id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
6590
https://br.wikipedia.org/wiki/3%20Gouere
3 Gouere
Darvoudoù 1904 : dioueliet eo delwenn Itron-Varia Beg ar Raz. 1940 : krouidigezh Kuzul Broadel Breizh gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel e Pondi, gant aotre an Ac'huber. aet d'ar strad ar morlu gall da-geñver Emgann Mers-el-Kebir. Sportoù 1913 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Henri Pélissier. 1919 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Francis Pélissier. 1920 : loc'hañ a ra 4 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1929 : 4 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo Louis Delannoy (Belgia). 1930 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Dinan ; trec'h eo Learco Guerra (Italia). 1931 : 4 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo André Godinat. 1948 : loc'hañ a ra 4 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime). 1958 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall e Kastellin (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Charly Gaul (Luksembourg). 1968 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh hag An Oriant ; trec'h eo Aurelio González Puente (Spagn). 1972 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Rik van Linden (Belgia). 1979 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jos Jacobs (Belgia). 1981 : 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rochefort (Charente-Maritime) ha Naoned ; trec'h eo Ad Wijnands (Izelvroioù). 1988 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall etre Pornizhan hag Ar Baol-Skoubleg (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Weinmann-La Suisse (Suis). 1990 : 4 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Menez Mikael ar Mor ; trec'h eo Johan Museeuw (Belgia). 1995 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Perroz-Gireg ha Gwitreg ; trec'h eo Mario Cippolini (Italia). 2000 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Loudun (Vienne) ha Naoned ; trec'h eo Tom Steels (Belgia). Ganedigezhioù 1423 : Loeiz XI, roue Bro C'hall adalek 1461 betek e varv. 1883 : Franz Kafka, skrivagner tchek. 1898 : Roger Legris, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1917 : João Saldanha, melldroader, kazetenner ha gourdoner brazilian. 1942 : Eddy Mitchell, kaner-sonaozer hag aktour gallek, lesanvet Schmoll. 1944 : Michel Polnareff, kaner-sonaozer ha pianoour gallek. 1962 : Tom Cruise, aktour ha produer stadunanat. 1964 : Alan Simon, soner breizhat brudet gant daou c'hoarigan, Excalibur hag Anne de Bretagne. 1967 : Deyan Bojkov, mestrc'hoarier echedoù bulgar. 1993 : Vincent Lacoste, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. Marvioù 1904 : Theodor Herzl, penn bras eus an emsav sionour. 1969 : Brian Jones, sonaozer ha soner saoz, unan eus krouerien orin ar strollad The Rolling Stones. 1971 : Jim Morrison, kaner ha sonaozer ar strollad The Doors. 1984 : Ernesto Mascheroni, melldroader etrebroadel uruguayat. Gouere 03
6591
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20Gouere
2 Gouere
Gouere 2 Darvoudoù 1675 : peurechuet ha sinet eo ar C'hod peizant gant an dileuridi eus pevarzek parrez ar C'hab Kaval bodet e chapel Intron-Varia Treminou e Ploveur (Emsavadeg ar Bonedoù ruz). 1944 : embannet eo niverenn diwezhañ ar gazetenn L'Heure Bretonne. Sportoù 1914 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Emile Engel. 1921 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1926 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1929 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan ; trec'h eo Omer Taverne (Belgia). 1931 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo ar Breizhad Léon Le Calvez. 1948 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Naoned ; trec'h eo Guy Lapébie. 1958 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Brest ; trec'h eo Brian Robinson (Bro-Saoz). 1960 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus An Oriant war-du Añje (Maine-et-Loire). 1968 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bagnoles-de-l'Orne (Orne) ha Dinarzh ; trec'h eo Jean Dumont. 1972 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Cyrille Guimard. 1985 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Felger war-du Pont-Audemer (Eure). 1990 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Poitiers (Vienne) ha Naoned ; trec'h eo Moreno Argentin (Italia). 1995 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Lannuon ; trec'h eo Fabio Baldato (Italia). 2000 : skipailh gall ar vell-droad (paotred), a ya da gampion Europa evit an eil gwech, e Rotterdam. Ganedigezhioù 1714 : Christoph Willibald Gluck (Christoph Willibald Ritter von Gluck e anv gwir), sonaozour c'hoarigan alaman. 1737 : Michel Gérard, kouer ha kannad breizhat. 1850 : Robert Ridgway, evnoniour stadunanat, hag eñ barrek war ar rummataouriezh. 1877 : Hermann Hesse, skrivagner alamanek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh. 1895 : Gen Paul, arzour gall. Marvioù 1566 : Nostradamus. 1778 : Jean-Jacques Rousseau, prederour eus Suis. 1904 : Gustave Toudouze, skrivagner gallek. 1914 : Joseph Chamberlain, den-Stad saoz. 1936 : Yann ar Floc'h, skrivagner brezhonek. 1937 : Amelia Earhart, nijerez stadunanat. 1961 : Ernest Hemingway, skrivagner stadunanat. 1989 : Andrei Gromyko, den-Stad soviedat. 2000 : Georgi Tringov, mestrc'hoarier echedoù. 2016 : Michael Cimino, den a sinema ha skrivagner stadunanat. Michel Rocard, politikour sokialour gall. Lidoù Gouere 02
6592
https://br.wikipedia.org/wiki/1a%C3%B1%20Gouere
1añ Gouere
Darvoudoù 251 : Emgann Abrittus. Trec'het ar C'hoted gant ar Romaned. Lazhet an impalaered Decius ha Herennius Etruscus. 1097 : Emgann Dorylaeum. Ar groazidi bleiniet gant Bohemond a dTaranto a drec'h lu SeljukQuirlich Arslan I. 1650 : an niverenn gentañ eus an Einkommende Zeitungen, ur gazetenn alamanek, a zeu er-maez. 1690 : Emgann ar Boyne en deiziadur julianek. 1718 : bodet Stadoù Breizh e Dinan ; asantiñ a reont votiñ en erbed ar roadenn digoust (2 vilion a lurioù). 1782 : Morbreizherien amerikan a argas Lunenburg e Skos Nevez. 1862 : diazezidigezh al Levrd Stad bro-Rusia. Emgann Malvern Hill e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 1907 : astennet eo al linenn hent-houarn Brest-Lesneven betek Kastell-Paol. 1916 : deiz kentañ Emgann ar Somme. 1921 : diazezidigezh Strollad Komunour Sina. 1941 : tailhet eo ar bara da 300 g an deiz. 1942 : tailhet eo ar bara da 275 g an deiz. 1944 : annezañ a ra Roparz Hemon e Roazhon. 1960 : diskleriet eo Republik Ghana. 1965 : lakaet eo linenn hent-houarn Laval-Roazhon dre dredan. 2017 : digoridigezh al linennoù tizh bras (LTB) Pariz-Roazhon ha Pariz-Bourdel. Sportoù 1904 : digoradur an trede C'hoarioù Olimpek hañv e Saint Louis (Stadoù Unanet). 1920 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Henri Pélissier. 1922 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1931 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Dinan ; trec'h eo Max Bulla (Aostria). 1948 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Trouville-sur-Mer (Calvados) ha Dinarzh ; trec'h eo Vincenzo Rossello (Italia). 1958 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Martin Van Geneugden (Belgia). 1959 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime). 1960 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag An Oriant ; trec'h eo Roger Rivière. 1962 : loc'hañ a ra 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Nazer war-du Luçon (Vañde). 1967 : loc'hañ a ra 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Caen (Calvados). 1974 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Caen (Calvados). 1985 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwitreg ha Felger (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo La Vie Claire. 1995 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Jacky Durand. 2012 : skipailh spagnol ar vell-droad (paotred), a ya da gampion Europa e Kyiv (Ukraina) goude bezañ aet da gampion ar bed e 2010 ha da gampion Europa e 2008 dija. 2017 : loc'hañ a ra Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2017 eus Düsseldorf (stad Nordrhein-Westfalen, Alamagn). Ganedigezhioù 1481 : Kristian II, roue Danmark. 1534 : Frederik II, roue Danmark. 1646 : Gottfried Wilhelm Leibniz, jedoniour ha prederour alaman. 1804 : George Sand, skrivagnerez c'hall. 1856 : Yann Vadezour Olieroù 1862 : Stephenson Robert Clarke, ofiser er British Army, beajour, chaseour jiboez bras, louzawour ha naturour breizhveuriat. 1866 : Louis Paul Maulion, senedour ar Mor-Bihan, e Poitiers. 1872 : Louis Blériot, nijer ha savour kirri-nij. 1900 : Jean-Marie Louvel, politikour norman. 1916 : Olivia de Havilland, aktourez stadunanat-saoz. 1961 : Diana Frances Spencer (Lady Di he lesanv), priñsez Kembre. 1987 : Evgeni Tomachevsky, mestrc'hoarier echedoù rusian. Marvioù 251 : Decius, impalaer roman. Herennius Etruscus, impalaer roman. 1876 : Mic'hail Bakounin, anarkour rusian. 1885 : Hermann von Fehling, kimiour alaman. 1925 : Erik Satie, sonaozer ha c'hoarier piano. 1961 : Louis-Ferdinand Céline, skrivagner gallek. 1997 : Robert Mitchum, aktour amerikan. 2004 : Marlon Brando, aktour amerikan. Lidoù er Relijion gatolik : Sant Goulven, eskob Leon Sant Serf, sant brezhon Canada Day, gouel broadel Kanada Notennoù ha daveennoù Gouere 01
6594
https://br.wikipedia.org/wiki/18%20Mezheven
18 Mezheven
Darvoudoù 1694 : Emgann Kameled : klask a ra un arme saoz hag izelvroat dilestrañ en aod an Traezh Rous. 1815 : trec'h luioù ar Rouantelezh-Unanet, Prusia hag an Izelvroioù war hini Bro-C'hall en Emgann Waterloo. 1940 : Galv an 18 a viz Mezheven, prezegenn dre ar radio saoz (BBC) e Londrez gant Charles de Gaulle evit gervel ar C'hallaoued da genderc'hel gant ar brezel ; dibunet e vo e brezhoneg ivez gant ar Perwenanad Jarl-Vari Guillois d'ar 24 a viz Mezheven. 1940 : da 04e30, ez a an arme alaman e-barzh Roazhon, dre straed Felger. 1944 : argadet Strouezh Sant-Marc'hell gant an Alamaned. 1946 : krouidigezh Republik Italia. 1953 : krouidigezh Republik Ejipt, ar jeneral Naguib en he fenn. 1954 : Pierre Mendès-France aet da gentañ ministr Frañs. 1979 : Sinet emglev SALT II etre an URSS hag ar Stadoù-Unanet. 2011 : manifestadeg 'Breizh o stourm' e straedoù Naoned, evit adunvanidigezh velestradurel Breizh. 2011 : dilennet eo Nouel ar Graet, bet maer Gwengamp ha prezidant War-raok Gwengamp, da brezidant Kevread gall ar vell-droad. Ganedigezhioù 1294 : Charlez IV (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall adalek 1322 betek e varv. 1521 : Maria Portugal, Dugez Viseu. 1884 : Édouard Daladier, politikour gall, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall. 1907 : Varlam Chalamov, skrivagner rusianek. 1942 : Thabo Mbeki, prezidant Suafrika. 1942 : Paul McCartney, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles. 1946 : Maria Bethânia, kanerez eus Brazil. 1949 : Jarosław Kaczyński, Kentañ Ministr Polonia. 1949 : Lech Kaczyński, Prezidant Polonia. 1975 : Jamel Debbouze, aktor gall. Marvioù 1464 : Rogier van der Weyden, livour flamank. 1629 : Piet Pieterszoon Hein, moraer eus an Izelvroioù. 1898 : Alfred Hart Everett, naturour breizhveuriat. 1916 : Max Immelmann, nijer alaman. 1928 : Roald Amundsen, ergerzher norvegiat. 1936 : Maksim Gorki, skrivagner rusek. 1937 : Gaston Doumergue, politikour gall, Prezidant Bro-C'hall. 1952 : Efim Bogoljubov, mestrc'hoarier echedoù ukrainat. 1996 : Glenmor, Milig ar Skañv e anv brezhonek, barzh ha kanour. 2001 : René Dumont, saver an ekologiezh politikel e Bro-C'hall. 2008 : Jean Delannoy, filmaozer gall. 2010 : José Saramago, skrivagner portugalat. 2010 : Marcel Bigeard, ofiser ha politiker gall. 2011 : Frederick Chiluba, prezidant republik Zambia. 2020 : Vera Lynn, kanerez saoz. Lidoù Iliz katolik roman Sant Leons, soudard merzheriet evit e feiz kristen († 4vet kantved) Mezheven 18
6702
https://br.wikipedia.org/wiki/Alan%20Stivell
Alan Stivell
Alan Stivell (Alain Cochevelou e anv en ti-kêr) a zo ur soner breizhat hag ur c'haner brezhonek, ganet d'ar 6 a viz Genver 1944 e Riom en Aovergn, e Bro-C'hall. Mab e oa da Jord Cochevelou, kargad gall, a oa e familh a orin eus Gourin, hag a zilojas goude da Bariz, ma voe maget ha skoliet Alan. Soner ha kaner A-vihanik e oa troet gant Breizh hag ar geltiegezh ha dreist-holl gant ar sonerezhioù liesseurt a gaver e Breizh-Izel, Iwerzhon ha Bro-Skos. N'eus mar ebet eo ar soner ha kaner brudetañ er bed en deus kanet e brezhoneg. Bez' ez eo unan eus an arzourien gentañ hag o deus bet mesket binvioù sonerezh tredan ha binvioù sonerezh akoustik. Brudet eo evel telennour hag eñ an hini a zegasas brud d’an delenn geltiek e Breizh hag e meur a vro all, a-raok bout unan eus luskerien brudet ar folk-rock hag ar world music adalek fin ar bloavezhioù 1960, an hini kentañ e Breizh, hag unan eus ar re vrudetañ er bed a-bezh. Roet en deus lañs d'ar sonerezh hengounel e Breizh, d'ur mare ma oa ken disprizet, hag e meur a lec'h all. Gant e ganaouennoù ivez en deus labouret da ziskar ar vezh a oa en-dro d'ar brezhoneg ha sachet kalz tud d'ar brezhoneg. Anvet e oa bet da brezidant a enor Kuzul Sevenadurel Breizh 2009. E vuhez E yaouankiz – an delenn he c'herdin nilon, Bagad Bleimor, sonerezh hag sevenadurezh keltiek... Ganet oa d’ar 6 a viz Genver 1944 e Riom (Aovergn), en ur familh a orin eus Gourin ha Pondivi. Tremen a reas e yaouankiz e Pariz. E dad, Georges Cochevelou (Jord a skrive ivez), hag a blije ar sonerezh hag an ebenouriezh dezhañ, a beurechuas un delenn gant kerdin nilon e penn kentañ ar bloazioù 1950. Alain hag a oa krog da zeskiñ ar piano a grogas da gemer kentelioù telenn gant ar delennourez klasel brudet Denise Mégevand. Hag e miz Du er bloaz-se end-eeun e sonas Alain evit ar wezh kentañ er "Maison de la Bretagne" e Pariz. Klevet e voe goude-se gant e delenn e meur a lec'h: Unesco, Iliz-Veur Gwened, etc. E 1957 e tigoras abadenn Line Renaud en Olympia Pariz. Er bloazioù-se eo e krogas Alain da zeskiñ brezhoneg ha da seniñ binvioù all neuze (bombard, pib-veur, tin-whistle, etc.). Emezelañ a reas ouzh bagad Bleimor e dibenn ar bloazioù 1950 ivez ma teuas pennsoner e deroù ar bloazioù 1960. E 1959 e voe enrollet e bladennig kentañ "Musique Gaélique" hag e 1963, e bladenn vras kentañ "Harpe celtique". Amzer 1966-1971 : Eus Alain Cochevelou da Alan Stivell – an delenn he c'herdin metal Dilezet gantañ e delenn he c'herdin nylon e krog Alain Cochevelou da c'hoari gant un delenn he c'herdin metal. Gwelet e vez alies o kanañ hag o seniñ war leurennoù liesseurt (American Center e Pariz, Queen Elisabeth Hall e Londrez, etc). Brudetoc'h-brudetañ e teu da vezañ war ar gwagennou radio ivez. Er mare-se e choazas Alain Cochevelou ober gant an anv "Alan Stivell", ar c'haner Alan Stivell : gwelloc'h e veze gantañ miret e wir anv pa ne rae ken nemet telenniñ. E 1968 e sone hag e kane e kastell Felger, dirak tud ar C'hendalc'h Keltiek. Koulskoude eo e 1970 e teuas anv Alan Stivell da vezañ brudet gant ur bladenn vihan ma veze klevet ar ganaouenn Brocéliande en un tu, hanter e galleg ha hanter e brezhoneg (digomprenus a-walc'h), ha Son ar chistr en tu all. Goude e teuas e bladenn vras kentañ "Reflets", a zeuas er-maez e 1970. Ur bladenn a-bouez a gaver warni meur a zoare sonerezh : Tonioù telenn a Vreizh hag a Iwerzhon, kanaouennoù brezhoneg hengounel, kanaouennoù e galleg awenet gant ar "geltiegezh", ur ganaouenn folk e saozneg. Binvioù tredan mesket gant binvioù hengounel. An holl draoù a roio e vrud da Alan Stivell er bloazioù war-lerc'h. Ur bladenn vihan all a vo, "Pop-plinn": adkemeret en doa, en un doare "pop" diouzh ar c'hiz, an ton a veze sonet gant Etienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal e festoù-noz kanton Boulvriag ma ne rede ket dezho ar yaouankizoù c'hoazh. Setu lañset gantañ un doare sonerezh nevez (e Breizh hag er bed a-bezh a lavaro darn) a vo anvet ar "world music" un nebeud bloazioù war-lerc'h : un doare sonerezh awenet gant an hengoun pobl ha digor da levezon ar rock ha ar folk. A-raok mont pelloc'h war an hent-se, e enroll e 1971 ur bladenn sonerezh gouestlet d'an delenn folk keltiek anvet "Renaissance de la Harpe Celtique" (dindan an anv Alan Stivell-Cochevelou). Ur bladenn holl-vrudet ha mil enoret hag a roas c'hoant da gantoù a dud da zeskiñ c'hoari gant an delenn er bed a-bezh. Ul lodenn vat eus ar bladenn ("Gaeltacht") zo gouestlet da sonerezh Iwerzhon ha Bro-Skos. Gouestlet eo ar bladenn da Denise Megevant ha da Georges Cochevelou. Unan eus ar c'haerañ pladennoù bet enrollet gant Alan Stivell-Cochevelou hervez meur a gritik. 1972–1976 : Alan Stivell / Gabriel Yacoub / Dan Ar Braz, etc. Ar pop keltiek en e vog Etre 1972 ha 1975 e voe embannet peder fladenn hag a zigasas un dispac'h sevenadurel bihan e Breizh. Teir fladenn folk-rock : "A l'Olympia" da gentañ, enrollet war al leurenn e ti brudet an Olympia e Pariz e miz C'hwevrer 1972. Deuet da vezañ ur best-seller e meur a vro. "Chemins de terre", enrollet e 1973. Heñvel a-walc'h ouzh pladenn an Olympia evit a sell ar stil, met enrollet en ur studio en dro-mañ. Ur bladenn hag a reas berzh bras ivez. Ha neuze "e Dulenn" enrollet e 1974 hag embannet e 1975. Ur bladenn rockoc'h un tamm-mat (liv an hard-rock a glever war un ton pe zaou). Ur bladenn enrollet war ar leurenn e Dulenn (Iwerzhon). Evit ar wezh kentañ e kinnig Alan Stivell kanaouennoù blaz "Yann an emsaver" warno ha dreist-holl ur seurt kanaouenn souezhus, "Delivrance", ur seurt barzhoneg e galleg lavaret war don kantik Rostrenn, hag a zisplijo ar pozioù eeunik anezhi da lod dud. Roet e voe ar sonerezh folk-rock nevez-se da glevet da vilionoù a dud er bed a-bezh. Ha roet c'hoant da galz anezho e Breizh hag en tu all da Vreizh da zezrevell Alan Stivell hag e strollad (Tri Yann, Gwendal, Sonerien Du, etc.). E-pad ar pevar bloaz pouezus-se e oa Alan Stivell ouzhpenn ur c'haner harpet gant sonerien all. Ur strollad e oa, ennañ meur a soner barrek-mat : Alan evel-just (kan, telenn, bombard, pib-veur...) met ivez Gabriel Yacoub (kan, gitar, dulsimer, banjo) hep ankouaat René Werneer (violoñs), Dan Ar Braz (gitar), Pascal Stive (klavieroù) ha Michel Santangeli (taboulinoù). Ouzhpennañ a ranker "e Langoned" (e 1974). Ur bladenn peurakoustik. Liv an hengoun war ar pep brasañ eus an tonioù. Ur bladenn ma klever "kan ha diskan" ha binioù-kozh evit ar wezh kentañ. Homañ a awenas a dra sur an dud a faote dezho chom tostoc'h d'ar sonerezh hengounel ha folk (Kornog, h.a.). 1976–1980 : Alan Stivell an arzour liesdoare Pa guitaas Gabriel Yacoub, René Werneer ha Michel Santangeli ar strollad, e cheñchas un tamm-mat ar pezh a oa gant Alan Stivell da reiñ da selaou d'an dud. Peder fladenn disheñvel-mat an eil re diouzh ar re all a voe embannet er mare-se. Ne'n doa ket Alan Stivell aon da gemer riskloù. Hag a-dra-sur ne glaskas ket plijout d'an holl dre reiñ sonerezh pop-folk "aes da selaou" bep tro. E 1976 e voe embannet "Trema'n Inis". Ur bladenn "intimist" ken ha ken gouestlet d'ar varzhoniezh vrezhonek. Etre kanañ ha dibunañ a ra Alan war ar bladenn-mañ. Evit a sell ar sonerezh, n'eus nemet telenn (war bouez un ton ma klever gitar Dan ar Bras). Gouestlet eo ar bladenn d'e dad nevez marvet. E 1977 e voe embannet "Raok dilestra". Ur bladenn gouestlet d'ar welidigezh en deus Alan Stivell eus Istor Breizh ha da stourmoù an emsav breizhek. Ur bladenn binvidik ha dedennus kenañ evit a sell ar sonerezh, met ur bladenn a vo kavet dipitus gant meur a hini abalamour d'ar pozioù savet gant an arzour. Dizoleiñ a reer sell eeunik an arzour war Istor Breizh, ha pozioù skrivet en ur brezhoneg kamm da vat. E 1978 e voe embannet "Un dewezh 'ba 'gêr". Ur bladenn siouloc'h da vat hag a denn un tamm da "e Langoned". Ur bladenn blaz ar jazz un disterañ warni, ma vez roet plas d'ar "sonerezh hervez an imor" (primaozadennoù). Evit ar wezh kentañ e tizoloer un ton a Vreizh-Uhel hag ur ganaouenn kanet e Kerneveureg. E 1979 e voe embannet "International tour – Tro ar Bed". Ur bladenn enrollet "live". Homañ zo gwall-zisheñvel diouzh an div bladenn "live" all bet enrollet gant Alan Stivell. Kontrol d'an div bladenn-se e kaver war homañ tonioù ha kanaouennoù a gaver war ar pladennoù studio kent ("Raok dilestra" dreist-holl). Kalite an enrolladenn n'eo ket eus ar re wellañ-holl siwazh. Unan eus pladennoù nebeutañ gwerzhet hag anavezet Alan Stivell. E 1979 e enrollas Alan Stivell e "Symphonie Celtique – Tír na nÓg". Ur bladenn doubl ma voe bet pedet un niver bras a sonerien, dezho orinoù disheñvel. Savet an holl donioù ha kanaouennoù gant Alan e-unan, ha troet e yezhoù liesseurt (iwerzhoneg, brezhoneg, saozneg, tibeteg, berbereg, etc). Paotr ar "world music" hag ar sonerezh "cross-over" (jazz-rock, klasel, rock, pop) a gaver amañ. D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadoù a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da geñver Gouel etrekeltiek an Oriant. Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav. 1981 – Hiziv an deiz : Alan hag an "diz-Alan" – Variété, New age, Teknno, Elektro Ur mare nevez a grogas adalek ar bloazioù 80 evit Alan Stivell, ur mare siouloc'h, evel ma tigouezhas da galz a ganerien bet en o bog er bloazioù 70 (daoust d'ar sonedagoù stank pe stankoc'h e Frañs hag en estrenvro). Aet ar sonerezh folk-rik e-maez ar c'hiz e ergerzhas Alan Stivell-Cochevelou ar sonerezhioù nevez a ziwanas er bloazioù 80, 90 ha 2000. "Variété" – "Variété française" a-wezhiou (Bed an dud vew, 1 douar, Back to Breizh), New Age (Harpe du nouvel age, The Mist of Avalon, Au-delà des mots, Mojenn), Rock keltiek (Bed an dud vew, Brian Boru), Tekno (Brian Boru), Elektro ha hip-hop (Explore, 1 Douar), Folk ar bloazioù 1990 (Brian Boru). Meur a hini a baouezas da heuliañ Alan Stivell adalek ar mare-se. Re zisheñvel, a lavaro lod, diouzh Alan Stivell ar bloazioù 70. Gwir eo n'haller ket kavout na kanaouenn, na pladenn "kult" ebet e-mesk an traoù bet enrollet ha savet war-lerc'h 1980. Met chomet ez eus un tamm mat a aficionados feal ouzh o idolenn. Ur gompilasion bennak a voe embannet er mare-se ivez, hag en o zouez e ranker menegiñ an doare kompilasion "Again" a voe enrollet e 1993. Berzh a reas ar bladenn, a drugarez da labour brudañ ti embann Alan Stivell (Keltia III) ha Dreyfus ha d'ar bruderezh graet gant TF1 neuze. Degouezhout a reas kement-se er mare end-eeun ma oa adtommet kalon ar publik bras ouzh ar sonerezh folk hag ar sonerezhioù a Vreizh hag a Iwerzhon. Kentoc'h eget ur gompilasion e oa Again un adenrolladenn eus tonioù brutetañ Alan Stivell ar bloazioù 70. Pedet e voe sonerien e-leizh da gemer perzh er bladenn-mañ, en o zouez Dan Ar Braz, Shane MacGowan, Laurent Voulzy, Gilles Servat, Robert Le Gall, Davy Spillane, etc. Ur bladenn vat hervez lod, ur bladenn dipitus ha kenwerzhel hervez lod all. Merket eo deroù ar 21añ kantved gant an albom gant binvioù hepken,En tu-hont d’ar c’homzoù – Au-delà des mots, al levr Telenn, la harpe bretonne, kenskrivet gant Jean-Noël Verdier, hag an Dvd Parcours (Fox-Pathé), deuet da vezañ Dvd aour buan-tre. E 2009 e tegas soñj Emerald (Emrodez) eus ar bloavezhioù kentañ folk-rock, met doare ar bloavezhioù 2000. E 2012 e lider 40vet deiz-ha-bloaz e sonadeg istorel en Olympia e Pariz. Universal a embann ar Best of Ar Pep Gwellañ. War Frañs tri eo skignet un teulfilm, Au-delà des frontières, diwar e fenn. En deroù hañv 2013, e c’hall an dud dizoleiñ ar sonadeg-se end-eeun, gant ur Cd-Dvd, 40th Anniversary Olympia 2012 (Universal). War-lerc’h e teu ul levr nevez kenskrivet gant Alan Stivell, Sur la route des plus belles légendes celtes, embannet gant Arthaud-Flammarion. E 24e albom, AMzer a zeuio er-maez e Gwengolo 2015. Alan Stivell, Paotr al leurenn pe paotr ar studio? Alan Stivell hag an Emsav Alan Stivell hag ar brezhoneg N'eo ket war ar sonerezh hepken e santer efed berzh Alan Stivell ar bloavezhioù 1971–1974 e Breizh. War ar brezhoneg ivez. Daoust ma n'eo ket ar brezhoneg ur yezh mestroniet re vat gant an arzour e-unan (pouez-mouezh galleg, gallekadurioù ha fazioù stank) en deus sikouret ha brudet ar brezhoneg muioc'h eget den all ebet er bed en e raok, dre reiñ anezhañ da glevet er bed-holl ha dre-se dedennañ milieroù a dud d'ar brezhoneg. Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a bennoù brezhoneg hag a lavar bezañ kroget da studiañ ar yezh war-lerc'h bezañ bet boemet gant e sonerezh. Alan Stivell hag ar "sonerezh keltiek" Rebech a ra sonerien hag arbennigourien zo da Alan Stivell komz eus "sonerezh keltiek" pa zlefed komz eus sonerezhioù liesseurt ha disheñvel o orin a gaver er broioù keltiek. Trivia Ar ganaouenn "M.J." ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e wreg Marie-Jo. Ar ganaouenn "Ewan" ("Raok dilestra") zo gouestlet d'e vab kentañ, Ewan. Ar ganaouenn "Raok mont d'ar skol" ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e eil mab. Breur eo da Ifig Cochevelou, aet da skolaer brezhoneg e Kreiz-Breizh goude bezañ bet desket ar yezh. Ober a reas ar fentigellour gall Pierre Desproges fent gant Alan Stivell en unan eus e " réquisitoires". Enorioù E 1994 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg. Pladennoù bras 1959-1963 : Telenn geltiek (enrolladurioù kentañ) 1970 : Reflets 1972 : Renaissance de la Harpe Celtique 1972 : À l'Olympia (sonadeg enrollet) 1973 : Chemins de Terre 1974 : E Langonned 1975 : E Dulenn (sonadeg enrollet) 1976 : Trema'n Inis 1977 : 'Raok dilestra 1978 : Un dewezh 'ba 'gêr 1979 : International tour - Tro ar Bed (sonadeg enrollet) 1979 : Symphonie Celtique - Tir na nOg 1981 : Bed an dud vew 1983 : Mojenn 1985 : Harpes du nouvel âge - Telenn a' skuilh dour 1991 : The Mist of Avalon 1995 : Brian Boru 1998 : 1 Douar 2000 : Back to Breizh 2002 : Au-delà des mots - En tu-hont d'ar c'homzoù 2006 : Explore 2009 : Emerald 2015 : AMzer 2018 : Human~Kelt Dibab tonioù 1975 : Grand Succès d'Alan Stivell 1993 : Again (N'eo ket ur gwir gompilasion avat, tonioù kozh brudet bet adenrollet kentoc'h) 1993 : 70/95 Zoom 1997 : Routes 1999 : Vers l'île 2004 : Parcours (CD ha DVD) 2012 : Ar Pep Gwellañ (+ Olympia 1972) 2013 : 40th anniversary Olympia 2012 (CD ha DVD) Kanaouennoù, tonioù na c'haller ket kavout aes Ur bladennig 45 tro (1986), warni div ganaouenn e brezhoneg, unan da c'hoapaat an dud o doa berzet outañ kanañ en iliz-veur Kemper ("Delirium"), hag un all da ganañ meleudi da Stad Brest (ar skipailh football). "Levenez" (poziou gant Gawain ; sonerezh gant J.Cochevelou) a gaver war ur bladenn vras anvet "Skoazell Vreizh - soutien aux familles des detenus politiques Bretons". Ur ganaouenn gouestlet da Yann-Kel Kernalegenn a varvas gant e vombezenn en anv an F.L.B. Ur bladennig arc'hant (1998) da vrudañ donedigezh "1 Douar". Warni daou don telenn "Mintin Sioul" ha "Stivelloù kozh" "Eliz Iza" kanet gant ar c'hoarezed Goadeg, Alan Stivell-Cochevelou ouzh an delenn (1972). War ar bladenn "1er festival pop-celtic, Kertalg 72" (chant du monde) Pennadoù kar (45299) Stivell, un asteroidenn anvet en e enor Liammoù diavaez Lec’hienn ofisiel Alan Stivell blog O kanañ e Karaez Youtube Ganedigezhioù 1944 Telennourien Breizh Kanerien Breizh Kanerien vrezhonek Sonerien Breizh Sonaozourien Breizh Urzh an Erminig
6703
https://br.wikipedia.org/wiki/9%20Kerzu
9 Kerzu
Darvoudoù 1905 : votet al lezenn dispartiañ ar Stad diouzh an ilizoù e Frañs. 1933 : dizuet eo Frañsez-Mari Laorañs, bet fuzuilhet e Châlons-sur-Marne (Marne) d'an 19 a viz Here 1914, goude tamall dezhañ bezañ emvuturniet (e gaou). 1961 : dizalc’hidigezh Tanganyika. 1990 : Lech Wałęsa dilennet da brezidant e Polonia. Ganedigezhioù 1608 : John Milton, barzh saoz. 1748 : Claude-Louis Berthollet, kimiour gall. 1842 : Pyotr Kropotkin, prederour ha skrivagner rusian. 1862 : Ernest de Chamaillard, livour breizhat. 1868 : Fritz Haber, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1918. 1901 : Jean Mermoz, nijer gall. 1916 : Kirk Douglas, aktour stadunanat. 1929 : Bob Hawke, kentañ ministr Aostralia. 1947 : Jana Bellin, meurc'hoarierez echedoù tchek ha breizhveuriat. 1985 : Ernesto Inarkiev, meurc'hoarier echedoù rusian. Marvioù 1565 : ar Pab Pi IV. 1641 : Antoon van Dyck, livour flamank. 1669 : ar pab Klemañs IX. 1798 : Johann Reinhold Forster, pastor kalvinat ha naturour alaman. 1991 : Berenice Abbott, luc'hskeudennerez stadunanat. 2008 : Dražan Jerković, melldroader etrebroadel ha gourdoner yougoslav. Lidoù Devezh a-enep al linkrerezh. Katoliked: Santez an deiz : Santez Erell; Sant an deiz : sant Beuzeg. Kerzu 9
6704
https://br.wikipedia.org/wiki/14%20C%27hwevrer
14 C'hwevrer
Darvoudoù 842 : Karl Voal ha Loeiz Germania a dou Leoù Strasbourg e romaneg hag e germaneg. 1904 : digoret eo al linenn hent-houarn Brest-Lesneven. 1974 : distrujet eo stign skinwel Roc'h Tredudon (war douar Plouneour-Menez) gant ur gwalldaol. Abadenn skinwel ebet e-pad ur miz e Breizh a-bezh. 2005 : lazhet eo Rafik Hariri, kentañ ministr Liban, gant ur gwalldaol. Ganedigezhioù 1766 : Thomas Malthus, demografour hag ekonomour saoz. 1780 : Johann Friedrich Naumann, engravour hag evnoniour alaman. 1829 : Jean Dufresne, mestrc'hoarier echedoù ha skrivagner alaman e Berlin (Alamagn). 1912 : Tibor Sekelj, kazetenner, ergerzher, skrivagner, gwiraour eus Yougoslavia. 1916 : Marcel Bigeard, jeneral gall. 1947 : Timothy Buckley, sonaozer ha kaner stadunanat. 1958 : Smbat Lpoutian, mestrc'hoarier echedoù armeniat. 1967 : Mark Rutte, politiker nederlandat, kentañ ministr an Izelvroioù. 1973 : Sergei Tiviakov, mestrc'hoarier echedoù rusian-izelvroat. 1986 : Jean-François Jolly, mestrc'hoarier echedoù breizhat. Marvioù 1318 : Marc'harid Bro-C'hall, gwreg Edouarzh Iañ Bro-Saoz. 1400 : Richarzh II, roue Bro-Saoz. 1779 : James Cook, moraer hag ergerzher saoz. 1831 : Vicente Guerrero, dispac'hour eus Mec'hiko. 1871 : Ange Blaize, armerzhour, kelaouenner-brudañ ha melestrour gall, Prefed Il-ha-Gwilen. 1885 : Jules Vallès, skrivagner ha kazetenner gall. 1943 : David Hilbert, matematikour alaman. 1957 : Erwan ar Moal, Dir-na-Dor e anv-pluenn, skrivagner brezhonek, oberour Pipi Gonto. 1975 : P. G. Wodehouse, skrivagner saoznek. 1981 : Esteban Canal, mestrc'hoarier echedoù perouat hag italian. 1989 : James Bond, evnoniour stadunanat. 2004 : Marco Pantani, marc'hhouarner italian. 2005 : Rafik Hariri, kentañ ministr Liban. 2019 : Michel Bernard, reder damhir gall. Lidoù Deiziadur henroman : XVI ante calendas Martias / Parentalia 1 = XVIvet deiz kent In Meurzh; Deiz kentañ gouel ar Gerent Iliz kristen : Sent an deiz: Valentin, eskob Terni, paeron an amourouzien (Gwelout Dwynwen) E Breizh: sant Biavili C'hwevrer 14
6705
https://br.wikipedia.org/wiki/Egipt
Egipt
Republik arab Egipt, berraet en Egipt, pe Ejipt, hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ dre abegoù politikel ha sevenadurel. P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter. Gerdarzh Meur a stumm zo bet da anv ar vro a-hed an istor. An anv kentañ eo bet kemet en egipteg, a dalvez kement a douar du. Daveiñ a ra an anv-mañ da lec'hid du strujus an Nil a save bep bloaz war an douaroù pa zic'hlanne ar stêr. Dont a ra an anv brezhonek a-vremañ, Egipt, eus unan eus anvioù ar stêr Nil e gresianeg : Aigyptos (Αιγυπτος). Diwar ar vammenn c'hresianek-se e teu an anv implijet gant holl yezhoù kornôg Europa (Egypt, Egipto, Égypte, Ägypten, hag all). An Arabed, int, a ra gant un termen all, disheñvel e orin penn-da-benn :مصر, Misr. Skeudennoù Gwelet ivez Henegipt Notennoù Egipt
6719
https://br.wikipedia.org/wiki/29%20Du
29 Du
Darvoudoù 939 : dont a ra Edmund Iañ da vezañ roue Bro-Saoz. 1580 : ar moraer saoz Francis Drake a zeu da Vro-Saoz en-dro goude bezañ graet tro ar bed. 1766 : en em vodañ a ra Stadoù Breizh e Roazhon. 1877 : an ijinour Thomas Edison a ginnig d'an dud e fonograf evit ar wech kentañ. 1945 : savet eo Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia. 1947 : mouezhiañ a ra Bodadenn Veur Aozadur ar Broadoù Unanet a-du gant daouhanteriñ Palestina etre Arabed ha Yuzevien. Ganedigezhioù 1803 : Christian Doppler, jedoniour ha fizikour aostrian. 1863 : Georg Marco, mestrc'hoarier echedoù roumanian. 1890 : Maurice Genevoix, romantour-barzh gallek. 1898 : C.S. Lewis, skrivagner saoznek. 1904 : Héctor Castro, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat. 1930 : Jean Vincent, melldroader etrebroadel ha gourdoner gall. 1932 : Jacques Chirac, den-Stad, prezidant republik Bro-C'hall. 1968 : Charlotte Valandrey, aktourez ha skrivagnerez c'hall. Marvioù 1268 : Klemañs IV, pab. 1314 : Fulup IV a Vro C'hall lesanvet le Bel, roue Bro-C'hall (1285-1314). 1543 : Hans Holbein ar Yaouankañ, livour alaman. 1643 : Claudio Monteverdi, sonaozer italian. 1780 : Maria Theresia, impalaerez an Impalaeriezh santel roman. 1824 : Giacomo Puccini, sonaozour italian. 1900 : Gustav Hartlaub, mezeg hag evnoniour alaman. 1924 : Giacomo Puccini, sonaozer italian. 1956 : Hyacinthe Kerniliz, skrivagner brezhonek. 1981 : Natalie Wood, aktourez amerikan. 1986 : Cary Grant, aktour amerikan , saoz a orin. 1999 : John Berry, aktour, filmaozer, produour ha saver senario stadunanat. 2000 : Goulven Pennaod, brezhonegour ha yezhoniour. 2001 : George Harrison, soner saoz, ezel eus ar strollad The Beatles. 2002 : Daniel Gélin, aktour breizhat. 2023 : Henry Kissinger, diplomat stadunanat. Lidoù Katoliked: Sant an deiz : Sant Menefred. Deiz an Dieubidigezh en Albania (Dita e Çlirimit) Du 29
6720
https://br.wikipedia.org/wiki/30%20Mezheven
30 Mezheven
Darvoudoù 1651 : Emgann Beresteczko, Polonia a drec'h ar gozaked ha tatared Krimea. 1758 : Emgann Domstadtl etre Rusia ha Prusia e-pad Brezel Seizh Bloavezh. 1794 : harzet eo Jorj Kadoudal en Alre. 1934 : Nozvezh an Hirgontilli en Alamagn. 1941 : gant un dekred sinet gant ar marichal Pétain e roer galloud da brefed Roazhon war bevar departamant eus Breizh. Evit ar wech kentañ eo dispartiet al Liger Izelañ diouzh ar peurrest eus Breizh. 1960 : dont a ra Kongo Kinshasa da vezañ dizalc'h diouzh Belgia. Sportoù 1959 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Blaen ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Roger Rivière. 1962 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer ; trec'h eo Huub Zilverberg (Izelvroioù). 1974 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Montroulez ha Sant-Maloù ; trec'h eo Patrick Sercu (Belgia). 1985 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Gwitreg ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia). Ganedigezhioù 1470 : Charlez VIII, roue Bro-C'hall, pried Anna Vreizh. 1755 : Paul Barras, politikour gall. 1861 : Johann Bauer, mestrc'hoarier echedoù aostrian. 1884 : Georges Duhamel, skrivagner gall. 1893 : Walter Ulbricht, politiker komunour alaman. 1903 : Auguste Loriquer, barzh brezhonek ha gallek. 1911 : Czesław Miłosz, skrivagner polonek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh 1932 : Mongo Beti, skrivagner gallek eus Kameroun. 1958 : Thierry Châtel, skolaer ha skrivagner. 1967 : Michele Godena, mestrc’hoarier echedoù italian, Kampion Italia pemp gwezh. 1975 : Ralf Schumacher, bleiner redadegoù kirri alaman. Marvioù 1709 : Edward Llwyd, yezhoniour kembreat. 1825 : Friedrich Wilhelm Hemprich, loenoniour, evnoniour ha mezeg alaman. 1851 : Edward Smith-Stanley, dastumer, labourer-douar, naturour ha politikour saoz. 1857 : Alcide Dessalines d'Orbigny, blodegour, ergerzher, naturour ha paleontologour gall. 1916 : Gaston Maspero, ejiptour gall. 1969 : Domingo Tejera, melldroader etrebroadel uruguayat. 1995 : Mario Monticelli, mestrc'hoarier echedoù italian. 2001 : Chet Atkins, gitarour stadunanat. 2009 : Pina Bausch, korollerez alaman. 2012 : Yitzhak Shamir, politiker izraelat. 2017 : Simone Veil, politikerez c'hall. Lidoù Mezheven 30
6722
https://br.wikipedia.org/wiki/Marco%20Polo
Marco Polo
Marco Polo (15 a viz Gwengolo 1254 – 8 a viz Genver 1324) a oa ur marc’hadour hag ur beajour, genidik eus kêr Venezia. Unan eus an Europiz kentañ eo bet o vont gant Hent ar seiz betek Sina (anvet gantañ Catai). Kontet en deus e eñvorennoù beaj en ul levr anvet Il Milione (diwar ar ger italianek evit milion pe diwar al lesanv Emilione roet d’e familh). Evit lod ez eo Marco Polo ur beajour dispar, tra ma lavar lod all e oa ur fougeer. Krediñ a reer e voe Marco Polo hag e gerent o vevañ e Sina e-pad seitek vloaz a-raok distreiñ da Venezia. Pa voe deuet en-dro e voe prizoniet Marco Polo e-pad ur brezel etre Venezia ha Genova. En toull-bac’h e stagas da gontañ e eñvorennoù a voe lakaet dre skrid gant Rustichello da Pisa el levr Il Milione. Ar veaj kentañ A-raok Marco Polo e oa bet meur a veajour bras er familh. E dad Niccolò hag e eontr Matteo a rae kenwerzh gant broioù ar Reter. Beajet o doa dre Azia : eus Kergustentin, ma oant o labourat, e oant aet betek Krimea ha pelloc’h goude-se betek kreiz Azia, a oa e dalc’h ar Vongoled d’ar mare-hont. Tizhet e oa bet Sina ganto e 1266, ha bet e oant e lez Impalaer ar Vongoled, Koubilai, e Khanbaliq (Beijing hiziv). Deuet e oant en-dro da Italia, evel kannaded an Impalaer mongol], gant ul lizher evit ar Pab, ma c’houlenne an impalaer digantañ kas beleien d’an Impalaeriezh Vongol, evit kelenn doareoù ar c’hornôg da dud e vro. An eil beaj Matteo ha Niccolò Polo a stagas gant un eil beaj, da gas respont ar Pab d’an Impalaer mongol, e 1271. Ar wech-mañ, Niccolò a gasas e vab Marco gantañ. Dont a reas hennezh da c’hounit fiziañs an Impalaer hag e guzulier e teuas da vezañ. E-pad 17 vloaz e gourc’hemenn ar C’han (an Impalaer), e teskas Marco Polo kalz traoù diwar-benn istor ha douaroniezh Sina ha diwar-benn he sevenadur hag he gouiziegezh, o doa kalz a lañs war re Europa d’ar mare-hont. Il Milione Pa zeuas en-dro eus Sina e 1295, e chomas Marco Polo hag e familh e Venezia. Eno e teujont da vezañ brudet, ha dont a rae kalz tud d’o gwelet ha da selaou o istorioù, met nebeud o c’hrede. Evit trec’hiñ war o disfiz, e voe pedet an dud d’ur banvez gant Marco Polo. Er banvez-se e oa gwisket tud e familh gant dilhad eus Sina. E deroù ar pred e tennas pep hini eus e c’hodelloù mein prizius ha bravigoù a bep seurt o doa bet e Sina. Ken souezhet e voe an dud ma kredas an holl e Venezia komzoù ar familh Polo goude se. Kemer a reas Marko Polo perzh en un emgann war vor etre Venezia ha Genoa, dirak Curzola (hiziv Korčula e Dalmatia), e 1298. Paket e voe ha kaset d’un toull-bac’h, ma chomas un nebeud mizioù. En toull-bac’h e stagas da gontañ e veajoù e broioù pell ar Reter pellañ, gant forzhig munudoù. Ul levr a voe skrivet, diwar e gomzoù, da gontañ e veajoù e broioù dianav ar Reter pellañ. Al levr a voe skrivet en okitaneg da gentañ, dindan an titl ‘’Le divisament do monde’’, ha troet goude se e meur a yezh eus Europa. Kollet e voe ar skrid orin hag a-wechoù e kaver dislavarioù etre an embannadurioù er yezhoù all. Bezet pe vezet, e istorioù a reas berzh, ken ez eo ur souezh gant an dister ma oa an doareoù embann d’ar c’houlz-se en Europa. Dibenn e vuhez Ur wech lezet da vont eus an toull-bac’h, Marco Polo a zistroas da Venezia e 1299. Ne guitaas ket ar gêr ken ha berzh a reas er c’henwerzh. Skrivañ a reas e-unan ur stumm nevez eus e eñvorennoù, en italianeg, dindan an anv ‘’Il Milione’’. Troet e voe ar skrid e latin gant ur manac’h hag e yezhoù all war-lerc’h, met kollet e voe ar skrid italianek ivez. Mervel a reas Marco Polo e 1324, d’an oad a 69 bloaz. Ha gwir eo ar beajoù-se ? Just a-raok e varv, hervez a gonter, Marco Polo a voe goulennet digantañ gant ur beleg kofesaat e c’hevier. Nac’h a reas Marco Polo ha disklêriañ a reas n’en doa ket kontet an hanter eus ar pezh en doa gwelet. Kavout a ra d’an darn vrasañ eus an istorourien e oa bet Marco Polo e Sina. Evit lod ne vije ket aet keit-se ha n’en dije graet nemet kontañ traoù bet kontet dezhañ gant tud all. Evit an dud diskredik-se eo souezhus ne vije ket bet anv gant Marco Polo eus traoù heverk evel an doare-skrivañ sinaek, ar bizhier bihan implijet evit debriñ, an te, pe Moger Vras Sina. Ouzhpenn se, emezo, ne gaver ket meneg eus Marco Polo e skridoù Sina eus ar mare-hont, daoust ma oa e lez Kubilai, hervez e gomzoù. Eus an tu all e vez diskrivet gant Marco Polo traoù heverk eus Sina ha dianav da dud ar C’hornôg, gant forzhig munudoù, evel ar moneiz paper, Kanol Vras Sina, an tigred, servij ar post en Impalaeriezh. Anv a vez graet gantañ ivez eus Japan, anvet Zipang pe Cipangu en e skridoù. Ar meneg kentañ eus Japan eo e skridoù Europa. Evit ar re gentañ eta n’en deus graet nemet adkontañ ar pezh en doa klevet digant marc’hadourien arab bet war Hent ar seiz. Met evit ar re all eo posupl-tre e vije bet e Sina e-unan. Levezon Marco Polo Daoust ma n’eo ket Marco Polo an Europad kentañ a vije aet betek Sina war droad (sellit da skouer ouzh Giovanni da Pian del Carpini), e levr a voe bras e levezon : brudet e voe e veaj gantañ hag e-pad pell e chomas al levr gwellañ diwar-benn ar broioù-hont. Skrid Marco Polo, gant e zeskrivadur eus pinvidigezhioù ar Reter, a voe unan eus an abegoù a vroudas Kristol Goulm da vont war ar mor ouzh o c’hlask eus tu ar c’hornôg. Hervez ar vojenn en dije degaset Marco Polo traoù eus Sina da Italia, evel ar spaghetti. Met gouzout a reer e oa anavezet an toazennoù en Italia a-raok amzer Marco Polo. Liammoù diavaez Beajoù Marco Polo Wikipedia e saozneg Ganedigezhioù 1254 Marvioù 1324 Ergerzherien Azia Ergerzherien italian
6723
https://br.wikipedia.org/wiki/30%20Ebrel
30 Ebrel
Darvoudoù 711 : da-heul Tariq ibn Ziyad ha Musa ibn Nusayr e tilestr un armead tud eus ar Maghreb e Jibraltar ha kregiñ a ra aloubadeg al ledenez iberek gant ar Vuzulmaned. 1789 : krouidigezh ar C'hleub breton e tavarn Amaury e Versailles ; George Washington a zeu da vezañ kentañ prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1803 : gant ar Stadoù Unanet eo prenet Louiziana digant Frañs, e 15 milion a zollaroù. 1897 : gant ar fizikour saoz Joseph John Thomson eo dizoloet an elektron. 1907 : kroget eo da sevel labouradeg boued-mir Jean Hénaff, e Pouldreuzig. 1939 : Franklin D. Roosevelt eo ar prezidant amerikan kentañ o’n em ziskouez er skinwel. 1945 : en em lazhañ a ra Adolf Hitler hag Eva Braun e Berlin. 1975 : kemeret eo Saigon gant nerzhioù Talbenn Broadel Dieubidigezh Vietnam. Dibenn Brezel Vietnam. 2010 : o vezañ trec'h 2-0 war Teurgn FK e pign Stad Brest 29 e rummad kentañ kampionad mell-droad Frañs, naontek vloaz goude bezañ kuitaet al live-se, Aleks Dupont e c'hourdoner. Ganedigezhioù 1309 : Kazimir III (Polonia), roue Polonia eus 1333 betek e varv. 1848 : Eugène Simon, araknidour hag evnoniour gall. 1883 : Jaroslav Hašek, skrivagner tchekek. 1902 : Peregrino Anselmo, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat. 1931 : José Tonoli, mestrc'hoarier echedoù belgiat. 1946 : ar roue Carl XVI Gustaf a Sveden. 1956 : Lars von Trier, filmaozer dan. Marvioù 1341 : Yann III, dug Breizh ha kont Richmond, aet da benn ar vro e 1312. 1883 : Édouard Manet, livour gall. 1889 : Ignác Kolisch, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour ha kenwerzhour hungarat. 1915 : Charles Walter De Vis, den-a-iliz ha loenoniour saoz. 1943 : Otto Jespersen, yezhoniour dan. 1945 : Adolf Hitler (emlazh). 1967 : Jef Le Penven, sonaozour breizhat. 1975 : Gen Paul, arzour gall. 1986 : Pol Rolland-Gwalc'h, skrivagner ha troour brezhonek. Lidoù Deiziadur kelt [Beltain]] Deiziadur roman Pridie calendas Maias / Acca Larentia / Florae Ludi III = Deiz diwezhañ kent In Mae / Acca Larentia (displegadenn da zont) / Trivet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora. Deiziadur kristen Breizh : Santez Onenn. Europa : Nozvezh Walpurgis, Sankt Walpurgisnacht "Nozvezh sant Walburga" pe Hexenbrennen "Devadur ar sorserezed" en alamaneg ; en nozvezh etre an 30 a viz Ebrel hag ar 1 a viz Mae e vez lidet, da zerc'hent gouel ar sant brudet evit bout stourmet ouzh ar sorserezh. Berzet eo bet gant an Iliz, met lidet e vez koulskoude evel donedigezh ar gouloù ha deroù an hañv. Deiziadurioù brodadel hag etrevroadel Skandinavia : nozvezh Walpurgis, da lidañ donedigezh an nevezamzer. Izelvroioù : Devezh ar Rouanez. Vietnam : Devezh an Dieubidigezh. Ebrel 30
6724
https://br.wikipedia.org/wiki/12%20Ebrel
12 Ebrel
Darvoudoù 1365 : sinet eo Kentañ Feur-emglev Gwenrann : echu eo brezel hêrezh dugelezh Breizh 1606 : degemeret eo an Union Jack evel banniel Breizh-Veur. 1633 : deroù prosez Galileo Galilei 1861 : kregiñ a ra Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, pa dag soudarded Stadoù Kengevreet Amerika Fort Sumter, ur c’hreñvlec’h e-kichen Charleston (South Carolina). 1877 : dont a ra Transvaal da vezañ un drevadenn eus Rouantelezh Unanet. 1931 : gounezet eo an dilennadegoù evit ar c’huzulioù-kêr gant an tu-kleiz e Spagn. 1945 : dont a ra Harry S. Truman da vezañ prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1946 : Siria dizalc’h diouzh Frañs. 1961 : Yuri Gagarin eo an den kentañ o vont en egor. 1981 : bannet eo ar c’hentañ egorvulzun anvet Columbia. 2003 : un asiedad boued zo stlapet ouzh fas Fañch Broudig e Pondi, gant tud eus Emgann. Ganedigezhioù 1876 : Job ar Bayon, beleg katolik ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek. 1924 : Raymond Barre, politikour gall. 1932 : Jean-Pierre Marielle, aktour gall. 1933 : Anicetas Uogelė , mestrc’hoarier echedoù lituanian. 1971 : Shannen Doherty. 1973 : Joel Lautier, mestr c'hoarier echedoù gall. Marvioù 1945 : Franklin D. Roosevelt, prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1967 : Auguste Dupouy, skrivagner ha douaroniour breizhat. 1988 : Alan Paton, skrivagner eus Suafrika. 1998 : Charles Sibley, arbennigour war ar vevoniezh volekulel hag evnoniour stadunanat. 2009 : Marilyn Chambers. Lidoù Deiziadur Henroman : Pridie idus Aprilis / Cerealia; Ludi Ceriales I = Deiz kentañ kent idus Meurzh. Gouel Ceres (doueez an edeier). Deiz kentañ ar c'hoarioù gouestlet da gCeres Ebrel 12
6727
https://br.wikipedia.org/wiki/Breudeur%20Morvan
Breudeur Morvan
Ar Vreudeur Morvan pe Paotred Morvan a zo kanerien kan-ha-diskan brudet-bras e Breizh. Pevar faotr a oa en ti : Yves († 1984), Henri, François(† 2012), Yvon († 2022). Labourerien-douar e oant. Ganet int bet hag o chom emaint bepred e Botkol e Sant-Nigouden e kanton Kallag, (Kerne-Uhel). Gant o mamm, Augustine ar C’hreñv, eo o deus desket an holl donioù ha sonioù a ganont. Tonioù plin ha fisel a ganont dreist-holl, dre m'emaint tost d'an div vro-se, hogen tonioù gavotenn a zeu gante ivez. Kroget e oant da ganañ en "noziadoù" a veze war-lerc'h an devezhioù bras war ar maez, tennadeg patatez, dornañ. Goude ar brezel, pa oa ar c'helc'hioù keltiek o kregiñ d'aozañ "festoù-noz", e oant krog da ganañ evit Kelc'h Keltiek Boulvriag, ma veze Étienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal o son, pe Kelc'h Keltiek Rostren, ma veze Lomig Doniou o kanañ. Pa oa deuet lanv ar sonerezh keltiek da-heul miz Mae 1968 ha pladennoù Alan Stivell e oant kroget da ganañ pelloc'h eus ar gêr, hep mont war leurennoù Pariz evel ar c'hoarezed Gwadeg avat. O c'hanaouennoù E-touez ar c'hanaouennoù a vez klevet gante er festoù-noz emañ: Kimiad ar soudard yaouank, savet gant Prosper Proux Son ar miliner, kanet bremañ evel polka-plin hag adanvet Joli Coucou. Tud yaouank ma farrouz. O buhez Pevar faotr a oa en ti : Yves, ganet d'an... a viz... 1919 ha marvet e 1984 ; François, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1923 ha marvet e miz Mae 2012 ; Henri, ganet d'ar 5 a viz Here 1931 hag Yvon, ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1934 ha marvet e miz Mae 2022. Ganet int bet hag o chom emaint bepred e ti-feurm Bodkol e kumun Sant-Nigouden e kanton Kallag, e Kerne-Uhel e Aodoù-an-Arvor. Gant o mamm Augustine ar C’hreñv, eo o deus desket an holl donioù ha sonioù a ganont. Hag hi he doa desket gant he zad, Guillomme Creff, ganet e 1852. Tonioù plin ha fisel a ganont dreist-holl, dre m’emaint tost d’an div vro-se, hogen tonioù gavotenn a deu gante ivez. Labourerien-douar a vicher int bet e Botkol. Savet o deus ur strollad kanerien hengounel e 1958, gant degouezhadenn ar c’hentañ sono. Kroget e oant da ganañ en « noziadoù » a veze war-lerc’h an devezhioù bras ar maez, tennadeg patatez, dornañ… Goude ar brezel, pa oa ar c’helc’hioù keltiek o kregiñ da aozañ « festoù-noz », e oant krog da ganañ evit Kelc’h Keltiek Boulvriag, ma veze Etienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal o son, pe Kelc’h Keltiek Rostren, ma veze Lomig Doniou o kanañ. Pa oa deuet al lanv ar sonerezh keltiek da-heul miz Mae 1968 ha pladennoù Alan Stivell e oant kroget da ganañ pelloc’h eus ar gêr, hep mont war leurennoù Pariz evel ar C’hoarezed Gwadeg. Evel ar C’hoarezed Gwadeg o deus graet kalz evit lakaat er maez ar c'han ha diskan eus an ankouazh. O c'hanaouenn vrutedañ eo « Joli Koukou » a zo deuet da vezañ o himn. Ar vreudeur Morvan (Henri ha Yvon) a ra tro Breizh evit ar festoù-noz, ha tresañ a reont bep bloaz war irvi an arar evit diskouez digoridigezh Gouel an Erer Gozh e Karaez-Plouger e Penn-ar-Bed. Evit ar wech kentañ e 2009 o deus kanet ar c’hentañ Boys Band eus istor Breizh war leurenn vrasañ ar gouel, gant an Tambours du Bronx dirak 60 000 den, hag 230 000 mont e-barzh a zo bet e pevar devezh. Kanet o deus ivez e sonadeg anvet Fest-noz e Botkol e 1999. O c’hanaouennoù brudet Kimiad ar soudard yaouank, savet gant Prosper Proux. Son ar miliner, kanet bremañ evel polka-plin hag anvet Joli Coucou. Tud yaouank ma farouz. Pladennoù enrollet N'o deus ket graet kalz a bladennoù. 1974 : Ar Vreudeur Morvan. 1999 : Les Frères Morvan (e-lec'h ma klever o mamm Augutine hag o breur Yves er bloavezhioù 1960). 2009 : Un demi-siècle de kan ha diskan (daou CD war emzalc'h an enrolladennoù kozh ha dielloù-sonenrolladennoù eus ar vreudeur, hag ivez o mamm). Prizioù Pladenn « Un Demi-siècle Kan-ha-diskan » en deus gounezet ar c’hwec’hvet embannadur deus Priz bras ar pladenn an Télégramme embannet ar 27 a viz Ebrel 2010. Filmoù Frères de chants, en teulfilm Jérémy Véron - 52', Coproduction Plan Large Productions, VO Productions ha France Télévisions . Levrlennadur Les Frères Morvan, Homme De Bretagne gant Alain le Nédélec, 1994. Notennoù ha daveoù Kanerien Breizh Kanerien vrezhonek Kanerien Kan ha diskan Breudeur Urzh an Erminig
6728
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20gouezelek
Yezhoù gouezelek
Ar yezhoù gouezelek a ya d’ober unan eus an daou skourr a zo e-touez ar yezhoù keltiek. Bremañ e kaozeer teir yezh ouezelek kar hogen disheñvel en inizi Breizh-Veur, Iwerzhon ha Manav : An iwerzhoneg, komzet en Iwerzhon. Ar skoseg, pe Gouezeleg Skos, komzet e Bro-Skos. Ar manaveg, a zo bet darbet dezhañ mont da get hag a gomzer en-dro war Enez Vanav. Deveret eo ar yezhoù gouezelek eus an henouezeleg a veze komzet en Iwerzhon, hag a voe skrivet adalek an 8vet kantved d’an nebeutañ. Gant Gouezeled Iwerzhon e voe taget aodoù ar vro a oa e-kichen o hini ha goude se en em ziazezjont da vat e mervent Bro-Skos. Gounit tachenn a reas o yezh (ar gouezeleg) alese ha dont a reas da vezañ komzet en darn vrasañ eus Skos betek ar 17vet kantved. En em ledañ a reas ar gouezeleg ivez en Enez Vanav, ha daoust ma varvas ar manaveger a-vihanik diwezhañ en ugentvet kantved, ez eus tud c’hoazh a ra gant ar yezh-se eno hag un doare adsav zo. Daoust d’ar gerentiezh zo etre an teir yezh-se, ez int yezhoù disheñvel. Splann a-walc’h eo ar c’hemmoù er skritur, dreist-holl etre ar manaveg a zo levezonet e zoare-skrivañ gant hini ar saozneg hag an div yezh all. Abaoe ma’z eus bet degaset kemmoù e doare-skrivañ gouezeleg Iwerzhon, en ugentvet kantved, eo deuet da vezañ disheñveloc’h diouzh gouezeleg Skos.Setu an anvioù a roer da bep yezh en he bro : Gaeilge evit gouezeleg Iwerzhon (pe iwerzhoneg) Gàidhlig evit gouezeleg Skos (pe skoseg) Gaelg evit gouezeleg Manav (pe manaveg) Yezhoù predenek a reer eus an teir yezh keltiek all. Levrlennadur Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh Meneger yezhoù ar bed Gouezeleg
6729
https://br.wikipedia.org/wiki/1%20Kerzu
1 Kerzu
Darvoudoù 1640 : Portugal en em zistag diouzh Spagn ha dont a ra João IV da vezañ roue. 1822] : kurunet eo [[Pedro Iañ Brazil|Pedro I, impalaer Brazil. 1835 : Hans Christian Andersen a embann e levr kontadennoù kentañ. 1905 : votet eo al lezenn dispartiañ ar Stad diouzh an ilizoù e Frañs. 1918 : Island a zeu da vezañ ur vro dieub, met chom a ra stag ouzh rouantelezh Danmark. Treuzsilvania zo unanet gant Roumania. embannet eo Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened (anavezet diwezhatoc'h dindan an anv Rouantelezh Yougoslavia). 1956 : Alain Mimoun a ya da gampion olimpek ar maraton e Melbourne (Aostralia). 1961 : embannet eo Republik Papoua ar C'hornôg. Ganedigezhioù 1081 : Loeiz VI an tev, roue Bro-C'hall. 1761 : Marie Tussaud, krouerez ar mirdi koar (Madame Tussauds) e Londrez. 1896 : Hans Müller, mestrc'hoarier echedoù aostrian, anvet Mestr Meur e 1950. 1923 : Morris, aozer bannoù-treset eus Belgia. 1935 : Woody Allen, aktour ha filmaozer stadunanat. 1944 : John Densmore, soner taboulin stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad The Doors. 1945 : Bette Midler, aktourez ha kanerez stadunanat. 1946 : Tunç Amarat, mestrc'hoarier echedoù turk hag aostrian. 1947 : Alain Bashung, kaner-sonaozer gall. 1951 : Jaco Pastorius, soner gitar-boud jazz. 1964 : Salvatore Schillaci, melldroader etrebroadel italian. 2003 : Robert Irwin. Marvioù 1135 : Herri Iañ (Bro-Saoz). 1521 : Leon X, mab Lorenzo de' Medici, 217 pab. 1866 : Joseph-Marie Bourdy, troour brezhonek. 1876 : Josef Kling, mestrc'hoarier echedoù alaman. 1885 : Visant Roudot, geriadurour brezhonek. 1916 : Charles de Foucauld, milour, ergerzher ha misioner gall. 1987 : James Baldwin, skrivagner stadunanat. 2001 : Joseph Chardronnet, beleg hag istorour breizhat. Lidoù Iliz katolik roman Ar Profed Nahum, un israelat kozh, a embannas e goanag o welout diskar Kêr-Niniv (7vet kantved kent Jezuz-Krist) Sant Tudual, abad-eskob deuet eus Bro-Gembre da Vreizh gant 72 manac'h. Mab da Santez Koupaia, breur da Santez Sev ha da Sant Luner (553) Sant Maelron, manac'h, diskibl da sant Tudual (6vet kantved) Santez Maelc'hen, intañvez, kannerez dilhad menec'h sant Tudual (6vet kantved) Sant Alar, eskob kêr Noyon hag e Bro-Flandrez. Orfebour ha kuzulier ar roueed meroveat (660) Kerzu 01
6738
https://br.wikipedia.org/wiki/29%20Mezheven
29 Mezheven
Mezheven 29 Darvoudoù 65 : an daou abostol Pêr ha Paol a zo lakaet d’ar marv e Roma gant an impalaer Neron. 1194 : dont a ra Sverre Sigurdsson da vezañ roue Norvegia. 1880 : Tahiti staget ouzh Frañs. 1948 : troc'het an darempredoù etre Tito hag ar C'hominform. 1976 : enezeg ar Sechelez dizalc’h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1999 : Abdullah Öcalan, saver ha penn Strollad Labourerien Kurdistan, a zo kondaonet d’ar marv gant ul lez-varn e Turkia. 2009 : kinniget an opera-rock Anna Vreizh e Kastell Duged Breizh evit ar wech kentañ. Sportoù 1922 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Robert Jacquinot. 1959 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Graczyk. 1962 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Brest ; trec'h eo Robert Cazala. 1970 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Roazhon ; trec'h eo Marino Basso (Italia). 1985 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Lannarstêr ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia). Ganedigezhioù 1517 : Rembert Dodoens, louzawour ha mezeg flandrezat. 1886 : Robert Schuman, politikour ha den-stad gall. 1900 : Antoine de Saint-Exupéry, nijer ha skrivagner gall. 1905 : Manuel Altolaguirre, skrivagner spagnol. 1912 : Ralph Habib, filmaozer gall a orin libanat. 1926 : Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah, emir Koweit. 1948 : Ian Paice, saver kanaouennoù ha soner taboulin saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Deep Purple. 1950 : Ekrem Cekro, mestrc'hoarier echedoù belgiat. 1963 : Pierre Ménès, kazetenner sport gall. 1980 : Zhang Pengxiang, mestrc'hoarier echedoù sinaat. Marvioù 69 : Sant Pêr, apostol ha Pab kentañ. 1315 : Ramon Llull, prederour katalanek. 1853 : Adrien de Jussieu, bevoniour gall. 1940 : Paul Klee, livour genidik eus Suis. 1972 : Boby Lapointe, kaner gall. 1975 : Timothy Buckley, sonaozer ha kaner amerikan. 1978 : Roparz Hemon, yezhoniour ha skrivagner brezhonek. 2003 : Katharine Hepburn, aktourez amerikan. 2020 : Carl Reiner. Lidoù er Relijion gatolik : Sant Pêr ha Sant Paol devezh an dizalc’hiezh er Sechelez Mezheven 29
6740
https://br.wikipedia.org/wiki/Houitcholeg
Houitcholeg
Ur yezh outoek-aztekek eus isskourr ar yezhoù koratcholek eo an houitcholeg (huichol pe wixarica) komzet gant tro-dro da 20.000 den (1990) e stadoù Nayarit ha Jalisco e Mec'hiko. Daveoù Joseph E. Grimes, 1959. "Huichol Tone and Intonation", International Journal of American Linguistics, Vol. 25, No. 4. (Oct., 1959), pp. 221-232. McIntosh, John B. 1945. "Huichol phonemes." International Journal of American Linguistics 11: 31-35 José Luis Iturrioz Leza y Julio Ramírez de la Cruz, et al., 2001, Gramática Didáctica del Huichol: Vol. I. Estructura Fonológica y Sistema de Escritura, Departamento de Estudios en Lenguas Indígenas-Universidad de Guadalajara – Secretaria de Educación Pública, Vol. 1, Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koratcholek Yezhoù Mec'hiko Yezhoù koratcholek
6741
https://br.wikipedia.org/wiki/Pipileg
Pipileg
Ur yezh outoek-aztekek eus isskourr ar yezhoù aztekek eo ar pipil (pipil pe nawat) komzet gant tro-dro da 20 den (1987) en El Salvador. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù aztekek ledan Liammoù diavaez Kentelioù pipileg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù aztekek ledan
6743
https://br.wikipedia.org/wiki/Paiouteg%20an%20norzh
Paiouteg an norzh
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo paiouteg an norzh (paviotso) komzet gant tro-dro da 1.631 den e reter Kalifornia, kornôg Nevada ha su Oregon. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek ar c'hornôg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar c'hornôg
6744
https://br.wikipedia.org/wiki/Monoeg
Monoeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo ar monoeg (mono pe monachi) komzet gant tro-dro da 20 den (1977) e reter-kreiz Kalifornia. Ur yezh damvarv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek ar c'hornôg Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar c'hornôg
6747
https://br.wikipedia.org/wiki/Kawaiyisoueg
Kawaiyisoueg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo ar c'hawaiyisoueg (kawaiisu; Nɨwɨ'abigidɨ, Nɨwɨ'abigipɨ e kawaiyisoueg) komzet gant 5 den komzer a-vihanik (2005) e su Kalifornia. Klasket e vez addegas buhez d’ar yezh-se hag etre 60 ha 100 den bennak a ouife ar yezh bremañ. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek ar su Liammoù diavaez Kreizenn sevenadurel kawaiisu Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar su
6748
https://br.wikipedia.org/wiki/Outeg
Outeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo an outeg (ute) komzet gant tro-dro da 1.984 den (1990) e Utah ha Colorado. N'eo ket mui tremenet d'ar vugale hag unan eus e ranneyezhoù, ar Chemehuevieg a zo en arvar bras da vont da get. Rannyezhoù Teir rannyezh ez eus : Chemehuevieg Payuteg ar Su Outeg Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek ar su Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar su
6750
https://br.wikipedia.org/wiki/Koraeg
Koraeg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù koratcholek eo ar c'horaeg (cora) komzet gant tro-dro da 8 000 den (1993) e Mec'hiko dreist-holl hag ivez en tu all d'ar vevenn er Stadoù-Unanet. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koratcholek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koraek
6751
https://br.wikipedia.org/wiki/Tepehouaneg%20ar%20su
Tepehouaneg ar su
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tepimek eo tepehouanek ar su (tepehuán sur) komzet gant tro-dro da 14.000-17.00 den (1990 e Kalifornia. Div rannyezh ez eus: Tepehouanek ar gevred(8.000-9.000 den) Tepehouanek ar mervent (6.000-8.000 den) Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù tepimek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tepimek
6752
https://br.wikipedia.org/wiki/Tepehouaneg%20an%20norzh
Tepehouaneg an norzh
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù tepimek eo an tepehouanek an norzh (tepehuán norte) komzet gant tro-dro da 8.000 den (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù takek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tepimek
6753
https://br.wikipedia.org/wiki/Koraeg%20Santa%20Teresa
Koraeg Santa Teresa
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù koratcholek eo koraeg Santa Teresa (cora santa teresa) komzet gant tro-dro da 7.000 den (1993) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù koratcholek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù koraek
6754
https://br.wikipedia.org/wiki/27%20Mezheven
27 Mezheven
Mezheven 27 Darvoudoù 992 : en Emgann Konkerel eo trec’het ha lazhet Konan Kentañ an Tort gant kont Anjev, Foulques III Nerra. 1474 : dimeziñ a ra an dug Frañsez II a Vreizh gant Marc'harid Foix, e Klison. 1952 : sinadur an emglev evit sevel Kumuniezh Europa an Difenn. 1964 : krouidigezh an ORTF. 1967 : lakaet eo da vont en-dro kentañ bilhedaouer emgefre en Enfield Town (Bro-Saoz). 1977 : Djibouti dizalc’h diouzh Frañs. 1991 : Slovenia, dizalc’h abaoe daou zevezh, a zo aloubet gant nerzhioù Yougoslavia. 1997 : embannadur levrenn gentañ Harry Potter, e Breizh-Veur : 5000 skouerenn moullet. Sportoù 1925 : loc'hañ a ra 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde). 1957 : loc'hañ a ra 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Granville (Manche). 1963 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Antonio Bailetti (Italia). 1965 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia). 1974 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Eddy Merckx (Belgia). 1984 : skipailh gall ar vell-droad (paotred), a ya da gampion Europa e Pariz. Ganedigezhioù 1462 : Loeiz XII (Bro-C'hall) pe Loeiz Orleañs (Tad ar bobl e lesanv), roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv (1515). 1740 : John Latham, evnoniour, mezeg ha skrivagner saoz. 1787 : Thomas Say, amprevanoniour, kreginoniour ha stlejvilour stadunanat. 1819 : Ernst Falkbeer, mestrc'hoarier echedoù aostrian. 1846 : Charles Stewart Parnell, politikour ha brogarour iwerzhonat. 1848 : Narsis Kelien, barzh hag gouennoniour brezhonek. 1880 : Helen Keller, stourmerez evit gwirioù an dud vouzar hag ar re zall er Stadoù Unanet Amerika. 1901 : Willy Rozier, den a sinema gall. 1951 : Mary McAleese (Máire Mhic Ghiolla Íosa), prezidantez Republik Iwerzhon. 1955 : Isabelle Adjani, aktourez c'hall. 1962 : Ollanta Humala, prezidant Perou. 1964 : Serj an Dized, melldroader ha gourdoner breizhat. Marvioù 992 : Konan I a Vreizh, Konan an Tort, dug Breizh ha Kont Roazhon, da-geñver emgann Konkerel. 1800 : Théophile-Malo Corret de La Tour d’Auvergne, soudard gall anvet da gKentañ Greunader ar Republik gant Napoleon Iañ. 1876 : Christian Gottfried Ehrenberg, douarour, ekologour, loenoniour ha mikrobiologour alaman. 1913 : Philip Lutley Sclater, alvokad ha loenoniour saoz. 1957 : Malcolm Lowry, skrivagner saoznek. 1989 : Yvon Marrec, marc'hhouarnour breizhat. 2016 : Bertrand Frélaut, istorour breizhat. 2002 : John Entwistle, kaner-sonaozer ha soner gitar-boud saoz, unan eus tri c'hrouer ar strollad The Who. Lidoù Mezheven 27
6755
https://br.wikipedia.org/wiki/26%20Mezheven
26 Mezheven
Mezheven 26 Darvoudoù 1917 : kentañ soudarded amerikan (14 750) o tilestrañ e Sant-Nazer. 1940 : Suniz a ya kuit eus o enezenn war bourzh an teir bag Corbeau des Mers, Maris Stella ha Rouanez ar Peoc'h. 1945 : karta diazez Aozadur ar Broadoù Unanet a zo sinet gant 50 stad e San Francisco. 1960 : dizalc’hiezh Madagaskar. 1963 : John F. Kennedy, prezidant Stadoù Unanet Amerika, a zistag ar gerioù Ich bin ein Berliner, da-geñver e veaj da Verlin, evit embann e skoazell da Alamagn ar C'hornôg. 1964 : embannadur A Hard Day's Night (Albom) er Stadoù-Unanet, trede albom gant ar strollad The Beatles. 1978 : gwalldaol gant an FLB-ARB e kastell Versailhez. Sportoù 1924 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Théophile Beeckman (Belgia) ha Philippe Thys (Belgia). 1925 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Nicolas Frantz (Luksembourg). 1927 : loc'hañ a ra 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde) (a-benn d'an eur). 1952 : loc'hañ a ra 2 tennad-hent Tro Bro-C'hal eus Roazhon war-du Ar Mañs (Sarthe). 1965 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Kastellin ; trec'h eo Cees van Espen (Izelvroioù). 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall e Kastellin (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Raymond Poulidor. Ganedigezhioù 1799 : Frañsez-Mari Beleg, troour brezhonek. 1807 : Jean-Joseph de Penguern, dastumer gwerzioù brezhonek. 1821 : Bartolomé Mitre, prezidant Arc'hantina. 1823 : Anna Mezmeur, leanez, istorourez, skrivagnerez ha troourez. 1824 : William Thomson pe Lord Kelvin c'hoazh, fizikour genidik eus Iwerzhon. 1892 : Pearl Buck, skrivagnerez eus ar Stadoù-Unanet, tapet ganti Priz Nobel al lennegezh. 1898 : Willy Messerschmitt, savour kirri-nij alaman. 1906 : Juan Carlos Calvo, melldroader etrebroadel uruguayat. 1908 : Salvador Allende, prezidant Chile. 1913 : Aimé Césaire, barzh ha politikour eus Martinik. 1942 : Gilberto Gil, kaner braziliat. 1955 : Maxime Bossis, melldroader gall. 1956 : Barbara Pernici, mestrc'hoarierez echedoù italian. Marvioù 1541 : Francisco Pizarro, alouber Perou. 1810 : Joseph-Michel Montgolfier, ijiner gall. 1830 : George IV, roue Bro-Saoz. 1943 : Karl Landsteiner, bevoniour aostrian, tapet gantañ Priz Nobel ar vezegiezh. 1944 : Vyera Mentchikova, mestrc'hoarierez echedoù tchek-breizhveuriat. 1957 : Alfred Döblin, skrivagner alamanek. 1990 : Manuel de Pedrolo, skrivagner katalanek. 1996 : Veronica Guerin, gazetennerez iwerzhonat. Lidoù Devezh ar Broadoù Unanet a-enep ar jahinañ. Devezh ar vro e Madagaskar. Mezheven 26
6860
https://br.wikipedia.org/wiki/Komantcheg
Komantcheg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo ar c'homantcheg (numu tekwapu) komzet gant tro-dro da 200 den e kornôg Oklahoma er Stadoù-Unanet. Tost-tre eo d'ar chochoneg ha betek an XVIIIvet kantved e oant an hevelep yezh. Daoust ha ma vez graet muioc'h-mui a strivoù hiziv a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar yezh ha reiñ lusk dezhi en-dro emañ c'hoazh en arvar da vont da get rak koshig a-walc'h eo an dud a ra ganti hag izel-tre eo o niver. Er bloavezhioù 1800 e veze difennet d'ar Gomanched implijout o yezh ha kastizet e vezent. Abalamour da se e oa bet kollet ar yezh buan-tre dre ma ne veze ket desket gant bugale an dud bet kastizet evit ober ganti. Implijet e voe e-pad an Eil Brezel Bed evel yezh kuzh gant arme ar Stadoù-Unanet dre ma voe bet graet gant an navac'hoeg rak diaezetoc'h e oa evit an Alamanted da gompren evit ur c'hod ordinal. Skrivet e vez ar c'homancheg gant al lizherenneg latin hervez ur sistem reizhskrivañ bet krouet gant Dr. Alice Anderton ha lakaet da ofisiel e 1994. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù noumek ar c'hreiz Liammoù diavaez Kuzul evit gwareziñ ar c'homancheg (Numu Tekwapuha Nomneekatu) "Hello!" e komancheg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù noumek ar c'hreiz
6862
https://br.wikipedia.org/wiki/Nahouatleg
Nahouatleg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù aztekek eo an nahouatleg (nahouatleg: nāhuatl, mexìcatlàtōlli pe mācēhuallàtōlli) komzet gant tro-dro da 1,5 milion a dud e Mec'hiko. E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù-orin en Amerika ez eo an nahouatleg unan eus ar re muiañ komzet hervez an niver a dud a ra gantañ. Ul liamm familh zo etre an nahouatleg hag ar yezhoù aztekek all evel ar c'homantcheg, an hopieg pe c'hoazh ar pipileg komzet pell alese en El Salvador. Ur yezh daspegel ha liessintezel pe c'hoazh oligosintezel eo an nahouatleg hag hir-spontus e c'hell bezañ ar gerioù kevrennek savet er mod-se. A-raok ma tegouezhas Spagnoled eno e veze skrivet an nahouatleg gant ur skritur diazezet war dresadennoù dreist-holl. War-lerc'h e oa bet degaset al lizherenneg latin gant Spagnoled hag homañ an hini eo a vez implijet c'hoazh evit ober gant ar yezh dre skrid, o cheñch an doare-skrivañ resis avat a rannyezh da rannyezh. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù aztekek ledan Liammoù diavaez Ethnologue Roll dafar evit deskiñ nahouatleg Yezhadur berr an nahouatleg Yezhadur berr ha geriadur nahouatleg-galleg Geriadur an Nahouatleg klasel Meneger yezhoù ar bed Yezhoù aztekek ledan
6864
https://br.wikipedia.org/wiki/Hopieg
Hopieg
Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù hopiek eo an hopieg (hopilàvayi) komzet gant tro-dro da 5.000 den (1990) e biz Arizona. Mont kalz war digresk a reas implij ar yezh-mañ e-kerzh an XXvet kantved ha bremañ hogozik an holl Hopied ne oar nemet saozneg ha ne van nemet un 40 bennaket a dud ha n'int ket barrek war ar yezh-se. a koulskoude n'eo ket ar yezh-mañ en arvar da vont da get en dazont tostañ rak mui-ouzh-mui a dud a grog d'he deskiñ ha meur a vugel a vez desavet bremañ en hopieg a-benn savetaiñ ar yezh. Embannet ez eus bet ur geriadur meur ha strolladoù tud 'zo a glask reiñ lañs d'ar yezh adarre. Gwelet ivez Yezhoù outoek-aztekek Yezhoù hopiek Liammoù diavaez Ethnologue Raktres evit reiñ lañs d'ar yezh en-dro Mirdi ar yezhoù Meneger yezhoù ar bed Yezhoù hopiek
6866
https://br.wikipedia.org/wiki/15%20Genver
15 Genver
Darvoudoù 1381 : sinet Eil feur-emglev Gwenrann. 1790 : Breizh rannet e pemp departamant. 2004 : peñse ar vag-pesketa Bugaled Breizh (5 den kollet). Ganedigezhioù 1622 : Jean-Baptiste Poquelin lesanvet Molière, aozer pezhoù c'hoari gall. 1807 : Hermann Burmeister, naturour arc'hantinat a orin prusian. 1809 : Pierre-Joseph Proudhon skrivianier anveliour gall ha pennziazezer ar preder kenwarezel. 1833 : Louis Paulsen, mestrc'hoarier echedoù alaman. 1834 : Frederick DuCane Godman, skiantour saoz. 1880 : Marcel Vallée, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1898 : Dante Pasqua, mestrc'hoarier ha skrivanier echedoù italian. 1899 : Louis Guilloux, skrivagner breizhat. 1928 : René Vautier, filmaozer breizhat. 1929 : Martin Luther King, pastor ha politikour stadunanat. 1934 : Maurice Noguès, nijer a orin breizhat. 1949 : Dan ar Braz, soner, sonaozer ha kaner breizhat. 1950 : Marius Trésor, melldroader gall. 1963 : Aleksandr Wojtkiewicz, mestrc'hoarier ha kelennour echedoù poloniat-lituaniat . Marvioù 1899 : Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian. 1919 : Rosa Luxemburg, dispac'hourez alaman. 1927 : David Janowsky, mestrc'hoarier echedoù gall, poloniat a orin. 1988 : Sean MacBride, avokad iwerzhonat, Priz Nobel ar Peoc'h, krouer Amnesty International. 1991 : Roparzh Broudig, skrivagner brezhonek. 1994 : Harry Nilsson III, arzour stadunanat. 2006 : Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah, emir Koweit. Lidoù Deiziadur henroman : XVIII ante calendas Februarias / Carmentalia 2 = XVIII deiz kent kentañ C'hwevrer. Goustelet ga gCarmenta, evit an eil gwech. Devezh Martin Luther King e SUA. Devezh Wikipedia. Katoligiezh: Sent an deiz : Íte ingen Chinn Fhalad, leanez iwerzhonat E Breizh: santez Aouregan. Genver 15
6867
https://br.wikipedia.org/wiki/Manaveg
Manaveg
Ar manaveg zo unan eus ar yezhoù gouezelek, a gomzer en Enez Vanav, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Kar-nes eo da skoseg. Levezonet eo bet gant ar yezhoù skandinavek. Istor En e oa bev-mat ar manaveg : komzet e veze ar yezh gant 20 000 a dud, da lavarout eo, koulz lavaret, an holl dud a oa o chom en enezenn neuze. E 1765 e voe staget an Enez ouzh Rouantelezh Breizh-Veur, ha gwasket e voe ar yezh adalek ar mare-se. E 1899 e voe savet ur gevredigezh evit mirout ar yezh, Yn Çheshaght Ghailckagh (ar gevredigezh ouezelek). Er bloavezhioù 1930 ne veze kaozeet manaveg evel yezh vamm, nemet gant un nebeud tud. O niver a yae betek 20 e 1946. Er bloavezhioù 1950 e voe kroget gant Yn Çheshaght Ghailckagh d'enrollañ ar gomzerien diwezhañ. An hini diwezhañ anezho, Ned Maddrell, a varvas e 1974. Manavegerien E-keit-se e kroge niver an dud a ouie ar yezh da greskiñ, betek tizhout un nebeud kantadoù. E niveridigezh 1991 e voe kavet 634 den a gomze manaveg evel eil yezh, diwar 72 000 a enezidi. Lod eus an dud-se zo krog da zesevel o bugale e manaveg. Hervez niveridigezh 2001 e oa 27 den a oa ar manaveg o yezh kentañ ha 1689 o eil yezh, ar pezh a zo 2,2 % eus ar boblañs. Un doare adsav splann zo. Abaoe 1992 e c’hell an holl vugale deskiñ manaveg evel eil yezh er skol. Er bloavezh-skol kentañ e oa bet 1400 skoliad o taremprediñ ar c’hentelioù-se. E kêr Balley Keeill Eoin (St John’s) ez eus ur skol dre soubidigezh zoken (Bunscoill Gaelgagh) bet savet e Gwengolo 2001. 69 bugel a oa skoliataet enni e 2012. Implijet e vez ar manaveg e Parlamant an Enez, an Tinvaal (saozneg: Tynwald), pa vez lennet al lezennoù nevez-votet e saozneg hag e manaveg. Ar yezh skrivet N’eus roud skrivet ebet eus ar manaveg a-raok ar . Skridoù relijiel evel ar Bibl a voe troet e manaveg er hag en . An testennoù a zo bet embannet abaoe zo skridoù relijiel ha kanaouennoù dreist-holl. Gwall zisheñvel eo doare-skrivañ ar manaveg diouzh hini an iwerzhoneg pe hini skoseg. Bez' ez eo un doare levezonet gant boazioù skrivañ ar saozneg. Skouerioù gerioù e manaveg An niveroù e manaveg Levrlennadur Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, Hor Yezh Tadhg O hIfearnáin, L'île de Man, Skol-Uhel ar Vro Padrig ar Besko, Dornleor Manaveg, Emgleo Breiz Liammoù diavaez evit klevet manaveg Yezhoù Manav Gouezeleg Manav
6868
https://br.wikipedia.org/wiki/Toull-bac%27h
Toull-bac'h
Un toull-bac'h (liester : toulloù-bac'h) a zo ul lec'h evit ma vo kastizet tud en ur vac'hañ (pe mirout da vont dieub) anezho. Dre vras e vez roet ar c'hastiz-se peogwir o deus graet an dud-se traoù difennet gant ar reolennoù a ren o c'hevredigezh a vez graet lezennoù anezho. Un den toullbac'het a zo un toullbac'had. E brezhoneg e kaver ivez ar gerioù bac'h, kac'har ha prizon (diwar ar galleg) hag an anv-kadarn deveret prizoniad. Pep kevredigezh a-bouez he deus ezhomm eus ul lec'h (pe vuioc'h) evit, da gentañ holl herzel an dud dañjerus d'ober drouk d'ar re all herzel an drougobererien da vont pelloc'h a-raok dezho bezañ barnet reiñ kastiz an toullbac'hañ d'an dud a zo bet kondaonet da chom bac'het e-pad un amzer divizet gant al lez-varn Justis
6871
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20Kerzu
2 Kerzu
Darvoudoù 1804 : Napoléon Bonaparte zo lakaet da Impalaer ar C'hallaoued en iliz-veur Itron Varia Bariz. 1805 : trec'h lu Napoléon Bonaparte war reoù Aostria ha Rusia da geñver Emgann Austerlitz (Slavkov u Brna, er Republik Tchek a-vremañ). 1942 : kentañ pil atomek gant ar fizikour italian Enrico Fermi e Chicago. 1975 : e Laos eo kemeret ar galloud gant ar Pathet Lao, diskaret ar rouantelezh hag embannet republik demokratel ar Bobl Lao. Ganedigezhioù 1710 : Carlo Antonio Bertinazzi (Carlin e anv-teatr), dramaour ha komedian italian. 1825 : Pedro II, impalaer Brazil. 1830 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, saver meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez). 1846 : Pierre Waldeck-Rousseau politikour gall. 1859 : Georges Seurat, livour gall. 1901 : Jacques Daniel-Norman, filmaozer ha saver senario gall. 1923 : Maria Callas, kanourez c'hresian. 1952 : Peter Kingsbery, soner ha kaner-sonaozer stadunanat. 1962 : Victor Angel Bolzoni, mestrc'hoarier echedoù belgiat. 1981 : Britney Spears, kanerez stadunanat. Marvioù 1594 : Gerardus Mercator, douaroniour ha kartennour eus Flandrez. 1814 : Donatien Alphonse François de Sade, skrivagner gall. 1849 : Yann ar Gwenn pe Dall-ar-Gwenn, kaner ha saver sonioù. 1918 : Edmond Rostand, dramaour ha skrivagner gall. 1952 : Louis Page, barzh brezhonek. 1969 : Kliment Vorochilov, politikour ha milour soviedat. 1977 : Ernest ar Barzhig, mestr-skol ha skrivagner brezhonek. 1980 : Angèle Vannier, barzhez vreizhat. 1993 : Pablo Escobar, torfedour kolombian. 2020 : Valéry Giscard d'Estaing, politiker, prezidant ar Republik C'hall. Lidoù Katoligiezh, sant an deiz : Sant Tudeg. Kerzu 02
6872
https://br.wikipedia.org/wiki/4%20Kerzu
4 Kerzu
Darvoudoù 1776 : dilestrañ a ra Benjamin Franklin e Sant Goustan, porzh An Alre. 1964 : embannadur Beatles for Sale e Breizh-Veur, pevare albom gant ar strollad The Beatles. Ganedigezhioù 1646 : Alain-Emmanuel de Coëtlogon, amiral ha marichal Bro-C'hall. 1750 : Henri Grégoire, beleg katolik a-du gant an Dispac'h gall. 1866 : Wassily Kandinsky, livour gall genidik eus Rusia. 1892 : Francisco Franco, jeneral politikour ha den a Stad spagnol (1938-1975). 1922 : Gérard Philipe, aktour gall. 1875 : Rainer Maria Rilke, barzh alamanek. Marvioù 771 : Karloman Iañ, roue ar Franked. 1131 : Omar C'hayyam, barzh persat. 1642 : Armand-Jean du Plessis de Richelieu, kardinal gall. 1679 : Thomas Hobbes, prederour saoz. 1793 : Olivier Lebastard beleg nann-touer, drouklazhet e Hierig. 1923 : Maurice Barrès, skrivagner ha politikour gall. 1974 : Yann-Vari Kerwerc'hez, skrivagner brezhonek. 1975 : Hannah Arendt (Johanna Arendt hec'h anv gwir), prederourez alaman. 1981 : Zoilo Saldombide, melldroader etrebroadel uruguayat. 1993 : Frank Zappa, kaner-sonaozer ha gitarour stadunanat. 2011 : Sócrates, melldroader etrebroadel brazilian. 2016 : Gotlib, saver bannoù-treset gall. Lidoù Sant an deiz en ilizoù katolik ha reizkredennek : Santez Barba, merzheriet e kêr Nikomedia (Armenia gozh, Turkia hiziv) (306) Sant Yann Damask, beleg ha doktor an Iliz e Damask (Siria) hag e Jeruzalem (8vet kantved) e Breizh : sant Melar Kerzu 04
6876
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20otek-mangeek
Yezhoù otek-mangeek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù otek-mangeek komzet gant pobloù-orin e Mec'hiko ha Costa Rica (tchorotegeg). Isrannet e vez ar familh-mañ e c'hwec'h skourr hag ur yezh digenvez ouzhpenn evel-hen: Yezhoù otopameek Yezhoù popolokanek Yezhoù mikstekek Yezhoù zapotekek Yezhoù tchiapanek-mangeek Yezhoù tchinantekek Amouzgoeg Yezhoù otek-mangeek
6880
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20popolokanek
Yezhoù popolokanek
Yezhoù popolokanek Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù popolokanek. Isrannet e vez ar skourr-mañ evel-hen: Yezhoù tchotchoek-popolokek Yezhoù ic'hkatek Yezhoù mazatekek Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek
6881
https://br.wikipedia.org/wiki/Amouzgoeg
Amouzgoeg
Ur yezh otek-mangeek eus skourr ar yezhoù koupanek eo an amouzgoeg (amuzgo) komzet gant tro-dro da 30.000 den e reter Guerrero hag e kornôg Oaxaca e Mec'hiko. Ur yezh digenvez an hini eo e-touez ar yezhoù otek-mangeek all, gant tonennoù (betek eizh en holl hervez ar rannyezh) hag gant gerioù enne ur silabenn nemetken eo an amouzgoeg, dres evel ar sinaeg daoust ha ma n'eus liamm familh ebet kenetreze. Teir rannyezh pennañ a zo. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otek-mangeek
6882
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mazatekek
Yezhoù mazatekek
Un is-skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù mazatekek, komzet gant tro-dro da 200.000 den e norzh Oaxaca e Mec'hiko. Yezh kentañ an dud an hini eo ha meur a vugel ne oar tamm spagnoleg ebet a-raok mont d'ar skol. Meur a donenn a vez implijet gant ar yezhoù-mañ. Eizh yezh ez eus is-skourr-mañ anvet hervez al lec'h ma vezont komzet: Mazatekeg Ayautla Mazatekeg Chiquihuitlán Mazatekeg Huautla Mazatekeg Ixcatlán Mazatekeg Jalapa de Díaz Mazatekeg Mazatlán Mazatekeg San Jerónimo Tecóatl Mazatekeg Soyaltepec Gwelet ivez Yezhoù popolokanek Yezhoù otek-mangeek Liammoù diavaez Lengua mazateca Ethnologue Yezhoù mazatekek
6883
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Soyaltepec
Mazatekeg Soyaltepec
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekek Soyaltepec komzet gant tro-dro da 23.000 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6884
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Mazatl%C3%A1n
Mazatekeg Mazatlán
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Mazatlán komzet gant tro-dro da 13.000 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6885
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20San%20Jer%C3%B3nimo%20Tec%C3%B3atl
Mazatekeg San Jerónimo Tecóatl
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekek San Jerónimo Tecóatl komzet gant tro-dro da 34.000 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6886
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Huautla
Mazatekeg Huautla
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Huautla komzet gant tro-dro da 72.000 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6887
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Chiquihuitl%C3%A1n
Mazatekeg Chiquihuitlán
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Chiquihuitlán komzet gant tro-dro da 2.500 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6888
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Ayautla
Mazatekeg Ayautla
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Ayautla komzet gant tro-dro da 3.500 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6889
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Ixcatl%C3%A1n
Mazatekeg Ixcatlán
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Ixcatlán komzet gant tro-dro da 11.000 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6890
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazatekeg%20Jalapa%20de%20D%C3%ADaz
Mazatekeg Jalapa de Díaz
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù mazatekek eo mazatekeg Jalapa de Díaz komzet gant tro-dro da 15.500 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mazatekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mazatekek
6891
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tchotchoek-popolokek
Yezhoù tchotchoek-popolokek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù tchotchoek-popolokek. Isrannet d'o zro ar yezhoù er isskourr-mañ e daou isskourr: Yezhoù tchotchoek Yezhoù popolokek Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek
6892
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tchotchoek
Yezhoù tchotchoek
Un isskourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù tchotchoek, ennañ ur yezh nemetken: ar tchotchotekeg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Yezhoù tchotchoek
6893
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20popolokek
Yezhoù popolokek
Un isskourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù popolokek, ennañ seizh yezh anvet hervez al lec'h ma vezont komzet: Popolokeg Coyotepec Popolokeg Mezontla Popolokeg San Felipe de Otlaltepec Popolokeg San Juán Atzingo Popolokeg San Juán Temalacayuca Popolokeg San Marcos Tlalcoyalco Popolokeg Santa inés Ahuatempan Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Yezhoù popolokek
6894
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchotchotekeg
Tchotchotekeg
Ur yezh otek-mangeek eus isskourr ar yezhoù tchotchoek eo ar tchotchotekeg (Chocho, Chocholtec, Chocholteco Chochotec, Chochon, pe Ngigua) komzet gant tro-dro da 540 den (2000) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tchotchoek
6895
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20Santa%20in%C3%A9s%20Ahuatempan
Popolokeg Santa inés Ahuatempan
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg Santa inés Ahuatempan komzet gant tro-dro da 7.500 den e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6896
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20San%20Marcos%20Tlalcoyalco
Popolokeg San Marcos Tlalcoyalco
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg San Marcos Tlalcoyalco komzet gant tro-dro da 5.000 den (1993) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6897
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20San%20Ju%C3%A1n%20Temalacayuca
Popolokeg San Juán Temalacayuca
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg San Juán Temalacayuca komzet gant tro-dro da 4.729 den (1994) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6898
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20San%20Felipe%20de%20Otlaltepec
Popolokeg San Felipe de Otlaltepec
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg San Felipe de Otlaltepec komzet gant tro-dro da 6.000 den (1993 e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6899
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20San%20Ju%C3%A1n%20Atzingo
Popolokeg San Juán Atzingo
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg San Juán Atzingo komzet gant tro-dro da 5.000 den (1991) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6900
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20Mezontla
Popolokeg Mezontla
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg Mezontla komzet gant tro-dro da 2.000 den (1993) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6901
https://br.wikipedia.org/wiki/Popolokeg%20Coyotepec
Popolokeg Coyotepec
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù popolokek eo popolokeg Coyotepec komzet gant tro-dro da 500 den (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchotchoek-popolokek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù popolokek
6902
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20ic%27hkatek
Yezhoù ic'hkatek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù ic'hkatek (ixcatecan), ennañ ur yezh nemetken: an ic'hkateg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù ic'hkatek
6903
https://br.wikipedia.org/wiki/Ic%27hkateg
Ic'hkateg
Ur yezh otek-mangeek eus isskourr ar yezhoù ic'hkatek eo an ic'hkateg (ixcatec hag anvet ivez Xwja) en ur gêriadenn, Santa María Ixcatlan, e norzh stad Oaxaca, e Mec'hiko. Komzet e veze gant tro-dro da 119 den e 1983 ha gant 8 komzer a-vihanik hepken e 2008. Ur yezh en arvar bras eo. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù ic'hkatek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù ic'hkatek
6933
https://br.wikipedia.org/wiki/20%20Genver
20 Genver
Darvoudoù 1841 : aloubet eo enez Hong Kong gant arme Breizh-Veur. 1852 : krouet eo ar gazetenn Le Phare de la Loire gant Victor Mangin ; embannet e vo betek an 13 a viz Eost 1944. 1942 : graet o soñj gant pennoù ar riez nazi lakaat e pleustr an "Diskoulm diwezhañ" e-keñver ar Yuzevien. 1946 : roet e zilez gant Charles de Gaulle eus Gouarnamant da c'hortoz Republik Frañs. 1961 : krouet eo ar SICA, kevelouri labour-douar Kastell-Paol. 1968 : kemeret en devoa perzh Syd Barrett en e sonadeg diwezhañ gant Pink Floyd en Hastings. 2014 : Kann griz etre manifesterien ha polis e Kyiv, kêr-benn Ukraina. Kalz a dud lazhet. Ganedigezhioù 1488 : Sebastian Münster, kartennour alaman. 1554 : Sebastião Iañ, roue Portugal. 1654 : Michiel de Swaen, skrivagner flandrezek eus Dukark. 1775 : André-Marie Ampère, fizikour gall. 1848 : Christian VIII, roue Danmark ha Norvegia. 1873 : Johannes Vilhelm Jensen, skrivagner danek. 1920 : Federico Fellini, filmaozer italian. 1943 : Louis Cardiet, c'hoarier mell-droad ar Stad Roazhon ; echu e vicher en US Berne. 1947 : Cyrille Guimard, marc'hhouarnour ha rener sportel. 1949 : Göran Persson, politiker svedat, Kentañ ministr Sveden etre 1996 ha 2006. 1976 : Lilian Jégou, marc'houarner breizhat. 1978 : Omar Sy, aktor gall. Marvioù 1479 : Yann II, roue Aragon. 1612 : Rudolf II, Impalaer santel roman. 1639 : Mustafa Iañ, sultan an Impalaeriezh otoman. 1666 : Anna Aostria, rouanez Bro-C'hall ha Navarra. 1745 : Karl VII, Impalaer santel roman 1819 : Carlos IV, roue Spagn. 1859 : Bettina von Arnim, skrivagnerez alaman. 1927 : Charles Henry Tilson Marshall, ofiser en Arme Breizh-Veur hag evnoniour breizhveuriat. 1936 : George V, roue ar Rouantelezh Unanet. 1948 : George Kruck Cherrie, ergerzher ha naturour stadunanat. 1970 : François Tanguy-Prigent, kouer, rezistant ha politikour breizhat. 1983 : Garrincha, melldroader brazilian. 1984 : Johnny Weissmuller, neuñver hag aktor stadunanat. 1993 : Audrey Hepburn, aktourez stadunanat. 2004 : Jean Gwegeniad, politikour breton. Lidoù Sent an deiz : sant Sebastian, merzher E Breizh : santez Oanez, c'hoar ar roue Yezekael ( kantved) sant Tarieg, abad, diskibl sant Padrig ( kantved) Genver 20
6934
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20C%27hwevrer
2 C'hwevrer
Darvoudoù 1905 : embannet eo kentañ niverenn ar gelaouenn La Semaine de Suzette o tiskouez...Bécassine. 1936 : krouidigezh Kevre volley-ball Bro-C'hall gant Félix Castellan. 1943 : trec'het lu Alamagn en emgann Stalingrad. 1969 : da-geñver ur brezegenn ofisiel dalc'het e Kemper e rann Charles de Gaulle un nebeud gerioù e brezhoneg. torret o nask gant Yoko Ono ha Tony Cox. Ganedigezhioù 1599 : Mari-Amis Picard, kevrinourez vreizhat. 1791 : William Elford Leach, loenoniour saoz. 1806 : Yann-Vari ar Joubiouz, barzh brezhonek. 1882 : James Joyce, skrivagner iwerzhonat. 1885 : Karel Treybal, mestrc'hoarier echedoù tchek. 1890 : Jules Gros, skrivagner ha yezhour brezhonek. 1921 : Pêr Denez, yezhour, skrivagner hag emsaver breizhat. 1923 : Svetozar Gligorić, mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat. 1926 : Valéry Giscard d'Estaing, prezidant Republik Frañs eus 1974 betek 1981. 1931 : Michel Denis, kelenner istor e Skol-veur Breizh-Uhel. 1942 : Graham Nash, kaner-sonaozer ha soner saoz. 1952 : Christiane Taubira, politikerez c'hall. 1947 : Bill Deraime, kaner ha soner blues gall. Farrah Fawcett. 1970 : Martina Sproten, mestrc'hoarierez echedoù belgiat. 1974 : Qin Kanying , mestrc'hoarierez echedoù sinaat. 1977 : Shakira. 1989 : Yana Mesha, sonaozourez ukrainat. Marvioù 1860 : Thomas Ignatius Maria Forster, naturour ha steredoniour saoz. 1887 : Luigi Sprega, mestrc'hoarier kudennoù echedoù italian. 1907 : Dmitri Mendeleev, (Дми́трий Ива́нович Менделе́ев) kimiour rusian. 1970 : Bertrand Russell, prederour ha matematikour saoz. 1997 : Erich Eliskases, mestrc'hoarier echedoù aostrian, alaman hag arc'hantinat. 1998 : Haroun Tazieff, douarour, volkanegour Lidoù Deiziadur henroman : IV ante nonas Februarias / Amburbalia = IVvet deiz kent nonae C'hwevrer. Gouel Amburbalia; Katoligiezh Gouel ar Gouloù, pe Gouel Maria ar Gouloù, sant Krevan, sant Gwal, diazezer Lokoal (). C'hwevrer 02
6936
https://br.wikipedia.org/wiki/Franked
Franked
Ar Franked a oa unan eus ar pobloù german hag a oa o vevañ er c’hentañ kantved e traoñienn ar Roen. En trede kantved ez ejont war-du ar c’hornôg, o ober o annez e norzh Galia, a oa neuze ul lodenn eus an Impalaeriezh roman. Pa’z eas an Impalaeriezh d’an traoñ ez ejont pelloc’h c’hoazh, hag aloubiñ un darn vat eus Galia, betek Arvorig hag ar Pireneoù. Ar roud kentañ eus anv ar bobl-se a gaver e 250, e skridoù latin a gomz eus ar Francii. Dont a ra an anv-se eus ur wrizienn c’hermanek a dalvez kement ha (tud) dishual, digabestr. Ar wrizienn frank a adkaver en anv Frañs, en anvioù ar rannyezhoù frankek pe frankonek, en anv Franken zo ur rannvro eus Alamagn,hag er brezhoneg frank. Ur yezh indezeuropek eus ar skourr germanek, ar frankeg, a veze komzet ganto. Da get ez eas e Galia, tra ma chomas bev dindan stumm ar yezhoù pe ar rannyezhoù komzet en Izelvroioù, e Flandrez hag en Alamagn. Gant an armoù e oa bet savet o rouantelezh. Barrek e oant war an armoù ha brudet e oant evit an implij a raent eus bouc’hili ha goafioù en emgannoù. Bras e oa galloud ar vrezelourien, hag ar bec’h a veze etrezo a oa ur skoilh, alies, d’ar c’henwerzh ha d’al labourioù all. Rouaned Daou remziad rouaned zo bet e rouantelezh ar Franked : ar Verovingidi hag ar Garolingidi. Ar roue brudetañ e-touez ar re gentañ e voe Hlodwig (Klovis). Dindan ren hemañ (kurunet e 481) e oa un darn vat eus ar pezh a zo Frañs bremañ, Belgia, an Izelvroioù ha kornôg Alamagn dindan o domani. Trec’h e voe Hlodwig war ar pobloù amezek, evel ar Vurgonded hag an Alemanned. Degemer a reas ar relijion gristen evitañ ha klask a reas lakaat e bobl d’he degemer ivez. War-lerc’h ar Verovingidi e teuas ar Garolingidi. Gant an hini anavezetañ anezho, Karl Veur, e voe savet an Impalaeriezh Roman Santel (800). Rannet e voe bro ar Franked goude marv Karl Veur ha mont a reas al lodenn gornôg anezhi d’ober Bro-C’hall tra ma’z ae al lodenn reter d’ober ar pezh a zeuas da vezañ Alamagn diwezhatoc’h. Daoust ma’z eas yezh ar Franked da get er c’hornôg e voe dalc’het d’ober gant an anv Franked evit envel annezidi ar vro ha diwar o anv e voe graet Frañs eus o bro. Gant an Arabed e voe astennet an implij eus ar ger Franked evit envel an holl gristenien deuet eus Europa da vare brezelioù ar Groaz. Pennad kar Franked ar Roen Istor Europa Franked
6945
https://br.wikipedia.org/wiki/3%20Kerzu
3 Kerzu
Darvoudoù 1345 : kouezhañ a ra Ar Roc'h-Derrien etre daouarn ar Saozon. 1489 : peurwiriekaet eo feur-emglev Frankfurt am Main gant Anna Breizh. 1965 : embannadur Rubber Soul e Breizh-Veur, c'hwec'hvet albom gant ar strollad The Beatles. Ganedigezhioù 1368 : Charlez VI (Bro-C'hall), roue Bro C'hall eus 1380 betek e varv e 1422. 1760 : Moritz Balthasar Borkhausen, naturour alaman. 1797 : Andrew Smith, ergerzhour, etnologour, loenoniour ha mezeg-arme skos. 1800 : France Prešeren, barzh slovenek. 1817 : Pierre-Marie-François Ogé, kizellour. 1857 : Joseph Conrad, skrivagner saoznek genidik eus Polonia. 1879 : Joseph Le Pévédic, maer Pleñver, kuzulier Kanton Belz ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Pleñver. 1885 : Edward Lasker, mestrc'hoarier echedoù amerikan. 1911 : Nino Rota, sonaozer italian. 1916 : Seán Ó Ríordáin, barzh iwerzhonek. 1924 : Job Morvan, reder war varc'h-houarn a-vicher breizhat. 1930 : Jean-Luc Godard, filmaozer gall suis. 1936 : Yves Boutet, melldroader breizhat ha gourdoner, c'hoariet gantañ an niver brasañ a grogadoù gant ar Stad Roazhon. 1942 : Edmond Herve, ministr ar Yec'hed Gouarnamant Pierre Mauroy ha maer Roazhon. 1981 : David Villa, melldroader etrebroadel spagnol. Marvioù 1894 : Robert Louis Stevenson, skrivagner skosat, aozer Enez an Teñzor. 1919 : Pierre-Auguste Renoir, livour gall. 1954 : Fernand-René, aktour c'hoariva ha sinema gall. 1983 : James Macrae Aitken, mestrc'hoarier echedoù skosat. 1996 : Georges Duby, istorour gall, arbennigour war ar Grennamzer. 2004 : Robert Dhéry, aktour (c'hoariva ha sinema), dramaour, leurenner, filmaozer ha saver senario gall. Lidoù En iliz katolik : e Breizh : Sant Avran; e lec'h all : sant Kasian, merzher, sant Fransez Zavier, ar Profed Sofonia Devezh etrebroadel an euskareg Notennoù ha daveennoù Kerzu 03
6948
https://br.wikipedia.org/wiki/5%20Kerzu
5 Kerzu
Darvoudoù 1757 : trec'h eo lu Rouantelezh Prusia war hini Arc'hdugelezh Aostria da geñver Emgann Leuthen. 1832 : dilennet eo Andrew Jackson en-dro da brezidant ar Stadoù Unanet. 1945 : loc'hañ a ra an Nij 19 (pemp karr-nij-tarzher TBF Avenger) diouzh Fort Lauderdale (Florida) (Stadoù Unanet) ; ne vint ket adwelet ken (Mojenn Tric'horn Bermuda). 1967 : digoret eo stal Apple Records e Londrez (94, Baker Street). Ganedigezhioù 1839 : George Armstrong Custer, jeneral amerikan. 1872 : Harry Nelson Pillsbury, meurc'hoarier echedoù eus SUA. 1890 : Fritz Lang, filmaozer alaman. 1901 : Walt Disney, filmaozer tresadennoù-bev amerikan. Werner Heisenberg, fizikour alaman, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1932. 1903 : Cecil Frank Powell, Priz Nobel ar Fizik e 1950. 1911 : Władysław Szpilman, pianoour polonat. 1907 : Lin Biao, emsaver komunour sinaat, milour ha den-Stad. 1979 : Rustam Kasimdzhanov, mestrc'hoarier echedoù ouzbek. Marvioù 1791 : Wolfgang Amadeus Mozart, sonaozer aostrian. 1870 : Alexandre Dumas tad, skrivagner gall. 1905 : Paul Leverkühn, evnoniour ha mezeg alaman. 1926 : Claude Monet, livour gall. 1978 : Jacques Daniel-Norman, filmaozer ha saver senario gall. Carlos Riolfo, melldroader etrebroadel uruguayat. 2001 : Peter Blake, merdeer zelandnevezat. 2013 : Nelson Mandela, prezidant Suafrika. Lidoù Sant an deiz : e Breizh :Sant Houarvian; e lec'h all : sant Sabbas (532) e Palestina. Kerzu 05
6950
https://br.wikipedia.org/wiki/1839
1839
Diwar-benn bloavezh 1839 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Embannadur (kentañ) Barzaz Breiz, savet gant Kervarker dagerreotipoù kentañ e Breizh gant Jules-Vincent Lamoré, levrdiour e Naoned Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Dizoloadenn al lantanom gant ar c'himiour svedat Carl Gustav Mosander. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1839 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1839 Bloavezhioù 1839
6951
https://br.wikipedia.org/wiki/1837
1837
Diwar-benn bloavezh 1837 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Diwar c’houlenn enseller ar skolioù kentañ derez eo kondaonet ar skolaer Guillaume Marcel d'un dell-gastiz evit bezañ digoret ur skol er-maez lezenn. Kelenn a rae brezhoneg d'e skolidi e Lokournan. Breizh-Veur 20 a viz Even : deroù ren hir Victoria (padout a raio betek 1901). Bro-C'hall Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat 28 a viz Here : dont a ra Bahadur Shah II da vezañ impalaer war lerc'h e dad Akbar Shah. An impalaer moghol diwezhañ e vo. Reter-pellañ Afrika 13 a viz Here: dibenn Seziz Konstantin (Aljeria), kemeret eo ar gêr gant ar Challlaoued. Lazhet eo ar jeneral Damrémont, gouarnour-meur Aljeria . Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet 26 a viz Eost : dont ra Michigan da vezañ 26 stad ar vro. Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh miz Gouere : disifret eo ar skritur bramiek kozh gant ur strollad tud, en o fenn James Prinsep, sekretour ar Gevredigezh aziat. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1837 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1837 Bloavezhioù 1837
6952
https://br.wikipedia.org/wiki/1821
1821
Diwar-benn bloavezh 1821 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh J. F. ar Gonideg, lesanvet Tad ar Brezhoneg, a embann e Dictionnaire Celto-Breton; reizhañ a ra ar yezh ha lakaat a ra e plas diazezoù pennañ ar reizhskrivadur a-vremañ. K a gemmer lec’h c ha q. Frañs Gres 8 a viz Meurzh: da-heul ur galv graet gant ar priñs Alexandros Ypsilanti evit m'en em savfe ar bobl c'hresian a-enep an Impalaeriezh otoman e krog Brezel dizalc'hiezh Gres. 25 a viz Meurzh: deroù ar brezel dizalc’hiezh pa tiskleir Gresianed ez int dizalc’h diouzh an Impalaeriezh Otoman. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika 7 a viz Gwengolo: savet eo Kevre Kolombia Vras en hanternoz Suamerika, gant Simón Bolívar da brezidant. Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Dont a ra er-maez an Testamant Nevez, troet gant [(ar Gonideg]]. Ne reas ket berzh avat, dre ma ne oa ket bet aprouet gant pennoù bras an iliz katolik. Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1821 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1821 Bloavezhioù 1821
6953
https://br.wikipedia.org/wiki/1815
1815
Diwar-benn bloavezh 1815 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa 18 Mezheven: Emgann Waterloo : Lu ar Saozon hag ar Bruzianiz trec'h war hini Napoleon Bonaparte. eus miz Gwengolo 1814 da viz Mezheven 1815 : Kendalc'h Vienna. Breizh Frañs 1 a viz Meurzh: Napoleon I a zistro diouzh e harlu war enez Elba hag a zilestr e Provañs. 20 a viz Meurzh: Napoleon I a ya tre e Pariz, goude bezañ tec'het eus enezenn Elba, ha war e lerc'h un arme a 140,000 den hag un 200,000 bennak soudard a youl-vat. Penn-kentañ ar C'hant Devezh eo. Italia 26 a viz C'hwevrer: Napoleon Iañ a dec'h kuit diouzh enez Elba. Izelvroioù 16 a viz Meurzh: ar priñs Willem a gemer an titl a roue Willem I e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Théodore Hersart de La Villemarqué, lesanvet Kervarker, emsaver, skrivagner. Eugène Feyen, liver Kankaven Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1815 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1815 Bloavezhioù 1815
6954
https://br.wikipedia.org/wiki/1807
1807
Diwar-benn bloavezh 1807 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù 2 a viz Meurzh: berzet kenwerzh ar sklaved etre Afrika hag Amerika gant ar Rouantelezh Unanet. Europa Breizh Embann a ra ar Gonideg, lesanvet Tad ar Brezhoneg, e Grammaire Celto-bretonne; reizhañ a ra ar yezh ha lakaat a ra e plas diazezoù pennañ ar reizhskrivadur a-vremañ. K a gemer lec’h c ha q. Danmark 2 a viz Gwengolo: morlu Breizh-Veur a dag Kopenhagen evit mirout ouzh Danmark da godianañ gant Napoléon Bonaparte. Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Kavadenn an natriom gant ar c'himiour saoz Sir Humphry Davy. Kavadenn ar c'haliom gant Sir Humphry Davy ivez. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1807 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1807 Bloavezhioù 1807
6955
https://br.wikipedia.org/wiki/1805
1805
Diwar-benn bloavezh 1805 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa 21 a viz Here : Emgann Trafalgar. 2 a viz Kerzu: trec'h lu Napoleon Iañ war reoù Aostria ha Rusia da geñver Emgann Austerlitz (Slavkov u Brna, er Republik Tchek a-vremañ). 26 a viz Kerzu: Feur-emglev Pressburg etre Bro-C'hall hag Aostria goude Emgann Ulm hag Emgann Austerlitz. Breizh Krouidigezh an Akademiezh Keltiek Deroù labourioù Kanol Naoned-Brest Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Martinik ː 31 Mae 1805 ː Taget eo Roc'h an Diamant, dalc'het gant ar Saozhon abaoe miz Genver 1804, gant Cosmao (du Manoir) (hag a vo war lerc'h eilamiral) Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1805 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1805 Bloavezhioù 1805
6956
https://br.wikipedia.org/wiki/1846
1846
Diwar-benn bloavezh 1846 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh 21 Du Lizher gourdrouzus a-berzh prefed departamant Aodoù-an-Hanternoz da aotrou 'n Eskob Sant-Brieg. Rebech a ra outañ ar c’hatekiz hag ar pedennoù e brezhoneg en eskopti. Gwelet ivez : Disklêriadurioù pennadurezhioù Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Indez 28 a viz Genver: Emgann Aliwal etre ar Saozon hag ar Sikhed. Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Oseania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Pevare embannadur Barzaz Breiz, savet gant Kervarker Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1846 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1846 Bloavezhioù 1846
6957
https://br.wikipedia.org/wiki/1845
1845
Diwar-benn bloavezh 1845 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Isprefed Penn-ar-Bed a resisa da skolaerien an departamant n'int bet lakaet e karg nemet evit lazhañ ar brezhoneg. Krouet eo Kevredad Henoniezh Penn-ar-Bed Frañs Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù Unanet Amerika 3 a viz Meurzh: dont a ra Florida da vezañ ar 27 stad. Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Trede embannadur Barzaz Breiz, savet gant Kervarker Sinema Skiantoù ha politikerezh Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1845 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1845 Bloavezhioù 1845
6958
https://br.wikipedia.org/wiki/1843
1843
Diwar-benn bloavezh 1843 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ. Darvoudoù Europa Breizh Krouidigezh an Association Bretonne. Frañs 4 a viz Gwengolo: beuzet Léopoldine Hugo (merc'h Victor Hugo) ha Charles Vaquerie (he gwaz) e Villequier (Seine-Maritime a-vremañ). Azia Reter-nesañ Reter-kreiz Iskevandir indezat Reter-pellañ Afrika Amerikaoù Norzhamerika Stadoù-Unanet Suamerika Okeania Arzoù ha lizhiri Livañ Sonerezh Lennegezh Sinema Skiantoù ha politikerezh Dizoloadenn an terbiom hag an erbiom gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander. Armerzh Sport A bep seurt/diasur Ganedigezhioù Gwelet ivez ::Rummad:Ganedigezhioù 1843 Marvioù Gwelet ivez::Rummad:Marvioù 1843 Bloavezhioù 1843
7009
https://br.wikipedia.org/wiki/8%20Kerzu
8 Kerzu
Darvoudoù 757 : Loeiz ar Gag zo kurunennet roue Frankia ar C'hornôg. 1941 : gant Kendalc'h ar Stadoù Unanet eo aprouet disklêriadur ar brezel a-enep Japan. 1955 : degemeret eo Banniel Europa, daouzek steredenn velen ouzh ur foñs glas. 1968 : dibenn sened-iliz Vatikan II. Ganedigezhioù 1542 : Mari Stuart, rouanez Bro-Skos. 1577 : Mario Minniti, livour italian. 1708 : Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel. 1832 : Bjørnstjerne Bjørnson, skrivagner norvegek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1903. 1844 : Charles-Émile Reynaud, filmaozer gall, a reas an tresadennoù-bev kentañ. 1832 : Bjørnstjerne Bjørnson, skrivagner norvegek, tapet gantañ ar Priz Nobel evit al Lennegezh e 1903. 1862 : Georges Feydeau, skrivagner gallek. 1864 : Camille Claudel, kizellerez c'hall. 1865 : Jean Sibelius, sonaozer eus finnat. 1877 : Paul Ladmirault, sonaozer c'hall. 1908 : Max Roqueta, skrivagner okitanek. 1932 : Yvan Ropars, livour, kizellour. 1943 : Jim Morrison, kaner ha sonaozer ar strollad The Doors. 1966 : Sinéad O'Connor, kanerez iwerzhonat. Marvioù 1550 : Gian Giorgio Trissino, barzh italian. 1709 : Thomas Corneille, gwiraour ha dramaour gall. 1864 : George Boole, jedoniour ha prederour saoz. 1895 : Teodor Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), dastumer gwerzioù ha lenneg. 1899 : Max Lange, mestrc'hoaeier ha skrivagner echedoù alaman. 1978 : Golda Meir, kentañ ministr Israel. 1980 : John Lennon, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles. 2003 : Rubén González, soner piano eus kuban, ezel eus al laz-seniñ mil vrudet Buena Vista Social Club. 2003 : Polig Monjarret, soner ha dastumer sonioù breizhek. 2016 : John Glenn, astraer stadunanat. Lidoù Sant an deiz : Sant Budog (pe sant Beuzeg) Gouel-meur ar Werc'hez Vari krouet dinamm eo evit ar gatoliked Roumania : Devezh ar vonreizh Korsika : Festa di a Nazione (Devezh ar vro) Kerzu 8
7010
https://br.wikipedia.org/wiki/6%20Mezheven
6 Mezheven
Mezheven 6 Darvoudoù 1342: Janed ar Flamm a c'hwezh an tan e kamp Charlez Bleaz hag ar C'hallaoued en Henbont. 1523: Gustav Vasa a zo dilennet da Roue war Sveden. 1808: Joseph Bonaparte a zo kurunet roue Spagn, gant e vreur, Napoleon. 1869: ur vonreizh republikan a zo degemeret e Spagn. 1940: embannet ez eus e Halle (Alamagn) ul levrig savet gant Willy Krogmann, e ditl Breiz da Vreiziz ! ("Die Bretagne den Bretonen !"). 1944: deroù Aloubadeg Normandi. Dilestrañ a ra war-dro 155 000 a soudarded, kaset gant ar Gevredidi war aodoù Normandi. Ranville (Calvados) eo kentañ kêriadenn c'hall dieubet (gant ar soudarded saoz). An davarn Gondrée eo kentañ tavarn c'hall dieubet (gant ar soudarded saoz). Ganedigezhioù 1599 : Diego Velázquez, livour spagnol. 1606 : Pierre Corneille, barzh ha dramaour gallek. 1799 : Aleksandr Pouchkin, skrivagner rusianek. 1821 : Fañch an Uhel, gwerinoniour ha barzh brezhonek. 1829 : Allan Octavian Hume, louzawour hag evnoniour saoz. 1875 : Thomas Mann, skrivagner alamanek, Priz Nobel al lennegezh e 1929. 1890 : Paul Barge, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1901 : Sukarno, prezidant Indonezia. 1934 : Alberzh II a Velgia, Roue Belgiz. 1956 : Björn Borg, c'hoarier tennis svedat. Marvioù 1730 : Alain-Emmanuel de Coëtlogon, amiral ha marichal Bro-C'hall. 1929 : Richárd Réti, mestrc'hoarier echedoù tchekoslovak. 1948 : Louis Lumière, kimiour, ijiner ar sinema gall. 1961 : Carl Gustav Jung, psikologour suis. 1968 : Robert Francis Kennedy, politikour amerikan. 1985 : Vladimir Jankelevitch, prederour ha studier war ar sonerezh gall. Lidoù Gouel broadel Sveden devezh koun an Dilestradeg e Normandi Deiz etrebroadel ar rusianeg Mezheven 06
7012
https://br.wikipedia.org/wiki/4%20C%27hwevrer
4 C'hwevrer
Darvoudoù 1789 : dilennet eo George Washington da gentañ prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1865 : niverenn gentañ ar gelaouenn vrezhonek Feiz ha Breiz. 1945 : penn-kentañ Kendalc'h Yalta. 1948 : dizalc'hidigezh Sri Lanka. 1994 : kann etre pesketourien ha polised e-kerzh ur vanifestadeg da-geñver gweladenn ar c'hentañ ministr gall Édouard Balladur e Roazhon. Reuz bras e-kêr. Degadoù a dud gloazet. Goude kreiznoz, d'ar 5 neuze, e pegas an tan e Parlamant Breizh en un doare dizispleg. Freuzet-lip e voe gant an tan-gwall. Ganedigezhioù 1677 : Johann Ludwig Bach, sonaozer alaman. 1688 : Marivaux, aozer pezhioù c'hoari gall. 1746 : Tadeusz Kościuszko, jeneral polonat hag a stourmas evit dizalc'hidigezh e vro a-enep Impalaeriezh Rusia hag a-enep Prusia, koulz hag evit dizalc'hidigezh Stadoù Unanet Amerika. 1761 : Blasius Merrem, bevoniour alaman. 1798 : John Cochrane, breutaer ha mestrc'harier echedoù skosat. 1838 : Marie-Anne Praud de La Nicollière, skrivagnerez c'hallek. 1860 : Jackson Showalter, mestrc'hoarier echedoù eus SUA. 1868 : Constance Markievicz, emsaverez da vare dispac'h Iwerzhon. 1881 : Fernand Léger, livour gall. 1900 : Jacques Prévert, barzh gall. 1902 : Charles Lindbergh, nijer amerikan. 1913 : Rosa Parks, stourmerez evit gwirioù ar re zu e Stadoù Unanet Amerika. 1969 : Wu Shaobin, mestrc'hoarier echedoù sinaat. 1975 : Natalie Imbruglia, kanerez hag aktorez eus Aostralia. 1987 : Nikita Vitiougov, meurc'hoarier echedoù rusian. Marvioù 708 : Sisinnius, pab an Iliz katolik roman. 1642 : Armand-Jean du Plessis, Kardinal Richelieu, den-Stad gall. 1837 : John Latham, evnoniour, mezeg ha skrivagner saoz. 1894 : Adolphe Sax, ijiner belgiat ar saksell. 1949 : René Le Roux (Meven Mordiern e anv-pluenn), skrivagner brezhonek ha yezhour brezhonek. 1956 : Savielly Tartakower, meurc'hoarier echedoù gall-polonat. 1972 : Armañs ar C'halvez, beleg, brezhonegour, keltiegour ha kelennour. 1983 : Lucienne Bogaert, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. 1983 : Karen Carpenter, kanerez ha sonerez taboulin, unan eus izili an daouad kanerien stadunanat The Carpenters. 1987 : Liberace (Mr. Showmanship), pianoour stadunant. 2016 : Edgar Mitchell, astraer stadunanat, bet war al Loar e 1971 (Apollo 14). 2020 : Daniel arap Moi, eil prezidant Kenya. Lidoù Devezhioù broadel : Sri Lanka, gouel broadel. Katoliked: Sent an deiz : sant Modan, , sant Lefer, , diazezer Sant-Lefer e Bro-Naoned, sant Merien, sant Morvred. C'hwevrer 04
7013
https://br.wikipedia.org/wiki/11%20C%27hwevrer
11 C'hwevrer
Darvoudoù 1873 : embannet eo Kentañ Republik Spagn e Madrid. 1945 : dibenn Kendalc'h Yalta. 1965 : kentañ eured Ringo Starr, gant Maureen Cox Starkey e Londrez. 1979 : e Teheran e embanner Reublik Islamek Iran, goude diskar renad Mohammad Reza Pahlavi. 1990 : lezet eo Nelson Mandela da vont en e frankiz, goude 27 vloaz e toull-bac'h Robben Island, e Suafrika. Ganedigezhioù 1699 : Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais, merdeer gall. 1790 : Yann-Loeiz Keramanac'h, troour brezhonek. 1800 : William Henry Fox Talbot, jedoniour saoz. 1847 : Thomas Edison, ijinour ha greantour stadunanat. 1909 : Joseph Leo Mankiewicz, filmaozer amerikan. 1915 : Hans Edmund Wolters, evnoniour alaman. 1934 : Manuel Noriega, bet prezidant Panamá. 1941 : Sérgio Mendes, kaner brazilian. 1964 : Sarah Palin, politikourez stadunanat. 1972 : Geert Van der Stricht, mestrc'hoarier echedoù belgiat. Marvioù 731 : Gregor II, pab. 824 : Paskal Iañ, pab. 1503 : Elesbed Evrog, rouanez Bro-Saoz, gwreg Herri VII. 1650 : René Descartes, prederour ha jedoniour gall. 1868 : Léon Foucault, fizikour gall. 1948 : Sergei Eisenstein, filmaozour soviedat. 1978 : Harry Martinson, skrivagner svedat, tapet Priz Nobel al lennegezh gantañ e 1974. 1986 : Frank Herbert, skrivagner stadunanat. 2000 : Jacqueline Auriol, nijerez c'hall. 2012 : Whitney Houston, kanerez hag aktorez stadunanat. 2015 : Roger Hanin, aktour, filmaozer ha skrivagner gall. Lidoù Sent an deiz e Breizh : sant Gwenvael, anvet ivez Envel (). sant Ehouarn († war-dro 1020). C'hwevrer 11
7014
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20Mae
2 Mae
Mae 2 Darvoudoù 1790 : torret eo monopol Kompagnunezh an Indez. 1808 : emsavadeg e Madrid a-enep arme Napoleon. 1885 : Stad dieub Kongo a zo savet gant ar roue Leopold II a Velgia. 1933 : berzet eo ar sindikadoù en Alamagn gant Adolf Hitler. 1945 : fin Emgann Berlin, kemeret eo Berlin gant soudarded an Unaniezh Soviedel a laka o banniel ruz war beg savadur ar Reichstag. 1997 : dont a ra Tony Blair da vezañ kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet, da 44 bloaz. 1998 : Bank kreiz Europa zo savet e Brusel evit lakaat e pleustr politikerezh moneizel Unaniezh Europa. 2018 : embann a ra ar strollad Euskadi ta Askatasuna (E.T.A.) ez eo divodet. Ganedigezhioù 1360 : Yung-Io, Impalaer Sina. 1729 : an Impalaerez Katarina II a Rusia. 1823 : José Vicente Barbosa du Bocage, politikour hag evnoniour portugalat. 1859 : Jerome K. Jerome, skrivagner saoznek. 1860 : Theodor Herzl, penn bras eus an emsav sionour. 1922 : Serge Reggiani, aktour, kaner, livour ha skrivagner italian-gall. 1929 : Édouard Balladur, politiker gall, kentañ ministr Bro-C'hall eus 1993 da 1995. 1975 : David Beckham, melldroader saoz. 1982 : Lázaro Bruzón, mestrc'hoarier echedoù kuban. Marvioù 1519 : Leonardo da Vinci, ijiner ha livour italian. 1807 : Hermann Burmeister, naturour arc'hantinat a orin prusian. 1857 : Alfred de Musset, skrivagner gallek. 1864 : Giacomo Meyerbeer, sonaozour alaman. 1880 : Yann-Vari Nedeleg, skrivagner brezhonek. 1930 : Isidor Gunsberg, mestrc'hoarier echedoù hungarat. 1957 : Joseph McCarthy, politiker stadunanat. 1969 : Franz von Papen, politiker alaman, kañseller Alamagn. 2011 : Ousama ben Laden, stourmer islamour. 2020 : Idir, soner ha kaner kabil eus Aljeria. Lidoù Deiziadur roman VI ante nonas Maias / Florae Ludi V = 6vet devezh kent nonae Mae / 5vet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora Deiziadur kristen Aleksandria : Athanasius, eskob, kofesour, doktor an Iliz. Firenze : Antonin, prezegour, eskob, kofesour. Roma : Saturninus, Neopolus, Germanus, Selestin, merzherien. (lec'h ?) : Vindemialus, eskob, merzher Hispalis, e bro Spagn : Felicius, diagon ha merzher Attalia, e Pamphylia : Exsuperus, Zoës, Cyriacus, Theodulus; merzheriet dindan an impalaer Hadrian Deiziadurioù broadel hag etrevroadel Polonia : Devezh ar banniel, devezh gouel en enor da vanniel ar vro. Mae 02
7015
https://br.wikipedia.org/wiki/8%20Mae
8 Mae
Darvoudoù 1514 : eured Klaoda Bro-C'hall ha François, dug Angoulême. 1769 : trec'het eo ar Gorsikiz gant ar C'hallaoued en emgann Ponte Nuovu. 1794 : ar c’himiour gall Antoine Lavoisier zo kondaonet ha lakaet d’ar marv da vare ar Spont bras. 1886 : gant John Stith Pemberton eo ijinet an evaj a vo anvet "Coca-Cola" diwezhatoc’h. 1898 : krouidigezh Kevre Gwirioù Mab-den. 1902 : e Martinik eo distrujet kêr Saint-Pierre gant tarzhadenn ar menez-tan Montagne Pelée, ha tremen 30 000 den zo lazhet. 1927 : niverenn gentañ ar gazetenn vrezhonek Breiz. 1945 : asantiñ a ra armeoù Alamagn da godianañ gant ar Gevreidi. sinet eo kodianañ Godell Sant-Nazer e Kordevez. krog eo ar soudarded c’hall da lazhañ miliadoù a dud en Aljeria, e-pad lazhadeg Setif. 1970 : embannadur Let it be e Breizh-Veur, daouzekvet albom (an hini diwezhañ) gant ar strollad The Beatles. Ganedigezhioù 1668 : Alain-René Lesage, skrivagner gallek a Vreizh. 1803 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek. 1828 : Henry Dunant, saver ar Groaz Ruz, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h. 1884 : Harry S. Truman, Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1903 : Fernandel, aktour, kaner ha sevener gall. 1914 : Romain Gary, skrivagner gall. 1938 : Jean Giraud, treser ha saver bannoù-treset gall. 1950 : Juan Bellón, mestrc'hoarier echedoù spagnol. 1954 : Yann-Kel Kernalegenn, brogarour breizhat. 1968 : Peng Zhaoqin, mestrc'hoarierez echedoù sinaat. 1975 : Enrique Iglesias, kaner-sonaozer spagnol. Marvioù 1788 : Giovanni Antonio Scopoli, mezeg ha naturour aostrian-italian. 1794 : Antoine Lavoisier, kimiour gall. 1880 : Gustave Flaubert, skrivagner gallek. 1903 : Paul Gauguin, livour gall. 1916 : Éamonn Ceannt (Edward Thomas Kent), broadelour ha dispac'hour iwerzhonat. 1946 : Adolphe Duparc, eskob Kemper ha Leon. 1952 : William Fox, produer sinema hungarat-amerikan bet krouet ar Fox Film Corporation gantañ . 1985 : Theodore Sturgeon, skrivagner amerikan. 1991 : Jean Langlais, ograouer ha sonaozour (ganet e Fontenella, 15.02.1907) 2006 : Iain MacMillan, luc'hskeudenner breizhveuriat tapet gantañ foto golo Abbey Road ar strollad sonerezh The Beatles. 2010 : Andor Lilienthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat-soviedat. Lidoù Devezh diwezh an Eil brezel bed e meur a vro en Europa. Devezh etrebroadel ar Groaz Ruz. er Relijion gatolik : Santez Tunvez (pe Tunvel). Mae 08
7017
https://br.wikipedia.org/wiki/Lombarded
Lombarded
Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded (Langobardi en latin, ha Lombardi war-lerc'h an , nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek an ). Istor Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. A orin e oant eus kreisteiz Lec'hlenn hervez o mojennoù meneget gant Paol Diagon en . Er e oa pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinian I an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, hag e Pavia edo o c'hêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Kergustentin en un tu pe re ar Franked en tu all. Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristenArius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etre int hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar gatoligiezh. Gant ar pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar pab Adrian I, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue Dider Lombardia, gant Karl Veur, roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e Pavia e 774. Lombardia Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh ar Garolingidi. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi. Istor Europa Germaned Lombarded Pobloù Italia
7018
https://br.wikipedia.org/wiki/Kan%20broadel%20Aostria
Kan broadel Aostria
Land der Berge, Land am Strome (Douar menezioù, Douar a-hed ar stêr) eo kan broadel Aostria. Skrivet eo bet gant Paula von Preradović en ur azasaat ton KV 623 "Eine kleine Freimaurer-Kantata" (kantatenn vihan frañmasonek) sonaozet gant ar maestro Wolfgang Amadeus Mozart d'ar 17 a viz Du 1791. Lakaet eo bet da gan broadel ent ofisiel e 1947. Pozioù ha troidigezh Gant slovenegerien Karintia e vez kanet an droidigezh da heul, hag a zo kenofisiel: Hrabro v novi čas stopimo, prosto, verno, glej, hodimo; upa polni, delavni. Bratski zbor prisega hkrati, domovini zvestobo dati. Ljubljena nam Avstrija, ljubljena nam Avstrija. Liammoù diavaez video war YouTube: gant ar sonerezh hepken Kanoù broadel Aostria
7019
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20zapotekek
Yezhoù zapotekek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù zapotekek, ennañ div yezh: an tchatineg ar zapotekeg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù zapotekek
7020
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20otopameek
Yezhoù otopameek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù otopameek, ennañ pemp yezh: Tchitchimekeg Matlatzinkeg Yezhoù otomek Mazahoueg Otomeg Pameeg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù otopameek
7021
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mikstekek
Yezhoù mikstekek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù mikstekek, ennañ teir yezh : Yezhoù mikstekek-kwikatekek Kwikatekeg Mikstekeg Trikeg. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù mikstekek
7022
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tchinantekek
Yezhoù tchinantekek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù tchinantekek, ennañ ur yezh: an tchinantekeg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek
7023
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tchiapanek-mangeek
Yezhoù tchiapanek-mangeek
Ur skourr eus ar yezhoù otek-mangeek eo ar yezhoù tchiapanek-mangeek, ennañ div yezh: an tchorotegeg an tchiapaneg Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchiapanek-mangeek
7024
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchiapaneg
Tchiapaneg
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù tchiapanek-mangeek eo an tchiapaneg (chiapanec) komzet gant tro-dro da 17 den (1990) e Mec'hiko. Ur yezh damvarv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchiapanek-mangeek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tchiapanek-mangeek
7025
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchorotegeg
Tchorotegeg
Ur yezh otek-mangeek eus isskourr ar yezhoù tchiapanek-mangeek eo an tchorotegeg (chorotega pe mangue) komzet gwechall en Amerika ar C'hreiz. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchiapanek-mangeek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tchiapanek-mangeek
7026
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg
Tchinantekeg
Ur yezh otek-mangeek eus is-skourr ar yezhoù tchinantekek eo an tchinantekeg (chinantec) komzet gant tro-dro da 80.000 den en holl e Mec'hiko. Isrannet e vez e 14 yezh pe rannyezh disheñvel, anvet hervez al lec'h ma vezont komzet : Tchinantekeg Comaltepec Tchinantekeg Ojitlán Tchinantekeg Quiotepec Tchinantekeg Ozumacín Tchinantekeg Lealao Tchinantekeg Lalana Tchinantekeg Tepetotutla Tchinantekeg Palantla Tchinantekeg Chiltepec Tchinantekeg Sochiapan Tchinantekeg Tepinapa Tchinantekeg Tlacoatzintepec Tchinantekeg Usila Tchinantekeg Valle Nacional Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tchinantekek
7027
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Comaltepec
Tchinantekeg Comaltepec
Tchinantekeg Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Comaltepec eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 2.000 den (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek
7028
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Ojitl%C3%A1n
Tchinantekeg Ojitlán
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Ojitlán eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant 22 000 a dud pe war-dro (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg
7029
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Quiotepec
Tchinantekeg Quiotepec
Tchinantekeg Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Quiotepec eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 8.000 den (1998) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek
7030
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Ozumac%C3%ADn
Tchinantekeg Ozumacín
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Ozumacín eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 5.000 den (2000) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg
7031
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Lealao
Tchinantekeg Lealao
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Lealao eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 2.000 (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg
7032
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Lalana
Tchinantekeg Lalana
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Lalana eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 10.500 (1998) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg
7033
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Tepetotutla
Tchinantekeg Tepetotutla
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Tepetotutla eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 2.000 den (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg
7034
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchinantekeg%20Palantla
Tchinantekeg Palantla
Ur rannyezh tchinantekek eo tchinantekeg Palantla eus familh ar yezhoù otek-mangeek, komzet gant tro-dro da 12.000 den (1990) e Mec'hiko. Gwelet ivez Yezhoù otek-mangeek Yezhoù tchinantekek Tchinantekeg