id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
6435
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20soudanek
Yezhoù soudanek
Ur skourr eus ar yezhoù nilez-saharek eo ar yezhoù soudanek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ: Yezhoù soudanek ar c'hreiz Yezhoù soudanek an norzh Yezhoù soudanek ar reter Gwelet ivez Yezhoù nilez-saharek Yezhoù soudanek
6436
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kounamek
Yezhoù kounamek
Un isskourr eus ar yezhoù nilez-saharek eo ar yezhoù kounamek. Ur yezh pennañ a zo en is-skourr-mañ, ar c'hounameg. Gwelet ivez Yezhoù soudanek an norzh Yezhoù nilez-saharek Yezhoù kounamek
6437
https://br.wikipedia.org/wiki/Kounameg
Kounameg
Ur yezh nilez-saharek eus isskourr yezhoù soudanek ar reter eo ar c'hounameg (kunam) komzet gant tro-dro da 140 000 den (1993) en Eritrea. Gwelet ivez Yezhoù nilez-saharek Yezhoù dadjouek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù kounamek Yezhoù Eritrea
6439
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Du
21 Du
Darvoudoù 1920 : Sulvezh Gwadek en Iwerzhon : 31 den zo lazhet e Dulenn. 1932 : an tren a zegase Édouard Herriot da Naoned evit lidañ stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e 1532 a rank ober un ehan e-kichen Ingrandes, war harzoù Breizh, dre ma oa bet lakaet leternioù war an hent-houarn eno gant tud ar strollad Gwenn-ha-Du. 2017 : e zilez a ro Robert Mugabe eus e garg a brezidant e Zimbabwe. Ganedigezhioù 1643 : René Robert Cavelier de La Salle, ergerzher gall. 1694 : Voltaire, skrivagner ha prederour gallek. 1804 : Benjamin Disraeli, den a Stad ha ministr kentañ ar Rouantelezh Unanet. 1848 : Carlo Salvioli, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù ha teoriennour an dibennoù-partiennoù italian. 1887 : Joseph Mary Plunkett, barzh ha broadelour iwerzhonat. 1893 : Ernst Grünfeld, mestrc'hoarier, kazetennour ha skrivagnour echedoù aostrian. 1898 : René Magritte, livour [[belgiat]t. 1902 : Isaac Bashevis Singer, skrivagner yidichek genidik eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh. 1907 : Ernesto Mascheroni, melldroader etrebroadel uruguayat. 1908 : Salomon Flohr, mestrc'hoarier echedoù tchekoslovakat-soviedat. 1965 : Björk, kanerez hag aktourez. Marvioù 1305 : Yann II, Dug Breizh eus 1286 betek 1305. 1695 : Henry Purcell, sonaozer saoz. 1721 : Antoine Watteau, livour gall. 1874 : Sir William Jardine, naturour skosat. 1910 : Lev Tolstoy, skrivagner rusian. 1916 : Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria ha roue Hungaria. 1939 : Émile Guépratte, ofiser meur a vor gall. 1949 : Mari Manac'h, pe Lady Mond, breizhadez paour aet da binvidik. Lidoù Katoligiezh: Sant an deiz : Sant Koulman. Du 21
6443
https://br.wikipedia.org/wiki/Peter%20Drucker
Peter Drucker
Peter Ferdinand Drucker (19 a viz Du 1909 e Vienna – 11 a viz Du 2005 e Kalifornia) en deus skrivet kalz levrioù diwar-benn ar merañ embregerezhioù. Kazetenner war an ekonomiezh e voe da gentañ ha ne oa ket 20 vloaz pa reas ur pennad-kaoz gant Adolf Hitler kent da hennezh mont e penn Alamagn. E levr diwar-benn Friedrich Julius Stahl (prederour war ar gwir ha yuzev) a voe devet e 1933 ha diwar se e reas e soñj mont kuit eus ar vro. Da vro-Saoz ez eas hag en ur selaou prezegennoù John Maynard Keynes e komprenas en doa c'hoant d'ober estreget ekonomiezh rak "studial emzalc'h an dud ha n'eo ket penaos emañ kont gant ar Yalc'h" a oa war e soñj. D'ar Stadoù-Unanet ez eas evit sevel Dibenn an den ekonomikel (1939) ha Dazont an den greantel (1942). Kuzulier rener General Motors ez eas hag e levr pennañ Keal an embregerezhioù (1945) a savas diwar 18 mizvezh enklask e emvodoù kuzul-merañ GM ha pennadoù-kaoz gant sternidi ha micherourien an embregerezh. Ur vicher nevez a voe krouet : kuzulier war ar management. Evit General Electric hag American Heart Association e labouras da c'houde hag an den dave e voe diwar neuze evit pezh a denn d'ar vanagementouriezh. Tamm-ha-tamm e pellaas diouzh emdroadurioù nevez ar gevalaouriezh, skoet ma oa gant kresk gopr ar pennoù embregerezhioù bras da skouer hag e 1993 e savas En-tu all d'ar gevalaouriezh. Liammoù diavaez https://web.archive.org/web/20070428052436/http://www.pfdf.org/leaderbooks/drucker/index.html https://web.archive.org/web/20140207054923/http://www.peter-drucker.com/ https://web.archive.org/web/20051124061758/http://www.druckerschool.net/ http://www.peterdrucker.at/ Ganedigezhioù 1909 Marvioù 2005 Tud a afer SUA Tud SUA
6448
https://br.wikipedia.org/wiki/22%20Du
22 Du
Darvoudoù 845 : trec'h an Dug Nevenoe war lu Charlez ar Moal e kêriadenn Ballon war barrez Blaen, sañset dre ma'z eus tabut e-touesk istorourien 'zo diwar-benn an deiziad-mañ. 1863 : echu eo sevel karrbont Montroulez. 1918 : erruout a ra ar soudarded c'hall e Strasbourg. 1932 : stanket eo treñ prezidant ar Republik c'hall gant ur goulou ruz lakaet dre guzh war ar roudenn-hent-houarn e-kichen Ingrandes (Maine-et-Loire) war harzoù Breizh. 1943 : dont a ra Liban da vezañ ur stad dizalc'h diouzh Bro-C'hall. 1956 : digoradur ar C'hoarioù Olimpek hañv e Melbourne (Aostralia) gant Philip Mountbatten, Priñs ar Rouantelezh-Unanet ha Dug Dunedin. 1963 : muntret eo John Fitzgerald Kennedy, prezidant SUA, e Dallas (Texas). 1963 : embannadur With The Beatles e Breizh-Veur, eil albom gant ar strollad The Beatles. 1968 : embannadur The Beatles (albom) pe an Albom gwenn, navet albom gant ar strollad The Beatles. 1975 : dont a ra Juan Carlos Iañ da vezañ roue Spagn. 2005 : anvet eo Angela Merkel da gañsellerez Alamagn gant kannaded ar Bundestag. 2017 : kondaonet eo Ratko Mladić, lesanvet "kiger ar Balkanioù", d'an toull-bac'h da viken. Ganedigezhioù 1842 : José-Maria de Heredia skrivagner gallek. 1533 : Alfonso II d'Este, dug Ferrara. 1847 : Richard Bowdler Sharpe evnoniour saoz. 1869 : André Gide, skrivagner ha Priz Nobel al Lennegezh e 1947. 1874 : Max Dearly, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1890 : Charles de Gaulle, jeneral ha Prezidant ar Republik C'hall eus 1959 betek 1969. 1901 : José Leandro Andrade, melldroader etrebroadel uruguayat. 1923 : Piéral, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 1929 : Terry Gilliam, filmaozer stadunanat. 1937 : René Abjean, sonaouzour breizhat. 1941 : Tom Conti, aktour ha romantour skos. 1958 : Jamie L. Curtis, aktourez Stadunanat. 1960 : Stéphane Freiss, aktour, filmaozer ha saver senario gall. 1984 : Scarlett Johansson, aktourez stadunanat. Marvioù 1824 : François Levaillant, ergerzher, dastumer hag evnoniour gall. 1916 : Jack London, skrivagner saoznek eus ar Stadoù Uannet. 1955 : Guy Ropartz, sonaozer brezhon. 1963 : Aldous Huxley, skrivagner saoz. 1963 : John Fitzgerald Kennedy, prezidant Stadoù Unanet Amerika (lazhet e Dallas). 1980 : Mae West, aktourez stadunanat. 2007 : Maurice Béjart, dañsour ha korollour gall. 2007 : Julien Gracq, skrivagner gall. 2010 : Julien Guiomar, aktour gall. Lidoù Sant an deiz : Santez Aziliz Iliz katolik roman Santez Sesilia (a vije orin raganv brezhonek Aziliz), gwerc'hez ha merzherez e Roma, paeronez ar sonerien hag ar ganerien (2il kantved) Du 22
6449
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20Du
23 Du
Darvoudoù Emgann Tudela, e Navarra, e 1808. Ganedigezhioù 912 : Otto Iañ, impalaer kentañ an Impalaeriezh santel roman german. 1221 : Alfonso X, roue Kastilha. 1496 : Clément Marot, barzh gallek. 1743 : Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne, soudard gall anvet da gKentañ Greunader ar Republik gant Napoleon Iañ. 1760 : François Noël Babeuf lesanvet Gracchus Babeuf, dispac'her gall. 1804 : Franklin Pierce, 14vet prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1826 : Lan Inizan, beleg ha skrivagner brezhonek. 1876 : Manuel de Falla, sonaozer spagnolat. 1888 : Harpo Marx, aktour, jestraouer ha soner stadunanat. 1896 : Klement Gottwald, prezidant Tchekoslovakia. 1905 : Carlos Torre, meurc'hoarier echedoù mec'hikan 1922 : Joan Fuster, skrivagner katalanek eus Bro València. 1922 : Manuel Fraga Iribarne, politiker spagnol. 1928 : Pierre Étaix, furlukin, komedian ha filmaozour gall. 1962 : Nicolás Maduro, prezidant Venezuela. Marvioù 867 : Nikolaz I, pab. 1170 : Owain Gwynedd, roue Gwynedd. 1682 : Claude Lorrain, livour gall. 1733 : Loeiz ar Pelleter, geriadurour brezhonek. 1856 : Manuela Sáenz, brogarourez eus Ecuador. 1861 : Salvatore Viale, barzh, reizhaouer ha skrivagner korsek. 1942 : Peadar Kearney, sonaozer ha barzh iwerzhonat. 1966 : Seán Tomás Ó Ceallaigh (Sean Thomas O'Kelly), prezidant Republik Iwerzhon. 1976 : André Malraux, skrivagner ha politikour gall. 1990 : Roald Dahl, skrivagner breizhveurat genidik eus Norvegia. 1995 : Louis Malle, filmaozer gall. 2006 : Philippe Noiret, aktour gall. Lidoù Sant an deiz : Sant Bieuzi Iliz katolik roman Sant Klemant, 4e pab e Roma, merzheriet e dibenn ar Sant Koulman, abad iwerzhonat, saver ur reoliadur menec'h, avieler Europa, deuet da Vreizh, da Luxeuil, da Aostria ha da Italia. Patron Bear (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor), Minieg-Morvan, Treveneg (Bro-Oueloù - Aodoù-an-Arvor). Marv e Bobbio (Italia) e 615 Sant Deniel, abad-eskob abati Bangor (Kembre), patron Plouzeniel (Bro-Leon - Penn-ar-Bed) ha Trezeniel (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) (7vet kantved) Sant Konzelv, manac'h e Breizh, diskibl da sant Konwoion (9vet kantved) Du 23
6450
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20outoek-aztekek
Yezhoù outoek-aztekek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù outoek-aztekek komzet gant pobloù-orin e kornôg ar Stadoù-Unanet (Oregon, Idaho, Utah, Kalifornia, Nevada, Arizona) ha Mec'hiko. Bez' ez eus 33 yezh er familh-mañ. Yezhoù hopiek Hopieg Yezhoù tubatoulabalek Tubatoulabaleg Yezhoù toubarek Toubareg (marv) Yezhoù noumek Yezhoù noumek ar c'hreiz Komantcheg Chochoneg Timbicheg Yezhoù noumek ar su Kawaiyisoueg Outeg Yezhoù noumek ar c'hornôg Monoeg Paiouteg an norzh Yezhoù takek Tongvaeg (marv) Tataviameg marv) Yezhoù koupanek Kahouilheg Koupenheg C'hwanenheg (marv) Louisenheg Yezhoù serranek Kitanemoukeg marv) Serraneg (marv) Yezhoù aztekek Potchoutekeg (marv) Yezhoù aztekek ledan Nahouatleg Pipileg Yezhoù koratcholek Houitcholeg Yezhoù koraek Koraeg Koraeg Santa Teresa Yezhoù tarakahitek Yezhoù tarahoumarek Gwaric'hioeg Tarahoumareg Yezhoù sonorek Opateg (marv) Yezhoù kahitek Mayoeg Yakieg Yezhoù tepimek Odameg Pimeg ar menezioù Tepehouanek an norzh Tepehouanek ar su (marv) Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù Mec'hiko Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
6452
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20toubarek
Yezhoù toubarek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù toubarek, ennañ ur yezh nemetken, an toubareg. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Toubareg Yezhoù toubarek
6453
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20hopiek
Yezhoù hopiek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù hopiek, ennañ ur yezh nemetken, an hopieg. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Hopieg Yezhoù hopiek
6454
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tubatoulabalek
Yezhoù tubatoulabalek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù tubatoulabalek, ennañ ur yezh nemetken, an tubatoulabaleg. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tubatoulabaleg Yezhoù tubatoulabalek
6455
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20noumek
Yezhoù noumek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù noumek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù en skourr-mañ: Yezhoù noumek ar c'hreiz Yezhoù noumek ar su Yezhoù noumek ar c'hornôg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek
6456
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20takek
Yezhoù takek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù takek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù en skourr-mañ: Tongvaeg Tataviameg Yezhoù koupanek Yezhoù serranek Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek
6457
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20serranek
Yezhoù serranek
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù serranek, ennañ div yezh: Kitanemoukeg Serraneg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Yezhoù serranek
6459
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20aztekek
Yezhoù aztekek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù aztekek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ: Potchoutekeg Yezhoù aztekek ledan Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù aztekek
6460
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20koratcholek
Yezhoù koratcholek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù koratcholek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ: Houitcholeg Yezhoù koraek Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koratcholek
6461
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tarakahitek
Yezhoù tarakahitek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù tarakahitek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù en skourr-mañ: Yezhoù tarahoumarek Gwaric'hioeg Tarahoumareg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tarakahitek
6462
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20sonorek
Yezhoù sonorek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù sonorek. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù en skourr-mañ: Opateg Yezhoù kahitek Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù sonorek
6463
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tepimek
Yezhoù tepimek
Ur skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù tepimek, ennañ peder yezh: Odameg Pimeg ar menezioù Tepehouanek an norzh Tepehouanek ar su Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tepimek
6464
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tarahoumarek
Yezhoù tarahoumarek
Un isskourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù tarahoumarek, ennañ div yezh: Gwaric'hioeg Tarahoumareg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tarakahitek Yezhoù tarahoumarek
6465
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20noumek%20ar%20c%27hreiz
Yezhoù noumek ar c'hreiz
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo yezhoù noumek ar c'hreiz, ennañ teir yezh : Komantcheg Chochoneg Timbicheg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek Yezhoù noumek ar c'hreiz
6466
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20noumek%20ar%20su
Yezhoù noumek ar su
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo yezhoù noumek ar su, ennañ divyezh: Kawaiyisoueg Outeg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek Yezhoù noumek ar su
6467
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20noumek%20ar%20c%27horn%C3%B4g
Yezhoù noumek ar c'hornôg
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo yezhoù noumek ar c'hornôg, ennañ div yezh: Monoeg Paiouteg an norzh Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek Yezhoù noumek ar c'hornôg
6468
https://br.wikipedia.org/wiki/24%20Du
24 Du
Darvoudoù 1642 : Abel Tasman eo an Europad kentañ oc'h erruout war an enezenn anvet gantañ Douar Van Diemen (anvet bremañ Tasmania). 1859 : embannadur kentañ al levr The origin of species gant Charles Darwin. 1986 : kemeret an diviz gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor ober gant ur panellerezh divyezhek. 2004 : gouarnamant Iwerzhon a c'houlenn e vije ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh Europa. 2017 : ouzhpenn 300 den zo bet lazhet en ur gwalldaol en ur voskeenn ejiptat e Bir al-Abed, e ledenez Sinai. Sportoù 1906 : dilennet eo Londrez gant ar Poellgor etrebroadel olimpek evit degemer ar pevare C'hoarioù Olimpek hañv e 1908. Ganedigezhioù 1632 : Baruch Spinoza, prederour izelvroat. 1655 : Karl XI, roue Sveden. 1679 : Chrisogone-Clément de Guer, markiz a Bontkalleg. 1784 : Zachary Taylor, daouzekvet prezidant ar Stadoù Unanet. 1826 : Carlo Collodi, skrivagner italian, aozer Pinocchio. 1864 : Henri de Toulouse-Lautrec, livour ha maendresour gall. 1941 : Pete Best, kentañ taboulinour ar strollad sonerezh The Beatles etre miz Eost 1960 ha miz Eost 1962. 1961 : Arundhati Roy, skrivagnerez eus India. Marvioù 1870 : Isidore Ducasse, lesanvet Kont Lautréamont, skrivagner gall. 1929 : Georges Clemenceau, Kentañ Ministr Bro-C'hall. 1963 : Lee Harvey Oswald, muntrer ar prezidant John F. Kennedy. 1991 : Freddie Mercury, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad Queen. 1996 : Somhairle MacGill-Eain, skrivagner gouezelek. 1997 : Barbara, kanerez ha sonaozerez c'hall. Lidoù Santez Bleuñvenn Sant Bizhui, penitiour kembreat, diskibl da sant Gweltaz, deuet d'en em staliañ war riblenn ar Blavezh e lec'h m'emañ Bizhui-an-Dour hiziv (circa 570) Gouel Maria Miz Du Du 24
6469
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20koupanek
Yezhoù koupanek
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù koupanek, ennañ peder yezh: Kahouilheg Koupenheg C'hwanenheg Louisenheg Gwelet ivez Yezhoù takek Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koupanek
6470
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20aztekek%20ledan
Yezhoù aztekek ledan
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù aztekek ledan, ennañ div yezh: Nahouatleg Pipileg Gwelet ivez Yezhoù aztekek Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù aztekek ledan
6471
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20koraek
Yezhoù koraek
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù koraek, ennañ teir yezh: Houitcholeg Koraeg Koraeg Santa Teresa Gwelet ivez Yezhoù koratcholek Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koraek
6472
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kahitek
Yezhoù kahitek
Un is-skourr eus ar yezhoù outoek-aztekek eo ar yezhoù kahitek, ennañ div yezh: Mayoeg Yakieg Gwelet ivez Yezhoù sonorek Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù kahitek
6473
https://br.wikipedia.org/wiki/11%20Gouere
11 Gouere
Darvoudoù 1302 : en Emgann ar C'hentroù Aour eo trec'het roue Bro-C'hall gant un emglev kêrioù eus Flandrez. 1405 : lakaat a ra an amiral sinaat Zheng He da ouel evit e veaj kentañ. 1776 : deroù trede beaj James Cook. 1904 : astennet eo al linenn hent-houarn Brest-Lesneven betek Ploueskad. 1921 : Mongolia dizalc'h diouzh Sina. 1962 : kentañ treuzkasadenn skinwel dre al loarell Telstar 1 e Pleuveur-Bodoù. Sportoù 1939 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Vire (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Eloi Tassin. 1956 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus An Oriant war-du Añje (Maine-et-Loire). 1982 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Konk-Kerne ha Kastellin ; trec'h eo Frank Hoste (Belgia). 1986 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Saint-Hilaire-du-Harcouët (Manche) ha Naoned ; trec'h eo Eddy Planckaert (Belgia). 1998 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Dulenn (Iwerzhon) (a-benn d'an eur). 2004 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lambal ha Kemper ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia). Ganedigezhioù 1274 : Robert Iañ a Vro-Skos, anvet ivez Robert the Bruce. 1757 : Johann Matthäus Bechstein, loenoniour ha naturour alaman. 1767 : John Quincy Adams, c'hwec'hvet prezidant ar Stadoù-Unanet. 1798 : Paolo Savi, douarour hag evnoniour italian. 1884 : Émile Ronet, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1920 : Yul Brynner, aktour stadunanat. 1935 : Pêrig Herbert, sonaozour ha yezhoniour breizhat. 1968 : Conrad Vernon IV, den a sinema stadunanat. Marvioù 1937 : George Gershwin, stadunanat. 1964 : Maurice Thorez, komunour gall. Lidoù Devezh ar vro e Flandrez. Gouere 11 Gouere 11
6474
https://br.wikipedia.org/wiki/Belle%20%26%20Sebastian
Belle & Sebastian
Belle & Sebastian a zo ur strollad pop a vro Skos savet e Glasgow e miz Geñver 1996 da geñver ur genstrivadeg sonerezh aozet get rann business ar sonerezh en o skol-veur. "Tigermilk" a voe o albom kentañ, savet dreistholl a-zoc'h empenn faltazius Stuart Murdoch, hag enrollet e sigur pleustriñ ar gelennadurezh ha lakaet da zonet er-maez get ar label dizalc'h Electric Honey. Goude e voent engouestlet get ur label brassoc'h, Jeepster Records ha savet un albom nevez e 1996 : "If You're Feeling Sinister" e 1996 hag un nebeud pladennoù berr (astennadoù anezhe) e 1997. O zrede albom "The Boy with the Arab Strap" e 1998 a voe tizhet an top-20 getoñ e renkadurezh ar pladennoù muiañ gwerzhet e Breizh Veur. Ar Brit Award evit "Best Newcomer" o deus tapet e 1999. Klevet e voe ar strollad er festival Bowlie Weekender e 1999. Engouestlet e voent e miz gourhelen 2002 get Rough Trade Records. "Dear Catastrophe Waitress", savet e 2003, a voe degemeret mat ivez (c'hwitet ar priz Mercury Music getoñ e 2004). Setu ur strollad lidet ged e garourion avat, karourion leal mard eus anezhe. E miz Geñver 2005 e voe dibabet ha dilennet Belle and Sebastian gwellañ strollad bro Skos get The List, e-touez strolladoù skosek arall (Simple Minds, Idlewild, Travis, Franz Ferdinand, the Proclaimers, ha re 'rall...). Añv ar strollad a zo bet dilennet gete e koun "Belle et Sébastien" (ur c'hi hag ur paotr bihan), ur levr evit ar vugale skrivet get ar skrivagnerez c'hall Cécile Aubry, ur film-kazetenn a oa bet graet e bro C'hall diàrnehoñ hag un dresadenn-vev e bro Nippon e 1981. Izili diazez ar strollad eo Stuart Murdoch (kan, gitar, touchennaouegoù), Stevie Jackson (kan ha gitar), Chris Geddes (touchennaouegoù), Sarah Martin (violoñs ha kan), Mick Cooke (trompilh ha gitar boud), Bobby Kildea (gitar ha gitar boud) ha Richard Colburn (taboulinoù). Gwezharall e oa bet Isobel Campbell (kan ha violoñsell) ha Stuart David (gitar boud) ennañ. Pladennoù : * Tigermilk, 1996; #13 UK (addaet er maez e 1999) * If You're Feeling Sinister, 1996 * The Boy with the Arab Strap, 1998; #12 UK * Fold Your Hands Child, You Walk Like a Peasant, 2000; #10 UK, #80 US * Storytelling, 2002; #26 UK, #150 US * Dear Catastrophe Waitress, 2003; #21 UK, #84 US ha dastumadegoù : * Lazy Line Painter Jane (box of first three singles/EPs), 2000 * Push Barman to Open Old Wounds (2xCD compilation of Jeepster EPs), 2005; #40 UK Strolladoù sonerezh Bro-Skos Strolladoù sonerezh pop Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1990 Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 2000
6475
https://br.wikipedia.org/wiki/Odameg
Odameg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tepimek eo an odameg (o'odham ñiok) komzet gant tro-dro da 30.000-45.000 den en holl er Stadoù-Unanet (12.000) hag e Mec'hiko. An eil yezh muiañ-komzet gant ur bobl-orin er Stadoù-Unanet an hini eo. Tost-kenañ eo d'ar pimeg ha d'an tohoneg. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tepimek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù tepimek Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
6476
https://br.wikipedia.org/wiki/Yakieg
Yakieg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù sonorek eo ar yakieg (yoem noki) komzet gant tro-dro da 16.000 den e Sonora e Mec'hiko hag en Arizona er Stadoù-Unanet (350 den). E yakieg e vez liammet an doare da dsitagañ ar gerioù ouzh o ster, da skouer an 'l' a c'hell bezañ distaget /l/ pe c'hoazh /r/ evit diskwel n'emañ ket an hini o komz laouen pe a-du gant un dra bennaket. Liammoù diavaez Ethnologue] Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù sonorek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù kahitek
6477
https://br.wikipedia.org/wiki/10%20Gouere
10 Gouere
Gouere 10 Darvoudoù 1940 : nac'h a ra 80 parlamantad - 8 dilennad breizhat en o zouesk - votiñ al leungalloudoù d'ar Marichal Pétain. 1964 : embannadur A Hard Day's Night e Breizh-Veur, trede albom gant ar strollad The Beatles. 1981 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Fox and the Hound e Stadoù-Unanet Amerika. 2004 : dalc'het e vez e Brest, betek ar 16 a viz Gouere, pevare Gouel Etrebroadel ar Mor hag ar Vartoloded, Brest 2004 e anv. 2010 : ouzhpenn ur milion a dud o vanifestiñ e straedoù Barcelona evit embann ez int ur vroad, da-heul barnadenn Lez-varn Vonreizhel Spagn a nac'he degemer statud emrenerezh Katalonia. Sportoù 1924 : Henri Deglane, gourener gall, a ya da gampion olimpek er rummad Grek-ha-roman e Pariz. 1951 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwerc'h-Breizh war-du Añje (Maine-et-Loire) (a-benn d'an eur). 1953 : loc'hañ a ra 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde). 1956 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag An Oriant ; trec'h eo Fred de Bruyne (Belgia). 1977 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Roazhon ; trec'h eo Klaus-Peter Thaler (Republik Kevreadel Alamagn). 1982 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kankaven ha Konk-Kerne ; trec'h eo Pol Verschuere (Belgia). 1994 : tapet rekord Bro-C'hall dindan an amzer al lamm uhel (2,33 m) gant ar Breizhad Jean-Charles Gicquel, en Eberstadt (Alamagn). 2004 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Sant-Brieg ; trec'h eo Filippo Pozzato (Italia). 2016 : tapet e gentañ titl etrebroadel gant skipailh mell-droad Portugal da-geñver Kampionad mell-droad Europa 2016. Ganedigezhioù 1509 : Jean Calvin, unan eus pennoù an Disivoud protestant. 1830 : Camille Pissarro, livour gall. 1856 : Nikola Tesla, ijiner an tredan. 1881 : Marcelle Géniat, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall. 1884 : Pierre Larquey, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 1963 : Ronan Penseg, marc'hhouarnour. 1988 : Maria De Rosa, mestrc'hoarierez echedoù italian, Kampionez Italia e 2003. Marvioù 138 : Hadrianus, impalaer roman. 1559 : Herri II a Vro-C'hall, roue Bro-C'hall. 1851 : Louis-Jacques Daguerre, ijiner gall al luc'hskeudennerezh. 1884 : Paul Charles Morphy, meurc'hoarier echedoù eus SUA. 1963 : Césaire Le Coënt, barzh brezhonek. 2000 : Antonio Aparicio, skrivagner spagnol. 2015 : Omar Sharif, aktor genidik eus Ejipt. Lidoù Gouere 10
6478
https://br.wikipedia.org/wiki/Mayoeg
Mayoeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù kahitek eo ar mayoeg (mayo) komzet gant tro-dro da 40 000 den e Mec'hiko. Tost-tre eo d'ar yakieg. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù sonorek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù kahitek
6479
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg
Tarahoumareg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo an tarahoumareg (tarahoumara) komzet gant ouzhpenn da 65.000 den e norzh Mec'hiko, Isrannet e vez e pemp yezh pe rannyezh disheñvel: Tarahoumareg izel Tarahoumareg ar c'hreiz Tarahoumareg ar gevred Tarahoumareg an norzh Tarahoumareg ar mervent Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tarahoumarek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Mec'hiko Yezhoù tarahoumarek
6480
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg%20izel
Tarahoumareg izel
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo an tarahoumareg izel (tarahumara baja) komzet gant ouzhpenn 15 000 den e Chihuahua e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tarahoumareg Tarahoumareg
6481
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg%20ar%20c%27hreiz
Tarahoumareg ar c'hreiz
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo tarahoumareg ar c'hreiz (saozneg: central tarahumara) komzet gant ouzhpenn 50 000 den e Chihuahua e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tarahoumareg Tarahoumareg
6482
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg%20an%20norzh
Tarahoumareg an norzh
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo tarahoumareg an norzh (tarahumara norte) komzet gant ouzhpenn da 300 den e Chihuahua e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tarahoumareg Tarahoumareg
6483
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg%20ar%20mervent
Tarahoumareg ar mervent
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo tarahoumareg ar mervent (tarahumara suroeste) komzet gant ouzhpenn da 100 den e Chihuahua e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tarahoumareg Tarahoumareg
6484
https://br.wikipedia.org/wiki/Tarahoumareg%20ar%20gevred
Tarahoumareg ar gevred
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tarakahitek eo tarahoumareg ar gevred (tarahumara sureste) e Chihuahua e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Tarahoumareg Tarahoumareg
6485
https://br.wikipedia.org/wiki/9%20Gouere
9 Gouere
Gouere 9 Darvoudoù 455 : ar jeneral roman Avitus a zo embannet impalaer Impalaeriezh roman ar C'hornôg. 1810 : Napoleon a stag an Izelvroioù ouzh Bro-C'hall. 1816 : dieubidigezh Arc'hantina. 1967 : lakaet eo kreizenn nukleel Brenniliz da vont en-dro. Sportoù 1932 : loc'hañ a ra 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde). 1951 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Edouard Muller. 1953 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Mañs (Sarthe) ha Naoned ; trec'h eo Livio Isotti (Italia). 1956 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Maloù ; trec'h eo ar Breizhad Job Morvan. 1977 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) hag An Oriant ; trec'h eo Giacinto Santambrogio (Italia). 1994 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne). 1997 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Pluveleg war-du tachenn ar c'hoarioù Puy du Fou (Vañde). 2006 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Meven hag An Oriant ; trec'h eo Sylvain Calzati. Ganedigezhioù 1249 : Impalaer Kameyama eus Japan. 1654 : Impalaer Reigen eus Japan. 1764 : Ann Radcliffe, skrivagner saoz. 1851 : Berthold Englisch, mestrc'hoarier echedoù aostrian. 1889 : James Chapin, evnoniour stadunanat. 1935 : Wim Duisenberg, politikour izelvroat. 1946 : William Sheller, kaner-sonaozer gall. 1962 : Aloyzas Kveinys, mestrc'hoarier echedoù lituanian. 1956 : Tom Hanks, aktour stadunanat. Marvioù 1856 : Amedeo Avogadro, kimiour italian (° 9 a viz Eost 1776 e Torino (Italia)). 1962 : Georges Bataille, skrivagner gall (° 10 a viz Gwengolo 1897 e Billom (Puy-de-Dôme)). 1984 : Erwan Kervella, ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h (° 15 a viz Eost 1949 e Landreger). 2010 : Clément Guillon, bet eskob Kemper ha Leon Gouere 09
6486
https://br.wikipedia.org/wiki/8%20Gouere
8 Gouere
Darvoudoù 1497 : loc'hañ a ra Vasco da Gama evit e veaj kentañ war-zu India. 1859 : dont a ra Karl XV da vezañ roue Sveden, ha roue Norvegia gant an anv Karl IV. 1941 : en em gavout a ra ur bodad skrivagnerien, e ti ar gazetenn nevez-c'hanet La Bretagne e Roazhon, da zegemer an doare-skrivañ peurunvan (pe KLTG). 2006 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Gregor ha Roazhon (a-benn d'an eur). 2012 : aet Didier Deschamps da zibaber broadel skipailh Bro-C'hall ar vell-droad. 2022 : muntret eo ar politiker japanat Shinzo Abe, bet kentañ ministr Japan e-pad meur a vloaz. Ganedigezhioù 1478 : Gian Giorgio Trissino, barzh italian. 1593 : Artemisia Gentileschi, livour italian. 1621 : Jean de La Fontaine, barzh gallek. 1815 : Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville, lennegourez ha barzhez c'hall. 1836 : Joseph Chamberlain, den-Stad saoz. 1838 : Ferdinand Graf von Zeppelin, ijinour alaman. 1841 : Charles Henry Tilson Marshall, ofiser er British Army hag evnoniour breizhveuriat. 1867 : Käthe Kollwitz, kizellerez ha livourez alaman. 1877 : René Navarre, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1976 : Ellen MacArthur, bageerez saoz. Marvioù 1623 : Gregor XV, Pab. 1695 : Christiaan Huygens matematikour ha steredoniour eus an Izelvroioù. 1822 : Percy Bysshe Shelley, barzh saoznek. 1827 : Roparzh Surcouf, kourser breizhat. 1855 : Sir William Edward Parry, amiral hag ergerzher saoz. 1859 : Oscar I, roue Sveden. 1913 : Louis Hémon, skrivagner gallek, brudet e romant Maria Chapdelaine (skrivet gantañ e Kebek). 1943 : Jean Moulin, politikour gall. 1994 : Kim Il Sung, politikour korean. 2012 : Ernest Borgnine, aktour amerikan. 2022 : Shinzo Abe, bet kentañ ministr Japan. 2022 : José Eduardo dos Santos, bet prezidant Angola. 2022 : Luis Echeverría Álvarez, bet prezidant Mec'hiko. Lidoù Gouere 08
6488
https://br.wikipedia.org/wiki/Toubareg
Toubareg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù toubarek eo an toubareg (tubar) komzet gwechall e Mec'hiko. Ur yezh varv an hini eo, aet da get e diwezh ar bloavezhioù 1970. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù toubarek
6489
https://br.wikipedia.org/wiki/Tubatoulabaleg
Tubatoulabaleg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tubatoulabalek eo an tubatoulabaleg (tübatulabal) komzet gant ur c'hwec'h den bennaket er Stadoù-Unanet (Kalifornia), eus pobl an dTubatoulabaled. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre an diouer a dud a ra ganti hag o oad. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tubatoulabalek
6490
https://br.wikipedia.org/wiki/Tataviameg
Tataviameg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù takek eo an tataviameg (tataviam) komzet gwechall e Mec'hiko. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù takek
6491
https://br.wikipedia.org/wiki/Kitanemoukeg
Kitanemoukeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù serranek eo an c'hitanemoukeg (kitanemuk) komzet gwechall e Mec'hiko. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù serranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù serranek
6492
https://br.wikipedia.org/wiki/Potchoutekeg
Potchoutekeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù aztekek eo an potchoutekeg (pochutec) komzet gwechall e Mec'hiko. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù aztekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù aztekek
6493
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwaric%27hioeg
Gwaric'hioeg
Ur yezh outoek-aztekek eus isskourr ar yezhoù tarahoumarek eo ar gwaric'hioeg (guarijío) komzet e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tarakahitek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tarahoumarek
6495
https://br.wikipedia.org/wiki/Pimeg%20ar%20menezio%C3%B9
Pimeg ar menezioù
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tepimek eo pimeg ar menezioù (nebome) komzet gant tro-dro da 1.000 den (1989) war ar vevenn etre Sonora ha Chihuahua e Mec'hiko. Disheñvel eo diouzh ar pimeg izel. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tepimek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tepimek
6496
https://br.wikipedia.org/wiki/Pimeg%20izel
Pimeg izel
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tepimek eo ar pimeg izel komzet gant tro-dro da 1.000 den (1989) war ar vevenn etre Sonora ha Chihuahua e Mec'hiko. Disheñvel eo diouzh pimeg ar menezioù. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tepimek Meneger yezhoù ar bed
6497
https://br.wikipedia.org/wiki/Stanley%20Kubrick
Stanley Kubrick
Stanley Kubrick (bet ganet er Bronx, Kêr New York d'ar 26 a viz Gouere 1928 – marvet e Harpenden, Bro-Saoz, d'ar 7 a viz Meurzh 1999) a oa ur sevener filmoù eus ar Stadoù-Unanet. Soñjal a ra ar c'halz eus an dud a-vicher ez eus anezhañ gwellañ filmaozer istor ar sinema. E yaouankiz Stanley Kubrick a zo bet ganet d'ar 26 a viz Gouere 1928 e New York er Bronx, en ur familh genidik eus kreiz Europa. Gwan a-walc'h war al labour er skol, c'hoari an echedoù a oa unan eus e zudioù betek bezañ un ivoul. Huñvreal a rae dont da vezañ soner jazz. Met d'e drizekvet deiz-ha-bloaz e voe profet dezhañ ur benveg skeudenniñ. An dudi nevez a droas da c'halvidigezh evitañ. Dont a reas da vezañ e-karg eus poltridi e skolaj. Diorren a reas e varregezhioù e-pad an oad krenn, betek ma kemeras ur poltred a roas dezhañ ul labour er gazetenn Look. War ar skeudenn e veze gwelet ur gwerzher kazetennoù o leñvañ abalamour da varv ar prezidant Roosevelt. Deuet eo ar poltred-se da vezañ brudet er bed a-bezh. Labourat a reas evit ar gazetenn-se e-pad pevar bloaz. E oberenn er sinema War-zu an dizalc'hidigezh Etre 1950 ha 1951, ez eas gant ur mignon war tachenn ar sinema (n'eo ket bet en ur skol sinema james) en ur labourat war daou film-berr : Day of the fight hag a zanevell istor ur bokser, an eil film, anvet Flying padre, un istor beleg. E 1953, e sevenas e gentañ film, Fear and desire. Ar film-mañ, savet gant arc'hant roet gant tud tost da Gubrick, a zo diwar-benn ur strollad soudarded zo e karg da vont a-dreñv talbenn an enebourien, a-benn tagañ ur strollad soudarded all. Met diwezhatoc'h, Kubrick a glaskas adtapout holl gopiennoù ar film-mañ. Hervezañ, ne oa ket mat a-walc'h ar film (sin e youl da dizhout palioù peurvat). E 1955 e labouras war ur film nevez : Killer's Kiss, e-lec'h ma tiskouezas e zreistelezh dibar da labourat war ar poltrediñ hag ar skeudennoù. Braventez alkimiezh ar c'hoari war ar gwenn ha du a zo ral kenañ er prantad-se eus istor ar sinema. Gant ar film-mañ e kejas ouzh James Harris, ur produer dizalc'h eus reizhiad Hollywood. Asambles e kroujont ar gevredigezh Harris-Kubrick Picture. Goude-se, e 1956, e sevenas e drede film, The Killing, istor ur strollad laeron o klask tagañ un ti-bank, kontet gant ur vouezh off. Mont en-dro ar film hag e istor a vefe digomprenus ma ne vije ket eus ar vouezh-se. E-barzh ar film-mañ e vez gwelet levezon ar flashbackoù implijet gant Orson Welles e-barzh Citizen Kane (The Killing a levezono kalz ur film all : Reservoir Dogs sevenet gant Quentin Tarantino). E-pad aozadur ar film-mañ e lakas Kubrick e pleustr e soñjoù war ar vicher sevener ha filmaozer : evitañ, ur sevener a rank bezañ er memes koulz leurenner ha teknikour. E 1957 e sevenas ur film nevez gant Kirk Douglas, anvet Paths of Glory. Ur film diwar-benn ar c'hentañ brezel bed eo. Strollad-meur arme Bro-C'hall a ziviz aozañ un dagadenn war ur savadur-brezel alaman zo kontet diziskarus. Kas soudarded da seveniñ ar gefridi-se a dalvez o c'has d'ar marv holl-gwitibunan. E-pad an arsailh e tistro ar soudarded d'ar fozelloù peogwir eo dibosupl kemer ar savadur. Met pennoù an arme a ziviz kastizañ d'ar marv un nebeud soudarded. An abeg : dizerterezh. An dra-se a gaso d'ur prosez e-lec'h ma tiskouez Kubrick neantiz ar brezel, ha darvoudoù bet c'hoarvezet evit gwir. Er film-mañ e implijas travellingoù war-gil e-barzh ar fozelloù. Doareoù implijet ha kopiet alies diwezhatoc'h e filmoù disheñvel gant tud all. Met Kubrick a ziskouezas ivez e oa barrek da fromañ en un doare fin ha speredek (da skouer pa'n em lak ur plac'h da ganañ dirak ar soudarded). Skeudenn arme Bro-C'hall a zo fall-kenañ e-barzh ar film. Ne vo skignet e Bro-C'hall ken nemet e 1975. Ar studio an hini n'en dije ket bet c'hoant e skignañ abretoc'h ha ne vije ket bet difennet gant ar stad evel ma vez laret alies-kenañ. E 1960, Kirk Douglas, hag a laboure war Spartacus, a c'houlennas ouzh Stanley Kubrick seveniñ ur film e-lec'h Anthony Mann hag a oa broc'het gant Douglas. Neuze e echuas ar film-mañ, met ne oa ket laosket kalz a frankiz dezhañ : kalz eus ar prantadoù eus ar film a zo bet troc'het gant ar studio, met war prantadoù ar senario, e vez gwelet sklaer roudoù Kubrick. Goude-se e guitas Hollywood evit mont da Vro-Saoz, hag embann a reas ne sevenfe ket filmoù nevez hep kaout ur vestroni ha gwirioù a bep seurt war e film (senario, ar produiñ, ar final-cut, hag all,...). Diwar kement-mañ ez eus ganet ur seurt mojenn diwar-benn e bersonelezh : hini ur sevener a blij dezhañ bezañ e-unan, a-gostez eus ar bed. E 1962 e sevenas Lolita, diwar istor romant Vladimir Nabokov. Labourat a reas gantañ a-benn skrivañ ar senario (al levr oa deuet da vezañ ur Best Seller). Evit seveniñ ar film hep kudennoù gant ar strolladoù politikel puritan (abalamour da sujed al levr) ez eas kuit d'ar Rouantelezh-Unanet evit en ober. Un tammig amzer goude en em stalias da vat e Bro-Saoz. Ar film a zeuas da vezañ brudet-kenañ (dreist-holl abalamour da zanvez ar film) hag lakaat a reas da vat Kubrick war-wel. Er film-mañ, ar c'homedian Peter Sellers a reas unan eus e wellañ oberenn. Goude ar film-se, James Harris a yeas da labourat en e gorn e-barzh ar seveniñ. Trilogiezh an dazont Adalek 1963, Kubrick a broduas e filmoù e-unan. Adlabourat a reas gant Peter Sellers war ur film diarbennerezh nevez : Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb. Er film-mañ, Kubrick a implij unan eus e ankenioù koshañ, hag anken kalz a bolitikourien d'ar mare-se, ar vombezenn atomek. Ur jeneral eus an arme amerikan troet da sot, a ziviz bannañ ur vombezenn atomek war an URSS. Met e Rusia, an dra-se a zistegn ur sistem ardivink bombezennoù savet evit distrujañ ar bed. Evit enebiñ ouzh an arvar-se, an Amerikaned a c'houlenn sikour an Dr Strangelove. Peter Sellers eo a c'hoari ar skiantour foll-mañ. Strangelove a zo ul luadenn eus an holl skiantourien nazi deuet da labourat gant an Amerikaned goude ar brezel (da skouer : Werner Von Braun) : ne baouez ket da sevel e vrec'h en ur laret "Heil" pe "Mein Führer", hag all, hag all... Ar film-mañ en deus plijet kalz d'an dud, zoken re eus ar strolladoù mirourien. Goude ar film-mañ, Kubrick a gemeras muioc'h-muiañ a amzer evit ober e filmoù, troet da sot gant ur c'hoant d'ober traoù peurvat penn-da-benn. E 1964, Stanley Kubrick a souezhas e endro en ur lavaret en doa c'hoant seveniñ ur film a skiant-faltazi filmet en egor. Goude bezañ bet gwelet an holl filmoù a skiant-faltazi savet betek-henn e tivizas Kubrick a labourat gant Arthur C. Clarke. 1968 a zo un deiziad a gemmoù evit istor ar sinema gant film nevez Kubrick 2001, a space Odyssey. Diaes kenañ eo diverrañ ar film. Marteze o vezañ m'eo ur film diwar-benn dazont hag istor an denelezh. War an holl savboentoù (arouezel, prederourel, arzel...) eo marteze brasañ penn-oberenn eus istor ar sinema. Un niver a demoù anfin a vez kavet er film-mañ : eus ganedigezh mab-den, ganedigezh an emskiant, dazont hor spesad, hag all, hag all... Hag ar film a-bezh filmet gant sonerezhioù klasel brudet kenañ. Evit ar film-mañ, Kubrick a resevas un Oscar evit an efedoù ispisial (labouret en deus gant ar NASA evit tresañ e batromoù). Adalek ar poent-se e c'heller laret ez eus ur mare a-raok 2001, a space Odyssey hag ur mare goude. Ar film-mañ, evit e levezon hag e bouez, a zo da lakaat war ar memes renk ha Citizen Kane gant Orson Welles : filmoù dibar ha dibarus. Kuitez da vezañ beuzet gant raktresoù ramzel, Kubrick a zivizas kregiñ da labourat war ur film bihanoc'h : un istor tennet eus ul levr skrivet gant Anthony Burgess, a c'hoarvez en ur Rouantelezh-Unanet aotrouniek en amzer dazont, A Clockwork Orange(1971). Ar film a c'hell bezañ displeget gant ar ger-stur-mañ : "Istor un den yaouank a zo dreist-holl dedennet gant ar gwallerezh, an dreist-feulster ha Beethoven". Un diskouezadeg eus ar feulster hag ar follentez eo ar film-mañ. Met ar film a zo bet treuzkomprenet (da skouer : tud yaouank o deus bet emzalc'hioù feuls kenañ goude bezañ bet gwelet ar film). Met deuet eo da vezañ ur film brudet er bed a-bezh. Kubrick a ziskouez ur wech c'hoazh e varregezhioù da filmañ perzhioù dibar mab-den. E-pad skignerezh ar filmoù, kregiñ a reas da gontroliñ ha da ensellout skouerioù ar film ha da weladenniñ al lec'hioù skignañ. Resev a reas lizhiri feuls ha tagus a-hed an amzer, ar pezh a lakas anezhañ da rediañ ar Warner da dennañ ar film eus ar salioù sinema (an dra-se a ziskouez e wir galloud war embregerezhioù ar sinema, ur galloud dibar a-hed an istor). Ur sell war ar rouestl denel Kubrick a grogas da labourat war unan eus e huñvreoù : ober ur film diwar-benn Napoléon Bonaparte. Met ne c'hellas ket dre ma ne blije ket d'an dud ar filmoù nevez-savet diwar-benn an impalaer. Setu ma sevenas ur film tennet eus ul levr dianavezet skrivet gant Thackeray, The Memories of Barry Lyndon. E-pad ar seveniñ, Kubrick a roas skouerioù eus e ivoul eus ar c'hoant ober ur film peurvat : filmañ a reas ouzh sklerijenn gouloù-koar hepken. Filmet eo bet e Bro-Iwerzhon, met Kubrick, ankeniet gant kudennoù ar vro gant an IRA, a guitaas ar vro. Ar film a voe resevet fall-kenañ er Stadoù-Unanet e-lec'h ma oa gwelet evel un oberenn gorrek-kenañ. Met en Europa e voe ar c'hontrol penn da benn. Plijet en doa abalamour da vraventez ar skeudennoù (hervez tud'zo, pep skeudenn eus ar film-mañ a zo evel un daolenn eus Rembrandt), da zoareoù kontañ an istor, da zoareoù filmañ ken disheñvel ha ken ispisial implijet gant ar sevener. Ar film a heulias a genoberas kalz da skeudenn ispisial Stanley Kubrick. En ur seveniñ anezhañ e lakas kalz a dud da welet anezhañ evel un den drouk, techet d'ar fulor ha brashuñvreer . The Shining, ur film tennet eus ul levr skrivet gant Stephen King, e lec'h ma tiskouez Kubrick ur familh oc'h en em dreuzfurmiñ en ur mekanik distruj. Labouret en deus war an istor ha ar senario hep pediñ ar skrivagner da genlabourat gantañ. Ar follentez o kregiñ tamm ha tamm e barzh spered Jack (c'hoariet gant Jack Nicholson) a zo deuet da vezañ mojennel en istor ar sinema. Ar seveniñ dibar, ha gwelet a-wechoù evel peurvat, a implij c'hoarioù gant ar gouloù hag an deñvalijenn. Evel e barzh holl filmoù Kubrick, e vez gwelet merk e seveniñ en un doare splann (travelingoù, bezañs kreñv eus ar stummoù geometrek, planioù hir, hag all, hag all...). E-pad prantad seveniñ ar film, e gourdrouzas an aktorez Shelley Duval a ratozh-kaer, evit ma yafe er stad-spered a felle dezhañ e vefe. Evit pep mare eus ar film, Kubrick a felle dezhañ o adfilmañ betek kant gwech (hag a wechoù e vez adgraet met an aktourien ne ouzent ket perak, Kubrick na zisplege ket). Ar film az aio mat endro e salioù ar bed a-bezh. Full metal Jacket, e film nevez, a zo diwar-benn brezel ar Viet-Nam. Ur film feulz kenañ eo : Kubrick a voe rediet da dennañ skeudennoù'zo evel ur c'hrogad mell-droad etre soudarded o kemer penn un enebour evel bolotenn. Met ar fazi brasañ d'ober gant ar film-mañ, eo gwelet anezhañ evel ar pezh n'emañ ket : ur film-brezel. Kubrick a labouras war unan eus ar sujedoù e-lec'h m'emañ ar barrekañ : ar varbarelezh hag ar gouezder. Un diskouezadeg eus an oberenn dizeneladur a vez kavet e-barzh pep brezel eo ar film-mañ. Filmet eo bet penn da benn e bannlev Londrez, memes ma c'hoarvez an hanter eus darvoudoù ar film e Viet-Nam. Met ar film n'eus ket bet graet un degemer mat dezhañ. Francis Ford Coppola hag Oliver Stone o doa dija garet o labour war brezel Viet-Nam, hag an dud o deus gwelet Full Metal Jacket e-giz ur film brezel heñvel ouzhpenn. Evit e film diwezhañ, Kubrick a labouras e New York. Eyes Wide Shut, gant Nicole Kidman ha Tom Cruise, a zo ur film tennet en un doare dieub-kenañ eus un danevell skrivet gant Arthur Schintzler. Pa oa o seveniñ A clockwork orange, Kubrick a zisplegas : "Tem an istor eo an dud o deus c'hoant kaout stabilded, boazioù, urzh en o vuhez met er memes koulz o deus ur c'hoant a drioù-kaer, ur c'hoant distruj. Al levr a c'hoari da lakat tal-ouzh-tal oberoù ar gwaz gant huñvreoù e vaouez ha goulenn a ra hag-eñ ez eus ur wir diforc'h etre huñvreal un doganiñ pe en ober evit gwir ? ha n'eo ket un istor aes da gontañ met me gav din eo unan eus bravañ istorioù Schintzler [...]". Kubrick a varvas ar 7 a viz Meurzh 1999, a-raok ma vefe skignet ar film er salioù sinema, amzer dezhañ da zamechuiñ an urzhiañ eus ar film. Huñvreoù ha personelezh Kubrick Abred-kenañ, pa en oa kroget d'ober sinema, Kubrick a grogas da huñvreal en ur film : un oberenn diwar-benn Napoléon Bonaparte. Pa oa yaouank, hag e vuhez-pad, Kubrick a zalc'has bepred ar memes dudi : an echedoù. Evitañ er micher sevener e oa ar memes hentenn : mont war raok tammig ha tammig en ur brederiañ mat war pep taol, rak pep fazi a c'hellfe koll e oberenn. A-benn ar fin setu perak e kemere Kubrick a kalz a amzer evit e filmoù : an aon da vont war raok hep gouzout m'eo an taol a c'hoariez an hini vat. An taol ar gwellañ labouret evit e gas d'e bal. Ha Kubrick en doa un awen hag un azeulerezh evit Napoléon Bonaparte, eñ ivez a 'n em wele evel ur strategour. E-pad tregont bloaz e labouras war an raktres-se. Met ar c'hevredadoù sinema n'o deus ket heuliet e vennozh, abalamour ma ne oa ket un tem hag az ae en dro : da skouer ar film Waterloo en deus displijet d'an dud ur wech skignet er salioù sinema. Hag ouzhpenn da se, diaezamantoù teknikel a voe ouzhpennet e-pad prantad prientiñ eus ar film. Met Kubrick, betek ar fin a gendalc'has da huñvreal d'an emgann ha d'ar bartienn echedoù-se, en ur skrivañ un tamm senario bep un amzer pe en ur glask sevel patromoù eus mareoù ar film. E vravañ emgann a zo chomet e-barzh e spered. Met an ivoul-se, ar youl peurvatañ pep taol a lakas anezhañ da zilezel ur raktres all. Hini ur film diwar-benn ar Shoa, tennet eus ul levr. Met pa grogas da labourat war Aryan Papers, deuet eo ennañ ur pouez psikologel meurbed. Aon en oa nompaz dont a-benn, evit ur sujed ken grevus ha ken kriz, da seveniñ an dra er gwellañ doare. D'ober fazioù, ha ma ne vefe ket deuet a-benn, Kubrick en defe gallet en em sentiñ kablus betek fin e vuhez. An aon da vont war raok hep ober a fazi na kuitaat an taol a en oa bet trec'h war unan eus brasañ sevenerien an XXvet kantved. A-benn ar fin, ar pezh a lakas anezhañ da zivizout chom a-sav da vat, eo raktres Schindler's List savet gant Steven Spielberg. Evit nompaz ober kevezerezh ha degas ur wall-endro da oberenn un den a oa deuet da vezañ unan eus e ziskibien. Diwezhatoc'h, Stanley Kubrick a roas da Spielberg e raktres film skiant-faltazi diwar benn ar spered artifisiel. Hervezañ e oa ur film a vefe bet savet kalz gwelloc'h gant un den evel Spielberg. Goude marv Kubrick, ar sevener amerikan a reas anezhañ : A.I.Artificial Intellingence, tennet eus oberenn Brian Badis. Levezon Kubrick Unan eus perzhioù dibar ar sevenerien-meur, eo da levezonañ en ur chom disheñvelaus. Pa vez keñveriet anezhañ gant sevenerien all evel Alfred Hitchcock e vez merzet diouzhtu un dra : Kubrick n'en deus ket a reolennaoueg pe doareoù ober aes da adkemer ha kazi diposubl e teu da vezañ. An endro en deus krouet a zo yen, hollwashaer ha dengasour, a zo ken dibar ha nemedel ma ne c'hell ket bezañ treuzkaset e-barzh sell ur sevener all pe implijet gant kevredadoù sinema anez poaniañ d'ober traoù dereat. Met war ur sav-poent teknikel, e c'hellomp gwelet e levezon hag ar madoù en eus degaset e pep lec'h e-barzh bed ar sinema. Sevenerien evel Georges Lucas, James Cameron, Brian De Palma, Francis Ford Coppola, Oliver Stone, Michael Cimino pe David Lynch o deus holl diskleriet o doa ur seurt dle gant oberenn Kubrick. Goude 2001 : A Space Odyssey, Kubrick a dennas ar skiant faltazi eus is-rann ar filmoù keñwerzhel. A-drugarez d'ar film-mañ ez eus bet penn-oberennoù a engoun faltaziek evel Blade Runner gant Ridley Scott (marteze ar film en deus ar muiañ tostaet eus an endro kubrickean). Ha Barry Lyndon en eus bet ul levezon bras-kenañ war e gentañ film : Duelists. E implijoù eus ar travellingoù war gill pe war raok, eus ar steadycam, e zoare da filmañ ken disheñvel eus ar re all, hag all, hag all... Michael Cimino da skouer a rae ar gwelañ ma c'helle evit klask labourat gant izili eus skipalhioù labour Kubrick hepken. Steven Spielberg a laras eo gant Dr.Strangelove eo e teskas penaos implij an talennoù a-dost gant ar mekanikoù filmañ. E-keñver an teknikoù skrivañ evit ar senario, Kubrick en oa un damkaniezh personel ispisial-kenañ. Evitañ e-barzh istor ur film e oa ret kaout "unanennoù diveuzus" (pa labouras war A.I e lavaras da Vadis e oa ret evit ar fim-mañ kaout c'hwec'h) hep ober van ouzh al liammoù etrezo. Pa ouezer-se e komprener gwelloc'h frammoù filmoù evel 2001 : A Space Odyssey pe Full Metal Jacket, savet war patrom kenglotadurioù bloc'hadoù ar senario kentoc'h eget lakaet war-zu psikologiezh pe diorroadur dramael an tudennoù. Evit an tachenn-se, e vez gwelet e levezon war filmoù evel The Deer Hunter savet gant Michael Cimino, pe Apocalypse Now gant Francis Ford Coppola. E varregezh evit ar flemmgan (dreist-holl e barzh Dr. Folamour) en eus bet ul levezon bras-kenañ war sevenerien evel ar breudeur Coen gant filmoù evel Fargo pe Barton Fink. An hent all hag a zo bet digoret gant Kubrick, e lec'h ma z'eo bet heuliet gant kalz a dud, eo war tachenn mestroniñ ar mekanik produiñ eus e filmoù. Abred-kenañ, ha dreist-holl pa labouras war Spartacus, Stanley Kubrick a gomprennas e oa ret dezhañ reoliañ e-unan e oberenn m'en doa c'hoant da gaout e frankiz arzel evit gwir. Memes ma gemere ar studioioù ar film e karg (an arc'hantañ, ar skignañ,...) e oant sevenet penn da benn er-maez eus o aotrouniezh, n'o doa ket droad o sellet, ha dizoleiñ a raent anezho er fin ur wech ma oant echu. George Lucas a heulias e skouer ur wech ma oa bet skignet ar Star Wars kentañ. Ha kalz o deus e heuliet (da skouer James Cameron pe muioc'h c'hoazh David Fincher hag a zo marteze unan eus ar nemetañ hag a c'hell en em zisklêriañ dieub ha frank) met e-touez an holl tudoù ha sevenerien-mañ, Kubrick a chom disheñvel eus ar re all, peogwir n'en deus james produet filmoù ar re all, ha n'en eus james graet war dro aferioù ar produioù diroudet pe an aferioù marketing. E labour hag e aktivelezh a-bezh oa hentet war-zu un dra hag ur pal nemetken : e grouidigezh dezhañ e unan... Arroudennoù Kubrick "Tuet on kalz d'an torfedourien ha d'an arzourien ; n'eus lod anezho hag a gemerfe ar vuhez evel m'emañ. Pep istor skrijus a rank bezañ ur stourm gant an traoù evel m'emaint." (New York Time Magazine, 1958) "Ne gav ket din e labour ar skrivagnerien, al livourien, ar sevenerien peogwir o deus un dra da lavaret ; met peogwir e santont un dra bennak. Karout a reont ar stumm arzel : karout a reont ar gerioù ; pe plijout a ra dezho c'hwezh al livaj ; pe mod all ar keluloid, ar poltridi pe al labour gant an aktored. Evidon, james n'eo bet hentet un arzour gant ur savboent kelennus, memes pa grede e oa." (The Observer, 1960) "En un doare hollek, me gav din eo ret derc'hel ho mennozhioù e-keñver al leurennañ evit ar prantad diwezhañ toud ha implijout endro ha sujed evit diazezañ ar pezh ho peus c'hoant filmañ. (...) Ar pezh a gont ar muiañ, eo adpleustriñ ar pezh ho peus c'hoant filmañ ha gwelet mat ma'z eus un dra bennak dedennus da filmañ. Goude, ha nemet goude, eo ret prederiañ war ar "penaos". Ar "penaos" a dremen atav goude ar "petra". An danvez hag ar mennozhioù a erru e penn-kentañ toud. Goude e c'heller prederiañ war an doare da filmañ. Ar mennozhioù leurennañ na vezont james kavet e-barzh ur senario." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980) "Ul lodenn eus an arz arnevez a zo dizedennus, e lec'h m'he deus krouet ur sorc'henn eus ar perzhioù dibar ur skouerenn a oberennoù e lec'h ma c'heller kavout perzhioù-orin ha dibar met dizedennus penn-da-benn. (...) D'am soñj e barzh danvezioù zo, ar sonerezh dreist-holl, e c'heller, un distro d'ur stumm klasel a zo a-bouez ha rediet a-benn paouez an enklask difrouezhus eus an dibarelezh. Evel-just evit ar filmoù n'o deus ket ar memes kudennoù peogwir an emzalc'h e-keñver ar sinema a zo mirour-kenañ. Ar filmoù a c'hellfe mont kalz pelloc'h eget ar pezh e reont. Sur eo e vefe kalz plijusoc'h sellet filmoù e lec'h ma kaver un tamm follentez. D'an nebeutañ e vefent dedennusoc'h." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret e barzh el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980) "Klask a ran bezañ an degemerusañ a zo posupl pa lennan ul levr. E-penn kentañ e klaskan ersaviñ en un doare dibreser. Se zo ma doare nemetañ da varn, hervez an ersaviñ eeunik ha prim-mañ. (...) Ma'z eus un dra hag a zo dibakus evit kazi holl sevenerien en hor bed eo ar pezh a sant un den bennak pa wel unan eus o filmoù. Un toull bras a ziforc'h ar pezh a santit c'hwi p'emaoc'h o paouez echuiñ ur film hag ar pezh a sant un den p'emañ o paouez e welet ar wech kentañ. Eüruzamant evidon, n'am eus james dibabet un istor hag en dije enouet ac'hanon goude un tamm amzer. D'am soñj e vefe un dra spontus evidon." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980) "Ar skeudenn gwirion na drehont ket ha ne z' a ket e-barzh danvez an traoù. Ar pezh a zedenn ac'hanon bremañ, eo ar fed da gemer un istor faltaziek ha dihañval ha da glask mont betek penn an danvez, hag ober evel ma seblantfe gwirion ha didec'hus." (Film Comment vol. 3, n°3) "Mab-den a zo en em distaget eus ar relijion, ranket en deus saludiñ marv an doueoù hag an doareoù-gourc'hemenn al lealegelzh ouzh stadoù-broad emaint o tispenn hag eus un tu all an holl talvoudoù kozh, kement sokial hag etnek, emaint o steuziañ. Mab-den an XXvet kantved a zo bet taolet en ur vag distur en ur mor dianavezet. M'en deus c'hoant nompas pennfoliñ ha derc'hel ur spered yac'hus e pad an dreuzadenn, e rank kavout un dra da oberiñ ha da brederiañ diwar e benn, un dra hag a vefe pouezusoc'h egetañ." (Playboy) "Ar skrivagnerien evel ar sevenerien o deus tamm pe damm ar memes kudennadur : petra eo pouez an istor ? Daoust hag n'eo nemet un doare-ober evit sachañ evezh an dud p'emañ an arzour oc'h ober e labour soutil war tachennoù all e varregezh estaoliñ ? Da lavaret eo daoust hag eo an istor an elfenn pouezhusañ, pe n'eo nemet un doare da broduiñ plijadur ha kenderc'hel da zisachañ, gwir dedenn an arzour a vefe hentet war-zu an dioroadur spis ? Ha ne anavezan ket ar respont d'ar goulenn-mañ." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980) "Ar pezh a blij din er fed nompaz skrivañ an istorioù a filman - ar pezh n'on ket sur bezañ gouest d'ober - eo kaout an dreist-lañs da lenn un dra bennak evit ar wech kentañ. Bez' eo ur vuheziñ n'hon do james endro gant un istor. Ersavet e vez e giz ma gouezfer e karantez." (Rolling Stone, 1987) "Ar santimant am eus pa sevenan ur film nevez a zo bepred ar memes hini. Amañ e kaver un anadenn atizus-kenañ war ur sav-poent diamzer. An traoù a seblant distreiñ d'ar prantad e lec'h ma oan 18 vloaz pa grogen ma c'hentañ film. Hag aze, an amzer a seblant diskaret." (New York Times, 1987) Roll e filmoù hir Fear and Desire (1953) (dinac'het gant an aozer) Killer's Kiss (1955) The Killing (1956) Paths of Glory (1957) Spartacus (1960) Lolita (1962) Dr. Strangelove or: How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb (1964) 2001: A Space Odyssey (1968) A Clockwork Orange (1971) Barry Lyndon (1975) The Shining (1980) Full Metal Jacket (1987) Eyes Wide Shut (1999) Ganedigezhioù 1928 Marvioù 1999 Filmaozerien SUA
6498
https://br.wikipedia.org/wiki/Opateg
Opateg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù sonorek eo an opateg (ópata) komzet gwechall e Mec'hiko Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù sonorek Yezhoù Mec'hiko Yezhoù aet da get Yezhoù sonorek
6500
https://br.wikipedia.org/wiki/Star%20Trek
Star Trek
Star Trek zo anv ur bed skiant-faltazi ijinet ha krouet gant Gene Roddenberry e-kreiz ar bloavezhioù 1960. C'hwec'h stirad skinwel (726 abadenn), 12 film ha kantadoù a romantoù, c’hoarioù video hag all, a zeskriv ar bed-mañ. Un dazont gwellwelus zo taolennet gantañ : echu ar c’hleñvedoù, ar c’houennelouriezh, ar baourentez, an dishegar hag ar brezel war an Douar, a zo unanet gant ezdouaridi speredek all en Hent Sant-Jakez. Dizoleiñ planedennoù, bedoù ha sevenadurioù nevez, kas war-raok ar peoc’h hag an doujañs, eo pal an tudennoù pennañ. Unan eus anvioù brudetañ e bed ar skiant-faltazi eo Star Trek, hag unan eus frañchizoù anavezetañ e bed ar skinwel. Stiradoù skinwel E 1966 e oa kroget Star Trek gant ar stirad "orin". C'hwec'h stirad Star Trek hag ur stirad tresadennoù-bev zo bet savet en holl a-hed 39 bloaz, etre ar stirad "orin" a voe skignet e 1966 hag an hini diwezhañ, a echuas e 2005. 1966-1969 : Star Trek (stirad orin) 1973-1974 : Star Trek (tresadennoù-bev) 1987-1994 : Star Trek: The Next Generation 1993-1999 : Star Trek: Deep Space Nine 1995-2001 : Star Trek: Voyager 2001-2005 Star Trek: Enterprise Filmoù Unnek film zo bet embannet gant Paramount Pictures etre 1979 ha 2013. 1979 : Star Trek: The Motion Picture (sevenet gant Robert Wise) 1982 : Star Trek II: The Wrath of Khan (Nicholas Meyer) 1984 : Star Trek III: The Search for Spock (Leonard Nimoy) 1986 : Star Trek IV: The Voyage Home(Leonard Nimoy) 1989 : Star Trek V: The Final Frontier (William Shatner) 1991 : Star Trek VI: The Undiscovered Country (Nicholas Meyer) 1994 : Star Trek Generations (David Carson) 1996 : Star Trek: First Contact(Jonathan Frakes) 1998 : Star Trek: Insurrection (Jonathan Frakes) 2002 : Star Trek: Nemesis (Stuart Baird) 2009 : Star Trek (J.J. Abrams) 2013 : Star Trek Into Darkness (J.J. Abrams) Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Star Trek — Picard, keleier a bep seurt Star Trek Space Opera stiradoù skinwel SUA
6501
https://br.wikipedia.org/wiki/Beg%20ar%20Raz
Beg ar Raz
Beg ar Raz zo ur c'hab roc'hellek er c'hornôg da gumun Plougoñ er C'hab (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). Sevel a ra ar reier greunvaenek betek 72 metrad uhelder a-us ar mor. Brudet eo ar beg-douar-se dre ar bed en abeg d'e stumm, heñvel ouzh penn a-raok ul lestr, an dolzenn anezhañ o strishaat en ur stumm tric'hornek. Dont a ra gweladennerien e-leizh betek eno, ken ez eo bet ret aozañ ar monedone evit gwareziñ ar gwiskad brug a gresk war al lanneg etre ar reier. Aze e c'heller arvestiñ delwenn varbr Carrara Itron-Varia Beg ar Raz, krouet gant ar c'hizellour gall Cyprien Godebski (1835-1909), a oa bet dioueliet d'an 3 a viz Gouere 1904. An anv Dont a ra an anv raz (sellout ivez ouzh ar saozneg race) eus ur ger normanek tremenet e brezhoneg hag a ra dave d'ar froudoù kreñv a red etre ar c'hab hag Enez-Sun, 8 kilometr pelloc'h er C'hornôg. Krennlavaroù Den ne dremenas ar Raz / Hep santout aon pe c'hloaz. Sikourit-me, ma Doue, da dremen ar Raz / Rak va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras. Pennadoù kar Bae an Anaon Beg ar Vann Liammoù diavaez Giz ar sevel karnioù Plougoñ Raz
6503
https://br.wikipedia.org/wiki/7%20Gouere
7 Gouere
Darvoudoù 1534 : en em gavout a ra Jakez Karter gant Amerindianed evit ar wech kentañ. 1815 : dont a ra Valais da vezañ 20vet kanton Suis. 1892 : krouet eo Katipunan, ur gevredigezh kuzh evit stourm a-enep an drevadennerien spagnol e Filipinez. 1944 : argadet eo strouezh Broualan (35) gant an Alamaned hag o skoazellerien c'hall. 1978 : dont a ra an Inizi Salomon da vezañ dizalc'h. Sportoù 1932 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Naoned ; trec'h eo Kurt Stöpel (Alamagn). 1938 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Naoned ; trec'h eo Gerrit Schulte (Izelvroioù). 1983 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Bert Oosterbosch (Izelvroioù). 1984 : loc'hañ a ra 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde). 1989 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne). 1993 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinarzh war-du Avranches (Manche) (a-benn d'an eur dre skipailh). 2006 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lisieux ha Gwitreg ; trec'h eo Robbie McEwen (Aostralia). 2008 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; trec'h eo Samuel Dumoulin. 2011 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinan war-du Lisieux (Calvados). Ganedigezhioù 1752 : Joseph-Marie Jacquard, ijiner gall. 1815 : Teodor Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), dastumer gwerzioù ha lenneg. 1833 : Félicien Rops, engravour, livour ha tresour belgiat. 1860 : Gustav Mahler, sonaozer aostrian. 1880 : Elsie Naumburg, evnoniourez stadunanat. 1887 : Marc Chagall, livour gall genidik eus Rusia. 1901 : Vittorio de Sica, filmaozer hag aktour italian. 1940 : Ringo Starr, soner, ezel eus ar strollad The Beatles. Marvioù 1307 : Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz. 1883 : Auguste Boissonneau, amailher-gwerer, evnoniour ha naturour gall. 1922 : Cathal Brugha, dispac'hour iwerzhonat. 1930 : Sir Arthur Conan Doyle, skrivagner skosat hag ijiner Sherlock Holmes. 1988 : Paul Mesnier, aktour ha filmaozer gall. 1995 : Léon Le Calvez, reder war varc'h-houarn breizhat. 2006 : Syd Barrett, arzour saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd. 2014 : Alfredo Di Stéfano, melldroader etrebroadel ha gourdoner spagnol a orin arc'hantinat. Lidoù Deiz bedel ar swahileg (Broadoù Unanet). Gouere 07
6506
https://br.wikipedia.org/wiki/26%20Du
26 Du
Darvoudoù 1778 : an ergerzher James Cook a erru en inizi Hawaii ha dilestrañ a ra war enez Maui. 1924 : disklêriet eo Republik Poblel Mongolia en Ulaanbaatar. 1949 : gant Parlamant India eo degemeret bonreizh nevez ar vro a ra ur republik anezhi. 1972 : tolpadeg vras evit ar brezhoneg e Pondi, ouzhpenn 2000 den, galvet gant Emgleo Breiz, Kuzul ar Brezhoneg ha Skol an Emsav. Ganedigezhioù 1731 : William Cowper, barzh saoz. 1857 : Ferdinand de Saussure, yezhoniour suis. 1869 : Maud Kembre, rouanez Norvegia. 1898 : Héctor Scarone : melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat. 1898 :Karl Ziegler, priz Nobel ar gimiezh e 1963. 1910 : Jeannette Thorez-Vermeersch, politikourez c'hall. 1911 : Samuel Reshevsky, mestrc'hoarier echedoù eus SUA, poloniat ag orin. 1912 : Eugen Ionescu, (Eugène Ionesco e galleg) skrivagner genidik eus Romania, ezel eus an Académie Française. 1926 : Armand Penverne, melldroader ha gourdoner gall. 1972 : Sarūnas Sulskis, mestrc’hoarier echedoù lituanian. 1983 : Baadur Jobava, mestrc'hoarier echedoù jorjian. 1986 : Ivan Tcheparinov, mestrc'hoarier echedoù bulgar. Marvioù 1504 : Izabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha. 1717 : Daniel Purcell, sonaozer saoz. 1855 : Adam Mickiewicz, skrivagner polonek. 1895 : Henry Seebohm, beajer, evnoniour amatour ha greantour (metalouriezh) saoz. 1905 : Marie-Anne Praud de La Nicollière, skrivagnerez c'hallek. 1981 : Max Euwe, kelennour jedoniezh ha mestr meur echedoù izelvroat. Lidoù Sant an deiz : Sant Ilan Du 26
6507
https://br.wikipedia.org/wiki/Tremargad
Tremargad
Tremargad a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Rostrenenn e departamant Aodoù-an-Arvor. Gerdarzh Dont a ra an anv diwar trev hag un anv den “Maelgad” (mael, priñs; kad, emgann). Istor E 1841 e voe dispartiet trev Tremargad diouzh parrez Plounevez-Kintin. E 1851 e voe savet kumun Tremargad diwar ul lodenn eus kumun Plounevez-Kintin. Brezel-bed kentañ Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'an 3 a viz Gwengolo 1916 e Méharicourt (Bro-C'hall). 31 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,89 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911. Eil Brezel-bed Tri den a varvas abalamour d'ar brezel. Douaroniezh Maen-greun glas a zo dindan an douar, ha tennet ez eus bet splet dioutañ. Lec'hioù ha monumantoù Toulgoullig, kanienn gant melloù reier. Meur a vaen-hir. Iliz an Itron-Varia, . Sevenadur Er Vro Fañch emañ Tremargad. Poblañs Melestradurezh Darempredoù etrebroadel Gevelliñ Tud Tud bet ganet eno Familh Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne a oa genidik eus Tremargad. Louis Turmel, politikour Pierre Marie Guégan, d'an 22 a viz Ebrel 1886, soudard en 2vet rujumant war-dro viz Gwengolo 1916 e Méharicourt (Bro-C'hall). Liammoù diavaez Tremargad war lec'hienn Geobreizh Notennoù ha daveoù Kumunioù Aodoù-an-Arvor Kumunioù Kerne Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
6509
https://br.wikipedia.org/wiki/27%20Du
27 Du
Darvoudoù 1095 : ar pab Urban II, e Sened-iliz Clarmont, a c'halv an holl gristenien da gemer perzh er Groaziadeg Kentañ. 1895 : Alfred Nobel a sin e destamant ma ro e beadra evit sevel ar Priz Nobel goude e varv. 1967 : embannadur Magical Mystery Tour er Stadoù-Unanet, un albom gant ar strollad The Beatles. 1978 : strollad Labourerien Kurdistan (PKK) a zo savet e Turkia. 2017 : rankout a ra 100 000 den mont kuit eus o zi e Bali abalamour da zislonkadenn ar menez-tan Agung. Ganedigezhioù 1380 : Fernando Iañ Aragon, roue Aragon. 1701 : Anders Celsius, fizikour ha steredoniour. 1804 : Jakez Perrot, beleg ha skrivagner relijiel. 1870 : Juho Kusti Paasikivi, politiker, prezidant Finland (1946-1956). 1874 : Chaim Weizmann, kimiour ha politiker, prezidant kentañ Israel (1948-1952). 1886 : David Armitage Bannerman, evnoniour breizhveuriat. 1896 : Sigismund von Preußen, priñs alaman. 1921 : Alexander Dubček, politiker tchekoslovak. 1939 : Laurent-Désiré Kabila, prezidant Republik Demokratel Kongo (1997-2001). 1940 : Bruce Lee, aktour sinema. 1941 : Aimé Jacquet, melldroader ha gourdoner gall. 1942 : Jimi Hendrix, gitarour amerikan. 1947 : Ismaïl Omar Guelleh, prezidant Djibouti. Marvioù 1728 : Isaac Robelin (mab), ijinour milour gall. 1852 : Ada Lovelace, jedoniourez saoz, merc'h ar barzh saoz Lord Byron. 1895 : Alexandre Dumas (mab), skrivagner gall. 1899 : Guido Gezelle, skrivagner flandrezat. 1916 : Émile Verhaeren, barzh gallek eus Belgia. 1953 : Eugene O'Neill, skrivagner stadunanat, Priz Nobel al Lennegezh e 1936. 2013 : Nílton Santos, melldroader etrebroadel brazilian. Lidoù Sant an deiz : Sant Goustan Du 27
6510
https://br.wikipedia.org/wiki/6%20Gouere
6 Gouere
Gouere 6 Darvoudoù 1957 : kentañ kejadennn etre John Lennon ha Paul McCartney e Woolton (ur bannlev eus Liverpool). 1964 : skignet eo er Rouantelezh Unanet ar film A Hard Day's Night (izili ar strollad The Beatles evel aktourien). Sportoù 1912 : digoradur ar C'hoarioù Olimpek hañv e Stockholm (Sveden) gant Gustav V, Roue Sveden. 1930 : loc'hañ a ra 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1938 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lille (Norzh) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jean Majerus (Luksembourg). 1980 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; trec'h eo Jan Raas (Izelvroioù). 1984 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Mañs (Sarthe) ha Naoned ; trec'h eo Pascal Jules. 1989 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Greg LeMond (Stadoù Unanet). 1993 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Dinarzh ; trec'h eo Djamolidine Abdoujaparov (Ouzbekistan). 1999 : loc'hañ a ra 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Laval (Mayenne). 2000 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwitreg war-du Teurgn (Indre-et-Loire). 2005 : dilennet eo Londrez gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Singapour evit degemer an C'hoarioù Olimpek hañv e 2012. 2008 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Alre ha Sant-Brieg ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia). 2011 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Karaez hag ar C'hab Frehel ; trec'h eo Mark Cavendish (Enez-Vanav). Ganedigezhioù 1387 : Blanca Iañ de Navarra, rouanez Navarra eus 1425 betek he marv. 1686 : Antoine de Jussieu, bevoniour gall. 1818 : Adolf Anderssen, mestrc'hoariour echedoù alaman. 1914 : Paul Limbos, mestrc'hoarier echedoù belgiat. 1923 : Wojciech Jaruzelski, politikour ha jeneral poloniat. 1942 : Raymond Depardon, kazetenner, luc'hskeudenner ha senarier gall, bet krouet an Ajañs Gamma gantañ. 1946 : George Walker Bush, prezidant Stadoù Unanet Amerika (SUA). 1949 : Jean-Yves Lagadeg, geriadurour ha yezhoniour brezhonek. 1980 : Eva Green, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. Marvioù 1250 : Pêr Iañ Dug Breizh (Pierre de Dreux, pe Pierre Mauclerc e galleg). 1893 : Guy de Maupassant, skrivagner gall. 1962 : William Faulkner (William Cuthbert Falkner e anv gwir), romantour amerikan, Priz Nobel al Lennegezh e 1949. 1971 : Louis Armstrong, kaner ha soner jazz amerikan. 1989 : Jean Bouise, aktour gall. 2000 : Władysław Szpilman, pianoour polonat. 2019 : Alan E. ar Berr, dremmour, troour ha geriadurour. Lidoù Gouere 06
6517
https://br.wikipedia.org/wiki/XVIvet%20kantved
XVIvet kantved
| | ../.. | | | kantved | | | ../.. Bloavezhioù 1500 | Bloavezhioù 1510 | Bloavezhioù 1520 | Bloavezhioù 1530 | Bloavezhioù 1540 Bloavezhioù 1550 | Bloavezhioù 1560 | Bloavezhioù 1570 | Bloavezhioù 1580 | Bloavezhioù 1590 Kregiñ a ra ar kantved d'ar 1501 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1600. Darvoudoù Cinquecento an Azginivelezh ha Brezelioù Italia etre rouantelezhioù Italia ha Bro-C'hall. Skrivet Ar Priñs gant Niccolò Machiavelli. Kollet he dizalc'hiezh gant Breizh Aloubet an "Douar Nevez" gant ergerzherien Europa. Distrujet eo sevenadurezhioù engenidik Mezoamerika hag an Andoù. Aour e-leizh o tont tre en Europa. Degaset ar c'hezeg da Amerika. Adreizhadenn Brotestant an Iliz kristen e meur a vro eus Norzh Europa. Brezelioù relijiel en Europa. Dibab a ra Polonia ar frankiz kredenn. Tuet eo skrivagnerien Polonia da eskemm diwar-benn an diforc'hioù relijiel. Embann a reont o labourioù e poloneg evit ar wech kentañ. 1501 : Ren tierniezh ar Safavided en Iran betek 1736. 1509 : Emgann Diu a verk deroù kabestr Portugal war kenwerzh ar spisoù. 1512 : Aloubet rouantelezh Navarra gant Kastilha. 1513 : Juan Ponce de León war aodoù Florida ha Vasco Núñez de Balboa a-hed aod reter ar Meurvor Habask. 1514 : Emgann Orsha a laka un harz da emled Moskovia e reter Europa. 1515 : Diframmañ a ra an Impalaeriezh Otoman reter Anatolia digant ar Safavided da-heul Emgann Chaldiran. 1516 – 17 : Trec'h eo an Otomaned war ar Vamluked. Kontrolliñ a reont Siria, Palestina, Egipt, ha Ledenez Arabia. 1517 : Deroù an Adreizhadenn brotestant gant embannidigezh 95 Tezenn Martin Luther e Saks. 1519 – 21 : Hernán Cortés e penn aloubadeg spagnol an Impalaeriezh Aztek. 1519 – 22 : Kaset da benn vat kentañ merdeadenn-dro ar blanedenn gant ergerzhadeg Fernan Magalhaes. Ne zistroas nemet unan eus al listri eus ar veaj, dindan stur ar c'homandant euskarat Juan Sebastián Elkano (1522). 1520 – 66 : An Impalaeriezh Otoman en he barr e-pad ren ar sultan Süleyman ar Meurdezus. 1521 : Beograd preizhet gant an Implaeriezh Otoman. Aloubet an "Douar Nevez" gant ergerzherien Europa. Preizhet an Impalaeriezh Aztek e Mec'hiko gant Kastilha. 1523 : Sveden a zeu da vezañ dizalc'h diouzh Unaniezh Kalmar. 1524 – 25 : Brezel ar gouerien en Impalaeriezh Santel Roman German. 1526 : Aloubet rouantelezh Hungaria gant an Otomaned goude emgann Mohács. 1526 : Ren a ra an Impalaeriezh Mogol, savet gant Babur war India, betek 1857. 1527 : Gwastadur Roma 1529 : Seziz Vienna a verk araokadenn bellañ an Otomaned e diabarzh Europa. Kensinañ a ra ur strollad priñsed ha kêrioù impalaerel eus an Impalaeriezh Santel Roman German ur skrid a-eneb da Embannadenn Worms e Dieta Speyer. Merkañ a reont evel-se o harp d'al Lutheriezh. 1531 – 32 : Terriñ a ra Herri VIII a Vro-Saoz al liammoù gant an Iliz katolik roman ha sevel a ra Iliz Bro-Saoz (1533). 1532 : Francisco Pizarro e penn aloubadeg spagnol an Impalaeriezh Inka (Impalaeriezh Inka). Koll a ra Breizh he dizalc'hiezh. Rankout a ra unaniñ ouzh Rouantelezh Bro-C'hall dre ur Feur-emglev unaniñ 1532. 1534 : Jakez Karter a ergerzh ar stêr Sant-Laorañs. Europad kentañ o teuler e droad war douaroù Kanada. 1536 : Unanet eo Kembre ha Bro-Saoz gant ul lezenn votet er bloavezh a-raok evit unvaniñ reizhiad al lezennoù en div vro. 1543 : Deroù marevezh kenwerzhel Nanban goude kejadenn ar Bortugaled gant Japan. 1545 – 1563 : Sened Tranta senedoù eukumenek an Iliz katolik ma'z eus bet termenet un niver bras a dogmaoù nevez a-benn talañ ouzh gourdrouz ar Adreizhadenn Brotestant. 1552 : Aloubet Khanelezh Kazan gant Rusia. 1553 : Krouet Macau gant ar Bortugaled e Sina. 1555 : Kompagnunezh Moskovia eo ar c'hentañ kevredad kenwerzh dre gevrannoù vras e Bro-Saoz. 1556 : Kren-douar Shaanxi e Sina eo ar c'hren-douar marvusañ anavezet en istor. 1556 : Alouet Khanelezh Astrakhan gant Rusia. 1558 – 1603 : Sellet e vez ouzh ar marevezh elesbedat evel barr an Azginiveleh saoz. 1558 – 83 : Brezel Livonia etre Polonia, Sveden, Danmark ha Rusia. 1562 – 98 : Brezelioù relijiel gall etre Katoliged hag Hugenoded e Frañs. 1566 – 1648 : Brezel pevar-ugent vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù. Dont a ra a-benn ur vroad vihan, an Izelvroioù, da c'hounit he dizalc'hiezh a-dre daouarn gourgalloud ar mare (Spagn). 1568) : Evit ar wech kentañ en Istor eo gwarantet ar Frankiz kredenn gant al lezenn; e priñselezh Treuzsilvania (Embannadenn Turda). 1568 – 1600 : Marevezh Azuchi-Momoyama e Japan. Da-heul an hir a vrezelioù diabarzh niverus c'hoarvezet e-kerzh ar marevezh Sengoku e klask an daimyoed Oda Nobunaga ha Toyotomi Hideyoshi unaniñ Japan dindan o beli. 1569 : Mont a ra Polonia ha Lituania da sevel ur gumuniezh dizalc'h gant Unaniezh Lublin a bado betek 1795) 1577 – 80 : Tro ar bed Francis Drake a c'houlenn Kalifornia evit Bro-Saoz. 1580 : Rouantelezh Portugal a goll he dizalc'hiezh pa'z eo staget ouzh Spagn ( stag e chomo betek 1640). 1582 : Aloubiñ a ra Yermak Timofeyevich Khanelezh Sibiria war anv ar Stroganoved. Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik. 1584 – 85 : Goude seziz Antwerpen (1585) ez a kalz varc'hadourien d'en em staliañ da Amsterdam. 1585 – 1604 : Emgannoù ar brezel saoz-ha-spagnol a c'hoarvez en daou du d'ar mor atlantel. 1588 : Dizarbenn a ra ar Saozon an Armada didrec'hus. 1592 – 98 : Dizarbenn a ra Korea ha Sina div aloubadeg a-berzh Japan e-pad ar Brezel seizh vloaz. 1598 – 1613 : Freuz ha reuz e Rusia e-pad ar marevezh trubuilhek. Krouidigezh kêr Bamako e dibenn ar kantved. Tud dibar Akbar, Penn an Impalaeriezh mogol. Anna Vreizh (Naoned, 1477 – Bleaz, 1514), dugez Breizh (1488 – 1514) ha rouanez Bro-C'hall dre ziv wech (1491-1498 ha 1499-1514). Nicolaus Copernicus, steredoniour bet diorroet gantañ an heolgreizegezh (teorienn tro ar blanedennoù en-dro d'an heol en ur implijout hentennoù skiantel (19 C'hwevrer 1473 Torun, Polonia – 24 Mae 1543, Frauenburg, Polonia), Krouiñ a ra Herri VII (Bro-Saoz) tierniezh an Dudored. Dizamant e tegas gwikefreoù tailhoù efedus evit adsevel ar rouantelezh zo war-nes ober freuzstal abalamour da efedoù brezel an div rozenn (1457 – 1509). György Dózsa, pennlusker emsavadeg ar gouerien en Hungaria (1470 - 1514) Michelangelo Buonarroti, livour italian ha kizeller (1475 - 1564). Thomas More, politikour ha skrivagner saoz (1478 – 1535). Martin Luther, adreizher relijiel ha doueoniour alaman, diazezer ar brotestaniezh (Eisleben, 1483 - id., 1546). Hernán Cortés, konkistador spagnol (1485 – 1547). Ar roue Herri VIII (Bro-Saoz), krouer an Anglikaniezh (1491 – 1547). Ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall a seller outañ evel ar monark kentañ eus an Azginivelezh en e rouantelezh (1494 – 1547). Sulaiman Veur, sultan an Impalaeriezh Otoman. Alouber hag adreizher ar justis (1494 – 1566). Jean Calvin (Noyon, 1509 – Geneva, 1564), doueoniour ha prederour gall, tad al Iliz protestant. An Impalaer Santel Karl V a ren evel e Spagn evel Carlos Iañ. Bet oc'h en em gannañ dizehan ouzh Rouantelezh Bro-C'hall hag an Impalaeriezh Otoman tra ma kase war-raok aloubidigezh spagnol Amerika (Gand 1500 – manati Yuste (Spagn 1558). Cuauhtémoc (1502 – 1525), Tlatoani diwezhañ an Azteked a gas war-raok an emsav enep spagnol, trec'het a-benn ar fin e-pad seziz Tenochtitlan. Krouget e vo d'ar 26 C'hwevrer 1525 Mari Iañ (Bro-Saoz). Klask a ra enebiñ ouzh an Adreizhadenn Brotestant war an dachenn kabestret ganti. Lesanvet e vo Bloody Mary (Maria ar gwadeg) abalamour d'an heskinerezh relijiel gaset da benn ganti (1516 – 1558). Ar roue Fulup II Spagn, emanvet pennlusker an Enep-Disivoud (1527 - 1598). Ar rouanez Elesbed Iañ (Bro-Saoz), den kreiz ar Marevezh elesbedat (1533 – 1603). Oda Nobunaga, daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad Brezel diabarzh Japan. Pennrener kentañ marevezh Azuchi-Momoyama (1534 – 1582). Toyotomi Hideyoshi , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Eil pennrener marevezh Azuchi-Momoyama (1536 – 1598). Amiral Yi Sun-sin , a seller outañ evel unan eus an amiraled ha pennrenerien vilourel veur en Istor ar Bed. (1545 – 1598). Edouarzh VI (Bro-Saoz), anavezet evit bezañ lakaet doare an Anglikaniezh da bellaat muioc'h c'hoazh diouzh ar Iliz katolik roman (1537 – 1553). Jane Grey, Rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon. Torret eus he c'harg dre un emsavadeg-pobl (1537 – 1554). Jakez Karter, Malaouad, dizoloer Kanada 1539 Ar rouanez Mari Iañ Skos, kentañ maouez bet e penn tiegezh ar Stuarded (1542 – 1587), bet kondaonet d'ar marv gant Elesbed Iañ (Bro-Saoz) ha dibennet. Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat (1480 – 1521) Miguel de Cervantes, Skrivagner spagnol (1547 – 1616). Roue Navarra, Herri IV, ur protestant anezhañ, a deu da vezañ Roue Bro-C'hall goude dilezet ar brotestantiezh da dreiñ da gatolig. Lakaat a ra fin d'ar brezelioù relijion e Bro-C'hall hag unaniñ a ra ar rouantelezh kent dezhañ bezañ drouklazhet (1553 – 1610). Ambroise Paré (Bourg-Hersent, e-kichen Laval, e-tro 1509 - Pariz, 1590), mezeg ha surjian gall, diazezer ar surjianerezh vodern. William Shakespeare, skrivagner saoz (1564 – 1616). John Donne, barzh saoz (1572 – 1631) Musashi Miyamoto, brezelour brudet e Japan, skrivagner Levr ar Pemp Gwalenn, ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 – 1645) André Vésale (Brusel 1514 – Enez Zante 1564), anatomour belgiat, ijiner ar plankennoù anatomek. Termen zo bet lakaet gant e labourioù d'ar c'haleniezh Ahmad ibn Ibrihim al-Ghazi, Somalia Imam ha jeneral (1507 – 1543). Ivan IV Rusia, kentañ tsar rus (1530 – 1584). Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù Roll ijinadennoù ar kantved Ar C'harr-nezañ a cheñch penn da benn labour ar Gwiadoù Dont a ra plant ar Bed Nevez evel ar maiz, an avaloù-douar, ar c'hakao, hag an tomatez da vezañ anavezet en Europa. Eskemmoù plant, loened ha kleñvedoù niverus etre ar Bed Nevez hag ar Bed Kozh Implijet evit ar wech kentañ arouezenn vodern ar wrizienn garrez (√ ). Embann a ra Copernicus e deorienn war an Douar hag ar planedennoù all a dro en-dro d'an Heol (1543) Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik (1582) 1597: Opera e Firenze gant Jacopo Peri Gwelet ivez kantved el lennegezh XVIvet kantved 16
6522
https://br.wikipedia.org/wiki/Likoud
Likoud
Ur strollad politikel eus an tu-dehoù bet krouet e 1973 en Stad "Israel" eo Likoud. Kement hag "Emglev" e talvez likoud (ליכוד) en hebraeg. Gant Menahem Begin hag Ariel Sharon e oa bet savet. O paouez kuitaat al lu e oa Sharon. Eus e du, Begin a oa e penn ar Strollad Frankizour abaoe 1965 goude bezañ bet savet ar strollad Herout (tu-dehou broadelour). Izili pennañ Moshe Katsav ; (prezidant Israel) David Levy Benjamin Netanyahu ; (bet kentañ ministr) Menachem Begin (1913 - 1992) ; (bet kentañ ministr) Geula Cohen Zeev Jabotinsky (1880 - 1940) Yitzhak Shamir ; (bet kentañ ministr) Ezer Weizman ; (bet prezidant Israel) Ariel Sharon ; (kentañ ministr) Liammoù diavaez Likud - Lec'hienn ofisiel Likud of Holland Likoud
6523
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20C%27hwevrer
23 C'hwevrer
Darvoudoù 1455 : embannadur kentañ Bibl Gutenberg. 1797 : soudarded c'hall a glask dilestrañ e-kichen Abergwaun, e Kembre, da aloubiñ Breizh-Veur. 1898 : toullbac’het eo ar skrivagner Émile Zola goude m’en deus embannet e lizher "J'accuse", da damall oberoù ar gouarnamant gall zo o paouez lakaat ar c’habiten Alfred Dreyfus er vac’h. 1917 : deroù Dispac'h Rusia. 1919 : krouidigezh ar Fasci italiani di combattimento en Italia gant Benito Mussolini. 1944 : miliadoù ha miliadoù a Tchechened zo kaset kuit da stepennoù Kazakstan dre nerzh, dindan un devezh. 1965 : penn-kentañ filmañ Help! gant ar filmaozer amerikan Richard Lester hag ar strollad The Beatles evel aktourien. 1981: klask a ra gwarded sivil ober un taol-stad e Madrid ha bac'hañ kannaded e Parlamant Spagn. Ganedigezhioù 1417 : Paol II (Pietro Barbo), 211 Pab eus 1464 betek 1471. 1800 : Sir William Jardine, naturour skosat. 1807 : Julien-Marie Le Huërou, kelenner hag eontr Fañch an Uhel. 1865 : Georg Friedrich Händel, sonaozer alaman. 1884 : Maurice Duhamel (Maurice Bourgeaux e anv gwir), sonaozer ha politikour brezhonek. 1899 : Erich Kästner, skrivagner alaman. Marvioù 1821 : John Keats, barzh saoznek. 1822 : Johann Matthäus Bechstein, loenoniour ha naturour alaman. 1824 : Blasius Merrem, bevoniour alaman. 1848 : John Quincy Adams, c'hwec'hvet prezidant ar Stadoù-Unanet. 1855 : Carl Friedrich Gauss, jedoniour, steredoniour ha fizikour alaman. 1940 : Charlez Rolland, kanaouenner. 1954 : Jacques Mieses, mestrc'hoarier echedoù alaman e Londrez. 1955 : Paul Claudel, barzh ha skrivagner gall. 1965 : Stan Laurel, aktour saoz. 2000 : Sir Stanley Matthews, melldroader etrebroadel saoz. Lidoù Rusia : Devezh Difennerien ar Vammvro en enor da soudarded an Arme Ruz. Deiziadur henroman : VII ante calendas Martias / Terminalia = VIIvet deiz kent In Meurzh; gouestlet d'an doue Terminus Relijion katolik : e Breizh: sant Finnian C'hwevrer 23
6524
https://br.wikipedia.org/wiki/12%20C%27hwevrer
12 C'hwevrer
Darvoudoù 1541 : Santiago de Chile zo diazezet gant Pedro de Valdivia. 1771 : dont a ra Gustav III da vezañ roue Sveden. 1772 : dizoloet gant Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec an inizi a zougo e anv diwezhatoc'h. 1832 : staget eo an inizi Galápagos ouzh Ecuador. 1912 : Puyi, impalaer diwezhañ Sina, a zilez e garg. 1974 : ar skrivagner Aleksandr Soljenitsyn zo harluet eus an Unaniezh Soviedel. 1994 : laeret eo bet taolenn brudet Edvard Munch, Ar Garm, e Mirdi Broadel Norvegia. Ganedigezhioù 1744 : Jean-Baptiste de Lamarck, naturour gall. 1768 : Franz II an Impalaeriezh Santel. 1794 : Aleksandr Petrov, mestrc'hoarier echedoù ha saver kudennoù echedoù rus. 1809 : Abraham Lincoln, 16 Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1809 : Charles Darwin, bevoniour saoz. 1861 : Lou Andreas-Salome, lennegez eus Rusia troet gant al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh. 1878 : Louis Henri Nicot, delwennour ha kizellour gall. 1885 : Julius Streicher, embanner ar gelaouenn enep-yuzev Der Stürmer. 1933 : Costa-Gavras, filmaozer gall a orin gresian. 1939 : Ray Manzarek, kaner ha soner klavier stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad The Doors. 1941 : Dominguinhos, kaner ha soner akordeoñs eus Brazil. 1950 : Angelo Branduardi, kaner ha soner italian. 1950 : João W. Nery, skrivagner brazilian. 1961 : Michel Martelly, kaner ha politiker eus Haiti. Marvioù 1517 : Katelin Navarra, rouanez Navarra. 1763 : Pierre de Marivaux, aozer pezhioù c'hoari gall. 1771 : Adolf Fredrik, roue Sveden. 1804 : Immanuel Kant, prederour alaman. 1880 : Yann-Wilhoù Herri, skrivagner ha yezhour breizhat. 1886 : Randolph Caldecott, arzour saoz. 1932 : Charlez ar Govig, barzh ha romantour. 1949 : Hasan Al-Banna, saver ar Vreudeur Vuzulman. 1958 : Marsel Kachin, politikour breizhat, rener ar gazetenn komunour L'Humanité e-pad un hanter-kantved, dilennet er Vodadeg Vroadel c'hall. 1971 : Pascual Candel Palazón, skrivagner spagnolek. 1979 : Jean Renoir, filmaozer ha saver senario gall. 2003 : Herri Kaouisin, embanner, skrivagner, skeudennaouer ha filmaozer breizhat. 2008 : Jean Prouff, c'hoarier/gourdoner brudet e Stad Roazhon. Lidoù Devezh etrebroadel ar vugale soudard. Sent an deiz e Breizh : sant Filiz, adsaver abati Rewiz (m. 1038). sant Gwened, penitiour. breur Riog, avieler Enez-Edig (). sant Rieg, penitiour (). C'hwevrer 12
6525
https://br.wikipedia.org/wiki/18%20Meurzh
18 Meurzh
Darvoudoù 37: freuzañ a ra Sened roman testamant Tiberius hag embann a ra Caligula impalaer. 1325: diazezet eo Tenochtitlan gant an Azteked. 1871: deroù Kumun Pariz. 1940: emgav etre Adolf Hitler ha Benito Mussolini en Alpoù da sevel un emglev etrezo a-enep Frañs hag ar Rouantelezh Unanet. 1962: Frañs hag Aljeria a sin Emglevioù Evian da lakaat fin da Vrezel Aljeria. 1967: peñse an eoullestr Torrey Canyon e Kernev-Veur, gant al lanv du bras kentañ a saotr aodoù Breizh. Ganedigezhioù 1842 : Stéphane Mallarmé, barzh gall. 1844 : Nikolai Rimsky-Korsakov, sonaozer rusian. 1858 : Rudolf Diesel, ijinour alaman. 1881 : Paol ar Flemm, saonaozer breton. 1869 : Neville Chamberlain, Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet. 1894 : Maurice de Canonge, aktour, filmaozour ha saver senario gall. 1903 : Galeazzo Ciano di Cortelazzo, politikour ha den-Stad italian. 1905 : Zoilo Saldombide, melldroader etrebroadel uruguayat. 1936 : Frederik Willem de Klerk, prezidant diwezhañ Suafrika dindan ren an apartheid. 1969 : Vasily Ivantchouk, mestrc'hoarier echedoù ukrainan. Marvioù 978 : Edward ar Merzher, roue Bro-Saoz. 1584 : an tsar Ivan IV Rusia. 1939 : Hollsent ar Gareg, skrivagner breizhat, e Montroulez. 1941 : Henri Cornet, reder war varc'h-houarn gall, gounideg eil Tro Bro-C'hall e 1904. 1973 : Roland Dorgelès, skrivagner gallek. 2013 : Pierre-Yves Moign, sonazour ha kelenner sonerezh. 2017 : Chuck Berry, kaner ha gitarour rock stadunanat. 2019 : Patrick Le Lay, rener ar chadenn skinwel gall TF1. Lidoù Santez Derwell Meurzh 18
6526
https://br.wikipedia.org/wiki/28%20Mezheven
28 Mezheven
Darvoudoù 1389 : trec’het eo Serbia gant an Impalaeriezh otoman en emgann Kosovo Polje. 1519 : dilennet eo Karl V e penn an Impalaeriezh Santel Roman. 1635 : dont a ra Gwadloup da vezañ un drevadenn c’hall. 1795 : kemeret eo an Alre gant chouanted Jorj Kadoudal, diwar-goust arme Lazare Hoche. 1894 : dont a ra Gouel al Labour da vezañ un devezh gouel ofisiel er Stadoù Unanet. 1895 : en em vodañ a ra El Salvador, Honduras ha Nicaragua da sevel Unaniezh Kreiz Amerika. 1914 : lazhet eo Arc'hdug Aostria Franz Ferdinand gant Gavrilo Princip e Sarajevo. 1919 : sinadur Feur-emglev Versailhez, a lak un termen d’ar Brezel bed kentañ. 1940: Jean-Marie Keranvel eus Plougerne a zo fuzuilhet gant an Alamaned e Brest. 1922 : deroù Brezel diabarzh Iwerzhon. 1956 : Emsavadegoù e Poznań. Sportoù 1985 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Pluveleg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo ar Breizhad Bernard Hinault. Ganedigezhioù 1476 : Paol IV, 223 pab. 1491 : Herri VIII, roue Bro-Saoz. 1577 : Pieter Pauwel Rubens, livour flandrezat. 1712 : Jean-Jacques Rousseau, prederour eus Suis. 1825 Tad Tanguy, marc'hadour livioù ha taolennoù e Pariz, mesen. Emil Erlenmeyer, kimiour alaman. 1867 : Luigi Pirandello, skrivagner italian, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1934. 1934 : Georges Wolinski, treser gall. 1945 David Knights, soner gitar-boud saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Procol Harum. 1964 : Sabrina Ferilli, aktourez italian. 1971 : Fabien Barthez, melldroader etrebroadel gall. 1983 : Dmitriy Yakovenko, mestrc'hoarier echedoù rusian. Marvioù 767 : ar Pab Paol I. 1784 : Reun Madeg, merdeer a Vreizh, nawab en Impalaeriezh vogol. 1836 : James Madison, Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1914 : Franz Ferdinand, Arc'hdug Aostria. 1992 : Mikhail Tal, mestrc'hoarier echedoù latviat ha soviedat. 1996 : Julio Bolbochán, mestrc'hoarier echedoù arc'hantinat. 2012 : Robert Sabatier, barzh ha skrivagner aovergnat ha gall. Lidoù Vidovdan, gouel relijiel gant Ortodoksed Serbia. er Relijion gatolik : Sant Gwazeg Mezheven 28
6531
https://br.wikipedia.org/wiki/Tri%20Bleiz%20Die
Tri Bleiz Die
Tri Bleiz Die zo ur strollad punk hag a gan e brezhoneg hepken. Savet eo bet e 1998 e Naoned ha divodet eo bet e 2006. Implijout a raent binviji hengounel (bombard, fleütenn, violoñs) mesket gant binviji punk-rock (gitar tredan, gitar boud tredan, taboulinoù). Ar brasañ niver eus an testennoù a zo skrivet ganto. Dibabet o deus e izili paouez da seniñ gant ar strollad goude ur sonadeg diwezhañ d'an 21 a viz Here 2006. Ur sonadeg dreist-ordinal e oa bet. Pedet e oa bet Les Baragouineurs ha Gweltaz Adeux (eus ar strollad EV), evit ar re bennañ, en MJC karter an Doulon (Naoned). Goude ar sonadeg diwezhañ-se ez eo en em gavet ar strollad a-gevret adarre evit sonadegoù ispisial. Da gentañ unan e Run ar Puñs e Kastellin d'ar 27 a viz Here 2007. Div sonadeg all o deus graet e 2009, d'ar 17 a viz Mae evit an Alien Fest ha d'an 20 a viz Mae evit al Live Factory e Naoned. Izili Setu amañ roll e izili da vare an disparti : Gitar, kan : Stefan (Stéphane Guérois) Gitar : Loran (Laurent Moulin) Gitar boud : Squale (Pascal Bossis) Tamboulinoù : Gaino (Gwenolé Michenaud) Violin : Florian Herry Izili kozh all e oa : Vivien Janneau - gitar boud, kan (1998-1999) Antoine Blaudeau - gitar boud (1999-2001) Gwénolé Michenaud (Gaino) - taboulinoù (2001-2006) Pladennoù Peder fladenn zo bet savet gant ar strollad. Disuj (1999) Dalc'homp mat ! (2001). Arabat dekoniñ memestra e (2003). Milendall (albom) e (2005). Graet o deus paotred Tri Bleiz Die muioc'h eget 200 sonadeg e Breizh met ivez e Bro-C'hall hag e Belgia. Videoioù Kavout a reer videoioù eus ar strollad war Youtube: Bro gozh ma zadoù War Bon An Naoned Abadenn er Republik Tchek Les rockeurs ont du coeur Ha re all c'hoazh Liammoù diavaez Lec'hienn internet kozh ar strollad O fajenn war Myspace Strolladoù sonerien Breizh Rock brezhonek Tri Bleiz Die
6532
https://br.wikipedia.org/wiki/Gallaoueg
Gallaoueg
Ur yezh romanek komzet e Breizh eo ar gallaoueg (gallo pe galo er yezh-se), hag unan eus yezhoù oil Breizh-Uhel. Komzet e vez en Il-ha-Gwilen, el lodenn vrasañ eus al Liger-Atlantel hag e reter ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor. E vevenn gornôg eo hini ar brezhonegva, a-hed ul linenn etre Plouha ha Gwenrann. Amsklaer eo e vevenn reter rak ur c'hendalc'h yezhel zo etre holl yezhoù oil. Yezhourien zo a soñj dezho ez a perzhioù ar gallaoueg pelloc'h eget bevennoù Breizh istorel, betek bevennoù Torosad Arvorig. N'eus kenemglev ebet da zispartiañ ar pezh a zo ur yezh hag ar pezh a zo ur rannyezh hag alese ez eus alioù disheñvel diwar-benn natur ar gallaoueg. Ur rannyezh eus ar galleg eo hervez lod tra m'eo unan eus yezhoù oil hervez lod all kenkoulz hag ar galleg. Goude ma oa chomet ur yezh komzet dreist-holl eo bet studiet ar gallaoueg er Skol-Veur ha klasket ez eus bet skoueriekaat e reizhskrivadur. Un nebeud levrioù gallaouek a vez embannet bep bloaz. Kontrol d'ar brezhoneg avat n'eo ket ken kozh-se al luskad evit lakaat ar yezh war wel, daoust ma vez komzet muioc'h-mui anezhañ ha ma'z a war-raok he bezañs er vuhez publik. Anavezet eo bet evel unan eus yezhoù Breizh gant kuzul-rannvro Breizh e 2004. N'eo ket kar ar gallaoueg d'ar brezhoneg. Yezhoù indezeuropek int o-daou, met ur yezh keltiek eo ar brezhoneg tra m'eo ar gallaoueg ur yezh romanek, diskennet diouzh al latin. Dont a ra hec'h anv eus ar brezhoneg ha pa ne vije ket bet implijet nemeur betek nevez zo. Goude ma ve kavet dismegañsus gant emsaverien ar gallaoueg, e-tro 60% eus an dud a gomz ar yezh a sell outi evel ur parlant "patois" diouzh an enklask sokioyezhoniel kaset da benn gant ar Rannvro e 2018. Nevez-krouet eo bet ar ger gallaoueg e brezhoneg, e-kreiz an ; a-raok e veze lavaret galleg . Termenadur Anvioù Implijet a reer hiziv an deiz ar ger galo er yezh-se. Dont a ra eus ar brezhoneg gall a oa bet implijet diwar-benn an estrañjourien, pe ar re na gomzont ket brezhoneg, ha dreist-holl evit ar re a gomz ur yezh romanek, diwar ur wrizienn geltiek. An hevelep ger a gaver e gouezeleg Skos, gall, a dalvez "estrañjour", ha dreist-holl "Skosad ne gomz ket gouezeleg" ha "den eus Su Bro-Skos", da lavaret eo e-lec'h ma komzer skoteg kentoc'h. Diwar ar brezhoneg gallez e teu an anv-gwan benel Gallèz (gallèse e galleg). Meur a stumm all zo meneget gant an Trésor de la langue francaise e galleg : "gallot", "gallec", "gallek", "gallais", "gallic" pe "gallou" c'hoazh, ouzhpenn d'ar ger benel "gallote". Ar yezh eo zo meneget gant anvioù-se met ivez an dud a zo o chom e Breizh-Uhel. Implijet e oa bet an termen-se gant brezhonegerien da gentañ neuze, ha neket gant ar c'hallaouegerien. Kavet e oa bet gant Henriette Walter e veze implijet a-viskoazh gant 4% eus ar gomzerien en Aodoù an Arvor hepken e 1986. Un drederenn anezho a soñje e oa ur ger disprizius zoken. "Patois" a veze lavaret gant an dud kentoc'h. N'eo nemet nevez zo eta e oa bet kroget d'ober stankoc'h gant ar ger gallo, goude ma vefe testeniekaet dre skrid abaoe 1358. Gant ar yezhoniour Alan-Joseph Raude e oa bet goveliet keal ar britto-roman e galleg e 1978 da bellaat diouzh ar ger patois ha da ziskouez eo ur yezh romanek komzet gant Bretoned. Hervezañ n'eo ket dereat ar ger patois (a c'heller tostaat ouzh ar brezhoneg trefoedaj) dre ma ra anv eus ur rannyezh e dalc'h ur yezh a "sevenadur" : ur meizad sokiologel eo ha n'eo ket ur meizad yezhoniel. Hervez Jean-Paul Cheveau e c'hell ar ger patois bezañ implijet evit n'eus forzh peseurt yezh eus Frañs ha n'eo ket galleg. Nac'het eo neuze o identelezh d'ar yezhoù-se. Daoust m'eo ur ger disprizius e c'hell bezañ implijet ar ger patois hep dismegañs gant ar c'hallaouegerien goshañ. Renkadur Ur yezh eus familh ar yezhoù romanek eo ar gallaoueg. N'eo ket divert eus ar galleg standard ha n'eo ket "galleg saout" e-giz ma vez klevet a-wechoù. Dont a ra eus emdroadur al latin a veze komzet gant an dud en Impalaeriezh roman da heul brezel Galia ha trec'h ar Romaned. Levezonet eo bet gant ar galianeg a veze komzet en takad-mañ a-raok c'hoazh, pe c'hoazh gant an norseg, yezh ar Vikinged, hag ar brezhoneg e Breizh-Uhel evel-just, pa oa stank ar vrezhonegerien eno a-raok ma kilas ar vevenn yezhel etrezek ar c'hornôg. Renket eo ar gallaoueg e-touez ar yezhoù oil, un hollad yezhoù en em astenn war norzh Frañs. E-kichen ar gallaoueg e kaver un aridennad yezhoù a vez start dispartiañ an eil diouzh eben a-wechoù, deuet holl diwar al latin ha levezonet gant ar yezhoù germanek dre ar frankeg. E-touez ar yezhoù-se e kaver ar pikardeg, an normaneg, ar galleg, al loreneg hag yezhoù all c'hoazh. Evel ar yezhoù oil all n'eo ar gallaoueg na henc'halleg, nag un trefoedaj eus ar galleg modern. Elfennoù boutin a gaver etre an div yezh (levezon ar frankeg er c'heriaoueg hag en ereadurezh, koll ar renad rejim-rener, koll ar sonioù-diwezhañ...). Emdroet eo ar gallaoueg abaoe an Henamzer asambles gant ar yezhoù romanek all, hag adalek ar Grennamzer e c'heller komz eus henc'hallaoueg. Dre ma ne oa ket skoueriekaet an henc'halleg ha tost an div yezh e c'helle skriverien ar Grennamzer implijet troiennoù o rannvro en o zestennoù. Roudennoù henc'hallaoueg a lenner e testennoù gallek Dugelezh Breizh hag e Breizh-Uhel neuze. Un tamm levezon en deuz bet ar brezhoneg war ar gallaoueg dre ma'z int komzet war takadoù tost an eil d'egile ha dre m'int bet komzet war takadoù mesk-ha-mesk gwechall. Amprestet e oa bet un nebeud gerioù da skouer. Implij araogennoù evel verboù-skoazell a zeuje eus un orin keltiek koshoc'h avat. Keñveriet e oa bet an darempred etre an div yezh ouzh hini gouezeleg Skos hag ar skoteg. Koulskoude, stadan a ranker eo chomet dister a-walc'h roud ar brezhoneg war ar gallaoueg. Kentoc'h eo ar brezhoneg en deus amprestet gerioù e-leizh digant ar gallaoueg hag ar galleg mesk-ha-mesk. Douaroniezh Takad ar yezh Start eo termeniñ resis gorread yezh ar gallaoueg. Splann e oa an harz gant ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1950 dre m'eo un harz etre div yezh eus div familh disheñvel, yezhoù romanek evit ar gallaoueg ha yezhoù keltiek evit ar brezhoneg. Adalek ma oa diskaret plas ar gallaoueg hag ar brezhoneg er gevredigezh n'eo ket ken splann an traoù : n'eo ket bet erlec'hiet ar brezhoneg gant ar gallaoueg e giz gwechall ha gounezet en deus ar brezhoneg tachenn e kêrioù bras Breizh-Uhel dreist-holl. Diaesoc'h eo lakaat war wel ur vevenn resis etre ar gallaoueg hag ar yezhoù oil all dre m'emañ perzh eus ur c'hendalc'h yezh. Kustum eur da vevenniñ ar yezhoù-se diouzh harzoù hengounel ar broioù istorel, met ne glot ket atav gant ar gwirvoud yezh. Lod eus ar skiantourien a ziazez o bevennoù war ar broioù istorel, oc'h arlivañ an harzoù avat. Waltcher von Wartburg, Hans-Erich Keller ha Robert Geuljans a laka bevenn ar gallaoueg a-hed harzoù Breizh er reter, en ur lakaat hanternoz Añjev e takad ar gallaoueg ouzhpenn. Hervé Abalain a laka da glotañ tachenn ar gallaoueg gant Breizh-Uhel ivez, hag a laka bandennoù-nes ar Mayenne hag ar Maine-et-Loire ouzhpenn. Strollañ a ra ar gallaoueg en isfamilh yezhoù oil ar c'hornôg asambles gant an añjeveg, an normaneg ha yezhoù ar Maine. Start eo bevenniñ ar gallaoueg abalamour m'eo diaes kartennaouiñ yezhoù oil ar c'hreiz, a zo minorelaetoc'h c'hoazh dre m'int stanket etre Pariz ha yezhoù oil anavezetoc'h evel an normaneg hag ar gallaoueg. Skiantourien zo a soñj dezho ez eus un takad kreiz e gwalarn Frañs hep bevennoù splann etre ar yezhoù. Hervez Marcel Cohen, da skouer, eo ar Maine un takad amsklaer m'eo mesket gallaoueg, añjeveg hag orleaneg, hep bevenn etre an teir yezh-se. Hervez Marie-Rose Simoni-Aurembou n'eus nemet rannyezhoù oil, en o zouez ar gallaoueg, ha n'eus ket kement-se a ziforc'hioù etre "rannyezhoù oil" all. Bevennet eo ar gallaoueg gant bevennoù Breizh neuze nemet er Su ma'z a ar poateveg betek al Liger. Skiantourien zo a bella diouzh bevennoù ar broioù da glask lakaat bevennoù diazezet war fedoù-yezh hepken. Diwar al levezonoù e-keñver ar c'heriaoueg e stroll Jean-Paul Chauveau ar gallaoueg gant an añjeveg ha yezh ar Vezven en un takad bras anvet "broioù ar c'hornôg" rannet e tri zakad : kornôg, gant Aodoù an Arvor, Mor-Bihan ha kornôg Il-ha-Gwilen ; reter gant ar Sarthe, ar Vezven ha reter an Il-ha-Gwilen ha su gant al Liger-Atlantel hag ar Maine-et-Loire. Abeg zo bet kavet en doare-se da vevenniñ avat, dre ma eneber ivez norzh al Liger, tostoc'h da yezh ar Vezven, ouzh su al Liger, tostoc'h d'ar poateveg. Ha n'eus ket bet termenet gantañ ur vevenn-yezh resis etre gallaoueg ha poateveg : al Liger an hini eo ar ra an disparti, kontrol d'ar pezh zo meneget a-us. bevennoù yezhoù Breizh hag ar rannvroioù-nes hervez skiantourien disheñvel : Bevenn etre ar gallaoueg hag ar brezhoneg Splann e oa an harz etre ar gallaoueg hag ar brezhoneg dre m'int disheñvel-mik o-daou. An istorour Pierre-Michel-François Chevalier en doa keñveriet an harz-se gant moger Sina e 1845 zoken. E 1952 e oa bet treset ar vevenn-se gant François Gourvil etre Plouha, e bae Sant-Brieg ha stêr Penerv e gourenez Rewiz. Tremen a rae ar vevenn dre Senven-Lehard, Kintin, Mur, Sant-Jelan, Regini ha Sulnieg etre an daou boent-se hervez Gourvil. Stabil a-walc'h e oa bet ar vevenn-se a-hed mare ar c'hrennvrezhoneg (1100-1650) hag erlec'hiet e oa bet ar brezhoneg gant ar gallaoueg e-lec'h m'en doa kilet. E gourenez Gwenrann en doa kilet ar brezhoneg buanoc'h en hag en , met erlec'hiet e oa bet gant ar galleg kentoc'h, heñvel diouzh an hini a oa komzet e Breizh-Izel gant ar vrezhonegerien hag o bugale pa oa bet dilezet ar yezh e-kreiz an XX kantved. Er Grennamzer Uhelañ e oa bet cheñch-dicheñch ar vevenn-se, gant un takad bras etre bevenn Gourvil hag ar Gwilen ma veze komzet an div yezh, alies mat ar brezhoneg evel yezh an uhelidi en takadoù reterañ. Bevenn etre ar gallaoueg hag ar yezhoù oil nes E reter ar gallaouegva e klever yezh ar Vezven, añjeveg (an daou-mañ o vezañ perzh eus ar memes kendalc'heg hag ar gallaoueg), an normaneg ha poateveg er su. E familh yezhoù oil emañ an holl yezhoù-se, derevet-holl eus al latin. Start eo sevel bevennoù yezh etrezo hag alies-mat e vezont bevennet kentoc'h gant ar broioù istorel. Ur gendalc'heg yezh an hini eo, da lavaret eo e cheñchont tamm-ha-tamm a seurt ma c'heller en em gompren etre amezeien tost a-raok en em gavet dirak yezhoù disheñvel penn-da-benn, met diaes eo kompren unan eus ar memes kendalc'heg a vev pelloc'h. Kendalc'heg ar yezhoù oil zo lec'hiet etre bevenn reter ar brezhonegva er c'hornôg ha Belgia, Elzas hag Alamagn er reter m'en em gav tal-ouzh-tal gant yezhoù germanek. Tamm-ha-tamm e tremener eus ar gallaoueg da barlantoù ar Vezven, d'an normaneg, da yezh Champagn, d'ar pikardeg hag all. Ne glot ket ar bevennoù yezh hag ar bevennoù melestradurel. Splann eo skouer ar ger "hiziv" da skeudenniñ ar gendalc'heg-se. Lavaret a reer anae gant ar brasañ eus ar c'hallaouegerien tra ma implijer anui e reter Breizh-Uhel, a-hed ar Vezven hag er Maine-et-Loire, ur ger a glever ivez en añjeveg hag en normaneg. En Ernée, er Vezven, e klever anae, heñvel d'ar gallaoueg. Er gendalc'heg-se neuze eo aes d'ar c'hallaouegerien kompren ha komz gant un añjeveger bennak, met ne c'hello ket kompren unan bennak a gomz ur yezh pelloc'h er gendalc'heg, da skouer ur walloneger. Variezonoù ha rannyezhouriezh N'eo ket aes strollañ variezonoù ar gallaoueg e rannyezhoù, dre ma cheñchont diouzh an elfennoù choazet d'o diforc'hañ. Da skouer, ma kemerer ar raganvioù-diskouezañ e kont e c'heller lakaat an takadoù-se war-wel : Stumm Il-ha-Gwilen : le sien (g.), la siene (b.) ; Stumm Aodoù an Arvor : lu, li (g.), lë, yelle (b.) ; Stumm Mor-Bihan : le ci (g.), la celle (b.) ; Su al Liger-Atlantel a ra evel ar poateveg : qho-la (g.), qhelle-la (b.). Ma kemerer ar fonologiezh e kont e c'heller dispartiañ tri zakad disheñvel : An norzh (Roazhon, Sant-Maloù, Sant-Brieg), e-lec'h m'eo aet ar silabennoù diwezhañ hogozik da get : [ɛw], diwar chatèo zo aet da [ɛ] tra m'eo aet [aw] eus journau da [a]. [aj] eus ar gerioù gourel evel travail zo aet da [a]. En takad-mañ e klever diftongennoù disheñvel etre an unander hag al liester : un chapë, des chapiao. Ar c'hreiz (Mor-Bihan, Gwenrann, Bro-Vaez) e-lec'h m'eo mouezhiet [t] da [d] hag e-lec'h ma klever [u] e plas [o]. Ar su (Bro-Raez, Gwiniegi Naoned), tost ouzh ar poateveg, e-lec'h ma klever dibennoù an amzer-gevrennek tremenet e [aj] e plas [ə], an [s] mouzhiet da [z], an [u] e dibenn ar gerioù aet da [ø], kensonennoù-dibenn mouezhiet, ar strollad [lj] distaget [j] ha diftongenn ebet. N'eo ket aes dispartiañ an takadoù diouzh an doareoù da zistagañ : meur a zisoc'h a c'heller en em gavet ganto. Da skouer, ar ger moi gallek a glot gant [ma] kostez Roazhon, [maj] e Liger-Atlantel ha [me] pe [mɛ] a-hed bevenn ar brezhoneg, met n'eo ket gwir evit an holl c'herioù. Takad an [ɛ] a ya pelloc'h er reter er ger voir, hag ar gerioù a glot gant ar galleg voisin ha boire a c'heller distagañ [vejzɛ̃] ha [bejʁ] pe [vajzɛ̃] ha [bajʁ]. Dibenn an anvioù-verb e -er a ziskouez doareoù all da zispartiañ an takadoù. Dre vras e vezont distaget [ə] e gallaoueg (manjë evit "debriñ", a glot gant ar galleg manger), war-bouez en aber al Liger ha kostez ar Manche e-lec'h ma tistager evel e galleg. Tro-dro da Gankaven ha Kerc'haoueg e tistager [aj]. Met disheñvel eo an traoù evit an anvioù-gwan-verb hag an anvioù-boutin a echu e <-é> e galleg (evel mangé, blé). E lec'hioù zo, evel Abarrez, e cheñch ar mod da zistagañ an anv-gwan-verb diouzh ma vez implijet gant ar verb bezañ pe gant ar verb kaout. Blé (e galleg), eus e du, a lavarer blé, blë, byé, byë, byè, byëy pe byay diouzh ar vro. Nevez zo eo deuet ar soniad [l] war-glev e gallaoueg, hag e norzh ar vro pe e Bro-Roazhon, dindan levezon ar galleg en deus graet d'un toullad gerioù bezañ staonekaet e gallaoueg. An diforc'hioù e distagadur ar gerioù a ra d'un nebeud gerioù cheñch penn-da-benn, evel er ger "labous". Ar stummoù oazé, oazéo, oézë, ouézéo ha ouéziao a glever war-bouez en un takadig e gwalarn Roazhon ma klever ur [g] e deroù ar ger : gaziao. Moarvat e oa deuet ar soniad [g]-se d'en em zizober eus un hiatus ha distagañ aesoc'h. Gallout a reer soñjal ivez er mod ma oa aet an [w] keltieg da [g] gant ar yezhoù latin (waspa, lastez, en deus roet ar galleg gaspiller). Tro-dro da Wened e lavarer pichon, diwar al latin pippione, en deus roet ar brezhoneg pichon hag ar galleg pigeon. Istor Gwriziennoù latin, keltiek ha germanek Ar strollad yezhoù koshañ a gaver roudoù anezho er pezh a zo Breizh bremañ zo ar yezhoù keltiek. Deuet diwar emled ar Gelted en Henamzer adalek an pe diwar yezhoù komzet e gwareg ar meurvor atlantel, e oant komzet gant pobloù disheñvel evel ar Riedoned hag an Namneted. Stag e oa o c'homzoù ouzh ar galianeg ha liammoù kreñv o doa gant an inizi predenek, un devezh pell war vor hepken. Breizh a-vremañ eo al lodenn gornôgañ eus ur c'hevread pobloù anvet Arvorig gant Kaezar. Aloubet e voe ar vro gant ar Romaned adalek 56 a-raok J.K. ha romanelaet e voe tamm-ha-tamm, muioc'h e lec'hioù zo eget e lec'hioù all. Daoust ma weler villaoù (kenkizoù) un tamm e pep lec'h, kêrioù mod Roma pe uzinoù garum (kostez Douarnenez) e soñjer ne oa bet degemeret al latin nemet gant uhelidi ar vro tra ma talc'he ar brasañ eus an dud da gomz galianeg betek deroù ar , dreist-holl war ar maez hag el lec'hioù poblet distank. Latin a veze komzet stankoc'h gant kumuniezhioù zo e bro an Osismed zoken, e-giz ma weler gant an anv Montroulez, marteze etre Karaez hag ar Fouilhez P'en em gavas ar Vrezhoned eus an tu all d'ar mor adalek ar (met stankoc'h adalek ar ) o doa kavet ur vro romanekaet evit darn, kristeniekaet er c'hêrioù, met e lec'h ma veze komzet c'hoazh kalzik ar galianeg a oa ken tost d'o fredeneg ma c'helle an div boblañs en em gompren. Aes a-walc'h eo bet dezho en em staliañ er vro ha krouiñ rouantelezhioù bihan, rannet a-wechoù etre ar c'hevandir hag Enez Vreizh, evel Kerne pe Domnonea. Kreñvoc'h e oa an elfennoù roman e Roazhon hag e Naoned. Adalek fin ar e oant bet aloubet o-daou gant ar Franked a oa deuet da vezañ mestr war Galia, asambles gant an tiriadoù er reter d'ar Gwilen ha Gwened (e-pad ur mare). Kreñv a-walc'h e oa ar sevenadur latin kostez Sant-Brieg ivez ha da c'houde e chome forzhik douaroù e daouarn pennoù bras frank. Liesseurt e oa pobladur Arvorig e-pad kantvedoù kentañ ar Grennamzer neuze, gant ar Vrezhoned deuet eus Enez Vreizh mesket buan gant ar boblañs c'halianek, kêrioù ha lec'hioù resis latinekaet muioc'h hag uhelidi germanek er reter dreist-holl. Cheñch-dicheñch eo bet an harz etre ar bed breton hag ar bed frank, tro-dro d'ar Gwilen, abalamour d'ar brezelioù kaset etre an div bobl etre ar hag an . Brezhoneg a veze komzet gant darn eus ar boblañs etre Pornizh ha Roz-an-Arvor a-raok an . Un darn all, etre al linenn-mañ hag ul linenn lec'hiet pelloc'h er c'hornôg, a gomze romaneg. En tu all d'al linenn-mañ, er reter, edod e Marzhoù Breizh, lakaet e plas da gentañ gant Karl Veur (war tachenn Roazhon, Naoned ha Gwened) hag ur wech all gant Karl Voal (war tachenn Avranches ha Coutances goude feur-emglev Compiègne e 867). A-du emañ ar brasañ eus an arbennigourien da lavaret ne'z eus hogozik anv-lec'h brezhonek ebet er reter d'ar C'houenon. En takad a yay da Vreizh-Uhel e veze komzet ul latin pobl heñvel ouzh an hini komzet e lec'hioù all e Galia, ul latin levezonet gant ar galianeg evit ar c'heriaoueg hag an doare da zistagañ. Al levezonoù-se a oa bet pennkaoz d'ar cheñchamantoù boutin d'an holl yezhoù oil. Staonekaet e oa bet [k] da [ʃ] ( cantare aet da chauntë, chanter), c'hwezhet e oa bet [b] da [v] ( faba aet da feuve, fève) da vare ar Romaned moarvat. Diskaret e voe sistem an troadoù hag ar jener nepreizh adalek fin mare ar C'halianed-Romaned tra ma oa dkrog da implijout gerioù-mell. Pa oa deuet ar Franked o doa degaset o yezh, ar frankeg, hep dont a-benn d'ober anezhañ yezh an holl. Ar c'hontrol zoken : tra ma oa bet un diglosiezh frankeg/latin e-pad tri c'hant vloaz e norzh Galia e oa deuet ar Franked d'ober muioc'h-mui gant al latin tamm-ha-tamm. Degaset o doa cheñchamantoù er yezh o-unan, o tegas gerioù nevez pe ouzhpenn hag o levezoniñ an distagadur. Ur gwiskad all a zeuas gant ar Vikinged a oa deuet da breizhañ Breizh en ha d'en em staliañ en . Un nebeud gerioù norsek o doa degaset hag a glever c'hoazh e gallaoueg a-vremañ goude m'int niverusoc'h c'hoazh en normaneg. Evel gerioù norsek ar galleg e soñjer eo gerioù norsek ar gallaoueg amprestadennoù digant an normaneg neuze rak an holl zo boutin gant ar yezh-se. Gallout a reer menegiñ bouette pe boite "bouedenn besketa" a glever e Normandi ivez, e-kichen ur stumm boutinoc'h e baite diwar an norseg beita "peuraj, bouedenn da besketa". Un nebeud gerioù a seblant bezañ bet amprestet war-eeun diwar an norseg avat, gerioù a denn d'an teknikoù merdeiñ kozh evel gueurde "kerdin da sevel un darn eus al lien" pe guiroie "gwiblenn". Disheñveladur ar gallaoueg Adalek an e tisheñvelaer ar yezhoù oil diouzh ar romaneg ha d'ar mare-se ne oa ket ken bras an diforc'hioù etre ar yezhoù (pe kentoc'h ar rannyezhoù d'ar mare-se) hag ar pezh a zo bremañ. Amprestiñ a raed gerioù dizehan etre ar yezhoù hag eus un tu all ne'z eus ket kalz a roudoù skrivet anezho dre ma veze skrivet en ur seurt koine lennegel etrerannyezhel boutin d'ul lodenn eus hanternoz Bro-C'hall. N'eo nemet adalek an e krog ar c'hoine-se d'en em zisheñvelaat-krenn diouzh ar rannyezhoù evit mont da c'halleg al lez hag al levrioù avat. D'ar mare-se e krog ar yezhoù oil da c'houzañv cheñchamantoù fonologel ha geriaoueg ha da bellaat an eil diouzh eben. Roudoù skrivet kentañ ar gallaoueg a sav d'an . Ar Roman d'Aiquin eo ar ganaouenn-jestr nemeti eus Breizh, hag enni ez eus un nebeud pozioù a glever e gallaoueg a-vremañ, evel s'aroter ("mont gant e hent") pe choazh lours (raganv perc'hennañ "o", par d'ar galleg leur). Al Livres des Manières, gant Etienne de Fougères a zo ennañ dibarderioù gallaouek ivez, evel enveier ("kas"), il deit ("rankout a ra") pe chasteaus ("kestell" : chatiaos e gallaoueg modern). Un destenn diwar Bloazdanevelloù Sant-Denez a veneg "Breizhiz vrezhonek" (bretons bretonnants), ar pezh a ziskouez e oa (hag ez eus) eus Breizhiz divrezhonek neuze. Testeniekaet eo ar ger gallo e 1358 evit ar wech kentañ, en un akta eus an dug Yann IV evit e deñzorer Jorj Jikel : "nostre general recepveur en Bretaigne gallou, salut" ("hor resever hollek e Breizh c'hallek, salud"). Da c'houde e c'heller lenn alies an dro-lavar-mañ pe Breizh-Uhel e skridoù ar Grennamzer. Politikerezh En holl dre holl e chom dianav a-walc'h d'ar pep brasañ eus ar boblañs mennozh ar gallaoueg evel ur yezh emren diouzh ar galleg pe an anaoudegezh ez eus eus ar gallaoueg zoken. Evit gwir, hervez an enklask TMO-Rannvro eus 2018, 40% eus ar Vretoned ne ouzont ket petra eo ar gallaoueg tamm ebet (ne gomprenont ket petra a dalvez ar ger), ur c'hard anezho o vezañ o chom e Breizh-Uhel. E-touez an dud a oar petra eo ar gallaoueg ez eus 60% a soñj dezho eo ur "patois". A-benn ar fin, ar soñj e vefe ur gwir yezh eus ar gallaoueg n'eo ket aet kalz pelloc'h eget kelc'hioù bihan ar bed kevredigezhel breton evit poent. Da skouer, betek 2014 ec'h implije rannvro Breizh an droienn "expression gallèse" evit komz diwar-benn ar gallaoueg ha ne grede ket ober gant ar ger yezh. Evit stourm a-enep d'an dianaoudegezh vras-se, hag evit mont da heul stourm ar vrezhonegerien ivez, eo krog bed ar bed kevredigezhel gallaouek da labourat evit lakaat muioc'h ar gallaoueg war wel er vuhez foran. Abaoe un dek vloaz bennak eo krog kumunioù zo da lakaat staliañ stumm gallaouek o anv war panelloù zo. Hiziv an deiz ez eus gallaoueg war panelloù mont e-barzh en un 10 kumun bennak, dreist-holl en Aodoù-an-Arvor hag e norzh an Il-ha-Gwilen (takadoù ma'z eus un tamm emsav gant ar gallaoueg) evel e kumunioù Loudieg, Noal-Bazeleg pe Parzieg. Dizemglev, ha dianaoudegezh vras, zo er boblañs diwar-benn statud ar gallaoueg (yezh, rannyezh pe parlant). Kresk implij ar gallaoueg er vuhez foran en em gav diwezhat, d'ur mare m'emañ ar yezh en arvar bras (dreist-holl e gevred ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel m'eo peuzvarv). Lod eus an dud a soñj dezho ez eo marv-mik e-touez an dud e kalz kumunioù, hag e vefe e gwirionez meur a barlant dindan an anvad "gallaoueg", da skouer ar mitaweg. Dihun ar gallaoueg er bloavezhioù diwezhañ a zeu da stekiñ hiziv, e lec'hioù zo, ouzh bezañs panelloù divyezhek brezhoneg-galleg e Breizh-Uhel (stankik er Mor-Bihan dreist-holl) ha kregiñ a ra ul lodenn eus an emsav kevredigezhel gallaoueg da gavout abeg er bezañs-se dre ma kav dezhañ ne vez ket komzet brezhoneg e Breizh-Uhel hag e vefe ur bihanniver eus ar vrezhonegerien. Diouzh an tu all, tamallet e vez a-wechoù d'ober eus ar gallaoueg un digarez da stourm ouzh implij ar brezhoneg war ar panelloù. Evit gwir, pa ne hañval ket bezañ a genemglev ledan er gevredigezh, na kennebeud-all e-touez ar bolitikourien pe an emsaverien, war petra a c'hallfe bezañ roll pe plas ar brezhoneg hag ar gallaoueg e-kichen ar galleg er gevredigezh en amzer-da-zont, en em gav bremañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg o keveziñ evit ur bezañs arouezel hag identelezhel war ar panelloù. Abaoe war-dro 1978 ez eus stourmerion vrezhon o sevel a-enep ar gallaoueg, sellet evel ur skoilh evit emled ar brezhoneg a sellont evel yezh vroadel nemeti Breizh hag ar gallaouegoù evel rannyezhoù tud trec'het, hep tamm lennegezh skrivet ebet, nemet galleg e vefe. An Tad Glaoda Barbotin (Gwitreg, 1903 – Roazhon, 1985), gallaoueger mat Yann Bouëssel du Bourg Tepod Gwilhmod Per-Mari Mevel Yann Mikael Youenn Olier Tachenn Tachenn istorel ar gallaoueg e Breizh a glot gant al linenn Loth er c'hornôg, nepell diouzh bevenn reter Breizh. Hervez lod e klot tachenn ar gallaoueg gant bevennoù Breizh er reter. Hervez lod all n'eus netra da welet (skol-veur Laval e Kebek). Skritur Gant ar yezhoniour Alan Raude (1923–2017) e voe savet un doare-skrivañ evit ar gallaoueg anvet Écrire Le Gallo (ELG). Abaoe ez eus bet savet meur a zoare-skrivañ all. Levrlennadur A-stroll : Rasserrerie d'Ecrivaijes du Paiz Gallo - Anthologie de Textes Gallos (+ CD). Roazhon / Resnn : Rue des Scribes, 2014 Auffrey, Régis. Le Petit Matao – Dictionnaire Gallo-Français / Français-Gallo — Motier Galo-Françaez / Françaez-Galo. Roazhon / Resnn : Rue des Scribes, 2019 Liammoù diavaez Institut du galo Vous qenesséz un ptit de galo deja ! Lexilogos Notennoù Gallaoueg Yezhoù oil
6533
https://br.wikipedia.org/wiki/Katell%20Aleksandria
Katell Aleksandria
Santez Katell a Aleksandria a zo unan eus ar sentezed ha merzherezed kristen kehelet ar muiañ abaoe ar Grennamzer en Europa. Koulskoude emañ liv ar vojenn war an istor a zo bet kontet diwar he fenn kantvedoù-pad, ken e oa bet diverket hec'h anv diwar deiziadur ar sent gant an Iliz katolik roman eus 1969 betek 2002. Lidet eo Gouel sant Katell d'ar 25 a viz Du (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon Rusia). Meur a gustum dibar a veze hag a vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan) ; ha bez ez eo unan eus an anvioù-badez ar muiañ roet e Breizh koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an . Mojenn santez Katell Ganet eo bet Katell en ur familh uhel he renk e Kêr-Aleksandria en Egipt war-dro ar bloaz 270. Desket meur a anaoudegezh ganti e teuas da vezañ gouiziek-bras hag hi yaouank c'hoazh. E 307 e oa an impalaer Maksiminus II o lidañ an doueoù pagan en ur gouel bras. Mont a reas Katell da glask kendrec'hiñ anezhañ da asantiñ da gredennoù ar gristeniezh. Goulenn a reas neuze an unpenn galloudus ma vije dalc'het ur breutaerezh bras etre Katell ha 50 eus ar brederourien ouiziekañ a c'helled kavout eno. Hag ar plac'h a zeu a-benn da gendrec'hiñ an holl anezho. Ken fulorete e oa Maksinminus ma voent merzheriet gant an impalaer diouzhtu. Hemañ, koulskoude, a ginnigas da Gatell dimeziñ gantañ, met nac’hañ groñs a ra ar santez. Kounnaret e voe Maksiminus ha reiñ a reas urzh da lazhañ anezhi gant ur rod dantek, met, dre vurzhud, ne c'hellas ket dent ar rod drailhañ ar c'horf. Evit lakaat termen d’ur seurt eneberez ken dic'hortoz a laka Maksiminus santez Katell da vezañ dibennet. Berzh azeulerezh santez Katell War-dro ar bloavezioù 500 e voe diskoachet korf difreuz ur verc'h koant-kenañ war ur menez e-kichen Menez Sinai. Anavezet e voe gant menec'h ar bastell-vro e oa korf santez Katell lakaet eno gant an aeled. Staliet e voe eno manati santez Katell ar Sinai gant menec'h gresian reizhkredennour. Diwar Brezelioù ar Groaz ez eas brud santelezh Katell a Aleksandria da Europa. Meur a delwenn ha meur a livadur a voe graet gant an arzourien ken e oa ral an ilizoù hep un aoter gouestlet d'ar santez. Oberennoù arzel a zispak ar santez gant ur c'helc'h santelezh 3 liv dezhañ, ruz evit ar verzherinti, gwenn evit ar werc'hted ha gwer evit an anaoudegezh. O tougen ar rod dantek e weler santez Katell d'an aliesañ ivez. Kemeret e voe Katell da baeronez gant meur a vicher pa voe lidet gant micherourien a implije ur rod pe rodoù (armoludoù, turgnerien, karrerien, ...) hag ar re a bled gant an anaoudegezhioù (levraouegerien, ...). Unan eus ar mouezhioù klevet gant Janed Ark a voe hini santez Katell. Micherioù o deus kemeret santez Katell da baeronez Micherioù ma vez graet gant ur rod evit ober anezho Armoluderien Kivijerien Kontellerien Mekanikerien Milinerien Nezerien gloan, Poderien Turgnerien Micherioù (pe stad) a bled gant ar vreutadeg hag an anaoudegezhioù Alvokaded Desaverien Diellourien Doueoniourien Gwiraourien Karrerien Kelennerien Levraouegourien Notered Prederourien Prezegennerien Sekretourien Skolidi, Studierien, ha Skolveuridi Tud all hag aozadurioù paeroniet Klañvdiourien Merc'hed dizimez Mitizhien Tud war o zalaroù Skol-Veur ParizKêrioù Zejtun ha Zurrieq en Enez-Valta Ilizoù ha chapelioù e Breizh Ar Roc'h-Derrien : iliz Santez Katell Sent katolik hag ortodoksel Sentezed
6534
https://br.wikipedia.org/wiki/31%20Mae
31 Mae
Mae 31 Darvoudoù 1910 : dizalc’hiezh Suafrika e diabarzh an impalaeriezh saoz. 1911 : moridigezh ar mordreizher Titanic e Belfast. 1924 : emglev etre an Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ha gouarnamant Sina diwar-goust Mongolia, o tisklêriañ emañ Mongolia an Diavaez e-barzh Republik Sina. 1946 : daoust dezhañ bezañ didamallet kondaonet eo Roparz Hemon d'an di-zellid broadel. 1961 : embannet ar Republik e Suafrika. 1995 : daoust da War-raok Gwengamp bezañ kollet e grogad diwezhañ (0-3) e Nimes e c'hoario e Kentañ Rummad ar vell-droad a-benn ar c'houlzad da zont. Ganedigezhioù 1641 : Pierre de Châlons, beleg ha geriadurour brezhonek. 1819 : Walt Whitman, barzh saoznek eus Stadoù-Unanet Amerika. 1882 : Yann-Vari Frañsez Jakob, barzh brezhonek. 1887 : Saint-John Perse, skrivagner gallek, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1960. 1930 : Clint Eastwood, aktour ha filmaozer stadunanat. 1938 : Peter Yarrow, kaner ha soner gitar, unan eus izili an triad kanerien stadunanat Peter, Paul and Mary. 1945 : Rainer Werner Fassbinder, saver filmoù alaman. 1948 : John "Bonzo" Bonham, saver kanaouennoù ha soner taboulin saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Led Zeppelin. 1983 : Ni Hua, mestrc'hoarier echedoù sinaat. Marvioù 1809 : Joseph Haydn, sonaozour aostrian 1832 : Évariste Galois, matematikour gall. 1954 : Andrée Clément, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall. 1976 : Jacques Monod, bevoniour gall, tapet gantañ Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1965. 1987 : Marc'harid Gourlaouen, sekretourez Skol Ober e-pad 40 vloaz. Lidoù Devezh etrebroadel hep butun. er Relijion gatolik : Nerin. Mae 31
6535
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20Mae
23 Mae
Mae 23 Darvoudoù 1430 : prizoniet eo Janed Ark gant soudarded Dugelezh Bourgogn, pa oa e penn un arme o vont da zieubiñ Compiègne. 1541 : lestrañ a ra Jakez Karter e Sant-Maloù, evit e drede beaj. 1568 : deroù ar Brezel pevar-ugent vloaz (1568-1648) etre an Izelvroioù ha Spagn, evit dizalc’hiezh an Izelvroioù. 1605 : embannadur Don Quijote gant Miguel de Cervantes. 1805 : Napoleon Bonaparte a zo kurunet Roue Italia, gant kurunenn houarn al Lombarded kozh, en iliz-veur Milano. 1813 : mont a ra Simón Bolívar, e penn un arme, da aloubiñ Venezuela, ha lesanvet eo El Libertador (An Dieuber, An Dizalc’her). 1915 : gant Italia eo disklêriet ar brezel da Aostria-Hungaria. 1926 : he Bonreizh degemeret gant Liban. 1929 : an dresadenn-vev kentañ gant komzoù eus Mickey Mouse, The Karnival Kid. 1934 : lazhet eo Bonnie Parker ha Clyde Barrow e Louisiana. 1949 : savet eo Republik kevreadel Alamagn, e kornôg Alamagn. 1977 : digoradur ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Gwitalmeze. 1998 : en Norzhiwerzhon eo degemeret Emglev Gwener-ar-Groaz gant an dud, dre ur referendom. Ganedigezhioù 1052 : Fulup I, roue Bro-C'hall. 1707 : Carl von Linné pe Carolus Linnaeus, skiantour svedat. 1848 : Otto Lilienthal, ijiner alaman. 1891 : Pär Lagerkvist, skrivagner svedek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh. 1951 : Anatolij Karpov, mestrc'hoarier echedoù rusian. Marvioù 1498 : Girolamo Savonarola, manac'h dominikan ha prezegenner italian a renas war Firenze etre 1494 ha 1498. 1786 : Móric Beňovský, ergerzher slovak. 1857 : Augustin Louis Cauchy, jedoniour gall. 1906 : Henrik Ibsen, skrivagner norvegek. 1945 : Heinrich Himmler, torfedour nazi. 1992 : Atahualpa Yupanqui, barzh, kaner-sonaozer ha soner gitar arc'hantinat. 2003 : Jean Yanne, arzour gall. Lidoù Mae 23
6536
https://br.wikipedia.org/wiki/12%20Meurzh
12 Meurzh
Darvoudoù 538 : dibenn seziz Roma gant ar C'hoted, a gil betek Ravenna. 1506 : bet lakaet kentañ maen iliz Itron Varia Gras-Gwengamp. 1917 : Dispac'h kentañ Rusia : roet lamm d'an tsar Nikolaz II. 1930 : Mahatma Gandhi a gemer penn ur gerzhadeg hir betek ar mor da sevel a-enep an unwerzh eus an holen gant ar Saozon. 1967 : Suharto a zeu da vezañ prezidant Indonezia. 1968 : dizalc'hiezh Moris. 1969 : kentañ eured Paul McCartney, gant Linda Eastman e ti-kêr Marylebone (Londrez). Ganedigezhioù 1613 : André Le Nôtre, treser ha saver liorzhoù kastell Versailhez. 1753 : Jean-Denis Lanjuinais, gwiraour ha politiker. 1863 : Gabriele D'Annunzio, skrivagner ha politikour italian. 1893 : Jean Brochard, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 1914 : Julia Lennon, mamm John Lennon. 1922 : Jack Kerouac, skrivagner amerikan. 1941 : Josip Skoblar, melldroader etrebrodael ha gourdoner yougoslaviat. 1967 : Stephen Brady, mestrc'hoarier echedoù iwerzhonat. 1985 : Stromae, sonaozer eus Belgia. Marvioù 1925 : Sun Yat-sen, dispac'hour ha politikour sinaat. 1945 : Anne Frank, yuzevez marv en ur c'hamp-diouennañ. 1986 : Job Jaffre, kelaouenner ha kazetennour breizhat. 1986 : Ronan Caouissin : emsaver ha skrivagner breizhat. 1990 : Adolphe Touffait, melldroader ha reizhaouer gall. 1991 : Étienne Decroux, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha jestraouer gall. 2006 : Jurij Brězan, skrivagner sorabek. 2009 : Yann Brekilien, skrivagner breizhat. 2019 : Claude Champaud, politiker breizhat. Lidoù Deiziadur hen-roman : IV ante idus Martias = IVvet deiz kent idus miz Meurzh. Gouel ebet Moris : Devezh ar vro. Venezuela : Devezh ar banniel. Meurzh 12
6537
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20Ebrel
2 Ebrel
Darvoudoù 1513 : erruout a ra ar moraer spagnol Juan Ponce de León dirak aodoù Florida. 1700 : berzet eo ar c'hatalaneg e Katalonia an Norzh dre un dekred gant Loeiz XIV. 1917 : diskleriet ar brezel gant ar Stadoù-Unanet da Vro-Alamagn, tri bloaz goude deroù ar brezel bed kentañ. 1972 : kregiñ a ra Raidió na Gaeltachta da skignañ abadennoù skingomz iwerzhonek. 1982 : deroù Brezel an Inizi Maloù ; aloubet eo eo an enezeg gant arme Arc'hantina. Ganedigezhioù 1725 : Giacomo Casanova, skrivagner italian. 1805 : Hans Christian Andersen, skrivagner danek. 1840 : Émile Zola, kazetenner ha romantour gall. 1843 : Jean-Mathurin Cadic, beleg ha barzh brezhonek. 1859 : Anatol ar Braz, skrivagner ha gwerinoniour. 1905 : Edmond Jouhaud, jeneral en aerlu gall hag unan eus pennoù putsch ar jeneraled en Aljer. 1927 : Ferenc Puskás, melldroader ha gourdoner hungarat. 1928 : Serge Gainsbourg, pianoour, kaner-sonaozer, skrivagner saver filmoù gall. 1939 : Marvin Gaye, kaner amerikan. Marvioù 1829 : Sébastien Amelot, eskob Gwened, didou. 1910 : Boyd Alexander, ofiser saoz er British Army, ergerzher hag evnoniour. 1928 : Theodore William Richards, kimiour stadunanat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1914. 1974 : Georges Pompidou, politikour ha den-Stad gall, Prezidant ar Republik C'hall (1969-1974). 2005 : Yann-Baol II, 264 pab an Iliz katolik roman. Lidoù Ebrel 2
6538
https://br.wikipedia.org/wiki/15%20Kerzu
15 Kerzu
Kerzu 15 Darvoudoù 1650 : Emgann Rethel. 1717 : nac'h a ra Stadoù Breizh, bodet en Iliz ar Gordennerien e Dinan, ar roadenn digoust 2 vilion a lurioù goulennet groñs gant Pierre de Montesquiou d'Artagnan. 1809 : sinet eo an torr-dimeziñ etre Napoleon Iañ ha Joséphine de Beauharnais. 1917 : sinet eo harz-brezel Brest-Litovsk etre Alamagn ha Rusia. 1943 : obidoù Yann-Vari Perrot e Skrigneg. 1943 : divizet gant he 33 ezel kentañ cheñch anv ar Bezen Cadoudal da vBezen Perrot. 1987 : deroù labourioù ar Riboul dindan Vor Breizh. 2019 : eil dilennadegoù broadel breizhat aozet evit Dael Breizh e Surzhur. Ganedigezhioù 37 : Neron, impalaer roman. 1613 : François de La Rochefoucauld, skrivagner gallek. 1832 : Gustave Eiffel, ijiner gall. 1852 : Henri Becquerel, fizikour gall. 1859 : L. L. Zamenhof, mezeg ha saver an esperanteg. 1881 : Julius du Mont, pianoour, kelennour piano, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour, penngazetennour ha skrivagner echedoù gall ha saoz. 1907 : Oscar Niemeyer, tisavour brazilat. Marvioù 1675 : Johannes Vermeer, livour izelvroat. 1890 : Sitting Bull, tiern indian-amerikan. 1944 : Glenn Miller, trombonour ha penn laz-seniñ jazz amerikan. 1950 : Vallabhbhai Patel, politikour ha ministr en India. 1963 : Oscar Traynor, politikour ha dispac'hour iwerzhonat ezel eus ar Fianna Fáil. 1966 : Walt Disney, filmaozer tresadennoù-bev amerikan. 1995 : Miroslav Katětov, mestrc'hoarier echedoù tchek. 2005 : Enrico Paoli, mestrc'hoarier echedoù italian. 2010 : Rachel Bromwich, keltiegourez saoz. Lidoù Devezh Zamenhof, lidet gant an esperantegerien dre ar bed, e koun Ludwik Lejzer Zamenhof, krouer an esperanteg. Katoligiezh: Sent an deiz : santez Kristen pe Nino, sklavourez; sant Valerian, eskob; Yann Diarc'hen, lesanvet Santig Du n'emañ ket war roll kefridiel ar sent, a zo hiziv deiz-ha-bloaz e dremenvan ivez.
6539
https://br.wikipedia.org/wiki/3%20Meurzh
3 Meurzh
Darvoudoù 1222 : Emgann Kastell-Briant, trec'h Pêr Mauclerc war Amaury Craon. 1845 : dont a ra Florida da vezañ ar 27 stad eus Stadoù Unanet Amerika. 1878 : dizalc'hiezh Bulgaria (diouzh an Impalaeriezh otoman). 1905 : gant an tsar Nikolaz II Rusia eo asantet krouiñ ur vodadenn dilennet (an Douma). 1918 : sinet emglev Brest-Litovsk etre Alamagn ha Rusia. 1931 : "The Star-Spangled Banner" zo degemeret ent ofisiel gant Stadoù Unanet Amerika evel kan broadel. 1961 : dont a ra Hasan II da vezañ roue Maroko. 1971 : dont a ra India war sikour emsavidi Bangladesh en o brezel dieubidigezh, a-enep Pakistan. 2005 : dilennet eo an dizalc'hour Oscar Temaru da brezidant Polinezia c'hall. Ganedigezhioù 1816 : Jan Arnošt Smoler, skrivagner sorabek. 1845 : Georg Cantor, matematikour alaman. 1848 : Gustav Adolf Fischer, ergerzher ha naturour alaman. 1847 : Alexander Graham Bell, ijiner skosat ar pellgomz. 1871 : Maurice Garin, reder war varc'h-houarn gall, gounideg kentañ Tro Bro-C'hall e 1903. 1930 : Ion Iliescu, prezidant Roumania. 1953 : Zico, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian. 1957 : Roberto Messa, mestrc'hoarier echedoù italian. 1988 : Timour Gareev, mestrc'hoarier echedoù ouzbek. Marvioù 1706 : Johann Pachelbel, ograour ha sonaozer alaman. 1797 : Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec, merdeer breizhat. 1870 : Friedrich Boie, amprevanoniour, evnoniour ha gwiraour alaman. 1888 : Yann-Vari ar Joubiouz, skrivagner brezhonek. 1979 : Mustafa Barzani, politikour eus Kurdistan Irak. 1982 : Georges Perec, skrivagner gall. 1983 : Hergé, aozer bannoù-treset belgiat ha krouer Tintin. Arthur Koestler, skrivagner aostrian. 1996 : Marguerite Duras, skrivagnerez c’hall. Lidoù Devezh an dizalc'hiezh e Bulgaria. Hinamatsuri, gouel ar merc'hed e Japan. Meurzh 03
6540
https://br.wikipedia.org/wiki/27%20Meurzh
27 Meurzh
Darvoudoù 1516: hiviziken e rank ar Yuzevien eus Republik Venezia bezañ o chom war enez Ghetto hepken. 1625: Charlez I a zeu da vezañ roue Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. 1918: Moldova ha Besarabia zo staget ouzh Roumania. 1922: Jozef Stalin a ya da benn Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS). 1932: evit ar wech kentañ en em vod broadelourien Euskadi evit lidañ Devezh ar vro (Aberri Eguna) e Bilbao. 1964: skignañ a ra Radio Caroline e dourioù etrebroadel Mor an Hanternoz, evit ar wech kentañ. 1978: 15 000 den o vanifestiñ e Brest da-heul peñse an Amoco Cadiz e Porsal; "N'eo ket Breizh ur boubelenn"" o lugan pennañ. 2020 : emezelañ a ra Makedonia an Norzh da Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA). Ganedigezhioù 972 : Roperzh II, roue ar Franked (996-1031). 1797 : Alfred de Vigny, barzh gall. 1817 : Paul de Geslin, beleg ha skrivagner gallek. 1845 : Wilhelm Röntgen, fizikour alaman, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1902. 1847 : Otto Wallach, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1910. 1876 : Pâquerette, aktourez sinema c'hall. 1912 : James Callaghan, Kentañ ministr ar Rouantelezh-Unanet (1976-1979). 1927 : Mstislav Rostropovich, soner violoñsell rusian. 1950 : Tony Banks, sonaozer ha soner klavier saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Genesis. 1955 : Mariano Rajoy, politikour spagnol. 1963 : Quentin Tarantino/Xuxa (Maria da Graça Meneghel) 1969 : Mariah Carey, kanerez eus ar Stadoù-Unanet. 1985 : David Navara, mestrc'hoarier echedoù tchek. 1986 : Manuel Neuer, melldroader etrebroadel alaman. Marvioù 1378 : ar pab Gregor XI. 1625 : James Iañ a Vro-Saoz hag Iwerzhon, James VI a Skos. 1861 : Louis Bizeul, istorour ha arkeologour breizhat. 1867 : Prideaux John Selby, evnoniour ha louzawour saoz. 1875 : Edgar Quinet, barzh, istorour, politikour ha prederour gall. 1945 : Ángel Melogno, melldroader etrebroadel uruguayat. 1949 : Gregory Mathews, evnoniour aostralian. 1968 : Youri Gagarin, sterdead soviedat, an den kentañ da vont d’an egor. 1988 : Pêr Peron, skeudennour ha livour. 2001 : Pêrig Herbert, sonaozour ha yezhoniour breizhat. 2004 : Robert Merle, skrivagner gall. 2006 : Stanislas Lem, skrivagner polonat. 2010 : Vasily Smyslov, c'hoarier echedoù rusian. 2017 : Jean-Michel Guilcher, tudoniour breizhat, arbennigour war dañsoù Breizh. 2018 : Stéphane Audran, aktourez c'hall. Lidoù ha darvoudoù Devezh ar c'hoariva er bed. Meurzh 27
6541
https://br.wikipedia.org/wiki/30%20Genver
30 Genver
Darvoudoù 1649 : dibennet eo ar roue Charlez Iañ (Bro-Saoz). 1933 : Adolf Hitler aet da gañseller en Alamagn. 1943 : Krouet ar Milis gall dre ul lezenn, embannet gant gouarnamant Vichy 1969 : sonadegig (42 vunutenn) gant ar strollad The Beatles war doenn savadur Apple Records e Londrez. 1972 : Bloody Sunday : soudarded eus lu ar Rouantelezh Unanet a denn war ur vanifestadeg evit ar gwirioù keodedel hag a lazh tud e Derry e Norzhiwerzhon. 2011 : mont a ra skipailh mell-dorn (paotred) Bro-C'hall da gampion ar bed evit ar peder gwech, e Malmö (Sveden). Ganedigezhioù 1781 : Adelbert von Chamisso, barzh, louzawour ha skrivagner alamanek. 1841 : Félix Faure, Prezidant ar Republik e Frañs. 1882 : Franklin D. Roosevelt, Prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1886 : Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, skrivagner galizek. 1903 : Frañsez Debauvais, politikour breizhat. 1916 : Antonio Apaeicio, skrivagner spagnol. 1937 : Boris Spassky, mestrc'hoarier echedoù soviedat-gall. 1969 : Alexei Dreiev, meurc'hoarier echedoù rusian. 1980 : Katell Quillévéré, dilhataerez, filmaozerez saverez senario c'hall. 1980 : Kaaris, rapper gall. Marvioù 1793 : Armand Tuffin ar Roueri, brogarour breton. 1858 : Coenraad Jacob Temminck, loenoniour izelvroat. 1889 : en em lazhet Rudolf Aostria-Hungaria, mab pennhêr Impalaer Aostria, gant e serc'h e Mayerling, Aostria. 1909 : Anna Mezmeur, leanez, istorourez, troourez ha skrivagnerez vrezhonek. 1948 : Mohandas Karamchand Gandhi, prederour ha politikour indian. Lidoù Deiziadur henroman : III ante calendas Februarias = IIIvet deiz kent In C'hwevrer. Deiz ha bloaz dedi Aoter Peoc'h Augustae. Katoliked: Sent an deiz : santez Batilda (). E Breizh: santez Vinvella. Genver 30
6542
https://br.wikipedia.org/wiki/13%20Genver
13 Genver
Darvoudoù 1935 : poblvouezhiadeg e Saarland. 1950 : krouidigezh an Ofis kreiz (Office central des associations agricoles du Finistère et des Côtes-du-Nord). 1951 : embannet eo e Kazetenn Ofisiel Republik Frañs al Lezenn Deixonne (N° 51-46) a aotre da gelenn brezhoneg, okitaneg, euskareg ha katalaneg er skolioù, evel danvez diret. 1969 : embannadur Yellow Submarine er Stadoù-Unanet, dekvet albom gant ar strollad The Beatles. Ganedigezhioù 1764 : François Lemême, kourser. 1908 : Enrico Paoli, mestrc'hoarier echedoù italian. 1938 : Richard Anthony, kaner gall. 1960 : Paol ar Meur, skrivagner brezhonek. 1988 : Tatev Abrahamyan, mestrc'hoarierez echedoù armenian. Marvioù 1590 : Bertrand d'Argentré, gwiraour hag istorour breizhat. 1790 : Luc-Urbain du Bouëxic de Guichen. 1827 : Jean-Denis Lanjuinais, gwiraour ha politikour. 1874 : Victor Baltard, savour tiez. 1877 : Jakez Perrot : skrivagner relijiel breizhat. 1895 : Jacques Pucheran, loenoniour hag evnoniour gall. 1941 : James Joyce, skrivagner iwerzhonat. 1943 : Adrien de Carné, skrivagner brezhonek. 1982 : Marcel Camus, skrivagner gall. 1992 : Henri Queffélec, skrivagner romantoù gallek. 1991 : Frañsez Falc'hun, yezhoniour brezhonek. 1993 : René Pleven, politikour breizhat. Lidoù Deiziadur henroman : Idibus Januariis / Feriae Jovis = Idus miz Genver / Gouestlet da Yaou (Jupiter = Jovis Pater = Doue an Tad) Iliz katolik roman. Sant Hiler (Sant Hilarius), eskob Poitiers ha doktor an Iliz (368). Sant Enogad pe Tenogad, manac'h iwerzhonat deuet da abati Sant-Meven ha deuet da vezañ eskob Aled, enoret e Pluvaelgad hag e Sant-Enogad (7vet kantved). sant Eliant, en deus roet e anv da Eliant e Kernev. sant Kendiern, diskibl da sant Servan (VIvet kantved). Sant Gumesind ha sant Servijer-Doue (Abd-Allah), merzheriet e Cordoba (Spagn) e 852. Genver 13
6543
https://br.wikipedia.org/wiki/16%20Meurzh
16 Meurzh
Darvoudoù 1244 : dibenn seziz kastell Montsegur ha lazhadeg ar Gatared eno gant armeoù roue Bro-C'hall. 1322 : Emgann Boroughbridge e Bro-Saoz e-pad ar brezel etre ar roue Edward II hag e varoned disuj. 1521 : Fernan Magalhaes a erru er Filipinez. 1793 : kemeret Roc'h-an-Argoed gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur. 1815 : ar priñs Willem a gemer an titl a roue Willem I e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. 1935 : adsavet ar c'hoñje en Alamagn. 1978 : peñse an eoullestr Amoco Cadiz ouzh reier Porsal, gant ul lanv du biskoazh brasoc'h war aodoù hanternoz Breizh. Ganedigezhioù 1478 : Francisco Pizarro, alouber Perou. 1789 : Georg Simon Ohm, fizikour alaman. 1839 : Sully Prudhomme, barzh gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1901. 1850 : Marianna Abgrall, barzhez, e Lambaol-Gwimilio. 1902 : Mario Monticelli, mestrc'hoarier echedoù italian. 1903 : Emil-Edwin Reinert, filmaozer ha saver senario gall a orin alaman. 1906 : Francisco Ayala, skrivagner spagnolek. 1923 : Robert Lafont, okitanegour. 1976 : Zhu Chen, mestrc'hoarierez echedoù sinaat. Marvioù 1902 : Narsis Kelien, skrivagner ha dastumer danvez brezhonek. 1935 : Aaron Nimzowitsch, mestrc'hoarier echedoù latviat. 1940 : Selma Lagerlöf, skrivagnerezh eus Sveden, tapet ganti Priz Nobel al lennegezh. 1979 : Jean Monnet, politikour gall. 2019 : Yann-Fañch Kemener, kaner breizhat. Lidoù Deiziadur henroman : XVII ante calendas Apriles; Argei = XVIIvet deiz kent kala Ebrel; Lidkerzh kentañ an Argei (hendadoù ar Romaned) Iliz kristen : Roma : Cyriacus, dean, merzher Aquileia (Itali) : Hilarius, eskob; Tatianus, dean; merzherien dindan Numerian. Lycaonia : Papus, merzher Anazarbi (Cilicia) : Julianus, merzher Ravenna : Agapet, eskob, kofesour Colonia Agrippinae (Köln, Germania) : Heribertus, eskob bro Arvern (Galia) : Patricius, eskob Siria : Abrahae, penitiour Sant Remond a Saint-Gaudens. Sistersian; ezel eus abati l'Escale-Dieu, en eskopti Tarba. Abad Fiter, e rouantelezh Navarra; Aozer Urzh soudarded Calatrava (1090-1163) Notennoù Meurzh 16
6544
https://br.wikipedia.org/wiki/28%20Meurzh
28 Meurzh
Darvoudoù 845: Pariz lakaet en arigrap gant ar Vikinged. 1854: Brezel Krimea, ar Rouantelezh Unanet ha Frañs a ziskleir ar brezel a-enep Rusia. 1882: ar skoliañ dre ret e Frañs. 1930: kemmet eo, ent ofisiel, anvioù Kergustentin hag Angora da Istanbul hag Ankara. 1939: Brezel diabarzh Spagn: kouezhañ a ra Madrid etre daouarn ar Jeneral Francisco Franco. 1942: Oberiadenn Chariot e Sant-Nazer gant Breizhveuriz a-enep ar porzh-mor brezel dalc'het gant an Alamaned. 1959 : gant gouarnamant Republik Pobl Sina eo divodet gouarnamant Tibet. 1979: gwallzarvoud grevus e kreizenn nukleel Three Mile Island, e Pennsylvania. 1989: gant gouarnamant Serbia eo tennet statud emrenerezh Kosovo ha Voivodina. Ganedigezhioù 1800 : Johann Georg Wagler, loenoniour alaman. 1862 : Aristide Briand, politikour gall, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h. 1868 : Maksim Gorki, skrivagner rusek. 1877 : Cecil Boden Kloss, evnoniour ha loenoniour saoz. 1918 : Norbert Carbonnaux, aktour, filmaozer ha saver senario gall. 1936 : Mario Vargas Llosa, skrivagner eus Perou. 1942 : Neil Kinnock, politikour eus Breizh-Veur. 1960 : Eric-Emmanuel Schmitt, prederour ha skrivagner gallek. Marvioù 1894 : Ferdinand Heine, dastumer hag evnoniour alaman. 1932 : Arthur Regnault tisavour breizhat. 1941 : Virginia Woolf, skrivagnerez saoz. 1943 : Sergueï Vassilievitch Rachmaninov, pianoour, sonaozer ha penn laz-seniñ rusian. 1969 : Dwight D. Eisenhower (Ike e lesanv), 34 Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1969 : Léo Joannon, aktour, filmaozour, produour ha saver senario gall. 1985 : Marc Chagall, livour gall genidik eus Rusia. 1994 : Eugène Ionesco, skrivagner gallek genidik eus Roumania. 2004 : Peter Ustinov, aktour eus Breizh-Veur. 2021 : Didier Ratsiraka, prezidant Madagaskar. Lidoù Republik Tchek: Devezh ar gelennerien Sina: Devezh dieubidigezh an damsklaved e Tibet Meurzh 28
6545
https://br.wikipedia.org/wiki/30%20Du
30 Du
Darvoudoù 1939 : aloubet Finland gant al Lu Ruz, deroù Brezel ar Goañv. 1967 : Su Yemen dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1979 : embann a ra Aozadur ar broadoù unanet evit an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur ez eo lakaet Menez Mikael ar Mor hag e vae war roll ar Glad bedel. 2009 : digoret eo ar chadenn skinwel Tébéo e savadurioù Le Télégramme. Ganedigezhioù 1642 : Andrea Pozzo, frer jezuist ha livour italian. 1667 : Jonathan Swift, skrivagner saoznek eus Iwerzhon. 1817 : Theodor Mommsen, skrivagner alaman, Priz Nobel al Lennegezh e 1902. 1825 : William Bouguereau, livour gall. 1835 : Mark Twain, skrivagner stadunanat. 1874 : Winston Churchill, politikour saoz. 1901 : Léon Goraguer, maer Kemper etre 1967 ha 1975. 1916 : Robert Laffont, embanner gall. 1945 : Roger Glover, produour pladennoù, sonaozer ha soner breizhveuriat. 1958 : Stacey Q. 1960 : Gary Lineker, melldroader etrebroadel saoz. 1990 : Magnus Carlsen, c'hoarier echeoù norvegat. Marvioù 564 : |Tudwal, sant katolik brezhon, unan eus Seizh sant diazezer Breizh. 1718 : Karl XII, roue Sveden. 1803 : François Marie Daudin, loenoniour gall. 1806 : Moritz Balthasar Borkhausen, naturour alaman. 1900 : Oscar Wilde, skrivagner saoznek eus Iwerzhon. 1935 : Fernando Pessoa, skrivagner portugalek. 1962 : Ossip Bernstein, Doktor war ar Gwir ha mestr-c'hoarier echedoù rusian-ukrainat. 1979 : Zeppo Marx, aktour stadunanat. 2018 : George Bush, 41 prezidant Stadoù Unanet Amerika. Lidoù Sant an deiz : Sant Andrev Gouel broadel Bro-Skos Du 30
6547
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20Faraoned%20Egipt
Roll Faraoned Egipt
Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, pa zeuas Henegipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30. Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel  Rouanezed  Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo. Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su. Henvarevezh  Henvarevezh  a reer eus ar marevezh raktierniezhel, pa oa dispartiet Goueled Egipt diouzh Gorre Egipt, a oa div rouantelezh distag betek Iañ tierniezh Henegipt hagEil tierniezh Henegipt. Raktierniezh: Goueled Egipt Goueled Egipt, anvet ivez  ar Vro Zu , a oa rann norshañ an Nil gant he delta. Diglok moarvat eo ar roll-mañ. Raktierniezh: Gorre Egipt Gorre Egipt, anvet ivez  ar Vro Ruz , a oa lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Diglok moarvat eo ar roll-mañ, rak kalz muioc'h ag anvioù diasur zo. Tierniezh Ar Tierniezh zo bet o ren etre e-tro 3050 kt JK ha 2890 kt JK. Eil Tierniezh An Eil Tierniezh a oa bet o ren etre 2890 ha 2686 kt JK. Henimpalaeriezh "Henimpalaeriezh" pe "Rouantelezh kozh" a reer eus ar mare, en , m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorroadur he sevenadur ha kemplezhded he c'hevredigezh. Ar c'hentañ mare eo eus an tri marevezh anvet "impalaeriezh" pe "rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadur e traoñienn an Nil), e-doug ur prantad amzer em astennas eus ar mare ma oa renet ar vro gant an Tierniezh betek diwezh ar Tierniezh (2630 – 2151 kt JK). Kalz egiptourien a renk ar hag an Tierniezh en Henimpalaeriezh (pe "Rouantelezh Kozh") ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Menfis d'ar mare-se. Merket eo bet diwezh an Henimpalaeriezh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskaras eus al live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptourien. E Menfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djoser. Perzh anavezetañ an Henimpalaeriezh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh an Henimpalaeriezh. Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK. Tierniezh Ar Tierniezh a oa bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned ez eus bet savet piramidennoù meur : re C'houfou (C'heops / Keops), C'hafra (C'hefren / Kefren) ha Menkaoura (Mycerinus / Mikerinos). Tierniezh Ar Tierniezh a oa bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK. Tierniezh Ar Tierniezh a oa bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK. Kentañ marevezh etre Marevezh etre kentañ a reer eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz. Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. A-hed 94 vloaz e oa bet o ren, pelloc'h eget nep monark all en Istor, ha mervel a reas d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ. Torret e voe unaniezh an div rouantelezh, ha ret e voe d'ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh. E-tro 2160 kt JK e klaskas ul lignez faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat e teuas a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag anat e voe e c'hoarvezje brezel etre an div dierniezh. War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an Tierniezh. Mentuhotep II a gemeras da anv ren, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz. hag Tierniezh (bodet) Ar hag Tierniezh a oa bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK. Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK. Tierniezh An Tierniezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK. Tierniezh Mont a rae d'ober an Tierniezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK. Krennimpalaeriezh "Krennimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Kreiz" a reer eus ar mare etre dibenn ar Marevezh etre kentañ ha deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an Tierniezh e vez renket an , hag ar Tierniezh er C'hrennimpalaeriezh gant lod skiantourien. Kalz gwanoc'h eo bet an Tierniezh eget an Tierniezh ha divarrek eo bet da ren war holl zouaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre. Tiernezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Dierniezh veurdezusañ. Eil marevezh etre Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre, etre dibenn ar C'hrennimpalaeriezh ha penn-kentañ an Nevezimpalaeriezh. En amzer-se ec'h aloubas an Hiksosed rouantelezh Egipt. Ren a rejont etre ar hag ar Tierniezh. Gwan-mat e oa bet an Tierniezh e-keñver an Tierniezh. Divarrek e oa da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre. En em ziskouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wezh kentañ e-pad ren Sobekhotep IV, hag e-tro 1720 kent JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a, Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar tierniezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose I. E-tro ar mareoù-se e kouezhas Menfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a reas al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a rejont ar Tierniezh. A-benn ar fin e teuas a-benn an dierniezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro. Tierniezh Tierniezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho. Diasur eo urzh ar rouaned a zo listennet amañ da heul. Tierniezh Mont a rae d'ober ar Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK. Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok ha hep deiziad. Hini ebet anezho n'eo testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se. Tierniezh Ganet eo ar Tiernezh a-douez an Hiksosed, anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar Greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK. Tierniezh Mont a rae d'ober ar Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium). Bet e oa o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK: Betek 6 anv ouzhpenn a gaver er mammennoù : Semqen, Khauserre, Seket, Ahetepre, Amou, ha Nebkhepeshre (Apepi III). N'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kent JK. Tierniezh E Gorre Egipt e oa diazezet ar Tierniezh. Etre 1650 ha 1550 kt JK eo bet o ren. Nevezimpalaeriezh "Nevezimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Nevez" a reer eus ar prantad etre hag Tierniezh Henegipt, adal ar [[XVIvet kantved kent JK]] betek an , etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre. E-pad an Nevezimpalaeriezh eo e voe impalaeriezh Egipt en he brasañ. Betek pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mistri war Siria a-vremañ. E-touez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou a zo anavezet gwelloc'h evit ar re all : Akhenaton, anvet ivez Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel diorroadur kentañ an undoueegezh, ha Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het gant Egiptiz e-pad an Tierniezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II, ar roue Hittit, e-kerzh Emgann Kadesh. Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK: Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II pe Ramses Veur : Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK. Beleien Veur Amon e Teba Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un dierniezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK. Tierniezh Diazezet e oa galloud an Tierniezh e Tanis. Gwan a-walc'h e oa bet an dierniezh-se. War ar paper e oant mistri war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK Trede marevezh etre Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin an Nevezimpalaeriezh. Meur a dierniezh eus ar prantad-se zo bet genidik eus Libia, alese an anv all a Varevezh libian. Tierniezh Genidik eus Libia e oa faraoned an {{XXIIlt Tierniezh]]. Bet int o ren etre e-tro 945 ha 720 kt JK. Tierniezh Bet eo an Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK: Al Libued Ne vez ket sellet outo evel ouzh un dierniezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia, bet oc'h ober o annez e kornôg delta an Nil etre 805 ha 732 kt JK. Tierniezh Bet eo ar Tierniezh un dierniezh kevezerez all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken, eus 732 betek 720 kt JK. Marevezh diwezhañ Marevezh diwezhañ a reer eus ar prantad etre 732 kt JK hag ar mare ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiaiz, ar Bersed, ha Makedoniz. Tierniezh Aloubet e oa bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiaiz war an tron en ur ziazezañ ar Tierniezh zo bet o ren betek 656 kt JK. Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK- goude JK). Tierniezh Ar Tierniezh a oa bet o ren etre war-dro 672 ha 525 kt JK. Tierniezh Aloubet e voe Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tierniezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Ganto eo bet savet ar Tierniezh: Tierniezh Padet eo an Tierniezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon : Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 398 betek 380 kt JK: Tierniezh An Tierniezh a oa bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK: Persed ha Makedoniz Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an Tierniezh: Tierniezh Ptolemaek E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tierniezh Ptolemaios o ren Henegipt eus 305 kt JK betek ma teuas da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kent J.-K. (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh): Roma Dont a reas Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK. Damani an impalaer e oa. Difennet e veze d'ar senedourien mont di. Kronologiezh grafek tierniezhioù Henegipt Nota Bene : n'eo ket resis ar fedoù a-raok ar VIIvet kantved kent J.-K. Daveoù Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3 Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71–76. Gwelet ivez Kronologiezh Henegipt Istor Henegipt Keñveriadenn kronologel tierniezhioù Henegipt Liammoù diavaez (e saozneg) Lignez rouaned Egipt Egip niverel evit ar skolioù-meur Faraoned Faraoned
6548
https://br.wikipedia.org/wiki/Israel
Israel
Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (hebraeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל‎, Medīnat Yisrā'el, ; arabeg : دَوْلَة إِسْرَائِيل‎, Dawlat Isrāʼīl, ) zo ur Stad er Reter-Nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israel” viblek. Ar Stad nemeti eo gant ar muianiver a boblañs yuzev. An hebraeg eo he yezh (an arabeg zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo. Goude bezañ disklêriet un disentez gant ABU e 1947 diwar-benn Palestina fiziadour ez eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn an Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit Palestina. En deiz war-lec'h e voe arsailhet Israel gant broioù arabek tro-dro, evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet kenetrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza hag Uhelgompezenn ar Golan. Orin an anv Pa oa bet disklêriet dizalc'hiezh Israel e 1948 e oa bet anvet Medinat Yisrael ("Stad Israel") en un doare ofisiel, goude bezañ nac'het meur a ginnig a orin istorel pe relijiel evel Eretz Israel ("Douar Israel"), Zion, Judea. Goude un nebeud sizhunvezhioù goude an dizalc'hiezh e oa bet kinniget gant Ministr an Aferioù Estren Moshe Sharett an anv "Israelian" (ישראלי en hebraeg, Israeli e saozneg). En istor ez eo bet implijet an anv Israel, war dachenn ar relijion pe war dachennoù boutin, evit Rouantelezh Israel pe ar Yuzevien penn-da-benn. Hervez ar Bibl hebraek ez eo bet roet an anv-se d'ar patriark Jakob (hebraeg : Yisraʾel, Isrāʾīl ; gresianeg ar Septant : Ἰσραήλ Israēl; "stourm gant Doue") goude bezañ trec'het gantañ ur stourm ouzh ael Doue. E zaouzek vab a zo neuze "gourdadoù Israeliz", "Daouzek Meuriad Israel", "Daouzek Bugel Israel", a veve e Kenaan betek rankout mont da Egipt. Aze int bet lakaet e sklaverezh betek buhez Moizez a zifenne anezho, o kas anezho da Genaan adarre. Maen-koun Merneptah, war-dro an XIII kantved kent J.-K., eo an arouez istorel kentañ a veneg an anv Israel. An dachenn zo anavezet ivez evel an "Douar Santel", dre vezañ santelaet gant holl relijionoù Abraham (ar yuzevegezh, ar gristeniezh, an islam hag ar gredenn bahá'í). A-raok disklêriadenn dizalc'hiezh Israel e veze anavezet an dachenn-se evel Siria ar Su, Siria Palestina, Rouantelezh Jeruzalem, Proviñs Iudaea, Coele-Syria, Retjenu, Kanaan ha dreist-holl Palestina. Istor War-dro 1200 kent J.-K. e voe skrivet an anv Israel war maen-koun Merenptah evit ar wech kentañ. Abaoe m’eo bet savet steuñv rannañ Palestina e 1947 gant ABU ez eus bet meur a vrezel etre Israeliz hag an Arabed ha meur a feur-emglev zo bet sinet ganto. Rak-se ezeo bet cheñchet harzoù ar vro meur a wech. Pouezus-kenañ eo bet lod eus an disentezioù e zo bet kemeret gant evit Israel, en o mesk an Disentez 242 (1967) ma voe kinniget d’an 22 a viz Kerzu 1967 hag an Disentez 338 (1973) a voe kinniget d’an 22 a viz Here 1973 gant ar C'huzul surentez evit lakaat ehan d’ar brezelioù a oa savet etre Israeliz hag an Arabed. A-douez ar broioù arab ez eo anavezet Stad Israel gant Egipt, Jordania, Maouritania hag Aotrouniezh Vroadel Palestina hogen n’eo ket anavezet gant ar broioù arab all. Anavezet eo evel ur vro sionour gant Siria hag Iran. An darn vuiañ eus ar broioù muzulman, a-hend-all, o devez darempredoù diplomatek gant Israel ; en o zouez Albania, Turkia, Azerbaidjan, broioù en Azia a oa bet gwechall en Unaniezh Soviedel). Politikerezh Ur reizhiad parlamantel zo da Israel, a ya en-dro en ur Republik demokratel gant ar vot hollek. Ur c'hannad heuliet gant ar muiañ niver eus ar Gannaded a zeu da vezañ Kentañ Ministr ; alies e vez an den-se e penn ar strollad pouezusañ. Ar C'hentañ Ministr zo penn ar gouarnamant. Renet e vez Israel gant 120 den a ra en em vor er gambr anvet Knesset, a zo diazezet war dilennadegoù war-ventez a ziskouez pep strollad politikel dre e bouez politikel, ar pezh a roe gouarnamantoù kengevredad. Aozet e vez dilennadegoù pep 4 bloaz, met kengevredadoù distabil pe votadegoù a-enep ar gouarnamant a c'hall distruj ur gouarnamant en a-raok. Mont a ra en-dro Lezennoù Diazez Israel evel ur Vonreizh nann ofisiel. Adalek 2003 e krog ar Knesset da labourat war ur Vonreizh ofisiel diazezet war al lezennoù-se. Penn ar Stad eo Prezidant Israel, met n'en deus nemet gwirioù harzet ha dleadoù lid. Rannoù melestradurel Rannet eo bet Stad Israel e c'hwec'h distrig melestradurel pennañ, anvet mehozot (מחוזות; unander : mahoz) – Kreiz, Haifa, Jeruzalem, Norzh, Su, ha Tel Aviv, hag ivez Tiriad Judea ha Samaria e Sisjordania. Rannet e vez an distrigoù pemzek isdistrig anvet nafot (נפות; unander : nafa), a zo isrannet c'hoazh e hanter-kant rannvro naturel. Douaroniezh Israel zo stok-ha-stok ouzh Liban en norzh, ouzh Siria er biz, ouzh Sisjordania ha Jordania er reter, ouzh Egipt ha Bandenn Gaza er mervent. A-hend-all ez eo lec’hiet ar vro e-kichenik ar Mor Kreizdouar er c'hornôg hag e-kichenik pleg-mor Aqaba er su. War-dro 20 770 km² eo gorread tachennad Israel hep an tiriadoù aloubet e 1967, gant 2% a zour. Koulskoude eo ken strizh douaroù ar vro a zo e dakad armerzhel miret div wezh tiriad Israel. Mar kemerer an holl zouaroù dindan lezenn Israel (gant an tiriadoù tabutet evel Uhelderioù Golan) ez eo 22 072 km² ledan ar vro, ha mard ouzhpenner an tiriadoù renet gant Israel e Sisjordania (a zo strewet etre lezenn Israel ha lezenn Aotrouniezh Vroadel Palestina) e kaver 27 799 km² — ur c'hresk a 33,84%. Daoust ma 'z eo bihan a-walc'h ar vro e kaver meur a ziforc'h en he douaroniezh. Kostez an aod e vev 70% eus ar boblañs. E reter ar menezioù kreiz emañ an draoñienn Rift Jordan, a zo un darn eus Traoñienn Rift Meur en em led eus Liban da Vozambik. Redek ar ra Stêr Jordan a-hed rift Jordan eus Menez Hermon betek ar Mor Marv (al lec'h izelañ er bed) o tremen dre draoñienn Hullah ha Mor Galile. Er c'hreisteiz ez eo ar stêr Arabah a red betek ar Mor Ruz. Ne gavetr makhteshim (kelc'hioù rimiat) nemet en Israel hag e Ledenez Sinai. An hini brasañ zo e Negev. Disklêriet ez eus bet gant un dezrevell diwar an endro ez eus en Israel ar muiañ niver a spesadoù plant dre metrad-skouer eus pep korn ar Reter-Nesañ. Kemmus-tre eo ar gwrezioù en Israel, dreist-holl e-pad ar goañv. Ar rannvroioù menezek a c'hall bezañ avelek, yen hag a-wezhioù erc'hus : bep bloaz e ra erc'h e Jeruzalem. Kêrioù war an aod evel Tel Aviv hag Haifa o deus un hin kreizdouarel gant goañvoù fresk ha glavus ha hañvoù hir ha tomm. Beersheba ha Negev an hanternoz o deus un hin hanter-sec'h gant hañvoù tomm ha goañvoù fresk gant nebeutoc'h a c'hlav eget hin Mor Kreizdouar. Negev ar c'hreisteiz hag an Arava o deus un hin sec'h gant hañvoù tomm-tre ha sec'h-tre ha goañvoù dous gant nebeut-tre a c'hlav. Rekord ar wrez dommañ en Azia (53,7°C) zo bet muzuliet e 1942 e kibboutz Tirat Zvi war Jordan an hanternoz. Douaroniezh politikel Luziet-kenañ e teu an traoù da vezañ pa vez graet anv eus harzoù Israel. Meur a wech ez eo bet kemmet an harzoù abaoe m’eo bet krouet ar vro-se. Gant-se e kav lod broioù abeg en harzoù Israel. Ouzhpenn-se ez eus bet aloubet meur a diriad gant Israel, ha tiriadoù all zo stag outi da vat. D’ar 15 a viz Mae 1948 ez eo bet degemeret Israel gant meur a Stad er bed a-bezh, en o zouez ar Stadoù-Unanet hag URSS hervez Steuñv rannañ ABU. Goude ar brezel israelat-arab er bloaz 1948 ez eo bet kemmet an harzoù ha dre-se ez eo bet degemeret Israel gant ABU hag an darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg en tiriadoù zo bet divizet an harzoù anezho hervez linennoù arsav-brezel 1949. N'eo ket bet degemeret an harzoù-se gant an holl vroioù arab ha muzulman. Digemm eo chomet an traoù abaoe 1949. Meur a diriad zo bet aloubet gant Israel, koulskoude, goude ar brezelioù israelat-hag-arab. Tiriadoù zo aloubet c’hoazh gant Israel, tiriadoù all zo stag outi da vat. Gant Emglevioù a beoc’h he deus Israel adroet tiriadoù zo pe ne vez ket aloubet tiriadoù zo ken. E miz Mezheven 1967 eo bet aloubet Sinai, Gaza, Sisjordania], reter Jeruzalem ha Golan gant Israel. Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul an Emglevioù Kamp David bet sinet gant Egipt. Aet eo Israel kuit eus Gaza e-kerzh an hañv 2005, ar pezh n'eo ket degemeret gant ABU dre ma vez kontrollet an oabl, ar mor hag an harzoù gant Israel c'hoazh. Mat eo gouzout n’he deus an tiriad-se statud etrebroadel ebet hiziv an deiz. Aloubet eo Sisjordania a-bezh, war-bouez an takadoù emren palestinian hag an tiriadoù bet kuitaet gant Israel e 2005. Golan kerkoulz hag atantoù Chebaa zo bet staget ouzh Israel e 1981. Rendael zo etre lod tud a-zivout an atantoù-se. Evit gwir, lod eus an dud a soñj dezho emañ Siria perc’hennez warno, lod all a soñj dezho emañ Liban perc’hennez warno. Liban zo bet aloubet gant Israel etre 1982 ha 2000, da heul an Oberiadenn Peoc’h e Galilea. Evit an dud a soñj dezho ez eo Liban perc’hennez war atantoù Cheeba ez eo aloubet tiriadoù Liban gant Israel c’hoazh. Poblañs Da 9 043 387 a dud e save poblañs Israel e 2023 (en ur gontañ Golan ha reter Jeruzalem), en o zouez 75% a Yuzevien, 21,1% ag Arabed (muzulmaned an darn vrasañ anezho dreist-holl, met un niver bihan a gristenien zo ivez) ha 5,5% a dud all. Israel eo ar vro nemeti ma'z eo Yuzevien an darn vrasañ eus an dud a zo o chom enni. A orin eus pevar c’horn ar bed eo Yuzevien Israel : diforc’hiñ a reer ar « sabraed » (tud bet ganet en Israel, a zo deuet o zud da chom da Israel nevez zo pe tud a zo o familh o chom e Palestina abaoe meur a gantved) diouzh an dud enbroet nevez zo hag o deus graet o « aliyah », da lavaret eo tud war an distro : an darn vrasañ anezho a zeu eus URSS kozh koulz hag eus Frañs, ar Stadoù-Unanet, Arc’hantina, hag all. Druzed ha Sirkasinaed zo o chom en Israel ivez. Rankout a reont ober o c’hoñje. Er c’hontrol, ne rank ket an Arabed israeliz en ober met niverus eo ar Vedouined a ra o servij soudard a-fetepañs en arme Israel. Arabed israeliz ha muzulmiz zo izili eus an arme-se. Dasparzh poblañs Israel : 92,9 % eus tud Israel zo o chom er c’hêrioù, kostez Tel Aviv ha Mor Galilea dreist-holl ; nebeut a dud zo o chomer Su, war-bouez kostez PLeg-mor Aqaba. Ar c'hêrioù Pemp kêr en tu-hont da 200 000 a annezidi zo en Israel : Jeruzalem, Tel Aviv, Haifa, Rishon LeZion ha Ashdod. An darn vuiañ eus tud ar vro zo o chom er c'hêrioù-se. Jeruzalem eo ar gêr bennañ en Israel : 971 800 a dud a oa o chom enni e 2022. E 1948 ne oa nemet 84 000 a dud. Pa embannas David Ben Gourion dizalc'hiezh Israel e oa 248 500 a dud o chom e Tel Aviv (30 % eus ar boblañs). Brasañ kêr Israel e oa ; 4 156 900 a dud a oa er veurgêr e 2021, eleze 45% eus poblañs ar Stad. Haifa eo an trede kêr er vro : 1 050 000 a dud a oa enni e 2021, e-skoaz 98 600 e 1948. Pevarzek kêr en Israel ez eus en tu-hont da 100 000 den enno. Richon LeZion eo ar pevare kêr er vro, 257 128 a dud enni e 2022 ; 11 000 den hepken a oa chom enni pa oa bet krouet Stad Israel. War ar maez e chom 7,1% eus poblañs ar Stad, eleze war-dro 642 000 a dud ; 6 % eus Israeliz a oa o chom war ar maez e 1948. Sevenadur Kazetennoù Haaretz, pemdezieg eus an tu kleiz Maariv, pemdezieg poblek Yedioth Ahronoth, pemdezieg poblek tennet a-vras Israeli, pemdezieg kentañ digoust The Jerusalem Post, pemdezieg saoznek eus an tu dehou Hazofe, pemzedieg relijiel sionist Globes, pemdezieg a denn d’an armerzh Tud brudet Skrivagnerien Benny Barbash Yehoshua Kenaz Etgar Keret Alona Kimhi Amos Oz Ron Leshem Avraham B. Yehoshua Notennoù ha daveennoù Levrlennadur Al Liamm niv. 44, niverenn gouestlet da Israel, Mae-Mezheven 1954. Sand, Shlomo. Deux peuples pour un État ? – Relire l'histoire du sionisme,. Paris : Seuil, 2024 Liammoù diavaez Lec’hienn web ofisiel Gouarnamant Israel Un istor tematek ha kronologel eus Stad Israel war Histoire des Juifs.com Ajañs-kelaouiñ gallek en Israel Haaretz, pemdeziek eus an tu kleiz frankizour, a vez keñveriet alies gant ar gazetenn Le Monde Israel HighTech-MAG: daily technology news about Israel ynet news, ar gazetenn vrasañ enlinenn eus Israel (e saozneg) Israel Valley, Lec’hienn diwar-benn armerzh Israel (e galleg) Stadoù ar Bed Israel
6551
https://br.wikipedia.org/wiki/Cluain%20Tarbh
Cluain Tarbh
Cluain Tarbh (Clontarf e saozneg) zo ur fabourzh e norzh Dulenn en Iwerzhon. Brudet eo en abeg da Emgann Cluain Tarbh e 1014 ma voe trec'h Brian Boru war an alouberien viking. Sellet e vez ouzh Emgann Cluain Tarbh evel an hini lakaas penn d'ar brezelioù etre Iwerzhon hag ar Vikinged. Ganet e voe Bram Stoker, krouer Dracula, e Cluain Tarbh e 1847. Liammoù diavaez Kêrioù Iwerzhon Dulenn
6559
https://br.wikipedia.org/wiki/Tongvaeg
Tongvaeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù takek eo an tongvaeg (diwar ar bobl tongva, anavezet a-raok evel gabrieleño) komzet gwechall e tro-dro da Los Angeles e Kalifornia (Stadoù-Unanet). Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù takek
6560
https://br.wikipedia.org/wiki/Timbicheg
Timbicheg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo an timbicheg (saozneg: Timbisha pe Panamint, timbicheg: nümünangkawih pe tümpisa) komzet gant nebeutoc'h evit 20 den e Kalifornia ha Nevada er Stadoù-Unanet. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar c'hreiz
6561
https://br.wikipedia.org/wiki/Chochoneg
Chochoneg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek ar c'hreiz eo ar chochoneg (shoshone) komzet gant tro-dro da 2.000 den e Wyoming, Utah, Nevada hag Idaho er Stadoù-Unanet. Liammoù diavaez Ethnologue report for Shoshone Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar c'hreiz
6564
https://br.wikipedia.org/wiki/Mor%20Ruz
Mor Ruz
Ar Mor Ruz zo ur mor etre Norzhafrika (er C'hornôg) ha Mervent Azia (er Reter). Hir ha strizh eo, 2 250 kilometr a hirder ha war-dro 335 kilometr a ledander d’ar muiañ. Stumm ur vrec'h-vor divent en deus, klozet en Norzh hag oc'h echuiñ gant div ganol-vor oc'h ober evel tres kerniel: brec'h-vor Suez ha brec'h-vor Aqaba. Digor eo er Su trema Meurvor Indez. Broioù amezek War an aod kornôk emañ: Egipt, Soudan, Eritrea ha Djibouti. War an aod reter emañ: Arabia Saoudat ha Yemen, met war vrec'h-vor Aqaba ez eus div riez hag o deus pep a brenestr bihan warnañ, Israel (porzh Eilat) ha Jordania (porzh Aqaba). Morioù Douaroniezh Afrika Azia Arabia Saoudat Egipt Eritrea Soudan Yemen
6565
https://br.wikipedia.org/wiki/Treuzsilvania
Treuzsilvania
Treuzsilvania, (e roumaneg Transilvania pe Ardeal, en hungareg: Erdély; en alamaneg: Siebenbürgen) a vez graet eus ar vro a dap lodenn greiz ha kornôg Roumania. Ur briñselezh dizalc'h e oa Treuzsilvania a-hed ar Grennamzer. Douaroniezh Mont a ra 16 kontelezh (judeţ e roumaneg) d'ober Treuzsilvania a-vremañ. Goleiñ a ra tost 103 600 km² e kreiz ha kornôg Roumania ha pakañ a ra ouzhpenn an hanter eus gorread Roumania. Setu anvioù ar 16 kontelezh Alba, Arad, Bihor, Bistriţa-Năsăud, Braşov, Caraş-Severin, Cluj, Covasna, Harghita, Hunedoara, Maramureş, Mureş, Sălaj, Satu Mare, Sibiu, ha Timiş. Etre 300 ha 500 metr uhelder emañ pladenn Treuzsilvania. Treuzet eo gant ar stêrioù Mureş, Someş, Criş, hag Olt ha gant adstêrioù all eus an Danav. Cluj-Napoca (318,027) eo ar gêr-benn anezhi; Timișoara (317,651), Braşov (283,901), Oradea (206,527), Arad (172,824), Sibiu (155,045), Târgu Mureş (149,577), Baia Mare (137,976), ha Satu Mare (115,630) eo kêrioù bras all ar vro. Armerzh Pinvidik-mor eo Treuzsilvania evir ar pezh a sell ouzh barregezhioù metalek ar c'hondon; dreist-holl e vez kavet lignit, houarn, plom, manganez, aour, kouevr, gaz naturel, holen, ha soufr. Bras eo ar greanterezh war an houarn hag an dir, ar gwiaderezh hag ar gimiezh. Mont a ra produerezh ar gwin, al labour-douar hag ar gounit frouezh d'ober obererezhioù bras. Pouezus eo ar c'hoataerezh ivez. Kontañ a ra Treuzsilvania evit 35% eus PDK (Produ diabarzh kriz) Roumania hag e sav ar PDK dre zen (PDD) da $11,500, well-wazh 10% uheloc'h eget keidenn Roumania. Poblañs Diouzh niveridigezh 2002 e sav poblañs ar broviñs da 7,221,733 a dud, gant ur muiañniver bras a Roumaned. Ouzhpenn ez eus un niver bras-mat a Hungariz (1,415,718 e Roumania a-bezh), Romed hag Alamaned ivez. Bevañ a reont en o c'humuniezhioù a-dreuz Treuzsilvania. Gerdarzh Meneget eo an anv Treuzsilvania evit ar wech kentañ en un diell latin eus 1075 dindan ar stumm "Ultra silvam," a dalvez en tu all d'ar c'hoad." Diwezhatoc'h e voe cheñchet an anv e "Transsylvania," a dalvez ar memes tra. Klotañ a ra an anv Treuzsilvania gant an anv brezhonek Troc'hoed en deus roet an anv modern Porc'hoed e Breizh (diwar Pou + troc'hoed). Talvezout a ra an anv alamanek Siebenbürgen kement ha "seizh keoded", diwar an niver a gêrioù sakson bet savet ganto er vro. Amsklaer eo orin an anvioù roumanek Ardeal hag hungarek Erdély (gwelet Gerdarzh Treuzsilvania). Istor Henistor : Treuzsilvania, kalon Stad an Daked Meneget eo bet gant Herodotus an Agathyrsied a veve e Treuzsilvania e-pad ar . Bez' e oa eus rouantelezh Dakia ken abred ha deroù an da nebeutañ dindan ren ar roue Oroles. Dindan ren Burebista, brasañ roue an Daked, a vevas da vare Julius Caesar, e tizhas ar rouantelezh hec'h emled brasañ. Kreizenn bolitikel Dakia e oa an takad a anavezomp bremañ dindan an anv a Dreuzsilvania. Alies eo meneget anv an Daked dindan ren Augustus a embann e voent rediet da zegemer aotrouniezh Roma. Padal, ne hañvalont ket bezañ bet sujet da vat hag er mareoù diwezhañ ne c'hwitent ket evit treizhañ an Danav skornet e-pad ar goañv evit plantañ freuz e kêrioù roman proviñs nevezc'hounezet Moesia. Meur a gêr kreñvaet bras zo bet savet gant an Daked evel, da skouer, Sarmizegetusa, nepell eus Hunedoara hiziv. Da-heul emled an Impalaeriezh roman er Balkanoù e oa tonket d'an Daked kaout brezel digor gant Roma. Brezelioù niverus a voe etrezo e-pad ren Decebalus (etre 85 ha 89). Goude daou goll bras e tapas ar Romaned o c'hreñv war an Daked a-benn ar fin met rediet e voent da skoulmañ ar peoc'h abalamour da drec'h ar Marcomanni war Domitian. Diwar neuze e chomas dizalc'h an Daked met ret e oa dezho paeañ un truaj d'an Impalaer. E 101-102 e krogas Trajan gant ur vrezeliadeg a-enep d'an Daked (Brezelioù Dakia). Lakaet e voe ar seziz war Sarmizegetusa ar gêr-benn hag aloubet e voe darn eus ar vro. Laosket e voe Decebalus evel un adroue dindan ur warezveli roman. Tri bloaz war-lerc'h e voe un emsavadeg ha dispennet e voe al lu roman e Dakia. Echuiñ a reas an eil vrezeliadeg (105-106) gant emlazh Decebalus ha dont a reas Dakia da vezañ ur broviñs roman : Dacia Trajana. Kontet eo bet istor brezelioù Dakia gant Dio Cassius met an testeni gwellañ anezho a chom kolonenn vrudet Trajan e Roma. Krennamzer uhelañ : Eus Dakia d'an Treuztiriadoù Bras Splet zo bet tennet gant ar Romaned eus mengleuzioù aour ar vro. Savet o deus hentoù a gase dezho ha kreñvlec'hioù evit o difenn, evel Abrud, da skouer. Trevadennerien a voe degaset ivez eus Trakia, Moesia, Makedonia, Galia, Siria, ha proviñsoù roman all evit ac'hubiñ ar vro ha diorren kêrioù evel Apulum (Alba Iulia hiziv) ha Napoca (Cluj Napoca hiziv) e kumunioù ha Trevadennoù. Emsavadegoù ingal a voe a-berzh an Daked, ar brasañ anezho da-geñver marv Trajan. Aotreet e voe neuze Sarmated ha Bured d'en em staliañ e diabarzh Dacia Trajana evit lakaat un termen d'an taolioù brezel niverus a-enep d'ar galloud roman. Degouezhet en e voe rediet ar Romaned da zilezel Dacia Trajana, re ziaes ma oa da zifenn ouzh bountadegoù an Daked dieub (Karpianed) ha Wizigoted. E 271, e tiviz an Impalaer roman Aurelianus dilezel Dacia Trajana hag adaozañ un Dakia nevez anvet Dacia Aureliana e diabarzh Moesia Uhelañ kozh. Testeniekaet eo dilez Dacia Trajana gant ar Romaned gant Eutropius en e BREVIARIVM LIBER NONVS. Proviñs Dacia, bet savet gant Trajan en tu all d'an Danav, a voe dilezet gantañ, mantret, goude ma voe didudet Illuria ha Moesia, a vezañ gouest d'he mirout. Keodedourien Roma, tennet a-ziwar kêrioù ha douareier Dakia, a lakaas staliañ e diabarzh Moesia, en ur envel anezhi Dakia zo rannet ganti bremañ an div Moesia, hag a zo war dorn dehou an Danav pa red war-du ar mor, pa oa gwechall Dakia war an tu kleiz. Mestr eo bet ar Wizigoted hag ar Garpianed war proviñs kozh Dakia betek ma voe roet lamm dezho d'o zro ha sujet gant an Huned e 376. Gant Attila en o fenn e voe implijet traoñienn Pannonia gant an Huned evel un dachenn da loc'hañ diouti evit mont da vrezeliañ. Padout a reas betek marv Attila e 453. Dispennet e voe Impalaeriezh Attila goude e varv. Kontrollet e oa, neuze, tiriad Treuzsilvania gant dismantroù pobloù liesseurt kengevread an Huned (Alaned, Lombarded, Rukhs-Aed) hag ar C'hepided. Ne voe ket galloud bras ebet evit lakaat ar vro dindan e veli e-pad pell a-raok ma tiazezas Avared Eurazia, deuet eus Skuthia, o galloud milourel warni. Friket e voe Khanelezh an Avared koulskoude gant ar Vulgared dindan Khan Krum e deroù an ha dont a reas Treuzsilvania, a-gevret gant Pannonia da vezañ un tamm eus Impalaeriezh kentañ Bulgaria. Diouzh a gont ar Gesta Hungarorum, ur gronikenn a sav d'an , e voe trec'het Stadoù Gelou - Penn ar Valaked (Roumaned) en Ardeal (Treuzsilvania da vat), Glad e Banat, ha Menumorut e Byhor (kontelezhioù Bihor ha Bihar), gant an Hungared e Treuzsilvania e-doug an . Menegiñ a ra ivez ar Gesta Hungarorum hag an De Administrando Imperio tri Penn anvet Geula/Gyyla/Gylas e Treuzsilvania. (gwelet pennad Gyula). Tabut zo e-touez an istorourien evit gouzout ha bez' ez eus bet eus ar Pennoù-se e gwirionez. Hervez studiadennoù zo e c'hallfe ar Vulgared bezañ bet dalc'het, ha paneve nemet en un doare arouezel-rik, ur veli war darn eus diazad ar C'harpatoù betek e-tro ar bloaz 1000. E 978 e voe savet un iliz e-barzh ar c'hreñvlec'h gant misionerien katolik e lec'h emañ kêr Oradea hiziv an deiz. Skoemp-mat eo heuliañ istor Treuzsilvania e-pad ar Grennamzer Uhelañ rak dibaot-kaer eo ar mammennoù skrivet pe ar roudoù arkeologel. Div deorienn vras kontrol zo evit gouzout ha chomet e oa an Daked romanekaet (hendadoù Roumaned hiziv) da chom e Treuzsilvania war-lerc'h emdenn ar Romaned ha, neuze, hag-eñ e oa c'hoazh Roumaned e Treuzsilvania da vare an Treuztiriadoù Bras, dreist-holl da vare aloubadeg an Hungared; gwelet : Orin ar Roumaned. Alies e talvez ar martezeadennoù-se da vagañ tabutoù etre broadelourien hungarat ha rouman zo a-zivout perc'henniezh ar vro. Krennamzer Izelañ: Treuzsilvania lodenn eus Rouantelezh Hungaria Er bloaz 1000 e tiviz ar priñs Steven, priñs Hungaria, en em renkañ dindan askell Roma. Kemer a ra an titl a roue Steven I Hungaria. Degemer a ra ar gatolikiezh ha kas a ra war-raok kristenekadur Hungariz. Diskouez a ra Gyula, mestr Treuzsilvania hag eontr Steven a-berzh mamm, e zisplijadur, en ur reiñ bod da enebourien ar roue. Chom a ra Gyulia mestr war ar mengleuzioù holen ken pouezus evit armerzh ar vro ivez. E 1003 e kas Steven ul lu bras da Dreuzsilvania ha kodianañ a ra Gyulia hep stourm. Gant an taol-se e voe tu da ziazezañ eskoptioù katolik Treuzsilvania a voe peursavet e 1009 da-geñver ur weladenn a reas an eskob Ostia, kannadour ar Pab, d'ar roue Steven; en ur ser e voe dibabet ganto rannoù an eskoptioù hag ar bevennoù anezho. Goude-se ez eas war greñvaat krog Rouaned Hungaria war Dreuzsilvania a-hed an hag an . N'eo ket dibosupl e vije aet tre e Treuzsilvania ar Szeklered, anezho ur gumuniezh hungarek, a-raok da diazad ar C'harpatoù bezañ bet aloubet gant ar Vagyared. E-tro an e voe staliet Szeklered e reter ha su Treuzsilvania evit difenn an harzoù. E-kerzh an hag an eo bet aloubet an takadoù su ha biz ar vro gant trevadennerien alaman eus gouenn ar Saksoned. Siebenbürgen a vez graet en alamaneg eus Treuzsilvania. Dont a ra an anv eus ar seizh kreñvlec'h pennañ bet krouet gant Saksoned Treuzsilvania. Startoc'h e teuas ar c'hrog german war Treuzsilvania da vezañ e deroù an pa voe galvet ar Varc'heien Teutonek gant ar roue Andrev II Hungaria evit gwareziñ Treuzsilvania er Burzenland diouzh ar Gumaned ha, d'ho heul, diouzh ar Vogoled, e 1241. Tuiñ a reas ar Gumaned ouzh ar gatoligiezh neuze ha, goude dezho bezañ bet trec'het gant ar Vogoled e klaskjont repu e Treuzsilvania. Dimeziñ a reas Erzsebet, anezhi ur briñsez Kuman gant ar roue Steven V Hungaria e 1254. Dalc'het e oa melestradur ar vro gant ur voivod (gouarnour milourel), a dapas ren war ar vro a-bezh a-benn kreiz an . Goude ma voe lakaet un termen da emsavadeg ar Budai Nagy Antal e 1437, e voe addiazezet doare ren ar vro war ar patrom Unio Trium Natiorum (Unaniezh an teir Broad). Rannet e oa ar gevredigezh etre teir broad dreistgwiriek : an noblañs (Magyared) evit an darn vrasañ, ar Szeklered, hag ar vourc'hizien Sakson (annezidi ar bourc'hioù). Koulskoude e oa muioc'h ar rannadur-se diouzh dezverkoù relijiel ha sokial eget diouzh dezverkoù etnek. Reizhkredennour e oa ar Roumaned. Nemet e teufent da vezañ katolik, n'o doa ket ar gwir da berc'hennañ douaroù pe da zont da vezañ nobl. Gant-se ne oa ket gwall uhel o doare dindan ar renad d'an ampoent. Daoust ma'z ae ar Roumaned d'ober renkad ar served evit ar pep brasañ e oa ivez served sakson hag hungarat. Diouzh an tu all, ur wech en em droet ouzh an Iliz katolik, e teuas a-benn un nebeud Roumaned da vont e-barzh an noblañs. Diorren a reas ar sevenadur rouman e-pad an amzer-se ha moullet e voe al levr kentañ e roumaneg. Unan eus an Dreuzsilvanidi dibar a c'haller menegiñ o anv evit hanterenn gentañ ar eo bet Yann Hunyadi; genidik e oa eus ur familh rouman bet magyarekaet. Douaroù a voe grataet da Hunyadi hag ur sez e kuzul a roue a voe dalc'het evitañ abalamour ma servijas Sigismond, roue Hungaria hag impalaer Santel Roman ha German. Da-heul ar skoazell degaset gantañ da emstriv Ladislav III Polonia evit mont war dron Hungaria e voe profet dezhañ Kabiteniezh kreñvlec'h Nándorfehérvár (Beograd) ha Voivodiezh Treuzsilvania. Goude troioù brezel heverk a-enep an Impalaeriezh Otoman e voe uhelaet e statud c'hoazh pa voe lakaet da c'houarnour Hungaria e 1446 hag anavezet gant ar Pab evel Priñs Treuzsilvania e 1448. Tad eo bet Yann Hunyadi da Matiaz Korvin Hungaria. Treuzsilvania, priñselezh dizalc'h E 1526, e-kerzh Emgann Mohács, e voe lazhet ar roue Loeiz II Jagiello ha dispennet lu pennañ Hungariz gant an Otomaned. E vad a reas ar gouarnour Yann Zapolya eus ar saviad hag eus e nerzh milourel nevez neuze evit kemer penn strollad broadel Hungariz ha mont a-enep c'hoantoù Ferdinand Aostria (a zeuas da vezañ an Impalaer Ferdinand I diwezhatoc'h) war dron Hungaria. Dilennet e voe Zapolya da roue Hungaria dindan an anv a Yann I met anavezet e oa bet Ferdinand ivez gant ur gostezenn all. Harpet e voe Yann en emgannoù a c'hanas diwar-se gant ar Sultan Sulaiman I. Da varv Zapolya, e 1540, ec’h astennas ar sultan e veli war kreiz Hungaria war zigarez gwareziñ mab Zapolya, Yann II. Rannet e oa neuze Hungaria e teir lodenn: kornôg Hungaria, dindan veli Aostria; kreiz Hungaria e daouarn an Durked ha Treuzsilvania damzizalc'h, a glaskas an Aostrianed hag an Durked astenn o levezon warni e-pad tost daou gantved. D'ar mare-se en em gave Treuzsilvania dreist diraez levezon aotrouniezh an Iliz katolik ha gallet o deus Lutheriz ha Kalviniz prezeg o feiz didrubuilh. E 1563 e voe anvet Giorgio Blandrata da vezeg al lez ha levezonet e voe muioc'h-mui gant ar mennozhioù relijiel taer prezeget gantañ speredoù ar roue yaouank Yann II hag an eskob kalvinat Frañsez David. A-benn ar fin ez eas an daou anezho a-du gant an Enep-treindedouriezh nevez krouet. E-ser un tabut foran furmel ez eas ar maout gant Frañsez David war ar C'halvinad Pêr Mellus; da-heul, e 1568, e voe embannet ent ofisiel reoliadur Truda a gemenn ar Frankiz-kredenn hiniennel. Reoliadur Truda eo bet ar gwarant lezennel kentañ o suraat ar frankiz-kredenn hiniennel en Europa Gristen. Da-geñver marv Yann II, e 1571, e savas d'an tron an tiegezh Báthory a voe renet ar vro ganto evel priñsed evit an Otomaned hag, e-pad ur frapadig, evit an Habsbourged betek 1602. Gouestlañ a reas Steven Báthory, un Hungarad katolik yaouank, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ roue Polonia Steven Bathory, da zoujañ da frankiz-kredenn reoliadur Turda met war strishaat ez eas ar frankiz-se tamm-ha-tamm. E dibenn marevezh renerezh Báthory e oa digor ar brezel a-dreuz Treuzsilvania etre peder c'hostezenn : Aostria, an Otomaned, Voivod Valakia, hag ar priñs Mikael ar C'haloneg. Astenn a reas Mikael e levezon war Dreuzsilvania e 1599 goude Emgann Şelimbăr ma voe trec'het gantañ lu Andrev Báthory. Bet eo lazhet Báthory gant Szeklered c'hoant ganto da adtapout o renk a-wechall, ma oa bet prometet skoazell evit se gant Mikael. E Mae 1600 eo mestr Mikael war Moldavia; unanet eo teir priñselezh Walakia, Moldavia ha Treuzsilvania (teir rann bennañ Roumania hiziv). Berr e voe an unaniezh avat pa voe muntret Mikael gant goprsoudarded wallon dindan urzhioù ar jeneral Habsburg Giorgio Basta e miz Eost 1601. A-benn ar fin e voe sujet Treuzsilvania gant Basta e 1604 ha ren a reas eno dre heg. Aotreet e oa bet dezhañ perc'hennañ douaroù an noblañsoù, alamanekaat ar bobl ha labourat evit adc'hounit ar briñselezh d'ar Gatoligiezh e framm an Enep-disivoud. Er bloavezhioù 1604-1606, e voe kaset da benn un emsavadeg a reas berzh a-enep da c'halloud an Hagsburged gant Steven Bocskai anezhañ magnat kalvinat Kontelezh Bihar. Dilennet e voe Bocskai da briñs Treuzsilvania d'ar 5 Ebrel 1603 ha da briñs Hungaria daou viz war-lerc'h. Berr e voe renadur Bocskai rak mervel a reas d'an 29 Kerzu 1606; kent-se avat e kasas da benn daou bennober istorel : Peoc'h Vienna (23 Mezheven 1606), hag Harz-brezel Zsitvatorok (Du 1606). Dre Peoc'h Vienna e c'hounezas Bocskai ar gwir d'ar frankiz-kredenn hag an emrenerezh politikel. Daskoret e voe an holl zouaroù laeret, torret e voe an holl varnadennoù anreizh hag un distaoliadeg gant kildalvoud a voe embannet evit an holl Hungariz e Rouantelezh Hungaria. Anavezet e oa ivez evel priñs dizalc'h hag aotrouniek war un Dreuzsilvania vras. Tost ken pouezus all e voe Harz-brezel Zsitvatorok kevraouet gant Bocskai etre an Impalaer hag ar Sultan. En he bleuñv e voe Treuzsilvania e-kerzh ren warlerc'hidi Bocskai, dreist-holl dindan ren Gabriel Bethlen ha Jord Iañ Rákóczi. Gabriel Bethlen, bet e penn ar vro etre 1613 ha 1629 a gasas e amzer o tizarbenn strivoù an Impalaer evit gwaskañ pe bourdañ e sujidi. Dont a reas en estrenvro da wiskañ chupenn kampion al luskad protestant. Dre deir gwech e renas brezelioù a-enep d'an Impalaer ha div wech eo bet anavezet da Roue Hungaria. Da-geñver Peoc'h Nikolsburg (31 a viz Kerzu 1621) e c'hounezas ma voe adkadarnaet Peoc'h Vienna evit ar Brotestanted hag, evit ar pezh a sell outañ, e tapas seizh kontelezh ouzhpenn en hanternoz Hungaria. Berzh a reas ivez warlerc'hiad Bethlen, Jord I Rákóczi. Dont a reas a-benn da skoulmañ Peoc'h Linz d'ar 16 a viz Gwengolo, 1645, anezhañ trec'h politikel diwezhañ ar Brotestantiezh hungarat ma voe rediet an Impalaer da gadarnaat en-dro melladoù Peoc'h Vienna. Kalz a reas ivez Gabriel Bethlen ha Jord I Rákóczi evit diorren an deskadurezh har ar sevenadur. Gant gwir abeg e vez graet marevezh aour Treuzsilvania eus an amzer-se. Puilh e voe skuilhet an arc'hant ganto evit kaeraat o c'hêr-benn Gyulafehérvár (Alba Iulia, Weißenburg), a zeuas da vezañ kreizenn bennañ ar brotestantiezh e Reter Europa. Unan eus an nebeud Stadoù en Europa ma kenveve e peoc'h ar Gatoliket roman, Kalviniz, Lutheriz hag an Undedourien eo bet Treuzsilvania e-pad o renad. Koulskoude ne voe ket deroet an hevelep gwirioù d'ar Roumaned Reizhkredennek. Daoust da strivoù Inochentie Micu-Klein, un eskob Katolik gresian rouman, ne zeuas ket a-benn ar Roumaned katolik da gaout evito statud ur vroad. Ren an Aostrianed hag an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat War-lec'h trec'hidigezh an Otomaned en Emgann Vienna e 1683, e krogas tamm-ha-tamm an Habsburged da astenn o beli war Treuzsilvania a voe strishaet evel-se hec'h emrenerezh. Ouzhpenn kreñvaat ar gouarnamant kreiz hag ar velestradurezh e voe broudet an Iliz Katolik Roman ganto ivez. Talvezout a rae an Iliz da nerzh unaniñ an Impalaeriezh hag ur benveg e oa ivez evit disteraat pouez an noblañs protestant. En ur vagañ an tabut etre ar c'hostezennoù protestant ha katolik e oa spi gant an Habsburged da zigreskiñ beli ar Stadoù. Kaeroc'h zo, klakset e voe ganto kendrec'hiñ ar veleien reizhkredennek da vont gant an Iliz Uniat (Katolik Gresian) a zegemer peder c'hredenn gatolik hag a anavez aotrouniezh ar Pab, daoust dezho derc'hel d'al lidoù ha d'an hengoun reizhkredennek. E 1699 hag e 1701, e voe embannet gant an Impalaer Leopold I unaniezh an Iliz reizhkredennek gant an Iliz Katolik Roman. Kalz beleien a asantas met ket an holl daoust ma ne oa ket sklaer-sklaer d'an darn vrasañ anezho peseurt kemm a oa etre an daou anvadur. Adalek 1711 e oa bet kreñvaet krog an Aostrianed war Dreuzsilvania hag erlec'hiet e voe neuze Priñsed Treuzsilvania gant gouarnourien aostrian. E 1765 e voe lakaet Treuzsilvania da Briñselezh Veur, met ne oa ket nemeur a dalvoudegezh gant se. Tamm-ha-tamm e voe krignet hengoun dizalc'hiezh ar vro dindan gwask ar vurokratelezh aostrian. E 1791 e voe goulennet gant ar Roumaned ouzh an Impalaer Leopold II ma vefe anavezet peder borad Treuzsilvania hag ar parder relijiel. Distaolet e voe ar goulenn gant Dieta Treuzsilvania ha kadarnaet ar Roumaned en o statud kozh. E deroù 1848 e reas he mad Dieta Hungariz eus an dispac'h evit embann ur programm adreizhañ klok evit an Impalaeriezh a rae dave da Lezennoù Ebrel. Ennañ e oa rakwelet unaniezh Treuzsilvania ouzh Hungaria. Mat e voe degemeret an adreizhadenn e penn-kentañ gant Roumaned Treuzsilvania a soñje ganto profitañ eus ar cheñchamantoù frankizour-mañ. Koulskoude e rankjont adober o soñj pa komprenjont e talc'he mort noblañs Treuzsilvania da enebiñ ouzh dibenn ar servelezh ha ma voe anat divarregezh al luskerien dispac'hel hungarat da anavezout interestoù broadel ar Roumaned. E Blaj, e-kreiz miz Mae, e voe embannet gant ur vodadeg vroadel rouman ur programm dispac'hel evit ar Roumaned a c'houlenne ma vefe dileuriet ar Roumaned e Dieta treuzsilvania a-genfeur gant o niver er vro; goulenn a rae ivez ma vefe lakaet un termen d'ar gwask sokial hag etnek. Diouzh o zu e oa nec'het ar Saksoned gant soñj an unaniezh da Hungaria, aon ganto koll o dresitwirioù hengounel. P'en em vodas an Dieta d'an 29 a viz Mae e voe degemeret ar vot a-du gant an unaniezh en desped da vouezhioù enep ar gannaded sakson. D'an 10 a viz Mezheven e asante an Impalaer da votadeg unaniñ an Dieta. Da-heul an unaniezh e voe kondaonet d'ar marv un niver bras a dud gant an arme, harzet luskerien an dispac'h ha lakaet un termen da veur a obererezh. Kreñvaet e voe mennozh ar Saksoned neuze. E 1848 e tistaolas ur vodadeg rouman all e Blaj an unaniezh gant Hungaria ha galv a voe graet d'an emsavadeg e Treuzsilvania. E miz Du e tarzhas ar brezel; unanet e oa ar bagadoù roumaned gant ar Saksoned dindan urzhioù an Aostrianed a-enep da Hungariz renet gant ar jeneral polonat Józef Bem. Dindan pevar miz e teuas a-benn Bem da skarzhañ an Aostrianed er-maez eus Treuzsilvania. Koulskoude, e Mezheven 1849 ec'h asantas an Tsar Nikolaz I Rusia respont d'ar galv skoazell bet graet outañ gant an impalaer Frañsez-Jozeb ha kaset e voe ar bagadoù rusian da Dreuzsilvania. Goude un nebeud trec'hoù a-enep d'ar Rusianed en deroù, e voe trec'het lu Bem da vat e-kerzh Emgann Temesvár (Timişoara) d'an 9 a viz Eost; da-c'houde, e kodianas Hungariz. Nullet e voe efedoù an dispac'h ha mac'homet e voe Hungaria en-dro gant an Aostrianed. Renet e oa Treuzsilvania war-eeun gant ur gouarnour milourel. Adarre e voe lakaet an alamaneg da yezh ofisiel. Freuzet e voe Unaniezh an Teir Broad ha deroet e voe ar geodedelezh d'ar Roumaned. Daoust ma voe roet tammoù douaroù d'ar served kozh gant pennadurezhioù Aostria e oa bec'h-bras ganto evit bevañ. Enket gant an dienez e krogas ar familhoù rouman da zivroañ niverus betek Walakia ha Moldavia war-glask ur vuhez welloc'h. E 1867 avat pa voe embannet an emglev (Ausgleich) ma voe savet drezañ an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat e voe lakaet un termen da statut dibar Treuzsilvania a dremenas en-dro dindan ren Hungariz. Gwasket e voe Roumaned Treuzsilvania en Aostria-Hungaria gant politikerezh hungarekaat ar velestradurezh; gouzañv a reas ivez ar Saozon alamanek diwar an hevelep politikerezh, nebeutoc'h avat. E-pad ar prantad amzer ma voe Treuzsilvania ul lodenn eus an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat dindan renerezh ar velestradurezh hungarat e veze graet, "Treuzsilvania da vat" eus ur vro enni 15 Kontelezh (Hungarek: megye) a c'holoe war-dro 54,400 km² e gevred rouantelezh Hungaria gwechall. Setu anvioù ar 15 kontelezh-se Alsó-Fehér, Beszterce-Naszód, Brassó, Csík, Fogaras, Háromszék, Hunyad, Kis-Küküllő, Kolozs, Maros-Torda, Nagy-Küküllő, Szeben, Szolnok-Doboka, Torda-Aranyos, hag Udvarhely. Hiziv an deiz n'eus e Treuzsilvania da vat nemet 9 eus ar 16 kontelezh roumanian meneget a-us : Alba, Bistriţa-Năsăud, Braşov, Cluj, Covasna, Harghita, Hunedoara, Mureş, ha Sibiu. Ouzhpenn Treuzsilvania da vat ez a darn eus Banat, eus Planenenn Pannonia, hag ar Partiom kozh d'ober Treuzsilvania. Treuzsilvania lodenn eus Roumania Daoust d'ar roue Ferdinand Roumania bezañ bet un Hohenzollern e voe nac'het gant Roumania mont a-unan gant ar Galloudoù kreiz e deroù ar Brezel bed kentañ. E 1916 e tivizas Roumania mont gant Emglev an Tri ha sinañ a reas ur c'hendivizad gant an Emglev, ma oa anavezet gwirioù Roumania war Dreuzsilvania. Da-heul ar C'hendivizad-se e voe disklêriet brezel gant Roumania d'ar Galloudoù kreiz d'ar 27 a viz Eost 1916. Treuziñ a reas an arme menezioù ar C'harpatoù ha mont tre e-barzh Treuzsilvania o rediañ evel-se ar galloudoù kreiz d'en em gannañ war un talbenn nevez. Ar miz war-lerc'h e krogas un enep-argad german ha bulgar e Dobruja hag er C'harpatoù. E-kreiz Here e oa bet rediet lu Roumania da gilañ en-dro da Roumania hag a-benn ar fin e voe preizhet Bukarest. Goude ma voe en em dennnet Rusia eus ar brezel e miz Meurzh 1918 dre Feur-Emglev Brest-Litovsk en em gavas Roumania hec'h-unan e reter Europa hag e voe kevraouet ur Feur-emglev peoc'h etre Roumania hag Alamagn e miz Mae 1918. Kouskoude ne voe ket gwiriekaet morse ar feur-emglev-se gant ar Roumaned hag e miz Here 1918 e voe distaolet gant gouarnamant Roumania a zisklêrias brezel en-dro da Emglev an Tri. Mont a reas tre arme ar Roumaned betek ar stêr Mureş e Treuzsilvania. E-tro kreiz 1918 e kinnige ar Galloudoù Kreiz koll ar brezel ha krog e oa Impalaeriezh Aostria-hag-Hungaria da vont da get. Disklêriet e voe o dizalc'hiezh diouzh an Impalaeriezh gant ar broadoù a oa enni e Gwengolo hag Here 1918. En em vodañ a reas pennoù Strollad broadel Treuzsilvania ha skrivañ a rejont ur disklêriadenn ma raent anv eus ar gwir d'an emzibab (14 poent Woodrow Wilson) evit Roumaned Treuzsilvania. Embann a rejont an unaniezh gant Roumania. E miz Du e kemennas Kuzul Kreiz Broadel ar Roumaned, a zileurie holl Roumaned Treuzsilvania, da gouarnamant Budapest e oa mestr war 23 kontelezh treuzsilvanian ha darn eus teir all. D'ar 1 Kerzu e voe bodet un engroeziad a dud e Alba Iulia a zegemeras ur mennad a c'halve da unaniezh an holl Roumaned en ur Stad hepken. Degemeret e voe ar mennad gant Kuzul Broadel Germaned Treuzsilvania evel ma reas Kuzul Swabied an Danav eus ar Banat. En enep, e voe kadarnaet gant Bodadeg Hollek an Hungared e Cluj lealded Hungariz Treuzsilvania da Hungaria d'an 22 a viz Kerzu 1918. E Kerzu 1918 e kamp lu ar Roumaned war glannoù ar ster Mureş, treuziñ a ra ar vevenn ha mont a ra penn da Cluj ha neuze, norshoc'h betek Sighet. Sevel a ra ur reked da c'halloudoù Versailhez evit ma vo gwarezet Roumaned Treuzsilvania. E miz C'hwevrer 1919 ez eus reuz en takad abalamour d'un nebeud Bolcheviked a glask skignañ an dispac'h bolchevik er vro. Divizet e vez sevel un Takad Neptu etre Roumania hag Hungaria neuze. E miz Meurzh 1919 e ro e zilez Kentañ Ministr Republik nezez dizalc'h Hungaria goude nac'hañ anavezout ent ofisiel Feur-Emglev Versailhez a laka Treuzsilvania dindan aotrouniezh Roumania. En em gavout a ra er galloud strollad komunour Hungaria gant Béla Kun en e benn. Embannet eo Republik Soviedel Hungaria e Meurzh ha prometet e vez adtapout an douaroù a oa e dalc'h ar vro e-pad Impalaeriezh Aostria-hag-Hungaria. Tagañ a ra Hungaria Tchekoslovakia ha Roumania. Kregiñ a ra argad Hungariz e Treuzsilvania e miz Ebrel 1919 a-hed stêrioù ar Someş hag ar Mureş. E miz Mae e kas Roumania an enep-argad a vount war-raok hag a ya betek ar stêr Tisa. Gant un argadenn nevez ez a Hungariz tre war 60 km e-barzh Roumania betek ma vo kaset un enep-argadenn rouman all a yay betek Budapest zo preizhet a-benn ar fin. Fin zo da Republik soviedel Hungaria. En em dennañ a ra lu ar Roumaned diouzh Hungaria etre Here 1919 ha Meurzh 1920. Anavezout a ra Feur-emglev Versailhez, bet sinet ent ofisiel e miz Mezheven 1919, beli Roumania war Treuzsilvania. Pelloc'h, dre feurioù-emglev Saint Germain (1919) ha an Trianon (bet sinet e Mezheven 1920), e vo savet statud Treuzsilvania ha termenet an harzoù etre Stadoù Hungaria ha Roumania. Kurunennet eo bet ar roue Ferdinand I Roumania hag ar rouanez Maria Roumania e Alba Iulia er bloaz 1922. E-kerzh Eost 1940, e-pad an eil brezel bed eo bet roet hanterenn norzh Treuzsilvania da Hungaria gant Adolf Hitler dre eil Diktat Vienna. Goude fin ar brezel eo bet freuzet Disktat Vienna ha daskoret takadoù norzh Treuzsilvania da Roumania dre Feur-emglev Pariz e (1947). Klotañ-rik a ra an harzoù bet adtermenet etre an div vro da-geñver feur-emglev Pariz gant ar re bet termenet c'hoazh e 1920 Emdroadur ar boblañs Skoed-ardamez Treuzsilvania Teir rann zo da skoed-ardamez Treuzsilvania : Ul lammergeier (ur gup barvek, arouez noblañs ar Grennamzer) gant an heol hag al loar a bep tu dezhañ (an daou anezho evel arouez ar Szeklered), war ur foñs azur Ur vandenn zisparti ruz a-hed Seizh tour ruz war ur foñs melen zo evit seizh kastell Saksoned Treuzsilvania Notenn : E 1659 eo bet lakaet sevel ar skoed-ardamez gant Dieta Treuzsilvania. Ar c'hinkladur anezhañ zo bet kemeret diwar arouezioù ar broadoù kavet an enorusañ d'an ampoent : evit Hungariz eo ar gup, en enor d'ar Saksoned eo an tourioù, evit ar Sekuled eo an heol hag al loar. Ne voe ket degemeret kinnig ar Roumaned da ouzhpennañ un tres da zegas soñj eus Dakia war ar skoed. Gwelet ivez Heuliadoù ar Brezel bed kentañ Aostria-Hungaria Istor Hungaria Istor Roumania Roll Pennoù Treuzsilvania Lec'hioù touristel Kêrioù krennamzerel Alba Iulia, Cluj-Napoca, Sibiu, ha Sighişoara Kêr Braşov ha skilec'h Poiana Braşov nepell Kêr Hunedoara gant kastell Hunyadi eus ar Ilizoù koad marevezh Maramureş Kreñvlec'h Dakian menezioù Orăştie, en o zouez Sarmizegetusa Ilizoù kreñvaet ar Saksoned Sevenadur Lucian Blaga, barzh Rouman, dramaour, ha prederour János Bolyai, jedoniour Hungarat bet ganet e Cluj-Napoca Johannes Honter, adreizher protestant ha dengarour eus an Azginivelezh Avram Iancu, dispac'hour rouman Treuzsilvania er faltazi - e bed ar c'hornôg eo brudet Treuzsilvania evit bezañ kavell Kont Drakula Bram Stoker. Daveennoù Liammoù diavaez The Real Transylvania - diwar-benn Treuzsilvania an deiz a hiziv Lennegezh istorel a-zivout Treuzsilvania hag an tiriadoù nes, Klaus Popa, Alamagn Treuzsilvania subjektivel: studiadenn war ur vroadelouriezh goudekomunour, Alina Mungiu Pippidi, Bukarest, Roumania Peoc'hus Treuzsilvania - Perak ne'z aio ket Treuzsilvania d'ober ur c'hKosovo all, Katherine Lovatt, er gelaouenn Central Europe, lev. 1, Niv. 14 27 Gwengolo 1999. Un diverrañ eus istor saksoned Treuzsilvania, Klaus Popa, Alamagn Istor Treuzsilvania ha Saksoned Treuzsilvania, Dr. Konrad Gündisch, Oldenburg, Alamagn Diazezadur gwirioù Mab-den Hungaria Kartenn minorelezh hungarat Treuzsilvania goude niveridigezh ofisiel 1992, László Sebők Broioù minorelaet Europa Aostria-Hungaria Hungaria Roumania
6574
https://br.wikipedia.org/wiki/9%20Ebrel
9 Ebrel
Darvoudoù 1865 : dibenn ofisiel (dre embann) Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika : kodianañ a ra Robert Lee hag e soudarded e fin an Appomattox Campaign gant Ulysses S. Grant e Virginia. 1867 : Sened ar Stadoù Unanet a ro e asant d’un emglev gant Rusia evit prenañ Alaska. 1940 : Danmark ha Norvegia aloubet gant lu Alamagn 1967 : erruout a ra Lanv du an Torrey Canyon war aodoù Bro-Dreger. 1991 : dizalc'hidigezh Jorjia. 2003 : kouezhañ a ra Baghdad etre daouarn arme ar Stadoù Unanet en Irak. Ganedigezhioù 1802 : Elias Lönnrot, gwerinoniour eus Finland. 1821 : Charles Baudelaire, barzh gallek. 1835 : Leopold II, Roue Belgiz adalek 1865 betek e varv. 1840 : Yann-Vari Nedeleg, skrivagner brezhonek. 1872 : Léon Blum, kentañ ministr Frañs. 1895 : Michel Simon (François Joseph Simon e anv gwir), aktour suis. 1914 : Fernand Guériff, istorour breizhat. 1929 : Fiorentino Palmiotto, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian. 1991 : Nil Caouissin, politikour breizhat. Marvioù 1492 : Lorenzo de' Medici pe Lorenzo il Magnifico (Laorañs ar Meurdezus), den-stad italian ha penn Republik Firenze. 1553 : François Rabelais, skrivagner gallek. 1557 : Mikael Agricola, "Tad ar finneg skrivet". 1626 : Francis Bacon, prederour ha politikour saoz. 1889 : Michel-Eugène Chevreul, kimiour gall bet tapet gantañ ar Vedalenn Copley e 1857. 2012 : Chanig ar Gall, kentañ kinnigerez skinwel e brezhoneg. 2021 : Priñs Philip, Dug Dinedin. Lidoù Deiziadur henroman : V ante idus Aprilis / Megalensia Ludi 6 = Pemvet deiz kent idus Ebrel. C'whec'hvet deiz c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur. Ebrel 9
6575
https://br.wikipedia.org/wiki/10%20Mae
10 Mae
Mae 10 Darvoudoù 1497 : Amerigo Vespucci a ya kuit diouzh Cádiz evit e veaj kentañ. 1534 : ergerzhout a ra Jakez Karter an Douar-Nevez. 1763 : echu ac'huberezh Ar Gerveur gant ar Saozon, bet eskemmet gant Menorca da-geñver Feur-emglev Pariz (10 a viz C'hwevrer 1763). 1877 : Roumania a embann bezañ dizalc’h diouzh Turkia (dizalc’hiezh anavezet e 1881). 1940 : aloubet eo Belgia, an Izelvroioù ha Luksembourg gant Alamagn. krog lu Alamagn da stourm ouzh hini Frañs. dont a ra Winston Churchill da vezañ kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet. 1945 : lid kodianañ Sankenn an Oriant e Kaodan. dieubet eo An Oriant. 1981 : dilennet eo François Mitterrand da brezidant ar Republik c'hall. 2013 : paket eo hec'h astenn internet .bzh gant Breizh digant an ICANN. Ganedigezhioù 1452 : Fernant ar C’hatolik, roue Aragon (Fernant II, 1479-1516), roue Sikilia (Fernant II) (1468-1516) ha roue Naplez (Fernant III 1504-1516), ha pried rouanez Kastilha (dindan an anv Fernant V, 1474-1504) († 23 a viz Genver 1516 e Madrigalejo (Spagn)). 1737 : Jacques-Marie Glezen, alvokad ha kannad breizhat e Breujoù Bro-C'hall e 1789. 1748 : Louis Jean Pierre Vieillot, evnoniour gall. 1760 : Claude Joseph Rouget de Lisle ofiser gall ha sonaozer La Marseillaise, kan broadel Frañs. 1788 : Augustin Fresnel, fizikour gall. 1807 : Bernhard Horwitz, (Benjamin Horwitz e anv gwir), mestrc'hoarier echedoù alaman-breizhveuriat hag aozer studiadennoù echedoù. 1825 : August von Pelzeln, evnoniour aostrian. 1879 : Simon Petlyura, politikour ha kazetenner, brogarour ukrainat. 1899 : Fred Astaire, aktour ha dañser stadunanat. 1908 : Gwilherm Berthou Kerverzhiou (e anv-pluenn), skrivagner. 1957 : Sid Vicious, kaner saoz 1980 : Iris Neels, mestrc'hoarierez echedoù belgiat. 1986 : Pendyala Harikrishna, mestrc'hoarier echedoù indiat. Marvioù 1696 : Jean de La Bruyère, skrivagner gall. 1798 : George Vancouver, ergerzher saoz. 1813 : Johann Karl Wilhelm Illiger, amprevanoniour ha loenoniour alaman. 1904 : Henry Morton Stanley, ergerzher kembreat, brudet evit bezañ adkavet an Doktor Livingstone en Afrika. Lidoù Deizhiadur kristen Sexto Idus Majii = VIt kent Idus Mae Sant Anton, prezegour, eskob Firenze, kofesour Roma : Sant Calepodius, beleg ha merzher Roma : Sent Quartus ha Quinctius Leontinos, e Sikilia : Alphius, Philadelphius, Cyrinus, merzherien Smyrna (Izmir) : Sant Dioscoridus Taranto : Sant Cataldus Milano : Sent Nazarius ha Celsius e Breizh st Gweganton Deiziadurioù broadel hag etrevroadel Devezh e koun dibenn ar sklavelezh e Frañs. Levrioù talvoudus Martyrologium Romanum. Romae. Vatican. 1922 Mae 10
6576
https://br.wikipedia.org/wiki/10%20Mezheven
10 Mezheven
Mezheven 10 Darvoudoù 1883 : digor eo al linenn hent-houarn Montroulez-Rosko. 1940 : Italia a ziskleir ar brezel da Frañs ha d’ar Rouantelezh Unanet. 1940 : kodianañ a ra Norvegia dirak Alamagn. 1944 : 642 den, gwazed, maouezed ha bugale, zo lazhet gant soudarded alaman e-pad Lazhadeg Oradour-sur-Glane. 1967 : dibenn Brezel ar c'hwec'h devezh ; harz-an-tan etre Israel ha Siria. 2012 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Brave e Seattle (Stadoù-Unanet Amerika). Sportoù 2000 : aet ar maout gant ar c'hoarierez c'hall-amerikan Mary Pierce da geñver Tournamant tennis Roland Garros. Ganedigezhioù 1805 : Victor Baltard, savour tiez. 1819 : Gustave Courbet, livour ha dispac'hour gall. 1880 : André Derain, livour gall. 1855 : Yann ar Fustek, kentañ Drouiz-Meur Goursez Vreizh. 1915 : Saul Bellow, skrivagner genidik eus Kanada, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh. 1921 : Jean Robig, marc'houarner breizhat. 1923 : Ian Robert Maxwell, den a vediaoù saoz. 1926 : Wesley E. Lanyon, evnoniour stadunanat. 1931 : João Gilberto, kaner ha soner brazilian. Marvioù -323 : Aleksandr Veur. 1190 : Friedrich Iañ Barbarossa, beuzet en ur stêr e-pad an Trede Kroaziadeg. 1490 : Isabeau Breizh, c'hoar yaouañ Anna Vreizh. 1556 : Martin Agricola, sonaozer alaman. 1580 : Luis de Camões, skrivagner portugalek. 1791 : Toussaint-Guillaume Picquet de La Motte, letanant jeneral er morlu gall. 1836 : André-Marie Ampère, fizikour gall. 1923 : Pierre Loti, skrivagner gall. 1926 : Antoni Gaudí, adeiladour katalan. 1949 : Sigrid Undset, skrivagnerez norvegek, tapet ganti Priz Nobel al lennegezh). 1982 : Rainer Werner Fassbinder, saver filmoù alaman. 1991 : Vercors, skrivagner gallek. 2000 : Hafez al-Assad, jeneral ha prezidant Siria. 2004 : Ray Charles, kaner ha pianoour stadunanat. 2008 : Tchingiz Aytmatov, skrivagner kirgiz. Lidoù Dia de Portugal, gouel broadel e Portugal hag e-touez ar bortugalerien Mezheven 10
6577
https://br.wikipedia.org/wiki/22%20Mezheven
22 Mezheven
Darvoudoù 1283 : harzet eo ar priñs kembreat Dafydd ap Gruffudd gant soudarded saoz Edouarzh I. 1402 : en Emgann Bryn Glas eo trec'h Owain Glyndŵr war ar Saozon. 1633 : gant lez-enklask an Iliz, e Roma, eo rediet Galileo Galilei da zisteurel e gredenn emañ an Heol, ha n’eo ket an Douar, a zo e-kreiz an Hollved. 1675 : gant Charlez II Bro-Saoz eo savet Arsellva roueel Greenwich. 1812 : aloubet eo Rusia gant armeoù Napoleon. 1919 : banniel an Inizi Faero a zo savet evit ar wech kentañ gant ur studier faeroat e kêriadenn Fámjin. 1921 : digoradur Parlamant Norzhiwerzhon e Béal Feirste. 1940 : sinet an harz-brezel etre Frañs hag Alamagn e Rethondes. erruout a ra Frañsez Debauvais e Roazhon, o tistreiñ eus Alamagn. 1941 : aloubet an URSS gant lu Alamagn. 1944 : fuzuilhet 6 harzer e Sant-Visant-an-Oud. 1976 : kondaonet eo Edmond Simeoni da 5 bloavezh toull-bac’h da-heul afer Aleria. 1978 : Charon, brasañ loarenn Ploudon, a zo dizoloet. Sportoù 1928 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde) (a-benn d'an eur). 1964 : loc'hañ a ra 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados). Ganedigezhioù 1757 : George Vancouver, ergerzher saoz. 1767 : Wilhelm von Humboldt, prederour ha politikour alaman. 1775 : Camillo Ranzani, lean ha naturour italian. 1805 : Giuseppe Mazzini, brogarour ha politikour italian. 1837 : Paul Charles Morphy, meurc'hoarier echedoù eus SUA. 1884 : Giovanni Martinolich, mestrc'hoarier echedoù italian. 1885 : Milan Vidmar, ijinour ha mestr meur echedoù yougoslaviat a Slovenia. 1898 : Erich Maria Remarque, skrivagner alamanek. 1908 : Pablo Dorado, melldroader etrebroadel uruguayat. 1930 : Zavier Grall, skrivagner breizhat. 1945 : Miko Mission, kaner italian. Marvioù 1429 : Ghiyath al-Kashi, steredoniour ha matematikour pers. 1874 : Howard Staunton, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù saoz. 1931 : Armand Fallières, Prezidant ar Republik C'hall adalek 1906 betek 1913. 1974 : Darius Milhaud, aozour sonerezh klasel gall. 1987 : Fred Astaire, aktour ha dañser amerikan. 2018 : Geoffrey Oryema, kaner eus Ouganda. 2022 : Yves Coppens, antropologour gall Lidoù Mezheven 22
6582
https://br.wikipedia.org/wiki/28%20Du
28 Du
Darvoudoù 1520 : Fernão de Magalhães (1480-1521), goude bezañ tremenet dre ur strizh-douar er su da Suamerika, a erru gant e listri en ur mor zo badezet gantañ Mar Pacifico (Meurvor Habask) 1821 : dont a ra Panamá da vezañ dizalc'h diouzh Spagn. 1905 : krouet eo ar strollad Sinn Féin en Iwerzhon. 1912 : Albania dizalc’h diouzh an Impalaeriezh Otoman 1960 : Maouritania dizalc'h diouzh Bro-C'hall. 1975 : Reter Timor a ziskleir ez eo ur republik dizalc’h diouzh Portugal. Ganedigezhioù 1489 : Marc'harid Tudor (rouanez Bro-Skos). 1632 : Jean-Baptiste Lully, sonaozour gall. 1757 : William Blake, barzh saoznek. 1811 : Masimilian II Jozeb, roue Bavaria. 1820 : Friedrich Engels, politikour ha prederour komunour alaman. 1857 : Alfonso XII Spagn, roue Spagn. 1881 : Stefan Zweig, skrivagner aostrian. 1887 : Ernst Röhm, ofiser alaman. 1907 : Alberto Moravia, skrivagner italian. 1908 : Claude Lévi-Strauss, antropologour gall. 1936 : Jacques Mesrine, torfedour gall. 1947 : Michel Berger, pianoour ha sonaozer gall. 1970 : Édouard Philippe, politiker gall, kentañ ministr Bro-C'hall. 1985 : Evgeni Alekseiev, mestrc'hoarier echedoù rusian. 1985 : Shy'm, kanerez c'hall. Marvioù 741 : Gregor III, pab. 1058 : Kazimir Iañ Polonia, dug Polonia. 1170 : Owain Gwynedd, priñs Gwynedd. 1290 : Leonor Kastilha, rouanez Bro-Saoz. 1514 : Hartmann Schedel, kartennour alaman. 1859 : Washington Irving, skrivagner stadunanat. 1888 : Paul de Geslin, beleg ha skrivagner gallek. 1954 : Enrico Fermi, fizikour italian ha Priz Nobel ar fizik e 1938. 1962 : Wilhelmina, rouanez an Izelvroioù. 1967 : Léon M'ba, kentañ prezidant Gabon. 1968 : Enid Blyton, skrivagnerez saoznek evit ar vugale. 2007 : Fred Chichin, kaner-sonaozer ha soner gall. Lidoù Evit ar gristenien emañ amzer An Azvent Deiz ar Banniel en Albania. Du 28
6583
https://br.wikipedia.org/wiki/5%20Gouere
5 Gouere
Darvoudoù 1420 : dieubidigezh Yann V (dug Breizh) a oa bac'het e kastell Champtoceaux (Bro-C'hall). 1687 : dont a ra er-maez Philosophiæ Naturalis Principia Mathematica embannet gant Isaac Newton. 1811 : embann a ra Venezuela ez eo dizalc'h diouzh Spagn. 1946 : lakaat a reer ar bikini kentañ e gwerzh e Pariz. 1962 : dont a ra Aljeria da vezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall. 1975 : dont a ra inizi ar C'hab Glas da vezañ dizalc'h diouzh Portugal. Sportoù 1913 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime). 1919 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1924 : digoradur an C'hoarioù Olimpek hañv e Pariz (Bro-C'hall) gant Gaston Doumergue, Prezidant ar Republik C'hall. 1929 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1930 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Omer Taverne (Belgia). 1949 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1958 : loc'hañ a ra 10 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Nazer war-du Royan (Charente-Maritime). 1968 : loc'hañ a ra 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Royan (Charente-Maritime). 1981 : loc'hañ a ra 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Mañs (Sarthe). 1988 : loc'hañ a ra 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Mañs (Sarthe). 1993 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Les Sables-d'Olonne (Vañde) ha Gwened ; trec'h eo Wilfried Nelissen (Belgia). 1999 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Challans (Vañde) ha Sant-Nazer ; trec'h eo Tom Steels (Belgia). 2000 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Gwitreg ; trec'h eo Marcel Wüst (Alamagn). 2008 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Pluveleg ; trec'h eo Alejandro Valverde (Spagn). 2011 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Mur ; trec'h eo Cadel Evans (Aostralia). Ganedigezhioù 1057 : Al-Ghazali. 1805 : Robert FitzRoy, moraer saoz. 1853 : Cecil Rhodes, den a afer saoz. 1857 : Clara Zetkin, gomunourez alaman. 1872 : Édouard Herriot, politikour gall. 1886 : Willem Drees, politikour izelvroat. 1889 : Jean Cocteau, skrivagner ha filmaozer gall. Francis Gourvil, skrivagner ha kelaouenner breizhat (ha gall). 1904 : Ernst Mayr, arbennigour alaman war ar vevoniezh, an evnoniezh hag ar genetik. 1911 : Georges Pompidou, politikour ha den-Stad gall, prezidant ar Republik. 1928 : Pierre Mauroy, politikour gall. 1932 : Gyula Horn, politikour hungarat. 1956 : Horacio Cartes, prezidant Paraguay. 1958 : Veronica Guerin, gazetennerez iwerzhonat. Marvioù 1522 : Antonio de Nebrija, istorour, yezhadurour ha geriadurour spagnolek. 1833 : Joseph Nicéphore Niépce, ijiner gall al luc'hskeudennerezh. 1948 : Georges Bernanos, skrivagner gall. 1974 : Henri Grob, mestrc'hoarier echedoù suis. 1994 : Martin Eisentraut, loenoniour alaman. Lidoù Iliz katolik roman Sant Meurzh, penitiour ha beleg breizhat ganet ha marvet e Baez , diskibl da sant Melani () Sant Kast, manac'h iwerzhonat, diskibl da sant Jagu (gouel sant Jagu en deiz-mañ e Kemper, sell ouzh 8 C'hwevrer) ( kantved) Sant Anton-Mari Zakaria, medisin italiat, diazezer kenvreuriezh ar Varnabaed (✝ 1539) Gouere 5 Gouere 05
6584
https://br.wikipedia.org/wiki/Serraneg
Serraneg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù serranek eo ar serraneg (serrano) komzet gwechall e su Kalifornia er Stadoù-Unanet. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù serranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù serranek
6585
https://br.wikipedia.org/wiki/Kahouilheg
Kahouilheg
Ur yezh outoek-aztekek eus is-skourr ar yezhoù koupanek eo an c'hahouilheg (cahuilla) komzet gant tro-dro da 35 den en Kalifornia. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo ma n'eo ket ur yezh varv dija. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koupanek
6586
https://br.wikipedia.org/wiki/Koupenheg
Koupenheg
Ur yezh outoek-aztekek eus is-skourr ar yezhoù koupanek eo an c'houpenheg (kuupangaxwichem) komzet gwechall e su Kalifornia war ar vevenn gant Mec'hiko. Ur yezh varv an hini eo, aet da get er bloavezhioù 1990. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koupanek
6587
https://br.wikipedia.org/wiki/Louisenheg
Louisenheg
Ur yezh outoek-aztekek eus is-skourr ar yezhoù koupanek eo al louisenheg (luiseño) komzet gant tro-dro da 30-40 den en su Kalifornia. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Liammoù diavaez Ethnologue Raktres evit reiñ lusk d'ar yezh Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koupanek
6588
https://br.wikipedia.org/wiki/C%27hwanenheg
C'hwanenheg
Ur yezh outoek-aztekek eus is-skourr ar yezhoù koupanek eo an c'hwanenheg (juaneño) komzet e su Kalifornia. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koupanek
6589
https://br.wikipedia.org/wiki/4%20Gouere
4 Gouere
Gouere 4 Darvoudoù 1776 : disklêriadur Dizalc'hidigezh Stadoù-Unanet Amerika. 1865 : embannadur kentañ Alice's Adventures in Wonderland, gant Lewis Carroll. Sportoù 1914 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du ar Roc'hell (Charente-Maritime). 1929 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Gustaaf Van Slembrouck (Belgia). 1930 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo Charles Pélissier. 1931 : loc'hañ a ra 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1949 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis). 1958 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer ; trec'h eo André Darrigade. 1968 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Naoned ; trec'h eo Franco Bitossi (Italia). 1972 : loc'hañ a ra 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Pornizhan war-du Saint-Jean-de-Monts (Vañde). 1980 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Flers (Orne) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Bert Oosterbosch (Izelvroioù). 1988 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pontkastell-Keren ha Machikoul ; trec'h eo Steve Bauer (Kanada). 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Hae-Foazer hag Ankiniz (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Panasonic (Izelvroioù). 2000 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Sant-Nazer (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Once (Spagn). 2011 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Olonne-sur-Mer (Vañde) ha Redon ; trec'h eo Tyler Farrar (Stadoù Unanet). Ganedigezhioù 1744 : Samuel Gottlieb Gmelin, ergerzher, mezeg ha naturour alaman. 1804 : Nathaniel Hawthorne, skrivagner saoznek eus ar Stadoù Unanet. 1807 : Giuseppe Garibaldi, politikour ha dispac’her italian. 1834 : Pierre Le Sann, beleg ha troour brezhonek. 1849 : Fernand de Langle de Cary, milour gall (Brezel 1870-1871 ha Kentañ Brezel-bed). 1894 : William Ambrose Bebb, istorour, skrivagner ha politikour kembreat. 1900 : Robert Desnos, barzh gall. 1912 : Viviane Romance, aktourez c'hall. 1917 : Manolete, matador spagnol. 1926 : Alfredo Di Stéfano, melldroader etrebroadel ha gourdoner spagnol a orin arc'hantinat. 1938 : Bill Withers. Alvise Zichichi, mestrc’hoarier echedoù italian. 1951 : Goulc'han Kervella, skrivagner brezhonek ha den teatr. 1959 : Victoria Abril, aktourez ha kanourez spagnol. 1972 : Aleksey Chirov, mestrc'hoarier echedoù latviat. Marvioù 1826 : John Adams. Thomas Jefferson, trede prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1831 : James Monroe. 1848 : François-René de Chateaubriand, skrivagner gallek. 1869 : Jean René Constant Quoy, evnoniour, korfadurour, loenoniour ha surjian-mor gall. 1873 : Johann Jakob Kaup, paleontologour ha loenoniour alaman. 1934 : Marie Skłodowska-Curie, fizikourez ha kimiourez c'hall genidik eus Polonia, Priz Nobel ar Fizik e 1903 ha Priz Nobel ar Gimiezh e 1911. 1953 : Jean Becquerel, fizikour gall. 1970 : Morvan Lebesque, kazetenner. 1997 : Miguel Najdorf, mestrc'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat. 2007 : Kristen Noguès, telennourez vreizhat. Lidoù Gouere 04