id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
5678
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20Eost
23 Eost
Eost 23 Darvoudoù 1541 : douarañ a ra Jakez Karter e-kichen kêr Gebek, e-pad e drede beaj da Ganada. 1790 : lezenn o krouiñ ar bannoù hag ar c'hantonioù e Frañs. 1793 : emgann etre ar C'hallaoued ha Breizhveuriz hag an Aostrianed en Ekelsbeke e Flandrez Frañs. 1821 : Mec'hiko dizalc'h diouzh Spagn. 1833 : berzet eo ar sklaverezh e trevadennoù Breizh-Veur. 1839 : Hong Kong staget ouzh ar Rouantelezh Unanet. 1914 : Japan e Brezel-bed kentañ ouzh an Impalaeriezh alaman. Emgann Mons (Belgia) etre lu ar Rouantelezh Unanet ha hini an Impalaeriezh alaman. penn-kentañ Emgann Kraśnik (Galitsia) etre lu Aostria-Hungaria ha hini an Impalaeriezh alaman. 1939 : Alamagn hag an Unaniezh Soviedel a skoulm etrezo Emglev Molotov-Ribbentrop. 1942 : deroù Emgann Stalingrad. 1962 : kentañ eured John Lennon, gant Cynthia Powell e ti-kêr Mount Pleasant (Londrez). 1990 : Armenia dizalc’h diouzh an Unaniezh Soviedel. Ganedigezhioù 686 : Karl Martel, tad-kozh Karl Veur. 1719 : Pierre Poivre, ijinour labour-douar, liorzhour, louzawour ha misioner gall. 1741 : Jean-François de La Pérouse, ergerzher gall. 1754 : Loeiz XVI (Bro-C'hall). 1769 : Georges Cuvier, korfadurour gall. 1829 : Moritz Cantor, kentañ kelenner war ar jedoniezh en Alamagn. 1874 : Albert Capellani, aktour sinema, filmaozer, produour ha saver senario. 1924 : Madeleine Riffaud, kazetennerez, barzhez hag harzerez c'hall (da goulz an Eil Brezel-bed). 1930 : Michel Rocard, politikour sokialour gall. 1946 : Keith Moon, soner taboulin saoz, ezel eus ar strollad The Who. 1956 : Youri Vetemaa, mestrc'hoarier echedoù estonian-belgian. 1972 : Souad Massi, kanerez aljerian. 1978 : Kobe Bryant Marvioù 93 : Gnaeus Julius Agricola, jeneral roman. 1305 : William Wallace, emsaver skosat. 1631 : Konstantinas Sirvydas, skrivagner ha geriadurour lituanek. 1806 : Charles Augustin de Coulomb, fizikour gall. 1832 : Johann Georg Wagler, loenoniour alaman. 1857 : Carl Ludwig Koch, koadc'hounezer ha naturour alaman. 1898 : Félicien Rops, engravour, livour ha tresour belgian. 1926 : Rudolph Valentino, aktour italian. 1927 : Bartolomeo Vanzetti ha Nicola Sacco, stourmerien diveliour italian-stadunanat. 2009 : Maurice Régamey, aktour (c'hoariva ha sinema), filmaozer ha saver senario gall. 2017 : Ronan Leprohon, politikour breizhat. Lidoù er Relijion gatolik : Santez Tedvil Roumania : Devezh an Dieubidigezh (1944) Eost 23
5679
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kaindjiek
Yezhoù kaindjiek
Ur skourr eus ar yezhoù benouek-kongoek, renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù kaindjiek (kainji), ennañ 57 yezh. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù kaindjiek
5680
https://br.wikipedia.org/wiki/Ingaleg
Ingaleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus is-skourr ar yezhoù yoroubek eo an ingaleg (ingala pe igala) komzet gant tro-dro da 800.000 (1989) den Kogi hag e Edo e Nijeria. Setu ar rannyezhoù pennañ: Eboueg (ebu) Idaeg (idah) Ankpaeg (ankpa) Ogougoueg (ogugu) Ibadjieg (ibaji) Ifeg (ife) Anyougbeg (anyugba) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù yoroubek
5681
https://br.wikipedia.org/wiki/Edoeg
Edoeg
Ur yezh nigerek-kongoek eus skourr ar yezhoù edoek eo an edoeg (edo pe bini) komzet gant tro-dro d'ur milion a dud e rannvro Edo e Nigeria. Gwelet ivez Yezhoù nigerek-kongoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù edoek
5682
https://br.wikipedia.org/wiki/Tiveg
Tiveg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù bantouek eo an tiveg (tiv) komzet gant tro-dro da 2 vilion a dud e Nigeria dreis-holl, met ivez gant un nebeud tud e Kameroun ivez. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tivek
5683
https://br.wikipedia.org/wiki/Merwen%20Runpaot
Merwen Runpaot
Merwen Runpaot, Marcel Rimpot diouzh e anv ofisiel, a oa bet ganet d'ar 27 a viz Ebrel 1915 e Roazhon, ha marvet d'ar 27 a viz Du 2004 e Pariz. Brezhoneger hag esperanteger e oa ha skrivet en deus ur yezhadur esperanteg e brezhoneg. Buhezskrid Pemp bloaz e oa Merwen Runpaot pa voe enfredet e dad e-giz liorzhour gant Tadoù Sant-Lazar Roazhon. Abred-tre eo bet o respont an oferenn da 6 eur hanter pe 7 eur diouzh ar beure. Asantiñ a reas diouzhtu pa voe goulennet gantañ hag-eñ e felle dezhañ mont da visioner dindan Urzh Tadoù Sant-Lazar. Diwar neuze e voe ret dezhañ pellaat diouzh Breizh. Mont a reas war ar studi e kloerdi bihan Beaupréau (Maine-et-Loire) da gentañ. Eno e teskas brezhoneg gant ur c'heneil-skol na gomze ket 'met brezhoneg. Da c'houde ez eas da Loos-lez-Lille evit e studioù eil-derez. D'ar 6 a viz Gwengolo 1933 e voe degemeret e kenvreuriezh al Lazaridi, ha beleget e voe e Dax d'an 19 a viz Gouere 1943. E 1944 e voe anvet da gelenner war ar brederouriezh e kloerdi bras Evreux betek ma voe serret e 1958. Chom a reas en eskopti Evreux betek 1985. Neuze en em dennas da Vrest evit abegoù yec'hed. Eno e labouras betek ma voe ret dezhañ mont da di-mamm ar genvreuriezh da Bariz en abeg d'e yec'hed atav. Oberoù Komprenit an esperanteg - Komprenu la esperanton, Merwen Runpaot, Hor Yezh, 1993 Brezhoneg ...buan hag aes - La bretona lingvo ...rapide kaj facile, Per Denez, troet gant Merwen Runpaot, Hor Yezh, 1997 Yezhoniourien Breizh Esperantegerien Ganedigezhioù 1915 Marvioù 2004
5686
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tivek
Yezhoù tivek
Un is-skourr eus ar yezhoù bantouek, renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù tivek (tivoid). An tiveg eo ar yezh tivek pennañ. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù tivek
5687
https://br.wikipedia.org/wiki/Akpeseg
Akpeseg
Ur yezh nijerek-kongoek eo an akpeseg (akpes) komzet gant tro-dro da 10.000 den e Nigeria. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Nigeria Yezhoù benouek-kongoek hr:Akpes jezici
5688
https://br.wikipedia.org/wiki/Noupeeg
Noupeeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù noupeek eo an noupeeg (nupe pe nupe nupe taka) komzet gant tro-dro da 800.000 den e Nijeria, e stadoù Nijer, Kwara ha KoGi. Ur yezh a genwerzh rannvroel eo Liammoù diavaez Pedennoù e Noupeeg Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Nupe (pobl) Yezhoù Nigeria Yezhoù noupeek
5689
https://br.wikipedia.org/wiki/Okoeg
Okoeg
Ur yezh nijerek-kongoek eo an okoeg (oko pe oku) komzet gant tro-dro da 40.000 den e Kameroun, e Proviñs ar Gwalarn . Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Daveoù A segmental phonology of the Oku language, DAVIS, Leslie, 1992 ( OKU - ENGLISH PROVISIONAL LEXICON, Cynthia L. BLOOD and Leslie DAVIS,1999, ( The Oku noun class system,BLOOD, Cynthia L.,1999 ( Tone in the Oku noun and verb,DAVIS, Leslie, 1997 ( Yezhoù Kameroun Yezhoù benouek-kongoek
5690
https://br.wikipedia.org/wiki/Oukaneg
Oukaneg
Ur yezh nijerek-kongoek eo an oukaneg (ukaan) komzet gant tro-dro da 18.000 den (1973) e Nijeria. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù benouek-kongoek
5691
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Genver
21 Genver
Darvoudoù 1793 : ar roue Loeiz XVI a Vro-C'hall, kondaonet d'ar marv, zo dibennet. 1919 : emvod kentañ Dáil Éireann (parlamant Iwerzhon) a embann dizalc'hidigezh Iwerzhon, e Dulenn. Deroù Brezel dieubidigezh Iwerzhon, gant un emgannig e kontelezh Tiobraid Árann. Ganedigezhioù 1338 : Charlez V, roue Bro-C'hall. 1834 : Yann ar Moal, geriadurour breizhat 1869 : Raspoutin, pirc'hirin hag avanturer rusian 1897 : Jim Sevellec, livour ha feilhañsour breizhat 1906 : Charles Dorat, aktour sinema ha saver senario gall 1966 : Ennio Arlandi, mestrc’hoarier echedoù italian, Kampion Italia e 2002 Marvioù 1188 : Fernando II, roue León. 1330 : Janed II Bourgogn, rouanez Navarra ha Bro-C'hall. 1519 : Vasco Núñez de Balboa, ergerzher ha konkistador spagnol. 1740 : Jacques Cassard, kabiten fourgadenn ha kourser breizhat (ha gall). 1793 : Loeiz XVI (Bro-C'hall). 1801 : Auguste-René-Louis Le Mintier de Saint-André, eskob diwezhañ Landreger. 1920 : Szymon Winawer, mestrc'hoarier echedoù poloniat. 1924 : Vladimir Oulianov, lesanvet Lenin, politikour rusian, diazezer an URSS. 1950 : George Orwell, skrivagner saoznek. 1961 : Blaise Cendrars, skrivagner suis broadet gall. 1984 : Roger Blin, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha leurenner gall. 2006 : Ibrahim Rugova, kentañ prezidant Kosovo. 2019 : Emiliano Sala, melldroader arc'hantinat. Lidoù Iliz katolik roman: Santez Agnes, plac'h yaouank merzheriet e Roma () E Breizh : sant Inganog (VIIvet kantved) Sant Benniged Genver 21
5692
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Ebrel
21 Ebrel
Darvoudoù -753 : krouidigezh Roma gant Romus ha Romulus hervez ar mojennoù. 1795 : sinet ez eus ur feur-emglev peoc'h e Maner ar Mabilais e Roazhon etre ar Chouaned hag ar Goñvañsion. 1943 : krouidigezh Football Klub Naoned gant Marsel Saupin. 1944 : ar gwir da votiñ roet d’ar maouezed e Frañs. 1960 : dont a ra Brasília da vezañ kêr-benn ofisiel Brazil e-lec’h Rio de Janeiro. 1994 : an ezplanedenn gentañ kavet gant ar steredoniourien Alexander Wolszczan ha Dale Frail Ganedigezhioù 1763 : François-Athanase de Charette de La Contrie, den eus ar chouanerezh. 1775 : Edward Smith-Stanley, dastumer, labourer-douar, naturour ha politikour saoz. 1816 : Charlotte Brontë, skrivagnerez saoznek. 1864 : Max Weber, sokiologour alaman. 1891 : Lucien Lechat, korporal breizhat, bet fuzuilhet « evit ar skouer » e-pad ar Brezel-bed kentañ. 1915 : Anthony Quinn, aktour mec'hikan stadunanat. 1926 : Elizabeth II, rouanez ar Rouantelezh Unanet. 1935 : Charles Grodin, aktour Stadunanat. 1947 : Iggy Pop, kaner-sonaozer hag aktour stadunanat. 1961 : Silvio Danailov, mestrc'hoarier echedoù bulgar. Marvioù 1142 : Pierre Abélard, prederour. 1699 : Jean Racine, dramaour gall. 1906 : Guillaume-Marie-Joseph Laboure, eskob Roazhon. 1910 : Mark Twain, skrivagner stadunanat. 1946 : John Maynard Keynes, armerzhour saoz. 1963 : Marcel Delaître, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1969 : Loeiz Dujardin, lennegour ha furcher. 1977 : Gummo Marx, aktour stadunanat. 2003 : Nina Simone, kanourez stadunanat. 2005 : Gwynfor Evans, politikour kembreat. 2016 : Prince, kaner ha soner stadunanat. 2020 : Jacques Pellen, gitarour breizhat. 2021 : Marc Bécam, politiker, maer Kemper. Lidoù Deiziadur henroman : XI ante calendas Maias / Palilia - Parilia / Natalis Urbis = XIvet deiz kent In Mae = Deiz-ha-bloaz diazez Kêr Roma Ebrel 21
5693
https://br.wikipedia.org/wiki/Merzher
Merzher
Ur merzher a zo un den hag a varv evit e gredennoù relijiel, evel a oa c'hoarvezet e deroù istor ar gristeniezh. A-wechoù e vez lavaret eus un den hag a zo marvet evit un dra bennak all, evit e vro pe evit kredennoù politikel. Ar verzherinti a vez lavaret eus ar marv-se. Istor Merzher a zo tost d'ar ger gresian martyr (stumm kozh : marty o talvezout kement ha test). Implijet e veze en Azia Vihanañ dindan ar stumm martyriai (testenioù) evit lakaat da embann anvioù ar begennoù a roe harp d'ar geoded. Lennet e veze an anvioù ez-publik ha kaset e veze anezho dre skrid d'ar pennoù bras. Diwar an embannoù-se e kemeras ar gristenien ar ger evit ar verzherinti hag evit ar verzherien. Danevelloù barnedigezh hag o lazhadennoù a veze gwelet evel testenioù roet evit kanañ gloar d'ar relijion nevez. Kristeniezh E-pad an tri c'hantved kentañ e veze kroazstaget ar gristenien koulz hag ar vac'hidi bolitikel hag a-wechoù e vezent roet da zebriñ d'al loened gouez er sirk. An holl anezho a zo bet anavezet gant an ilizoù kristen kentañ evel merzherien ha sent. Tertulllian (Eil kantved) a skrivas : sanguis martyrum, semen christianorum (had ar gristenien eo gwad ar verzherien). Islam En arabeg e kaver ar ger shahid o talvezout test koulz ha merzher. Ne gaver ket an termen er c'hKoran, met en Hadith (teskad komzoù Mohammed). Ar verzherez kentañ eo bet Soumaya bent Khabbab, ur vaouez kozh lazhet gant keodederien Mekka a-du gant al liesdoueadegezh. Darn eus ar vuzulmaned, ar Chiited, a lid memor ar shahid Hussein ben Ali a voe lazhet en emgann Kerbala, pa oa o vrezeliñ ouzh an eil kalif omeyad, Yazid Iañ. Bep bloaz e vez lidet eñvor an darvoud e-pad gouel an Achoura pa ya ar Chiited er straedoù o huanadiñ hag o stekiñ ouzh o bruched. Pennad kar Merzher (disheñvelout) Tud ar relijion
5694
https://br.wikipedia.org/wiki/Beromeg
Beromeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù edoek eo an beromeg (berom) komzet gant tro-dro da 300 000 den e Stadoù Plateau, Kadouna ha Baouchi, e Nigeria. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù Nigeria Yezhoù platek
5695
https://br.wikipedia.org/wiki/Idomeg
Idomeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù edoek eo an idomeg (idoma) komzet gant tost d'ur milion a dud e Nijeria. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù idomek
5696
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20yoroubek
Yezhoù yoroubek
Ur skourr eus ar yezhoù benouek-kongoek, renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù yoroubek (yoruboid), ennañ 13 yezh, en o zouez an ingaleg hag ar yoroubeg Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù yoroubek
5697
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20bantouek%20ar%20su
Yezhoù bantouek ar su
Ur skourr eus ar yezhoù benouek-kongoek, renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek eo yezhoù bantouek ar su (saozneg: southern bantoid), ennañ 643 yezh disheñvel. Isrannet e vez ar skourr-mañ evel-henn: Yezhoù bantouek-rik (saozneg narrow bantu) Yezhoù tivek (tivoid) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù bantouek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù bantouek ar su
5698
https://br.wikipedia.org/wiki/Igboeg
Igboeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus is-skourr ar yezhoù igboek eo an igboeg (igboeg: asụsụ ndi Igbo) komzet gant tro-dro da 18 milion a dud e Nigeria ha Ginea ar C'heheder dreist-holl. Ur yezh gant tonennoù eo an igboeg. Meur a rannyezh igboek ez eus, a-wechoù ken disheñvel an eil diouzh eben ma'z eo diaezet en em gompren kenetreze, da skouer : Idemileg (idemili) Owerreg (owerri) Ngwaeg (ngwa) Oumouahieg (umuahia) Newieg (nnewi) Onitcheg (onitsha) Akwek (akwa) Abribeg (abriba) Arotchoukwoueg (arochukwu) Nsoukeg (nsukka) Mbayseg (mbaise) Ohafieg (ohafia) Waweg (wawa) Okigweg (okigwe) Abalamour d'ar fed ma'z eo disheñvel-tre a-wechoù an eil rannyezh diouzh ar re all ez eo bet diaezet al labour sevel ur yezh unvan. Skrivet e vez an igboek gant al lizherenneg latin. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Liammoù diavaez Ethnologue Kreizenn an igboeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù igboek
5699
https://br.wikipedia.org/wiki/Yoroubeg
Yoroubeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus is-skourr ar yezhoù defoek eo ar yoroubeg (yorùbá) komzet gant tro-dro da 20 milion a dud e Nijeria, Benin ha Togo. Roudoù eus ar yezh-mañ a vez kavet ivez e Brazil ha Cuba ma vez graet nagoeg (nago) anezhi. Ur yezh dezrannel gant tonennoù eo ar yoroubeg. Dre vras ez eus pemzek rannyezh disheñvel kenstrollet e tri bloc'had pennañ evel-hen: Rannyezhoù ar gwalarn komzet en Abẹokuta, Ibadan, Ọyọ hag Ọṣun Rannyezhoù ar c'hreiz komzet en Ekiti, Akurẹ, Ẹfọn hag Ijẹṣa Rannyezhoù ar gevred komzet en Okitipupa, Ondo, Ọwọ, Ṣagamu hag e lec'hioù zo en Ijẹbu. Disheñvel eo ar yezh unvan diouzh an holl rannyezhoù all, da lâret eo ne oa ket bet diazezet war ur rannyezh resis lakaet da yezh unvan daoust ha ma teu an darn vrasañ eus ar yezh unvan ouzh ar rannyezhoù komzet en Ọyọ hag Ibadan. Skrivet e vez ar yoroubeg gant al lizherenneg latin bet unvanet e 1965 gant un nebeud sinoù ouzhpenn evit merkañ an tonennoù, digoradur ar vogalennoù, hag all. Amerika Komzet e veze yoroubeg gant sklaved e-leizh e Brazil ha Kuba, ha ganto e voe degaset o relijion deuet da vout candomblé ha santeria. Loucoumi Al loucoumi ( lucumi hervez ar skritur e spagnoleg) zo un doare yoroubeg implijet evel yezh al lidoù relijiel gant beleien ar Santería en inizi ar Mor Karib, Kuba ha Republik Dominikan dreist-holl). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Gwelet ivez Kentelioù yoroubeg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù yoroubek Yezhoù Nigeria Yezhoù Benin Yezhoù Togo
5701
https://br.wikipedia.org/wiki/Peulvan
Peulvan
Ur peulvan, pe peulven a-wechoù (liester : peulvanoù, peulvini, peulvinier) a zo ur maen-hir, da lavaret eo ur maen sanket en e sav en douar. Kavet a vezont alies e regennoù pe e kelc'hioù (krommlec'hioù a vez graet anezho pa vezont er stumm-se). N'ouzer ket perak int bet savet. Krediñ a reer koulskoude e oant lec'hioù sakr e-lec'h ma veze graet lidoù relijiel. Anvioù Maen-hir Ur maen-hir (liester : mein-hir) a zo ur maen bras ha hir savet a-serzh en douar da vare ar Ragistor evit ar braz anezhe. Ur maen-hir a zo ur meurvaen pe megalit. Ar ger brezhonek hag ar ger etrebroadel Ar ger maen-hir, gant ar stumm menhir, a zo deuet da vezañ ar ger etrebroadel evit envel ar savadur-se. Daoust d'ar pezh a vez lavaret alies ez eo ar ger "maen-hir" ur gwir c'her brezhonek, ha kavet e vez koulz er yezh komzet hag en anvioù-lec'h. Ar c'hevatal rik a gaver e Breizh-Uhel gant ar ger "pierre longue", tra ma vez lavaret kentoc'h "pierre-fitte", "pierre-fiche" e galleg ar bobl e Bro-C’hall. Gerioù heñvelster Gerioù heñvelster a zo e brezhoneg. An hini anavezetañ eo peulvan, hag a dalvez kement ha "lec'h gant ur peul" (peul + man), ger a vez komprenet alies evel "peul-maen", e gaou avat. Ar ger maen-sav a zo ivez. Ar vein-hir er bed Kavet e vez mein-hir un tammig dre-holl er bed. En Azia eo e Tibet e kaver ar re heverkañ. En Afrika e kaver mein-hir dreist-holl e gwalarn Maroko, e norzh Aljeria hag e norzh Tunizia, ha reoù all e Senegal ha Mali. Met ar pep brasañ a gaver en Europa, dreist-holl e Breizh-Veur, en Iwerzhon hag e Breizh. E Breizh hag e Kernev-Veur ha Devon eo moarvat emaint ar stankañ. Mein-hir uhelañ ar bed N'ouzer ket re hag-eñ eo bet en e sav gwezh ebet "Maen ar Wrac'h" e Lokmaria-Kaer, anvet eo ivez ar "Maen-hir bras". 20,60 m e ra-eñ, ha betek 23,50 m e vije bet. E Plouarzhel, e Bro-Leon emañ ar maen-hir uhelañ en e sav, 12 m e ra, e kêriadenn Kerloaz emañ. E Plijidi, e Bro-Dreger emañ maen-hir Kailouan, a dap 11 m. E Louergad, e Bro-Dreger emañ maen-hir Pergad, hag a dap 10,30 m. Gwelet a reer eta eo e Breizh e kaver peulvanioù uhelañ ar bed, ral a-walc'h eo gwelet mein-hir hag a dap en tu-hont da 5 m. Maen-hir uhelañ Bro-C'hall a ra 7 m, en Avrillé e Poatev, 7,5 m a ra maen-hir uhelañ Breizh-Veur ("Rudston Monolith" en East Riding of Yorkshire). Steudadoù pe aridennadoù Gallout a reer kavout mein-hir en o unan, mein-hir a-stroll (2 pe ouzhpenn), pe c'hoazh mein-hir a-steudad. Ar re anavezetañ er bed eo re Garnag e Bro-Wened, war-hed 4 km, 2 934 maen ouzh o ober. Ar steudad heverkañ eo hini ar Veneg, war 11 regenn, ouzh e ober 1 169 maen. 4 m eo ar maen brasañ ha 0,60 m an hini bihanañ. Met e departamant an Il-ha-Gwilen eo e kaver ar muiañ a steudadoù (tost da 30), (aridennad Sant-Yust da skouer eil lec'hienn evit ar vein-veur e Breizh goude Karnag), a-raok Penn-ar-Bed (tost da 20) hag ar Mor-Bihan (13). Peulvinier adsavet ha reoù nevez E 1985 e oa bet adsavet e Pradledan, e Plabenneg, ur maen-hir 7 m hed hag 20 tonenn. Ar wech kentañ er bed eo e vije bet graet kemend-all gant an doareoù kozh. Adalek 1989 ez eus bet adsavet un darn eus peulvinier Monteneg en o lec'h orin. Skeudennoù Peulvanoù e Breizh Peulvanoù e broioù all Pennadoù kar Peulvanoù Kerbourgneg Peulvanoù Sant-Yust Meini hirion Bryn Gwyn Liac'hven Liammoù diavez L'Ouest en mémoire (Ina) - Mein-hir Karnag 1970 Notennoù ha daveennoù Neolitik Ragistor Meurvein Savadurioù
5703
https://br.wikipedia.org/wiki/Soninkeg
Soninkeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù mandeek eo ar soninkeg (soninkeg: soninkanxaane) komzet gant tro-dro da 1.096.795 a dud e Mali dreist-holl met ivez en Aod an Olifant, Gambia, Ginea, Ginea-Bissau, Maouritania ha Senegal. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù mandeek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mandeek
5705
https://br.wikipedia.org/wiki/Soupyireg
Soupyireg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar Yezhoù senoufoek eo ar soupyireg (supyire, sup’ide pe supide) komzet gant tro-dro da 364.000 den e gevred Mali dreist-holl. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù soupirek-mamarek
5706
https://br.wikipedia.org/wiki/30%20Here
30 Here
Sant an deiz : Sant Follan Darvoudoù 1564 : sinet eo Feur-emglev Lausanne. 1918 : sinet eo Arsav-brezel Moudros e Lemnos. 1922 : bet fiziet e Benito Mussolini ar gefridi da sevel ur gouarnamant nevez. 1938 : spontañ a ra Orson Welles Stadoù-Unanet Amerika o skignañ The War of the Worlds dre rouedad skingomz ar CBS. 1947 : krouidigezh ar General Agreement on Tariffs and Trade (GATT). 2005 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Chicken Little e Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika). Ganedigezhioù 1762 : André Chénier (André Marie de Chénier), barzh gall. 1821 : Fiodor Dostoievski, skrivagner rusian. 1839 : Alfred Sisley, livour saoz. 1857 : Georges Gilles de la Tourette, medisin gall arbennigour war an nervoniezh. 1871 : Paul Valéry, barzh, prederour ha skrivagner gall. 1873 : Francisco Indalecio Madero, politikour aet da brezidant Mec'hiko. 1882 : Oldřich Duras, mestrc'hoarier echedoù tchek. 1894 : Jean Rostand, akademiad, bevoniour, istorour ar skiantoù ha skrivagner gall. 1913 : Joseph Lemarchand (anv-pluenn : Jean Sullivan), beleg ha romantour. 1917 : Maurice Trintignant, blenier redadegoù kirri. 1931 : Milko Bobotsov, mestrc'hoarier echedoù bulgar. 1932 : Louis Malle, filmaozer gall. 1960 : Diego Maradona, melldroader etrebroadel ha gourdoner arc'hantinat. 1976 : Xie Jun, mestrc'hoarierez echedoù sinaat. 1986 : Bart Michiels, mestrc'hoarier echedoù belgiat. Marvioù 235 : Pontianus, pab. 1611 : Karl IX, roue Sveden. 1787 : Ferdinando Galiani, armerzhour italian. 1910 : Henri Dunant, diazezer Luskad Etrebroadel ar Groaz Ruz hag ar C'hreskloar Ruz. 1923 : Andrew Bonar Law, Kentañ mimnistr ar Rouantelezh Unanet. 1944 : Paul Ladmirault, sonaozer breizhat. 2009 : Claude Lévi-Strauss, denoniour gall. Lidoù Iliz katolik roman sant Suliav, abad kembreat, penitiour e Kernev-Veur, abad Sant-Suliav. Enoret ivez e Sizun hag e Tresigne (? 606); sant Flour, abostol Bro Narbonna hag Akwitania, marvet e Saint-Flour (Cantal) (2il kantved); sant Marsel, kantener el lu roman, merzheriet e dibenn an 3e kantved; sant Follan, manac'h iwerzhonat marvet e Belgia (7vet kantved). Here 30
5707
https://br.wikipedia.org/wiki/22%20Eost
22 Eost
Eost 22 Darvoudoù 851 : trec'h eo lu Erispoe war hini Karl Voal e Jengland-Beslé (e-kichen Felgerieg-Veur). 1305 : boureviet ha kaset d'ar marv Sir William Wallace, brogarour ha brezelour skos. 1485 : gant Emgann Bosworth ec'h echu Brezel an Div Rozenn. 1795 : Bonreizh ar bloaz III e Bro-C'hall. 1812 : adkavet eo Petra (Jordania) gant an ergerzher suis Jean Louis Burckhardt. 1864 : sinet eo kentañ Kenemglev Jeneva gant daouzek stad europat. 1902 : krouidigezh Cadillac Automobile Company. 1910 : trevet eo Korea ouzh Japan. 1914 : trec'h eo lu an Impalaeriezh alaman war hini Bro-C'hall en Emgann Rossignol (Emgann an Harzoù e-kerzh ar Brezel-bed kentañ). 1944 : erruout a ra Roparz Hemon e Strasbourg, degemeret gant Hermann Bickler eno. 1962 : ur c'hwitadenn eo an Taol Charlotte Corday (gwalldaol ar Petit-Clamart) ouzh Charles de Gaulle. Sportoù 1851 : dalc'het eo kentañ America's Cup en-dro da Enez Wight. 1972 : dilennet eo an Iwerzhonad Lord Killanin da 6 prezidant ar Poellgor etrebroadel olimpek. 2004 : Emilie Le Pennec, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek an divvarrenn digompez en Aten. Ganedigezhioù 1647 : Denis Papin, jedoniour ha fizikour gall. 1764 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall. 1862 : Claude Debussy, sonaozer gall. 1865 : George Kruck Cherrie, ergerzher ha naturour stadunanat. 1904 : Deng Xiaoping, penn strollad komunour Sina. 1908 : Henri Cartier-Bresson, luc'hskeudennour gall. 1917 : John Lee Hooker, kaner-sonaozer ha soner gitar stadunanat. 1920 : Ray Douglas Bradbury, skrivagner skiant-faltazi stadunanat. 1922 : Micheline Presle, komedianez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. 1930 : Gilmar, diwaller-pal mell-droad etrebroadel brazilian. Marvioù 1241 : Gregor IX (bet ganet Ugolino di Anagni), 178 pab. 1280 : Nikolaz III (bet ganet Giovanni Gaetano Orsini), 188 pab. 1350 : Fulup VI Bro-C'hall, roue adalek 1328 betek e varv. 1485 : Richarzh III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz hag Aotrou Iwerzhon adalek 1483 betek e varv. 1806 : Jean-Honoré Fragonard, livour gall (° 5 a viz Ebrel 1732 e Grassa (Alpes-Maritimes a-vremañ)). 1922 : Mícheál Seán Ó Coileáin, emsaver ha politikour iwerzhonat. 1960 : André Hugon, filmaozour, produour ha saver senario gall. 1978 : Jomo Kenyatta, den-stad Kenya. 2003 : Piéral, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. Lidoù Sant an deiz : Sant Milian Eost 22
5708
https://br.wikipedia.org/wiki/XVIIIvet%20kantved
XVIIIvet kantved
| | ../.. | | | kantved | | | ../.. Bloavezhioù 1700 | Bloavezhioù 1710 | Bloavezhioù 1720 | Bloavezhioù 1730 | Bloavezhioù 1740 Bloavezhioù 1750 | Bloavezhioù 1760 | Bloavezhioù 1770 | Bloavezhioù 1780 | Bloavezhioù 1790 Kregiñ a ra an kantved d'ar 1701 hag e echu d'an 31 Kerzu 1800. A-wechoù, gant istorourien europat zo, e vez strishaet an kantved d'ar prantad a ya eus 1715 da 1789 hepken, da lavaret eo d'ar mare etre marv Loeiz XIV a Vro-C'hall hag an Dispac'h gall. Darvoudoù 1701-14: Brezel Hêrezh Spagn 1703: Krouet Sankt-Peterbourg gant Pêr Veur. Kêr-benn Rusia e vo betek 1918. 1707: Feur-emglev kendeuziñ parlamantoù Skos ha Bro-Saoz ha, da-heul, krouidigezh Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur. 1707: Goude marv Aurangzeb e krog an Impalaeriezh Voghol gant un hir a ziskar. 1715: Marv Loeiz XIV 1718: Savet kêr New Orleans gant ar Frañsizien e Norzhamerika 1720: Builh morioù ar su 1721: Dont a ra Robert Walpole da vezañ (de facto) kentañ Kentañ ministr Breizh-Veur 1721: Sinet Feur-emglev Nystad, fin zo da Brezel meur an norzh. 1722: Aloubet Iran gant Afghanistaniz, fin zo da dierniezh ar Safavided. 1722: Marv an impalaer Kangxi e Sina. 1732: Geriadur françois celtique pe françois-breton Gregor Rostrenenn. 1733-38: Brezel hêrezh Polonia 1735-99: Emled bras tiriadoù an impalaer Qianlong e Sina. 1736: Dont a ra Nadir Shah da vezañ Shah Persia, diazezañ a ra Tierniezh an Afsharided. Ren a raio betek e varv e 1747. 1739: Trec’h eo Nadir Shah war ar Vogoled ha lakaat a ra an arigrap war kêr Delhi. 1740: Frederig Veur kurunennet da roue Prusia. 1740-48: Brezel hêrezh Aostria 1741: Kregiñ a ra ar Rusianed da boblañ an inizi Aleout. 1747: Diazezañ a ra Ahmad Shah Impalaeriezh Durrani en Afghanistan an deiz a hiziv. 1750: Oadvezh ar skorn bihan en he barr en Europa. 1752: Embannadur kentañ Buhez ar Sent gant Glaoda Marigo. 1755: Kren-douar Lisboa 1756-63: Brezel Seizh Vloaz, argadoù etre Europiz un tamm dre holl er bed. 1757: Emgann Plassey a gemenn deroù mestroni Breizh-Veur war India. 1760: Dont a ra Jord III da vezañ roue Breizh-Veur. 1762-96: Ren Katell Veur Rusia. 1763-66: Emsavadeg Pontiac e Norzhamerika 1766-99: Brezelioù saoz-ha-mysore 1767: Aloubet rouantelezh Ayutthaya gant an Vurmaned. 1768: Aloubet Nepal gant Gurkha. 1768-1774: Brezel turk-ha-rusian 1769: Diazezeañ a ra ar visionerien Spagnol ar c’hentañ eus an 21 mision e Kalifornia. 1772-95: Polonia dispennet; fin zo d'an unaniezh genwerzhel etre Polonia ha Lituania. Diverket Polonia eus ar gartenn evit 123 bloaz. 1775-82: Brezel Saoz-ha-Maratha 1 1775-83: Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet 1779-1879: Brezelioù Cape Frontier etre Breizh-Veur, an drevadennerien Boer hag ar Xhosaed e Suafrika 1785-95: Brezel indianed ar gwalarn etre ar Stadoù-Unanet ha pobloù engenidik Amerika 1787: Krouet Freetown (e Sierra Leone hiziv an deiz) gant sklaved dieubet eus Londrez. 1788: Kentañ trevadenn europat en Aostralia e Sydney. 1789: George Washington dilennet da brezidant ar Stadoù-Unanet. 1789-99: Dispac'h gall 1791-1804: Dispac'h Haiti 1792-1815: Kregiñ a ra ar Brezel gall bras gant Brezelioù an dispac'h gall a gaso da vrezelioù Napoléon Bonaparte. 1792: Krouet kuzul eskemmdi New York. 1793: Berzet ar sklaverezh e Norzhkanada 1795: Dre Feur-emglev Pinckney etre ar Stadoù-Unanet ha Spagn e teu SUA da vezañ perc’henn war Tiriad ar Mississippi. 1796: Argaset Nederlandiz eus Ceylan (Sri Lanka) hiziv) gant Breizhveuriz. 1796: Nac’hañ a ra George Washington mont war ar renk evit un trede respet diouzh renk evel Prezidant ar Stadoù-Unanet; dont a ra evel-se da vezañ al lusker dispac’hel kentañ en istor o tilezel ar galloud a galon laouen. 1796-1804: Emsavadeg al lotus gwenn e Sina. 1798: Emsavadeg Iwerzhoniz a-enep da gabestr Breizh-Veur. 1798-1800: Koulz lavaret brezel etre ar Stadoù-Unanet ha Frañs. 1799: Dre un taol-Stad e teu Napoléon Bonaparte da vezañ diktator Frañs. 1799: Freuzet eo kompanunezh nederlandat reter india. Tud dibar Rouanez Anna (Monarkez Vreizh-Veur) Benedict Arnold, bet sellet outañ evit un treitour gant kalz a dud eus an daou du (Stadoù-Unanet ha Breizh-Veur) e-pad brezel dispac'h Amerika. Teofil Malo Corret an Tour d'Auvergne: (yezhoniour hag ofiser breton) Johann Sebastian Bach (sonaozer) Napoleon Bonaparte (jeneral, diktador ha Koñsul kentañ Frañs) Edmund Burke (den a Stad breizhveuriat ha prederour, harper dispac’h Amerika) Katell Veur (Tsaritsa Rusia) James Cook (merdeer breizhveuriat) Denis Diderot (skrivagner ha prederour gall) Leonhard Euler (jedoniour) Benjamin Franklin (dispac’hour amerikan, kavadenner, mouller ha kannad) Frederik Veur (Monark Prusia) Thomas Gainsborough (livour) Roue Jord III (monark breizhveuriat) Johann Wolfgang von Goethe (skrivagner alaman) Thomas Gray (skrivagner alaman) Alexander Hamilton (dispac’hour amerikan, alvokad ha den a Stad) William Hogarth (livour hag engraver) David Hume (prederour) Thomas Jefferson (dispac’hour amerikan, prederour ha den a Stad) Samuel Johnson (skrivagner breizhveuriat) Immanuel Kant (prederour) Loeiz XIV a Vro-C'hall (monark) James Madison (dispac’hour amerikan, skrivagnet ha den a Stad) Marie Antoinette (Rouanez c’hall hag arouez fulor an enepdispac’hourien) Michikinikwa (Penn ar meuriad Miami ha brezelour) Wolfgang Amadeus Mozart (sonaozer) Thomas Paine (kefredour breizhveuriat ha prederour, harper an dispac’h amerikan) Sir Joshua Reynolds (livour) Maximilien Robespierre (dispac'hour gall ha diktator gwadek) Gregor Rostrenenn (den a Iliz ha geriadurour breton) Jean-Jacques Rousseau (skrivagner ha prederour gall) Friedrich Schiller (skrivagner alaman) Sir John Small (cricketer Hambledon; ar skoer meur kentañ) Adam Smith (armerzhour skosat ha prederour) Laurence Sterne (skrivagner breizhveuriat) Edward "Lumpy" Stevens (cricketer Surrey; ar banner bolotenn meur kentañ) Jonathan Swift (skrivagner breizhveuriat) Tecumseh (dispac’hour) George Washington (jeneral dispac’hour amerikan ha kentañ prezidant) Voltaire (skrivagner ha prederour gall) Gwelet ivez Tadoù diazezer Stadoù-Unanet Amerika Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù Roll ijinadennoù an kantved Ar c'helc'hgeriadur gant ar gelc'hgeriadurourien An Armerzhouriezh gant Adam Smith Maen Rosetta dizoloet gant bagadoù Napoléon Bonaparte en Egipt Vitus Bering a zizolo Alaska. Kartennaouet bevennoù ar meurvor habask gant James Cook ha dizoloet kalz a Inizi er meurvor habask. Wahhabiegezh gant Muhammad ibn Abd al Wahhab XVIIIvet kantved 18
5709
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20nyoek
Yezhoù nyoek
Ur skourr eus ar yezhoù kwaek eo ar yezhoù nyoek (nyo) ennañ un 50 yezh bennaket komzet e Ghana dreist-holl hag ivez e su Aod an Olifant. Isrenket e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel-hen: Yezhoù akanek Gaeg Adangmeg Yezhoù anyiek Baoleg Yezhoù potouek-tanoek Gwangeg Logbaeg Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù nyoek Yezhoù Afrika Yezhoù Aod an Olifant en:Nyo languages
5710
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20anyiek
Yezhoù anyiek
Ur skourr eus ar yezhoù nyoek renket d'o zro e-touez ar yezhoù kwaek eo ar yezhoù anyiek (anyi) komzet e Ghana dreist-holl hag ivez e su Aod an Olifant. Ar baoleg eo ar yezh anyiek pennañ. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù anyiek
5711
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20potouek-tanoek
Yezhoù potouek-tanoek
Ur skourr eus ar yezhoù nyoek renket d'o zro e-touez ar yezhoù kwaek eo ar yezhoù potouek-tanoek (potu-tano) komzet e Ghana dreist-holl hag ivez e su Aod an Olifant. Ar gwangeg hag al logbaeg eo ar yezh anyiek pennañ. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù potouek-tanoek
5712
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwangeg
Gwangeg
Ur skourr ar yezhoù potouek-tanoek eo al gwangeg (gwang) komzet e Ghana. Enni e kaver 16 yezh. Gwelet ivez Yezhoù kwaek Yezhoù Ghana Yezhoù potouek-tanoek
5713
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Eost
21 Eost
Eost 21 Darvoudoù 1359 : sinet eo Feur-emglev Pontoise. 1810 : Jean-Baptiste Bernadotte, marichal gall, a zo dilennet da roue Sveden gant Stadoù ar vro-se. 1911 : bet laeret taolenn Mona Lisa diouzh Mirdi al Louvre e Pariz gant ar gweraour italian Vincenzo Peruggia. 1914 : penn-kentañ Lazhadeg Tamines (Belgia) (Brezel-bed kentañ). 1944 : penn-kentañ Emvod Dumbarton Oaks e Washington D.C.. 1959 : dont a ra Hawaii da vezañ 50 stad ar Stadoù Unanet. 1961 : dieubet eo an dizalc'her kenyan Jomo Kenyatta. 1968 : gant luioù an Unaniezh Soviedel hag Emglev Varsovia eo aloubet Tchekoslovakia. 1975 : gant broadelourien eus Korsika, Edmond Simeoni en o fenn, eo aloubet tiegezh ur gwinier pinvidik e-kichen Aleria. 1991 : Latvia en em ziskleir dizalc’h diouzh an Unaniezh Soviedel. Sportoù Ganedigezhioù 1165 : Fulup II Bro-C'hall (Fulup an Aogust e lesanv), roue Bro-C'hall. 1725 : Jean-Baptiste Greuze, livour ha tresour gall. 1754 : William Murdoch (pe Murdock c'hoazh), ijinour skos. 1765 : William IV ar Rouantelezh-Unanet, roue ar Rouantelezh Unanet ha Hannover adalek 1830 betek e varv. 1567 : sant Frañsez a Sal 1789 : Augustin Louis Cauchy, jedoniour gall. 1798 : Jules Michelet, istorour ha skrivagner gall. 1892 : Charles Vanel, aktour ha sevener gall. 1904 : Léo Joannon, aktour, filmaozour, produour ha saver senario gall. 1945 : Lev Alburt, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù ukrainat. 1954 : Didier Six, melldroader etrebrodael gall. 1982 : Francisco Vallejo Pons, mestrc'harier echedoù spagnol. Marvioù 1805 : François Valentin, livour breizhat. 1836 : Edward Turner Bennett, loenoniour, skrivagner ha surjian saoz. 1838 : Adelbert von Chamisso (Louis Charles Adélaïde de Chamissot de Boncourt e anv gwir), barzh, louzawour ha skrivagner alamanek. 1940 : Leon Trotsky (Lyev Davidovitch Bronstein e anv gwir), politikour rusian. 1943 : Henrik Pontoppidan, skrivagner danek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh. 1991 : Camille Le Tallec, priour breizhat. 1995 : Subrahmanyan Chandrasekhar, astrofizikour ha jedoniour stadunanat-indian, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik (1983). Lidoù er Relijion gatolik : Santez Yuna Eost 21
5715
https://br.wikipedia.org/wiki/Pink%20Floyd
Pink Floyd
Pink Floyd zo ur strollad sonerien saoz eus ar re vrudetañ, savet e 1964. Gallout a reer ober "Progressive rock" eus stil ar strollad. Dont a ra o anv eus kenstroll anv-bihan daou soner blues : Pink Anderson ha Floyd Council. Izili Pink Floyd Syd Barrett - gitar, kan (1964-1968) David Gilmour - gitar, kan (1968-) Nick Mason - taboulinoù (1964-) Roger Waters - gitar-boud, kan (1964-1985) Richard Wright - klavieroù, kan (1964-1981 ; 1987-2008) Pladennoù Studio 1967, The Piper at the Gates of Dawn 1968, A Saucerful of Secrets 1969, More 1969, Ummagumma 1970, Atom Heart Mother 1971, Meddle 1972, Obscured by Clouds 1973, The Dark Side of the Moon 1975, Wish You Were Here 1977, Animals 1979, The Wall 1983, The Final Cut 1987, A Momentary Lapse of Reason 1994, The Division Bell Dirak arvesterien 1969, Ummagumma 1988, Delicate Sound of Thunder 1995, Pulse 2000, Is There Anybody Out There ?, (The Wall Live) Liammoù Lec'hienn ofisiel The Pink Floyd Hyperbase Pink Floyd e galleg Brain Damage (e Saozneg) Pink Floyd Progressive rock Strolladoù sonerezh rock Pink Floyd Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1960 Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1970
5718
https://br.wikipedia.org/wiki/Klingoneg
Klingoneg
Ur yezh savet a-ratozh evit "Star Trek" eo ar c'hlingoneg (tlhIngan Hol e klingoneg, distagadur fonetikel: /t͡ɬɪˈŋɑn xol/). Komzet e vez gant ezdouaridi "Klingon". Savet eo bet gant Mark Okrand evit Paramount Pictures. Klasket en deus an doktor d'Armond Speers, ur yezhoniour amerikan, kelenn ar yezh-se d'e vab war un dro gant ar saozneg. Mont a rae e lingonek outañ tra ma komze e vaouez e saozneg ouzh ar bugel. Goude un nebeud bloavezhioù e tisplije d'ar bugel komz klingoneg hag e veze gwell gantañ komz saozneg. Ar fed ma c'halle komz saozneg gant kalz muioc'h a dud hag an diouer a c'heriaoueg e klingoneg, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol", a gontas kalz. Pa zeuas da vezañ koshoc'h e nac'has ar bugel komz klingoneg hag e paouezas an taol arnod. Lizherenneg Ent-ofisiel eo gant lizherennoù latin e vez skrivet ar c’hlingoneg, met kavet e vez ivez ul lizherenneg ispisial. Liammoù Klingon Language Institute Omniglot: Klingoneg lizherennoù Google e Klingoneg Klingoneg Wikia Notennoù Star Trek Yezhoù kalvezadel Skiant-faltazi
5719
https://br.wikipedia.org/wiki/2004%20e%20Breizh
2004 e Breizh
Kronologiezh vloaziek evit Breizh 2003 e Breizh - 2004 e Breizh - 2005 e Breizh Darvoudoù Genver 14-15 a viz Genver : beaj ofisiel Rhodri Morgan, kentañ ministr Kembre, da Vreizh. Degemeret eo bet gant Josselin de Rohan, prezidant Kuzul Rannvro Breizh. Sinet ez eus un emglev kenlabour etre Bodadenn Vroadel Kembre ha Rannvro Breizh, e teir yezh, galleg, saozneg ha kembraeg. 15 Genver : peñse ar vag-pesketa Bugaled Breizh (5 den kollet) C'hwevrer 26 a viz C'hwevrer : barradoù erc'h e Breizh ; betek 40 cm a erc'h e Pondi. Gwengolo Krouidigezh klasoù divyezhek prevez e Rospezh, Tregaeg, Mêl-Karaez, Klegereg. Krouidigezh klasoù divyezhek publik Sizun, Loperc'hed, Gouenoù ha Lanneur. Echu eo gant ar c'hentelioù brezhoneg e Skol-Veur Naoned. Dek vloaz a oa e veze kelennet er skol-veur-se. 2 Gwengolo : erruout a ra Anne Quéméré e porzh Douarnenez, goude treizhañ ar Meurvor Atlantel a-roeñv en ur ober 87 devezh. Here 8 Here : vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh evit ma vo adunanet ar vro. 5 Here : lizher a-berzh Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh da Jacques Chirac, prezidant Republik Frañs, evit goulenn outañ ober en doare ma vo gwiriekaet Garta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver, bet sinet gant Frañs d'ar 7 Mae 1999. 11-13 a viz Here : beaj ofisiel Jean-Yves an Drian, ha dileuridi all eus Rannvro Breizh, da Gembre, e-lec'h m'int degemeret gant Bodadenn Vroadel Kembre. Ur stumm brezhonek eus an emglev kenlabour etre an div vro zo bet sinet. Du 30 Du : vot a-unvouezh Kuzul-departamant ar Mor-Bihan evit staliañ ur panellerezh divyezhek war hentoù an departamant. Kerzu 17 Kerzu : vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh war ar Steuñv evit ur Politikerezh Yezh kinniget gant ar c’huzulier sokialour Yann-Bêr Thomin e karg eus ar brezhoneg. 22 Kerzu : divizout a ra Ofis ar Brezhoneg ledanaat tachenn ar c'houlzad Ya d'ar Brezhoneg bet savet evit broudañ implij ar yezh war ar pemdez e-touez bed ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù. Hiviziken e vo digor d'ar strollegezhioù lec'hel ha, peurgetket, d'ar c'humunioù. Istor Breizh en XXIvet kantved 2004
5722
https://br.wikipedia.org/wiki/Niveradur%20arabek
Niveradur arabek
Daou zoare niveradur arabek zo. Gallout a reer ober gant arouezennoù al lizherenneg pe gant an arouezennoù anvet "sifroù indezarabek" a zo deveret eus skrivadur nâgarî bro-Indez. Kar-nes eo an niveriñ lizherennel arabek eus ar c'hGematria hebraek, dreist-holl en e stumm kornogel. Niveradur lizherennek Orin Implijet eo bet al lizherennegoù deveret eus al lizherenneg fenikek ken evit notenniñ sonioù (talvoudoù lizherennel) ken evit notenniñ talvoudoù niverel. Kement-se zo gwir evit al lizherenneg c’hresianek, al lizherenneg c’hotek, al lizherenneg koptek, al lizherenneg kirillek, al lizherenneg hebraek, al lizherenneg arameek, hag all. Heñveldra a gaver evit an arabeg hag, ouzhpenn-se, ez eo implij al lizherenneg an doare koshañ bet implijet gant an arabegerien evit skrivañ niveroù pe ḥurūf ʾal-ǧumal; sevel a ra d'an enskrivadurioù kentañ. Sklaer eo warnañ levezon ur patrom hebraek pe c’hresianek hep na vije tu da lavaret pehini anezho a voe implijet. Kalz eo emdroet al lizherenneg arabek a-hed hec’h istor koulskoude. Ouzhpennet ez eus bet enni pikoù evit diforc’hañ lizherennoù, kemmet eo bet talvoudegezh lizherennoù zo, adaozet eo bet urzh al lizherenneg, hag all. n'eo ket c’hoarvezet an holl gemmoù-se en hevelep mod : evit gwir, pa vez implijet lizherennoù evit merkañ an niveriñ e vezont urzhiet en un urzh koshoc’h (anvet urzh ar sav-heol) zo testeniekaet hec’h implij da gentañ el lizherenneg ougaritek hag a vez adkavet en holl lizherennegoù deveret eus al lizherenneg fenikek. Ar pezh zo, diouzh ma vez implijet al lizherenneg gant kornôgiz pe gant reteriz ne vez ket klenket al lizherennoù en hevelep doare. Kalz tostoc’h eo an urzh niverel-se da hini al lizherennegoù a orin fenikek all, dreist-holl ar re implijet er yezhoù semitek. Setu ma'z eus dreist-holl div reizhiad niveriñ savet war lizherenneg an arabeg. Kenvevet o deus an div reizhiad-se : hini Arabed ar Maghreb (da lavaret eo hini ar c’hornôg p'eo hennezh talvoudegezh ar ger Maghreb) hag hini Arabed ar Machreq (da lavaret eo hini ar reter). Homañ diwezhañ eo ar goshañ rak e vefe doare ar Maghreb un treuzfurmadur eus hini ar reter. Evel-just n'eo ket peurreiziadek an diforc’h implij-se hag e c’haller kavout testennoù eus ar Maghreb a ra gant doare ar reter pe ar c’hontrol. C'hwec'h lizherenn hepken zo disheñvel o urzh etre an div lizherenneg : al lizherennoù piket int (lizherennoù ur pik a-us pe a-is dezho) bet savet er , da lavaret eo ث خ ذ ض ظ غ. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hemmoù bet degaset el lizherenneg arabek a-hed hec’h istor ez eo gwelloc'h digeriñ ur pennad all : Lizherenneg arabek (istor). Kregiñ a ra an urzh-se gant ʾalif, bāʾ ǧīm ha dāl, a ya da sevel ar ger abjad ; graet e vez abjad pe eus ul lizherenneg na verk nemet ar c’hensonennoù, semitek peurliesañ ha deuet diwar ar fenikeg, pe eus al lizherennoù niverel arabek. أَبُجَدْ abuǧad eo an termen klasel; diwarnañ eo deuet an deverad بُجَادِي buǧādī, "dizesk", da lavaret eo unan na anavez nemet "penn kentañ al lizherenneg". Mont en-dro Evel er reizhiadoù lizhersifrennel all, e servij al lizherennoù da verkañ a-ziforc’h an unanennoù, an degadoù, ar c’hantadoù, ar miliadoù : dekredel eo ar reizhiad, n'eo ket lec’hiadel penn-da-benn, ha ne anavez ket ar mann. N'hall ul lizherenn notenniñ nemet un talvoud. Kontrol eo da reizhiad lec’hiadel ar c’hornôg ma c’hall, da skouer, ar sifr "1" bezañ, hervez e lec’h, evit un unanenn, un degad, un c’hantad, hag all. Skrivañ a reer al lizherennoù lizhersifrennel a-zehou da gleiz, en urzh kreskiñ, nemet ma kuzher un niverenn en ur ger skrivet : trawalc’h eo skrivañ ur ger a vo gant al lizherennoù anezhañ an talvoud zo c’hoant da gaout. Se a c’hoarvez gant ar amzerdresennoùoù evel, da skouer : Ġālib murd, "marv eo Ghâlib" (anv zo amañ eus un arroudenn digant ar barzh ourdouek Ghâlib, 1797-1869), a skriver غالب مرد, ar pezh a vez kontet lizherenn ha lizherenn : | غ || ا | ل | ب || م | ر || د |----- | 1000 || 1 | 30 | 2 || 40 | 200 || 4 |} da lavaret eo un hollad a 1277, a glot, hervez deiziadur an Hijrat, gant ar bloaz 1860 evit marv Ghâlib (evit gwir eo marvet e 1869 ; deiziad 1860 a glot gant bloaz e varv ijinet gant ar barzh e-unan). Unanennoù Notennet int en hevelep doare en holl lizherennegoù, ken gant hini ar c’hornôg ha gant hini ar reter. |----- bgcolor="#FFFFFF" | 1 || 2 | 3 | 4 || 5 | 6 | 7 || 8 | 9 |----- | ا || ب | ج | د || ه | و | ز || ح | ط |----- | ʾalif || bāʾ | ǧīm | dāl || hāʾ | wāw | zayn || ḥāʾ | ṭāʾ |} Degadoù Adal 60 eo ma pella hengounioù ar reter eus re ar c’hornôg. | || 10 | 20 | 30 || 40 | 50 | bgcolor="#F1F1F1" | 60 | 70 || 80 | bgcolor="#F1F1F1" | 90 |----- | Reter || ي | ك | ل || م | ن | bgcolor="#F1F1F1" | س | ع || ف | bgcolor="#F1F1F1" | ص |----- | Reter || yāʾ | kāf | lām || mīm | nūn | bgcolor="#F1F1F1" | sīn | ʿayn || fāʾ | bgcolor="#F1F1F1" | ṣād |----- | || || || || || || || || || |----- | Kornôg || ي | ك | ل || م | ن | bgcolor="#F1F1F1" | ص | ع || ف | bgcolor="#F1F1F1" | ض |----- | Kornôg || yāʾ | kāf | lām || mīm | nūn | bgcolor="#F1F1F1" | ṣād | ʿayn || fāʾ | bgcolor="#F1F1F1" | ḍād |} Kantadoù | || 100 | 200 | bgcolor="#F1F1F1" | 300 | 400 || 500 | 600 || 700 | bgcolor="#F1F1F1" | 800 | bgcolor="#F1F1F1" | 900 |----- | Reter || ق | ر | bgcolor="#F1F1F1" | ش | ت || ث | خ || ذ | bgcolor="#F1F1F1" | ض | bgcolor="#F1F1F1" | ظ |----- | Reter || qāf | rāʾ | bgcolor="#F1F1F1" | šīn | tāʾ || ṯāʾ | ḫāʾ || ḏāl | bgcolor="#F1F1F1" | ḍād | bgcolor="#F1F1F1" | ẓāʾ |----- | || || || || || || || || || |----- | Kornôg || ق | ر | bgcolor="#F1F1F1" | س | ت || ث | خ || ذ | bgcolor="#F1F1F1" | ظ | bgcolor="#F1F1F1" | غ |----- | Korñôg || qāf | rāʾ | bgcolor="#F1F1F1" | sīn | tāʾ || ṯāʾ | ḫāʾ || ḏāl | bgcolor="#F1F1F1" | ẓāʾ | bgcolor="#F1F1F1" | ġayn |} Miliadoù | || bgcolor="#F1F1F1" colspan="2"| 1 000 |----- | Reter | bgcolor="#F1F1F1" | غ | bgcolor="#F1F1F1" | ġayn |----- | Kornôg | bgcolor="#F1F1F1" | ش | bgcolor="#F1F1F1" | šīn |} Niveriñ indezarabek Orin Eus India hag en o stumm nāgarī eo m'eo deuet an arouezennoù nevez, gwevnoc’h o implij a galz a-drugarez d'ar mann lec’hiadel. Moarvat eo gant steredoniourien arab, bet desket ar skiant-se ganto e-kichen Indeziz e-kerzh an , eo bet enporzhiet war un dro ar sifroù a raent ganto. Ar c’hentañ bet o labourat war doareoù niveriñ Indeziz a vije bet Al-Khuwarizmi, en . Arabat krediñ koulskoude e vije bet peurdrec’h ar sifroù nevez kerkent war al lizherennoù niverek rak kendalc’het o deus ar re-mañ da vezañ implijet e-pad pell c’hoazh. Degemeret buan memes tra ez eus c’hoarvezet meur a dreuzfurmadur war ar sifroù nevez-se a-raok dont da wiskañ o neuz a-vremañ (un argemm a vez arveret c'hoazh e perseg hag en ourdou : |- ! Talvoud ! 0 ! 1 ! 2 ! 3 ! 4 ! 5 ! 6 ! 7 ! 8 ! 9 |- | Sifroù India || ० || १ || २ || ३ || ४ || ५ || ६ | ७ || ८ || ९ |- | Sifroù indezarabekdoare ar c'hornôg | ٠ || ١ | ٢ | ٣ || ٤ | ٥ | ٦ || ٧ | ٨ || ٩ |- | Sifroù indezarabek doare ar reter | ٠ || ١ | ٢ | ٣ || ۴ | ۵ | ۶ || ٧ | ٨ || ٩ |} Stok ouzh bed ar c’hornôg eo bet legadet da jedoniourien Europa hor sifroù gant an Arabed. Kendalc’het en deus an tres anezho d'en em dreuzfurmiñ kent en em stabilaat er . Mont en-dro En hevelep doare hag ar sifroù europek a raer "arabek" anezhe (0, 1, 2, 3, 4, 5, 6, 7, 8, 9). Notennomp e vez lakaet a-gleiz ar sifroù o terc'hennañ an talvoud brasañ en un niver hag a-zehou-tout ar re oc'h aroueziñ an unanadoù en arabeg kenkoulz ha ganeomp, daoust d'an arabeg bezañ skrivet a gleiz da zehou : o kregiñ gant an talvoud bihanañ eo e vez lennet an niver en arabeg (evel a c'hoarvez a-zarn e brezhoneg —pe e yezhoù germaneg 'zo—pa gonter betek kant er reizhiad kontañ hengounel : unan warn-ugent. Pleustrek eo d'an arabegerion eta, evit skrivañ sammadurioù war un eeunenn. Soñjit 'ta : "seizh warn ugent" mui "c'hwec'h ha tregont" en ur skrivañ a zehou da gleiz : ............. = 36+27 Gwelet ivez Niveradur ; Niveradur gresianek ; Niveradur hebraek ; Lizherenneg arabek ; Istor al lizherenneg arabek Sifroù arabek.
5723
https://br.wikipedia.org/wiki/31%20Here
31 Here
Darvoudoù 475 : Romulus Augustulus a zo lakaet da impalaer roman. 1517 : embann a ra Martin Luther ar Pemzek Tezenn ha Pevar-Ugent dirak iliz Kastell Wittenberg, ha reiñ lañs evel-se d'an Disivoud protestant. 1914 : krouidigezh Club Atlético Capurro e Montevideo (Uruguay). 1917 : Trivet Emgann Gaza. 1929 : dont a ra e-maez e Pariz Les Trois Masques gant André Hugon, kentañ film komz istor ar sinema. 1992 : gwennet eo Galileo Galilei gant ar pab Yann-Baol II. 1956 : gant aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall ez eus kaset bombezennoù war Ejipt evit rediañ ar vro-se da addigeriñ Kanol Suez. 1996 : deroù abadennoù ar chadenn skinwel iwerzhonek Teilifís na Gaeilge. Ganedigezhioù badezet 1632 : Johannes Vermeer, livour izelvroat. 1705 : Giovanni Vincenzo Ganganelli, aet da bab e 1769 evel Klemañs XIV. 1795 : John Keats, barzh saoznek. 1875 : Vallabhbhai Patel, politikour ha ministr en India. 1835 : Adolf von Baeyer, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1905. 1887 : Tchang Kai-chek, politikour ha den-Stad Sina. 1889 : Maurice Noguès, nijer gall a orin breizhat. 1892 : Aleksandr Alec'hin, mestrc'hoarier echedoù rusian. 1893 : Isidore Odorico, mozaiker brudet. 1922 : Norodom Sihanouk, roue Kambodja. 1955 : Vladas Gefenas, mestrc'hoarier echedoù lituaniat. 1958 : Jeannie Longo-Ciprelli, rederez war varc'h-houarn c'hall. 1983 : Aleksandr Grichtchouk, mestrc'hoarier echedoù rusian. 1990 : Emiliano Sala, melldroader arc'hantinat. Marvioù 1925 : Max Linder, aktour gall. 1953 : René Jayet, filmaozer, produour ha saver senario gall. 1956 : Mary Patricia McCartney, mamm Paul McCartney. 1957 : Marcel Vallée, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1984 : Indira Gandhi, ministr kentañ India. 1993 : Federico Fellini, filmaozer italian. 1995 : Mario Napolitano, mestrc’hoarier echedoù italian. 1996 : Marcel Carné, filmaozer ha saver senario gall. 2006 : Pieter Willem Botha, politiker suafrikan, prezidant Suafrika etre 1984 ha 1989. 2011 : Flórián Albert, melldroader etrebroadel ha gourdoner hungarian. 2020 : Sean Connery, aktor skosat. Lidoù Lid etrebroadel : Halloween pe Samhain : lid a orin keltiek (lidet en Iwerzhon, diorroet e Stadoù-Unanet Amerika ha strewet e meur a vro). Iliz katolik roman: Sant an deiz: Sant Gwalon; sant Quentin, merzheriet e Galia (); sant Wolfgang, manac'h suis beneadat, eskob Regensburg (). Ilizoù protestant: Deiz an Disivoud. Here 31
5724
https://br.wikipedia.org/wiki/20%20Eost
20 Eost
Eost 20 Darvoudoù 1648 : Emgann Lens eo an hini diwezhañ eus ar Brezel Tregont Vloaz. 1897 : displeget eo treuzkas ar malaria gant ar skiantour breizhveuriat Ronald Ross. 1944 : kuitaat a ra Philippe Pétain Vichy da vont da vBro-Alamagn. mont a ra Charles de Gaulle tre Roazhon. 1949 : embannet eo Republik Pobl Hungaria. 1968 : kirri-arsailh sovietek e Praha (Tchekoslovakia d'ar mare-se). 1988 : echu eo Brezel Iran-Irak. 1991 : dizalc'hidigezh Estonia ha Latvia. Sportoù 2004 : Benoît Peschier, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom K1 en Aten. Ganedigezhioù 1625 : Thomas Corneille, gwiraour ha dramaour gall. 1860 : Raymond Poincaré, den-stad gall, Prezidant ar Republik C'hall (1913-1920). 1890 : Howard Phillips Lovecraft, skrivagner stadunanat ar skiant-faltazi hag ar spont e dachennoù. 1909 : Olga Roubtsova, mestrc'hoarierez echedoù soviedat. 1910 : Eero Saarinen, tisavour ha dizagner finat-stadunanat 1938 : Jean-Loup Chrétien, ijiner breizhat aet da egoraer. 1941 : Roberto Primavera, mestrc'hoarier echedoù italian. 1946 : Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), skrivagner ha yezhoniour brezhonek (danevelloù, romantoù, notennoù yezh). 1948 : Robert Plant, kaner-sonaozer ha soner saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Led Zeppelin. 1960 : Dom Duff, kaner ha soner gitar brezhonek. 1962 : Geoffrey Blake, aktour stadunanat. 1984 : Laura Georges, melldroaderez etrebroadel c'hall. Marvioù 984 : Yann XIV, 136 pab an Iliz katolik roman. 1914 : Pi X, 257 pab an Iliz katolik roman. 1917 : Adolf von Baeyer, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1905. 1980 : Joe Dassin, kaner gallek ha kaner-sonaozer gall-stadunanat. 1995 : Hugo Pratt, treser bannoù-treset eus Italia, krouer Corto Maltese. Lidoù Katoligiezh: Sant an deiz : Sant Filberzh. Eost 20
5726
https://br.wikipedia.org/wiki/Touvaeg
Touvaeg
Ur yezh altaek eus ar skourr yezhoù turkek an norzh eo an touvineg pe touvaeg (тыва дыл tyva dyl, anvet ivez tuvin, tuva, tokha, soyot, soyon, tuba, uriankhai(-monchjak), diba pe kök mungak), komzet gant tro-dro da 209.400 den en holl e Touva e Rusia (Azia) (180.000 den e 2001), en Altay e Rannbarzh Emren Yinjiang e Sina (2.400 den e 1999) hag e Hövsgöl ha Hovd Aimags e norzh ha kornôg Mongolia (27.000 den e 1993). C'hwec'h rannyezh ez eus disheñvel-tre an eil diouzh eben: Touvineg ar c'hreiz Touvineg ar c'hornôg Touvineg ar biz (todzhin) Touvineg ar gevred Kijieg (tuba-kizhi) Kijieg Doare-skrivañ Gant Lopsan-Chimit, ur manac'h tuva bouddaek eo bet ijinet doare-skrivañ broadel kentañ an tuvaeg e deroù ar bloavezhioù 30. Gwasket eo bet Lopsan diwezhatoc’h e-pad spurjoù Stalin. Lizherennoù roman a implije an doare-skrivañ-se dreist-holl, gant un nebeud lizherennoù nevez ouzhpenn evit merkañ sonioù an tuvaeg. Un nebeud levrioù zo bet embannet ennañ, en o zouez an taolioù esae kentañ evit deskiñ lenn d'an oadourien. Erlec’hiet eo bet lizherenneg Lopsan-Chimit diwezhatoc’h gant unan all diazezet war al lizherenneg kirillek en implij hiziv an deiz c’hoazh. Da-c’houde eo bet diverket roud doare-skrivañ ar manac’h eus al levrioù istor. Abaoe diskar an URSS eo krog an Duvaed hag un nebeud tud lennek all da dreiñ o selloù en-dro war istor ar skrivañ e tuvaeg. Adskoulmet eo bet neudenn an istor bremañ. Graet e vez en deiz a hiziv gant lizherenneg ar rusianeg eta, ouzhpennet enni teir lizherenn zibar ң (latin "ng" pe Lizherenneg fonetik etrebroadel (API) [ŋ]), Өө (latin "ö", IPA [ø]), Үү (latin "ü", IPA [y]). Heuliañ-rik a ra al lizherenneg urzh al lizherenneg rusianek gant ң lakaaet just goude Н, Ө goude О, ha Ү goude У. Ne gaver pennlizherenn ebet evit al lizherenn ң n'en em ziskouez morse e deroù ger ebet. Lennegezh Pinvidik-mor eo sevenadur dre gomz an Duvaed. A bep seurt zo evel, da skouer, divinadelloù berr, rimadelloù, krennlavarioù, luziadelloù-teod betek kontadennoù marzus, hud, skrij, harozel ha danevelloù meur a zezreveller eurvezhioù-pad. E saozneg ez eus bet embannet un nebeud eus an davnevelloù meur-se, evel "Boktu-Kirish pe Bora-Sheelei" da skouer. En arvar emañ an arz dre gomz-se bremañ rak war goshaat ez a ar gonterien ha n'eus ket kalz a re yaouank evit dont war o lerc’h. Keñveriadenn Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer: Gwelet ivez Yezhoù turkek Yezhoù altaek Liammoù diavaez Ethnologue: Tuvin Enesay.com - Tuvinian literature and mythology - Tuvan language and folklore materials TyvaWiki Language Articles Tuvan Alphabet Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Rusia Yezhoù Sina Yezhoù Mongolia Yezhoù turkek an norzh Touva
5730
https://br.wikipedia.org/wiki/19%20Eost
19 Eost
Eost 19 Darvoudoù 1493 : dont a ra Masimilian Iañ, pried kentañ Anna Vreizh da vezañ impalaer an Impalaeriezh santel roman german. 1505 : erruout a ra Anna Vreizh er Folgoed da-geñver he Zro Breizh. 1691 : trec'h eo Arc'hdugelezh Aostria war an Impalaeriezh Otoman en Emgann Slankamen. 1919 : Afghanistan dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1942 : ur c'hwitadenn eo Taol Jubilee (dilestradeg saoz e Dieppe (Seine-Maritime a-vremañ)). 1989 : aet Tadeusz Mazowiecki da Gentañ Ministr Polonia. da-geñver ur piknik a-stroll e-kichen Sopron e tremen 600 den eus Republik Demokratel Alamagn eus Hungaria da Aostria : deroù diskar Republik Demokratel Alamagn an hini eo. Sportoù 1918 : krouet eo Kevre mell-droad ar C'hornôg. 1984 : loc'hañ a ra kentañ Treizhadeg Atlantel Kebek-Sant-Maloù diouzh glannoù stêr Sant Laorañs. 2016 : evit ar wech kentañ en istor ar boks gall ez a Estelle Mossely da gampionez olimpek e Rio de Janeiro (Brazil). Ganedigezhioù 1811 : Samuel Tickell, arzour, evnoniour, yezhoniour hag ofiser el lu breizhveuriat. 1845 : Edmond James de Rothschild, dastumer ha dengarour gall. 1848 : Gustave Caillebotte, livour gall. 1862 : Maurice Barrès, skrivagner ha politikour gall. 1877 : Pierre Quéméner, embregour ha politikour breizhat. 1883 : Coco Chanel (Gabrielle Bonheur Chanel hec'h anv gwir), kemenerez c'hall. 1902 : Georges Lacombe, filmaozer gall. 1914 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh. 1946 : Bill Clinton, prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1951 : John Richard Deacon, gitarour saoz, ezel eus ar strollad sonerien Queen. Marvioù 14 : Aogust (impalaer), kentañ impalaer roman hag advab da gCaius Julius Caesar. 1186 : Jafrez II (dug Breizh) 1662 : Blaise Pascal, jedoniour ha prederour gall. 1680 : Jean Eudes, beleg gall lakaet da sant e 1925 . 1810 : Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad ar Vodadeg vroadel gall. 1870 : Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek. 1924 : Ferdinand Cheval (Facteur Cheval e lesanv), paotr al lizhiri hag arzour simpl gall. 1936 : Federico García Lorca, barzh ha dramaour spagnolek. 1949 : Cecil Boden Kloss, evnoniour ha loenoniour saoz. 1965 : Jarl Priel (Charles Trémel e anv gwir), dramaour ha skrivagner brezhonek. 1974 : Fernando Cerchio, filmaozer, frammer ha saver senario italian. 1977 : Groucho Marx, aktour stadunanat. 2012 : Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat. Lidoù er relijion gatolik : Santez Gwennyn Devezh ar vro en Afghanistan Eost 19
5731
https://br.wikipedia.org/wiki/18%20Eost
18 Eost
Eost 18 Darvoudoù 1572 : eured Herri III (Navara) ha Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615) (ar Rouanez Margod). 1690 : trec'h eo Loeiz XIV (Bro-C'hall) en Emgann Staffarda (Piemonte). 1868 : da-heul ur fallaenn war an heol eo dizoloet an heliom gant daou steredoniour, Sir Joseph Norman Lockyer ha Pierre Jules César Janssen. 1877 : gant ar steredoniour Asaph Hall eo dizoloet Phobos, ul loarenn d’ar blanedenn Meurzh. 1943 : Emgann Horaniu war vor e-tal kichen an Inizi Solomon (Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)). Sportoù 2000 : Tony Estanguet, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom C1 e Sydney (Aostralia). 2004 : Tony Estanguet, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom C1 evit an 2 gwech, en Aten (Gres). Ganedigezhioù 1748 : Pierre Sonnerat, ergerzher ha naturour gall. 1750 : Antonio Salieri, sonaozer italian. 1830 : Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria ha roue Hungaria. 1898 : Héléna Manson, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. 1906 : Marcel Carné, filmaozer ha saver senario gall. 1922 : Alain Robbe-Grillet, romantour ha filmour gall. 1933 : Just Fontaine, melldroader etrebroadel ha gourdoner gall. Roman Polanski, filmaozer gall-poloniat. 1936 : Robert Redford, aktour ha filmaozer stadunanat. Marvioù 1227 : Jengis Khan, impalaer mongol. 1559 : Paol IV (bet ganet Gian Pietro Carafa), 223de pab. 1563 : Étienne de La Boétie, barzh ha skrivagner gallek. 1620 : Wanli (Zhu Yijun e anv gwir), 13 Impalaer Sina Tierniezh Ming. 1765 : Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel. 1850 : Honoré de Balzac, skrivagner gallek. 1886 : Paul Dupont des Loges, den a iliz breizhat. 1891 : Louis Paulsen, mestrc'hoarier echedoù alaman. 1947 : Stefano Rosselli del Turco, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù italian. 1950 : Julien Lahaut, kannad komunour ha kadoriad Strollad Komunour Belgia, drouklazhet. 1978 : Kamil Ar Merser Erm (Kammermor e anv druizh), brogarour ha skrivagner breizhat. 1995 : Alex Joffé, den a sinema gall. 2018 : Kofi Annan, diplomat ghanaian, bet seizhvet sekretour meur an ABU. Lidoù Katoligiezh: Sant an deiz : Santez Lena. Eost 18
5732
https://br.wikipedia.org/wiki/17%20Eost
17 Eost
Eost 17 Darvoudoù 1424 : trec'h eo al lu saoz war an hini gall en Emgann Verneuil (Brezel Kant Vloaz). 1648 : penn-kentañ Emgann Preston (1648) (Kentañ Dispac'h saoz). 1908 : bannet eo kentañ film tresadennoù-bev gall e Pariz, Fantasmagorie e anv ha krouet gant Emile Cohl. 1914 : trec'h eo an arme alaman en Emgann Stallupönen (Brezel-bed kentañ). 1944 : dieubet eo Pempoull gant ar Gevredidi. 1945 : gwir o deus da votiñ ar soudarded c'hall a-vicher. 1945 : embannet eo dizalc'hiezh Indonezia diouzh an Izelvroioù. 1960 : mont a ra ar strollad The Beatles da Hamburg da seniñ d'an Indra Club evit ar wech kentañ. 1975 : tarzhadenn e poultrerezh Pont-ar-Veuzenn. 1978 : kentañ nijadenn dreist ar Meurvor Atlantel e 5 devezh ha 17 eurvezh ; pradañ a ra ar baloñs amerikan Double Eagle II e Miserey (Eure). 2007 : peñse ar Sokalique. Sportoù 1920 : Joseph Guillemot, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar 5 000 m en Antwerpen (Belgia). Ganedigezhioù 1645 : Jean de la Bruyère, skrivagner ha buhezegour gall. 1699 : Bernard de Jussieu, louzawour gall. 1737 : Antoine Augustin Parmentier, apotiker, douarc'hounezour, studiour ar vagadurezh ha yec'hedour gall. 1753 : Josef Dobrovský, yezhoniour hag istorour tchek. 1786 : Davy Crockett, soudard, traper ha politiker amerikan. 1887 : Karl Iañ (Aostria), impalaer diwezhañ Aostria. 1893 : Mae West, aktourez stadunanat. 1911 : Mikhail Botvinnik, mestrc'hoarier echedoù rusian, lies-kampion Unaniezh Soviedel, Kampion ar bed. 1920 : Maureen O'Hara, aktourez iwerzhonat. 1923 : Robert Sabatier, barzh ha skrivagner aovergnat ha gall. 1932 : Jean-Jacques Sempé, tresour gall. 1952 : Guillermo Vilas, c'hoarier tennis arc'hantinat. Marvioù 1777 : Giuseppe Scarlatti, sonaozer italian. 1786 : Frederig II (Prusia) pe Frederig Veur, roue Prusia adalek 1740 betek e varv. 1824 : Jean Marion, beleg katolik breizhat, person Edig, skrivagner brezhonek. 1838 : Lorenzo da Ponte, sonaozer. 1955 : Fernand Léger, livour gall. 2001 : Fant Rozeg (Meavenn hec'h anv-pluenn), barzhez, romantourez ha dramaourez vrezhonek. 2021 : René Quéré, livour breizhat. Lidoù Devezh ar vro en Indonezia. er Relijion gatolik : Sant Gulc'hien, Sant Gulian. Eost 17
5733
https://br.wikipedia.org/wiki/Brongeg
Brongeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar brongeg (brong). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5734
https://br.wikipedia.org/wiki/Kwahoueg
Kwahoueg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar c'hwahoueg (kwahu). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5735
https://br.wikipedia.org/wiki/Dankyireg
Dankyireg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an dankyireg (dankyira). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Yezhoù Ghana Yezhoù akanek
5736
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchakoseg
Tchakoseg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an tchakoseg (chakosi). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5737
https://br.wikipedia.org/wiki/Atieeg
Atieeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar atieeg (attié) komzet gant tro-dro da 381.000 a dud e departamant Abidjan hag Adzope en Aod an Olifant. Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Liammoù diavaez An Atieeg war Language Museum Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù akanek
5738
https://br.wikipedia.org/wiki/Aseneg
Aseneg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an aseneg (asen). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5739
https://br.wikipedia.org/wiki/Anyieg
Anyieg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar anyieg (anyi pe anyin) komzet gant tro-dro da 610.000 a dud en Aod an Olifant. Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5740
https://br.wikipedia.org/wiki/Akyemeg
Akyemeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an akyemeg (akyem bosome). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5741
https://br.wikipedia.org/wiki/Ahafoeg
Ahafoeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar ahafoeg (ahafo). Gwelet ivez Yezhoù akanek Yezhoù kwaek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ghana Yezhoù akanek
5742
https://br.wikipedia.org/wiki/Samhain
Samhain
Samhain distaget [ˈsawənʲ] a dalvez Miz Du en iwerzhoneg hag e gouezeleg Skos. Ar ger-se, pe unan tost-kar, a oa implijet evit kentañ miz ar bloaz e deiziadur kozh ar Gelted. Implijet e veze ivez evit tri deiz kentañ ar miz pa veze lidet ur gouel evit derou ar goañv. Kavet e vez roudoù eus ar gouel-mañ e Gouel an Hollsent hag e Halloween. Implijet e vez ivez ar ger gant ar nevez-paganed en o rod ar bloaz. Deiziadurioù Iwerzhon
5743
https://br.wikipedia.org/wiki/Spagn
Spagn
Gwelout ivez : Spagn (anvadurezh) Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn), un anv a deu eus ar ger latin Hispania, e Ledenez Iberia. Douaroniezh Spagn, pe Rouantelezh Spagn hervez hec’h anv ofisiel, zo ur stad eus mervent Europa, ha dezhi div englozadenn e Norzhafrika (Maroko). Un demokratelezh eo, hag aozet eo evel un unpenniezh daeliek. Ur vro ziorroet eo, a zo en navet renk evit a sell an armerzh er bed a-bezh. Ur vro all, Portugal hec’h anv, a gaver e Kornôg hag e Mervent Ledenez Iberia (diwar anv an Iberianed, ar bobl he doa graet hec’h annez eno er Ragistor). Er Su da Spagn emañ Jibraltar (un tiriad tramor a zo d'ar [[Rouantelezh-Unanet). Pelloc'hik er c'hreisteiz emañ Maroko, a zo enklozet enni div geoded spagnat : (Ceuta) ha (Melilla). Er biz da Spagn emañ ar Pireneoù, a zo ul lodenn anezho da Vro-C'hall, hag ivez Andorra, ur briñselezh vihan dizalc'h. E Spagn ivez emañ an inizi Balearez er Mor Kreizdouar, an inizi Kanariez er Meurvor Atlantel hag enezennoù didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu strizh-mor Jibraltar, anavezet eo evel lec’hioù ar riegezh (Plazas de soberanía), evel an inizi Chafarinas, Enez Alborán, « reier » Vélez de la Gomera hag Alhucemas hag un enezenn vihan, Enez Perejil. Er biz da Spagn, er Pireneoù gall, ez eus un englozadenn vihan eus Katalonia, ur gêr zo Llívia hec'h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall. Istor Iberianed a oa anv ar poblañsoù emren a oa o vevañ e Ledenez Iberia. Da c’houde e oa deuet poblañsoù kelt avat, a veze graet ar Geltiberianed anezho, da vevañ ganto. Adalek an a-raok Jezuz-Krist e stalias ar Fenikianed, ar C'hresianed ha Kartadiz kontoerioù war aodoù ar Mor kreizdouar. En IIvet kantved e voe aloubet al ledenez gant ar Romaned. Ar c’hastilhaneg, ar relijion hag al lezennoù a zeu evit darn eus ar mare ma oa bet ar Romaned enni. Pa'z eas an Impalaeriezh roman war an diskar er e voe aloubet ar vro gant ar Sueved, ar Vandaled hag ar Wizigoted. Bet staliet evit ur mare e su al ledenez ez eas ar Vandaled buan d’ober o annez e Tunizia, tra ma voe renet ar vro gant ar Wizigoted betek aloubidigezh ar vro gant ar Vuzulmaned. Aloubiñ a reas an arabed-berbered, kaset gant Tariq ibn Ziyad, ar vro e 711. E 756 e teuas Spagn, anezhi ur vro vuzulman, da vezañ dizalc'h, dindan ren Omeyaded Spagn. E 929 e teuas ar vro da vezañ kalifiezh. En ez eas ar galifelezh war an diskar hag e-se e voe savet meur a stad bihan, a veze anvet Taifaoù (betek 25). Neuze e krogas ar gristenien, a veze repuet e Norzh ar vro, en-dro d'aloubiñ Spagn ha da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit diouzh ar vro. Padout a reas an adperc’hennigezh-se betek 1492, pa voe skarzhet ar Vuzulmaned ziwezhañ diouzh Rouantelezh Granada dindan ren ar roueed katolik, Isabel de Castilla ha Fernando de Aragón. E fin ar bloaz 1792 e voe dizoloet pe addizoloet Amerika gant Kristol Goulm. Peurunvanet e voe Spagn ent-ofisiel e 1512. Adalek ar mare-se e krogas ar Gonkistadored da sevel un impalaeriezh drevadennel divent evit Spagn en div Amerika . E 1492 e tivizas penntierned Spagn, broudet gant ar pezh a c’hoarveze er vro a-fet relijion gant an Adperc’hennidigezh, da lakaat ar Yuzevien da zibab etre treiñ ouzh Doue pe mont d'an harlu. An darn vrasañ eus ar Yuzevien a oa aet da repuiñ en impalaeriezh otoman ha chomet e oa ar vuzulmaned e Spagn war-lerc’h an Adperc’hennigezh-se, a veze graet ar Vorisked diouto, a voe lakaet da dreiñ ouzh Doue dre ret adalek deroù ar kantved. Skarzhet e voent kuit diouzh ar vro e 1609, goude m’o doa kemeret perzh e meur a emsavadeg. Dont a reas Spagn da vezañ ur rouantelezh er , unan eus ar riezoù galloudusañ Europa abalamour ma oa bet aloubet-mat Amerika ganti hag abalamour ma tegase pinvidigezhioù a-leizh eus ar c'hevandir-se. Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioù all ha ker-ruz e kouste dezhi brezeliañ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoù a zirollas enni. E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall Loeiz XIV, bet e wreg kentañ merc’h yaouaer roue Spagn, da vezañ Roue Spagn, Fulup V e anv. Sevel ar reas tierniezh Bourboned Spagn. Un emglev a oa bet skoulmet etrezo ha roueed Bro-C'hall (Tiernezh ar re Vourbon). E e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat. Da vare Napoleon Iañ, e deroù an , e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall hag abalamour da se e tirollas Brezel Spagn, ur brezel gwadek-kenañ er vro. Abalamour ma voe meur a wech er blegenn e kollas Spagn an darn vuiañ eus he zrevadennoù e , dreist-holl adalek ar bloavezhioù 1820. Lakaet e voe Republik kentañ Spagn war-sav e 1873 hag e 1874 met ne badas pell. Distaget e voe an trevadennoù diwezhañ (Kuba, Filipinez, Puerto Rico, Guam) diouzh ar rouantelezh e 1898, goude ar brezel a voe etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet. Spagn, n’he doa kalz a zarempredoù gant broioù all Europa, a voe warlerc’hiet evit a sell ouzh an armerzh hag ar politikerezh. Gant Eil Republik Spagn e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e 1931. E 1936, goude trec'h Talbenn poblek Spagn, en em savas an tu dehoù pellañ, a oa ennañ Karlourien hag ar Falañsourien. E 1936 e tirollas ur brezel diabarzh, Brezel Spagn, a badas betek 1939. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant ar Jeneral Franco. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitañ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lerc’h e varv hepken. Goude marv ar Jeneral Franco, e 1975, e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel m’en doa divizet an diktator. Met Juan Carlos Iañ, ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e 1986 e teuas Spagn ezel eus Unvaniezh Europa. Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoù broadelourien lec'hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoù, ma vez graet gant yezhoù disheñvel diouzh ar c’hastilhaneg, evel Euskadi ha Katalonia. E kumuniezhoù'zo e vez goulennet muioc’h a emrenerezh, lod anezho a c’houlenn bezañ dizalc’h (en Euskadi hag e Katalonia dreist-holl). Dindan dregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn d’ober berzh kaer, ar pezh n’eo ket c'hoarvezet gant armerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro. Douaroniezh Politikerezh Pennad dre ar munud : Politikerezh Spagn Abaoe 1978 e vez meret aozadur politikel Spagn gant Bonreizh Spagn 1978. Gant ar Vonreizh eo deuet Spagn da vezañ war un dro ur vonarkiezh vonreizhel hag un demokratelezh. Liesseurt eo ar strolladoù politikel enni ivez. Galloudoù politikel hag arouezel en deus ar roue. Termenet eo ar galloudoù-se e mellad 612 ar Vonreizh : peurwiriekaat al lezennoù, divodañ ar parlamant (Las Cortes Generales), envel a ra Prezidant ar Gouarnamant, hag e penn an armeoù emañ. E penn diplomatiezh ar Stad emañ ivez (mellad niv. 63). Felipe VI eo ar roue er mare-mañ. E penn ar galloud erounit emañ Prezidant ar gouarnamant (Presidente del Gobierno) (ur garg zamheñvel diouzh hini ur C’hentañ ministr. Pevar bloavezh e pad e respet. Anvet eo da Brezidant ar gouarnamant gant ar roue, ur wech m’eo bet degemeret gant Congreso de los Diputados. E penn Kuzul ar Vinistred emañ. Mariano Rajoy zo e penn ar gouarnamant abaoe 2011, goude bezañ bet trec’h en dilennadeg kannaded. Dont a ra war-lerc'h José Luis Rodríguez Zapatero. Bodet eo ar galloud erounit e Palez ar Parlamant (Las Cortes Generales). Er palez-se ez eus ur gambr izel anvet Congreso de los Diputados (Kendalc'h ar Gannaded) hag ur gambr uhel a vez anvet ar "Senedo” (Sened). 300 dilennad zo e Kendalc’h ar Gannaded. Evit pevar bloavezh e vezont dilennet gant ar mouezhiañ eeun. 248 den a vez ezel eus ar Sened, en o zouez 208 den dilennet gant ar mouezhiañ eeun ha 40 den anvet gant ar rannvroioù. Bep 4 bloaz e vez aozet dilennadegoù e Spagn. E miz Du 2011 e voe aozet an dilennadegoù hollek diwezhañ. Ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel hag eus Unaniezh Europa eo Spagn. Tiriadoù Spagn Pennad dre ar munud : Kumuniezhioù emren Spagn, Proviñsoù Spagn Seitek "Kumuniezhioù emren" a zo e Spagn. Seurtoù stadoù kevreet int ha peuzdizalc’h int, ha pa vefe kalz a ziforc'h er galloudoù roet d’an eil pe eben gant ar stad kreiz. Ar c’humuniezhioù emren zo enno ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs. Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, (Ceuta ha Melilla o anv. 111 kumun zo e Spagn, en o zouez enklozenn Livia e Reter ar Pireneoù. Poblañs Pennad dre ar munud : Poblañs Spagn 40 499 799 annezad a oa e Spagn d’ar 1añ a viz Genver [[2000] ha 46 005 127 annezad d’ar 1añ a viz Genver 2006. N’eo ket ken uhel stankted ar boblañs e Spagn (87,41 annezad/km2) hag en darn vuiañ eus ar broioù all e kornôg Europa. N'eo ket ingal-kenañ dasparzh an dud er vro a-bezh. Muioc'h a dud zo o chom war an aod pe en trowardroioù da Vadrid, tra ma'z eus nebeut-tre a dud o chom en diarbarzh. Kresket kalz eo poblañs Spagn abaoe dibenn ar bloavezhioù 1990, pa oa en em gavet en tu all da 3 milion a enbrodi d’ober o annez enni. Evit gwir, etre 2000 ha 2005, e voe ar feur uhelañ a enbroidi e Spagn evit a sell ar bed a-bezh. Eus Su Amerika, Reter Europa ha Maghreb e teue an dud-se dreist-holl. 8,47 % eus poblañs Spagn a oa eus an estrenvro e 2005. Kêrioù pennañ (2005) Armerzh E-pad pell e oa bet Spagn ur vro labour-douar anezhi dreist-holl met abaoe 1975 mui pe vui ez eus bet kemmoù sokioarmerzhel bras enni. Liesseurt eo an armerzh enni hiziv an deiz. Deuet eo al liesseursted-se diwar kresk buan ar greantelezh er bloavezhioù hanter-kant ha diwar diorren an touristerezh. Etre 1995 ha 2001 e oa kresket an implijoù er greanterezhioù a 38%. Adalek 1964 ez eus bet kaset da benn meur a rakres evit diorren armerzh ar vro. Diorroet e oa bet ar vetalouriezh, al lestrsaverezh hag gennad an ezteuler kailh. Dindan 20 vloaz eo deuet Spagn da vezañ ur Stad a bouez evit a sell ar greantelezh hag al labour-douar. Eus gennad an touristelezh avat e teu ar goundioù brasañ. Deuet eo Spagn da vezañ an navvet Stad er bed a-bezh hiziv an deiz. Sevenadur Hervez un enklask bet graet nevez zo gant Kreizenn foran an enklaskoù sokiologel (Le Monde, miz Gouere 2005), ez eus 82,4% eus Spagnoled a lavar ez int katoliked, en o zouez 47,7% anezho a lavar ez int katoliked wirion. Livourien : Pablo Picasso, Diego Velázquez, Salvador Dalí, Francisco Goya Tisavourien : Antoni Gaudí, Santiago Calatrava Skrivagnerien : Miguel de Cervantes, Arturo Pérez-Reverte, Manuel Vázquez Montalbán, Jorge Semprún, Federico García Lorca, Félix Lope de Vega, Camilo José Cela, Pascual Madoz Ibañez. Filmaozerien : Luis Buñuel, Pedro Almodóvar, Alejandro Amenábar, Antonio Banderas Sonaozerien : Isaac Albéniz, Manuel de Falla, Enrique Granados, Joaquín Rodrigo, Joaquín Turina Relijion Gouelioù ha deizioù gouel Notennoù Liammoù diavaez MundoFut TV é um canal que transmite ao vivo o Campeonato Brasileiro Série A Lec’hienn ofisiel gouarnamant Spagn Porched melestradurezh Spagn El Tiempo Alioù d'ar veajourien Fedoù ha sifroù diwar-benn Spagn Stadoù Europa Spagn
5744
https://br.wikipedia.org/wiki/1a%C3%B1%20Du
1añ Du
Du 01 Kala-Goañv a vez graet ivez eus ar 1añ a viz Du Darvoudoù 1179 : kurunet eo Fulup II an Aogust Roue ar Franked e Reims. 1636 : kinnig a ra an tad Albert Le Grand da Stadoù Breizh al levr en deus savet diwar-benn sent Breizh (La vie, gestes, mort, et miracles, des saincts de la Bretaigne Armorique). 1755 : Kren-douar Lisboa. 1814 : deroù Kendalc'h Vienna (Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se). 1914 : Brezel war vor Coronel er-maez da Chile. 1922 : Mehmet VI, sultan diwezhañ an Impalaeriezh Otoman, a ro e zilez. 1936 : embannet eo an Ahel Roma-Berlin gant Benito Mussolini e Milano. 1940 : skignet eo an abadenn gentañ e brezhoneg gant Radio Roazon-Breiz dre hantererezh Radio-Pariz, dindan gazelge an Alamaned. 1943 : tailhet eo ar bara da 300 g an deiz. deroù Emgann Bougainville en Inizi Solomon Eil Brezel-bed). 1952 : tarzhadenn kentañ bombezenn H (Ivy Mike hec'h anv) en atoll Eniwetok. 1954 : emsavadeg an FLN (Aljeria) ha deroù Brezel Aljeria. 1982 : deroù ar chadenn skinwel gembraek S4C. Ganedigezhioù 1530 : Étienne de La Boétie, barzh ha skrivagner gallek. 1636 : Nicolas Boileau, barzh ha skrivagner gall. 1720 : Toussaint-Guillaume Picquet de La Motte, letanant jeneral er morlu gall. 1759 : Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen". 1876 : Paul Rohmer, mezeg elzasat, unan e-touez diazezerien ar bediatriezh c'hall. 1909 : Kenneth H. Jackson, keltiegour. 1973 : Aishwarya Rai, aktorez eus India. Marvioù 1700 : Carlos II, roue roue Spagn. 1804 : Johann Friedrich Gmelin, kimiour ha naturour alaman. 1903 : Theodor Mommsen, skrivagner alaman, Priz Nobel al Lennegezh e 1902. 1907 : Alfred Jarry, barzh, dramaour ha romantour gall. 1908 : Ludwig Carl Christian Koch, medisin alaman. 1916 : Edgar Alexander Mearns, evnoniour ha surjian an arme stadunanat. 1956 : Pietro Badoglio, jeneral an tirlu italian, marichal Italia, politikour ha den-Stad italian. 1965 : Dom Alexis (Mathurin Presse e anv gwir), manac'h kisterkiat, adsaver Manati Boken e Plened-Yugon. 1972 : Ezra Pound, barzh stadunanat. 1987 : René Lévesque, kentañ ministr Kebek. 1997 : Roger Marche, melldroader etrebroadel gall. Lidoù World Vegan Day Iliz katolik roman Gouel an Hollsent Sant Matelin, denjentil galian-roman, abostol Galia, enoret e Kistinid ha Monkontour (3e kantved) Sant Gwalon, diazezer abati Lannolon (7 kantved) Sant Postan, diazezer manati Matignon (7 kantved) Salaun, lesanvet ar Foll, penitiour santelaet dre ijin ar bobl, enoret er Folgoad. Aljeria : Devezh ar vro Antigua ha Barbuda : deiz an dizalc'hiezh (diouzh Breizh-Veur, 1981) Testenn istitl Du 01
5745
https://br.wikipedia.org/wiki/Koskoriad%20an%20Heol
Koskoriad an Heol
Koskoriad an Heol a vez graet eus hollad ar c’horfoù-egor a zo tro-dro d’an Heol, da lavaret eo ar planedennoù – hag o loarennoù, ar planedennoù-korr, ar c’horfoù bihan eus Koskoriad an Heol (asteroidennoù, stered-lostek, danvez etreplanedennel…), hag an Heol end-eeun. Planedennoù koskoriad an Heol Diwar talvoudoù mentoù an Douar (lakaet da ziazez ; Douar = 1, pe un deiz-Douar pe ur bloaz-Douar) e vez jedet talvoudoù mentoù pep planedenn. Douarheñvel, un derc'henn hag ur bluskenn oc'h ober anezho, eo Merc’her, Gwener, Douar ha Meurzh. Planedennoù ramzel ha gazel eo ar re all (Yaou, Sadorn, Ouran ha Neizhan). N'emañ ket Ploudon war roll ar planedennoù ken abaoe ar 24 a viz Eost 2006. Planedennoù-korr koskoriad an Heol Mentoù N'eo ket gwall vras ar c'hornad m'emaomp o vevañ e-keñver e ardremez.Evit meizañ gwelloc'h ar mentoù ez eo mat kaout soñj eus ar c'hementadoù-mañ : 106 km = 1 000 000 km, ur milion a gilometroù (0,668 % eus an hed etre an Douar hag an Heol) ; 109 km = 1 000 000 000 km, ur miliard a gilometroù (6,685 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ; 1012 km = 1 000 000 000 000 km, ur milmiliard a gilometroù (6 684,587 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ; 1015 km = 1 000 000 000 000 000 km, ur milionmiliard a gilometroù (6 684 587,153 gwech an hed etre an Douar hag an Heol). Emañ koskoriad an Heol en unan eus an 200 × 109 (200 miliard) a c'halaksiennoù a zo en hollved a c'hall mab-den arvestiñ outo. Hent sant-Jakez eo hor galaksienn, anezhi unan droellennek varrennet (doare Hubble SB neuze) war-dro 100 000 a vloavezhioù-gouloù he zreuzkiz, da lavaret eo 946 × 1015 km (946 073 a vilionmiliardoù a gilometroù), ha war-dro 200 miliard a stered enni – n'eo an Heol nemet unan dister a-walc'h anezho. Emañ an Heol en ur vrec'h diavaez anvet Orion-Alarc'h, war-dro 3 500 a vloavezhioù-gouloù (33 112 556 × 1012 km) he zreuz ha war-dro 10 000 a vloavezhioù-gouloù he hirder (1/10 hepken eus treuzkiz ar c'halaksienn neuze). En-dro d'ar steredennig a anvomp Heol e tro eizh planedenn : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan (ha Ploudon, ur blanedenn-gorr, a vo lezet a-gostez er rannbennad-mañ, hag un toullad korfoù-egor all ha n'int ket planedennoù). Koskoriad an Heol eo hollad ar c'horfoù-egor-se, war-dro 444 346 991 655,567 km e dreuzkiz krenn, da lavaret eo 0,000 000 004 7 % eus hirder ar vrec'h ha 0,000 000 013 % eus he zreuzkiz. Setu amañ dindan ur sell eus koskoriad an Heol. Diouzh ar skeul emañ an hedoù. Mentoù ar planedennoù avat n'int ket. Mar fell deoc'h lakaat mentoù ar planedennoù diouzh ar skeul war ho skramm, kemerit ar blanedenn vihanañ, Merc'her, da ziazez : ur piksel (1 px) e vo treuzkiz Merc'her neuze. Setu amañ, e pikseloù, treuzkizoù planedennoù koskoriad an Heol hag an hedoù etre pep planedenn hag an Heol. Levrlennadur Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, Éditions Apogée, 2006 Notennoù Steredoniezh Koskoriad an Heol
5746
https://br.wikipedia.org/wiki/Ploudon
Ploudon
(134340) Ploudon hervez hec’h anv ofisiel (Pluto e latin ; arouezioù : , ), zo ur gorrblanedenn e Koskoriad an Heol, bet kavet er bloaz 1930 gant Clyde W. Tombaugh. Da navet planedenn ar C'hoskoriad e veze degemeret betek ar 24 a viz Eost 2006 daoust da soñj un darn eus ar steredoniourien ; en deiz-se e tivizas an International Astronomical Union (IAU) lakaat Ploudon da gorrblanedenn. Divizet ez eus bet gant IAU, d'ar 24 a viz Eost 2006 ivez, lakaat Ploudon da vezañ "kentpatrom" ur rummad nevez a draezoù treuzneizhanat. Ar blanedenn gorr gentañ e Gouriziad Kuiper eo, hag an eil brasañ war-lerc'h (136199) Eris hervez ar pezh a anavezomp evit ar poent. Hervez diviz UAE 2006 ez eo e gwirionez un divblanedenn gorr gant C'haron, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh. Loarennoù Ploudon he deus pemp loarenn anavezet. An hini vrasañ anezho, C'haron, a oa bet kavet er bloaz 1978. Div loarenn vihanoc’h a zo bet dizoloet e 2005, anvet int bet Hydra ha Nix, hag ur bevare kavet e 2011, bet anvet Kerberos, hag ur bempet e 2012, anvet Styx. Hervez arselladenn ar sontenn New Horizons e 2015 ne zlefe bezañ loarenn ouzhpenn all ebet o treiñ en-dro da Bloudon. Difurch Betek 2015 e oa Ploudon ar blanedenn nemeti eus Koskoriad an Heol ha n’he doa bet sontenn ebet o vont betek enni. Dre se, ha dre m’emañ pell, ne ouied nemet nebeut a dra diwar he fenn. D’ar Yaou 19 a viz Genver 2006 eo bet bannet gant an Amerikaned ar sontenn New Horizons a ziraezhas ar blanedenn e miz Gouere 2015. Levrlennadur Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 52-57. Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 57-58. Notennoù ha daveoù Koskoriad an Heol Korrblanedennoù
5747
https://br.wikipedia.org/wiki/Neizhan
Neizhan
Neizhan (Neptunus e latin) zo eizhvet planedenn koskoriad an Heol hag an hini bellañ eus ar ramzennoù gazek. Kavet e voe d'an 23 a viz Gwengolo 1846) gant an steredoniour prusian Johann Gottfried Galle (1812-1910) hag ivez, hep darempred gant J. G. Galle, gant Urbain Le Verrier ha John Couch Adams o devoa rakjedet ar rann eus an oabl ma c'halljed he gwelet. Anv ar blanedenn Dont a ra anv ar blanedenn eus anv Neptunus, a oa doue ar mor gant ar Romaned. Savet eo bet ar stumm brezhonek Neizhan en hanterenn gentañ an gant Kerverzhioù gant skoazell Meven Mordiern, diwar brezhonekadur Neptunus, hag adkemeret er braz eus an traoù embannet e brezhoneg war dachenn an astronomiezh. Loarennoù Neizhan Betek-henn (2021) ez eus bet kavet 14 loarenn pe adplanedenn da Neizhan, an hini vrasañ o vezañ Triton. Levrlennadur Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée ,, pp. 49-51 Steredoniezh Koskoriad an Heol Korfoù-oabl Planedennoù
5748
https://br.wikipedia.org/wiki/2%20Du
2 Du
Darvoudoù 1389 : dilennet eo Pietro Tomacelli da bab evel Bonifas IX. 1410 : sinet eo Peoc'h Bicêtre. 1439 : divizet eo gant Charlez VII (Bro-C'hall) e vo lakaet an dailh e pleustr. 1790 : ingalet eo gant Augustin-René-Louis Le Mintier de Saint-André, eskob diwezhañ Landreger, un Instruction pastorale aux fidèles de son diocèse. 1889 : North ha South Dakota a ya d'ober 39 ha 40 stadoù eus SUA. 1917 : Disklêriadur Balfour. 1919 : krouidigezh Kengevread Gall al Labourerien Gristen (KGLK). 1930 : kurunet eo Haile Selassie Iañ impalaer Etiopia en Addis Abeba. 1940 : anvet eo François Ripert da brefed rannvroel Roazhon. 2013 : manifestadeg gant ar Bonedoù Ruz e Kemper. 2017 : gant Lez uhel Madrid ez eus divizet lakaat eizh ezel eus gouarnamant Katalonia en toull-bac'h, kent o barn, tra m'emañ Carles Puigdemont ha pevar eus e vinistred en harlu e Brusel. Ganedigezhioù 1470 : Edouarzh V, roue Bro-Saoz. 1699 : Jean Siméon Chardin, livour gall. 1734 : Daniel Boone, ergerzher stadunanat. 1755 : Marie-Antoinette Bro-C'hall, gwreg Loeiz XVI, roue Bro-C'hall. 1795 : James Knox Polk, 11 prezidant SUA. 1804 : Adolphe Le Flô, jeneral, ministr gall ar Brezel e 1870. 1815 : George Boole, jedoniour ha prederour saoz. 1844 : Mehmet V, sultan otoman. 1848 : Carlo Salvioli, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù ha teoriennour an dibennoù-partiennoù italian. 1854 : Isidor Gunsberg, mestrc'hoarier echedoù hungarian. 1865 : Warren G. Harding, 29 prezidant SUA. 1867 : Loeiz Mari ar Floc'h, lesanvet “Paotr ar Plakoù” pe “Plakoù”, skrivagner brezhonek. 1882 : Leo Perutz, skrivagner alamanek eus Aostria. 1902 : Victoriano Santos Iriarte, melldroader etrebroadel uruguayat. 1906 : Luchino Visconti, filmaozer italian. 1909 : Sante Pietro Arcari, melldroader etrebroadel ha gourdoner italian. 1911 : Odisseus Elitis, skrivagner gresianek, Priz Nobel al Lennegezh e 1979. 1912 : Robert Ballanger, politikour gall, kannad komunour adalek 1945 betek 1981. 1913 : Burt Lancaster, aktour ha filmaozer stadunanat. 1950 : Ljubomir Ljubojević, mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat. 1965 : Shahrukh Khan, aktor eus India. 1965 : Samuel Le Bihan, aktor (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 1985 : Davor Palo, mestrc'hoarier echedoù dan. Marvioù 1083 : Matilda Flandrez, pried Gwilherm an Alouber, dugez Normandi ha rouanez Bro-Saoz. 1904 : Isaac Foulkes, kazetenner, skrivagner hag embanner kembreat. 1934 : Edmond de Rothschild, dastumer ha dengarour gall. 1950 : George Bernard Shaw, skrivagner iwerzhonat. 1975 : Pier Paolo Pasolini, skrivagner ha filmaozer italian. 1979 : Jacques Mesrine, torfedour gall 1889 : Aurélien de Courson, istorour breizhat. 2004 : Theo van Gogh, filmaozer izelvroat. 2012 : Han Suyin, skrivagnerez sinaat. Lidoù Gouel an Anaon, hervez an Iliz katolik roman. Sant Karterios, merzher e Bro-Armenia (IVvet kantved). Du 02
5749
https://br.wikipedia.org/wiki/16%20Eost
16 Eost
Eost 16 Darvoudoù 1464 : peurechuet ar c'hCatholicon gant Jehan Lagadeuc, hervez. 1865 : Republik Dominikan dizalc'h adarre goude 4 bloavezh stourm ouzh yev Spagn. 1898 : krouet eo Kevredigez Broadel Breiz (Union Régionaliste Bretonne e galleg) e Montroulez ; Anatol ar Braz ha Markiz an Estourbeillon eo prezidanted ar c'hentañ strollad rannvroelour-mañ. 1936 : goude emvod skrivagnerien 'zo, bet dalc'het e ti-kêr Gwened, ez eus embannet ur c'hinnig (sinet gant Roparz Hemon, Loeiz Herrieu ha Zavier Langleiz) da c'houlenn ma vefe graet gant ar zh evit ar brezhoneg a-bezh. 1942 : embannet eo niverenn 84 ar sizhunieg Arvor e brezhoneg penn-da-benn evit ar wech kentañ. 1960 : dont a ra Kiprenez da vezañ dizalc'h diouzh Breizh-Veur. 1969 : soudarded eus Breizh-Veur kaset da Hanternoz Iwerzhon. Ganedigezhioù 1845 : Gabriel Lippmann, fizikour gall, tapet gantañ Priz Nobel ar fizik. 1884 : Eugene Znosko-Borovsky, mestrc'hoarier echedoù , skrivagner ha kelennour rusian. 1888 : Laorañs Arabia (Thomas Edward Lawrence e anv gwir), soudard ha skrivagner saoz. 1920 : Charles Bukowski, skrivagner stadunanat. 1946 : Massoud Barzani, politikour kurd eus Irak. 1958 : Louise Veronica Ciccone (lesanvet Madonna), kanerez amerikan. 1978 : Elina Danielian, mestrc'hoarierez echedoù armeniat. 1982 : Ummet Ozcan, DJ ha produer sonerezh elektronek izelvroat Marvioù 1899 : Robert Wilhelm Bunsen, kimiour alaman. 1900 : José Maria Eça de Queirós, skrivagner portugalek. 1912 : Johann Martin Schleyer, beleg katolik alaman, saver ar volapük. 1949 : Margaret Mitchell, skrivagnerez stadunanat. 1951 : Louis Jouvet, aktour (c'hoariva ha sinema) ha leurenner gall. 1975 : Friedrich Sämisch, mestrc'hoarier echedoù alaman. 1977 : Elvis Presley, kaner rock 'n' roll stadunanat. 2006 : Alfredo Stroessner, prezidant Paraguay. 2018 : Aretha Franklin, kanerez ha sonerez stadunanat. Lidoù er Relijion gatolik : Sant Arzhel Eost 16
5750
https://br.wikipedia.org/wiki/Hugo%20Ch%C3%A1vez
Hugo Chávez
Hugo Rafael Chávez Frías (distagadur IPA ['uɰo rafa'el 'tʃaβes 'fɾias]) (1954-2013) a zo bet ganet d'an 28 a viz Gouere 1954 e Sabaneta ha marvet d'ar e Caracas. Prezidant Venezuela a oa adalek 1998 betek 2013. Buhez D'ar 24 a viz Gouere 1983 e oa bet krouet gantañ ar Movimiento Bolivariano Revolucionario 200 (Luskad Disapc'hour Bolivarour) : 200vet deiz-ha-bloaz Simón Bolívar e oa. Venezuela ha broioù all en Amerika ar Su a oa bet dieubet gant al Libertador (Dieubour). Sokialour e oa strollad Chávez. D'ar 4 a viz C'hwevrer 1992 e oa bet kaset un taol-stad gant ar MBR-200 ha Hugo Chávez en e benn. C'hwitet an traoù avat ha Chávez kaset d'an toull-bac'h e-pad 2 vloaz. E 1994 e oa bet dilennet ur prezidant nevez : Rafael Caldera. Dieubet e voe Chávez gantañ. Ur strollad nevez a grouas : ar « Movimiento Quinta República, MVR » (Luskad evit ar Pempvet Republik) a oa doare sivil ar MBR-200. D'ar 6 a viz Du 1998 ez eas da benn ar vro dre ma oa bet 56% eus an dud o votiñ evit ar strolladoù en doa bodet tro-dro dezhañ. D'an 30 a viz Gouere 2000 e voe dilennet da Brezidant goude bezañ adreizhet ar vonreizh. D'an 10 a viz Kerzu 2001 e voe bet savet un diskrog-labour hollek gant ar batroned hag ar sindikadoù. A-enep adreizhadennoù Chávez e savent. Addilennet e oa bet e 2006. E-pad ar prantad-se a zo bet savet muioc'h-mui un enebiezh met addilennet eo bet c'hoazh e 2012. Klañv eo kouezhet gant ur c'hrign-bev d'ar mare-se. Marvet eo d'ar . Notennoù ha daveoù Politikourien Venezuela Prezidanted Venezuela Ganedigezhioù 1954 Marvioù 2013
5751
https://br.wikipedia.org/wiki/Sisiteg
Sisiteg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù senoufoek eo ar sisiteg (sìcìté) komzet gant tro-dro 35.000 den e Burkina Faso. Tost-tre eo ar sisiteg d'ar soupyireg komzet e Mali. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù soupirek-mamarek
5752
https://br.wikipedia.org/wiki/Mamareg
Mamareg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar yezhoù senoufoek eo ar mamareg (minyanka, mianka pe tupiire) komzet gant tro-dro da 700.000 den e gevred Mali e-lec'h m'emañ unan eus ar yezhoù broadel. Tost-tre eo ar mamareg d'ar soupyireg. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù soupirek-mamarek
5753
https://br.wikipedia.org/wiki/Chempireg
Chempireg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar yezhoù senoufoek eo ar chempireg (syempire). Komzet eo gant 100.000 a dud en Aod an Olifant, e-kichen Tingrela Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù soupirek-mamarek
5754
https://br.wikipedia.org/wiki/Nanerigeg
Nanerigeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar yezhoù senoufoek eo an nanerigeg (nanergé) komzet e Burkina Faso. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù soupirek-mamarek
5756
https://br.wikipedia.org/wiki/15%20Eost
15 Eost
Eost 15 Darvoudoù 778 : en Emgann Roncevaux eo lazhet Hruoland ennañ. 927 : ar sarazined a aloub Taranto. 1040 : Duncan Iañ Skos a zo faezhet ha lazhet gant e genderv Macbeth a ya da roue war-e-lerc'h. 1491 : degouezhout a ra soudarded lu Charlez VIII (Bro-C'hall) en Egineg. 1944 : dieubet eo Dinarzh gant ar Gevredidi. distrujet eo pont Ar Roc'h-Bernez goude ma oa bet kouezhet an tanfoeltr war zanvezioù-tarzh staget outañ gant an Alamaned. 1975 : gwalldaol e kreizenn nukleel Brenniliz. Sportoù 1902 : krouidigezh Montevideo Wanderers Fútbol Club e Montevideo (Uruguay). 1936 : Jean Despeaux ha Roger Michelot, bokserien c'hall, a ya da gampioned olimpek e Berlin. 1952 : dilennet eo an Amerikan Avery Brundage da 5 prezidant ar Poellgor etrebroadel olimpek. 2004 : Laure Manaudou, neuñverez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar pevar c'hant metrad neuñv dieub en Aten. 2010 : da-geñver C'hoarioù Olimpek ar Yaouankiz (bet dalc'het e Singapore), e vez neuiet ar c'hentañ redadeg a-bep-eil kemmesk eus an istor ; aet ar vedalenn arem gant skipailh Bro-C'hall (Mathilde Cini, Jordan Coelho, Mehdy Metella hag Anna Santamans). Ganedigezhioù 1769 : Napoléon Bonaparte, gall. 1771 : Walter Scott, skrivagner ha barzh skosat. 1807 : Jules Grévy, den-stad gall. 1901 : Pierre Caron, filmaozer, produour ha saver senario gall. 1911 : Paul Vaitonis, mestrc’hoarier echedoù lituanian ha kanadian. 1945 : Alain Juppé, politikour gall. 1949 : Erwan Kervella, ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h. 1950 : Anna Bro Saoz prinsez Bro-Saoz. 1952 : Bernard Lacombe, melldroader etrebroadel gall. 1972 : Ben Affleck, aktour stadunanat. Marvioù 1758 : Pierre Bouguer, jedoniour breizhat, fizizour ha hidrografiour. 1857 : Johann Friedrich Naumann, engravour hag evnoniour alaman. 1936 : Grazia Deledda, Priz Nobel al Lennegezh e 1926. 1967 : René Magritte, livour belgiat. 1949 : Kanji Ishiwara, milour ha strategour japanat. Lidoù Kristenion: Gouel Maria Hanter Eost, pe Gouel Maria Kreiz-Eost. Gouel broadel an Akadianed. Eost 15
5757
https://br.wikipedia.org/wiki/20%20Gouere
20 Gouere
Gouere 20 Darvoudoù 1402 : trec'h Tamerlan (Timour lenk) war an Durked Otoman en Ankara. 1795 : kreñvlec'h Pentevr e Kiberen kemeret gant ar jeneral Hoche digant ar Chouaned. 1810 : dizalc'hidigezh Kolombia. 1861 : pozet eo kentañ maen karrbont Montroulez. 1933 : emglev sinet etre ar Pab Pi XI ha Hitler. 1944 : gwalldaol c'hwitet a-enep da Hitler. 1947 : trec'h ar marc'hhouarner breizhat (ha gall) Jean Robig e dibenn an Dro-Frañs. 1951 : ar roue Abdallah eus Jordania drouglazhet e Jeruzalem. 1954 : harz-brezel sinet etre Frañs hag ar Việt Minh e Jeneva. 1976 : meurzhidigezh Viking 1. 1969 : loaridigezh Apollo 11, gant Neil Armstrong ha Buzz Aldrin e bourzh. 1973 : aet ar Breizhad Lucien Rault da gampion Bro-C'hall an 10 000 metrad e stad Colombes. 1996 : Caroline Dickinson, plac'h yaouank saoz gwallet ha muntret e Planfili. Ganedigezhioù 1304 : Francesco Petrarca, barzh italianek. 1519 : Inosant IX (bet ganet Giovanni Antonio Facchinetti), 230 pab. 1785 : Mahmut II, sultan otoman. 1822 : Gregor Mendel, bevoniour eus Aostria. 1864 : Erik Axel Karlfeldt, barzh svedek, gardonet gant Priz Nobel al Lennegezh e 1931. 1919 : Edmund Hillary, alpaer hag ergerzher nevezzelandat. 1925 : Jacques Delors, armerzhour ha politikour gall, prezidant Kengor Europa. 1925 : Frantz Fanon, prederour eus Martinik. 1938 : Natalie Wood, aktourez amerikan. 1944 : Olier a Gersaozon, merdeer ha skrivagner gall. 1947 : Carlos Santana, gitarour mec'hikan ha stadunanat. 1980 : Gisele Bündchen Marvioù 1031 : [[Roperzh II (Bro-C'hall)|Roperzh II], roue Bro-C'hall. 1454 : Juan II, roue Kastilha ha León. 1524 : Klaoda Bro-C'hall, rouanez Bro-C'hall, dugez Breizh. 1649 : Alessandro Varotari, livour italian. 1876 : Johann Löwenthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat. 1903 : Leon XIII, pab. 1923 : Pancho Villa, dispac'hour eus Mec'hiko. 1927 : Ferdinand Ia, roue Roumania. 1932 : René Bazin, skrivagner gallek. 1937 : Guglielmo Marconi, fizikour hag ijinour italian. 1951 : Abdallah I{{añ}, roue Jordania. 1973 : Bruce Lee, aktour sinema stadunanat. 1994 : Paul Delvaux, livour belgiat. Lidoù Iliz katolik roman Ar profed Eliaz, penitiour yuzev war Menez-Karmel (9vet kantved kent Jezuz-Krist) Santez Marc'harid, plac'h yaouank merzheriet e kêr Antiochia Pisidia (3e kantved) Gouere 20
5758
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20senarek
Yezhoù senarek
Ur skourr eus ar yezhoù senoufoek eo ar yezhoù senarek (senari pe tiebaara) komzet gant ouzhpenn ur milion a dud en Aod an Olifant, Mali ha mervent Burkina Faso. Setu roll ar yezhoù senarek pennañ: Sebareg (cebaara) Senareg (senari pe tiebaara) Nyarafoloeg (nyarafolo) Chenareg (syenara pe shenara) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù senarek
5759
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20tagwanek-djiminiek
Yezhoù tagwanek-djiminiek
Ur skourr eus ar yezhoù senoufoek eo ar yezhoù tagwanek-djiminiek (dyimini-tagwana). Div yezh pennañ ez eus er skourr-mañ: An djiminieg (dyimini) An tagwaneg (tagwana) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù tagwanek-djiminiek
5760
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20karaboroek
Yezhoù karaboroek
Ur skourr eus ar yezhoù senoufoek eo ar yezhoù karaboroek (karaboro) komzet gant tro-dro da 65.000 den e Burkina Faso. Div yezh pennañ ez eus er skourr-mañ: Karaboroeg ar reter (kar) Karaboroeg ar c'hornôg (syer-tenyer) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù karaboroek
5761
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20soupirek-mamarek
Yezhoù soupirek-mamarek
Ur skourr eus ar yezhoù senoufoek eo ar yezhoù soupirek-mamarek komzet gant tro-dro da 750.000 den e Mali. Setu rol ar yezhoù pennañ er skourr-mañ: Mamareg (minyanka pe mianka) Nanerigeg (nanergé) Sisiteg (sìcìté) Soupyireg (suppire pe supyire) Chempireg (syempire) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù soupirek-mamarek
5762
https://br.wikipedia.org/wiki/Nafanreg
Nafanreg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar yezhoù senoufoek eo an Nafanreg (nafaãra) komzet gant tro-dro da 61.000 den e gwalarn Ghana. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Yezhoù Ghana Yezhoù senoufoek ar su Liammoù diavaez Ethnologue
5763
https://br.wikipedia.org/wiki/Pinocchio
Pinocchio
Pinocchio a zo ur vergodenn a faltazi, penn-haroz ur marvailh eus an amzer-vremañ, ur bennoberenn brudet eus al lennegezh evit ar vugale : Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino ("Troioù-kaer Pinocchio. Istor ur vargodenn), gant Carlo Lorenzini, ur c'hazetenner ha skrivagner italian eus Toskana, Carlo Collodi e anv-pluenn - ganet ha marvet e Firenze (1826-1890). Ur bern levrioù zo bet graet diwar istor Collodi, ha pezhioù-c'hoari ha filmoù ha korollarvestoù ivez. Da-geñver 100 vloaz Pinocchio, e 1981, e skrive Italo Calvino : « Naturel eo deomp soñjal ez eus bet eus Pinocchio a-viskoazh, rak n'eur ket evit empentiñ ur bed hep Pinocchio. » Troioù Pinocchio eo al levr italianek muiañ gwerzhet en Italia en , etre 9 ha 10 milion a skouerennoù gwerzhet, war-lerc'h an Divina Commedia, gant Dante Alighieri (etre 11 ha 12 milion a skouerennoù). E brezhoneg Istor Pinocchio e bannoù treset a zo bet lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Skol an Emsav hag ar CIEMEN. Levrlennadur Alain Montandon, Du récit merveilleux ou l’ailleurs de l’enfance, Le Petit Prince, Pinocchio, Le Magicien d’Oz, Peter Pan, E.T., L’Histoire sans fin. Imago (2001) Lee Hall, Carlo Collodi, Les aventures de Pinocchio, troet e galleg gant Bruno Bayen. Editeur : Arche (2002). Théatre Jeunesse. Jean Perrot, Pinocchio, Entre texte et image. Presses Interuniversitaires Européennes, Brussel, 2003. Stefano Garavelli & Andrea Balestri, Io, Il Pinocchio di Comencini, Préface de Cristina Comencini. Sattoscritto (2008) Notennoù Lennegezh italianek
5764
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Gouere
21 Gouere
Gouere 21 Darvoudoù 1774 : Emglev Kuchuk-Kainarji etre Rusia hag an Impalaeriezh Otoman : dibenn ar brezel a oa kenetrezo abaoe 1768. 1831 : Leopold Iañ, roue kentañ Belgiz. 1861 : Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika : Emgann kentañ Bull Run - trec'h gant Lu ar Su. 1944 : Eil brezel bed er Meurvor Habask : Emgann Guam. 1945 : embannet eo niverenn diwezhañ Vent d'Ouest, sizhunieg al Luskad Dieubidigezh Vroadel (Mouvement de Libération Nationale e galleg), Pêr-Jakez Helias e bennskridaozer d'ar mare-se. 1969 : Evit ar wech kentañ ez eus tud o kerzhet war al Loar, Neil Armstrong da gentañ, ha Buzz Aldrin. 1970 : Savet Stankell uhel Asouan en Ejipt goude 11 vloavezh labour. 1972 : Gwener gwadek e Belfast, Norzhiwerzhon, tarzhadenn 22 vombezenn, 9 den lazhet, 130 den gloazet kriz. 2013 : Alberzh II a zilez e garg a roue Belgiz. Sportoù 1912 : 12 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Brest ; trec'h eo Louis Heusghem (Belgia). 1933 : 21 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Aerts (Belgia). 1985 : aet Tro Bro-C'hall gant ar reder breizhat Bernard Hinault. 1996 : Jeannie Longo-Ciprelli, marc'hhouarnerez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar redadeg a-renk en Atlanta (Stadoù Unanet). Ganedigezhioù 1888 : Yann-Bêr Kalloc'h, barzh brezhonek. 1899 : Ernest Hemingway, skrivagner amerikan. 1944 : John Atta-Mills, den-stad ghanaian ha 3de prezidant Republik Ghana adalek 2009 betek e varv. Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat. 1951 : Robin Williams, aktour ha fentigellour stadunanat. Marvioù 1904 : Jakez Mari Gwilhoù, beleg ha skrivagner brezhonek. 1909 : Alan an Habask, beleg ha skrivagner brezhonek. 1963 : Lou Bonin, den a sinema gall. 2012 : Annie France, aktourez sinema c'hall. Gouere 21
5765
https://br.wikipedia.org/wiki/3%20Du
3 Du
Du 03 Darvoudoù 361 : dont a ra Juluan II da vezañ impalaer roman. 1354 : Emgann war vor Porto-Longo pe Emgann Sapienza c'hoazh. 1492 : sinadur [Feur-emglev Étaples]], etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz. 1534 : Herri VIII, roue Bro-Saoz, zo lakaet e penn Iliz Bro-Saoz. 1762 : sinadur Feur-emglev Fontainebleau etre Bro-C'hall ha Spagn. 1789 : un dekred a dorr Stadoù Breizh. 1793 : kemeret Felger gant ar Chouaned. 1867 : Emgann Mentana (brezelioù ar Risorgimento). 1868 : dilennet eo Ulysses S. Grant da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1870 : digoridigezh kamp Koñli er Sarthe (Bro-C'hall), e-lec'h m'eo bet lakaet a-gostez Lu Breizh. 1896 : dilennet eo William McKinley da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1903 : dizalc'hiezh Panamá (disrann etre Panamá ha Kolombia). 1914 : deroù Emgann Tanga etre an Impalaeriezh alaman hag ar Rouantelezh Unanet. 1936 : dilennet eo Franklin Delano Roosevelt da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika evit an eil gwech. 1942 : digoret eo ar skol gentañ e brezhoneg e Plistin gant Yann Gerlann. 1957 : bannet eo al loarell Spoutnik 2, ar giez Laika enni. 1970 : kregiñ a ra Salvador Allende gant e garg a brezidant Chile. Ganedigezhioù 1500 : Benvenuto Cellini, kizeller hag aourer italian. 1560: Annibale Carracci, livour italian. 1901 : Leopold III a Velgia, Roue Belgiz. 1901 : André Malraux, politikour ha skrivagner gall. 1903 : Emilio Recoba, melldroader etrebroadel uruguayat. 1912 : Alfredo Stroessner, 46 prezidant Paraguay. 1919 : Jef Le Penven, sonaozour breizhat. 1921 : Charles Bronson, aktour lituanian-stadunanat 1933 : Amartya Sen, ekonomour indian, tapet gantañ Priz Nobel an ekonomiezh. 1945 : Gerd Müller, melldroader ha gourdoner alaman. Marvioù 1373 : Janed Bro-C'hall. 1652 : José de Ribera, livour hag engraver spagnol. 1793 : Olympe de Gouges, dispac'hourez, stourmerez evit gwirioù ar merc'hed (dibennet). 1907 : José Vicente Barbosa du Bocage, politikour hag evnoniour portugalat. 1948 : Stephenson Robert Clarke, ofiser er British Army, beajour, chaseour jiboez bras, louzawour ha naturour breizhveuriat. 1954 : Henri Matisse, livour gall. 1966 : Pierre Palau, aktour ha dramaour gall. 1970 : Pêr II, roue diwezhañ Yougoslavia. 1973 : Marc Allégret, filmaozer ha saver senario gall. 1976 : Giuseppe Cavanna, diwaller-pal mell-droad etrebroadel ha gourdoner italian. 1992 : Vladas Mikėnas, mestrc'hoarier ha kazetenner echedoù estonian ha lituanian. 1996 : Jean-Bedel Bokassa, diktatour eus Kreizafrika. 1997 : Antoine Cuissard (Tatane a veze graet anezhañ), melldroader etrebroadel ha gourdoner gall. 1999 : Alan Heusaff, yezhoniour hag emsaver breizhat. 2009 : Francisco Ayala, skrivagner spagnolek. 2010 : Charlez ar Gall, stourmer sevenadur Breizh ha den a skingomz/skinwel e brezhoneg. Lidoù Devezh ar vro e Dominika. Devezh ar vro e Panamá. Iliz katolik roman : Sent an deiz : Sant Gwenn-Ael, Santez Levenez, Sant Gwenael, manac'h, mab da santez Levenez, eil abad Landevenneg (), Sant Maeg (pe vMaeog), beleg ha penitiour, diskibl da sant Meven, enoret e Koadmaeg, Ploumeog, Sant-Maeog, Tremeog, Lanveog ha Gwimaeg. Patron Pludual e seblant bezañ ivez (), Sant Hernin, penitiour iwerzhonat deuet da Lokarn, enoret e Sant-Hernin (), Sant Huberzh, tiern Akwitania, paeron ar chaseourion, abostol Bro-Ardennes (), Sant Maelvezeg (latin : Malachia), arc'heskob Ard Macha (Armagh) en Iwerzhon. Abad e Bangor hag e Conchúr (), Sant Marzhin Porres, breur dominikad e Perou (). Du 03
5766
https://br.wikipedia.org/wiki/Karaboroeg%20ar%20reter
Karaboroeg ar reter
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù karaboroek eo karaboroeg ar reter (kar). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù karaboroek
5767
https://br.wikipedia.org/wiki/Karaboroeg%20ar%20c%27horn%C3%B4g
Karaboroeg ar c'hornôg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù karaboroek eo karaboroeg ar su (syer-tenyer). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù karaboroek pms:Lenga Karaboro oriental
5768
https://br.wikipedia.org/wiki/Djiminieg
Djiminieg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù tagwanek-djiminiek eo an djiminieg (dyimini) . Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tagwanek-djiminiek
5769
https://br.wikipedia.org/wiki/Tagwaneg
Tagwaneg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù tagwanek-djiminiek eo an tagwaneg (tagwana). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù tagwanek-djiminiek
5770
https://br.wikipedia.org/wiki/Chenareg
Chenareg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù senarek eo ar chenareg (syenara pe shenara). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù senarek
5771
https://br.wikipedia.org/wiki/Senareg
Senareg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù senarek eo ar Senareg (senari pe tiebaara). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù senarek
5772
https://br.wikipedia.org/wiki/Sebareg
Sebareg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù senarek eo ar sebareg (cebaara). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù senarek
5773
https://br.wikipedia.org/wiki/Nyarafoloeg
Nyarafoloeg
Ur yezh senoufoek eus skourr ar yezhoù senarek eo an nyarafoloeg (nyarafolo). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù senarek
5774
https://br.wikipedia.org/wiki/Palakeg
Palakeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skour ar yezhoù senoufoek eo ar palakeg (palaka pe kpalaga). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù senoufoek ar c'hreiz
5775
https://br.wikipedia.org/wiki/Ouran%20%28planedenn%29
Ouran (planedenn)
Ouran (Uranus e latin) a zo anezhi seizhvet planedenn koskoriad an Heol, an drede vrasañ. Ur ramzenn c'hazek eo. Kavet e oa bet d'an 13 a viz Meurzh 1781 gant an Alaman William Herschel. Dont a ra e anv eus an doue roman Uranus, doue an oabl heñvel ouzh an doue gresian Ouranos. Gwalennoù Ouran 13 gwalenn zo bet kavet en-dro d’ar blanedenn betek-henn. Fin int ha pizh eo o bordoù. Loarennoù 27 loarenn zo bet kavet en-dro da Ouran Betek-henn. William Herschel en doa kavet an div gentañ d’an 13 a viz Meurzh 1787. Er c’hontrol eus ar planedennoù all n’eo ket anvioù eus ar vitologiezh hag a zo bet lakaet dezho, met anvioù tud tennet eus pezhioù-c’hoari William Shakespeare. *Pa vez negativel ar prantad reveulziañ e tiskouez kement-se e tro al loarenn war-gil. Difurch N'eus bet nemet ur sonterez hag a zo bet kaset etrezek Ouran, Voyager 2 an hini eo. E 1977 e oa bet bannet gant NASA. D'ar 24 a viz Genver 1986 e oa tremenet hebiou d'ar blanedenn d'an tostañ, a-raok kenderc'hel gant he beaj etrezek Neizhan. Notennoù ha daveoù Levrlennadur Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 46-48. Koskoriad an Heol
5776
https://br.wikipedia.org/wiki/14%20Eost
14 Eost
Eost 14 Darvoudoù 1352 : emgann Maoron, etre arme Yann IV (dug Breizh) ha hini Charlez Bleaz (Brezel Hêrezh Breizh). 1488 : rankout a ra kêr Sant-Maloù kodianañ gant arme Bro-C'hall he deus aloubet Breizh. 1944 : dieubet eo Landreger, Sant-Maloù gant ar Gevredidi. 1947 : krouidigezh stad Pakistan. 1969 : kaset ez eus soudarded eus arme Breizh-Veur da Hanternoz Iwerzhon. 2008 : Alain Bernard, neuñver gall, a ya da gampion olimpek ar c'hant metr neuñv dieub e Beijing (Sina). Ganedigezhioù 1688 : Friedrich Wilhelm I, roue Prusia. 1727 : Elesbed Bro-C'hall, priñsez c'hall. 1742 : Pi VII, pab. 1867 : John Galsworthy, skrivagner saoz, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1932. 1906 : Maria Prad, saverez Strollad Beilhadegoù Treger. 1910 : Willy Ronis, luc'hskeudennour gall. 1926 : René Goscinny, ijiner bandennoù treset Lucky Luke hag Asteriks. 1941 : David Crosby, kaner-sonaozer ha soner stadunanat. 1945 : Wim Wenders, filmaozer alaman. Marvioù 1433 : João I, roue Portugal (1385-1433). 1464 : Pi II, 210 Pab an Iliz katolik roman. 1860 : André Marie Constant Duméril, loenoniour gall. 1865 : Alfred Malherbe, naturour ha reizhaouer gall. 1941 : Paul Sabatier, kimiour gall, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1912. 1942 : Aleksei Troitzky, mestrc'hoarier echedoù soviedat, saver studiadennoù echedoù. 1956 : Bertold Brecht, skrivagner alamanek. 1958 : Frédéric Joliot-Curie, fizikour gall, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1935. 1972 : Jules Romains, skrivagner gall. 1988 : Enzo Ferrari, saver kirri italian. 1994 : Elias Canetti, skrivagner alamanek genidik eus Bulgaria, tapet Priz Nobel al Lennegezh e 1981. 2004 : Czesław Miłosz, skrivagner polonek, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1980. Lidoù Katoliked: Sant an deiz : Sant Riowen. Eost 14
5778
https://br.wikipedia.org/wiki/25%20Du
25 Du
Darvoudoù 1177 : Emgann Montgisard etre arme Saladin hag ar Groazidi e Rouantelezh Jeruzalem. 1624 : emziskouez ar Werc'hez Vari hervez Nikolazig e Plunered (deuet al lec'h e-barzh Santez-Anna-Wened). 1867 : ijinet eo an dinamit gant Alfred Nobel. 1944 : tarzhadenn vras e Donez diwar tangwall war bagonioù tireoul. 1975 : dont a ra Surinam da vezañ ur stad dizalc'h. 2009 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Princess and the Frog e Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika). Ganedigezhioù 1562 : Félix Lope de Vega, skrivagner spagnol. 1577 : Piet Pieterszoon Hein, ofiser a vor eus an Izelvroioù. 1690 : Henriette Bro-C'hall (1609-1669), pried Charlez Iañ Bro-Saoz. 1703 : Jean-François Séguier, louzawour gall. 1841 : Mari-Anna Treourred a Gerstrad, skignerez sinema e mare kentañ an arz-se. 1844 : Karl Benz, ijinour alaman. 1845 : José Maria Eça de Queirós, skrivagner portugalek. 1881 : Yann XXIII, 259 pab. 1900 : Rudolf Höß, komandant kamp-diouennañ Auschwitz-Birkenau. 1901 : Jean Loubignac, filmaozer, frammer ha saver senario gall. 1914 : Joe DiMaggio, c'hoarier baseball stadunanat. Léon Zitrone, kazetennour gallek (skingomz ha skinwel). 1915 : Augusto Pinochet, milour, politikour ha den-Stad eus Chile. 1967 : Thomas Loyer, troour brezhonek. 1984 : Gaspard Ulliel, aktour ha diskouezer-giz gall. Marvioù 1185 : Lucius III, pab. 1885 : Alfonso XII Spagn, roue Spagn. 1903 : Sabino Arana Goiri, krouer Strollad Broadel Euskadi. 1929 : Maria Emilie Snethlage, evnoniourez ha naturourez vrazilian a orin alaman. 1950 : Johannes Vilhelm Jensen, skrivagner danek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh. 1953 : Elsie Naumburg, evnoniourez stadunanat. 1959 : Gérard Philipe, aktour gall. 1986 : Loeiz ar Floc'h, beleg breizhat, barzh, prederour hag embanner, anavezet dindan e anv-pluenn Maodez Glanndour. 1995 : Léon Zitrone, kazetennour gallek (skingomz ha skinwel). 2005 : George Best, c'hoarier football genidik eus Norzhiwerzhon. 2016 : Fidel Castro, dispac'hour ha prezidant Kuba. 2020 : Diego Maradona, melldroader arc'hantinat. Lidoù Sant an deiz : Santez Katell Iliz katolik roman Santez Katell a Aleksandria, paeronez Europa, Italia, ar merc'hed dizimez ha tud all, merzheriet e derou ar Sant Ervelen (latin : Ermelandus), abad galian-ha-roman, kaset da Antr evit skoazellañ sant Pasker, eskob Naoned evit sevel un abati. Enoret e Gwenred, Sant-Ervlan, Sant-Ervlon-an-Dezerzh ha Sant-Ervlon-ar-Roz (✝ 720) Devezh ar vro : Surinam. Du 25
5779
https://br.wikipedia.org/wiki/Marguerite%20Duras
Marguerite Duras
Marguerite Duras (Marguerite Donnadieu dre hec'h anv gwir) a oa bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1914 e Gia Dinh en Indochine (bannlev-norzh Saigon). Mervel a reas d'an 3 a viz Meurzh 1996. Kelenner war ar matematik e oa he zad ha skolaerez e oa he mamm. Daou vreur koshoc'h egeti zo dezhi. Mervel a reas he zad, Emile Donnadieu, e 1918 e Frañs. Deuet e oa he familh da Frañs en-dro e 1921. E 1923 e tistroas Itron Donnadieu, mamm Marguerite, gant he bugale da Vinh Long e delta ar Mekong er Vietnam. Prenet he doa douaroù rukagnajoù eno. Edo Marguerite o chom e Pastur Lyauteu ha studiañ a rae e lise Chasseloup-Laubat. Tapet he doa he bachelouriezh e Saïgon e 1932 ha e tistroas da Bariz. Studiañ a reas ar matematik, ar Gwir hag ar politikouriezh e skol-veur Pariz. E 1936 e oa tapet he aotreegezh war ar Gwir ganti hag en em gave gant Robert Antelme. Etre 1937 ha 1945 e labouras e Ministrerezh an Trevadennoù. E miz Gwengolo 1939 e oa dimezet Marguerite Donnadieu gant Robert Antelme. E 1942, o bugel kentañ a oa ganet marv. E-keit-se en em gavas Marguerite Donnadieu gant Dionys Mascolo. E 1943 e oa embannet he romant kentañ Les Impudents gant Embannadurioù Plon. Hemañ a zo skrivet dindan anv-pluenn Marguerite Duras. Duras a oa anv ar gêr familh a-berzh he zad e Lot et Garonne. E 1943 c’hoazh o doa Marguerite ha Robert graet o annez e 5 Straed Sant-Benead e Pariz 6vet e karter Saint Germain des Prés. O chomlec’h a vo brudet er bed-holl. Robert ha Dionys a zeuas da vezañ mignon an eil gant egile. An tri den a oa ezel eus ar Rezistañs gant François Mitterrand anvet Morland. Mignoned Marguerite a oa Jean Genêt, Michaux, Bataille, Merleau-Ponty, Leibowitz, Edgar Morin d’an ampoent. Gant Robert Antelme ha Dionys Mascolo he doa lakaet he anv e Strollad Broadel ar Brizonidi Brezel. E 1944 e oa bet embannet la vie tranquille, hec’h eil romant, gant Embannadurioù Gallimard. Er bloaz-se e oa lakaet he anv ganti er Strollad Komunour Gall. E 1944 ivez, e oa harzet Robert Antelme ha deportet da Buchenwald ha goude da Dachau. E 1945 e oa dieubet Robert Antelme en ur stuz fall a-drugarez da François Mitterrand. Ar mare-se a voe deskrivet e La Douleur diwezhatoc’h. E 1947 e oa dispartiet ar c’houblad. L’espèce humaine a oa bet skrivet gant Robert Antelme e 1947 hag a oa bet embannet e Embannadurioù Les Editions de la Cité Universelle krouet gant Marguerite ha Robert. Nebeud amzer goude e oa ganet Jean Mascolo anvet Outa. E 1950 e oa skarzhet kuit Marguerite eus ar SKG. E 1950 e oa embannet Un barrage contre le Pacifique, istor he yaouankiz. E 1957 e oa bet torr-dimeziñ etre Marguerite ha Dionys. E 1984 e voe roet ar priz Goncourt dezhi evit L'Amant. Ganedigezhioù 1914 Marvioù 1996 Loreidi ar priz Goncourt Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerezed gallek Skrivagnerien Frañs Filmaozerien Bro-C'hall Kenlabourerien Bro-C'hall
5780
https://br.wikipedia.org/wiki/Stendhal
Stendhal
Henri Beyle, Stendhal e anv-pluenn (23 Genver 1783, Grenoble - 23 Meurzh 1842, Pariz) a zo ur skrivagner gall, priziet diwar elfenniñ lemm santadoù an tudennoù ha diwar e stil diginkl-kenañ. Levezonet gant ar romantelezh saoz ha daoust m'eo bet un diaraoger d'ar romantelezh gall, n'en deus ket graet berzh evel skrivagner. Kemeret en deus perzh e brezelioù an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh C'hall Kentañ evel ofiser an dragoned ha melestrer milourel. Emañ e vez e bered Montmartre e Pariz. Buhez 1796 - 1821 : ar bloavezioù kentañ E Grenoble eo bet ganet Henri Beyle e 1783. P'eo marvet e vamm pa oa 7 e sav diaesterioù evit en em gompren gant e dad, Chérubin Beyle, un den a justis gant ur spered bourc'hiz ha strizh. E 1796 eo degemeret Stendhal e École centrale de Grenoble nevez krouet. Pa oa Alexandre Daru, ur c'henderv d'e vamm, merour al Lu Bras ez a Beyle da isofisour e Lu Italia dindan urzhioù Napoleon Iañ er bloavezioù 1800 ha 1801. Aet da Bariz goude-se e klask gounid e vara er marc'hadourezh, met e klask brud er metoù lennegel hag hoalañ ar verc'hed ivez. Adkavet e vo lod eus e skiant-prenet e-barzh Julien Sorel, penntudenn ar romant "Le Rouge et le Noir" (Ar Ruz hag an Du). Adalek 1810 ez a el Lu Bras endro evit kemer perzh e mererezh ar broioù aloubet, dreist-holl e Prusia e-lec'h emañ ur gêr Stendal e anv. Pa ziskar an Impalaerezh kentañ e 1814 ez a da chom e Milano, entanet gant ar vro, ar c'hustumoù, al lennegezh italianek hag ar Bel Canto. Skrivañ a ra meur a oberenn levezonet gant Italia hag unan a-bouez bras, an arnodskrid "De l'amour" (Diwar-benn ar garantez). E 1821 eo rediet Stendhal gant an Aostrianed, mistri ar vro, mont kuit eus Milano pa ne blij ket dezho e venozioù frankizour. 1821 - 1831 : Tapout a ra un tamm berzh Deuet da Bariz en-dro ha n'en deus arc'hant ken ez a da darempredoù gant ar metoù lennegel ha degemeret e vez er saloñsoù lennegezh. Anavezout a ra ur strollad skrivagnerien hag e kav un diskibl dezhañ e-unan, Prosper Mérimée. Embannet eo e skridoù e kelaouennoù'zo hag e skriv arnodskridoù. E 1827 e teu er-maez e romant kentañ, Armance, met a ra berzh gant Le Rouge et le Noir, embannet e 1830 e prantad Dispac'h an Teir Devezh illur, da lavaret eo Dispac'h 1830. P'en deus soutenet an dispac'h eo anvet koñsul e Civitavecchia, ur gêrig ha ur porzh-kenwerzh, 80 km eus Roma. 1831 - 1842 : Oberennoù diwezhañ, beajoù diwezhañ E Civitavecchia e kav hir e amzer hag e c'houlenn an aotre da guitaat e bost an aliesañ ma c'hell ken ez a da veajiñ dre Italia ha Bro-C'hall e-pad mizioù. Mont a ra d'ober un tamm Tro-Breizh, met ne blij ket dezhañ kundu ha yezh Brezhoned'zo. Pa ne c'hell mont da benn echuiñ oberennoù'zo (Souvenirs d'égotisme,Lucien Leuwen...) e skriv ur bennoberenn, romant la Chartreuse de Parme embannet e 1839. MMervel a reas a-daol trumm e-pad noz an 22 d'an 23 meurzh 1842. Liammoù diavaez Lec'hienn war Stendhal Diskouezadeg war Henri Beyle (Stendhal) Danevell-buhez hag arroudennoù Stendhal Stendhal ha brezelioù Napoleon Ganedigezhioù 1783 Marvioù 1842 Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerien Frañs Skrivagnerien c'hallek Grenoble
5786
https://br.wikipedia.org/wiki/4%20Du
4 Du
Du 04 Darvoudoù 1380 : kurunet eo Charlez VI roue Bro-C'hall en iliz-veur Reims. 1520 : kurunet eo Kristian II (Danmark) roue Sveden en iliz-veur Stockholm. 1884 : dilennet eo Grover Cleveland da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1922 : kavet eo bez ar faraon Toutânkhamon e Traoñienn ar Roueed (Ejipt) gant an henoniour breizhveuriat Howard Carter. 1924 : kondaonet eo Gwilhoù Sezneg d'al labour ret. 1924 : dilennet eo Calvin Coolidge da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika en-dro. 1925 : gwalldaol c'hwitet gant ar c'hannad sokialour Tito Zaniboni ouzh Benito Mussolini. 1952 : dilennet eo Dwight D. Eisenhower da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1956 : krouidigezh Nerzh Reuziad ar Broadoù Unanet. 1956 : erruout a ra al lu soviedel e Budapest (Hungaria). 1984 : skigañ a ra ar chadenn skinwel rineget Canal+ evit ar wech kentañ. 2008 : dilennet eo Barack Obama da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 2018 : en ur referendom e Kanaky-Kaledonia-Nevez e sav an darn vrasañ eus ar voterien a-enep dizalc'hiezh ar vro diouzh Bro-C'hall. Ganedigezhioù 1448 : Alfonso II Naplez, roue Naplez. 1470 : Edouarzh V, roue Bro-Saoz e-pad daou viz hepken. 1575 : Guido Reni, livour italian. 1592 ; Gerrit van Honthorst, livour izelvroat. 1650 : William III, roue Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. 1829 : Philip Lutley Sclater, alvokad ha loenoniour saoz. 1892 : Dieudonné Costes, nijer gall. 1913 : Yelizaveta Bykova, meurc'hoarierez echedoù soviedat. 1940 : Marlène Jobert, aktourez, romantourez ha kontourez istorioù evit ar vugale c'hall. 1946 : Michel Priziac, skrivagner gallek. 1951 : Traian Băsescu, prezidant Roumania. 1955 : Maurizio Bianchi, soner power electronics italian. 1958 : Dominique Voynet, politikourez c'hall. 1969 : Thomas Luther, mestrc'hoarier echedoù alaman. Marvioù 1495 : Françoise d'Amboise, priñsez c'hall, gwreg Pêr II (dug Breizh). 1847 : Felix Mendelssohn, sonaozer ha pianoour alaman. 1856 : Paul Delaroche, livour gall. 1929 : Joseph Smit, skeudennaouer loened izelvroat. 1965 : Ifor Williams, kelenner kembraeg e skol-veur Bangor. 1973 : Marc Allégret, filmaozer ha saver senariooù gall. 1982 : Jacques Tati, filmaozer hag aktour gall. 1995 : Yitzhak Rabin, milour ha politikour israelat bet tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1994. 2005 : Michael G. Coney, romantour skiant-faltazi breizhveuriat. 2008 : Michael Crichton, skrivagner ha filmaozer stadunanat. Lidoù Sant an deiz : Sant Juvad Du 04
5787
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20gourek%20ar%20c%27hreiz
Yezhoù gourek ar c'hreiz
Ur skourr eus ar yezhoù gourek eo yezhoù gourek ar c'hreiz, ennañ un hanter-kant a yezhoù bennaket. Heñvel a-walc'h eo ar yezhoù er skourr-mañ ouzh ar yezhoù senoufoek. Peurliesañ e vez isrannet yezhoù gourek ar c'hreiz e doau vloc'had pennañ evel-hen: Yezhoù an norzh Yezhoù otiek-voltaek, da skouer: Kousaleg (kusaal) Bwamoueg (bwamu) Kouroumfeg (kurumfe) Mosieg (mòoré) Gourmeg (gurma) Yezhoù ar su Yezhoù grousiek, da skouer: Kirmeg (kirma pe tyurama) Dyaneg (dyan) Ganeg (gan) Dogosoeg (dogoso) Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù gourek ar c'hreiz en:Central Gur languages
5789
https://br.wikipedia.org/wiki/Ariel%20Sharon
Ariel Sharon
Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad Israel), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh. Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006. Ar soudard E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezañ ezel eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh. E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ. E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm. E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl. E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour. A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981. Ar Ministr soudard E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi. Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestiniz e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ. Ar politikour E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez. E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999. D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003. Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel. E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina : Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno. Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ : Kadima (קדימה, "war-raok"). E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav. An anti-Ariel Sharon flash clip Ganedigezhioù 1928 Marvioù 2014 Politikourien Israel
5790
https://br.wikipedia.org/wiki/Kousaleg
Kousaleg
Ur yezh c'hourek eus isskourr yezhoù ar c'hreiz eo ar c'housaleg (kusaal) komzet gant tro-dro da 500 000 den e norzh Ghana dreist-holl. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otiek-voltaek
5791
https://br.wikipedia.org/wiki/13%20Eost
13 Eost
Eost 13 Darvoudoù 1521 : an impalaer Cuauhtémoc en em rent da Hernán Cortés. Ar gêr aztek Tenochtitlan zo distrujet gant ar Spagnoled. Adsavet e vo ganto war lerc'h dindan an anv Kêr-Vec'hiko. 1532 : e Naoned eo sinet gant Stadoù Breizh skrid-embann unvaniezh Breizh ha Bro-C'hall. 1940 : Lluis Companys, prezidant Generalitat Katalonia, zo harzet gant ar Gestapo, er Baol. 1944 : niverenn diwezhañ ar gazetenn Le Phare de la Loire. 1961 : savidigezh Moger Berlin. 1965 : embannadur Help! er Stadoù-Unanet, pempvet albom gant ar strollad The Beatles. Ganedigezhioù 1814 : Anders Jonas Ångström, fizikour ha steredoniour svedat. 1827 : Arsène de Kerangal, mouler ha troour. 1872 : Richard Willstätter, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1915. 1883 : Pierre Palau, aktour ha dramaour gall. 1889 : James Lee Peters, evnoniour stadunanat. 1899 : Alfred Hitchcock, filmaozer saoz. 1911 : Guillaume Radot, filmaozer, produer ha saver senario gall. 1926 : Fidel Castro, politikour ha prezidant Kuba (1976-2008). 1948 : Mich Beyer, skrivagnerez danevelloù, romantoù brezhonek. 1962 : Manuel Valls, politiker gall, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall. Marvioù 1382 : Leonor Aragon (rouanez Kastilha). 1523 : Gerard David, livour flamank. 1826 : René Theophile Hyacinthe Laenneg, medisin breizhat. 1863 : Eugène Delacroix, livour gall. 1910 : Florence Nightingale, klañvdiourez saoz. 1917 : Eduard Buchner, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1907. 1946 : H. G. Wells, skrivagner saoz. 1963 : Morvan Marchal, tisavour hag emsaver politikel. 1984 : Tigran Petrosian, mestrc'hoarier echedoù soviedat. 1995 : Pêr-Jakez Helias, skrivagner breizhat. 1996 : António de Spínola, jeneral ha politiker portugalat. 1998 : Julien Green, skrivagner stadunanat gallek. 2005 : David Lange, kentañ ministr Zeland-Nevez 2016 : Françoise Mallet-Joris, skrivagnerez c'hallek genidik eus Belgia. 2021 : Jean-Pierre Pichard, rener Festival Etrekeltiek an Oriant. Lidoù Devezh etrebroadel ar gleizidi. Republik Kreizafrikan : deiz an dizalc'hidigezh. Tunizia : Devezh broadel ar merc'hed. Sant an deiz : Sant Ever Eost 13
5793
https://br.wikipedia.org/wiki/5%20Du
5 Du
Du 05 Darvoudoù 1499 : kentañ mouladur ar c'hCatholicon en Landreger gant Jehan Calvez. 1854 : Emgann Inkerman. 1912 : dilennet eo Thomas Woodrow Wilson da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1940 : dilennet eo Franklin Delano Roosevelt da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika evit an trede gwech. 1951 : tapet Priz Nobel ar Peoc'h gant Léon Jouhaux. 1956 : dilestradeg lu Frañs hag hini ar Rouantelezh-Unanet en Ejipt. 2006 : kondaonet eo Saddam Husain d'ar marv. 2017 : 26 den zo bet lazhet en un iliz vadezour e Texas e Stadoù Unanet Amerika. Ganedigezhioù 1271 : Mahmud Ghazan Khan, roue mongol. 1549 : Philippe Duplessis-Mornay, skrivagner ha den-stad gall. 1787 : John Richardson, ergerzher, naturour ha mezeg-mor skosat. 1854 : Paul Sabatier, kimiour gall, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1912. 1870 : Chittaranjan Das, brogarour eus India. 1905 : Carlos Riolfo, melldroader etrebroadel uruguayat. 1917 : Jacqueline Auriol, nijerez c'hall. 1917 : Madeleine Robinson, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall a orin tchek. 1936 : Uwe Seeler, melldroader alaman. 1938 : Joe Dassin, kaner gallek ha kaner-sonaozer gall-stadunanat). 1963 : Jean-Pierre Papin, melldroader etrebroadel ha gourdoner gall. Marvioù 1370 : Kazimir III (Polonia), roue Polonia eus 1333 betek e varv. 1879 : James Clerk Maxwell, fizikour skos. 1923 : Alberto Batori, mestrc'hoarier, kudennour ha kazetennour echedoù italian 1955 : Maurice Utrillo, livour gall. 1956 : Art Tatum, pianoour jazz stadunanat. 1977 : René Goscinny, ijiner bandennoù treset Lucky Luke hag Asteriks. 1977 : Guillaume Radot, filmaozer, produour ha saver senario gall. 1983 : Jean-Marc Reiser (Reiser diouzh e anv-pluenn), saver bandennoù treset. 1991 : Ian Robert Maxwell, den a vediaoù saoz. 1992 : Árpád Élő, skiantour ha meurc'hoarier echedoù eus SUA. 2005 : John Fowles, skrivagner saoz. 2008 : Michel Phlipponneau, douaroniour ha politikour breizhat. 2012 : Leonardo Favio, sonaozour, kaner, aktour ha filmaozer arc'hantinat. 2021 : Marília Mendonça, ganerez-sonaozerez vrazilian. 2023 : Malo Louarn, treser bannoù-treset. Lidoù Sant an deiz : Sant Fili. Du 05
5794
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20otiek-voltaek
Yezhoù otiek-voltaek
Un is-skourr eus ar yezhoù gourek eo ar yezhoù otiek-voltaek, ennañ 28 yezh. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek
5795
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20grousiek
Yezhoù grousiek
Un is-skourr eus ar yezhoù gourek eo ar yezhoù grousiek, ennañ ugent yezh komzet e Ghana, Burkina Faso ha Togo. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù grousiek
5796
https://br.wikipedia.org/wiki/Kabiyeg
Kabiyeg
Ur yezh c'hourek eus is-skourr yezhoù ar c'hreiz eo ar c'habiyeg (kabiyé) komzet gant tro-dro da 700.000 den e Togo (14% eus ar boblañs). Unan eus div yezh vroadel Togo eo ar c'habiyeg, gant an eweeg. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù gourek Yezhoù Togo
5797
https://br.wikipedia.org/wiki/Gourmeg
Gourmeg
Ur yezh c'hourek eus is-skourr yezhoù an norzh eo ar gourmeg (gurma). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otiek-voltaek
5798
https://br.wikipedia.org/wiki/Mosieg
Mosieg
Ur yezh c'hourek eus is-skourr yezhoù an norzh eo ar mosieg (mossi pe mòoré) komzet gant tro-dro da 5.000.000 den (dioute 15.700 evel eil yezh) e Burkina Faso (53% eus ar boblañs). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otiek-voltaek
5799
https://br.wikipedia.org/wiki/Kouroumfeg
Kouroumfeg
Ur yezh c'hourek eus is-skourr yezhoù an norzh eo ar c'houroumfeg (kurumfe). Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otiek-voltaek
5800
https://br.wikipedia.org/wiki/Bwamoueg
Bwamoueg
Ur yezh c'hourek eus is-skourr yezhoù an norzh eo ar bwamoueg (bwamu) komzet gant tro-dro da 135.000-175.000 den e Burkina Faso. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù senoufoek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù otiek-voltaek