id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
5106
https://br.wikipedia.org/wiki/Lakieg
Lakieg
Notenn: Arabat kemmesk gant al lakeg, ur yezh kaokazek. Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo al lakieg (laki) komzet gant al Laked e Zagros en Iran Peurliesañ e vez renket ar lakieg evel ur rannyezh c'horanek. Levezonet e vez muioc'h-mui gant ar perseg. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Ethnologue Testenn diwar-benn al Lakied Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5108
https://br.wikipedia.org/wiki/Aimakeg
Aimakeg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar mervent eo an aimakeg (aimaq) komzet e kornôg Hazara, kreiz-gwalarn Afghanistan, reter Iran ha Tadjikistan. Gwelet ivez Yezhoù iranek Yezhoù Afganistan Yezhoù Iran Yezhoù Tadjikistan
5112
https://br.wikipedia.org/wiki/Badageg
Badageg
Ur yezh dravidek eus skourr yezhoù tamilek-kannadek ar su eo ar badageg (badaga) komzet gant tro-dro da 250.000 den er menezioù Nilgiri e su India. Gwelet ivez yezhoù dravidek Liammoù diavaez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dravidek Yezhoù India
5113
https://br.wikipedia.org/wiki/Bikyeg
Bikyeg
Ur yezh nijerek-kongoek eo ar bikyeg (bikya) pe fouroueg (furu) komzet gezhall e Kameroun. Ur yezh varv an hini eo hiziv sur-mat dre ma ne oa barrek warni nemet komzet gant un den kozh e 1986. Gwelet ivez Yezhoù nijerek-kongoek Liammoù diavaez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù karaek
5114
https://br.wikipedia.org/wiki/Toupinkineg
Toupinkineg
Ur yezh toupiek-gwaraniek e oa an toupinkineg (tupinikin). Komzet e oa en Espirito Santo e stad Bahia e Brazil. Erlerc'hiet e oa bet gant ar portugaleg. Gwelet ivez Yezhoù toupiek-gwaraniek yezhoù toupiek-gwaraniek Yezhoù aet da get
5115
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchemakoumeg
Tchemakoumeg
Ur yezh varv eo an tchemakoumeg (chimakum) komzet gwechall gant ur bobl orin bet o chom e kornôg Stad Washington. Dont a ra anv ar yezh diwar ar salacheg: čə́bqəb [ʧə́bqəb] (kent: [ʧə́mqəm]) Tost-tre e oa an tchemakoumeg d'ar c'hileuteg (quileute), deuet da vezañ ur yezh digenvez goude ma oa bet lazhet an holl dud a rae gant an tchemakoumeg gant Chief Seattle er bloavezhioù 1860. Brudet e oa ar yezh-mañ rak ne oa enni kensonenn staon simpl ebet. Gwelet ivez Yezhoù tchimakuek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika Yezhoù aet da get Yezhoù tchimakuek
5165
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20gwaraniek
Yezhoù gwaraniek
Ur skourr eus ar yezhoù toupiek-gwaraniek eo ar yezhoù gwaraniek ennañ 10 yezh. Ar gwaranieg komzet e Paraguay eo an hini vrudetañ e-touez ar yezhoù gwaraniek ha komzet gant an niver brasañ a dud. Gwelet ivez Yezhoù toupiek-gwaraniek Yezhoù gwaraniek
5167
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20toupiek
Yezhoù toupiek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù toupiek, hag enni 70 yezh komzet gant pobloù-orin en Amerika ar Su. C'hwec'h yezh toupiek-rik zo: Toupinambaeg (tupinambá pe tupi antigo) Nengatoueg (nhengatu) Toupinkineg (tupinkin) Potigwareg (potiguara) Omagweg (omagua) Kokomeg (cocoma) Gwelet ivez Yezhoù toupiek-gwaraniek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù toupiek
5170
https://br.wikipedia.org/wiki/Toupinambaeg
Toupinambaeg
Ur yezh toupiek eo an toupinambaeg (tupinambá) pe hen-doupinambaeg (tupí antigo) komzet gwechall war aodoù Brazil. Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù toupiek Liammoù diavaez Ethnologue Lec'hienn diwar-benn an toupinambaeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù toupiek
5171
https://br.wikipedia.org/wiki/Nengatoueg
Nengatoueg
Ur yezh toupiek eo an nengatoueg (Nheengatu [ɲeʔeŋa'tu]; portugaleg: língua geral "yezh voutin") Gwelet ivez Yezhoù toupiek Liammoù diavaez Ethnologue "As línguas gerais sul americanas," article by Aryon D. Rodrigues (Laboratório de Línguas Indígenas, Brazil) Etnolinguistica.Org, a discussion list on native South American languages Meneger yezhoù ar bed Yezhoù toupiek-gwaraniek Yezhoù Brazil
5172
https://br.wikipedia.org/wiki/Kokomeg
Kokomeg
Ur yezh toupiek eo ar c'hkomeg (cocoma pe cocama) komzet gant 18.000 den e Perou dreist-holl, hag ivez e Brazil (200 den) ha Kolombia (nebeutoc'h evit 100 den). Gwelet ivez Yezhoù toupiek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù Perou Yezhoù Kolombia Yezhoù Brazil Yezhoù toupiek-gwaraniek an is-strollad III it:Cocama-Cocamilla
5173
https://br.wikipedia.org/wiki/Omagweg
Omagweg
Ur yezh toupiek eo an omagweg komzet gant nebeutoc'h evit 100 den en Iquitos e Perou. Komzet e veze ivez gwechall e kornôg Brazil met aet eo da get eno. Gwelet ivez Yezhoù toupiek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù toupiek
5174
https://br.wikipedia.org/wiki/Potigwareg
Potigwareg
Ur yezh toupiek eo ar potigwareg (potiguara) komzet gant tro-dro da 6.000 den e Paraíba ha Pôsto Nísia Brasileira e Brazil. Gwelet ivez Yezhoù toupiek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù toupiek
5186
https://br.wikipedia.org/wiki/20%20Here
20 Here
Darvoudoù 1401 : dibennet eo ar c'hourser alaman Klaus Störtebeker e Hambourg. 1587 : trec'h eo Herri Navarra en Emgann Coutras. 1620 : staget eo Bearn, da vat, ouzh Bro-C'hall. 1650 : kurunennet eo ar rouanez Kristina Sveden e Stockholm. 1805 : kodianañ a ra ar jeneral aostrian Karl Mack en Emgann Ulm. 1827 : Emgann Navarino. 1883 : sinet eo Feur-emglev Ancón etre Chile ha Perou (fin Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)). 1939 : divodet eo Strollad Broadel Breizh gant gouarnamant Édouard Daladier. 1941 : muntret ar feldkommandant Karl Hotz gant an Harzherezh e Naoned. war atiz Leo Weisgerber eo krouet Framm Keltiek Breiz, gant Roparz Hemon da rener. 2003 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Brother Bear e Stadoù-Unanet Amerika. 2011 : embann a ra ar strollad euskarat ETA e paouez gant e stourm armet. Ganedigezhioù 1677 : Stanisław Leszczyński, roue Polonia (1704-1709). 1806 : George Newbold Lawrence, den a aferioù hag evnoniour amatour stadunanat. 1811 : Prosper Proux, barzh ha saver kanaouennoù brezhonek. 1813 : Daniel Owen, romantour kembraek. 1854 : Alphonse Allais, fentigellour, kazetenner ha skrivagner gall. Arthur Rimbaud, barzh gall. 1859 : John Dewey, prederour stadunanat. 1891 : Sir James Chadwick, fizikour breizhveuriat. 1925 : Roger Hanin, aktour, filmaozer ha skrivagner gall. 1938 : Iain MacMillan, luc'hskeudenner breizhveuriat tapet gantañ foto golo Abbey Road ar strollad sonerezh The Beatles. 1940 : Mikeal Treger, skrivagner gallek. 1964 : Kamala Harris. 1971 : Snoop Dogg (Calvin Cordozar Broadus Jr. e anv gwir), aktour, kaner ha produour stadunanat. Dannii Minogue, aktourez, diskouezerez-giz ha kanerez aostralian. Marvioù 1401 : Klaus Störtebeker, kourser alaman. 1587 : Anne de Joyeuse, milour gall ha mignon a roue Herri III. 1740 : Karl VI an Impalaeriezh Santel. 1900 : Naim Frashëri, barzh albanek. 1907 : Howard Saunders, den a aferioù hag evnoniour breizhveuriat. 1964 : Herbert C. Hoover, 31 prezidant ar Stadoù Unanet. 1994 : Burt Lancaster, aktour ha filmaozer stadunanat. 2002 : Bernard Fresson, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 2005 : Jean-Michel Folon, arzour belgiat. 2011 : Mu'ammar al-Qaddafi, ofiser ha politiker eus Libia 2018 : Wim Kok, kentañ ministr an Izelvroioù. Lidoù Iliz katolik roman Sant Herbod, lean e Berrien (8vet kantved) Sant an deiz : Santez Gwenguñv Here 20
5187
https://br.wikipedia.org/wiki/Bambareg
Bambareg
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar bambareg (bamanankan) komzet e Mali, Burkina Faso hag Aod an Olifant gant tro-dro da 5 milion a dud evel yezh kentañ ha gant betek 10 milion all evel eil yezh, en holl 15 milion a dud. 80% eus tud Mali a gomz bambareg. Unan eus yezhoù ofisiel Mali an hini eo, m'emañ ar yezh muiañ-komzet dre ma vez komzet gant ar Vambared o-unan met talvezout a ra ivez da yezh voutin (lingua franca) ivez ar meuriadoù all. Tost-kenañ eo ar bambareg d'an diouleg, ken tost da skouer evel m'emañ ar saozneg komzet e Breizh-Veur ouzh an hini komzet er Stadoù-Unanet. Meur a rannyezh zo, en o zouez ar re bennañ-mañ: Somonoeg (somono) Segoueg (segou) Saneg (san) Beledougoueg (beledugu) Ganadougoueg (ganadugu) Wasouloueg (wasulu) Sikasoeg (sikasso) Daoust ha ma oa bet ijinet, e 1949, un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur nkoek (n'ko) evit ober gant ar yezhoù mandeek dre skrid hag e vez implijet c'hoazh gant ar bamabareg, hiziv e vez skrivet kentoc'h gant al lizherenneg latin peurliesañ. Gwelet ivez Yezhoù mandingek Liammoù diavaez Yezhoù hag istor Mali Frazennoù e bambareg evit beajourion - Wikitravel Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Mali Yezhoù Burkina Faso Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù mandingek
5188
https://br.wikipedia.org/wiki/Anloeg
Anloeg
Ur yezh c'hbeek eo an anloeg (anlo LFE : Aŋlo) komzet gant tro-dro da 230 000 den (1960). Peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh eweek. Implijet a ran tonennoù evel an holl yezhoù gbeek. Gwelet ivez Yezhoù gbeek Eweeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù gbeek
5189
https://br.wikipedia.org/wiki/Amdangeg
Amdangeg
Ur yezh fourek eo an amdangeg (sìmí amdangtí). Komzet e vez e reter Tchad. An holl izili eus ar strollad a gomz arabeg ivez. Tost-tre eo ar yezh-mañ d'ar foureg ha posupl eo ez eo an hevelep yezh hag ar mimieg. Gwelet ivez Yezhoù fourek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù fourek
5190
https://br.wikipedia.org/wiki/Aloutoreg
Aloutoreg
Ur yezh tchoukotkek-kamtchatkek eo an aloutoreg (alutor) komzet gant 100-200 den e Ledenez Kamchatka e Rusia. Gwelet ivez Yezhoù tchoukotkek-kamtchatkek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed
5191
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20fourek
Yezhoù fourek
Ur skourr eus ar yezhoù nilek-saharek eo ar yezhoù fourekk (saozneg: Fur) ennañ div yezh tost-tre an eil d'eben: Foureg (fur) komzet e kornôg Soudan gant 500.000 den Amdangeg (amdang pe mimi): komzet e reter Tchad gant 5.000 den Yezhoù fourek
5192
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20gbeek
Yezhoù gbeek
Ur skourr eus ar yezhoù kwaek, a zo renket d'o zro e-touez ar familh nigerek-kongoek, eo ar yezhoù gbeek (), a zo un 20 yezh bennak komzet etre reter Ghana ha kornôg Nigeria gant tro-dro da 4-8 milion a dud en holl. Yezhoù dezrannel eo an holl yezhoù gbeek hag implijout a reont tonennoù. Isrannet e vez ar yezhoù gbeek e pemp skourr pennañ. Eweeg (ewe, vhe, ewegbe) : ar yezh gbeek muiañ-komzet, gant tro-dro da 3 000 000 a dud e Ghana hag e Togo Anloeg (anlo) Kpandoeg Hoeg Fodomeg Foneg (fon, fongbe, popo) : komzet gant tro-dro da 1 700 000 a dud gant Foned Togo ha Benin Goungbeeg Kapseeg Agbomeeg Maksieg Adjaeg (aja, ajagbe, adja): komzet gant tro-dro da 1 300 000 a dud e Togo Dogboeg Sikpieg Geneg (gen, ge, mina, gengbe) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo Glidjieg Aneksoeg Agoyeg Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (phla-pherá) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo ha Benin Alada Toli Ayizo Yezhoù gbeek
5193
https://br.wikipedia.org/wiki/Foureg
Foureg
Ur yezh fourek eo ar foureg (foureg: bèle fòòr pe fòòraŋ bèle; arabeg: فوراوي fûrâwî) komzet e Darfour e kornôg Soudan hag e Tchad gant tro-dro da 900.000 den. Tost eo ar foureg d'an amdangeg. Gwelet ivez Yezhoù fourek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù fourek
5194
https://br.wikipedia.org/wiki/Mimieg
Mimieg
Ur yezh nilez-saharek eus is-skourr ar yezhoù mabanek eo ar mimieg (mimi) komzet gant tro-dro da 5.000 den e Tchad. Gwelet ivez Yezhoù nilez-saharek Yezhoù mabanek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù mimiek
5197
https://br.wikipedia.org/wiki/Jentilez
Jentilez
Ar Jentilez a zo un enezeg eus norzh Breizh (hed 3°29'W, led 48°53'N), stag ent-melestradurel ouzh kumun Perroz-Gireg. Anvet eo Les Sept Îles e galleg, met n'eus ket seizh enezenn diouti. A-wechoù e vez graet ivez gant an Enezïoù evit o envel. An enezeg Ouzh hec'h ober emañ (a gornaoueg da reter): Enez Plat, plat eo evel ma lavar hec'h anv (22 m en he lec'h uhelañ). Ne vez ket gwelet nemeur eus aod an douar bras. Gorread: 5.50 ha. Enez ar Breur pe Jentilez hepmuiken. Gorread: 5.24 ha. 45 m en he lec'h uhelañ. An enezenn nemeti ma c'haller diskenn a-hed ar bloaz. Un tour-tan a zo, hag ur c'hreñvlec’h (dilezet e 1889). Bonno, an enezenn vrasañ (gorread: 7.72 ha), uhel eo ivez (div uhelenn, unan 53 m hag unan all 48 m). Melbann, serzh eo, ha tapout a ra 39 m uhelder. Gorread: 1.20 ha. Riouzig anezhi an enez ma kaver ar muiañ a evned-mor o neizhiañ, 12 spesad evned-mor dishañval. Amañ emañ ivez lec'h uhelañ an enezeg (56 m). Gorread: 3.30 ha. Pa vez izel ar vro e vez liammet enezennoù ar c’hornaoueg gant ur pladur mein goloet a vezhin. Anvioù un toullad reier : ar Serr, ar Moudennoù, Enez ar Razhed... An douarouriezh Maen greunit eo an enezeg a-bezh. Greunit ruz-roz brudet korn-bro Perroz-Gireg, a vez graet mein ruz anezhañ gant tud ar vro. Gwazhennoù dolerit a gaver en Enez ar Breur, Melbann hag er Serr. An evned An enezeg 'zo anezhi ul lec'h gwarezet evit an natur ha dreist pep tra evit an evned. Ar mirva evned kentañ eo bet e Frañs, bet savet er bloaz 1912, hag e anv ofisiel eo mirva Albert Chappelier, ha meret eo gant ar gevredigezh Ligue de Protection des Oiseaux (LPO) (Kevre Gwareziñ an Evned). Da gentañ penn e oa bet savet evit gwareziñ ar poc’haniged (Fratercula arctica) — anvet kornefiched pe godizi er vro — a veze chaseet evit ar blijadur hepken gant touristed eus Pariz. Tost da 15 000 koublad a oa e fin an . Un nebeud kantadoù hepken e 1912. O niver a adsav buan da 7 000 koublad e 1950. War-lerc’h lanv du an Torrey Canyon e tiskenn o niver da 400 koublad, ha ne ra o niver nemet digreskiñ abaoe an amzer-se, 330 koublad e 1979, 242 koublad e 1996, 160 e 2005, 145 e 2008, 150 e 2009, 173 e 2010 ha 175 e 2011. War Melbann ha Riouzig dreist-holl eo e vezont o neizhiañ. Kavet e vez evned ral all evel an erev beg hir (Uria aalge), 8 koublad hepken e 1996, 12 e 2005, 13 e 2008, 25 e 2009, 36 e 2010, 51 e 2011 (+41,6%). ar god bihan (Alca torda), 14 koublad e 1996, 23 e 2005, 20 e 2008, 21 e 2009, 32 e 2010, ha 31 bloaz war-lerc'h. Anavezet eo dreist-holl an enezeg evit ar berniad morskouled (Sula bassana) a vez o neizhiañ eno. Ne ra o niver nemet mont war gresk a vloaz da vloaz abaoe m’o deus tapet ar pleg da zont betek eno da ouennañ abaoe 1939. E 2008 e oa 19 206 koublad, 21 393 e 2009, 21 880 bloaz war-lerc'h, ha 22 395 e 2011 (kresk +2,5%). Spesadoù all: ar morvaout kuch (Phalacrocorax aristotelis) 329 koublad e 1996, 356 e 2005, 206 e 2008, 358 koublad e 2009, 373 e 2010, 368 bloaz war-lerc'h. ar morvaout bras, 30 koublad e 2008, ha hini ebet e 2009. ar gouelan gris (Larus argentatus) (3,700 koublad e 1996, 2,788 e 2003), 1 930 e 2008, 1 406 e 2009 (n'int ket bet kontet e 2010). ar gouelan kein du (Larus fuscus) 850 e 1996, 638 e 2003, 820 e 2008, ha digresk adarre e 2009 gant 643 c'houblad (n'int ket bet kontet e 2010). ar gouelan bras (Larus marinus) 87 koublad e 1996, 81 e 2005 hag e 2008, 82 e 2009, ha 57 e 2010; ar garamell (Fulmarus glacialis) 96 e 1996, 81 e 2005, 76 e 2008, 84 e 2009, 85 e 2010; an tort boutin (Puffinus puffinus) 110 e 1996, 148 e 2005, 159 e 2008, 188 e 2009, 157 e 2010; ar satanig bihan (Hydrobates pelagicus) 20 e 1996, 44 e 2005, 50 e 2008, 49 e 2009, 58 e 2010; ar c'haraveg pavioù du (Rissa tridactyla) 30 e 1996 ha hini ebet ken e 2005 na goude; ar skravig boutin (Sterna hirundo), 5 koublad e 2005, 9 e 2008, 16 e 2009, 40 e 2010; an eider-dum (Somateria mollissima), 1 c'houblad e 2008, evit ar wech kentañ abaoe 1999 ha gwall beñse an Erika; e 2009 hag e 2010 e oa eno c'hoazh; an tadorn roueel (Tadorna tadorna), 3 c'houblad e 2008 ha 2009, 1 hepken e 2010; ar vorbig (Hæmatopus ostralegus), 51 c'houblad e 2008, 49 e 2009, 65 e 2010. Un evn aod a zo nevez-staliet evit neizhiañ e 2010: an herlegon bihan: 5 koublad. Ret eo menegiñ ivez daou evn tremen ral : ar varc'hvran veur (Corvus corax), 1 c'houblad e 2007, 2008, 2009, ha 2010; ar falc'hun kantreat (Falco peregrinus), distro da neizhiañ e 2008 evit ar wech kentañ abaoe ar bloavezh 1950, hag eno c'hoazh e 2009 ha 2010. Evel alies war aodoù Breizh e weler ivez ar sidan-aod (Anthus spinoletta petrosus). A-hend-all e c'haller gwelet evned douar o ouennañ, evel ar Golvan tiez (Passer domesticus), ar beufig ruz (Pyrrhula pyrrhula), al lineg ruz (Acanthis cannabina), ar bistrak-aod (Œnanthe œnanthe), hag ivez ar goukoug (Cuculus canorus). E miz Here 2012 e oa bet gwelet ur gup gell e Riouzig. Taolenn an evned o neizhañ Loened all Ul lec'h gouennañ eo ivez evit ar reunig gris (Halichœrus grypus), al lec’h nemetañ e Breizh gant enezeg Molenez, war-dro 40 loen (15 vihan bennak ganet e 2009, 19 bloaz war-lerc'h, 14 e 2011, 23 e 2012, 36 e 2013 ha 2014). An tour-tan Un tour-tan bihan a zo bet savet war Enez ar Breur er bloaz 1834 hag an tan kentañ enaouet d’ar c'hentañ a viz Mae 1835. Uhelaet eo bet e 1854 abalamour ma oa kuzhet an tan eus un tu gant Bonno. Lakaet e oa bet an tour-tan da darzhañ gant ar soudarded alaman pa oant o kuitaat ar vro, d’ar 4 a viz Eost 1944. E miz Gouhere 1952 ez a en-dro an tour-tan nevez, an hini a weler eno c'hoazh. Tredanekaet e 1957 (diwar nerzh an avel). Uhelder e c'houloù: 20 m. Tan gwenn, tri sked 15 eilenn. Hed-gouloù: 24 mil-mor. Ar Jentilez hag awen an arzourien An erc'h war an enezeg, ur varzhoneg gant Maodez Glanndour. Ar Jentilez, gant ar strollad Tregeriz, ur bladenn 33T awenet penn-da-benn gant an enezeg (1972). Gevelliñ Gevellet eo ar mirva gant: A bep seurt Ar Jentilez, anv ur vag a c'hiz kozh eus Perroz-Gireg. Levrlennadur brezhonek Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, gant Jakez Konan, e-barzh Gwalarn, niverenn 138-139 (1941). Diwar-benn an anv "Jentilez", gwelet Hor Yezh niv. 276, Kerzu 2013, ha niv. 277, Meurzh 2014. Liammoù diavaez Lec'hienn Kevre Gwareziñ an Evned evit ar Jentilez Notennoù ha daveennoù Enezegi Breizh Inizi Breizh Jentilez Perroz-Gireg Inizi Treger
5199
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20nkoek
Skritur nkoek
E 1949 e oa bet ijinet ar skritur nkoek (n'ko "lâret a ran") a-ratozh-kaer gant Solomana Kante evit gallout ober gant ar yezhoù mandeek dre skrid. Skrivet e vez a zehoù da gleiz evel al lizherenneg arabek ha merket e vez an tonennoù gant skrapoù ispisial. A-drugarez d'ar skritur nkoek e teskas ar Vandeed lenn ha skrivañ dre Afrika ar C'hornôg a-bezh ha talvezout a reas da greñvaat ar spered mandinkelezh e Ginea dreist-holl. Hiziv avat e vez implijet muioc'h-mui al lizherenneg latin evit skrivañ ar bambareg e Mali. Liammoù diavaez Savadur ar skritur nkoek Omniglot Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Nkoek
5201
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mandingek
Yezhoù mandingek
Ur skourr eus ar yezhoù mandeek eo ar yezhoù mandingek, ennañ un nebeud yezhoù tost a-walc'h an eil d'eben. Setu roll ar yezhoù mandingek pennañ: Bambareg (yezh pennañ Mali) Mandinkeg (yezh pennañ Gambia) Maninkeg pe malinkeeg (unan eus yezhoù pennañ Ginea) Diouleg (unan eus yezhoù pennañ norzh Aod an Olifant) Ijinet e oa bet un doare-skrivañ a-ratozh-kaer evit ober gant ar yezhoù mandingek dre skrid anvet ar skritur nkoek. Yezhoù mandingek
5202
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mandeek
Yezhoù mandeek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù mandeek komzet gant meur a vilion a dud dre Afrika ar C'hornôg, dreist-holl e Gambia, Senegal haMali met ivez en Aod an Olifant, Maouritania, Ginea-Bissau, Ginea, Sierra Leone, Liberia ha Burkina Faso Setu ar yezhoù mandeek pennañ: Mandinkeg Soninkeg Bambareg Diouleg Kagoroeg Bozoeg Mendeeg Yakoubeg Vaieg Yezhoù mandeek
5205
https://br.wikipedia.org/wiki/21%20Here
21 Here
Sant an deiz : Santez Sterenn Darvoudoù 1392 : mont a ra Go-Komatsu da gant impalaer Japan. 1520 : kavet Sant-Pêr-ha-Mikelon gant ar merdeer portugalat João Álvares Fagundes. kregiñ a ra Fernão de Magalhães da dreuziñ ar strizh-mor a zougo e anv. 1680 : krouidigezh Comédie-Française gant Loeiz XIV. 1805 : Emgann Trafalgar. 1861 : Emgann Ball's Bluff e Virginia (Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika). 1916 : drouklazhet eo Karl Graf von Stürgkh e Vienna (Aostria). 1934 : embannet eo Le Journal de Mickey evit ar wech kentañ. 1945 : kentañ referendom e Bro-C'hall goude dibenn an Eil Brezel-bed. 1956 : aet Władysław Gomułka da sekretour kentañ ar Strollad Micherour Unvanaet e Polonia. 1966 : gwallreuz poull-glaou en Aberfan (Kembre). 1969 : mont a ra Willy Brandt da gañseller Alamagn ar C'hornôg. Ganedigezhioù 1581 : Domenico Zampieri, livour italian. 1650 : Jan Bart, kourser mor. 1790 : Alphonse de Lamartine, barzh ha politikour gall. 1833 : Alfred Nobel, ijiner svedat ar prizioù Nobel. 1902 : Martin Eisentraut, loenoniour alaman. 1917 : Dizzy Gillespie, soner trompilh jazz stadunanat. 1919 : Guy Lefranc, filmaozer ha saver senario gall. 1933 : Gento, melldroader etrebroadel spagnol. 1956 : Carrie Fisher, aktourez, skrivagnerez ha saverez senario stadunanat. Marvioù 1221 : Alis Breizh, dugez Breizh adalek 1203 betek he marv. 1363 : Hugues Roger, den a iliz gall. 1422 : Charlez VI (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall eus 1380 betek e varv. 1805 : Horatio Nelson, besamiral breizhveuriat. 1916 : Karl Graf von Stürgkh, politikour aostrian. 1966 : Maurice Salabert, aktour sinema gall. 2011 : Yann Fouéré, dizalc'hour breizhat. Lidoù Iliz katolik roman Sant Agaton, penitiour e tolead Sete () Sant Hilarion, abad Bro-Balestina, diskibl da sant Anton-an-Dezerzh () Sant Judual, tad sant Judikael ha sant Judog () Santez Tunvezh, leanez, c'hoar da sant Iduned ha mamm sant Meven, patronez Landunvez (Bro-Leon - Penn-ar-Bed). Here 21
5206
https://br.wikipedia.org/wiki/27%20Ebrel
27 Ebrel
Darvoudoù 1521 : e Filipinez eo lazhet an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes en un emgann gant henvroidi. 1565 : un drevadenn gentañ a zo savet gant Spagnoled e Filipinez, e kêr Cebú. 1848 : berzet eo ar sklavelezh ent-ofisiel e trevadennoù Frañs. 1941 : erruout a ra soudarded Alamagn en Aten. 1960 : dizalc’hiezh Togo 1961 : dizalc’hiezh Sierra Leone 1969 : an darn vrasañ eus ar Frañsizien (53%) a vot ‘’nann’’ en ur referendom war ar rannvroelañ ha kempenn ar Sened. Ar prezidant Charles de Gaulle a ro e zilez. 1994 : e Suafrika e c’hell an holl geodedourien votiñ evit ar wech kentañ. Ar maout a ya gant ar strollad African National Congress ha dilennet eo Nelson Mandela da brezidant. Sportoù 1908 : deroù ar C'hoarioù Olimpek hañv e Londrez (Bro-Saoz). 2019 : aet ar maout gant Stade Rennais Football Club, ouzh Paris Saint-Germain Football Club, da-geñver gourfenn Kib vell-droad Bro-C'hall. Ganedigezhioù 1759 : Mary Wollstonecraft, skrivagnerez saoz ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed. 1791 : Samuel Morse, ijiner amerikan. 1822 : Ulysses Grant, prezidant Stadoù Unanet Amerika ha jeneral er Brezel diabarzh. 1891 : Sergei Prokofiev, sonaozer rusian. 1906 : Zavier Langleiz, arzour ha skrivagner. 1921 : Robert Dhéry, aktour (c'hoariva ha sinema), dramaour, leurenner, filmaozer ha saver senario gall. 1963 : Pierpaolo Zoppo, soner power electronics italian. Marvioù 1521 : Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat. 1702 : Jan Bart, kourser mor. 1794 : William Jones, yezhour saoz-ha-kembreat. 1869 : Émilie Guitton (Itron de Saint-Prix) (Montroulez), dastumerez gwerzioù kozh. 1918 : Adolphe Pierre Julien Orain, istorour gall ha dastumer folklor breizhat. 1937 : Antonio Gramsci, politikour italian. 1972 : Kwame Nkrumah, prezidant Ghana. 1992 : Olivier Messiaen, sonaozer gall. 1996 : Gilles Grangier, aktour sinema, filmaozour ha saver senario gall. 2007 : Mstislav Rostropovich, violoñsellour. Lidoù Deiziadur kristen Nicomedia : sant Anthimius, eskob ha merzher, dindan Dioklesian Tarsus, Cilicia : Casqtor ha Stefan, merzherien Bononia : Tertullian, eskob ha Kofesour Brixia : Theophilus, eskob Ejypt : Theodorus, abad, ezel sant Pakom Kergustentin : Yann, abad Tarragona, bro Spagn : sant Per Armengaod Lucus, bro cToskan : santez Zita, gwerc'hez Deiziadurioù broadel Devezh ar vro e Suafrika Ebrel 27
5230
https://br.wikipedia.org/wiki/Pleskob
Pleskob
Er Mor-Bihan e Breizh emañ kumun Pleskob. 4 815 annezad zo dezhi hervez niveradeg an EBSSA e 2011. Douaroniezh E norzh Gwened emañ. Anv Erwan Vallerie (1995) ː Ploescob, 1365; 1387; Ploeescob, 1427; Ploescob, 1453; Ploesgob, 1516; Ploascal, 1630; Ploesko, 1636 Ardamezioù "En argant e dreustell en gul karget gant teir bezanten en aour, hag heuliet gant c'hwec'h brizhenn erminig en sabel, 3, 3" Ardamezioù Aotrou Pontsal, eskop Gwened ha bezkañseller Breizh e-kerzh ar XVt kantvad; aotrou Kerdréan. Istor Dispac'h Gall Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Gregam; e Bann Gwened edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv kanton Gregam ivez ha chom ha reas Pleskob ennañ. Lakaet e oa bet Pleskob en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800. Brezelioù Brezel-bed kentañ 59 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,36 % eus he foblañs e 1911. Eil Brezel-bed Fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued. Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Brezelioù didrevadenniñ Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina ha daou waz e Brezel Aljeria. Monumantoù ha traou heverk Chapel Intron-Varia Lezurgan, 1455. Ur peulvan dirak ar chapel. Chapel Sant Amon. Chapel Sant Bartelame. Iliz katolik Sant Pêr. Monumantoù ar re varv. Sevenadur Festival an Trofe Warok a vez bep bloaz abaoe 1999, e miz C'hwevrer. Ur 6 000 den bennak a vez bewezh. Brezhoneg Ya d'ar brezhoneg D’an 28 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. D'an 18 a viz Mae 2006 e oa bet roet da gumun Pleskob al label Ya d'ar brezhoneg live 1. D'ar 25 a viz Genver 2013 e oa bet roet da gumun Pleskob al label Ya d'ar brezhoneg live 2. Prizioù dazont ar brezhoneg Eil priz dazont ar brezhoneg 2010, rummad "Strollegezhioù" (rampo gant ti-kêr Plouha). Deskadurezh Klasoù divyezhek a zo abaoe 2005 (skol prevez, rouedad Dihun). E distro-skol 2022 e oa 65 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Al Liesdegemer-kêr en deus sinet live 1 karta Divskouarn. Kelenn d'an oadourien Kentelioù evit an dud deuet a zo eno gant ar gevredigezh Petra Neue. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Tud Tud ganet eno Charles Le Quintrec (1926-2008 ), skrivagner ha kazetenner gallek. Tud marvet eno Ardamezeg ar familhoù Gevelliñ Levrlennadur Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Pleskob war lec'hienn Geobreizh Notennoù ha daveennoù Pleskob Kumunioù ar Mor-Bihan Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790 Kumunioù Bro Wened Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Berne e 1944
5231
https://br.wikipedia.org/wiki/Sant-Teve
Sant-Teve
Sant-Teve (Saint-Avé an anv gallek ofisiel) zo ur gumun e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan, e kanton Gwened-3. Anv Erwan Vallerie ː Senteve, 1333, 1387, 1397 ; Senteve, Sainteve, Lentive, 1453 ; Saincteve, 1516 ; S. Eve, 1630 ; Saint-Avé, 1779. Gerdarzh Ogée, Jean (1788) : dindan an anv Sainte-Avé, keneilez sainte Ursule hag a veve er , eo an iliz. Marteville, A & Varin, P. (1843) : Sanctœ-Aviœ gwechall. Embannadurioù Flohic (1996) : dianav ; n'eus sant(ez) ebet anvet Avé ; kalz a vartezeadennoù zo bet savet evit displegañ an anv-se ː Saint-Avoye, Saint-Ivy, 'Sainte-Ève', Saint-Avit hag all. Ofis publik ar Brezhoneg / KerOfis : Sant-Teve ; Senteve 1333 ; ecclesia parochiall de Senteve, 1333 ; Senteve, 1338 , 1387 : Sainteve, 1397 ; Sainct Eve, 1427 ; Le Bourg St Eve, 1427 ; Sainct Eve, 1448 ; Senteve,Sainteve, Lentive, 1453 ; Sainct Eve, 1464 ; St Ave, 1475 ; Sainct Evve, 1477 ; Sainct Eve, 1481 ; Sai(n)t Ave, 1494 ; St Ave, 1500 ; Sainct Eve, bourgc de St Eve, bourgc et paroesse de St Eve, 1514 ; Saincteve, 1516 ; Sainct Eve, 1536 ; Sainct Aué, 1620 ; S. Eve, 1630 ; Sainct Aué, 1685 ; Le Bourg et paroisse de St-Aué, 1707 ; Sainte-Avé, 1779 ; Saint-Avé, 1870. Ardamezioù Rannet : ouzh 1 en gul e flourdilizenn en aour heuliet gant teir c'hreskenn ivez en aour ; ouzh 2 en argant e deir fempdiliaouenn en gul ; e gab en erminoù. Istor Dispac'h Gall Melestradurezh : krouet e voe kumun Sant-Teve e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Sant-Teve da benn ur c'hanton, hini Sant-Teve; teir c'humun a oa ennañ: Plaodren, Sant-Teve ha Sterwenn; e Bann Gwened e oa. Lakaet e voe Sant-Teve en Arondisamant Gwened e 1800 ha dilamet ar c'hanton e 1801, gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix: e Kanton Gwened-Reter e voe lakaet ar gumun e 1801. Brezel-bed kentañ 45 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,77 % eus he foblañs e 1911. Eil Brezel-bed 35 den a voe fuzuilhet en dachenn-tennañ gant an Alamaned. tri den eus ar gumun a voe fuzuilhet gant an Alamaned, unan all a varvas en ur c'hamp-bac'h. Mervel a reas c'hwec'h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.   Brezelioù didrevadenniñ Mervel a reas ur milour e Brezel Indez-Sina hag unan all e Brezel Aljeria. Monumantoù ha traoù heverk Kamp Kezar Iliz sant Gervais ha sant Protais (XVvet-XIXvet) Chapel Itron-Varia-al-Loc'h (1475-1494); (e Sant-Eve-an-Traoñ); Kroaz-kalvar Itron-Varia-al-Loc'h (XVvet); Feunteun Chapel Sant Mikael (-) Chapel Lezvaeleg (1882) Kastell Plezans (kouezhet en e boull er ) Kastell Ruillac (-XVII kantved) Kastell Kerozer (-{{XIXvet kantved})) Kastell Beauregard (>-XIX kantved) Maner Kermelin (XVII kantved) Maner Trevianteg (XVI kantved-XVII kantved) Maner Koetigo Malenfant (XVI kantved-XVII kantved) Maner Lesnevez (XV kantved-XVI kantved) Maner Trebrat, gant e chapel eus ar XVII kantved Maner Berval Maner Botlore Maner ar C'hreisker, gant e c'houldri Maen ar Re bet fuzuilhet e Kermelin (e sonj d'ar rezistanted yaouank bet fuzulihet eno etre 1941 ha 1944) Monumant ar re varv. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Brezhoneg Ya d'ar brezhoneg D'ar 25 a viz Meurzh 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. D'ar 26 a viz Mae 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1. D'an 19 a viz Du 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2. Deskadurezh Klasoù divyezhek a zo eno : unan katolik gant Dihun abaoe 2001 hag unan publik gant Div Yezh abaoe 2005. E distro-skol 2022 e oa enskrivet 153 skoliad er c'hlasoù divyezhek (14 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) Tud Ardamezeg ar familhoù Gevelliñ Liammoù diavaez Sant-Teve war lec'hienn Geobreizh Levrlennadur Abalain, Hervé : Les noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000 Éditions Flohic (a-stroll) : Le patrimoine des communes du Morbihan, 2 levrenn, 1996 Marteville, Alphonse & Varin, Pierre (kendalc'herien J. Ogée) : Nouveau dictionnaire de Bretagne, 1843. Ogée, Jean (1728-1789) : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, 1778 (peder levrenn). Potier de Courcy, Pol : Nobiliaire et armorial de Bretagne Tanguy, Bernard : Les noms de lieux bretons, Emgleo Breiz, 2015 Vallerie, Erwan : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez — Corpus – Traité de toponymie historique de la Bretagne, An Here, 1995 '' Notennoù ha daveoù Kumunioù ar Mor-Bihan Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790 Kumunioù Bro Wened
5232
https://br.wikipedia.org/wiki/Liger-Atlantel
Liger-Atlantel
Liger-Atlantel (distaget: ), Loire-Atlantique e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E gevred ar vro emañ, Naoned eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 44 an niverenn roet dezhañ. Abaoe ma'z eo savet ar rannvroioù gall eo bet lakaet e Rannvro velestradurel Broioù-al-Liger ha neket e hini Breizh. 1 301 325 a annezidi a zo ennañ hervez sifroù an EBSSA e 2011. 12vet departamant Frañs eo e-keñver poblañs dre se. Douaroniezh Istor D'ar 4 a viz Meurzh 1790 e oa bet krouet an departamant, hervez lezenn an 22 a viz Kerzu 1789. Loire-Inférieure (Liger-Izelañ) e oa e anv neuze. D'an 9 a viz Meurzh 1957 e oa bet adanvet Loire-Atlantique (Liger-Atlantel), diwar ar stêr Liger hag a dreuz an departamant, hag ar Meurvor Atlantel. Bevennoù Bro-Naoned a yae d'ober an departamant mui ul lodenn eus su eskopti Roazhon (war-zu Bro-Vaez) met ul lodenn eus bro Redon a yeas gant eskopti Roazhon ha bro Vitau a yeas gant ar Mor-Bihan, un toullad parrezioù eus Marzioù Breizh hag a oa e Bro-Naoned a voe staget ouzh departamant ar Vañde. D'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe krouet rannvroioù ekonomikel gant gouarnamant Vichy ha distaget al lodenn-mañ eus Breizh evit he bodañ gant departamantoù all e rannvro Anjev. E 1955 e voe krouet rannvroioù programm ha kadarnaet an dibab lodenniñ e Breizh dre daou damm pa'z eas Liger-Atlantel gant rannvro Broioù-al-Liger. N'eus ket bet a zistro war an dibab-mañ pa oa bet krouet ar prefetioù rannvro e 1964 pe an desavadurioù publik rannvroel e 1972 pe c'hoazh ar rannvroioù evel gwir strollegezhioù lec'hel e 1982. Daoust d'ar sontadegoù (75% eus al Liger-Atlanteliz a-du evit adstagañ o departamant ouzh ar peurrest eus Breizh), ar manifestadegoù abaoe 30 vloaz ha votadegoù a-du e Kuzul-departamant Liger-Atlantel hag e Kuzul-rannvro Breizh e chom difiñv an traoù. D'an 10 Here 2005 en em vodas ur bodad-labour kuzulerien-rannvro Breizh ha kuzulerien-departamant Liger-Atlantel e Redon evit kregiñ da labourat asambles koulz diwar-benn ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh. Brezhoneg 4 c'humun a zo ur skol divyezhek enno (Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Savenneg). 0,3% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. E miz Mezheven 2008 e oa bet divizet lakaat panelloù divyezhek war an hentoù-departamant stok ouzh an departamantoù breizhat all. Arondisamantoù Liger-Atlantel Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz Arondisamant Naoned Arondisamant Sant-Nazer Prezidanted Kuzul-departamant Liger-Atlantel Abel Durand (1945-1970) Jean du Dresnay (1970-1976) Charles-Henri de Cossé-Brissac (1976-1994) Luc Dejoie (1994-2001) André Trillard (2001-2004) Patrick Mareschal (2004-2011) Philippe Grosvalet (2011-) Gwelet ivez Kuzulierion jeneral Liger-Atlantel Liammoù diavaez Lec'hienn ar C'huzul-departamant Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti) Touristañ el Liger-Atlantel Dave ha notennoù Departamantoù Breizh Departamantoù Broioù al Liger
5233
https://br.wikipedia.org/wiki/22%20Here
22 Here
Sant an deiz : Sant Morvan Darvoudoù 1870 : embannet eo gant Léon Gambetta an dekred o fiziout penn Nerzhioù Breizh (Arme Breizh) er c'hont Émile de Kératry. 1938 : kentañ luc'heiladenn biskoazh graet gant an ijinour stadunanat Chester Carlson. 1941 : lazhadeg seizh gouestlad warn-ugent e Kastell-Briant ha c'hwezek all e Naoned gant an Alamaned. 1956 : lakaet harz war Ahmed Ben Bella. 2009 : embannet eo an dekred a ro o anvadur orin kontrollet (AOK) da ognon Rosko. Ganedigezhioù 1729 : Johann Reinhold Forster, pastor kalvinat ha naturour alaman. 1811 : Franz Liszt, sonaozer ha pianoour aostrian-hungarian. 1913 : Bảo Đại, Impalaer diwezhañ Viêt Nam. 1921 : Georges Brassens, barzh ha kaner gall. 1929 : Lev Yachin, melldroader etrebroadel soviedat. 1943 : Catherine Deneuve, aktourez c'hall. 1952 : Jeff Goldblum, dremmour stadunanat. Marvioù 741 : Karl Martel, dug Aostrazia, ha maer ar palez. 1383 : Fernando I, roue Portugal hag Algarve. 1882 : János Arany, barzh hungarek. 1895 : Daniel Owen, romantour kembraek. 1906 : Paul Cézanne, livour gall. 1973 : Pablo Casals, muzisian spagnol. 1987 : Lino Ventura, aktour italian. 1990 : Louis Althusser, prederour gall. Lidoù Iliz katolik roman Sant Fulup, eskob Heraklea, Hermez, diagon ha Sever, beleg, an tri anezho merzherien (303) Sant Maelvon, eskob kentañ Rouen, ganet e Kêrdiz (Kembre) abostol Bro-ar-Galeted (Caux) (314) Sant Benead Merzhereg, penitiour eus Gres deuet da Verzhereg e Bro Redon (8vet kantved) Sant Moderan (mesket gant sant Moran), eskob Roazhon (enoret e Parma en Italia) (8vet kantved) Notennoù ha daveennoù Here 22
5237
https://br.wikipedia.org/wiki/Diouleg
Diouleg
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo an diouleg (dioula). Peuzheñvel eo ouzh ar bambareg, ken tost an eil yezh ouzh eben evit saozneg Breizh-Veur ouzh hini ar Stadoù Unanet. Gwelet ivez Yezhoù mandingek Bambareg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù Burkina Faso Yezhoù mandingek
5238
https://br.wikipedia.org/wiki/Maninkeg
Maninkeg
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar maninkeg (maninka) pe malinkeeg (malinké). Komzet e vez ar maninkeg gant ar Valinkeed e Ginea hag e Mali. Peuzheñvel eo ar yezh-mañ ouzh ar bambareg. Gwelet ivez Yezhoù mandingek Bambareg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ginea Yezhoù Mali Yezhoù mandingek
5239
https://br.wikipedia.org/wiki/Mandinkeg
Mandinkeg
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar mandinkeg (mandinka) komzet gant tro-dro da 1,2 milion a dud e Senegal, Gambia hag e Ginea-Bissau. Yezh pennañ Gambia an hini eo e-keñver an niver a dud a ra ganti. Tost a-walc'h eo ar yezh-mañ d'ar bambareg dre vras. Skrivet e vez ken alies all gant al lizherenneg arabek ha gant al lizherenneg latin. Implijet e vez a-wechoù ivez un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur nkoek. Gwelet ivez Yezhoù mandingek Liammoù diavaez Lec'hienn gant dafar diwar-benn ar wolofeg hag ar mandinkeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Gambia Yezhoù Ginea-Bissau Yezhoù Senegal Yezhoù mandingek
5240
https://br.wikipedia.org/wiki/Foneg
Foneg
Ur yezh gbeek eus skourr ar yezhoù kwaek eo ar foneg (saozneg: fon; foneg: fɔngbe) komzet gant tro-dro da 1,7 milion a dud e Benin dreist-holl. Ur yezh dezrannel gant tonennoù an hini eo evel an holl yezhoù gbeek. E 1992 eo bet disklêriet ar foneg unan eus ar c'hwec'h yezh ofisiel evit kelenn d'an dud deuet e Benin. Gwelet ivez Yezhoù gbeek Liammoù diavaez Deskiñ foneg Lec'hienn diwar-benn ar foneg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Benin Yezhoù gbeek
5241
https://br.wikipedia.org/wiki/Geneg
Geneg
Ur yezh gbeek eo ar geneg (gẽ, gen-gbe pe mina; saozneg: gen) komzet gant 327.000 den e gevred Togo (200.900 den) hag e Mono e Benin (126.000 den). Ur yezh dezrannel gant tonennoù an hini eo evel an holl yezhoù gbeek. Gwelet ivez Yezhoù gbeek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Togo Yezhoù Benin Yezhoù gbeek
5242
https://br.wikipedia.org/wiki/Eweeg
Eweeg
Ur yezh gbeek eus skourr ar yezhoù kwaek eo an eweeg komzet gant tro-dro da 2,5 milion a dud evel yezh kentañ ha gant 0,5 milion all evel eil yezh e Ghana ha Togo. Implijet e vez an eweeg e skolioù eil-derez Ghana hag ivez evit kelenn d'an dud deuet e Togo. Ur yezh dezrannel gant tonennoù an hini eo evel an holl yezhoù gbeek. Gwelet ivez Yezhoù gbeek Liammoù diavaez Ethnologue report for Ewe Dafar diwar-benn an eweeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Togo Yezhoù Benin Yezhoù Ghana Yezhoù gbeek
5243
https://br.wikipedia.org/wiki/Tony%20Blair
Tony Blair
Anthony Charles Lynton Blair, a vez graet Tony Blair anezhañ, zo ur politikour eus Breizh-Veur, ganet d'ar 6 a viz Mae 1953 e Dinedin (Bro-Skos). Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet eo eo bet etre miz Mae 1997 ha miz Mezheven 2007. E St John's College en Oxford en deus kaset e studioù. Goude bezañ tapet e destenn-skrid a alvokad ez eas gant Strollad al Labour met korbellet e voe en dilennadegoù kannaded e 1982. War-lerc'h ez eas gant tu adreizhañ ar strollad. E 1994 ez eas John Smith d'an anaon diwar ul lamm-galon. Blair a savas emglev gant Gordon Brown evit bezañ e penn ar strollad: Blair a vefe kentañ Ministr, Brown a yafe karg an Ekonomiezh gantañ. D'ar 1añ a viz Mae 1997 e voe dilennet Blair e penn ar vro goude un trec'h splann ouzh ar mirour John Major. 18 vloaz oa ne oa ket bet al Labour e penn ar vro. Etre 1997 ha 2001 e lakaas e vro e da gemer perzh e brezel Kosovo. Brasoc'h c'hoazh e voe trec'h al Labour e 2001. Ar C'hentañ Ministr a zo padet ar pellañ eo Blair (en e raok eo Harold Wilson an hini a oa padet ar muiañ a-raok, etre 1964 ha 1970). A-du gant ar Stadoù-Unanet eo savet bepred evit an aferioù diavaez, koulz e-pad ar brezel en Afghanistan pa gasas di al lu Saoz d'ar 6 Here 2001 pe en Irak, daoust d'ar muiañ-niver bezañ a-enep dezhañ en e vro. Da skouer ez eas ur milion a dud da vanifestiñ a-enep ar brezel e Londrez d'ar 15 C'hwevrer 2003 met derc'hel a reas Blair d'e soñj ha d'an 18 a viz Meurzh ez eas 42 000 soudard da Irak. D'ar 7 Mezheven 2001 e voe trec'h war an Tories evit an eil gwezh hag ur muiañ-niver klok gant al Labour adarre. D'ar 6 a viz Mae 2005 ez eas ar maout gantañ evit an trede gwezh da heul, ar pezh na oa bet c'hoarvezet biskoazh evit strollad al Labour. E miz Mezheven 2007 e roas e zilez ha Gordon Brown, eus e strollad, a zeuas da vezañ Kentañ Ministr. Liammoù diavaez Politikourien Breizh-Veur Kentañ Ministred ar Rouantelezh-Unanet Ganedigezhioù 1953
5245
https://br.wikipedia.org/wiki/Stefan%20Zweig
Stefan Zweig
Stefan Zweig, bet ganet e Vienna (en Impalaeriezh Aostria-Hungaria d'an ampoent) d'an 28 a viz Du 1881, ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro (Brazil), a zo ur skrivagner, saver pezhioù-c'hoari, buhezskridour ha kazetennour alamanek. En e amzer e oa unan eus brudetañ skrivagnerien ar bed. Buhez Dre ma oa pinvidik a-walc'h evit chom hep labourat e tremen bloavezhioù o veajiñ en Europa, Indez (e 1910) hag ar Stadoù-Unanet (1912). Deskiñ a ra meur a yezh estren, ha dizoleiñ sevenadur hag arzoù-kaer Europa. Dont a ra da vezañ mignon da Romain Rolland, Sigmund Freund, Charles Vildrac hag ar barzh flandrezat Emile Verhaeren. Treiñ a ra en alamaneg oberoù Charles Baudelaire, Arthur Rimbaud, Paul Verlaine ha John Keats. Sevel a ra a-enep ar Brezel Bras, ur brezel hag a zo kontrol d'ar spered european, hervezañ. E vuhez skrivagner a zo bet dalc'hmat ur menoz hepken : sevel liammoù etre sevenadurioù Europa. E 1934 ez a kuit eus Aostria evit en em staliañ e Londrez (Bro-Saoz), ken dic'houzañvus e teu da vezañ an tagadennoù enepyuzev en e vro. An nazied a sav a-enep e oberenn, ha taolet e vez e levrioù en tantad, war ur blasenn foran e Berlin zoken. Kuitaat a ra ar Rouantelezh-Unanet avat evit kaout repu e Brazil e 1941. Skoet eo gant follentez Mab-Den, ar brezel-bed nevez, trec'h an nazied, ha marv e uhelbal a beoc'h. Divizout a ra en em lazhañ, asambles gant e wreg Lotte, d'an 23 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro. Savet en deus Stefan Zweig un oberenn liesseurt : romantoù, danevelloù (Ar c’hoari-echedoù), buhezskridoù (Fouche, Hölderlin, Balzac, Mary Stuart…), pezhioù-c'hoari (Volpone). Oberennoù Vergessene Träume (1900), danevell Silberne Saiten (1901), barzhonegoù Der Stern über dem Walde (1904), danevell Die Liebe der Erika Ewald (1904), danevell Tersites(1907) Brennendes Geheimnis (1911), danevell Geschichte in der Dämmerung (1911), danevell Erstes Erlebnis. Vier Geschichten aus Kinderland (1911) Angst (1920), danevell Amok (1922), danevell Die Augen des ewigen Bruders (1922), danevell Verwirrung der Gefühle (1927), danevell Sternstunden der Menschheit (1927) Untergang eines Herzens (1927), danevell Drei Dichter Casanova – Stendhal - Tolstoi (1928), buhezskridoù Joseph Fouché (1929), buhezskrid Die Heilung durch den Geist. Mesmer - Mary Baker Eddy - Freud (1930) Marie Antoinette (1932), buhezskrid Maria Stuart (1935), buhezskrid Triumph und Tragik des Erasmus von Rotterdam (1935) Die schweigsame Frau (1933) Castellio gegen Calvin oder Ein Gewissen gegen die Gewalt (1936) Baumeister der Welt (1936) Die gleich-ungleichen Schwestern (1937), danevell Magellan (1938), buhezskrid Ungeduld des Herzens (1939) Schachnovelle (Ar c’hoari-echedoù) (1941), danevell Die Welt von Gestern (1942), Emvuhezadur Balzac, buhezskrid Rausch der Verwandlung, romant diechu Brief einer Unbekannten (Lizher ur vaouez dianavez) Ben Johnson's "Volpone", reuzc'hoari Oberennoù troet e brezhoneg War al lenn, troet gant Herve Gouedard in Al Liamm Niv. 323 (Du-Kerzu 2000) Ar c'hoari-echedoù, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013 Lizher ur vaouez dianavez, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013 Meneger ar skrivagnerien Ganedigezhioù 1881 Marvioù 1942 Skrivagnerien Aostria Skrivagnerien alamanek Vienna
5246
https://br.wikipedia.org/wiki/Breizh-Veur
Breizh-Veur
Breizh-Veur (gouezeleg Skos: Breatainn Mhòr, kembraeg: Prydain Fawr, kerneveureg: Breten Veur, saozneg Great Britain, skoteg Greet Breetain) zo un enezenn eus Europa ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezidi e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude Java ha Honshu. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe vras, da skouer Iwerzhon er c'hornôg hag Enez-Vanav etrezo. Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes (Môn, Inizi Gall, Wight...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos hag o c'hêrioù-penn: Londrez, Kerdiz ha Dinedin. Asambles gant Hanternoz Iwerzhon ez a d'ober ur stad anvet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e 1707 gant unvaniezh Bro-Saoz ha Bro-Skos evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e 1801 gant stagadenn Iwerzhon ouzh ar Rouantelezh. E 1921 eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ. E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar Beinn Nibheis (Ben Nevis) (1 343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar Severn (336 km; Hafren e kembraeg). Anv Meneg kentañ an enez a vez kavet e-barzh labour Aristoteles, Diwar-benn an Hollved, e-lec'h ma lâr : "Div enezenn vras a zo ennañ, an Inizi Predenek, Albion hag Ierne". Meneget eo bet e-pad pell an anv Preden evit komz diwar-benn ar strollad inizi pa veze implijet Albion evit Breizh-Veur. Anv kentañ an enez a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe insula Albionum. Dont a ra an anv pe eus al latin albus a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù Dover) pe eus "enezenn an Albiones meneget gant Pytheas. Gallout a reer tostaat an anv eus anv gouezelek Bro-Skos, Alba, a zo kar ouzh hini ar menezioù Alp(où). Yezhoù all En latin e vez lavaret Britannia major, enebet ouzh Britannia minor, Breizh ar Vretoned hiriv; En saozneg e vez lavaret Britain, diwar ar ger latin Britannia; eus Enez-Vreizh e vez graet Celtic Britain, Roman Britain, pe Medieval Britain, hervez ar mareadoù. En galleg e vez lavaret Grande-Bretagne eus Enez Vreizh. E kembraeg e vez lavaret Prydain, a zo bet amprestet d'ober Preden e brezhoneg, d'ober anv eus Breizh-Veur, ha diwar-se Ynys Brydain eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg, Ynysoedd Prydain eus an inizi anvet Brish Isles e saozneg, da lavarout eo Iwerzhon hag an inizi tro-dro koulz hag all. Ekonomiezh Breizh-Veur etre 1850-1920 Adalek an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo. Ur c'halloud greantel liammet ouzh un impalaeriezh trevadennel E Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850. Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol Suez, funoù telegrafek is-morel). Er memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar vro. Profitañ a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E 1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel. Ur bennadurezh arc'hantel Dindan renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City, kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak 40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20 vet kantved. An eskemm-frank Ar mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith. Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan, Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 % eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet en-diavaez eus Europa. Ur sked etrevroadel Ur vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao, sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851. Ar bevennoù Diaesoc'h e teuas an traoù da vezañ evit Breizh-Veur adalek en eil kemmdro greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel Breizh-Veur. Gwelet ivez Enez Vreizh Preden Notennoù Rouantelezh-Unanet Inizi Europa
5248
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kwaek
Yezhoù kwaek
Ur skourr eus ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù kwaek komzet e gevred Aod an Olifant, e Ghana, Togo ha Benin hag ivez e biz Nigeria. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù kwaek: Yezhoù nyoek (50 yezh komzet dreist-holl e Ghana hag e su Aod an Olifant) Yezhoù akanek Gaeg Adangmeg Yezhoù anyiek Baoleg Yezhoù potouek-tanoek Gwangeg Logbaeg Yezhoù ar riblenn gleiz (25 yezh komzet e reter ar stêr Volta e Ghana, Togo, Benin hag ivez e biz Nigeria) Yezhoù gbeek (komzet gant 5 milion a dud en holl) Yezhoù kwaek Yezhoù Afrika Yezhoù Aod an Olifant Yezhoù Ghana Yezhoù Togo Yezhoù Benin Yezhoù Nigeria
5249
https://br.wikipedia.org/wiki/Adangmeg
Adangmeg
Ur yezh kwaek eo an adangmeg (adangme) pe dangmeg (dangme) komzet gant tro-dro da 825.000 den e Ghana. Gwelet ivez Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù Ghana Yezhoù kwaek
5251
https://br.wikipedia.org/wiki/Gaeg
Gaeg
Ur yezh kwaek eo an gaeg (ga) komzet gant tro-dro da 300 000 den en Accra e Ghana hag e su Togo. Gwelet ivez Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Diskleriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e gaeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù kwaek Yezhoù Ghana
5252
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20akanek
Yezhoù akanek
Ur skourr eus ar yezhoù kwaek eo ar yezhoù akanek komzet e Ghana hag Aod an Olifant: Akaneg Akwapemeg (akuapem) Asanteg (ashanti) Fanteg (fante, fanti, mfantse) Agoneg (agona) Ahafoeg (ahafo) Akyemeg (akyem bosome) Anyieg (anyi) Aseneg (asen) Atieeg (attié) Baoleg (baulé) Brongeg (brong) Tchakoseg (chakosi) Dankyireg (dankyira) Gwangeg (guang) Kwahoueg (kwahu) Twieg (twi) Liammoù diavaez Geriadur akaneg unvan Yezhoù akanek
5253
https://br.wikipedia.org/wiki/Baoleg
Baoleg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar baoleg (baoulé) komzet en Aod an Olifant. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù anyiek
5254
https://br.wikipedia.org/wiki/Logbaeg
Logbaeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù potouek-tanoek eo al logbaeg (ikpana) komzet gant tro-dro da 7 500 den e gevred Ghana (2003). Gwelet ivez Yezhoù kwaek Liammoù diavaez Ethnologue Rosetta Project Yezhoù Ghana Yezhoù potouek-tanoek
5255
https://br.wikipedia.org/wiki/23%20Here
23 Here
Sant an deiz : Sant Drenwal Darvoudoù 1922 : mont a ra Andrew Bonar Law da Gentañ ministr ar Rouantelezh-Unanet. 1941 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Dumbo e New York (Stadoù-Unanet Amerika). 1942 : kregiñ a ra Eil Emgann El Alamein. 1946 : bodadeg kentañ Aozadur ar Broadoù Unanet e New York. 1940 : emgav etre Francisco Franco hag Adolf Hitler e Hendaia. 1956 : penn-kentañ an dispac'h en Hungaria. 1702 : Emgann war vor Bae Vigo. 1967 : skignet eo er Stadoù Unanet ar film How I Won the War (John Lennon evel aktour). Sportoù 1974 : dilennet eo Moskov gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Vienna evit degemer an C'hoarioù Olimpek hañv e 1980. Ganedigezhioù 1817 : Pierre Larousse, holloueziadurour, geriadurour hag embanner gallek. 1844 : Sarah Bernhardt, komedianez c'hall. 1893 : Gummo Marx, aktour stadunanat. 1862 : Léon Durocher, barzh ha kaner gall. 1912 : Daniel Clérice, aktour sinema gall. 1940 : Pelé, melldroader etrebroadel brazilian. 1942 : Michael Crichton, skivagner skiant-faltazi stadunanat. Marvioù 1872 : Théophile Gautier, arzvarnour, barzh ha skrivagner gallek. 1905 : Émile Oustalet, loenoniour gall. 1917 : Eugène Grasset, engravour, kinklour, savour skritelloù ha tisavour gall. Lidoù Iliz katolik roman Sant Severin, eskob e Bourdel enoret e Kaodan, Plabenneg, Pabu, Sant-Segal ha Sant-Sever () Sant Kufan, penitiour, patron parrez Pluguen (Plugufan) Sant Yann Kapistran, breur minor eus Illiria () Here 23
5256
https://br.wikipedia.org/wiki/Adjaeg
Adjaeg
Ur yezh gbeek eo an adjaeg (aja, ajagbe, adja) komzet gant tro-dro da 1.300.000 den e Togo. Ur yezh dezrannel gant tonennoù an hini eo evel an holl yezhoù gbeek. E 1992 eo bet disklêriet ar adjaeg unan eus ar c'hwec'h yezh ofisiel evit kelenn d'an dud deuet e Benin. Div rannyezh pennañ ez eus: an dogboeg ar skipieg Gwelet ivez Yezhoù gbeek Yezhoù Togo Yezhoù Benin Yezhoù gbeek
5257
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20c%27hwlaek-c%27hwelek
Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek
Ur skourr eus ar yezh gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (LFE: [χʷlà χʷèlá]; saozneg phla-pherá) komzet dreist-holl e gevred ha mervent Benin ha nebeutoc'h ivez e gevred Togo ha mervent Nijeria gant etre 400.000 ha 700.000 den. Unan eus skourroù bihanañ ar yezhoù gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek, hag ouzhpenn-se ez eo ar yezhoù-mañ ar re disheñvelañ diouzh are yezhoù gbeek all dre ma'z int bet lezonet -don gant ar yezhoù all komzet en o zro. Daou vloc'had pennañ ez eus: Ar yezhoù c'hwlaek (anvet ivez pla, fla, kpla, xwla, hwla) Ar yezhoù c'hwelek (anvet ivez peda, fida, houéda) N'eo ket gwall sklaer penaos e tlefer renkañ ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek ez-resis, met setu penaos e vezont isranket peurliesañ: Aladeg (alada, arda); mervent Nijeria Tolieg (tɔli, tori); Proviñsoù Atlantel ha Weme e Benin Tofineg (tɔfin); Proviñs Weme e Benin C'hweleg; Proviñs Atlantel e Benin C'hwlaeg; war ar vevenn etre Togo ha Benin Ayizeg; (ayizɔ, ayize); Proviñs Weme e Benin Kotafoneg (kotafon); Proviñs Mono e Benin Tsapeg (tsáphɛ, sahwe); norzh Proviñs Mono e Benin Gbési (Gbesi); Proviñs Mono e Benin Seeg (sɛ); kornôg Proviñs Mono e Benin. Gwelet ivez Yezhoù gbeek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek
5259
https://br.wikipedia.org/wiki/Silvio%20Berlusconi
Silvio Berlusconi
Silvio Berlusconi (Milano, 29 Gwengolo 1936 - 12 Mezheven 2023) a oa ur politiker italian. Prezidant ar C'huzul eo bet en Italia dre deir gwech etre 1994 ha 2011. A-douez an holl brezidanted eus ar C'huzul eo an hini a zo chomet ar pellañ e penn ar stad Italian. Penn-embregerezh eo. E 1960 e savas e stal sevel tiez : Cantieri Riuniti Milanesi S.p.a. E 1978 e krouas Telemilano, ur chadenn skinwel dre ar fun a skign abadennoù e Lombardia penn-da-benn. E 1986 e krogas da brenañ chadennoù e pevar c'horn Europa: ar Bempvet e Frañs (1986), Telefünf e Alamagn (1987), Telecinco e Spagn (1989). Gant ar sport e krogas da astenn e levezon ivez pa brenas skipailh mell-droad ar Milan AC e 1986. E strollad-embregerezhioù Fininvest eo an eil strollad prevez en Italia. An den pinvidikañ en Italia eo. E 1994 e krogas gant ar politikerezh. Mignon da Vettino Craxi (rener ar Strollad Sokialour Italian) e oa ha lakaet e voe diaes gant enklaskadeg Mani Pulite. Forza Italia eo anv ar strollad a savas ha mont a reas an trec'h gantañ en dilennadegoù goude bezañ savet un emglev gant Kevre an Norzh (Lega Nord). Ar re-mañ a savas a-eneptañ buan a-walc'h avat hag echu e voe gant gouarnamant Bersluconi. E miz Mezheven 2001 ez eas da benn ar vro adarre. E penn un emglev edo etre Forza Italia, an Emglev Broadel, (Alleanza Nazionale), an UDC hag al Lega Nord. Emañ e penn ar gouarnamant abaoe ha pa vefe bet meur a cheñchamant en e skipailh (19 en ur ober 4 bloaz). Ar gouarnamant a zo bet padet an hirañ eo e istor ar Republik. Aet eo er-maez gant e gostezenn e miz Ebrel 2006 avat, ha Romano Prodi an hini a zo aet e-barzh gant an tu kleiz en e lec'h. Distreiñ a ra buan e penn an traoù e 2008 met e miz Du 2011 e ro e zilez hag aet anvet an armerzhour Mario Monti en e lec'h. Liammoù diavaez "Berlusconi: a threath for European democracy?" "Berlusconi is taking over the European mediamarket" "Silvio Berlusconi and the 2008 election campaign " Ganedigezhioù 1936 Politikourien Italia Kentañ Ministred Italia Tud a afer Italia
5260
https://br.wikipedia.org/wiki/Gerhard%20Schr%C3%B6der
Gerhard Schröder
Ganet eo Gerhard Fritz Kurt Schröder d'ar 7 a viz Ebrel 1944. E penn Republik Alamagn eo bet etre ar 7 Here 1998 hag an 10 Here 2005, gant ar garg a gañseller. E Mossenberg eo bet ganet en arondisamant Lippe. E Hannover emañ o chom. E 1963 ez eas da ezel eus an SPD (Sozialdemokratische Partei Deutschlands, Strollad sokial-demokrat Alamagn). E penn ar strollad eo bet pa oa bet roet e zilez gant Oskar Lafontaine e miz Meurzh 1999. D'an dilennadegoù a oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 2002 e voe trec'h evit an eil gwezh pa oa e penn un emglev etre an SPD hag ar Re C'hlas (Die Grünen). A-enep krenn ar brezel en Irak e savas. Ur souezhadenn e voe evit ar Stadoù-Unanet pa oant boas da c'hellout en em harpañ war Alamagn abaoe an Eil brezel bed. Evit Schröder e voe un taol-kaer evit gounit an dilennadegoù pa oa partiet fall hervez ar sontadegoù. Adreizhañ lezennoù sokial ar vro en deus klasket ober a-hed ar seizh bloavezh m'eo bet e penn ar vro. Displijet ez eus bet kalz a dud ha dreist-holl ar re a zo boas da votiñ evit an SPD. Kollet ez eus bet meur a zilennadeg rannvroel gant ar SPD rak se, ken ma oa bet divizet gant Schröder aozañ dilennadegoù hollek d'an 22 a viz Mae 2005 goude bezañ bet trec'het en unan eus kreñvlec'hioù an SPD, e Nordrhein-Westfalen. D'an dilennadegoù d'an 18 a viz Gwengolo 2005 ez eas 34% eus ar mouezhioù gant ar SPD. Deuet brav-tre e oa bet gant Schröder a oa partiet fall e jeu koulskoude : edo par ouzh par gant ar virourien (CDU-CSU). Ne vanke nemet 3 sez d'ar SPD evit bezañ kreñvoc'h eget Angela Merkel, e penn an tu-dehou. Goude ur mizvezh marc'hata e tivizas mont war gil avat ha lezel e strollad da sevel emglev gant ar CDU-CSU. Fin rummad ar bloavezhioù 1968 e oa gant disparti Schröder hag e vinistr e penn an aferioù diavaez : Joschka Fischer. Kañsellerien Alamagn Ganedigezhioù 1944
5264
https://br.wikipedia.org/wiki/Torgenn
Torgenn
Ur stumm douarel eo an dorgenn, dezhi stumm un uhelenn vihan, kromm pe blaen he c'hern. Torgennoù pe tergin a lavarer el liester . E gwrizienn an anv emañ ar ger tor, dezhi ster kostez war-bign un uhelenn (gwelet tornaod). Dre astenn-ster e kaver torgenn implijet evit traou bihanoc'h : div dorgenn a vez war gein ar c'hañval. Troioù-lavar Mont ouzh torgenn = kouezhañ Bezañ ouzh torgenn = bezañ trec'het Gerioù kevatal krec'henn, krec'hienn, krugell (uhelenn digenvez), run, tosenn, tuchenn hag ivez bre, bren en anvioù-lec'h. diwar ar ger krugell e teu an anv krugell-verien. Skeudennoù Gwelet ivez Torosennadur Tor Menez Bre Bronn (disheñvelout) Dun geomorfologiezh torosennadur
5265
https://br.wikipedia.org/wiki/Liorzherezh
Liorzherezh
Un obererezh dudi gant implij barregezh evit lakaat ar plant da greskiñ en ul liorzh eo al liorzherezh. Pal pennañ al liorzhour eo sevel un endro kenedus ha plijus, ur pall all a zo kaout boued (frouezh, legumaj ha plant frondus). Graet e vez gant hiniennoù dreist-holl war-dro o zi. Ouzhpenn al liorzhoù a-dal d'an tiez e c'heller liorzhañ war doennoù (liorzh-toenn), atriomoù, balkonoù ha patiooù. Ouzhpenn al liorzherezh-ti e kaver al liorzherezh evit takadoù glas, enno al liorzhoù publik, ar parkoù foran, al liorzhoù-louzawouriezh, ar parkoù dudi, ar zooioù, tro-war-dro al letioù hag lec'hioù touristel all hag ivez a-hed an hentoù. N'eo ket mui hiniennoù a ra war-dro, met ur skipailh liorzhourien gopret. Evit lakaat plant da greskiñ war-dro ar poulloù hag ar gwazhioù e vez kaoz eus al liorzherezh-dour. Posupl eo liorzhañ e diabarzh ur savadur (un ti, un ti-gwer da skouer). Liorzherezh diabarzh e vez graet eus outi. Ret eo degas barregezhioù a-zoare pa lakaer plant da greskiñ en diabarzh ha staliañ sistemoù tommerezh pe sistemoù reizhañ an aer. Liorzherezh ha liorzhouriezh Pa vez anv eus liorzhañ e c'haller komz eus div obererezh kar met disheñvel. Al liorzherezh zo ur seurt gounezerezh hiniennel a zo e fal kaout ul liorzh dudius. Al liorzhouriezh zo ur skourr eus ar gounezerezh a zo e bal produiñ plant evit kaout boued, louzeier pe evit an dudi. Amatour eo an eil peurliesañ pa eo atav micherel egile. Al liorzherezh en arz E meur a sevenadur e vez pouezet war al liorzherezh evel un doare-bevañ ha prederiañ ivez. E Bro-Japan e veze ur varregezh priziet gant ar gadourien Samourai koulz ha gant ar venec'h eus ar skol-preder Zen a sav liorzhoù kinklet dreist. En Europa e kaver tri doare staliañ liorzhoù tro-war-dro d'ar c'hastellioù ha d'ar manerioù : al liorzh a c'hiz Bro-Saoz , hini a c'hiz Bro-C'hall hag hini a c'hiz Bro-Italia. Istor Kavet eo bet roudoù al liorzherezh er Ragistor ha meneget eo bet liorzhoù kenedus Babilon dindan anv Liorzhoù a-istribilh Babilon, unan eus Seizh Marzh ar Bed hervez an Henc'hresianed. Pouezus a oa al liorzhoù en Ejipt ivez. Ar roue Touthmosis III en doa krouet ul liorzh brudet e-kichen kêr Karnak, en Ejipt-huel. En Henroma e veze priziet-tre al liorzhoù ken e veze kavet kantadoù anezho e kêr-Roma. Binvioù liorzhañ Kalz binvioù a zo evit sikour Yann Liorzhour : ar bal, an douraer, ar bener, an droc'herez-geot, ar rastell, ar garigell, ar c'hrenner-treilhoù... Liorzhourien vrudek Sell ouzh ar pennad liorzhour. Gwelet ivez Arboretom Bonsai Gounid legumaj Gwez Leton Liorzh botanikel Liorzhouriezh Liorzh Zen Liammoù diavaez Helpful Gardener Gardening Forum Liorzhañ
5268
https://br.wikipedia.org/wiki/Twieg
Twieg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an twieg (twi, LFE [tɕʷi]). Komzet e vez gant tro-dro da 6 milion a dud e Ghana. Meur a rannyezh a zo, met ken tost int an eil re eus ar re all ma'z eo aezet a-walc'h en em gompren kenetreze. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ghana Yezhoù akanek
5269
https://br.wikipedia.org/wiki/Akaneg
Akaneg
Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ghana Yezhoù akanek Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an akaneg (akana) komzet e Ghana. Klask a ra gouarnamant Ghana reiñ lusk d'ar yezh-mañ. Setu rol ar rannyezhoù akanek pennañ, tost-tre an eil d'eben: Gwelet ivez Yezhoù akanek
5270
https://br.wikipedia.org/wiki/Agoneg
Agoneg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an agoneg (agona) komzet e Ghana. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ghana Yezhoù akanek
5271
https://br.wikipedia.org/wiki/Fanteg
Fanteg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo ar fanteg (fante, fanti pe mfantse) komzet e Ghana. Tost-tre eo d'an akwapemeg ha d'an akaneg ha peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh eus an akaneg evelte ivez. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5272
https://br.wikipedia.org/wiki/Akwapemeg
Akwapemeg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an akwapemeg (akuapem) komzet e Ghana. Tost-tre eo d'an asanteg ha d'ar fanteg ha peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh eus an akaneg evelte ivez. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek Yezhoù Ghana
5273
https://br.wikipedia.org/wiki/Asanteg
Asanteg
Ur yezh kwaek eus skourr ar yezhoù akanek eo an asanteg (ashanti) komzet e Ghana. Tost-tre eo d'an akwapemeg ha d'ar fanteg ha peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh eus an akaneg evelte ivez. Gwelet ivez Yezhoù akanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù akanek
5276
https://br.wikipedia.org/wiki/24%20Here
24 Here
Darvoudoù 1599 : torret eo dimeziñ Marc'harid Bro-C'hall da Herri IV gant ar pab Klemañs VIII. 1648 : sinet eo Feur-emglev Münster ha Feur-emglev Osnabrück (dibenn Brezel Tregont Vloaz). 1838 : dilezel a ra Manuel Oribe e garg a brezidant Uruguay. 1870 : degemeret eo Dekred Crémieux. 1902 : kentañ dislonkadenn volkanek Santa María (Guatemala). 1917 : deroù Emgann Caporetto. 1924 : deiz kentañ prosez Gwilhoù Sezneg e Kemper. 1929 : Black Tuesday e Wall Street. 1940 : kejadenn etre ar marichal Pétain hag Adolf Hitler e ti-gar Montoire-sur-le-Loir. 1964 : dont a ra Zambia da vezañ dizalc'h. 1970 : dilennet eo Salvador Allende da brezidant Chile. 2015 : roet eo Priz Langleiz da Nolwenn Korbell da c'hoprañ pozioù ar c'hanaouennoù bet savet ganti a-hed he micher. Ganedigezhioù 51 : Domitianus, 11 Impalaer roman. 1674 : Charles-François d'Hallencourt de Dromesnil, kont Verdun, prelad ha priñs an Impalaeriezh santel roman german. 1775 : Bahadur Shah II, impalaer mogol diwezhañ India. 1870 : Charles Bourel de la Roncière, istorour ar verdeadurezh. 1885 : Ernest Claes, skrivagner flandrezat. 1887 : Octave Lapize, marc'hhouarner gall, gounideg 8 Tro Bro-C'hall e 1910. 1891 : Pierre Bertin, aktour, leurenner ha leurennaozer gall. 1927 : Gilbert Bécaud, aktour, kaner-sonaozer ha pianoour gall. 1936 : Bill Wyman, kaner-sonaozer ha soner saoz, bet soner gitar-boud ar strollad The Rolling Stones. 1969 : Adela Noriega. Marvioù 304 : Marcellinus, pab. 996 : Huon Capet, roue Bro-C'hall (987-996), diazezer riez ha tierniezh ar Gapesianed. 1945 : Vidkun Quisling, milour ha politikour norvegat. 1949 : Thomas Rowland Hughes, skrivagner kembraek. 1956 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek. 1957 : Christian Dior, dilhadour gall. 1959 : Jean Wall, aktour ha filmaozer gall. 1964 : Émile Couzinet, filmaozer, produour ha saver senario gall. 2004 : Maaja Ranniku, meurc'hoarierez echedoù estonian. 2005 : Rosa Parks, stourmerez evit gwirioù ar re zu e Stadoù Unanet Amerika. 2015 : Maureen O'Hara, aktourez iwerzhonat. Lidoù Iliz katolik roman Sant Malor (pe Magloar), penitiour war Enez-Sark hag abad-eskob Dol (6vet kantved). Sant Marzhin Gwerzhou, diazezer abati Gwerzhou ha Durin (6vet kantved). Sant Seneg (pe Senoc'h), abad-diagon eus Bro-Naoned aet da Vro-Durgn (6vet kantved). Sant Fromont, manac'h e Bro-Redon (10vet kantved). Sant Anton-Mari Klaret, diazezer Urzh Kalon Dinamm Mari (ar Glaretined), katalan hag arc'heskob e Kuba (✝ 1870). Here 24
5278
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20nigerek-kongoek
Yezhoù nigerek-kongoek
Unan eus familhoù-yezhoù pennañ ar bed eo ar yezhoù nigerek-kongoek e-keñver an niver a dud a ra gante, brasder an takad ma vezont komzet hag ivez an niver a yezhoù enni. Etre ar perzhioù boutin a gaver kenetreze e ranker lâret e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù gant an holl yezhoù nigerek-kongoek hag implijout a reont ivez holl gwitibunan tonennoù, peurliesañ div pe deir zonenn met a-wechoù ivez peder. Setu penaos e vez renket peurliesañ ar yezhoù nijerek-kongoek pennañ: Yezhoù kordofanek: (su Soudan) Yezhoù mandeek (Afrika ar C'hornôg) Bambareg (Mali) Soninkeg (Mali dreist-holl met ivez Senegal ha Maouritania) Yezhoù atlantel Wolofeg (Senegal) Fouleg (a-hed ar Sahel) Yezhoù idjoek (Nigeria) Idjoeg Defakeg. Yezhoù dogonek (Mali) Yezhoù senoufoek (Aod an Olifant ha Mali dreist-holl) Senarieg Soupyireg Yezhoù gourek (Ghana dreist-holl met ivez Aod an Olifant, Togo, Burkina Faso ha Mali) Dagbaneg (Ghana) Yezhoù adamawek-oubangek Sangoeg (Republik Kreiz Afrika) Yezhoù krouek: (Afrika ar C'hornôg) Beteeg Nyabweg Dideg Yezhoù kwaek Yezhoù akanek (Ghana) Yezhoù gbeek (Ghana, Togo, Benin ha Nigeria) Eweeg Yezhoù benouek-kongoek Yezhoù bantouek Swahilieg Yoroubeg (Nigeria) Igboeg (Nigeria) Liammou diavaez: Ethnologue Yezhoù nigerek-kongoek
5279
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kordofanek
Yezhoù kordofanek
Renket e vez ar yezhoù kordofanek e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek. Komzet e vezont er menezioù Nuba e Kordofan (Soudan). Isrannet e vez ar yezhoù-mañ e pevar bloc'had pennañ gant meur a yezh hag a rannyezh e pep bloc'had: Yezhoù heibanek Koeg (ko) Warnangeg (warnang) Rereg (rere) Otoroeg (otoro) Logoleg (logo) Heibaneg (heiban pe ebang) Laroeg (laro) Chwaieg (shwai pe shirumba) Tiroeg (tiro) Moroeg (moro) Yezhoù talodiek Tegemeg (tegem) Lafofeg (lafofa) Elamireg (el amira) Ndingeg (nding) Talodeg (talodi pe jomang) Totchoeg (tocho) Atcheroneg (acheron) Loumouneg (lumun) Toroneg (torona) Ngileg (ngile) Dagikeg (dagik pe dengebu) Yezhoù rachadek Rachadeg (rashad) Tegaleg (tegali) Tumaleg (tumali) Morebeg (moreb) Tagoi (tagoi) Turdjoukeg (turjuk) Tingaleg (tingal) Toukoumeg (tukum) Touroumeg (turum) Yezhoù katlek Katleg (katla) Timeg (tima) Yezhoù kordofanek
5281
https://br.wikipedia.org/wiki/Krac%27h
Krac'h
Krac’h (stumm ofisiel : Crach, stumm implijet gant an ti-kêr : Crac'h) zo ur gumun e Breizh lec'hiet e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan. Douaroniezh Bevennet eo Krac'h gant div aber : Stêr Krac'h er c'hornôg hag Stêr an Alre er Reter. En tu all da Stêr Krac'h emañ An Drinded-Karnag er Mervent, Karnag er c'hornôg ha Pleñver er gwalarn. Brec'h hag An Alre a zo en Norzh, Sant-Filiberzh er Su ha Lokmaria-Kaer er gevred. War un dorgenn emañ an iliz parrez hag ar vourc'h, setu e soñj da lod e teu anv ar gumun diwar krec'h pe kreac'h. Anv Erwan Vallerie (1995) ː Craz, 1233 ; Crac, 1233 ; Crach, 1262, 1387, 1438 ; Crah, 1442 ; Crach, 1516, 1630. Ardamezioù En glazur e benn marc'h en aour ; e gab gwriet ivez en glazur karget gant peder flourdilizenn en aour treustellet. Sturienn ː Douar ha Mor. Degemeret gant ar Gumun e 1973. Brudet eo oa Krac'h evit marc'hadoù kezeg e penn-kentañ an . Istor Dont a ra douaroù Krac'h eus diempradur ar barrez kozh Kaer a oa Krac'h ha Lokmaria enni gwezhall. Dispac'h Gall Melestradurezh : krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Lokmaria-Kaer; e Bann an Alre e oa; diskaret e voe kanton Lokmaria-Kaer e 1801 ha lakaet Karnag e kanton Kiberen e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Karnag en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800. Brezel-bed kentañ 87 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, eleze 4,18 % eus he foblañs e 1911. Eil Brezel-bed D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezh ur c'harr-nij B-17 "Up and at them" eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Kerdavid; en e vourzh e kaver pemp karrnijour marvet, pemp milour all a oa deut a-benn da guitaat ar c'harr-nij en ur lammat a-raok gant o harzoù-lamm, met unan anezhe a varvas memes tra; ar re all a voe tapet gant ar soudarded alaman. Mervel a reas 15 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Brezelioù didrevadenniñ Ur gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha daou all e Brezel Aljeria. Monumantoù ha traoù heverk Iliz ha chapelioù Iliz katolik Sant-Turiav (): iliz parrez ; Chapel Itron-Varia ar Plas-Kaer (1873-1874) : savet e bet e lec'h ma oa ur chapel eus ar bet savet gant ar venec'h ruz ; Chapel Lomareg ; Chapel Kervin-Berc'hed ; Chapel Sant-Yann. Kestell ha manerioù Kastell ar Plesis-Kaer () Kastell Rosnarho () Kastell Kerantreizh (dibenn an ) : kavet e vez ar stummoù skrivet Kerantré, Kerentré, Kerentreh ha Kerentrech) Kastell Kergurioné Maner Lokeltaz Maner Kergal Maner Kergleverit Feunteunioù Feunteun Sant-Turiav Feuteun ar Plas-Kaer Feunteun Sant-Armel (er Plas-Kaer) Feunteunioù Lomareg Feunteun Sant-Albin (e Kervin-Berc'hed) Feunteun Sant-Yann Feunteun Kerbirio Feunteun Kervive Feunteun Kerberen Peulvanoù ha taolioù-maen Alez toet al Luffang (n'eo ket toet ken) Taol-vaen Kervin-Brec'hed Taolioù-maen Park Guren (Park Gurun) nepell diouzh bae Sant-Yann Taol-vaen ar Breudreg Taolioù-maen bae Sant-Yann Taol-vaen ar Marc'h Taol-vaen Kerkado Taol-vaen Kergoed Taol-vaen ar Vigeah (aet da get hiziv an deiz) Taol-vaen Kerzug Traoù all Geler Frank : e chapel Lomareg ez eus un arched maen-greun eus ar V- kantved e stumm un drapezenn ma c'heller lenn warnañ I R H A E M A +INRI. Hervez Gweltaz Bernier e ranker kompren amañ eo beziet ar roue. Warog pe Ereg e vefe ar roue-se, an hini en deus roet e anv da Vro-Warog pe Bro-Ereg, ha da Lomareg ivez. Pont roman : Pont-Pesked a vez graet anezhañ dre ma tegemere pesketaerien Kiberen a zeue da gas o fesked da varc'hadourien ar vro. Pont an tri c'hanton ( pe kantved). Milin-vor. Pont-dour roman : ne chom nemet dek piler eus ar pont-se a gase dour a-us da Stêr an Alre eus ar Bonoù war-zu Lokmaria-Kaer. Monumant ar re varv. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Tud Ardamezeg ar familhoù Liammoù diavaez Lec'hienn an ti-kêr Krac'h war lec'hienn Geobreizh Daveoù ha notennoù Kumunioù ar Mor-Bihan Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790 Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
5294
https://br.wikipedia.org/wiki/Tagoieg
Tagoieg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tagoiek (ŋɔ̹́gɔ̹́lɛ̹́) komzet gant tro-dro da 13.000 den e Kordofan e Soudan. Tost-tre eo ar yezh-mañ d'an tegaleg. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5296
https://br.wikipedia.org/wiki/Moroeg
Moroeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar moroeg (moro) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5297
https://br.wikipedia.org/wiki/Tiroeg
Tiroeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tiroeg (tiro) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5298
https://br.wikipedia.org/wiki/Chwaieg
Chwaieg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar shwaieg (shwai pe shirumba) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5299
https://br.wikipedia.org/wiki/Laroeg
Laroeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar laroeg (laro) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5300
https://br.wikipedia.org/wiki/Heibaneg
Heibaneg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar heibaneg (heiban pe ebang) komzet e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5301
https://br.wikipedia.org/wiki/Logoleg
Logoleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar logoleg (logol) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5302
https://br.wikipedia.org/wiki/Otoroeg
Otoroeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar otoroeg (otoro) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5303
https://br.wikipedia.org/wiki/Rereg
Rereg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar rereg (rere) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5304
https://br.wikipedia.org/wiki/Warnangeg
Warnangeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar warnangeg (warnang) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5305
https://br.wikipedia.org/wiki/Koeg
Koeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar c'hoeg (ko) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù heibanek
5306
https://br.wikipedia.org/wiki/Katleg
Katleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar c'hatleg (katla) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù katlek
5307
https://br.wikipedia.org/wiki/Timeg
Timeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an timeg (tima) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù katlek
5308
https://br.wikipedia.org/wiki/Lafofeg
Lafofeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo al lafofeg (lafofa) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5309
https://br.wikipedia.org/wiki/Tegemeg
Tegemeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tegemeg (tege) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5310
https://br.wikipedia.org/wiki/Elamireg
Elamireg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an elamireg (el amira) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5311
https://br.wikipedia.org/wiki/Ndingeg
Ndingeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar ndingeg (nding) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5312
https://br.wikipedia.org/wiki/Talodeg
Talodeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tadoleg (talodi pe jomang)) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5313
https://br.wikipedia.org/wiki/Totchoeg
Totchoeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an totchoeg (tocho) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5314
https://br.wikipedia.org/wiki/Ngileg
Ngileg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar ngileg (ngile) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5315
https://br.wikipedia.org/wiki/Dagikeg
Dagikeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar dagikeg (dagik pe dengebu) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5316
https://br.wikipedia.org/wiki/Toroneg
Toroneg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an toroneg (torona) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5317
https://br.wikipedia.org/wiki/Atcheroneg
Atcheroneg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar atcheroneg (acheron) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5318
https://br.wikipedia.org/wiki/Loumouneg
Loumouneg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo al loumouneg (lumun) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù talodiek
5319
https://br.wikipedia.org/wiki/Rachadeg
Rachadeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar rachadeg (rashad) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5320
https://br.wikipedia.org/wiki/Tegaleg
Tegaleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tegaleg (tegali pe taqali) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5321
https://br.wikipedia.org/wiki/Touroumeg
Touroumeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar touroumeg (turum) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5322
https://br.wikipedia.org/wiki/Tumaleg
Tumaleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tumaleg (tumali) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5323
https://br.wikipedia.org/wiki/Morebeg
Morebeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo ar morebeg (moreb) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5324
https://br.wikipedia.org/wiki/Turdjoukeg
Turdjoukeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an turdjoukeg (turjuk) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5325
https://br.wikipedia.org/wiki/Toukoumeg
Toukoumeg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an toukoumeg (tukum) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek
5326
https://br.wikipedia.org/wiki/Tingaleg
Tingaleg
Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù kordofanek eo an tingaleg (tingal) komzet e Kordofan e Soudan. Gwelet ivez Yezhoù kordofanek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù rachadek en:Tingal language
5328
https://br.wikipedia.org/wiki/An%20Alre
An Alre
An Alre zo ur gumun e Bro-Gwened, e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan. Douaroniezh Anv Alrae, 1081 ; Alrae, 1099 ; Auray, 1129 ; Auraio, 1136 ; Auray, 1139 ; Alrae, 1139 ; Alraycum, 1187 ; Alraium, 1208 ; Elrayo, 1233 ; Elraii, 1241 ; Olraium, 1278 ; Elrayo, 1279 ; Auray, 1282 ; Aureio, 1291 ; Elray, Auray, Aurey, 1371 ; Auroy, 1371 ; Tenoualray, 1437 ; Alraii, Alrayo, 1453 ; Alrayo, 1516 ; Aulray, 1561; Auray, Alray, Auroy, 1636. Ardamezioù Kozh {| |- | | Gwezboellek (neuz all ː talbennanek) etre aour ha glazur. Tiegezh An Alre (D'Auray). |} Bremañ Istor Ar c'hastell Savet e voe ur voudenn feodel gant ar Vretoned er . Ken abred ha 1082 e vez graet meneg eus « Castrum Alrea » e diellevr Kemperle. Diskaret e voe ar voudenn-se gant an Normaned. E 1201 e voe savet ur c'hastell dezhañ ramparzhioù en he lec'h gant Arzhur 1añ Breizh. Diskaret e voe e 1558 war urzh ar roue gall Herri IV. E 1364 e voe lakaet fin da vrezel hêrezh Breizh etre an tiegezhioù Moñforzh ha Bleiz gant Emgann an Alre. Lazhet e voe Charlez Bleiz eno ha tapet e voe Beltram Gwesklin da brizoniad. Savet e voe ul leandi gant Yann Moñforzh war lec'h an dachenn emgann. Trede porzh Breizh e oa an Alre e 1631 war-lerc'h Kemperle hag an Henbont. D'ar 4 a viz Kerzu 1776, e penn-kentañ Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, e tilestras Benjamin Franklin en Alre, deuet ma oa da c'houlenn sikour Frañs gant Loeiz XVI. Dispac'h Gall D'an 9 Thermidor An III (Lun 27 Gouere 1795) e oa savet en Alre ul lez-varn-vrezel evit barn prizonidi tapet e-kerzh dilestradeg ar roueelourien e Kiberen. An darn vrasañ anezhe a voe kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet, an ao. de Sombreuil, o jeneral, da gentañ. Digarget evoe al lez-varn-se d'ar 27 er memes miz (Gwener 14 Eost 1795) gant ar jeneral Lemoine hag a ginnigas kas ar brizonidi da Borzh-Loeiz kent bezañ forbannet. Melestradurezh : krouet e voe kumun an Alre e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet an Alre da benn ur c'hanton, hini an Alre, ha da benn ur bann, Bann an Alre, nav c'hanton ennañ : an Alre, Porzh-Lae, Kiberen, Landevant, Lokmaria-Kaer, Mendon, Pleñver, Pleuwigner ha Plunered. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton). Brasaet e voe Kanton an Alre e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800. Tizhet eo an Alre gant an hent-houarn e 1862. Brezel-bed kentañ 226 milour eus an Alre, d.le. 3,17 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911, a varvas evit Bro-C'hall, 43 e 1914, 56 e 1915, 50 e 1916, 26 e 1917, 44 e 1918 ha 4 e 1919, goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918. Eil Brezel-bed Fauchie, kentañ eil-maer ar gumun, a voe digarget d'an 28 a viz Kerzu 1941 evit bout bet savet a-enep d'ar gouarnamant, d'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Spitfire Vb marilhet AD470 ha kodet LA-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) en Alre ; mervel a reas he nijour ha douaret e voe e Gwidel. Dezougen Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Monumantoù ha traoù heverk Iliz katolik Sant Weltaz, 1636. Tiez kozh prenn e kêr uhel. Porzh kozh Sant-Sten, porzh eus ar Grennamzer ha kêr gozh gant e-leizh a dier-prenn kozh. Pont maen kozh a-us d'al Loc'h. Mozoleon Kadoudal e Kerleano e-lec'h ma vez miret relegoù Jorj Kadoudal. Tud Tud bet ganet eno 1771 : Jorj Kadoudal, chouan. 1817 : Joseph-Marie Bourdy, troour brezhonek. 1857 : Arthur de Salins, jeneral ha penn-skout. 1914 : Pierre Cogan, marc'hhouarnour. 1957 : Roland Becker, soner. Tud bet marvet eno Charlez Bleaz, bet lazhet en Emgann an Alre e 1364. Loeiz Herrieu, skrivagner brezhonek, d'an 22 a viz Mae 1953. Jean Markale, skrivagner, 1928-2008. Pierre Cogan, marc'hhouarnour, 1914-2013. Ardamezeg ar familhoù Brezhoneg Deskadurezh Abaoe 1999 ez eus ur skol Diwan en Alre. [ E distro-skol 2022 e oa 160 skoliad enskrivet e Diwan hag er skolioù divyezhek (10,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) Kelenn d'an oadourien Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e vez graet war-dro ar brezhoneg (kentelioù noz, filajoù,...) gant Kerlenn Sten Kidna. Ya d'ar brezhoneg D'ar 15 a viz Gwengolo 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gummun. Melestradurezh En em ouestlet he deus kêr An Alre en ul leviadurezh evit an diorren padus. Gevelliñ , e Bavaria , e Bro-Lemojez Sport 6 a viz Gouere 2008 : eil tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Alre ha Sant-Brieg ; trec'h eo Thor Hushovd (). Levrlennadur Froger Michel & Pressensé Michel ː Armorial des communes du Morbihan. 1999. ISBN 2-908289-10-5 de la Gournerie Eugène ː Les Débris de Quiberon. Souvenirs du désastre de 1795, suivi de la liste des victimes''. Librairie catholique Libaros. Nantes. 1875. https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k204262x/f1.image Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne Liammoù diavaez porzh Sant-Sten Lec'hienn ar gumun Kerlenn Sten Kidna Daveoù ha notennoù Kumunioù ar Mor-Bihan Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790 Pennlec'hioù bannoù Breizh Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed An Alre
5329
https://br.wikipedia.org/wiki/Aostria
Aostria
Aostria (alamaneg: Österreich ) zo ur Stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Ur vro diarvor ha meneziek eo Aostria, peogwir emañ al lodenn vrasañ anezhi en Alpoù ar Reter. Bevennet eo gant Alamagn er gwalarn, Tchekia en hanternoz, Slovakia er biz, Hungaria er reter, Slovenia hag Italia er c'hreisteiz ha Suis ha Liechtenstein er c'hornôg. Aostria zo 83 871 km² dindani ha 9 milion a dud o chom enni. Vienna eo anv he c'hêr-benn, Wien en alamaneg. Kêr vrasañ ar vro eo-hi ivez. Graz, Linz, Salzburg hag Innsbruck eo ar c'hêrioù pennañ all. Un demokratelezh parlamantel eo Aostria, gant ur prezidant dilennet eeun da benn ar Stad hag ur c'hañseller anvet da benn ar gouarnamant. Rannet eo etre 9 Stad kevreet hag a zo emren war meur a dachenn. Aostria zo ezel eus Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1955. Emañ ivez e Kuzul Europa hag en Unaniezh Europa abaoe 1995, ha da-heul en takad Schengen (1995) hag en takad euro (1999). Alamaneg eo yezh ofisiel ar vro. Hungareg, sloveneg ha kroateg Burgenland zo kenofisiel e Stadoù zo. Tchekeg, slovakeg ha romeg zo anavezet hepmuiken. Ar c'hwec'h yezh-se zo gwarezet ha skoazellet da-geñver Karta Europa ar yezhoù, sinet e 2001. Stad Aostria zo anezhi abaoe ma voe disrannet Aostria-Hungaria e 1918. Ur perzh bras-meurbet he deus bet e istor Europa adalek fin ar Grennamzer, dindan ren an tiegezh Habsburg, peogwir e oa neuze e-kreizig-kreiz aozadurioù politikel pouezus evel an Impalaeriezh santel roman german da gentañ hag Impalaeriezh Aostria da c'houde. Abaoe fin an Eil Brezel-bed eo aet ar vro gant ur politikerezh neptu a-fet darempredoù etrebroadel. Se zo kaoz n'emañ ket en AFNO. E-mesk ar broioù pinvidikañ er bed emañ Aostria hiziv, evel m'en diskouez ar PDK dre annezad (19 hervez ar bank-bed). E 2021 e oa renket 25 hervez Feuriader an Diorren Denel. Douaroniezh Bez' e c'haller rannañ tiriad Aostria etre tri zakad : menezioù an Alpoù (62 %), troadoù menez (28 %), en o zouez diazad Vienna hag harzoù kompezenn Hungaria (anvet ivez Pannonia), pladenn c'hreunit koadeier Bohemia (10 %), en norzh d'an Danav. Ur vro stumm ur berenn dezhi eo Aostria. E-tro 600 km eo eus ar c'hornôg d'ar reter, etre lenn Konstanz ha lenn Neusiedl. Strishoc'h eo eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz : 280 km eo an hed hirañ, met beg ar c'hornôg n'eo nemet etre 30 ha 60 km e Tirol ha Vorarlberg. Aostria zo ur vro veneziek anezhi, rak an div drederenn eus he ziriad zo en Alpoù. 40 % eus douaroù ar vro zo a-us 1000 m a uhelder ; e-skoaz 32 % hepken zo dindan 500 m a uhelder (e biz hag e reter ar vro dreist-holl, a bep tu d'an Danav). Ar Grossglockner eo menez uhelañ ar vro (3 797 m), e torosad Tauern-Uhel, etre Tirol ha Karintia. Hedwighof eo al lec'h izelañ (114 m) : emañ war tachenn kumun Apetlon, e-tal-kichen lenn Neusiedl, e Burgenland. 2 % eus tiriad Aostria zo goloet a zour, dindan stêrioù pe lennoù e vefe. An Danav eo ar stêr hirañ er vro, 350 km diwar 2 845 km he red betek ar Mor Du. An eil bro treuzet ganti eo Aostria, war-lerc'h Alamagn. Vienna eo ar gêr bobletañ war he bord eus he mammenn d'hec'h aber. Adstêrioù d'an Danav eo ar stêrioù bras all a red en Aostria: an Inn, ar Salzach, an Enns pe c'hoazh an Drau. Evit al lennoù eo an Attersee an hini vrasañ (46,2 km²) a zo penn-da-benn en Aostria. A-hend-all, div lenn bras-bras o gorread zo rannet gant broioù nes: lenn Konstanz (58,6 km² diwar 539) gant Suis hag Alamagn ha lenn Neusiedl (240 km² diwar 315) gant Hungaria. Koadeier Aostria zo bet rummet e peder eko-rannvro gant ar WWF : koadoù kemmesk Europa ar C'hreiz, koadoù kemmesk Pannonia, koadoù kemmesk hag avalpineged an Alpoù, koadoù Europa ar C'hornôg o gwez-delioù-ledan. Hin Aostria n'eo ket bras anezhi, met abalamour d'an Alpoù e vez cheñch-dicheñch an amzer hag an hin eus an eil rannvro d'eben, hag eus an eil traoñienn d'eben zoken. Dre vras eo kerreizh an hin eno. Dindan levezon an hin gevandirel e vez sec'hoc'h an amzer er reter pellañ, e traoñienn an Danav hag e penn kompezenn Hungaria. Eus an tu all, er c'hornôg pellañ e vez muioc'h a c'hlav abalamour d'an avelioù kornôg : eno ez eus seblant hin veurvorel. Muioc'h a c'hlav a vez e Karintia ivez, ar rannvro greisteisañ, diwar ar Mor kreizdouar a zo nepell. Evel-just, gant an uhelder ez a an hin war yenaat : izarktikel, toundra pe polel zoken eo war menezioù uhelañ an Alpoù. Efedoù tommadur an hin E meur a zoare eo skoet Aostria dija gant tommadur ar blanedenn. Eus tost da 2 °C e oa kresket an temperadurioù etre 1880 ha 2014, kalz muioc'h eget an emdroadur keitat er bed-holl (+ 0,85 °C). E-keit-se eo aet ar skornegi war vihanaat, evel an Ötztal (Tirol), a zo tremenet he gorread eus 144 km² e 1969 da 116 km² e 2006. Hervez ar skiantourien e vo kreñv efedoù ar cheñchamant hin en Alpoù dreist-holl. Nebeutoc'h a erc'h a vo e-tro 1000 m hag uheloc'h. Gant-se e vo kresket ar riskl a fenomenoù poulzet gant ar graviter (rikloù douar pe fank, diruilhadoù dour pe erc'h...) ha lakaet an annezvaoù naturel en arvar, da gentañ-penn a-us bevenn ar gwez. Treuzdougen Rouedad treuzdougen Aostria zo stummet diouzh he lec'hiadur. Eus un tu emañ ar vro en Alpoù : ret eo azasaat an hentoù ouzh ar menezioù, en ur doullañ tunnelioù hag en ur sevel pontoù, hag ober ma padfent dindan a bep seurt amzerioù. Eus un tu all eo ur c'hroashent e Kreiz-Europa a-fet hentoù hag hentoù-houarn : dreistmentet e vezont evit lakaat an holl da dremen, dreist-holl war an ahelioù norzh-su, norzh-gevred, ha reter-kornôg abaoe diskar ar rideoz-houarn.Pa vez nevesaet pe brasaet ar rouedad treuzdougen ne vez ket aes plediñ gant interestoù ekonomikel hag ekologel war un dro. Peogwir eo enebet ar boblañs alies-mat emañ Aostria er penn a-raok war dachenn gwarez an endro, e-keñver ar c'hirri da skouer : abred-mat he deus difennet ar podoù n'int ket katalitek ha miret ouzh ar c'hamionoù trouzus a vont gant hentoù zo. Daoust da se ez eus bet gwastet lec'hioù zo, e traoñienn an Inn da skouer. Treuzdougen war an hentoù E-tro 200 000 km a hentoù zo en Aostria. Gant ar Stad e vez kempennet ar rouedad-se a zo enni : 2 258 km a c'hourhentoù hag a hentoù-tizh ; 10 241 km a hentoù priorek ; 23 608 km a hentoù-rannvro ; 90 250 km a hentoù-kumun. Prenañ ur vignetenn zo ret evit gallout mont war ar gourhentoù. E 2020 e save da 36,20 € evit ar marc'hoù-tan ha da 91,10 € evit ar c'hirri dindan 3,5 tonenn. Evit ar c'hamionoù ez eus un taos jedet diwar an niver a gilometroù ha diwar rummad ar c'harrbed a-fet saotradur. Bevennet eo an tizh da 130 km/e war ar gourhentoù. War an hentoù all eo difennet mont buanoc'h eget 100 km/e e-maez kêr ha buanoc'h eget 50 km/e e kêr. Treuzdougen war an hentoù-houarn Al lodenn vrasañ eus ar rouedad hentoù-houarn zo meret gant an embregerezh ÖBB (Österreichische Bundesbahnen). Embregerezhioù all zo oberiant war dachenn an hent-houarn e Aostria, int meret gant ar Stadoù pe gant ar gennad prevez. Ar Westbahn, linenn ar c'hornôg, eo an hini bennañ en Aostria. E 1860 e oa bet digoret etre Vienna ha Salzburg dre Sankt Pölten ha Linz. Da-heul labourioù bras e oa aet da linenn tizh bras e 1990. S-Bahn eo anv al linennoù tren rannvroel. Seizh rouedad zo er vro, unan dre Stad, aozet tro-dro da bep a gêr vras : Bregenz, Graz, Innsbruck, Linz, Salzburg, Vilach ha Vienna. N'eus hini ebet e Burgeland hag en Aostria-Izel eta. Vienna eo ar gêr nemeti en Aostria ma'z eus ur gwir rouedad metro (U-Bahn). Ur rouedad tramgarr zo e Vienna, e Graz, e Linz, en Innsbruck hag e Gmunden. Hini Linz zo savet lod arsavioù dezhi dindan zouar. Un teleferik dindan zouar (U-Bahn Serfaus) zo e kêr Serfaus e Tirol : lod a sell outañ evel metro bihanañ ar bed. Istor Henamzer Abaoe ar Paleolitik eo bet annezet Aostria. E hanternoz ar vro ez eus bet kavet delwennigoù kozh-meurbet evel Gwener Willendorf (≈ 23 000 vloaz) ha Gwener Galgenberg (≈ 30 000 vloaz). En Henoadvezh an Houarn (800-400 kent J.K.) e teuas ar vro da vezañ pinvidik abalamour d'an houarn ha d'an holen a veze eztennet e Hallstatt hag e lec'hioù all tro-dro. Oadvezh Hallstatt a vez graet eus ar mare-se hag eus ar sevenadur-se peurvuiañ. Ar c'hentañ Stad anavezet war dachenn Aostria e oa Rouantelezh Norikon, diazezet war-dro 200 kent J.K. gant meuriadoù kelt. Goude bezañ bet aloubet gant ar Romaned e 15 kent J.K. e chomas ar vro e dalc'h Impalaeriezh Roma betek ar V kantved. Rannet e oa Aostria a-vremañ etre teir froviñs roman: Raetia, Noricum ha Pannonia. Moarvat e oa Petronell-Carnuntum ar gêr roman vrasañ eno : war-dro 400 000 a dud a vefe bet o chom eno. Krennamzer hag amzer vodern Da vare diskar ar bed roman en em gavas meur a veuriad er c'hontre : Slaved, Avared, Bavared... Karl Veur a aloubas ar vro gant e arme e fin an VIII kantved, en ur zegas ar gristeniezh gantañ. E 843 e voe ebarzhet e Frankia ar Reter evel marchia Orientalis (marz ar Reter), un anv aet da Ostarrīchi e henalamaneg. E dalc'h tiegezh Babenberg e kreñvaas Aostria tamm-ha-tamm, hag e pellaas diouzh Bayern, betek bezañ anavezet evel dugelezh dizalc'h gant ar Privilegium Minus e 1158. Stiria ha Karintia a voe staget outi en XIII kantved. A-hed ar Grennamzer e voe Aostria e-mesk ar bern priñselezhioù alamanek a yae d'ober an Impalaeriezh santel roman german. An hini greñvañ anezho e oa zoken, hag alies-mat en em gave Duged Aostria e penn an impalaeriezh-se, dreist-holl re tiegezh Habsburg adalek 1278. Gant mestroù evel Charlez Pemp e voe brasaet tiriad ha galloud an impalaeriezh roman en ur ouzhpennañ enni broioù nann-alamanek evel Spagn hag an Izelvroioù, dre an euredoù, an emglevioù hag ar brezelioù. Gant se e oa kreñvaet ivez galloud ha brud ar gêr greiz, Vienna. Merket eo bet ar XVI kantved hag ar XVII kantved gant ar pemp brezel etre Aostria hag an Impalaeriezh otoman. Kichen-ha-kichen en em gavas an div vro ur wech aet Rouantelezh Hungaria da get, da-heul emgann Mohács (1526). Div wech en em gavas an Otomaned ouzh troad mogerioù kreñv kêr Vienna, da lakaat seziz warni, e 1529 hag e 1683, en aner bep taol. Met e 1697 e voe pilet arme ar sultan Mustafa II da-geñver Brezel Meur Turkia, ha gant feur-emglev Karlowitz (1699) ez eas da vat an tu kreñv gant Aostria. Etre 1791 ha 1814 e voe skoet garv Aostria gant ar brezelioù a-enep armeoù Frañs, re an Dispac'h da gentañ ha re Napoleon da c'houde. Div wech e voe ac'hubet kêr Vienna ganto, ha da-heul emgann Austerlitz (1805) ez eas an Impalaeriezh santel roman da get. Arc'hdugelezh Aostria a yeas neuze da Impalaeriezh Aostria. E 1814, avat, e oa an impalaer Franz I e-mesk ar gevredidi o doa roet lamm da Napoleon. A-drugarez he ministr Metternich e voe bras-bras levezon Aostria war an doare ma voe adaozet kartenn Europa e Kendalc'h Vienna e 1815. Met gant ar c'hendalc'h-se e oa kreñvaet ha brasaet Prusia ivez. Peogwir e felle dezho o-div bezañ mestr war ar Stadouigoù alamanek e voe tennoc'h-tenn an traoù etre Aostria ha Prusia adalek 1740. Da-heul Dispac'hoù 1848 e voe savet ur Gengevread alaman, hag ar roue prusian Friedrich Wilhelm IV eo a voe lakaet en he fenn, diwar-goust Vienna. E 1866 e tarzhas brezel Aostria-Prusia erfin, ha setu diskoulmet ar « gudenn alaman » gantañ : trec'het e voe Aostria, ha skarzhet evit mat diouzh ar bed alaman. Er memes koulz e oa lakaet diaes Impalaeriezh Aostria gant he holl vinorelezhioù, a oa en em savet lod anezho e 1848 : Hungariz, Kroated, Tcheked, Poloniz, Rusyned, Serbed, Slovaked, Ukrainiz, Italianed, Roumaniz... An impalaer Franz Joseph I a zivizas reiñ gwirioù da Hungaria hepken e 1867, en ur sinañ an Ausgleich, ha krouiñ « impalaeriezh doubl » Aostria-Hungaria, gant pep a vonreizh ha pep a barlamant. Diwar neuze en em droas muioc'h-mui « Monarkiezh an Danav » ouzh Europa ar gevred, hag ouzh ar Balkanioù dreist-holl, ma c'hounezas Bosnia e 1878, daoust ma veze kreñvoc'h-kreñv al luskadoù broadelourien eno. 20 kantved E miz Mezheven 1914 e voe drouklazhet ar priñs pennhêr Franz Ferdinand e Sarajevo. Miz goude e tisklêrias an impalaer Franz Joseph ar brezel da Serbia : penn kentañ ar Brezel-bed kentañ e oa. Ouzhpenn ur milion a soudarded a varvas e armeoù Aostria-Hungaria. E fin 1918 e oa koll ar Galloudoù kreiz en em ganne Aostria-Hungaria ganto, un dro a gemeras minorelezhioù zo evit kas an impalaeriezh aostrian da netra en ur sevel Stadoù nevez evel Tchekoslovakia pe Yougoslavia. Pa voe disrannet Aostria-Hungaria e 1918 en em vodas kannaded aostrian parlamant Cisleithania, a oa bet dilennet e 1911, hag int da zivizout krouiñ ur Stad Aostria alaman. Ur Vonreizh a savjont, skrivet enni : « Aostria alaman zo ur republik demokratel » (mennad 1) hag « Aostria zo anezhi ul lodenn eus Impalaeriezh Republik Alamagn » (mennad 2). Ar Gevredidi ne oant ket a-du gant se tamm ebet. Ganto e oa an tu kreñv da-heul ar brezel, ha dre feur-emglev Saint-Germain-en-Laye (1919) e tifennjont an anv « Aostria alaman » hag ar raktres da deuziñ gant Alamagn (mennad 88). Südtirol a voe roet ganto da Italia, daoust ma oa ur rannvro istorel eus Tirol annezet gant alamanegerien. Evit gevred Karintia e voe aozet ur votadeg, hag ar muiañ-niver a gavas gwelloc'h mont gant Aostria, neket gant Yougoslavia. E-giz-se e oa bet ganet Kentañ Republik Aostria. Gant ar feur-emglev-se oa bet krennet kalz he ziriad da Aostria : en em damolodet e oa tro-dro d'an Alpoù, 30 % eus he foblañs a veve e Vienna, ha trumm e oa deuet war wel harzoù a-dreuz he hentoù kenwerzhel boas. Buan e rankas ar Republik nevez talañ ouzh ur pezh enkadenn ekonomikel. C'hwezañ a rae ar moneiz, kresk bras a oa war ar prizioù ha war an dilabour. Gant skoazell Kevredigezh ar Broadoù e krogas an traoù da vont war wellaat e fin ar bloavezhioù 1920. War an dachenn bolitikel, avat, e troas an traoù da fall er bloavezhioù 1930. Kañsellerien veliour evel Dollfuss ha Schuschnigg a c'houarnas ar vro o-unan-penn, hep parlamant, goude ma voe divodet e 1933, evel strolladoù an tu enep. E 1938 e voe aloubet ar vro gant Alamagn Hitler ha lonket ganti : an Anschluss an hini eo. E-pad seizh vloaz, betek 1945, e chomas stag Aostria ouzh an Trede Reich. E-keit-se e voe lazhet 65 000 Yuzev aostrian abalamour d'ar Shoah, ha kantadoù a viliadoù a dud a yeas da Anaon e kampoù-tolp ar vro, evel e Mathausen. E fin an Eil Brezel-bed e oa ac'hubet ar vro gant armeoù ar Gevredidi evit dek vloaz. E 1955 hepken en em gavas dizalc'h Eil Republik Aostria, en ur sinañ ur feur-emglev gant ar Gevredidi ma embanne he neptuegezh strizh : an dra-se zo kaoz ne voe ket rannet e daou evel Alamagn. Gant ar Brezel Yen hag ar rideoz houarn e oa Aostria ur marz adarre, a-dal bloc'h ar Reter ar wech-mañ. Ar sokialourien hag ar virelourien a rene kevret ar vro peurvuiañ, e gouarnamantoù diwar genemglev. Gant ar Steuñv Marshall e oa bet harpet hec'h ekonomiezh goude ar brezel, ha tamm-ha-tamm eo kresket kalz. Da-heul diskar ar bed soviedel e emezelas Aostria da Unaniezh Europa, e 1995, goude ma oa savet a-du 66 % eus an dud da-geñver ur votadeg dalc'het e miz Mezheven 1994. Politikerezh Reizhiad politikel Ur Republik demokratel parlamantel ha kevreadel eo Aostria abaoe Bonreizh Kevreadel 1920, a zo bet enkemmet e 1929 hag adsavet e 1945. Ar Prezidant Kevreadel (Bundespräsident) eo penn ar Stad. Bep c'hwec'h vloaz e vez dilennet diouzh muianiver gant ar bobl. Ar C'hañseller Kevreadel (Bundeskanzler) eo penn ar Gouarnamant Kevreadel. Gant ar Prezidant eo anvet ha diouzh liv kambr izel ar Parlamant (Nationalrat) e sav e c'houarnamant. Gallout a ra ar gouarnamant bezañ divodet dre un dekred gant ar Prezidant pe dre ur votadeg war ar fiziañs gant kambr izel ar Parlamant. Parlamant Aostria zo div gambr enni. E Vienna emaint o-div. Bep pemp bloaz e vez dilennet 183 ezel an Nationalrat, ar gambr izel. An holl geodedourien adalek 16 vloaz a c'hall votiñ (18 vloaz betek 2007). 43 c'hannad zo dilennet eeun dre sezioù rannvroel (Direktmandat) ; ar peurrest (Nationalratswahlen) zo rannet en derez broadel, diouzh ar c'henfeurioù, etre ar strolladoù o deus resevet pep hini ouzhpenn 4% eus ar mouezhioù. Gant an Nationalrat, ar gambr izel, emañ an tu kreñv. Ar Bundesrat, ar gambr uhel, zo bevennet he gwir da sevel veto : evit degemer al lezennoù a eneb ar Bundesrat outo eo a-walc'h d'an Nationalrat mouezhiañ anezho en-dro. Ouzhpenn ar gouarnamant hag an div gambr eo al lezioù-barn an trede piler e galloudoù Stad Aostria. Lez ar Vonreizh (Verfassungsgerichtshof) zo pouezus he roll, peogwir e c'hall nullañ kement lezenn ha kement kemennadur a zo kontrol d'ar vonreizh hervezi. Abaoe m'eo ezel ar vro eus Unaniezh Europa emañ al Lez-se dindan galloud Lez-varn Europa evit kement tra a denn da lezennoù an UE. Aostria a rank doujañ divizoù Lez europat gwirioù mab-den ivez abaoe m'he deus lakaet Kendivizad europat gwirioù mab-den en he bonreizh. Dilennidi a vremañ D'an 22 a viz Mae 2016 e oa dalc'het eil tro an dilennadegoù prezidant ; gant Alexander Van der Bellen e oa aet ar maout, met nullet eo bet an disoc'hoù gant Lez ar Vonreizh abalamour d'ar mouezhiañ dre lizher. D'ar 4 a viz Kerzu 2016 e oa bet aozet an dilennadegoù en-dro, hag er wech-mañ adarre e voe choazet Alexander Van der Bellen da brezidant Aostria. Kadoriet e voe ent ofisiel d'ar 26 a viz Genver 2017. An Nationalrat, kambr izel Parlamant Aostria, zo rannet he 183 sez abaoe an 29 a viz Gwengolo 2019 etre : 71 kannad an ÖVP (mirourien), aet gantañ 37,54 % eus ar mouezhioù ; 40 kannad an SPÖ (sokialourien), 21,22 % ; 31 c'hannad an FPÖ (tu dehoù pellañ), 16,21 % ; 26 kannad die Grünen (ekologourien), 13,80 % ; 15 kannad NEOS (frankizourien), 8,06 %. E miz Here 2021 e oa bet ret d'ar c'hañseller Sebastian Kurz reiñ e zilez abalamour d'un afer goubrenerezh (sontadegoù faos en dije lakaat embann war ar gazetenn Österreich, int paeet gant arc'hant publik). Alexander Schallenberg zo anvet neuze da gañseller, met evit ar memes abegoù e rank eñ ivez skarzhañ kuit e miz Kerzu 2021. A-benn ar fin eo Karl Nehammer a ya da gañseller, evit ren ur gouarnamant hag a zo bodet ennañ e strollad, an ÖVP, hag ar Re C'hlas. Strolladoù politikel pennañ FPÖ : Freiheitliche Partei Österreichs, Strollad Frankiz Aostria FRITZ : Liste Fritz Dinkhauser - Bürgerforum Tirol, Listenn Fritz Dinkhauser - Forom keodedel Tirol Die Grünen : Ar Re C'hlas KPÖ : Kommunistische Partei Österreichs, Strollad Komunour Aostria MFG : Menschen - Freiheit - Grundrechte, Mab-den - Frankiz - Gwirioù Diazez NEOS : Das Neue Österreich und Liberales Forum, Aostria Nevez ha Forom Frankizour ÖVP : Österreichische Volkspartei, Strollad Pobl Aostria SPÖ : Sozialdemokratische Partei Österreichs, Strollad Sokialdemokrat Aostria TK : Team Kärnten, Strollad Karintia Aozadur tiriadel Etre meur a live melestradurel eo aozet Republik Aostria. An nav Stad kevreet (Bundesländer) eo an hini kentañ dindan ar Stad greiz. An distrigoù (Bezirke) hag ar c'hêrioù statudel (Statutarstädte) eo an eil. Rannet eo an distrigoù etre kumunioù (Gemeinden), al live izelañ. Ar c'hêrioù statudel a samm kembelioù an distrigoù hag ar c'humunioù. Un nemedenn eo Vienna peogwir eo ur Stad hag ur gêr statudel war un dro. Roll an nav Stad kevreet (« Bundesländer ») Pennad dre ar munud: Stadoù Aostria Politikerezh etrebroadel Ur vro neptu eo Aostria, un dibab embannet fraezh kerkent ha dizalc'h e 1955 en he Feur Stad (Staatsvertrag) hag en ur ouzhpennañ ar mellad da-heul en he bonreizh : "hec'h-unan e tisklêr Aostria e fell dezhi bezañ neptu bepred". Pelloc'h eo skrivet : "en amzer da zont n'aio Aostria e-barzh emglev milourel ebet ha ne roio ket aotre da ziazezañ bonioù arme estren war he ziriad". Hiziv c'hoazh n'emañ ket Aostria en AFNO, er c'hontrol diouzh ar braz eus ar broioù europat. Gant diskar ar bed soviedel eo cheñchet an traoù un tamm memes tra : e 1995, da skouer, he doa kaset Aostria soudarded da Vosnia, da-geñver ar C'hevelerezh evit ar peoc'h meret gant an AFNO. Eus un tu all he doa sinet e 2017 ar Feur-emglev evit Berzañ an Armoù Nukleel, a oa savet holl vroioù an AFNO a-enep dezhañ. Etre 1960 ha 1995 e oa ezel Aostria eus Kevredigezh frankeskemm Europa, hag abaoe ar 1 a viz Genver 1995 emañ en Unaniezh Europa. E 2002 he doa dilezet ar schilling evit implijout an euro. Perzh eo ivez en Aozadur kenober ha diorren ekonomikel hag en Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa abaoe ma oant bet krouet e 1957 hag e 1973. E Vienna emañ sez an eil aozadur. E 2000 e voe kastizet Aostria abalamour ma oa en he gouarnamant izili eus an FPÖ, ur strollad eus an tu dehoù pellañ. Ar pevarzek Stad all eus Unaniezh Europa a zivizas kement-se : tremen hep aozañ emgavioù daouduek gant Aostria e-pad seizh miz, lakaat harz da labour kannadouriezhoù Aostria, ha chom hep souten an Aostrianed a yae war ar renk evit postoù e aozadurioù etrebroadel Nerzhioù lu Nerzhioù lu Aostria (ar Bundesheer) a ya en-dro dre an enrollañ, un nemedenn en Europa hiziv an deiz. Ar baotred 18 vloaz a rank ober ur c'hoñje c'hwec'h miz, hag e-pad eizh vloaz e chomont enskrivet en adarme goude-se. E 2011 e oa bet diskarget ur c'hard eus ar baotred galvet. Adalek 16 vloaz eo digor ar servij-soudard d'an dud a-youl vat, paotr pe blac'h. Ar re na fell ket dezho ober o c'hoñje a zle ober ur servij keodedel nav miz e-lec'h mont d'an arme. E 2012 e tispigne Stad Aostria 0,8% eus he PDK en Difenn broadel. War-dro 26 000 soudard a oa en arme, gant 14 000 den a vicher ha 12 000 den enrollet. Prezidant Aostria eo penn-komandant ar Bundesheer. Ministr an Difenn eo komandant an Nerzhioù lu – Klaudia Tanner eo en deiz a hiziv. Roll an arme zo bevennet gant ar vonreizh: ur ral eo dezhi bezañ galvet da vont war ar straedoù, nemet evit difenn ar vro pe da-geñver darvoudoù dreistordinal, evel gwallreuzioù naturel. Aostria n'eo ket ezel eus an AFNO, Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel, abalamour d'he neptuegezh. Kemer a ra perzh e oberennoù peoc'haat ha dengarour gant Aozadur ar Broadoù Unanet : e Bosnia hag e Kosovo ez eus soudarded aostrian hiziv. An AFDRU zo ur rann eus ar Bundesheer a vez kaset d'an estrenvro da furchal ha da saveteiñ e kêrioù ma'z eus c'hoarvezet droug. Brud vat he deus abalamour d'he labour fonnus hag efedus, evel e Iran da-heul krenoù-douar 2003 pe e Sri Lanka da-heul tsunami 2004. Ekonomiezh Emañ Aostria er c'hentañ troc'h war dachenn an ekonomiezh, abalamour m'eo industrielaet-kenañ ha diorroet mat hec'h ekonomiezh sokial varc'had. E-keñver ar produadur diabarzh kriz (PDK) dre annezad e oa e 2021 an 19 bro er bed-holl hag ar 7 hini en Unaniezh Europa, hervez ar Bank-bed. E-keñver ar c'hresk ekonomikel e oa 13 bro an AKDE en tregont vloaz tremenet. A-viskoazh eo bet Alamagn keveler kenwerzhel kentañ Aostria. Abaoe m'eo ezel eus Unaniezh Europa (1995) hag abaoe ma ra gant an euro (1999) he deus gallet skoulmañ darempredoù tostoc'h ha niverusoc'h gant ekonomiezhioù all Europa. Peogwir e roe digor d'ar marc'had unik he deus sachet e-leizh a bosterien estren. Evel-se n'emañ ket e dalc'h kement ken eus an doare ma tro ekonomiezh Alamagn. Eus un tu all, memes tra o deus graet kompagnunezhioù Aostria d'o zro adalek 2004 en ur bostañ kalz hag en ur brenañ embregerezhioù e Europa ar Reter, ha lakaat kreskiñ an ekonomiezhioù-hont. Da skouer, Banca Comercială Română, ar bank rouman brasañ, a oa bet prenet e 2005 gant Erste Group, ar bank aostrian brasañ. Rannet eo ar gennad kentael etre al labour-douar (77,6 %) hag ar c'hoataerezh (22,4 %). Teir gwech bihanoc'h e vez an atantoù en Aostria eget e Bro-C'hall : 42 devezh-arat eo keidenn o gorread labour-douar talvoudus. Ar menezioù zo kaoz, anat : enno e vez savet loened, hag er c'hompezennoù e vez gounezet ed, legumaj ha boued chatal. Kerkent ha 2011 he doa savet Aostria ar Bio-Aktionsprogramm evit reiñ lañs d'al labour-douar bio. Hiziv emañ er penn a-raok war an dachenn-se : biologel eo 26 % eus he douaroù gounezet ha 23 % eus hec'h atantoù. N'eus ket uheloc'h en Unaniezh Europa. Evit ar gennad eilvedel, er bloavezhioù 1990 e oa krog ar Stad d'en em zizober tamm-ha-tamm diouzh an embregerezhioù industriel brasañ. Gant an holl brevesadurioù-se eo hañval an traoù bremañ en Aostria hag e broioù all Europa. Ouzhpenn an hanter eus labourerien ar vro zo e-barzh ur sindikad : al luskad micherour zo bras e levezon eta. Dalc'het e vez kont anezhañ er politikerezhioù labour hag en divizoù a denn da emdroadur an ekonomiezh. Industriezh Setu lodennoù pennañ an industriezh aostrian : an industriezh kimiek (kelluloz, eoulgimiezh) ; industriezh ar paper hag ar c'hartoñs-toaz (abalamour m'eo puilh an danvez koad) ; an industriezh elektrek hag elektronek (gant ouzhpenn 400 embregerezh e vez savet parzhioù bras pe brasoc'h, eus ar grug betek ar greizenn-dredan en he fezh) ; an industriezh metalouriezh ha mekanikerezh (mekanikoù-ostilhoù a vez ezporzhiet) ; ar gounezvouederezh (en deus tennet splet eus ar mont tre en UE) ; ar gwiaderezh hag an dilhaderezh (dilhad cheuc'h). Touristerezh Ur gennad ekonomikel eus ar re bouezusañ eo an touristerezh : e 2018 e save e werzh ouzhpennet eeun da 26,2 miliard a euroioù, da lavaret eo 8,7 % eus ar PDK. 30,8 milion a douristed estren a oa bet degemeret er bloavezh-se en Aostria : ar 7 bro e oa en Europa hag an 12 er bed-holl. 19,03 miliard a euroioù a vije bet degaset da ekonomiezh ar vro ganto. Kempouez eo ar c'houlzadoù touristel : kement a dud a vez e-pad an hañv hag e-pad ar goañv. Danframmoù ha danvezioù naturel 81 % eus an tredan a oa produet diwar energiezhioù nevezadus e 2020, dreist-holl diwar zour : 62,5 % e oa rann ar c'hreizennoù dourdredan. E-giz-se e oa Aostria ar c'hentañ bro en Unaniezh Europa war dachenn ar produiñ tredan dre nerzh an natur. Ouzhpenn 3000 kreizenn dourdredan zo en Aostria, un hengoun a-gozh, peogwir e oa bet digoret an hini gentañ e 1884. Met an tredan n'eo nemet ur bempvedenn eus an energiezh bevezet bep bloaz gant Aostria, hag er bevezerezh hollek-se e oa 31,3 % rann an energiezhioù nevezadus. An energiezhioù fosil a yae d'ober 66,4 % anezhañ c'hoazh, gant an tireoul hag ar gaz naturel da gentañ. Abalamour da se ez eus dilaosket kalzik a CO₂ (7 t dre annezad e 2017). E 1972 e krogas labourioù da sevel ur greizenn nukleel e Zwentendorf, war vord an Danav. Met e 1978 e savas pobl Aostria a-enep an nukleel da-geñver ur referendom : 50,5 % eus an dud a votas a-enep. Ar parlamant a zivizas neuze votiñ ul lezenn evit ma vefe difennet produiñ tredan diwar an nukleel. Se zo kaoz ne voe ket enaouet kreizenn Zwentendorf james, daoust ma oa bet kaset da benn al labourioù sevel. Demografiezh 8 926 290 a dud a oa o chom en Aostria d'ar 1 a viz Genver 2022 , hervez Statistik Austria. Bep bloaz e kresk poblañs Aostria gant an enbroerezh, rak daoust m'eo tost da netra ar ventel naturel (- 5 884 e 2021) eo pozitivel-mat ar ventel enbroañ-divroañ (+ 52 488 e 2021). Gant ar c'hresk dibaouez-se e c'hallfe poblañs Aostria sevel da 10,55 milion a dud ac'hann da 2100, hervez Eurostat. Ar geodedourien estren a ya d'ober 17,7 % eus poblañs Aostria e 2022, an hanter deuet eus Unaniezh Europa, an hanter all eus broioù diavaez. An Durked eo ar gumuniezh vrasañ, war-dro 350 000 a dud enni. Da-heul brezelioù Yougoslavia ez eus deuet un toullad tud eus ar Balkanioù ivez : e 2018 e oa 5,1 % eus poblañs ar vro a oa bet ganet eno. Feur frouezhusted Aostria a save da 1,48 bugel dre vaouez e 2021. Izeloc'h eo eget an treuzoù adneveziñ (2,1) hag, evel-just, pell izeloc'h eget feurioù gwechall (4,83 bugel e 1873, da skouer). 29,9 bloaz e vez ar merc'hed pa c'hanont o c'hrouadur kentañ. Ar spi bevañ pa vezer ganet a save e 2021 da 81,3 bloaz : 83,8 bloaz evit ar merc'hed ha 78,8 vloaz evit ar baotred. 44,5 bloaz eo oad keitat an Aostrianed : ar 14 bro er bed eo Aostria a-fet kozhni he foblañs. Ar gêr vrasañ eo Vienna : un Aostrian diwar bevar a vev er gêr-benn. Ouzhpenn 1,9 milion a dud zo o chom e Stadt Wien, ha war-dro 2,6 milion a dud ma konter kêrioù he banlevioù ivez. Pemp kêr all o deus ouzhpenn 100 000 a annezidi (s.o. an daolenn amañ dindan) : Graz, Linz, Salzburg, Innsbruck ha Klagenfurt. Kêrioù brasañ Aostria Deskadurezh Ar Stadoù hag ar gouarnamant kevreadel o-dek a ra war-dro an deskadurezh. E-pad nav bloaz e rank bugale Aostria mont d'ar skol, ur wech gant o c'hwec'h vloaz, betek an oad a bemzek vloaz peurvuiañ. Ar skoliata n'eo ket ret evit ar vugale etre tri ha c'hwec'h vloaz, met an darn vuiañ anezho a ya d'ar magourioù memes tra, anvet Kindergarten. N'hall ket bezañ ouzhpenn 30 bugel en ur c'hlasad. Pep a gelenner ha pep a skoazeller a ra war o zro. Digoust e vez ar magourioù en darn vuiañ eus ar Stadoù. Volksschule a vez graet eus ar skolioù kentañ. Pevar bloaz e chom ar vugale eno, etre 6 ha 10 vloaz, gant ar memes kelenner alies-mat. E pep klasad en em gav etre 15 ha 30 bugel. War al lenn, ar skrivañ hag an aritmetik eo diazezet an deskadurezh. Etre 8e vintin ha kreisteiz e vez graet skol, betek 1e d'an diwezhatañ, gant ehanoù 5 pe 10 munut bep eurvezh. Er gêr e vez debret merenn, sañset. Daou seurt skolioù eil derez zo en Aostria: Gymnasium ha Hauptschule. En eil re e vez ar vugale a garfe mont d'ar skol-veur ; er re all e vez re an hentennoù teknikel ha micherel, en o zouez ar skolioù ijinouriezh hag ekonomiezh. Gesamtschule a vez graet eus ar re a vod an daou seurt skolioù er memes ti. Ret eo da skolidi ar Gymnasium choaz un hent goude daou vloaz, da 12 vloaz eta : an eil zo troet un tamm muioc'h war-du an arzoù (Gymnasium) ; egile un tamm muioc'h war-du ar skiantoù (Realgymnasium). War-lerc'h daou vloaz e c'hallont cheñch hent ma karont, da 14 vloaz eta. Er memes mod hag er skolioù kentañ e vez aozet an devezhioù labour ; ar vugale goshañ, avat, o dez kentelioù diouzh an enderv, goude bezañ debret merenn er skol. Matura a vez graet eus an arnodenn dalc'het e fin an eil derez, ha tremenet gant holl skolidi ar Gymnasium ha gant re skolioù uhel an Hauptschule. N'hall ket an den mont d'ar skol-veur hep an diplom-se. Yezhoù An alamaneg eo yezh ofisiel Republik Aostria. Er vuhez foran e vez implijet ur yezh standard : er skolioù, war ar c'hazetennoù, war ar bruderezh, pe c'hoazh enlinenn. Ar yezh standard-se zo disheñvel un tamm en Aostria diouzh alamaneg standard Alamagn, a-fet distagadur ha geriaoueg dreist-holl. Er vuhez pemdez e vez kaozeet kentoc'h baverieg-aostrianeg, ur strollad rannyezhoù alamanek uhel. Alemaneg a vez kaozeet er c'hornôg pellañ hepken, e Vorarlberg, evel e Suis. An darn vrasañ eus an dud a oar alamaneg a-vihanik : 88,6 % eus poblañs ar vro e 2018, da lavaret eo 7 115 780 a dud diwar 8 032 926 a Aostrianed . Ar yezhoù desket ar muiañ war barlenn o mamm gant an Aostrianed all e oa an turkeg (2,28 %), ar serbeg (2,21 %), ar c'hroateg (1,63 %), ar saozneg (0,73 %), an hungareg (0,51 %), ar bosnieg (0,43 %), ar poloneg (0,35 %), an albaneg (0,35 %) hag ar sloveneg (0,31 %). Kenofisiel eo ar sloveneg, an hungareg hag ar c'hroateg er Stadoù ma vezont komzet. E Karintia hag e Stiria emañ ar vinorelezh slovenek. Er reter pellañ, e Burgenland, ul lodenn gozh eus Rouantelezh Hungaria, emañ ar re hungarek ha kroatek. Honnezh a ra gant kroateg Burgenland, ur rannyezh dibar d'ar vro. Teir yezh all zo anavezet, hep kaout ur statud ofisiel avat : ar slovakeg hag an tchekeg e Vienna hag ar romeg e Burgenland. E 2001 e voe sinet Karta Europa ar yezhoù gant Aostria evit gwareziñ ha kas war-raok ar c'hwec'h yezh-se. Yezh ar sinoù zo anavezet hag enskrivet e Bonreizh Aostria abaoe 2005. Tremen un arnodenn alamaneg (live B1) zo ret e Stadoù zo, abaoe 2006, pa c'houlenner ar vroadelezh aostrian. Ar varregezh yezhel a vez priziet, hag an anaoudegezh eus sevenadur ar vro war un dro, evit bezañ asur e vefe aes d'an dud kenemprañ e kevredigezh Aostria. Relijionoù Ur vro gatolik penn-kil-ha-troad e oa Aostria da vare impalaeriezh an Habsburged. An tiegezh-se a zifennas start an Iliz roman dalc'hmat, hag evit mirout ouzh ar brotestantiezh a c'hounit tachenn en Aostria e soutenas hardizh an Enepdisivoud. Hiziv c'hoazh eo katolik ar pep brasañ eus an dud en Aostria, daoust m'eo disteroc'h-dister o fouez er gevredigezh abaoe ar bloavezhioù 1970, evel en darn vrasañ eus broioù Europa ar C'hornôg. 68,2 % eus an Aostrianed a oa en em ziskêriet evel kristenien da-geñver un niveridigezh e 2021, gant 55,2 % a gatoliked ha 3,8 % a brotestanted. Anat eo an digresk pa lakaer keñver-ha-keñver sifroù 2021 gant re an niveridigezhioù kent : dregantad ar gristenien a save da 90,2 % e 1981 ha da 80,7 % e 2001. An holl gristenien hag an holl brotestanted gwitibunan a rank paeañ ar Kirchenbeitrag , ur skodenn roet d'o Iliz ha jedet diwar o c'horvoderioù (1,1 % anezho peurvuiañ, 32 € eo ar sammad izek). E 2015 ez ae 605 828 a dud d'an oferenn bep Sul, da lavaret eo 7 % eus ar boblañs. Abaoe an eil hanterenn eus an XXvet kantved ez a war gresk an niver a Aostrianed a embann bezañ hep relijion ebet : hogos daou vilion a dud e 2021, 22,4 % eus ar boblañs. Ne oant nemet 6 % e 1981 ha 12 % e 2001. War un dro eo kresket ivez plas ar relijionoù all, an Islam hag an Iliz Ortodoks dreist-holl. An enbroañ zo kaoz, da skouer war-lerc'h brezelioù Yougoslavia. 745 600 a vuzulmaned (8,3 %) a oa en Aostria e 2021, deuet ar braz anezho eus Turkia, Bosnia ha Kosovo. Lieskementet dre zaou eo bet an niver a vuzulmaned en ur ober ugent vloaz. E studiadennoù zo e tiskouez lod Aostrianed bezañ strizh o spered e-keñver ar re-se, betek bezañ ali da grennañ o gwirioù dezho. An Iliz ortodoks he doa 436 700 a izili (4,9 %) e 2021, tud serb o orin dreist-holl. Ar wech kentañ e oa d'an ortodosked bezañ niverusoc'h eget ar brotestanted en Aostria. Er bloavezh-se e oa bet kontet ivez 26 600 boudaad, 21 800 Test Jehovah, 10 100 hindouad ha 5 400 Yuzev. Kredennoù pagan a chom roudoù anezho e festoù zo, er menezioù peurliesañ, evel hini ar Krampus, ur boud blevek ha kornek hag a spont ar vugale disent. E kêrioù zo en Alpoù Aostria e vez lidet ar Krampus bep bloaz e deroù an Azvent : tud treuzwisket eveltañ a zibun neuze er straedoù diouzh noz. Sevenadur Monumantoù rummet en UNESCO (12) Kreiz-kêr istorel Salzburg Kreiz-kêr istorel Vienna Kreiz-kêr istorel Graz ha kastell Eggenberg Palez ha jardinoù Schönbrunn Kêr-zour Baden bei Wien Lec'hiennoù ragistorel war bilochoù Keutschacher See, Abtsdorf I, See ha Litzlberg Süd Maezioù sevenadurel Wachau Maezioù sevenadurel Hallstatt-Dachstein / Salzkammergut Maezioù sevenadurel lenn Neusiedl (rannet gant Hungaria) Hent-houarn Semmering Lodenn reter harzoù an Impalaeriezh Roman / Limes an Danav (rannet gant Alamagn ha Slovakia) Koadegi faou kentael ha kozh Kakalpen ha Dürrenstei Dek monumant all zo bet kinniget abaoe 1993, met n'int ket bet degemeret gant an UNESCO evit c'hoazh. Sonerezh klasel Adalek penn-kentañ ar XVI kantved e teuas Vienna da vezañ ur gêr a bouez war dachenn ar sevenadur. Seul c'halloudusoc'h e veze impalaeriezh Aostria, seul binvidikoc'h e veze, ha seul niverusoc'h e veze ar vesened. En XVIII hag en XIX kantved e voe sachet sonaozerien diouzh an dibab gant an noblañsoù brokus-se, hag evel-se en em gavas eno arzourien veur evel Mozart, Beethoven pe Haydn. Skol Vienna (Wiener Klassik) a vez graet eus ar mare aour-se, p'en em gavjont asambles e kêr, ha pa savjont sonennoù e-touez ar re vrudetañ eus istor ar muzik, tonioù nevezus koulz ha soutil. Vienna a oa neuze ur greizenn nevezentiñ ha kêr-benn ar sonerezh klasel koulz lavaret. Meur a laz-seniñ aostrian zo bras e vrud er bed a-bezh. Laz-seniñ filarmonek Vienna eo an hini anavezetañ abalamour da sonadeg ar bloaz nevez, un abadenn hag a sell ur miliard a dud outi er bed-holl da Gala-bloaz. En Opera e vez c'hoariet, er Wiener Musikverein, digoret e 1870. Bez' e vefe an ti-se e-mesk an tri opera gwellañ er bed-holl gant re Berlin hag Amsterdam. Pevar c'hant metr emañ diouzh ur pezh opera all, ar Wiener Staatsoper, eñ digoret e 1869. Sinema E 1910 e voe savet ar c'hentañ kompagnunezh filmoù e Vienna gant Sascha Kolowrat, goude m'en doa graet anaoudegezh gant Charles Pathé e Pariz, ha gant arz ar sinema war un dro. Fritz Lang zo bet ganet e Vienna e 1890 ; hogen evit mont da sevener filmoù e kuitaas Aostria e 1918 evit mont da labourat da studioioù UFA e Berlin. Ar sevener Michael Haneke, eus Wiener Neustadt, zo aet meur a briz gantañ, en o zouez un Oskar ha div Balmezenn aour e Festival Cannes (evit Das Weiße Band e 2009 hag evit Amour e 2012). Div wech eo aet Oskar ar gwellañ film etrebroadel gant ur film aostrian : e 2008 gant The Counterfeiters, ur film gant Stefan Ruzowitzky ; e 2013 gant Amour, ur film gant Michael Haneke. Arnold Schwarzenegger, bet ganet e Thal (Stiria), eo an aktour aostrian brudetañ abaoe ar bloavezhioù 1980, da-heul filmoù evel Conan the Barbarian ha Terminator. Sport Pouezus-bras eo ar sportoù goañv en Aostria, ar ski dreist-holl, hag ur perzh bras o deus en he brud hag en hec'h ekonomiezh. 5 % eus PDK ar vro a vefe produet gant bed ar ski, gant an touristerezh pe gant an industriezh e vefe. An div drederenn eus ar medalennoù aet gant Aostria er C'hoarioù Olimpek zo bet gounezet da-geñver C'hoarioù goañv : un drederenn gant skierien-diskenn, eben gant sportoù goañv all evel ar snowboard hag ar ski-lamm. Evel-se emañ Aostria er 6 plas a-fet medalennoù er C'hoarioù goañv ; e-skoaz en 43 plas hepken emañ er C'hoarioù hañv. Div wech e oa bet degemeret ar C'hoarioù Olimpek goañv er vro, e Innsbruck bep taol, e 1964 hag e 1976. Ar ski-diskenn eo ar sport pennañ ha brudetañ en Aostria. Moarvat n'eus bro all ebet hag a zo bet ken bras he roll e istor ar sport-se. Kampioned evel Annemarie Moser-Pröll, Hermann Maier, Toni Sailer ha Marcel Hirscher zo e-mesk ar skierien wellañ bet gwelet a-viskoazh. Roudennoù teknikel ha dañjerus evel ar Streif e Kitzbühel hag an Trasslauf e Zell am See a sell ar skierien outo evel lec'hioù dreistordinal ha mojennel o sport. Brudet eo ar vell-droad en Aostria, evel e pep lec'h en Europa, met ur ral eo d'ar skipailh broadel ober berzh. Ur mare aour e oa bet ar bloavezhioù 1930 memes tra, gant ar Wunderteam, pa c'hounezas pevarzek match diouzh renk. Kampionad Europa a oa bet aozet kevret gant Aostria ha Suis e 2008. E stadoù Vienna, Innsbruck, Salzburg ha Klagenfurt e oa bet c'hoariet krogadoù. Evit ar c'hleuboù n'o deus c'hoariet nemet pevar gourfenn kiboù Europa, ha tro wenn o deus graet bewech : Austria Wien e 1978, Rapid Wien e 1985 hag e 1996, Austria Salzburg e 1994 Gwech ebet n'eo aet ar maout gant ur c'hourser eus Aostria war hentoù Tro Bro-C'hall. Tennadoù zo bet gounezet memes tra gant Max Bulla (teir gwech e 1931), Georg Totschnig (2005) ha Patrick Konrad (2021). Max Bulla eo ivez ar marc'hhouarner aostrian nemetañ en deus gwisket ar c'hrez melen, un devezh hepken e 1931, war hentoù Breizh, etre Dinan ha Brest. E-mesk ar sportourien vrudet all emañ ar c'hoarierien tennis Thomas Muster ha Dominic Thiem, gounezet pep a chelem bras ganto, hag ar rederien kirri Niki Lauda ha Jochen Rindt - an eil zo bet teir gwech kampion Formulenn 1, egile en deus gounezet 24 eurvezh ar Mañs ouzhpenn ar c'hampionad F1. War Red Bull Ring Spielberg, e Stiria, e vez aozet Priz Bras Aostria bep bloaz. A-fet marc'hegerezh eo brudet bras Skol Spagn, staliet e palez impalaerel an Hofburg, e kreiz-kêr Vienna. Eno e vez doñvaet kezeg lipizzan o gouenn abaoe 1565, ha desket dezho kerzhout ha dañsal da-geñver abadennoù giz klasel. Rummet eo evel glad sevenadurel dizanvezel gant an UNESCO abaoe 2015 . Boued hag evajoù Ar gegin eus ar vro zo heritet eus mare impalaeriezh Austria-Hungaria ha levezonet bras gant keginoù Europa ar C'hreiz. Daoust ma soñj an dud e hini Vienna peurliesañ eo liesseurt an traoù en Aostria, ha cheñch-dicheñch eus an eil rannvro d'eben - e Vorarlberg, da skouer, e vez fardet kalz meuzioù diwar formaj. Ar gegin hengounel evit ar meuzioù pennañ, an Hofküche, zo diazezet war ur c'hempouez etre kig bevin ha kig moc'h, ha war doareoù a bep seurt da fardañ legumaj. Skouerioù anezhi eo ar Wiener Schnitzel, ar c'hKnödel, an Tafelspitz ha Kasnudeln Karintia. Ar Mehlspeisen, evit ar gwastilli, zo un hengoun all en deus degaset brud d'ar vro gant dibennoù-pred evel ar Sachertorte pe an Apfelstrudel. Gwerzhet e vezont e stalioù arbennikaet anvet Konditorei. Evit ar goñfizerezh e vez produet en Aostria ar madigoù Pez ha Manner hag ar chokolad Milka. Evel-just eo mil-anavezet ar c'hafe giz Vienna. Franziskaner a vez graet eus ar c'hafe-se eno - da lavaret eo "kafe frañsezat", peogwir eo hañval e liv ouzh hini dilhad ar venec'h frañsezat. Evit fardañ ur banne hini du giz Vienna e skuilher laezh tomm ha dienn baset en ur c'hafe moka, hag a-wechoù e vruzuner chokolad warnañ. Ken brudet all eo ar c'hafedioù ma vez servijet gant ur banne dour, ur c'hliched stag ouzh ar gêr-benn hag he sevenadur : Stefan Zweig a rae "kleuboù demokratel" anezho. Hervez ur vojenn e vije komañset tud Vienna da evañ kafe da-heul Emgann Vienna e 1683 : sac'hadoù greun kafe o dije lezet an Durked war o lerc'h en ur dec'het kuit. Un evaj tomm all eo ar chokolad giz Vienna, heñvel e rekipe, met aozet gant chokolad tomm e-lec'h kafe. Gwin a vez produet e reter ar vro, e Vienna zoken, diwar gouennadoù lec'hel evel ar Grüner Veltliner (gwin gwenn) hag ar Zweigelt (gwin ruz). En diskar-amzer e c'haller evañ gwin nevez en Heurigen, ostalerioù stank e reter ar vro ha dalc'het gant gwinierien gwechall. Schnapps a vez produet kalzik ivez, diwar frouezh ha louzeier d'al liesañ : war-dro 20 000 strilherez zo er vro, re vihan evit an darn vuiañ anezho. Bier a vez breset ivez, pale lager dreist-holl evel e Bayern pe e Tchekia. Almdudler zo un evaj hep alkool fardet diwar louzeier, rezin hag avaloù. Lakaet e vez da "evaj broadel Aostria" gant lod. Red Bull zo bet lañset da gentañ en Aostria gant an embreger Dietrich Mateschitz : e-kichen Salzburg emañ sez an embregerezh hiziv c'hoazh. Aostrianed vrudet Mozart ne oa ket aostrian, en desped d'ar pezh a vez kredet. E 1756, pa oa bet ganet, e oa kêr Salzburg ur briñselezh eus an Impalaeriezh santel roman german c'hoazh. E 1805 e voe staget e c'hêr c'henidik ouzh Aostria evit ar wech kentañ, pevarzek vloaz war-lerc'h e varv. Aostria ha Breizh Gazilieg eo ar barrez vreizhat nemeti a zo gevellet gant ur gumun eus Aostria. E 1986 e skoulmas emglev gant Hollersbach im Pinzgau, e mervent rannvro Salzburg, d'ur mare ma oa Yves Rocher maer ar gumun. Evit bodañ re yaouank an div gêr ez eus bet aozet kampoù. Daou levr gant ar skrivagner aostrian Stefan Zweig a oa bet embannet e brezhoneg e 2013 : Ar c'hoari-echedoù ha Lizher ur vaouez dianavez, o-daou troet gant Gérard Cornillet. Gwelet ivez Gwiniegoù Aostria Listenn stêrioù Aostria Notennoù
5331
https://br.wikipedia.org/wiki/Kanton%20an%20Alre
Kanton an Alre
Kanton an Alre a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant ar Mor-Bihan hag e rannvro Breizh. Kumunioù Betek 2015 Kanton an Alre a yae 9 c'humun d'ober anezhañ : An Alre ; Ar Bonoù ; Krac'h ; Lokfiliberzh ; Lokmaria-Kaer ; Plougouvelen ; Plunered ; Pluvergad ; Santez-Anna-Wened. Abaoe 2015 Kanton an Alre a ya 7 kumun d'ober anezhañ : An Alre ; Krac'h ; Lokfiliberzh ; Lokmaria-Kaer ; Plunered ; Pluvergad ; Santez-Anna-Wened. Istor Daveoù INSEE, poblañs lezennel kantonioù ar Mor-Bihan Gwelet ivez Kantonioù ar Mor-Bihan | Kumunioù ar Mor-Bihan Alre, An
5332
https://br.wikipedia.org/wiki/Peniti
Peniti
Kentañ penitiour ar gristeniezh a voe ar sant anvet Anton (war-dro 250-350) a yeas da chom e-unan en dezerzh en Egipt Uhelañ, nepell diouzh kêr Tebas. Anakoreted a veze graet outo, ur ger deuet eus ar gresianeg. Eveltañ ez eas meur a benitiour kristen da chom d'an dezerzh adal an III kantved. Evel Jezuz Ober a rae an dud-se diouzh skouer Jezuz a ouias en em dennañ alies en dezerzh da bediñ, evel a lenner en Aviel. Bevañ digenvez ha hep an traoù diezhomm, en em zastum ennañ e-unan, stourm ouzh an temptadur hag ouzh e gorf a fell d'ar penitiour, evit kavout Doue. E Breizh E Breizh e veze graet peneti (eus pened ha ti), pe peniti, eus ul lec'h ma veze ur penitiour, pe penitiourion, o chom. Dont a ra ar ger eus al latin paenitere (a zo kement hag ober pinijenn), gant ar ger ti da zibenn-ger. Betek an XI-vet kantved e oa giz ar venec'h kelt ivez, re Iwerzhon kenkoulz ha re Breizh, klask lec'hioù didud evit bezañ tost ouzh Doue ha distag diouzh chadennoù ar vuhez. Lod anezho a yae en o-unan ha reoù all a veze o vevañ a-strolladoùigoù er c'hevioù pe e lochennoù er c'hoadoù. Meur a sant breizhat en deus bevet en e-unan a-raok gwelout tud o tont da c'houlenn digantañ dont da vezañ eskob pe abad : sant Kaourintin (e beniti e Ploudiern), sant Malor (e beniti en Enez Sark), sant Maodez (en Enez Maodez). Anv-lec'h Meur a lec'h a zo anvet peniti e brezhoneg e Breizh Izel, ha L'Hermitage e galleg e Breizh Uhel. Ar Peniti, er Forest-Fouenant Ar Peniti, e Karnoed Gerioù kar pened, a zo kenster gant pinijenn penediñ, a zo ober pinijenn penedour, anv an den a ra pinijenn penedus peniti, al lec'h a zo danvez ar pennad-mañ penitiat, a zo bevañ evel ur penitiour, en ur peniti, penitiour, an den a vev er peniti. Pennadoù kar Mirdi ar Peniti L'Hermitage Ermitage Manac'hegezh Sent Breizh Lec'hanvadurezh vrezhonek