika. N'eo ket ul labous tremeniad nemet en norzh. Boued Debriñ a ra : krignerien, stlejviled, amprevaned, ha laboused bihan. Annez Neizhiañ a ra ar vaou er gwez ha chaseal er c'hoadoù ha pradennoù Europa. Rummatadur Diouzh an evnoniourien e vez renket ar vaou voutin en urzhiad Falconiformes pe Accipitriformes. Sell ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Skeudennoù Daveennoù Accipitridae Evned Breizh Evned Europa Evned Makaronezia Evned-preizh
3950
https://br.wikipedia.org/wiki/%C5%9A%C4%81rad%C4%81
Śāradā
Un abugida eo ar skritur charadek pe chardek (शारदा; RLVK: Śāradā) diorroet diwar ar skritur bramek (brahmi) en 8 kantved. Implijet e veze evit skrivañ ar c'hachmireg dreist-holl, met tamm-ha-tamm e oa bet kemeret e blas gant al lizherenneg arabek betek ma ne vez ket implijet ken hiziv. Gwelet ivez Abugida Kachmireg Liammoù diavaez Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Doareoù-skrivañ a-gozh Charadek
3951
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20dardek
Yezhoù dardek
Un is-skourr indez-ariek eo ar yezhoù dardek, enni ar yezhoù-mañ da heul: Chineg (shina) Choumachteg (shumashti) Dameleg (dameli) Domakeg (domaaki) Gawareg-Bateg (gawar-bati) Kalacheg (kalasha) Kachmireg (kashmiri) Kowareg (khowar) Kohistaneg (kohistani) Ningalameg (ningalami) Pachayeg (pashayi) Paloureg (phalura) Yezhoù dardek
3952
https://br.wikipedia.org/wiki/Marateg
Marateg
Ur yezh indez-aryek eo ar marateg (मराठी; RLVK: marathī) komzet gant tro-dro da 90 milion a dud en India e Maharashtra dreist-holl, hag ivez tro-war-dro da Goudjarat, Madhya Pradesh, Goa, Karnataka hag Andhra Pradesh. Kavet e vez ivez e Stad "Israel", komzet gant yuzevion Bene Israel aet kuit eus India ha Moris. Yezh ofisiel Maharashtra an hini eo, hag unan eus yezhoù ofisiel India. Gwechall e veze skrivet ar marateg gant ur skritur dre dorn ispisial anvet modek (modi), met hiziv e vez skrivet gant ar skritur devanagari. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Skritur modek Liammoù diavaez Kentelioù marateg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India
3953
https://br.wikipedia.org/wiki/Hindoustaneg
Hindoustaneg
Implijet e vez an termen hindoustaneg (hindustani) evit ober dave da veur a yezh pe rannyezh tost-keñan an eil d'eben komzet e gwalarn India ha Pakistan dreist-holl. Goude ar sinaeg ec'h eo an hindeg asambles gant an ourdoueg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. An div yezh pennañ ma reer dave dezhe peurliesañ gant an termen "hindoustaneg" eo an hindeg hag an ourdoueg. Tost-tre eo an hindeg d'an ourdoueg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh ma reer hindoustaneg anezhi. Evit ober an diforc'h etre an daou doare-yezh pe div yezh hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg keit ha ma vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. Dre vras e c'heller lâret emaint liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep a relijion hag a vammenn sevenadurel da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, keit ha m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Hindeg Ourdoueg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India Yezhoù Pakistan
3954
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20modek
Skritur modek
Gwechall e veze implijet ar skritur modek (modi), ijinet er XVIIvet kantved, evit skrivañ ar marateg dre zorn, met pa zegouezhas ar wask e voe erlerc'hiet an skritur devanagari outañ tro-dro da 1950. Gwelet ivez Marateg Liammoù diavaez Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Lec'hienn diwar-benn ar skritur modek Modek
3956
https://br.wikipedia.org/wiki/Morphine
Morphine
Prantadoù kentañ ar strollad Morphine a oa ur strollad rock savet e 1990 e Boston (Massachusetts) get Mark Sandman, tri ezel a yae d'ober ar strollad-mañ. Anavezet a-gozh e oa Mark Sandman e Boston, pa oa bet oberiant kenañ àr leurennoù underground ar gêr-se, e-barzh strolladoù evel Treat Her Right, the Hypnosonics, pe the Pale Brothers, Supergroup (get Chris Ballew a savas the Presidents of the United States of America). Ardremmez ar strollad-se a zo divoutin a-walc'h e-sell pezh 'vez graet er sonerezh rock pe pop : sakso (sonet get Dana Colley), taboulinoù (sonet get Billy Conway pe Jerome Deupree) ha gitar-boud slide div-gordenn get Sandman, mouezh c'hwek hemañ hag ar pozioù. Setu dañvezioù ur blaz dibar a-walc'h, jazz ha blues ivez meur a wezh, pezh a voe graet "Low Rock" get Sandman e-unan. Nebeud a ardoù met efedusañ disoc'h, ur blaz dibar peogwir ne vez ket savet ar sonerezh àr-dro ar gitar tredan èl kustum e-barzh ar strolladoù rock. Album kentañ Morphine, "Good", a oa bet enrollet evit ti-embann pladennoù Rykodisc e 1991. Degemeret mat e oa bet get burutellourion a bep seurt, ha karourion devot en deus bet ar strollad adalek ar penn kentañ. An eil a zo "Cure for Pain" (1993). Àr roudoù kani kentañ eh ae ha berzhig a-walc'h a reas, betek er radiooù a skinas kalzig tonioù zo ("Thursday", "Buena"). Troiadoù sonadegoù bras a voe da heul, dre ar Stadoù-Unanet, Europa, Bro-Japan hag Aostralia. Un ti-embann-pladennoù bras Engouestlet e voe Morphine get Dreamworks Records e 1996, ur label major ha "Like Swimming" a voe o albom kentañ evit an ti-embann pladennoù-se. Degemeret mat-kenañ e voe get ar vurutellourion a-vicher, degemeret mat kenañ met ne reas ket kement a verzh evit pezh a sell doc'h niver ar pladennoù gwerzhet. Sandman d'an anaon Aet eo Sandman d'an Anaon d'an 3 a viz Gourhelen 1999, 46 vle anezhoñ, àr ar leurenn e oa pa samplaas e galon, e-pad ur sonadeg er Giardini del Principe e Palestrina e-tal Roma. E 2000 e teuas er-maez "The Night", un album hag a oa àr ar stern pa voe tapet kuit Sandman get an Ankou. Un nebeud dastumadegoù zo daet er-maez abaoe. Diouzhtu àr-lerc'h e varv hag a-benn derc'hel bev koun Sandman hag e sonerezh (hag ivez a-benn serriñ argant evit ur gevredigezh, the "Mark Sandman Music Education Fundation" hec'h añv) eo bet savet "Orchestra Morphine" get Dana Colley ha Billy Conway ha troiadoù sonadegoù da heul. Tro o deus bet an daou-mañ d'en em gavet get Laurie Sargent (kaner ha soner gitar anezhoñ) ha gi da genlabourat getoñ diwezhatoc'h, e-barzh Twinemen. Ur c'hroazhent a zo bet anvet "Mark Sandman" e Central Square e Cambridge er Massachusetts. Izili ar strollad : * Mark Sandman - gitar-boud 2 gordenn slide, kan, ograoù, tritar, gitar, piano * Dana Colley - saks baritone,saks tenor, saks double, tric'horneg * Billy Conway - taboulinoù * Jerome Deupree - taboulinoù Pladennoù * Good - 1992 * Cure for Pain - 1993 * Yes - 1995 * Like Swimming - 1997 * B-Sides and Otherwise -1997 * The Night - 2000 * Bootleg Detroit - 2000 * The Best of Morphine: 1992-1995 - 2003 Strolladoù sonerezh SUA Strolladoù sonerezh rock Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1990
3998
https://br.wikipedia.org/wiki/Iliz%20katolik%20roman
Iliz katolik roman
An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant. An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Frañsez eo ar Pab abaoe 2013. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma"). Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned. Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked. Istor * Pennad pennañ : Istor an Iliz katolik Goude ma oa kroazstaget Jezuz Krist, an abostoled a c'hounezas feizidi nevez, e-touez ar Yuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an Impalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered. En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant skrid-embann Milano embannet gant an impalaer Kustentin Iañ. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude skrid-embann Tessalonika betek diskar impalaeriezh roman ar C'hornôg, ha diwezhatoc'h hini Impalaeriezh roman ar Reter. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez Eusebius: Roma, Kergustantin, Antioc'hea, Jeruzalem hag Aleksandria, anvet ar Bentarkiezh. Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all Europa, ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an Islam war-dro ar kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an Arabed : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en kantved Antioc'hea. Ar stourm etre ar gristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin. En kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz latin er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare kroaziadeg ha preizhidigezh Bizantion gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg. Er kantved, abalamour d'ar Brotestantiezh ha d'an Disivoud Meur, e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an enepadreizhadur. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar gatoligiezh er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal Kantved ar Sklêrijenn. Ar sened-meur Vatikan II er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe Sened-meur Trento tri c'hantved a-raok. Iliz katolik Kristeniezh
3999
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Gwengolo
21 Gwengolo
Gwengolo 21 Darvoudoù 1711 : kemeret eo Rio de Janeiro gant ar c'hourser breizhat René Duguay-Trouin. 1792 : embannet eo ar Republik Frañs. 1937 : The Hobbit embannet gant J. R. R. Tolkien. 1964 : Malta dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1981 : Belize dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1991 : dizalc'hidigezh Armenia. 2001 : tarzhadenn ur bern bras temz kimiek e stal greantel Azote de France (AZF, strollad Total) distrujet ganti meur a savadur e Toloza (Haute-Garonne). Ganedigezhioù 1452 : Girolamo Savonarola, manac'h dominikan ha prezegenner italian a rennas war Firenze eus 1494 betek 1498. 1778 : Carl Ludwig Koch, koadc'hounezer ha naturour alaman. 1788 : Honoré-Charles Baston, kont Lariboisière, milour ha kannad. 1842 : Abdülhamit II : sultan an Impalaeriezh Otoman. 1866 : H. G. Wells, skrivagner saoz. 1881 : Éamonn Ceannt (Edward Thomas Kent), broadelour ha dispac'hour iwerzhonat. 1890 : Max Immelmann, nijer alaman. 1904 : Patrick Kavanagh, barzh saoznek eus Iwerzhon. 1909 : Kwame Nkrumah, prezidant Ghana. 1910 : Maurice Labro, filmaozer ha saver senario gall. 1929 : Sándor Kocsis, melldroader etrebroadel hungarian. 1934 : Leonard Cohen, kaner kanadian. 1953 : Marc Pajot, bageer-dre-lien breton. 1954 : Shinzo Abe, kentañ ministr Japan. 1955 : François Cluzet, aktour gall. Marvioù -19 : Vergilius, barzh roman. 1327 : Edouarzh II, roue Bro-Saoz. 1558 : Karl V, impalaer an Impalaeriezh Santel ha roue Spagn. 1761 : Gabriele Malagrida, misioner ha jezuist italian. 1832 : Walter Scott, skrivagner ha barzh skosat. 1921 : Auguste-Marie Dubourg, arc'heskob Roazhon ha kardinal. 1936 : Antoine Meillet, yezhoniour gall (° 1866). 1957 : Haakon VII, roue Norvegia. 1966 : Michel-Hervé Julien, diazezer SEPNB. 1969 : Jack Kerouac, skrivagner stadunanat. 1972 : Henry de Montherlant, skrivagner gallek. 1987 : Jaco Pastorius, c'hoarier gitar-boud jazz. 2011 : Paulette Dubost, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. Lidoù er Relijion gatolik : Sant Mazhev, abostol hag avielour Sant Riwalan, penitiour e Mêlrant Deiz an dizalc'hiezh e Malta, Belize hag Armenia. Deiz Etrebroadel ar Peoc'h
4000
https://br.wikipedia.org/wiki/Banglaeg
Banglaeg
Ur yezh indez-aryek eo ar banglaeg pe bengaleg (বাংলা er yezh-se end-eeun, distaget [ˈbaŋla]) genidik eus Bengal, rannet etre Bangladesh ha Kornôg Bengal India. An eil yezh muiañ komzet en India an hini eo war-lerc'h an hindeg. Kavet e vez ivez banglaegerion e Asam ha Tripura hag ivez e-touez an envroidi er bed a-bezh. Komzet e vez en holl gant ouzhpenn 200 millon a dud evel yezh kentañ ha pevar pe pemvet yezh muiañ komzet er bed an hini eo. . Unan eus yezhoù ofisiel India ha yezh ofisiel Bangladesh eo ar banglaeg. Tost-tre eo ar banglaeg unvan d'an asameg ha d'an oriyeg. Skrivet e vez ar banglaeg gant un abugida ispsial, ar skritur banglaek. Meur a doare-yezh banglaek ez eus, hervez al lec'h ma vez komzet ha live ar yezh: Rannyezhoù lec'hel: Rannyezh ar c'hornôg pochtchimeg (poshchim) Rannyezh ar reter pourbeg (purbo) Liveoù yezh: yezh dre gomz, tcholtibacheg (choltibhasha) yezh skrid, chadubacheg (shadhubhasha). Ul lennegezh puilh zo e banglaeg, abaoe mare an Azginivelezh vanglaek, en . Un elfenn greñv eo bet evit harpañ ar vrogarouriezh en div lodenn eus Bengal. E Reter Bengal, a oa ul lodenn eus Pakistan etre 1947 ha 1971, e voe un elfenn greñv a vroadelouriezh. E miz C'hwevrer 1952 e voe lazhet gant an arme meur a zen a oa o vanifestiñ evit lakaat ar banglaeg da yezh ofisiel. Abaoe an amzer-se eo bet lakaet an 21 a viz C'hwevrer da zevezh gouel evit lidañ Emsav ar Bengaleg. Hag abaoe 1999 eo bet lakaet da Zevezh Etrebroadel ar Yezh Vamm, gant UNESCO. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Skritur banglaek Liammoù diavaez: Ethnologue Lec'hienn diwar-benn ar banglaeg Banglaeg
4002
https://br.wikipedia.org/wiki/Nepaleg
Nepaleg
Ur yezh indez-aryek eo an nepaleg (nepali नेपाली pe khaskura) komzet gant tro-dro da 16.000.000 den en holl e Nepal, Bhoutan ha lec'hioù zo eus India ha Myanmar. Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo hag ivez yezh ofisiel Nepal, ma vez komzet evel yezh kentañ gant tro-dro d'an hater eus ar boblañs a meur a hini all a zo barrek warnañ evel eil yezh. Tost-tre eo an nepaleg d'an hindeg met degemeret ez eus bet gantañ nebeutoc'h a c'herioù o tont eus ar perseg hag ar saozneg hag oc'h implijout muic'h a c'herioù a orin sañskritek. Gwechall e veze skrivet gant un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur boudjimolek (bhujimol), met hiziv e vez implijet kentoc'h ar skritur devanagari. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Meneger yezhoù ar bed Yezhoù indezariek Yezhoù India Yezhoù Nepal Yezhoù Boutan Yezhoù Myanmar
4004
https://br.wikipedia.org/wiki/Pandjabeg
Pandjabeg
Ur yezh indez-ariek eo ar pandjabeg (pan̄jābī; ਪੰਜਾਬੀ e gurmukhi, پنجابی e chamukek) komzet gant 90 milion a dud er Panjab, rannet etre India (28 milion) ha Pakistan (61-62 milion). Kavet e vez panjabegerion dre ar bed a-bezh, gant meur a hini er Rouantelezh Unanet, er Stadoù Unanet hag e Kanada dreist-holl m'emañ ar pemvet yezh muiañ komzet. Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo. Skrivet e vez e meur a doare-skrivañ disheñvel hervez al lec'h hag ivez hervez relijion an hini a skriv zoken: * ar siked ha tud all er Pandjab en India a implij kentoc'h ar skritur gurmukhi; * an hindoued hag an dud all o chom e Haryana ha Himachal Pradesh a ra a-wechoù gant ar skritur devanagari; * ar vuzulmiz en India ha Pakistan a implij kentoc'h al lizherenneg arabek anvet skritur chamukek (shahmukhi) Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Skritur gurmukhi Liammoù diavaez: Geriadur pandjabeg Kentelioù pandjabeg Yezh ha lennegezh Ethnologue - Languages of India Lec'hienn diwar-benn ar pandjabeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù indezariek Yezhoù India Yezhoù Pakistan
4005
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20banglaek
Skritur banglaek
N'eo ket ar skritur banglaek (bengali) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war patrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar banglaeg hag an asameg dreist-holl. Un nebeud diforc'hioù bihan zo etre al lizherennoù implijet evit skrivañ ar bengaleg hag ar re implijet evit an asameg: rô (banglaeg র; asameg ৰ) ha vô (n'eus ket e banglaeg; asameg ৱ). Meur a stumm ispisial ha luziet a-walc'h a-wechoù ivez zo evit skrivañ al lizherennoù kevrennek, da lâret eo pa c'hoarvez ur gensonenn war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze. Diaezet a-walc'h eo deskiñ lenn ha skrivañ ar bengaleg rak en holl ez eus ur 500 lizherenn bennaket o kontañ ar re gevrennek. An abugida banglaek Ar vogalennoù En holl ez eus 11 lizherenn gouestlet da skrivañ seizh vogalenn ar bengaleg ouzhpenn ur re diftongennoù. E pep lizherenn silabennek diazez ez eus ur gensonenn mui ar vogalenn "o". Chenchet e c'hell bezañ ar vogalenn dre ouzhpennañ sinoù isipial. Diskwelet e vez implij ar vogalennoù stag-mañ en daolenn-mañ da heul gant skouer al lizherenn diazez ক "ko". A-hend-all e vez implijet ur sin ispisial anvet hôshonto (্) evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn diazez. Sinoù all Ar c'hensonennoù Ar sifroù Gwelet ivez: Abugida Devanagari Banglaeg Liammoù diavaez: Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg) Banglaek Banglaeg
4006
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20chamoukek
Skritur chamoukek
Ar skritur chamukek (shahmukhi شاہ مکھی), da lâret eo diwar genoù ar roue, a zo anezhañ un doare-skrivañ implijet evit skrivañ ar pandjabeg. Diazezet emañ war stil nastalikek (nasta'liq) al lizherenneg arabek implijet dre voaz evit skrivañ ar perseg ha meur a yezh en India. Skrivet e vez a dehoù da gleiz. Implijet e vez dreist-holl gant vuzulmiz e India ha Pakistan]] pa ra ar siked ha tud all er Pandjab en India kentoc'h gant ar ar skritur gurmukhi. Gwelet ivez Skritur gurmukhi Pandjabeg Lizherenneg arabek Liammoù diavaez Deskiñ chamukek Chamoukek
4007
https://br.wikipedia.org/wiki/Tamileg
Tamileg
Ur yezh dravidek eo an tamileg (tamil தமிழ் LFE /tæmɪɻ/), komzet e Tamil Nadu (kreisteiz India) hag e Sri Lanka dreist-holl, hag ivez e Karnataka, Kerala ha Maharashtra. Kavet e vez ouzhpenn tamilegerion dre ar bezh a-bezh ha 18ved yezh muiañ komzet ar bed an hini eo gant 74 millon a dud a ra gantañ. Ur yezh klasel bev an hini eo ha savet ez eus bet lennegezh e tamileg abaoe daou vil bloaz ha chomet eo digemm ar yezh skrivet abaoe keit-all. Tost-tre eo an tamileg d'ar malayalameg. Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo, hag hini Tamil Nadu. Ur statud ofisiel he deus ar yezh ivez e Sri Lanka ha Singapour hag anavezet e vez ivez e Bonreizh Suafrika. Disheñvel-mik eo ar yezh skrivet klasel (centamil) diouzh ar yezh komzet (koduntamil). Rannyezhoù lec'hel ez eus ivez. Gwelet ivez Yezhoù dravidek Roll yezhoù ofisiel India Skritur tamilek Liammoù diavaez Ethnologue Rosetta Project Mirdi ar yezhoù Yezh ha lennegezh Deskiñ tamileg - Testennoù ha kentelioù tamileg a-bep seurt Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dravidek Yezhoù India Yezhoù Sri Lanka Tamil Eelam
4008
https://br.wikipedia.org/wiki/Telougoueg
Telougoueg
Ur yezh dravidek eo an telougoueg (telugu తెలుగు) komzet gant 80 milion a dud en India hag er bed a-bezh. Unan eus yezhoù ofisiel India eo an telougoueg, komzet en Andhra Pradesh dreist-holl, e-lec'h m'emañ yezh ofisiel ar stad, hag ivez e Tamil Nadu, Karnataka, Maharastra hag en Orisa ha Chhattisgarh. A-hend-all e vez kavet telougouegerion e Bahrain, Fidji, Malaysia, Moris hag er Stadoù Unanet. Tost-tre eo an telougoueg d'an thenchoueg (chenchu), d'ar savareg (savara), ha d'ar waddareg (waddar). Skrivet e vez an tamileg gant un abugida ispisial, ar skritur telougouek. Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Yezhoù dravidek Skritur telougouek Liammoù diavaez Ethnologue Geriadurioù saozneg-telougoueg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dravidek Yezhoù India
4009
https://br.wikipedia.org/wiki/Hindeg
Hindeg
Ur yezh indez-ariek eo an hindeg pe hindi (हिन्दी; RLVK: hindī) komzet gant tro-dro da 500 milion a dud e norzh ha kreiz India dreist-holl met ivez e meur a vro all dre ar bed a-bezh, da skouer e Fidji, Moris, Guyana, Surinam, Trinidad ha Tobago hag en Emiradoù Arabek Unanet. Yezh kentañ 180 milion a dud en India ec'h eo an hindeg, hag ouzhpenn-se e vez implijet eno evel eil yezh gant 300 milion a dud all. Goude ar sinaeg ec'h eo an hindeg asambles gant an ourdoueg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India. Tost-tre eo an hindeg d'an ourdoueg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh ma reer hindoustaneg anezhi. Evit ober an diforc'h etre an daou doare-yezh pe div yezh hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg keit ha ma vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. Dre vras e c'heller lâret emañ liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep ur relijion hag ur vammenn sevenadurel da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, keit ha m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam. Meur a rannyezh ez eus hervez al lec'h, ha degemeret eo bet ar kadiboleg (khadiboli pe sarhindi) evel yezh unvan er skolioù. Evit lod ez eus yezhoù all ken tost ouzh an hindeg ma vefe gwelloc'h ober rannyezhoù oute kentoc'h evit yezhoù ha tabutet zo bet ivez en un doare kriz hag-eñ ez eo ar pandjabeg, ar bihareg, ar maitileg, ar bodjpoureg hag ar magadeg yezhoù en o-unan pe rannyezhoù hindek. Skrivet e vez gant ar skritur devanagari Notennoù Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Devanagari Kadiboleg Ourdoueg Hindoustaneg Liammoù diavaez Yezhadur berr an hindeg Ethnologue Lec'hienn diwar-benn an hindeg Skridoù hag ur geriadur hindeg Deskiñ lenn ha skrivañ hindeg Geriadur hindeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India bar:Hoamseitn ee:Axa do Ŋgɔ lmo:Pagina principala mzn:گت صفحه scn:Pàggina principali
4011
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20boudjimolek
Skritur boudjimolek
Un doare-skrivañ bet implijet gwechall e Nepal eo ar skritur boudjimolek (bhujimol). E 2003 e voe dizoloet ur vrikenn e Kathmandu warni un destenn skrivet gant ar skritur bramek (bramhi) keñver-ouzh-keñver gant ar skritur boudjimolek. Skrivet e oa bet en IIIde kantved a-raok Jezuz. Gwelet ivez Nepaleg Abugida Boudjimolek
4012
https://br.wikipedia.org/wiki/Gogol
Gogol
Plediñ a ra ar pennad mañ gant an niver bras. Evit ar skrivagner rusian, sellet ouzh ar pennad Nikolaz Vasilievitch Gogol. Ar gogol eo an niver 10100 a vez skrivet c'hoazh gant ar sifr 1 heuliet gant 100 zero. Savet e oa bet furm saoznek an anv-se (googol) e 1938 gant ur paotr 9 bloaz, Milton Sirotta, diwar c'houlenn e eontr, ar matematikour amerikan Edward Kasner. Degaset e voe an niver-mañ gant Kasner en e levr Mathematics and the Imagination. Diwar an anv-se eo deveret anv ar c'hevredad google dre ma voe merket spered e ziazezerien gantañ. Dave : istor ar c'hevredad Google (e saozneg). Tost kevatal eo ar gogol da faktorel 70 (70!), ha 2 ha 5 eo e faktorioù primel nemeto. 333 bit a vefe ezhomm evit skrivañ anezhañ ent binarel. N'eus talvoudegezh ispisial ebet d'ar gogol e matemetik, ha n'eus implij pleustrek ebet anezhañ kennebeut. Krouet e voe gant Kasner evit reiñ ur skeudenn eus ar c'hemm a zo etre an niver bras diempentus hag an anfin, hag er c'heñver-se e vez graet gantañ a-wezhioù er c'helenn matematik. Skrivadoù ar gogol skrivad skiantel 1 gogol = 1 × 10100 skrivad degel 1 gogol = 10 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 skrivad binarel 1 gogol = 10010 01001001 10101101 00100101 10010100 11000011 01111100 11101011 00001011 00100111 10000100 11000100 11001110 00001011 11110011 10001010 11001110 01000000 10001110 00100001 00011010 01111100 10101010 10110010 01000011 00001000 10101000 00101110 10001111 00010000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 Ar gogol o vont war vihanaat D'ar c'houlz ma voe roet e anv dezhañ, e 1938, e oa bras-kenañ ar gogol, hag eus sellboent ar fizik ne glotje ket ur gogol eus forzh petra gant an hollved anavezet. Koulskoude eo deuet an niveroù a-vent gant ar gogol da vezañ stank gant krouidigezh an urzhiatarezioù herrek hag an algoritmoù herrek. Da skouer e c'heller bremañ digompozañ niveroù dezho 100 sifr en ul liesad faktorioù primel. Un tammig bihanoc'h eget ar gogol eo an niver brasañ a c'hell bezañ diskwelet gant ar jederezioù chakod ordinal, ar re skiantel eus ar seurt a vez implijet er skolajoù : 9.999999999 E+99 pe c'hoazh 9,999999999 × 1099, pe 0,9999999999 gogol. Hag un nebeud jederezioù zoken a c'hell diskwel eksponantoù brasoc'h eget 99. A bep seurt Brasoc'h eo ar gogol eget an niver a bartikulennoù en hollved anavezet (etre 1072 ha 1087 hervez ar braskontoù diseurt). Ur gogol bihan zo 2100 ~= 1,267 × 1030 hag ur gogolpleks bihan zo 2^(2^100) ~= 10^(3,8 × 10^29). Anvet e voe al lusker enklask Google diwar an niver-mañ. En abeg d'ur fazi reizhskrivadur e voe graet 'Google' anezhañ e-lec'h 'Googol' (anv saoznek ar gogol). Evel ma c'hoarvez alies eo aet ar fazi da reolenn ha kalz a dud a skriv Google hiziv an deiz evit an niver. Gogolpleks Ar gogolpleks eo 10gogol. E skrivad degel a vije skrivet gant un 1 heuliet gant ur gogol a zeroioù. Dre m'eo kevatal e niver a sifroù da (gogol + 1) ne vije ket posupl skrivañ anezhañ ha pa yaje an holl vateri a zo en hollved anavezet d'ober paper ha liv. Levlennadurezh Kasner, Edward & Newman, James Roy Mathematics and the Imagination (London: Penguin, 1940; New York: Simon and Schuster, 1967; Dover Pubns, April 2001, ISBN 0-486-41703-4). 'Searching for the birth of the googol' 'An evening with Googles Marissa Mayer' 'Google and Larry Page' https://web.archive.org/web/20050920203259/http://www.googol.com/ Niveroù
4014
https://br.wikipedia.org/wiki/22%20Gwengolo
22 Gwengolo
Darvoudoù 1485 : krouidigezh Parlamant Breizh gant Frañsez II, dug Breizh. 1792 : kentañ devezh ar C'hentañ Republik c'hall, ha kentañ devezh an deiziadur republikan gall (primidi Vendémiaire ar bloaz I). 1888 : niverenn gentañ an National Geographic Magazine zo embannet. 1894 : Kengor Luskad al labourerien ha krouidigezh Kuzul broadel al labourerien e Naoned. 1934 : tarzhadenn ha tan e mengleuz glaou Gresffordd e biz Kembre : 266 a vicherourien zo lazhet. 1960 : dizalc'hiezh Mali. 1980 : deroù ar brezel etre Iran hag Irak. 1980 : sevel a reer ar sindikad Solidarność e Polonia. 2000 : David Douillet, judoka gall, kampion olimpek e Sydney (Aostralia). 2007 : Kolier an Erminig roet da Job an Irien, Rhisiart Hincks, Frañsez ar C'hemener ha Martial Pezenneg, e Sant-Brieg. 2010 : gant Parlamant Katalonia eo aprouet al lezenn a ra eus an okitaneg ur yezh kenofisiel e Katalonia hag ar yezh voas e Traoñienn Aran. Ganedigezhioù 1741 : Peter Simon Pallas, loenoniour ha louzawour alaman. 1791 : Michael Faraday, fizikour saoz. 1902 : Christian Stengel, filmaozer, produour ha saver senario gall. 1953 : Ségolène Royal, politikourez c'hall. 1958 : Andrea Bocelli, kaner italian. 1976 : Ronaldo, melldroader etrebroadel brazilian. Marvioù 1890 : Auguste Mayer, livour breizhat. 1457 : Per II, dug Breizh (1450-1457). 1872 : Vladimir Dal, geriadurour rusianek. 1914 : Alain-Fournier, skrivagner gall, oberour Le Grand Meaulnes. 1921 : Aogust-Mari Dubourg, kardinal gall, arc'heskob Dol, Roazhon ha Sant-Maloù. 1932 : Outram Bangs, loenoniour stadunanat. 1956 : Frederick Soddy, skingimiour saoz, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1921. 1978 : Jean Guéhenno, kazetenner ha skrivagner gall. 1994 : Edward Shackleton, beajour saoz. 2006 : Loís Combas, beleg, skrivagner ha geriadurour okitanek. 2009 : Romanas Arlauskas, mestrc'hoarier echedoù lituanian. Lidoù Sant kristen an deiz : Sant Emeran Iliz katolik roman Sant Maoris, merzher suis († 305) Sant Kado, abad ha merzher kembreat († 6vet kantved) Sant Urvan, penitiour Deiz an dizalc'hiezh e Bulgaria Deiz an dizalc'hiezh e Mali Gwengolo 22
4015
https://br.wikipedia.org/wiki/Thenchoueg
Thenchoueg
Ur yezh dravidek eo an thenchoueg (chenchu pe chenchwar) komzet gant tro-dro da 2 000 den en Andhra Pradesh (India). Tost-tre eo d'an telougoueg. Gwelet ivez Telougoueg Yezhoù dravidek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dravidek Yezhoù India
4016
https://br.wikipedia.org/wiki/Potwareg
Potwareg
Ur yezh indez-aryek eo ar potwareg (potwari, anvet ivez pothohari ha mirpuri), komzet eus Rawalpindi e Pakistan betek Mirpur war ar vevenn kachmirek. Ur yezh kar d'ar pandjabeg ha d'ar romeg, yezh an jispsianed. Meneger yezhoù ar bed
4017
https://br.wikipedia.org/wiki/Balotcheg
Balotcheg
Ur yezh iranek eo balotcheg (balochi بلوچی), yezh pennañ Balotchistan. E 1948 e teuas Balotchistan da vezañ ul lodenn eus Pakistan ha lakaet e voe bet an ourdoueg da yezh vroadel. Dre vras ez eus div rannyezh pennañ: Balotcheg ar reter, bet levezonet gant ar sindeg hag ar pachtoueg Balotcheg ar c'hornôg, bet levezonet gant ar turkmeneg, ar perseg, ar pachtoueg hag an arabeg Ur yezh dre gomz e oa bet ar balotcheg ha ne veze ket graet gantañ dre skrid betek an 19vet kantved, pa veze implijet ar perseg evit sevel ar skrid-mañ'r-skrid. En 19vet kantved e oa bet kroget da skrivañ ar yezh oc'h ober gant stil nastalek (nasta'liq) al lizhereneg arabek, implijet peurliesañ evit skrivañ ar yezhoù persek. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez EuroBalúči Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Pakistan
4018
https://br.wikipedia.org/wiki/Pachtoueg
Pachtoueg
Ur yezh iranek eo ar pachtoueg pe pouc'htoueg (pashto pe pukhto پښتو), komzet gant 39 millon a dud en Afghanistan ha kornôg Pakistan (16%-20% eus ar boblañs). Kavet e vez ivez pachtouegerion e Sind (Karachi, Hiderabad e kornôg Punjab (Pakistan), e norzh India hag e biz Iran. E 1964 e oa bet disklêriet ar pachtoueg unan eus div yezh ofisiel Afghanistan gant an dareg (dari). Div rannyezh pennañ a zo: hini an norzh komzet gant tro-dro da 24 milion a dud hag hini ar su komzet gant tro-dro da 16 milion a dud. Skrivet e vez ar pachtoueg gant al lizherenneg arabek gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg . Mui-ouzh-mui avat e vez implijet al lizherenneg latinek, dreist-holl evit skrivañ ar yezh war ar c'henwiad. Liammoù diavaez Ethnologue Free Online Pashto Dictionaries Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Afghanistan Yezhoù Pakistan Yezhoù iranek
4019
https://br.wikipedia.org/wiki/Romeg
Romeg
Ur yezh indez-aryek eo ar romeg (romanes, romanì), komzet gant tro-dro da 1,5 milion a Romed ha sintad (jipsianed) dre ar bed a-bezh. Roumania - 273 500 (1,2%) Slovakia - 253 943 (4,8%) Republik Tchek - 200 000 (1,7%) Bulgaria - 187 900 (2,48%) Hungaria - 150 000 (1,5%) Albania - 60 000 (1,67%) Gres - 40 000 (0,36%) Turkia - 10 633 (niveradeg 1960) Aostria - 6 273 (2001) Genidik eus India eo ar yezh-mañ ha kar eo d'ar pandjabeg ha d'ar potwareg. Rannyezhoù Meur a rannyezh zo : Vlac'heg (vlax) (Albania, Serbia, Montenegro, Bosnia-ha-Herzegovina, Hungaria, Roumania, Moldova, Ukraina, Aostria Romeg balkanek (Turkia, Gres, Bulgaria, Makedonia, Serbia, Montenegro, Roumania, Moldova hag Ukraina Romeg Kembre Romeg Finland Sinteg (Aostria, Kroatia, Republik Tchek, Frañs, Alamagn, Italia, an Izelvroioù, Polonia, Serbia, Montenegro, Slovenia ha Suis) Romeg karpatek (Republik Tchek, su Polonia, Slovakia, Hungaria, Roumania ha Ukraina) Romeg baltek (Estonia, Latvia, Lituania, norzh Polonia, Belarus, Ukraina ha Rusia) Teir rannyezh zo ivez en Anatolia : Romeg rumelek (rumely) e Uskudar ; geriaoueg levezonet-don gant ar gresianeg Romeg anatolek ; geriaoueg levezonet-don gant an turkeg, ar c'hurdeg hag ar perseg Romaneg pochek (posha), komzet gant ar jipsianed genidik eus Armenia. Statud ofisiel Anzavet ez-ofisiel eo ar romeg er Stadoù-mañ : Alamagn, Aostria, Bosnia-ha-Herzegovina, Colombia, Danmark, Finland, Hungaria, Kosovo, Montenegro, Makedonia an Norzh, Norvegia, Polonia, Roumania, Serbia, Slovakia ha Sveden. Gwelet ivez Kaloeg Liammoù diavaez Stad ar yezh en Europa Ethnologue Geriadur romeg-saozneg Lec'hienn dispar diwar-benn ar yezhoù romek (e spagnoleg) Elfennoù yezhadur (e spagnoleg) Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Europa Yezhoù Hungaria Yezhoù Roumania Yezhoù Slovakia Yezhoù ar Republik Tchek Yezhoù Bulgaria Yezhoù Aostria Yezhoù Albania Yezhoù Gres Yezhoù Turkia Yezhoù indezariek Romed
4020
https://br.wikipedia.org/wiki/Kaloeg
Kaloeg
Kentoc'h evit ur yezh ez eo ar c'haloeg (caló) ul luc'haj komzet gant ar jispianed) (spagnoleg: gitanos) e Spagn. A-orin romek an hini eo bet lezezonet dont-tre gant ar spagnoleg e pep keñver. Implijet e vez gante dreist-holl evel ur yezh kuzh. Liammoù diavaez Ethnologue Caló Notennoù yezhadur ha skwerioù Gwelet ivez Romeg Meneger yezhoù ar bed
4021
https://br.wikipedia.org/wiki/Kadiboleg
Kadiboleg
Ur rannyezh hindek eo ar c'hariboleg (khariboli) ha talvezout a ra da yezh unvan ar yezh-se evit he deskiñ er skolioù hag evit ober ganti dre skrid dre vras. Gwelet ivez Hindeg Ourdoueg Hindoustaneg Yezhoù India
4022
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Pogues
The Pogues
The Pogues a zo ur strollad sonerezh saoz, blaz ar sonerezh poblek iwerzhonek àr e sonerezh, savet e 1982, hag en deus graet berzh adalek kreiz ar bleadoù 1980. Ur strollad dibar, ha na vezer ket evit renkañ en ur rummad resis, ken liesdoare e oa e sonerezh. "Pogue Mahone" a voe anv kentañ ar strollad, da lavaret eo "Póg mo thóin" (brezhoneg : pokañ, "pok d'am revr" !) ! Sonerezh hengounel a Vro-Iwerzhon tamm pe damm, ha tamm ha tamm bejoñs ar bunked a voe strinket e-barzh. Levezonet bras e oant get the Clash d'ar mare-se, seniñ a rezont gete (ha Joe Strummer a gempennas un albom dezhe). Binvigi trad ag Iwerzhon a oa gete e penn kentañ : tin whistle, banjo, mandolin, bouest an diaoul... Diwezatoc'h e tay ar binvigi tredan pe elektronik da vout pouezusoc'h en o sonerezh. Prantad kentañ the Pogues : Shane MacGowan (kan), Jim Fearnley (akordeoñs) ha Spider Stacy (tin whistle) : setu amañ penn izili ar strollad e penn kentañ, a pa vezent é soniñ ingal dre straedoù London. Ha d'ar mare-se e voe brassaet ar strollad get donedigezh Jeremy 'Jem' Finer (gitar, banjo), Cait O'Riordan (gitar-boud) hag Andrew Ranken (taboulinoù). Kreskiñ a reas brud vat ar strollad, un nebeud enrolladennoù hag àr un dro troiadoù sonadegoù a skignas ar vrud-se e 1984. "Pogue Mahone" a yeas da "bPogues" hag o fladenn gentañ "Red Roses for Me" a zeuas er-maez e 1985. Ur gitarour a voe ouzhpennet nebeudig goude (Phil Chevron), ha neuze, skoazellet anezhe get Elvis Costello (brudet a-walc'h e metoù an new-wave pe ar sonerezh punk er mareoù-se), e voe savet an album "Rum Sodomy & the Lash", bepred e 1985 (setu penaos e vize bet taolennet an Navy get Winston Churchill, sañset ?). Skeudenn an albom a ziskouez radell ar Meduse get dremm izili ar strollad e-lec'h tudennoù taolenn Gericault. Ur gwir aozour sonennoù a ziskuilh e vailhoni en albom-se (pa oa kentoc'h sonennoù kozh e-barzh pladenn gentañ ar strollad) : Shane MacGowan, ur saver kanaouennoù ma'z eus unan, un doare barzh hag a ouia kontiñ istoerioù berr ("The Sick Bed of Cúchulaínn" pe "The Old Main Drag") kerkoulz ha kaniñ, perc'henniñ pa larin mat, sonennoù kozh èl "Dirty Old Town" (Ewan MacColl) pe "And the Band Played Waltzing Matilda" (Eric Bogle). An tonioù-se dibunet get Mac Gowan a zeuas da vout brudetoc'h eget o stumm a-orin. Breskded ar strollad get emzalc'h MacGowan Berzh a rezont (a-unvouezh, gwerzh o fladennoù pe soñjoù ar vurutellourion sonerezh figus) met ne gendalc'hzont ket àr o lañs, daoust da dalvoudegezh o fennoberennoù. Enrolliñ un album nevez a voe nac'het gete (e-lec'h an dra-se e kinnigzont unan berr get 4 sonenn e-barzh nemetken, "Poguetry in Motion"); dimeziñ a reas O'Riordan get Costello ha monet kuit, erlec'hiet get ar gitarour-boud Darryl Hunt. Terry Woods, soner a-gozh e-barzh Steeleye Span ha barrek àr e-leizh a vinvigi, a zeuas da binvidikaat ar strollad. Àr ar marc'had, perzh dibar ar strollad er mareoù-se a oa emzalc'h Shane MacGowan, etre ront ha karrez, mat-divat, arvarus, diaes da ziarbenniñ. Ha eañ aozer sonennoù kentañ ar strollad neoazh, hag ivez pennskeudenn ar strollad, e greizig hag e spered. Daet int a-benn da zastum dañvez a-benn sevel hag enrolliñ "If I Should Fall from Grace with God" e 1988 (get ar sonenn vrudet "Fairytale of New York") ha "Peace and Love" e 1989. Berzh abominapl a rae ar strollad er mare-se, ha neoazh ne oa ket Shane Mac Gowan en e vleud, pe kentoc'h er memes bleud hag an izili arall ! Start e oa labourat getoñ, ne oa ket tu d'e gabestrañ un tammig, abadennoù zo a droe da drenk getoñ meur a wezh ! Stacy ha Finer a voe é kaniñ e-barzh o fladenn da heul "Hell's Ditch", erlerc'hiet MacGowan gete dre ret, kempennet get Joe Strummer. Ar strollad dibennet Pa oa aet kuit Shane Mac Gowan (e 1991 neuze) eo daet ar strollad da vout distabil ha distrantell a-walc'h. Perzh dibar the Pogues e oa mouezh e ganer ur sort ! Ha n'eo ket n'eus forzh piv a gemeras e lec'h, Joe Strummer e-unan a gasas an traoù e-pad ur pennadig, hag àr-lerc'h e voe Stacy é kaniñ da vat. Daou albom a zay er-maez get ar stumm dishañval-se, unan mat-tre hag unan etre an daoù, met ne oa ket a-walc'h evit reiñ lañs en-dro d'ar strollad ha setu eñ dispennet a-benn nebeud e 1996. Hiriv an deiz ne chom ket 'met Shane MacGowan hag a vez klevet diàr e benn ur wezh an amzer, dre hanterouriezh e strollad The Popes d'an nebeutañ (da gentañ ur bladenn e 1994), pe skridoù e vuhez "A Drink With Shane MacGowan" (2001), kenskrivet àr un dro getoñ ha get e vignonez kazetennerez. Adsavet e voe ar strollad, get MacGowan mar plij, evit un troiad sonadegoù da vare Nedeleg e 2001. A-hend-arall, e miz an Azvent 2004, 9 "show" a voe sevenaet gete. Pladennoù Red Roses For Me Rum, Sodomy, and the Lash If I Should Fall From Grace with God Poguetry in Motion (EP) Yeah Yeah Yeah Yeah Yeah (EP) Peace and Love Hell's Ditch Waiting For Herb Pogue Mahone The Best of The Pogues The Rest Of The Best The Ultimate Collection get "Live at the Brixton Academy" e-barzh, 2001 Liammoù lec'hienn ofisiel the Pogues lec'hienn ofisiel Shane MacGowan rac'h pladennoù The Pogues Strolladoù sonerezh breizhveuriat Strolladoù sonerezh hengounel Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1980 Strolladoù sonerezh punk
4024
https://br.wikipedia.org/wiki/Grant%20Lee%20Buffalo
Grant Lee Buffalo
Grant Lee Buffalo a oa ur strollad rock a Los Angeles, ennañ Grant-Lee Phillips (kan ha gitar), Paul Kimble (gitar-boud) ha Joey Peters (taboulinoù). Ar tri soner-mañ a oa bet e-barzh ur strollad arall e Los Angeles : Shiva Burlesque. 4 albom zo bet graet gete get ar strollad-se, an hani diwezhañ, "Jubilee" e 1998, hep Kimble, aet kuit ag ar strollad. Àr-lerc'h ar bladenn diwezhañ-mañ e voe freuzet ar strollad ha Phillips a gendalc'has get ur remzad solo en ur ober berzhig a-walc'h. E 2001 e teuas er-maez "Storm Hymnal", un dastumadeg sonennoù "single", rouez pe chomet diembann. Liv ar sonerezh country a zo àr sonerezh Grant Lee Buffalo, get blaz America a-dra-sur (Neil Young pe Tim Buckley ha re 'rall), kaset get mouezh fromus Phillips. Politikerezh ha kudennoù ar gevredigezh a vez diskuilhet er pozioù (da skouer "Lone Star Song" en album "Mighty Joe Moon" hag a veneg seziz truezus Waco). Troiadoù sonadegoù get strolladoù bras o deus graet e-pad hanterenn gentañ ar bleioù 1990 (REM, Pearl Jam ha the Smashing Pumpkins). Albomoù : Fuzzy (1993) Mighty Joe Moon (1994) Copperopolis (1996) Jubilee (1998) Dastumadoù : Storm Hymnal (2001) Grant Lee Buffalo
4025
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20peurvat
Niver peurvat
Graet e vez niver peurvat eus an niveroù anterin a zo kevatal da sammad o rannerioù, estregeto o-unan eveljust. Da skouer eo peurvat 6 rak 6 = 2 × 3, setu eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù 6. Sammad rannerioù 6 (estreget 6) eo neuze : 1 + 2 + 3 = 6 Gant Euklides, en , e oa bet dizoloet ha prouet kement-mañ: Ma 'z eus un niver kentael eus neuze eo peurvat . Gant Leonhard Euler, en , e oa bet prouet emañ an holl niveroù peurvat par er stumm kinniget gant Euklides. Setu eo liammet klask niveroù peurvat par gant klask niveroù kentael Mersenne (niveroù kentael e stumm 2p-1). N'eus ket bet kavet niver peurvat ampar ebet met n'eur ket deuet a-benn da brouiñ n'eus ket anezho kennebeut. Prouet ez eus bet avat e rank an niveroù peurvat ampar kaout 11 faktor kentael da nebeutañ, unan anezho da nebeutañ brasoc'h eget 300 000. Prouet ez eus bet ivez n'eus hini ebet bihanoc'h eget . An niveroù peurvat kentañ N'eus nemet pevar niver peurvat bihanoc'h eget 100 000, hag anavezet int abaoe an Henamzer. Setu int amañ : 6 = 1 + 2 + 3 28 = 1 + 2 + 4 + 7 + 14 496 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 31 + 62 + 124 + 248 8128 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 32 + 64 + 127 + 254 + 508 + 1016 + 2032 + 4064 Un dra iskis Pa vez rannet pep hini eus ar c'hevatalderioù amañ a-us dre an niver peurvat a glot ganto e tizoloer ur perzh eus kevrennoù egiptat 'zo : 1 = 1/6 + 1/3 + 1/2 1 = 1/28 + 1/14 + 1/7 + 1/4 + 1/2 ha memes tra gant ar re all Gwelet ivez : Niver puilh - Niver karantezus - Niver diouerus - Niver kentael - Niver kazi peurvat Peurvat
4026
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20kazi%20peurvat
Niver kazi peurvat
E matematik e vez graet niver kazi peurvat eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) = 2n + 1, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. Dre ret ez eus niveroù puilh eus an niveroù kazi peurvat. N'eus bet kavet niver kazi peurvat ebet betek-henn, met prouet ez eus bet n'eus hini ebet bihanoc'h eget 1035, ha ma 'z eus eus un niver peurvat neuze en deus seizh ranner da nebeutañ. Gwelet ivez : Niver puilh - Niver karantezus - Niver diouerus - Niver peurvat - Niver kentael Kazi peurvat
4027
https://br.wikipedia.org/wiki/Ourdoueg
Ourdoueg
Ur yezh indez-aryek eo an ourdoueg (اردو; RLVK: urdū) komzet gant tro-dro da 104 milion a dud en India hag e Pakistan dreist-holl, met kavet e vez ourdouegerion dre ar bed a-bezh. Goude ar sinaeg ec'h eo an ourdoueg asambles gant an hindeg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India ha yezh ofisiel Pakistan eo an ourdoueg. Tost-tre eo an ourdoueg d'an hindeg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh a reer hindoustaneg anezhi. Evit ober an diforc'h etre an daou zoare yezh, pe an div yezh, hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg hag e vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. Dre vras e c'heller lâret int liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep a relijion gant ur sevenadur da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, tra m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam. Skrivet e vez gant stil persek al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg Gwelet ivez Roll yezhoù ofisiel India Hindeg Hindoustaneg Liammoù diavaez urdustan.com : Lec'hienn diwar-benn an ourdoueg Ethnologue Ourdoueg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India Yezhoù Pakistan
4028
https://br.wikipedia.org/wiki/Yieg
Yieg
Ur yezh tibetek-burmek eo al loloeg pe yieg (loloeg: yi ꆇꉙ, sinaeg: 彝族, pinyin yìzú), komzet gant tro-dro da 6,6 milion a dud e Sichuan, Yunnan, Guizhou ha Guangxi e Sina. Tost-tre eo d'ar burmeg. Skrivet e vez gant ur silabenneg ispisial, ar skritur yiek. Gwelet ivez Skritur yiek Yezhoù yiek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Sina es:Idioma yi
4029
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20yiek
Skritur yiek
Ur silabenneg eo ar skritur yiek anvet cuan (LFE : [tswen]) pe wei, implijet evit skrivañ ar yieg komzet e Sina. Kavet ez eus bet skouerioù eus ar d'an abretañ holl. Implijet e voe an doare-skrivañ-mañ evit aferioù relijiel pe kuzh e-pad meur a gantved. Uhel-tre e oa deuet da vezañ an niver a c'hrafemennoù er silabenneg klasel, betek 8 000. Pa voe unvanet e 1975 e tiskennas an niver a c'hrafemennoù, enni bremañ gant 819 grafemenn en holl evit skrivañ 756 silabenn a-orin yiek ha 63 evit gerioù o tont eus yezhoù all, dreist-holl ar sinaeg. Ar silabenneg arnevez-se an hini eo a vez kelennet er skolioù. Diorroet ez eus bet ivez un doare da implijout al lizherenneg latinek evit skrivañ ar yieg (anvet a-wechoù ivez pe loloeg) ma ra gantañ kristenion a-orin yiek nemetken. Gwelet ivez Yieg Silabenneg Liammoù diavaez Omniglot GB18030 Binviji evit gallout skrivañ e sinaeg, tibetek, yieg, mongoleg ha taiek war an urzhiataer Yiek
4032
https://br.wikipedia.org/wiki/Moneg
Moneg
Ur yezh aostrez-aziatek eo ar moneg (mon) komzet e Myanmar ha Tailand. Liammoù diavaez Lec'hienn diwar-benn ar moneg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand Yezhoù Myanmar Yezhoù monek-kmerek
4033
https://br.wikipedia.org/wiki/Chaneg
Chaneg
Ur yezh taiek-kadaiek eo ar chaneg (shan pe tai Shan) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e mervent Myanmar dreist-holl hag ivez e lec'hioù zo eus Tailand. Pemp tonenn ez eus e chaneg. Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand Yezhoù Myanmar
4034
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20puilh
Niver puilh
E matematik e vez graet niver puilh eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) > 2n, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ. Degaset e oa bet an niveroù puilh gant Nicomachus en Introductio Arithmetica. Ober a rae anezho niveroù dreistpuilh ha goulenn a rae e vefe σ(n) > n hepken. An niveroù puilh kentañ eo : 12, 18, 20, 24, 30, 36, ... hag an niver puilh ampar kentañ eo 945. An niveroù dezho ur builhentez null eo an niveroù peurvat, hag an niveroù dezho ur builhentez negativel strizh eo an niveroù diouerus Gwelet ivez: Niver karantezus - Niver diouerus - Niver peurvat - Niver kentael - Niver kazi peurvat Puilh
4035
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20diouerus
Niver diouerus
E matematik e vez graet niver diouerus eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) < 2n, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ. Negativel strizh eo ar builhentez-se evit an niveroù diouerus, null evit an niveroù peurvat ha pozitivel strizh evit an niveroù puilh. Degaset e oa bet an niveroù diouerus gant Nicomachus en Introductio Arithmetica. An niveroù diouerus kentañ eo : 1, 2, 3, 4, 5, 7, 8, 9, 10, 11, 13, ... Bez' ez eus un niver anfin a niveroù diouerus par hag ampar. Da skouer eo diouerus an holl niveroù kentael Gwelet ivez : Niver puilh - Niver karantezus - Niver peurvat - Niver kentael - Niver kazi peurvat - Niver hegarat. Diouerus
4036
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20karantezus
Niver karantezus
E matematik e vez graet niveroù karantezus eus daou niver anterin n hag m pa vez σ(n) = σ(m) = m + n, e lec'h m'eo (x --> σ(x)) ar fonksion a ro sammad rannerioù x, x e-unan en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ. Bez e c'heller lavaret ivez e talv m kement ha sammad rannerioù n (estreget n) hag e talv n kement ha sammad rannerioù m (estreget m). Eveljust ma vez puilh an eil niver karantezus e vo diouerus egile. Karantezus eo an niveroù peurvat ganto o-unan. Setu amañ ar c'houbladoù niveroù karantezus, dezho nebeutoc'h eget c'hwec'h sifr : 220 ha 284 1184 ha 1210 2620 ha 2924 5020 ha 5564 6232 ha 6368 10 744 ha 10 856 12 285 ha 14 595 17 296 ha 18 416 63 020 ha 76 084 66 928 ha 66 992 67 095 ha 71 145 69 615 ha 87 633 79 750 ha 88 730 An niveroù karantezus a zo liammet o istor gant an hudouriezh hag ar steredouriezh. Da skouer e soñj da zisplegerien ‘zo eus ar C’heneliezh en doa roet Jakob daou c’hant gavr hag ugent bouc’h, ha kement all a zañvadezed hag a veot d’e vreur henañ Esav pa grogas ennañ an aon da vezañ lazhet gant hemañ (Geneliezh 32:14) peogwir eo karantezus an niver 220. Skrivañ a ra ar prederour Iamblichus Chalcis (war-dro 250-330) eo anavezet an niveroù-se gant ar Bythagorisianed. Anvet e vezont karantezus ha staget e vez perzhioù sokial outo (e-giz 220 ha 284), ha komzet e vije bet gant Pythagoras eus ur mignon « a oa un eñ all » evel m'eo 220 ha 284. N’eus hentenn anavezet ebet evit determinañ niveroù karantezus. Met dizoloet ez eus bet seurtoù ispisial a-hed ar bloavezhioù. Thabit ibn Kurrah (war-dro 850) a skrivas kement-mañ : Mard eo n > 1 ha mard eus niveroù kentael eus p = 3 × 2n - 1 - 1, q = 3 × 2n - 1 hag r = 9 × 22n - 1 - 1, neuze eo karantezus 2npq ha 2nr. Ret e voe gortoz kanvedoù a-raok ma vefe ganet an eil hag an trede koublad niveroù karantezus gant ar formulenn-se! Fermat a embannas ar c'houblad 17 296 - 18 416 (n=4) en ul lizher da Versenne e 1636. Descartes a skrivas da Versenne e 1638 evit reiñ dezhañ da c'houzout ar c'houblad 9 363 584 - 9 437 056 (n=7). Karantezus eo ar c'houblad (6232, 6368) met n'hell ket bezañ kavet gant ar formulenn-se. Gant Euler e voe ouzhpennet ur roll 64 niver karantezus nevez, met gant daou fazi a voe dizoloet e 1909 hag e 1914. E 1866 e voe dizoloet ar c'houblad 1184-1210, chomet dianav betek-henn, gant ur paotr yaouank a c'hwezek vloaz, Nicolo Paganini. Gant enklaskoù dre urzhiataerez ez eus bet gellet kavout an holl goubladoù niveroù karantezus dezho nebeutoc'h eget 10 sifr hag ivez un nebeud re all brasoc'h c'hoazh, setu ez eus bet kavet 7500 koublad en holl. Ne ouezer ket hag-eñ ez eus un niver anfin a goubladoù, nag hag-eñ ez eus koubladoù niveroù estren. Ma 'eus eus un hevelep koublad ez eus dre ret ouzhpenn 15 sifr da bep hini eus an niveroù hag o liesad a rank bezañ rannadus dre 22 niver kentael da nebeutañ. Gwelet ivez: Niver puilh - Niver diouerus - Niver peurvat - Niver kentael - Niver kazi peurvat Karantezus
4037
https://br.wikipedia.org/wiki/Taboulin
Taboulin
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h. Ur benveg-seniñ eo an daboulin, eus rumm ar binvioù-tosiñ, rak skoet e vez warnañ. Un tabouliner eo an den a son gant un daboulin, pe gant meur a hini. Unan eus ar binvioù-seniñ koshañ eo, pa'z eo aes a-walc'h da fardañ. Graet eo gant daou groc'hen stignet a bep tu d'ur framm kranennek (un darn eus kef ur wezenn gleuz, en amzerioù kozh; ur granenn blastik er mare-mañ). Skeiñ a reer war an daboulin gant ar bizied pe gant bizhier bihan. Servijout a ra dreist holl da verkiñ ar lusk. Brezel Ur benveg implijet en emgann e oa an daboulin, sonet gant bugale a-wechoù. Meur a ganaouenn zo diwar-benn taboulinerien yaouank. Istor An taboulinoù a zo aozet get ur strolladur a fustoù (pe tom-où) ha simbalennoù. An taboulin a vez implijet get mab-den a-c'houde ar ragistor. Ijinet eo bet an taboulinoù kentañ en 20vet kantvet, aozet e oa d'ar mare-se get un taboulin sklaer, ur gourdaboulin ha simbalennoù, kavet a veze dreist holl er laz-senoù soudardel. Liammet-tre eo an taboulinoù a-vremañ get an jazz (1900-1940), kaset en deus araokadennoù evit simplaat ar c'hoari da skouer ar charleston (pe "hi-hat" e saozneg) ijinet get Vic Berton ha Kaiser Marshall e 1920 hag an droadikell evit ar gourdaboulin evel-se a oa tu d'an taboulinour c'hoari get meur a lodenn an taboulinoù er memes koulz. Araokadennoù arall a zo daet get an emsavioù sonerezhel evel ar rock'n roll, daet eo dreist-holl àr-wel ar "set" ar pezh a dalv e vez disheñvel pep taboulin hervez c'hoantoù an tabouliner. Aozadur an taboulinoù Aozet eo ar bateri get meur a lodenn kemmus. Aozet eo alies get tri tom : un tom uhel (12"), unan etre (13") hag unan izel (16"), ur gourdaboulin hag ur charleston, ha simbalennoù : ur "ride" hag ur "crash". Ar gourdaboulin. An tom izel. An taboulin sklaer. An tom uhel (a-zehou) hag an tom etre (a-gleiz). Ar charleston (pe "hi-hat"). Ar simbalenn "crash" (a-zehou) hag ar simbalenn "ride" (a-gleiz). An danvezioù implijet evit taboulinoù Ar fustoù : Implijet e vez evit ar fustoù get ur priz izel "limibois" evit an taboulinoù, mes ivez ur meskaj koad ha danvezioù plastek. Peurvuiañ e vez kenstrollet meur a gouchad koad eus ar memes orin pe get. Graet e vez ivez taboulinoù get plankennoù koad munut eus ar memes orin, peget an eil doc'h egile evel ar c'hongasoù. Kavet e vez ivez fustoù eus merkoù uhel tre tailhet doc'htu er c'hoad. El reson e cheñch ar son hervez ar c'hoad implijet (eflenn, tilh, dervenn...), tevder ar fustoù hag o zreuzkiz. Ijinet eo bet ivez taboulinoù get fustoù plastek (plexiglas) e 1970 get Remo. Pep merk a implij teknikoù disheñvel evit o zaboulinoù (da skouer get Pearl e vez mesket neud karbon get skav-gwrac'h). Gellout a ra koad ar fustoù bout gwerniset pe c'holoet get ur wiskad plastek livet, pe ur golo moan tre eus metal kromet. An troadoù hag ar sternioù : An troadoù a zo graet get danvezioù metal gouest da zougen holl bezhioù an taboulinoù, graet int get aluminiom pe houarn hervez an dibab hag priz an taboulinoù. Ar simbalennoù : Peurliesan e kouevr, kavet e vez meur a seurt simbalenn da skouer ar charleston graet get div simbalenn stok a stok (gellet a ra bout c'hoariet digor pe serret), ar "crash" get un treuzkiz etre 14" ha 20", ar "ride" etre 18" ha 24" pe ar "clash" ur simbalenn vihan get un treuzkiz eus 6" betek 12". An taboulinoù tredan An taboulinoù tredan a zo el ar re klev met e lec'h ar fustoù hag ar simbalennoù e vez padoù, e kroc'hen faos pe e plakenn kaoutchoug. Istor An taboulinoù tredan a zo bet krouet e 1970. Deuet eo da vezañ brudet e 1980 a-drugarez d'ar merk Simmons. Hiriv an deiz e vez produet taboulinoù tredan get meur a verk. Mont en dro Staget eo pep pad doc'h un daspugner tredan liammet d'ur sichenn e lec'h ma teu er maez un notenn, a-drugarez d'un tokarn luget get un jack d'ar sichenn. Pep pad a ro ur son disheñvel hervez ar son choazet get an taboulinour. Un nebeud titouroù arall An taboulinoù tredan a zo bet gwellaet ha marc'had-matoc'h e vezont bremañ. Perzhioù mat a zo gante : Kemer a reont nebeutoc'h a blas Aesoc'h int da zougen Tu zo izelaat pe vrasaat kreñvder ar son ha memes cheñch ar sonioù. Taboulinourien anavezet (Dre urzh o bloavezh ganedigezh) Elvin Ray Jones (1927-2004) • SUA • Jazz Charles Robert "Charlie" Watts (1941- ) • Bro-Saoz • Rock (strollad The Rolling Stones) Anthony Tillmon "Tony" Williams (1945–1997) • Stadoù-Unanet • Jazz Carmine Appice (1946- ) • Stadoù-Unanet • Rock (strollad Cactus) John Henry Bonham (1948–1980) • Bro-Saoz • Rock (strollad Led Zeppelin) Christian Vander (1948- ) • Bro-C'hall • Jazz (strollad Magma) Philip David Charles "Phil" Collins (1951- ) • Bro-Saoz • Rock (strollad Genesis) Stewart Armstrong Copeland (1952- ) • Stadoù-Unanet • Rock (strollad The Police) Michael Henry "Nicko" McBrain (1952- ) • Bro-Saoz • Rock (strollad Iron Maiden) Jim Kilpatrick (1956- ) • Bro-Skos • Skos (strollad House of Edgar Shotts and Dykehead Pipe Band) Emmanuel "Manu" Katché (1958- ) • Bro-C'hall • Jazz, Pop, Rock Horacio "El Negro" Hernandez (1963- ) • Kuba • Jazz, Pop, Rock Lars Ulrich (1963- ) • Danmark/Stadoù-Unanet • Rock (strollad Metallica) Raktres Lise Diwan Binvioù-tosiñ Binvioù-seniñ
4039
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20Gwengolo
23 Gwengolo
Darvoudoù 1846 : gant an Alaman Johann Gottfried Galle eo dizoloet ar blanedenn Neizhan a oa bet rakwelet gant jedadennoù ar steredoniour gall Urbain Le Verrier. 1895 : krouet eo ar sindikad gall Kengevread hollek al labour e Lemojez (Haute-Vienne). 1940: tailhet eo ar bara da 350 g an deiz. 1943: bombezet Naoned gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces): 46 den nann-soudard lazhet diouzh beure, ha tremen 200 d'abardaez. 1945: kentañ tro an dilennadegoù-kanton e Frañs. 1977: votet eo testenn ar Garta sevenadurel gant Kuzul Rannvroel Breizh. 1993 : dilennet eo Sydney gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Monako evit degemer ar C'hoarioù Olimpek hañv e 2000. 1996: dioueliet eo ar maen-kañv savet e Pont-'n-Abad e koun an daou soner (Sonerien Du) bet krouget e gaou eno. Ganedigezhioù -63 : Aogust (impalaer), kentañ impalaer roman hag advab da gCaius Julius Caesar. 1158 : Jafrez II (dug Breizh). 1598 : Eleonora Gonzaga, priñsez italian, gwreg da Ferdinand II an Impalaeriezh Santel. 1782 : Maximilian zu Wied-Neuwied, ergerzher, etnologour, loenoniour ha naturour alaman. 1897 : Paul Delvaux, livour eus Belgia. 1906 : Eugène Yvernès, aktour sinema gall. 1919 : Pierre-Roland Giot, ragistorour. 1926 : John Coltrane, soner saksofon. 1938 : Romy Schneider, aktourez alaman c'hall. 1949 : Bruce Springsteen, kaner ha soner stadunanat. 1956 : Paolo Rossi, melldroader etrebroadel italian. 1983 : Lenier Domínguez Pérez, mestrc'hoarier echedoù kuban. Marvioù 1241 : Snorri Sturluson, istorour ha barzh islandat. 1508 : Beatrice d'Aragona, priñsez eus Naplez, rouanez Hungaria. 1870 : Prosper Mérimée, henoniour, istorour ha skrivagner gall. 1896 : Ivar Aasen, yezhour ha barzh eus Norvegia. 1939 : Sigmund Freud, bredvezeg aostrian. 1929 : Richard Zsigmondy, kimiour aostrian, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1925. 1970 : Bourvil, aktour gall. 1973 : Gerard Kuiper, steredoniour stadunanat genidik eus an Izelvroioù. 1973 : Pablo Neruda, barzh ha skrivagner spagnolek eus Chile, tapet Priz Nobel al lennegezh gantañ e 1971. 2020 : Juliette Gréco, kanerez c'hall. Lidoù Sant an deiz : Sant Solen. Devezh ar vro en Arabia Saoudat. Gwengolo 23
4041
https://br.wikipedia.org/wiki/Grafemenn
Grafemenn
Un unanenn implijet gant n'eus forzh peseurt doare-skrivañ eo ur c'hrafemenn, da skouer: ul lizherenneg pe div lizherenn implijet evit ober dave d'ur sonenn en ul lizherenneg, p pe c'h ur silabenn en ur silabenneg, da skouer e hiragana か (ka) き (ki) ぱ (pa) ぴ (pi) Grafemennoù eo ivez ar poentadur hag ar sifroù pe arouezioù all implijet en un doare-skrivañ evel $ (dollar), pe % (dregantad) pe & (ha). Gwelet ivez Doare-skrivañ Lizherenneg Silabenneg Liammoù diavaez Omniglot. Ul lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg) Doareoù-skrivañ
4042
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazzy%20Star
Mazzy Star
Mazzy Star a oa ur strollad pop savet e 1989, da heul ur strollad aet da netra : Opal. Savet e oa bet ar strollad àr-dro David Roback (a oa bet e Rain Parade) ha Kendra Smith (kent e Dream Syndicate). Get Hope Sandoval e voe erlerc'hiet Kendra Smith nebeudig goude. Brudet eo bet ar strollad get ar ganaouenn-mañ : "Fade Into You". Izili diazez ar strollad e oa Roback ha Hope Sandoval, gi ar re a aoze ar sonennoù. Skrivet e veze pozioù ar sonennoù get Sandoval ar c'haner pa veze aozet ar sonerezh get Roback dre vras. N'eus ket bet kemennadenn ofisiel ne vehe ket mui ag ar strollad-mañ, lakaomp emañ é vorediñ bremañ... Savet eo bet ar strollad Hope Sandoval & the Warm Inventions get Hope just-aset, hag enrollet he deus traoù get Bert Jansch ha The Jesus and Mary Chain. Izili ar strollad : Hope Sandoval - mouezhioù David Roback - gitar Jill Emery - gitar boud Keith Mitchell - taboulinoù Suki Ewers William Cooper (Will Glenn e gwirionez), aet da anaon - touchennaouegoù, violoñs Pladennoù : 1990 - She Hangs Brightly (Capitol) 1993 - So Tonight That I Might See (Capitol) 1996 - Among My Swan (Capitol) Strolladoù sonerezh SUA Strolladoù sonerezh pop Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1990
4043
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20aostrez-aziatek
Yezhoù aostrez-aziatek
Ur familh-yezhoù vras eo ar yezhoù aostrez-aziatek , enni tro-dro da 168 yezh en holl, komzet e Gevred Azia hag India. Peurliesañ e vez isrannet ar familh e daou vloc'had pennañ: ar yezhoù monek-kmerek (tro-dro da 147 yezh) eus gevred Azia diouzh un tu ; hag ar yezhoù moundek eus reter-kreiz ha kreiz India diouzh an tu all (tro-dro da 21 yezh): 'Yezhoù moundek' Yezhoù moundek an norzh (12 yezh) Yezhoù moundek ar su (9 yezh) 'Yezhoù monek-kmerek' (yezhoù ar su) Yezhoù aslek (19 yezh) Malaysia ha Thailand Yezhoù monek (2 yezh) Moneg e Myanmar ha nyakopureg (nyahkur) e Thailand. Yezhoù nikobarek (6 yezh) Inizi Nikobar (India) (yezhoù ar reter) Kmereg (khmer) Kambodia, Tailand ha Viêt Nam Yezhoù pearek (6 yezh) Kambodia. Yezhoù banarek (bahnaric) (40 yezh) Viêt Nam, Laos, ha Kambodia Yezhoù katouek (19 yezh) Laos, Viêt Nam ha Thailand (yezhoù an norzh) Yezhoù kasek (khasi) (3 yezh) reter India ha Bangladesh Yezhoù kmouek (khmuic) (13 yezh) Laos ha Thailand Yezhoù palaongek (21 yezh) Myanmar, su Sina ha Thailand. Mangeg Vietnam Yezhoù vietek (viet-muong) (10 yezh) Viêt Nam ha Laos, en o zouez ar Viêt Nam. (yezhoù all) Palyoueg (palyu) su Sina. Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Yezhoù moundek Yezhoù aostrez-aziatek
4044
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20banarek
Yezhoù banarek
Ur skourr eus ar yezhoù monek-kmerek (mon-khmer) eo ar yezhoù banarek (saozneg: bahnaric languages), ennañ un 30 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 700.000 den e Viêt Nam, Kambodia, ha Laos. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù banarek peurliesañ: Yezhoù banarek an norzh, d.s. ar sedangeg, an halangeg e Vietnam Yezhoù banarek ar c'hornôg, d.s. an nyaheuneg hag an oieg e Laos Yezhoù banarek ar c'hreiz, d.s. an taliengeg, an alakeg, an tampoueg hag ar banareg e Laos ha Vietnam Yezhoù banarek ar su (a-wechoù renket evel un isrummad e-touez yezhoù banarek ar c'hreiz), d.s. ar sreeg hag ar mnongeg e Vietnam Liammoù diavaez Ethnologue] Lec'hienn diwar-benn ar yezhoù banarek Yezhoù banarek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Azia Yezhoù Viêt Nam Yezhoù Kambodia Yezhoù Laos
4045
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kasek
Yezhoù kasek
Ur skourr eus ar yezhoù aostrez-aziatek eo ar yezhoù kasek (khasi) komzet e Meghalaya en Asam (India) dreist-holl met ivez war an harzoù gant Bangladesh. Teir yezh zo : Kaseg, komzet gant 865 000 a dud e biz India Pnareg, komzet gant 18 000 a dud e biz India Wareg, komzet gant 28 000 a dud e biz India hag e Bangladesh Yezhoù kasek Yezhoù India Yezhoù Bangladesh
4046
https://br.wikipedia.org/wiki/Halangeg
Halangeg
Ur yezh vanarek eo an halangeg (halang), komzet gant tro-dro da 4.000 den e Attopeu e Laos. Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Yezhoù aostrez-aziatek Sedangeg Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù banarek
4047
https://br.wikipedia.org/wiki/Sedangeg
Sedangeg
Ur yezh vanarek eo an sedangeg (sedang), komzet gant tro-dro da 40.000 den e reter Laos hag e Cong Tum e su-kreiz Viêt Nam. Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Yezhoù aostrez-aziatek Halangeg Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Laos Yezhoù Viêt Nam Yezhoù banarek
4048
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20monek-kmerek
Yezhoù monek-kmerek
Asambles gant ar yezhoù moundek ec'h eo ar yezhoù monek-kmerek (mon-khmer) unan eus daou skourr ar yezhoù aostrez-aziatek. Isrannet e vez ar yezhoù monek-kmerek e 11 rumm disheñvel evel-hen: Vietnameg e Viêt Nam (66-73 milion) Kmereg (khmer) e Kambodia, su Viêt Nam ha mervent Tailand (15-22 milion) Orangasleg (orang asli) e Malaysia, isrannet d'e dro e tri isrumm: ar yezhoù djahaek (jahaic), ar yezhoù senoek hag ar yezhoù semelaek. Kmoueg (xmu pe khmu) e norzh Laos Katoueg e kreiz Laos Yezhoù banarek e Viêt Nam, Kambodia ha Laos Moneg e Myanmar (1 milion). Waeg war ar vevenn etre Sina ha Myanmar Yezhoù kasek (khasi) en India. Yezhoù nikobarek en Inizi Nikobar. Peareg war aodoù Kambodian Palaongeg (pe ta-ang) e norzh Tailand Yezhoù monek-kmerek
4049
https://br.wikipedia.org/wiki/Kmoueg
Kmoueg
Un isrumm eus ar yezhoù monek-kmerek eo ar yezhoù kmoueg (khmu pe pu thenh) komzet e norzh Laos. Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù monek-kmerek
4050
https://br.wikipedia.org/wiki/Katoueg
Katoueg
Un isrumm eus ar yezhoù monek-kmerek eo ar yezhoù katouek (saozneg: katuic languages) ennañ 19 yezh en holl, isrannet d'o zro evel-henn: Yezhoù katouek ar c'hreiz (5 yezh) Yezhoù katouek ar reter (8 yezh) Yezhoù katouek ar c'hornôg (6 yezh) Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Liamm diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù monek-kmerek
4051
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20nikobarek
Yezhoù nikobarek
Un isrumm eus ar yezhoù monek-kmerek eo ar yezhoù nikobarek ennañ 6 yezh tost-tre an eil d'eben komzet gant tro-dro da 30.000 den en Inizi Nikobar en India. Ar c'hareg Inizi Nikobar eo ar yezh nikobarek muiañ komzet. Un toullad yezhoù eus familh ar yezhoù monek-kmerek ar yezhoù nokibarek, enni c'hwec'h yezh digenvez tost-kenañ an eil d'eben. Komzet e vez ar yezhoù nikobarek gant tro-dro da 30.000 den en Inizi Nikobar en India. Setu roll ar yezhoù nikobarek: Tchaoreg(chaura) Tereseg (teressa) Bompokeg (bompoka) Yezhoù nikobarek ar su Kondouleg (condul) Nikobareg uhelañ (great nicobar) Nikobareg izelañ (little nicobar) Miloeg (milo) Sambelongeg (sambelong) Tafwapeg (tafwap) Yezhoù nikobarek ar c'hreiz Kamorteg (camorta) Katchaleg (katchal) Nankaoreg (nancowry) Trinkouteg (trinkut) Chompengeg (shom peng) Kareg (car): ar yezh nikobarek a vez graet ar muiañ ganti Gwelet ivez Yezhoù monek-kmerek Yezhoù digenvez Yezhoù nikobarek
4053
https://br.wikipedia.org/wiki/Kmereg
Kmereg
Unan eus ar yezhoù aostrez-aziatek pennañ eo ar c'hmereg (pheasa khmer ភាសាខ្មែរ) komzet gant tro-dro da 13.276.639 den Kambodia dreist-holl met ivez e Viêt Nam, Tailand hag er-maez eus Azia er Stadoù Unanet, e Frañs hag en Aostralia. Un diforc'h bras etre ar c'hmereg hag ar yezhoù komzet tro-dro dezhañ, an taieg, al laoeg hag ar vietnameg, eo ar fed ma n'eus tonenn ebet e kmereg. Bras-tre e c'hell bezañ an diforvc'h etre an eil rannyezh hag eben, da skouer etre an doare ma vez komzet ar yezh er gêrbenn Phnom Penh hag an doare d'he c'homz war ar maez. Skrivet e vez ar c'hmereg gant un doare-skrivañ ispisial, ar skritur kmerek. Gwelet ivez Yezhoù aostrez-aziatek Yezhoù monek-kmerek Skritur kmerek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Kambodia Yezhoù Viêt Nam Yezhoù Thailand Yezhoù monek-kmerek
4054
https://br.wikipedia.org/wiki/Broueg
Broueg
Ur yezh monek-kmerek eo ar broueg (bruu), isrenket e-touez ar yezhoù katouek. Komzet e vez gant tro-dro da 50.000 den e Laos ha tro-dro da 20.000 den all e Tailand. Gwelet ivez Yezhoù aostrez-aziatek Yezhoù monek-kmerek Katoueg Meneger yezhoù ar bed
4055
https://br.wikipedia.org/wiki/Kwaieg
Kwaieg
Ur yezh monek-kmerek eo ar c'hwaieg (kuy pe soui), isrenket e-touez ar yezhoù katouek. Komzet e vez gant tro-dro da 300.000 den e gevred Tailand, gant 64.000 den e norzh Laos ha gant 15.500 den all e su Kambodia. Liammoù diavaez Ethnologue Gwelet ivez Yezhoù aostrez-aziatek Yezhoù monek-kmerek Katoueg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand Yezhoù Kambodia Yezhoù Laos
4056
https://br.wikipedia.org/wiki/Oirateg%20%28Indonezia%29
Oirateg (Indonezia)
Ur yezh papouek eo an oirateg (oirata) komzet war enez Kisar en Indonezia. Komzet e vez gant ur 1 200 den bennak. Peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh eus ar fataloukoueg komzet e Timor Lorosae. Gwelet ivez Yezhoù papouek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù papouek
4057
https://br.wikipedia.org/wiki/Zimakaneg
Zimakaneg
Ur yezh papouek eo ar zimakaneg (zimakani) komzet gant tro-dro da 1.500 den e Papoua-Ginea Nevez. Gwelet ivez Yezhoù papouek Meneger yezhoù ar bed
4058
https://br.wikipedia.org/wiki/Abaoeg
Abaoeg
Ur yezh papouek eo an abaoeg (abau) komzet gant 4,500 pe 5,000 a dud e Sandaun e Papoua-Ginea Nevez. Gwelet ivez Yezhoù papouek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù Papoua-Ginea Nevez
4059
https://br.wikipedia.org/wiki/Fataloukoueg
Fataloukoueg
Ur yezh papouek eo an fataloukoueg (fataluku) komzet gant tro-dro da 30.000 den e reter Timor Lorosae Gwelet ivez Yezhoù papouek Oirateg Meneger yezhoù ar bed
4060
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Magnetic%20Fields
The Magnetic Fields
The Magnetic Fields a zo ur strollad savet àr-dro un den : An New-Yorkad Stephin Merritt, soner hag aozer-sonennoù anezhañ. An albomoù bet savet get Merritt dan añv ar strollad "The Magnetic Fields" a zo liv ar bleioù 80 àrnehe, sonerezh pop skañv ha fentus get pozioù a-ziwoud ar garantez. Susan Anway a veze é kaniñ e "The Wayward Bus" ha "Distant Plastic Trees" (diaes eo o c'havet, met un dastumadeg get an tonioù pouezusañ a oa daet er-maez); a-hend-arall eo Merritt eñ e-unan a gas ar c'han e-barzh an albomoù arall da gustum. "69 Love Songs" eo an oberenn bouezusañ bet savet get Merritt ha prizet mat get ar vurutellourion sonerezh. Teir fladenn argant a ya d'ober an albom-mañ (teir fladenn gwerzhet distag er Stadoù-Unanet). Tud a bet seurt zo bet pedet a-benn kanañ e sonennoù zo. Get an albom "i" (2004) e kendalc'has Merritt get e albomoù-meizad (amañ pep kanaouenn a zo "i" he lizherenn gentañ ha meur a wezh ar ragañv "I"). Setu tud hag a za ingal da skoazellañ Merritt er Magnetic Fields : Sam Davol (violoñsell), John Woo (banjo, eil gitar), Daniel Handler, Susan Anway ha Claudia Gonson (taboulinoù, piano). Pladennoù : * Distant Plastic Trees (1991) * The Wayward Bus (1992) * The House of Tomorrow EP (1993) * Holiday (1994) * The Charm of the Highway Strip (1994) * Get Lost (1995) * 69 Love Songs (1999) * i (2004) Magnetic Fields Strolladoù sonerezh SUA
4061
https://br.wikipedia.org/wiki/Pig
Pig
Ar big, pe ar big-klakenn pa venner he dishañvalout diouzh ar spesadoù piged all, Pica pica hervez hec'h anv skiantel, a zo boutin a-walc'h en Europa a-bezh, hag ivez en Azia, kornôg Afrika ha Norzhamerika (an isspesad-mañ a vefe disheñvel hervez skiantourien 'zo, gwelet Pig-Norzhamerika). Ar spesad-mañ a zo arsezat ha bevañ a ra a-strolladoù bihan e-pad ar goañv. Plijout a ra dezhi koadoù bihan, ha liorzhoù e-kichen ar c'hêrioù. Boued Annez Yezh Piged eo liester "pig". A-wechoù e klever ivez distaget "pik" ha "piked". Gwelloc'h eo avat ober ar c'hemm etre pik ha pig, ha neuze etre pikoù ha piged. Lavaroù Pig pe vran a gan. Gragailhat evel ur big, evel piged. Skeudennoù Sell ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Corvidae Evned Breizh Evned Eurazia
4063
https://br.wikipedia.org/wiki/Mapoudoungouneg
Mapoudoungouneg
Yezh ar Vapoutched eo ar mapoudoungouneg (mapudungun diwar mapu 'douar' ha dungun 'komz'). Renket e vez evel ur yezh araokanek ha komzet e vez gant 440.000 a dud e Chile ha gant 40.000 all e Patagonia en Arc'hantina. Implijet e vez da yezh voas gant tro-dro da 200.000 a dud. Meur a rannyezh zo. Liammoù diavaez Geriaoueg spagnoleg mapoudoungouneg Geriadur mapoudoungouneg-spagnoleg Geriadur mapoutcheg-spagnoleg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Chile Yezhoù Arc'hantina Yezhoù araokanek
4064
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20araokanek
Yezhoù araokanek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù araokanek, enni yezhoù komzet gant pobloù-orin e kreiz Chile ha kornôg-kreiz Arc'hantina. Ne vez komzet nemet div yezh araokanek ken: ar mapoudoungouneg (mapudungun) ar velitcheg (pe huillice) Yezhoù araokanek
4065
https://br.wikipedia.org/wiki/Velitcheg
Velitcheg
Ur yezh araokanek eo ar velitcheg (pe huillice) komzet gant un nebeud miliadoù a dud e Chile en traoñiennoù er su d'ar vro Mapuche hag en enez Chiloé. Ur yezh en arvar eo. Tud kozh eo an darn vrasañ eus ar gomzerien hag ar peurrest eus izili ar meuriad a ra gant ar spagnoleg. Ur rannyezh a zo a reer tsesoungouneg (tsesungun) anezhi. Tost-tre eo ar velitcheg d'ar mapoudoungouneg, yezh ar Vapuched. Gwelet ivez Yezhoù araokanek Mapoudoungouneg Yezhoù Chile Meneger yezhoù ar bed Yezhoù araokanek
4066
https://br.wikipedia.org/wiki/Tsesoungouneg
Tsesoungouneg
Ur rannyezh ez eus ma reer velitcheg (huilliche) eo an tsesoungouneg komzet e Chile. Renket e vez e-touez ar yezhoù araokanek. Ar spagnoleg eo yezh kentañ an darn vrasañ eus an dud barrek war an tsesoungouneg. Gwelet ivez Yezhoù araokanek Velitcheg Liammoù diaveaz Ethnologue Meneger yezhoù ar bed
4067
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20papouek%20ar%20reter
Yezhoù papouek ar reter
Ur skourr eus ar yezhoù papouek eo yezhoù papouek ar reter komzet en inizi er reter da C'hinea Nevez, en o zouez Preden-Nevez, Iwerzhon-Nevez, Bougainville, Inizi Salomon hag Inizi Santa Cruz. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ: Yezhoù bougainvillek Yezhoù bougainvillek ar reter Bouineg Motouneg Wisaieg Koromireg Lantanaieg Nasioyeg Nagoviseg Ouneg Simekoueg Yezhoù bougainvillek ar c'hornôg Keriakeg Konoueg Rotokaseg Eivoeg Yezhoù Inizi ar Reef hag Inizi Santa Cruz Nateugoueg Nangoueg Ayiweg Yezhoù yelek an Inizi Salomon ha Preden-Nevez Yezhoù Preden-Nevez Anemeg Kaketeg Kairakeg Maleg Simbaleg Taulileg Boutameg Oureg Malkolkoleg Koleg Kwoteg Soulkeg Peleateg Yezhoù yelek Inizi Salomon Biloueg Baniateg Lavoukaleveg Savosavoeg Dororoeg Gouliguoleg Kazoukouroueg Yeleg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù papouek ar reter
4068
https://br.wikipedia.org/wiki/Rotokaseg
Rotokaseg
Ur yezh papouek ar reter eo ar rotokaseg (rotokas) komzet gant 4.000 den e Bougainville, un enezenn e reter Ginea Nevez (Papoua Ginea-Nevez). Brudet eo ar yezh-mañ abalamour d'an niver izel-tre a fonemennoù hag a lizherennoù implijet evit he skrivañ: 6 kensonenn (skrivet p t/s k v r g) ha 5 (marteze 10) vogalenn (skrivet a e i o u). N'eus nemet ar pirahaneg (pirahã) a implijfe nebeutoc'h c'hoazh a sonennoù. Gwelet ivez Yezhoù papouek ar reter Yezhoù papouek Liammoù diavaez Yezhadur berr Meneger yezhoù ar bed Yezhoù papouek ar reter
4069
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20papouek
Yezhoù papouek
Graet e vez gant an termen yezhoù papouek evit ober dave da veur a yezh komzet e kornôg ar Meurvor Habask ha n'int na yezhoù aostronezek nag aostralek, da lâret eo ne vez ket kenstrollet ar yezhoù papouek dre ma'z int gwall heñvel an eil ouzh eben, met kentoc'h peogwir ne c'hellont bezañ renket e hini ebet eus an div familh-yezhoù pennañ tostañ. Ouzhpenn-se, n'eo ket gwall sklaer hag-eñ ez eus ul liamm-familh etre ar yezhoù papouek pe get. Ar yezhoù An darn vrasañ eus ar yezhoù papouek a vez komzet en enez Ginea Nevez (isrannet etre Papoua-Ginea Nevez ha Papoua ar C'hornaoueg), hag un nebeud re all a vez komzet ivez en Inizi Solomon, en un nebeud inizi en Indonezia, dreist-holl e Halmahera, Timor, Alor ha Pantar. Kavet e vez ur yezh papouek ivez en Aostralia e Torres Straits. Ginea Nevez a zo sur a-walc'h ar rannved gant ar muiañ a yezhoù disheñvel.Ouzhpenn d'ar yezhoù Aostronezian e vez kavet un 800 yezh bennak all, luziet peurvuiañ al liammoù etrezo, dasparzhet e tri-ugent familh yezh, ha meur a yezh digenvez. N'eo ket unvan tamm ebet ar yezhoù papouek. Kavet 'vez meur a rannyezh, rannet abalamour d'ar fed ma 'z eo bet e-pad pell ur yezh komzet hepken. Setu ma vez renket ar rannyezhoù dre familhoù. Renabl Setu da heul roll ar familhoù pennañ a yezhoù papouek, hervez labourioù Stephen Wurm: Abinomneg (yezh digenvez) Yezhoù amtek-mousek (2) Yezhoù bayonoek-awbonek (2) Bourmesoeg (yezh digenvez) Bouseg (yezh digenvez) Yezhoù East Bird's Head (3) Yezhoù papouek ar reter (36) Yezhoù Geelvink Bay (33) Karkareg-Youreg (digenvez) Kibirieg (digenvez) Yezhoù kwomtarek-baibaiek (6) Yezhoù al Lennoù hag ar C'hompezennoù (Lakes Plains) Yezhoù Left May (7) Yezhoù Mamberamo Izelañ (2) Yezhoù sepikek-ramouek (104) Yezhoù skoek (7) Yezhoù torritchelliek (48) Yezhoù Treuzginea-nevezek (552) Yezhoù papouek ar c'hornôg (26) Yaleg (yezh digenvez) Yezhoù papouek
4070
https://br.wikipedia.org/wiki/Abinomneg
Abinomneg
Ur yezh papouek digenvez eo an abinomneg (Abinomn pe Foya) komzet gant tro-dro da 300 den e Papoua ar C'hornaoueg (2002) war-dro genoù ar Baso. Raganvioù {| class=wikitable |- | me || mit || hon-daou || mor || ni || awp |- | te || ni || ho-taou || por || c'hwi || pi |- | eñ, hi || in, nn || o-daou || nar || int || kn |} Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù Ginea Nevez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù papouek
4072
https://br.wikipedia.org/wiki/24%20Gwengolo
24 Gwengolo
Darvoudoù 622 : Mohammed a erru e Medina goude e dec'hadenn eus Mekka. 1493 : Kristol Goulm a loc'h kuit evit e eil beaj war-zu an Douar Nevez. 1904 : niverenn gentañ ar sizhunieg Ar Bobl, krouet e Karaez. 1973 : Ginea-Bissau a embann bezañ dizalc'h diouzh Portugal. Ganedigezhioù 15 : Vitellius (Aulus Vitellius Germanicus e anv gwir), impalaer roman. 1393 : Arzhur III, dug Breizh. 1884 : Gustave Garrigou, reder war varc'h-houarn gall, gounideg 9 Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 1911. 1896 : Francis Scott Fitzgerald, skrivagner amerikan. 1905 : Howard Hughes, embreger stadunanat. 1949 : Pedro Almodóvar, sinemaour spagnat. Marvioù 768 : Pepin Grenn roue ar Franked. 1143 : Inosant II (Gregorio Papareschi) Pab. 1435 : Isabeau Bavaria, rouanez Bro-C'hall goude dimeziñ da Charlez VI. 1572 : Túpac Amaru, penn diwezhañ an Impalaeriezh inka. 1732 : Impalaer Reigen eus Japan. 1834 : Pedro Iañ Brazil, impalaer Brazil. 1945 : Hans Geiger, fizikour alaman. 1964 : Seán O'Casey, dramaour iwerzhonat. 1988 : Jean Pouliquen, nijer gall, kentañ komandant ar rejimant chase Normandi-Niemen (Gwengolo 1942-C'hwevrer 1943). 2000 : Jean Malléjac, reder war varc'h-houarn breizhat. 2004 : Françoise Sagan, skrivagnerez c'hallek. Lidoù Devezh ar vro e Ginea-Bissau er Relijion gatolik : Sant Maogad Sant Maogan, abad-eskob e Bro-Gembre Sant Donnan, abad, gwarezer Sant-Donnan (Treger - Aodoù-an-Arvor) († 6vet kantved) Sant Germer, abad-eskob abati Pental ha diazezer abatioù e bro Beauvais († 7vet kantved) Gwengolo 24
4073
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20East%20Bird%27s%20Head
Yezhoù East Bird's Head
Ur skourr eus ar yezhoù papouek eo ar yezhoù East Bird's Head, ennañ teir yezh: Mantioneg Meac'heg Meningoeg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù East Bird's Head
4074
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Bae%20Geelvink
Yezhoù Bae Geelvink
Ur skourr eus ar yezhoù papouek eo yezhoù Bae Geelvink komzet en Papoua ar C'hornaoueg. Isrannet e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel-henn: Yezhoù yawek Yezhoù reter Bae Geelvink Yezhoù al lennoù hag ar c'hompezennoù Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù Bae Geelvink en:Geelvink Bay languages
4075
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kwomtarek-baibaiek
Yezhoù kwomtarek-baibaiek
Ur skourr eus Yezhoù papouek eo ar yezhoù kwomtarek-baibaiek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ : Pyoueg Yezhoù baibaiek Yezhoù kwomtarek Gwelet ivez Yezhoù papouek en:Kwomtari-Baibai languages Yezhoù kwomtarek-baibaiek
4076
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Left%20May
Yezhoù Left May
Ur familh yezh vihan eo ar yezhoù Left May pe Arai, ennañ seizh yezh. Komzet e vezont e kreiz Ginea-Nevez gant 1 600 a dud hepken. Ar yezhoù amezek tostañ eo ar Yezhoù amtek-mousek met n'int ket kar dezho, war a seblant. Hervez ar yezhoniour Malcolm Ross e vefent liammet ouzh Yezhoù kwomtarek-baibaiek hag e furmfent ar familh Left May-Kwomtarek. Rummouriezh Nakwieg Iterieg Boeg Amaeg Nimoeg Owinigeg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù Left May
4077
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Mamberamo%20Izela%C3%B1
Yezhoù Mamberamo Izelañ
Ur skourr eus ar yezhoù papouek eo ar yezhoù Mamberamo Izelañ, ennañ div yezh: Warenborieg Yokeg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù Mamberamo Izelañ
4078
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20skoek
Yezhoù skoek
Ur skourr eus ar Yezhoù papouek eo ar yezhoù skoek komzet dreist-holl war aodoù Sandaun e Papoua Ginea-Nevez, hag un nebeud re all komzet e diabarzh ar vro pe c'hoazh e Papoua ar C'hornaoueg. Savet e vez yezhadurioù ha geriadurioù evit gallout ober gant ar yezhoù-mañ er skolioù. Isrannet e vez ar skourr-mañ e daou vloc'had: Yezhoù vanimoek Yezhoù krisek Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù skoek
4079
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20papouek%20ar%20c%27horn%C3%B4g
Yezhoù papouek ar c'hornôg
Ur skourr eus ar Yezhoù papouek eo ar yezhoù papouek ar c'hornôg komzet e Papoua ar C'hornaoueg hag e Maluku en Indonezia. Isrannet e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel-henn: Yezhoù mpourek Yezhoù boraiek-hattamek Yezhoù Bird's Head Yezhoù norzh halmahereg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù papouek ar c'hornôg Yezhoù Indonezia
4080
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20sepikek-ramouek
Yezhoù sepikek-ramouek
Ar yezhoù sepikek-ramouek a zo ur familh-yezhoù martezeus a liamm ar Yezhoù gapounek, ar Yezhoù Leonard Schultze, ar Yezhoù norek-pondoek, ar Yezhoù ramouek hag ar Yezhoù sepikek. Ur c'hantvad a yezhoù a endalc'h ar yezhoù Sepikek-ramouek lec'hiet e diaz ar Sepik hag ar Ramou e Papoua Ginea-Nevez. Gant 200 000 a dud hepken ez int komzet. Fonologiezhioù eeun o-deus ar peurliesañ gant nebeut a gensonennoù ha vogalennoù ha tonenn ebet. Ar familh n'eo ket degemeret gant an holl. Hervez ar yezhonour Malcolm Ross ne vefe ket talvoudek, daoust ma tegemer tout hec'h izili estreget Youateg a laka er-maez eus ar Yezhoù ramouek. E lec'h ar familh sepikek-ramouek e kinnig ur familh Ramouek-sepikek izel a endalc'hfe ar Yezhoù Leonard Schultze hag ar Yezhoù sepikek. Disrannadurioù Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù sepikek-ramouek peurliesañ: Yezhoù gapounek Taiapeg Yezhoù Leonard Schultze Yezhoù waliek Walieg Peieg Yawiyoeg Touwarieg Yezhoù papiek Papieg Swarmineg Yezhoù norek-pondoek Yezhoù norek Mourikeg Kopareg Yezhoù pondoek Tchambrieg Yimaseg Tabriakeg Angorameg Yezhoù ramouek Yezhoù ramouek rik Yezhoù grasek Banaroeg Yezhoù grasek rik Kamboteg Aioneg Adjoraeg Gorovoueg Yezhoù arafoundiek Alfendioeg Meakambouteg Yezhoù annabergek Raoeg Yezhoù aianek Anoreg Aiomeg Yezhoù rouboniek Yezhoù otielek Watameg Gameieg Kaianeg Bosmaneg Awareg Yezhoù misegiek Girieg Sepeneg Mikareweg Yezhoù goamek Yezhoù ataitek Andaroumeg Igomeg Tangoueg Tangwareg Yezhoù tamolek Romkouneg Brerieg Kominimoungeg Iganaeg Akroukrayeg Itoutangeg Midsivindieg Yezhoù youatek-langamek Yezhoù mongolek-langamek Langameg Mongoleg Yaoleg Yezhoù youatek-marambek Maramabeg Yezhoù youatek Tchangriwaeg Kyeneleg Mekmekeg Miyakeg Biwateg Bouneg Yezhoù sepikek Yezhoù biksiek Kimkieg Yetfaeg Yezhoù sepikek uhel Abaoeg Yezhoù iwamek Iwameg Sepikeg iwamek Amaleg Yezhoù wogamousek Wogamuosineg Tchenapeg Yezhoù ramek Karawaeg Bouyeg Aotoueg Yezhoù tamaek Ayieg Pasieg Pahieg Mehekeg Yesaneg-mayoeg Yezhoù Yellow River Namieg Akeg Awouneg Yezhoù sepikek ar c'hreiz Yerakaieg Yezhoù noukoumek Kwomaeg Kwangaeg Yezhoù ndouek Iatmouleg Ngaleg Manamboueg Kaongaeg Abelameg Boikeneg Sengoeg Koiwateg Yezhoù sepikek ar menezioù Yezhoù sanioek Sanioeg Pakaeg Gabianoeg Piameg Bikaroueg Hewaeg Yezhoù bahinemoek Bitaraeg Bahinemoeg Marieg Bisiseg Watakatawieg Kaprimaneg Soumarioupeg Yezhoù alamblakek Kaningareg Alamblakeg Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù sepikek-ramouek
4081
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Treuzginea-nevezek
Yezhoù Treuzginea-nevezek
Yezhoù papouek eo ar yezhoù Treuzginea-nevezek komzet dreist-holl war enezenn Ginea Nevez, rannet etre Papoua-Ginea Nevez ha Papoua ar C'hornaoueg (e dalc'h Indonezia). 552 yezh da nebeutañ a zo er c'herentiad-mañ, unan eus ar re liesseurtañ a zo er bed. An darn vrasañ eus Gineaneveziz a ra gant ur yezh eus kerentiad ar yezhoù treuzginea-nevezek. Yezhoù ar c'herentiad Oksapmin Morwap (Elseng) Molof Usku Tofamna Eleman (Purari, Kaki Ae, Toaripi, Tairuma, Opao, Orokolo, Keuru) Indland Gulf (Ipiko, Minanibai, Tao, Mubami, Karami, Mahigi) Kaure (Kapori, Kaure, Kosadle, Narau) Kopolom (Kimaama (Kimaghana), Riantana, Ndom) Nimboran (Gresi, Mlap, Kemtuik, Mekwei, Nimboran) Pauwasi (Yafi, Emumu, Dubu, Towei) Senagi (Angor, Dera) South Bird's Head (Barau, Weriagar, Arandai, Kokoda (Tarof), Kais (Kampong Baru), Puragi, Kaburi, Kasuweri, Duriankere, Suabo (Inanwatan), Konda, Yahadian) Teberan-Pawaian (Pawaia, Dadibi, Folopa (Podopa)) Timor-Alor-Pantar (Adabe, Bunak, Fataluku, Kolana, Oirata, Maku'a (Lovaea), Sawila, Kula Makasai, Kamang (Woisika), Abui, Adang, Hamap, Kabola, Kafoa, Kui, Kelon, Blagar, Tewa, Lamma, Nedebang, Retta, Tereweng) Turama-Kikorian (Rumu (Kairi), Omati, Ikobi, Mena) Mek (Ketengban, Sirkai, Kinome, Una (Goliath), Eipomek, Kosarek Yale, Korupun, Dagi, Sisibna, Deibula, Sela, Nalca, Nipsan) Norzh (Ainbai, Kilmeri, Ningera, Pagi, Umeda, Awyi, Taikat, Waris, Manem, Senggi, Punda-Umeda, Waina, Daonda, Auwe (Simog), Amanab, Sause, Mawes, Orya, Berike, Bonerif, Dabe, Mander, Itik, Keder, Kwesten, Maremgi, Wares) Treuz Fly-Bulaka River (Yekmek, Maklew, Bine, Wipii (Gidra), Gizra, Meriam, Northeastern Kiwai, Arigibi, Southern Kiwai, Bamu, Morigi, Kerewo, Waboda, Moraori, Idi, Agob (Dabu), Waia, Tirio, Aturu, Lewada, Bitut (Mutum), Baramu, Were, Yey, Namo (Dorro), Nambo (Nambu). Neme, Namat, Nama, Nen, Blafe (Tonda), Rema, Guntai, Kunja, Arammba, Wara, Ngkalmpw Kanum, Badi Kanum, Sota Kanum, Smarky Kanum) Madang-Adelbert Range Madang (Asas, Dumpu, Kesawai, Sausi, Sinsauru, Anjam (Bom), Bongu, Male, Sam (Songum), Arawum, Kolom, Siroi, Lemio, Yabong, Ganglau, Dumun, Saep, Sop, Sumau, Urigina, Danaru, Uya (Usu), Ogea (Erima), Duduela, Kwato, Rerau, Jilim, Yangulam, Kare, Girawa, Munit, Kein (Bemal), Amele, Bau, Gumalu, Isebe, Panim, Sihan, Baimak, Bagupi, Gal, Nobonob (Garuh), Garus, Mawan, Matepi, Mosimo, Murupi, Nake, Rempi, Rapting, Saruga, Samosa, Utu, Wamas, Silopi, Yoidik, Wagi (Kamba)) Adelbert Range (Bargam (Mugil), Amaimon, Wasembo, Mala (Pay), Miani Tani), Maia {Pila), Maiani (Saki), Bepour, Mauwake (Ulingan), Moere, Bilakura, Parawen, Ukuriguma, Usan (Wanuma), Yaben, Yarawata, Pal (Abasakur), Kobol (Koguman), Kowaki, Mawak, Musar, Wanambre, Pamosu (Hinihon), Dimir, Korak, Waskia, Malas, Brem (Bunabun)) Rann bennañ Uheldirioù Ginea Nevez ar Reter (Pinai, Hagahai, Aramo, Wapi, Haruai (Waibuk)) Reter (Guhu-Semane, Binandere, Baruga, Doghoro, Gaina, Korafe, Ewage-Notu, Orokaiva, Suena, Yekora, Zia. Ambasi, Aeka, Yega, Mawae, Hunjara, Daga, Umanakaina (Gwedena), Ginuman, Dima (Jimajima), Mapena, Maiwa, Onjob, Kanasi (Sona), Turaka, Fuyug, Tauade, Biangai, Kunimaipa, Weri, Ömie. Barai, Ese (Managalasi), Namiae, Grass Koiari, Mountain Koiari, Koitabu, Humene, Uare (Kwale), Mulaha, Doromu, Maria, Bauwaki, Binahari, Domu, Laua, Morawa, Mailu (Magi), Bariji, Yareba, Aneme Wake (Abia), Moikodi (Doriri), Nawaru (Sirio)) Kreiz ha kornaoueg Dem Mor Gogodala-Suku (Gogodala, Ari, Waruna, Suki) Kayagar (Atohwaim (Kaugat), Kayagar (Kaygir), Tamagario) Mairasi-Tanahmerah (Semimi, Mer, Mairasi, Northeastern Mairasi, Tanahmerah) Bomberai ar C'hornaoueg (Karas, Baham, Iha) Sentani (Demta, Sentani, Nafri, Tabla (Tanah Merah)) Wissel Lakes-Kemandoga (Damal (Uhunduni), Wolani, Moni, Ekari, Auye, Dao) Marind (Kuni-Boazi, Zimakani, Bian Marind, Marind, Warkay-Bipim, Yaqay) Angan (Angaatiha, Simbari, Baruya, Safeyoka, Susuami, Tainae (Ivori), Hamtai, Kawacha, Kamasa, Menya, Akoye (Lohiki), Yagwoia) Dani-Kwerba (Isirawa (Saberi), Massep, Samarokena, Airoran, Bagusa, Kwerba, Trimuris, Kauwera, Kwerba Mamberamo, Sasawa, Wano, Nduga, Silimo, Ninia Yali, Pass Valley Ninia, Angguruk Ninia, Hupla, Nggem, Walak, Upper Grand Valley Dani, Lower Grand Valley Dani, Mid Grand Valley Dani, Western Dani) Huon-Finisterre (Kovai, Dedua, Kube, Kate, Borong (Kosorong), Mape, Migabac, Momare, Sene, Burum-Mindik, Kinalakna, Komba, Kumokio, Mese, Nabak, Nomu, Ono, Sialum, Selepet, Timbe, Tobo, Abaga, Nuk, Nek, Nakama, Munkip, Mamaa, Finongan, Gusan, Nimi, Numanggang, Sauk, Uri, Madi (Gira), Iyo (Nahu), Neko, Nekgini, Ngaing, Rawa, Ufim, Weliki, Nukna (Komutu), Sakam, Som, Yau, Wantoat, Awara, Tuma-Irumu, Yagawak, Bam, Forak, Degenan, Yagomi, Muratayak (Asat), Gwahatike (Dahating), Guya (Guiarak), Asaro'o (Morafa), Bonkiman, Domung, Gabutamon, Nankina, Kewieng, Wandabong, Nokopo, Isan, Ma (Mebu)) Uheldirioù Ginea Nevez ar Reter (Wiru, Kenati, Gants, Kalam, Kobon, Tai, Owenia, Binumarien, Tairoa ar su, Tairoa an norzh, Waffa, Kambaira, Agarabi, Awiyaana, Awa, Gadsup, Kosena, Ontenu, Usarufa, Chuave, Dom, Golin, Kuman, Nomane, Salt-Yui, Sinasina, Melpa, Imbongu, Mbo-Ung, Umbu-Ungu, Maring, Narak, Kandawo, Ganja, Nii, Wahgi, North Wahgi, Fore, Gimi, Dano (Upper Asaro), Benabena, Alekano (Gahuku), Tokano (Izel Asaro), Gende, Siane, Yaweyuha, Kamono, Inoke-Yate, Kanite, Keyagana, Yagaria, Huli, Enga, Nete, Ipili, Lembena, Bisorio, Kyaka, Angal, Angal Heneng (Katinja), Angal Enen, Samberigi (Sau), West Kewa, East Kewa, Erave) Kreiz ha Su Ginea Nevez-Kutubuan (Komyandaret, Fiwaga, Foi, Fasu, Buruwai (Asienara), Kamberau (Iria), Kamoro, Sempan, Casuarina Coast Asmat, Yaosakor Asmat, Central Asmat, North Asmat, Diuwe, Tamnim Citak, Citak, Aekyowm (Awin), Pare (Pa), Kamula, Aghu, Tsakwambo (Kotogut), Sawi (Sawuy), Mapi, Ederah, Kia, Upper Digul, Upper Kaeme, South Awyu (Siagha), Central Awyu, Jair Awyu, Edera Awyu, Asue Awyu (Pisa), North Awyu, Airo, Korowai, North Korowai, Ketum, Atas Mandobo (Kaeti), Bawah Mandobo, Komabi, Wambon, Wanggom, Aimele (Kware), Kaluli, Beami, Dibiyaso (Bainapi), Edolo, Kasua, Onobasulu, Sonia, Tomu, Bogaya, Duna, Fembe (Agala), Gobasi (Nomad), Kubo, Odoodee, Konai, Samo, Koneraw, Mombum, Momina, Momuna (Somahai), Iwur, Muyu an Norzh (Kati an Norzh), Muyu ar Su (Kati ar Su), Ninggerum, Yonggom, Bimin, Faiwol, Kauwol, Mian, Nakai, Setaman, Suganga, Ngalum, Tifal, Telefol, Urapmin, Tangko, Burumakok, Kwer, Kopkaka) Gwelet ivez Yezhoù papouek Yezhoù Treuzginea-nevezek
4082
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20torritchelliek
Yezhoù torritchelliek
Ur famih-yezh komzet war aod norzh Papoua Ginea-Nevez eo ar yezhoù torritchelliek. Ur familh yaouank a-walc'h eo. Enderc'hel a ra war-dro 50 yezh a zo an hini vrudetañ an Arapacheg (30.000 a gomzerien). Posupl eo ez eo liammet ouzh ar Yezhoù sepikek o-deus an hevelep lostgerioù lies *-m ha daouel *-p. Rummouriezh Yezhoù ourimek (urim): Koukwoeg, Yangkoleneg) Yezhoù kombioek-arapecheg (Eitiepeg, Torritchelliek (lou), Kombioeg, Yambeseg, Arouek, Womeg, Arapecheg ar menezioù, Arapecheg an aodoù Arapecheg ar su, Boumbiteg Yezhoù maimaiek: Laekoeg-limbouateg, Belieg, Wiakieg, Silipouteg, Yahangeg, Heyoeg) Yezhoù wapeiek ar c'hornôg: Setieg, Setaeg, Oneg: Molmoeg, Ineboueg, Kwamtimeg, Kaboreg, Oneg an norzh, Oneg ar su Yezhoù monoumboek: Monoumboeg, Lilaoeg Yezhoù marienbergek: Boungaineg, Wiaroumuseg (mandi), Mouniwareg, Ourimoeg, Kamasaoeg, Elepieg, Bouneg Yezhoù wapeiek-peleiek: Ourateg, Yiseg, Yaueg, Oloeg, Elkeieg, Aoeg, Yileg, Diaeg (alu), Ningileg, Gnaoeg, Sinageneg (galu), Yapoundeg, Valmaneg, Nambieg, Agieg, Arouopeg, Wanapeg (kayik), Aikoueg, Bragateg, Alatileg (aru) Rakanvioù Ar rakanvioù adasavet gant Ross a zo {| class=wikitable |- | me || *ki || hon daou || *ku-p || ni || *ku-m, *əpə |- | te || *yi, *ti || ho taou || *ki-p || c'hwi || *ki-m, *ipa |- | eñv || *ətə-n, *ni || int o daou (G) || *ma-k || int (G) || *ətə-m, *ma, *apa- |- | hi || *ətə-k, *ku || int o daou (Gw) || *kwa-k || int (Gw) || *ətə-l |} Gwelet ivez Yezhoù papouek
4084
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20japanek
Yezhoù japanek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù japanek sañset bet diorroet diwar ur yezh kent-japanek boutin. Renket e vez ar ar yezhoù japanek e-touez ar Sprachbund yezhoù reter Azia. Setu penaos e vez renket ar yezhoù hag ar rannyezhoù japanek: Japaneg (日本語) Yezhoù japaneg ar reter (komzet e Aogashima, Hachijojima, Minamidaito, Kitadaito hag un nebeud inizi bihan all) Yezhoù japaneg ar c'hornôg (holl rannyezhoù douar-vras Japan) Rannyezhoù reter-kornôg, en o zouez an darn vrasañ eus ar rannyezhoù komzet tro-dro da gKanto Rannyezhoù kornôg-kornôg, en o zouez an darn vrasañ eus ar rannyezhoù komzet tro-dro da gKansai. Yezhoù ryoukyouek (琉球語) Amamieg (奄美語) Rannyezh norzh Oshima Rannyezh Su Oshima Rannyezh Tokunoshima Rannyezh Kikai Kunigameg (国頭語) Rannyezh Okinoerabu Rannyezh Yoron Rannyezh Kunigami (pe Rannyezh norzh Okinawa) Rannyezh Ie Okinaweg (沖縄語) Rannyezh ar su-kreiz (pe Okinaweg unvan) Rannyezh an Douar-vras Rannyezh Shimajiri (n'eo ket sklaer hag-eñ e tlefe bezañ renket amañ ar rannyezh-mañ) Miyakoeg (宮古語) Rannyezh Miyako Rannyezh Irabu Yaeyameg (八重山語) Rannyezh Ishigaki Rannyezh Iriomote Rannyezh Taketomi Yonagouneg (与那国語) Gwelet ivez Japaneg Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù japanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Azia Yezhoù Japan
4085
https://br.wikipedia.org/wiki/Navac%27hoeg
Navac'hoeg
Ur yezh na-dene eo an navac'hoeg (diné bizaad) komzet gant ouzhpenn 170 000 den (Navac'hoed) evel yezh kentañ e mervent ar Stadoù-Unanet. Isrenket e vez e-touez yezhoù atabaskek ar su komzet dreist-holl e gwalarn Kanada hag Alaska. N'eus yezh ebet all komzet gant ur bobl-orin eus ar Stadoù-Unanet gant muioc'h a dud a ra ganti evit an navac'hoeg hag o vont war gresk emañ a niver a dud barrek warni. Implijet e voe an navac'hoeg evel yezh kuzh e-pad an Eil Brezel-bed. Ur yezh liessintetezelek eo an navac'hoeg hag pouezusoc'h a-bell ec'h eo ar verboù evit an anvioù-kadarn. Gwelet ivez Yezhoù na-dene Yezhoù atabaskek Liammoù diavaez Skouerioù navac'hoeg Liammoù evit dafar diwar-benn an navac'hoeg Lec'hienn diwar-benn an navac'hoeg Akademiezh an navac'hoeg Lec'hienn diwar-benn an navac'hoeg Geriaoueg navac'hoeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù atabaskek ar su Navac'hoed
4087
https://br.wikipedia.org/wiki/578
578
Diwar-benn bloavezh 578 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Tiberius II a ya da impalaer Bizantion Breizh Ereg mestr war kêr Gwened. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Reter-pellañ Diazezidigezh Kongo Gumi (578 - 2006]] an embregerezh goshañ er bed Afrika Amerikaoù Norzhamerika Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Skiantoù ha politikerezh Armerzh A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 578 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 578 0578 578