id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
4832
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchetcheneg
Tchetcheneg
Ur yezh kaokazek an norzh-kreiz eus skourr ar yezhoù veinac'hek eo an tchetcheneg (Нохчийн noc'htchiyn) komzet gant tro-dro da 944 600 den e Tchetchnia (Kevread Rusia) ha gant un nebeud tud all e Jordania dreist-holl. Yezh ofisiel Tchetchnia eo an tchetcheneg. Rannyezhoù tchetchenek pennañ Ploskosteg Itoumkaleg Melc'hineg Kistineg Theberloyeg Akineg Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Liammoù diavaez Ethnologue Rosetta Project Meneger yezhoù ar bed Yezhoù veinac'hek Yezhoù Rusia
4833
https://br.wikipedia.org/wiki/Ingoucheg
Ingoucheg
Ur yezh kaokazek an norzh-kreiz eus skourr ar yezhoù veinac'hek eo an ingoucheg (ГІалгІай ghalghay /ʁəl.ʁɑj/) komzet gant tro-dro da 230.000 den e Tchetchnia (Rusia), Ingouchetia hag Ouzbekistan Yezh ofisiel Ingouchetia eo an ingoucheg. E penn-kentañ an XXvet kantved e veze skrivet an ingoucheg gant al lizherenneg arabek ha war-lerc'h Dispac'h miz Here e voe kroget he skrivañ gant al lizherenneg latin. Hiziv avat e vez implijet al lizherenneg kirillek gant un nebeud lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet er rusianeg. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Liammoù diavaez Ethnologue Yezhadur ingoucheg (e ruseg) Meneger yezhoù ar bed Yezhoù veinac'hek Yezhoù Rusia
4837
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20yuzev-arabek
Yezhoù yuzev-arabek
Ar yezhoù yuzev-arabek a zo enne meur a yezh arabek komzet gant ar yuzevion o chom pe bet o chom gwechall e broioù ma vez komzet arabeg. Dre ma vez diazezet ar yezhoù yuzevek-se war ar an doare arabeg lec'hel e cheñch ivez ar yezhoù yuzev-arabek a lec'h da lec'h ivez, da skouer ar yuzev-morokeg pe ar yuzev-yemeneg. Goude ar brezel etre israel hag ar broioù arabek e 1948 e tec'heas kuit an darn vrasañ eus ar yuzevion eus ar broioù arabek da glask repu en Israel hag e Frañs. En arvar da vont da get emañ ar yezhoù yuzev-arabek hiziv dre ma'z int bet dilezet evit ober gant ar galleg pe an hebraeg hervez ar vro. Peurliesañ e veze skrivet ar yezhoù yuzev-arabek gant al lizherenneg hebraek kentoc'h evit gant al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en hebraeg. Gwelet ivez Yezhoù yuzevek Liammoù diavaez Lennegezh yuzev-arabek Lennegezh yuzev-arabek Yezhoù yuzevek
4838
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kouchitek
Yezhoù kouchitek
Ur skourr eus ar yezhoù afrez-aziatek eo ar yezhoù kouchitek komzet e Korn Afrika. Setu ar yezhoù kouchitek pennañ hervez an niver a dud a ra gante: Oromoeg (afaan Oromo): Etiopia ha Kenya (tro-dro da 35 milion a dud) Somalieg (af Soomaali): Somalia, Etiopia, Djibouti ha Kenya (tro-dro da 20 milion a dud) Sidamoeg (Sidámo 'afó): Etiopia (tro-dro da 2 milion a dud) Afareg (afar): Eritrea, Etiopia ha Djibouti (tro-dro da 1,5 milion a dud) Isrannet e vez ar yezhoù kouchitek evel-hen dre vras: Yezhoù kouchitek ar c'hreiz Yezhoù kouchitek ar reter Yezhoù an Uheldiroù Yezhoù kouchitek an norzh Yezhoù kouchitek ar su Yezhoù kouchitek
4839
https://br.wikipedia.org/wiki/Dahaloeg
Dahaloeg
Ur yezh kouchitek eus isskourr yezhoù kouchitek ar su eo an dahaloeg (dahalo, sanye pe guo garimani) komzet gant tro-dro da 3 000 den e e Proviñs an Aod e Kenya (1997). Ur yezh en arvar an hini eo dre ma vez kemeret he flas tamm-ha-tamm gant ar swahilieg. Ral eo etre an holl yezhoù kouchitek abalamour ma vez implijet ganti klikoù daoust ha n'he deus bet na liamm na darempred ebet gant ar yezhoù khoi-san. Gwelet ivez Yezhoù kouchitek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Kenya
4840
https://br.wikipedia.org/wiki/15%20Here
15 Here
Darvoudoù 1582 : lakaet eo e pleustr an deiziadur gregorian. 1760 : deroù Emgann Kloster Kampen (Brezel Seizh Vloaz). 1796 : krouet eo Republik Sispadania gant ar jeneral Bonaparte. 1805 : deroù Emgann Ulm. 1815 : dilestrañ a ra Napoleon Iañ e Saint Helena. 1894 : lakaet harz war ar c'habiten Alfred Dreyfus. 1911 : enaouet evit ar wech kentañ tour-tan ar Gazeg, er mervent da Enez-Eusa. 1934 : deroù ar Gerzhadeg Hir e Jiangxi (Republik Pobl Sina). 1940 : dont a ra e-maez ar film The Great Dictator sevenet gant Charlie Chaplin. 1964 : roet e zilez gant Nikita C'hrouchtchov, Brejnev o vont war e lerc'h. 1987 : korventenn divent tremenet da noz war darn eus Breizh. Ganedigezhioù -70 : Publius Vergilius Maro, barzh latin. 1608 : Evangelista Torricelli, fizikour ha jedoniour italian. 1816 : Henri Dupuy de Lôme, ijiner listri-brezel ha politikour gall. 1824 : Yan' Dargent, livour breizhat. 1836 : James Tissot, livour hag engravour gall. 1844 : Friedrich Nietzsche, prederour alaman. 1893 : Saunders Lewis, barzh, dramaour, istorour ha stourmer brogarour kembreat. 1915 : Nita Raya, dañserez, kanerez hag aktourez sinema c'hall a orin roumanat. 1920 : Henri Verneuil, filmaozer, produer ha saver senario gall a orin armeniat. 1924 : François Le Quémener, beleg, bet rener Ti ar Vretoned e Pariz. 1946 : Richard Carpenter, saver kanaouennoù ha soner, unan eus izili an daouad kanerien stadunanat The Carpenters. 1968 : Didier Deschamps, melldroader etrebroadel ha gourdoner gall. 1986 : Marie Sebag, mestrc'hoarierez echedoù gall. Marvioù 1389 : Urban VI, pab an Iliz katolik roman. 1582 : Teresa de Capeda y Ahumada, leanez spagnol, Santez Tereza Jesuz hec'h anv relijiel, lesanvet ivez santez Tereza a Avila. 1872 : Handrij Zejler, skrivagner sorabek. 1917 : Mata Hari, spierez izelvroat. 1934 : Raymond Poincaré, den-stad gall. 1940 : Lluís Companys i Jover, politikour katalan. 1946 : Hermann Göring, milour ha politikour nazi. 1994 : Jean Dasté, aktour (c'hoariva ha sinema) ha leurenner gall. 2012 : Norodom Sihanouk : roue Kambodja Lidoù Sant an deiz : Santez Aourell. Iliz katolik roman Santez Aourell, gwreg sant Miliav ha mamm sant Melar (); Sant Leonard, penitiour eus bro ar Mañs (); Santez Teresa a Avila (santez Tereza Jezuz), leanez spagnol ha doktorez an Iliz († 1582). Here 15
4841
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kouchitek%20ar%20c%27hreiz
Yezhoù kouchitek ar c'hreiz
Ur skourr eus ar yezhoù kouchitek eo yezhoù kouchitek ar c'hreiz pe yezhoù agawek, ennañ 5 yezh komzet e Etiopia dreist-holl hag ivez e Eritrea (ur yezh nemetken). Isrannet e vez yezhoù kouchitek ar c'hreiz evel-hen: Yezhoù ar reter Yezhoù an norzh Yezhoù ar su Yezhoù ar c'hornôg Gwelet ivez Yezhoù kouchitek LIammoù diavaez Ethnologue Yezhoù kouchitek ar c'hreiz Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Afrika Yezhoù Etiopia Yezhoù Eritrea
4844
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20bizkaokazek
Yezhoù bizkaokazek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù bizkaokazek (anvet ivez yezhoù kaspek pe yezhoù dagestanek) komzet e Dagestan dreist-holl, met ivez e norzh Azerbaidjan ha Georgia. Brudet eo yezhoù ar familh-mañ abalamour d'ar fonologiezh luziet-tre implijet gante, enni betek 60 kensonenn ha 30 vogalenn. Yezhoù ergativel daspegel ivez eo an holl anezhe, hag implijet vez gante meur a gas. Renkadur ar yezhoù bizkaokazek Ez-hengounel e vez isrannet yezhoù ar familh-mañ e tri bloc'had pennañ evel-hen: Yezhoù avarek-andiek-didoek Komzet e kornôg Dagestan Avareg (komzet gant 385,043 den) Yezhoù andiek: Andieg (komzet gant 9,000 den) Botlic'heg (komzet gant 3,000 den) Godobereg (ghodoberi: komzet gant 2,500 den) Karateg (komzet gant 5,000 den) Ac'hvac'heg (komzet gant 5,000 den) Bagvalaleg (komzet gant 4,000 den) Tindieg (komzet gant 5,000 den) Tchamalaleg (komzet gant 4,000 den) Gigatleg Yezhoù didoek (pe yezhoù tsezek) Tsezeg (dido) (komzet gant 7,000 den) C'hvarcheg (khvarsh: komzet gant 1,000 den) Hinouc'heg (ginukh: komzet gant 200 den) Bejteg (bezhti pe kapuch: komzet gant 2,500 den) Hounzibeg (gunzib: komzet gant 600 den) Ne vez skrivet yezh nag andiek na yezh didoek ebet. implijet e vez an avareg evel yezh dre skrid en o lec'h. Yezhoù lakek-darvek Komzet e douaroù-uhel kreiz Dagestan Lakeg (komzet gant 82,010 den) Dargweg (dargva: komzet gant 227,302 den) Implijet e vez an div yezh-mañ kement dre skrid ha dre gomz. Yezhoù lezgiek Komzet e vez ar yezhoù lezgiek e douaroù-huel $Southeast Dagestan hag e norzh Azerbaidjan. Agouleg (aghul: komzet gant 8,782 den) Routouleg (rutul: komzet gant 11,933 den) Tsac'houreg (tsakhur: komzet gant 10,719 den) Boudouc'heg (budukh: komzet gant 1,000 den) Oudieg (udi: komzet gant 4,000 den) Artcheg (archi: komzet gant 1,000 den) Tabasareg (komzet gant 54,574 den) Lezgieg (lezgi: komzet gant 304,087 den) Kritseg (kryz: komzet gant 6,000 den) Kaytakeg (kajtak) Koubatcheg (kubachi) C'hinalugeg (khinalugh: komzet gant 1,000 den) Ne vez skrivet nemet al lezgieg hag an tabasareg. Dre gomz e vez implijet ar yezhoù all hepmuiken. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Liammoù diavaez Kartennoù o tiskwel ar yezhoù hag ar pobloù kaokazeg Ethnologue Yezhoù bizkaokazek
4845
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kaokazek%20an%20norzh-kreiz
Yezhoù kaokazek an norzh-kreiz
Ur skourr eus ar yezhoù kaokazek eo yezhoù kaokazek an norzh-kreiz anvet ivez yezhoù nac'hek pe yezhoù vaynac'hek komzet dreist-holl e Tchetchnia hag Ingouchetia e Rusia met war ledanaat ez eo aet takad ar yezhoù-mañ abalamour d'an niver uhel a divroidi eus Tchetchnia aet da glask repu er Reter Kreiz hag e Kreiz Azia. Setu roll ha renkadur yezhoù kaokazek an norzh-kreiz: Batseg (batsba motjiti: komzet gant 3.000 den) Yezhoù veinac'hek Tchetcheneg (noc'htchin: komzet gant 604.655 den) Ingoucheg (ghalgay: komzet gant 153.483 den) Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Yezhoù kaokazek an norzh-kreiz
4853
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20didoek
Yezhoù didoek
Ur skourr eus yezhoù kaokazek ar biz eo ar yezhoù didoek pe yezhoù tsezek komzet e Dagestan. Tost-tre eo ar yezhoù didoek d'ar yezhoù andiek. Setu rol ar yezhoù didoek: Tsezeg (dido) (komzet gant 7,000 den) C'hvarcheg (khvarsh: komzet gant 1,000 den) Hinouc'heg (ginukh: komzet gant 200 den) Bejteg (bezhti pe kapuch: komzet gant 2,500 den) Hounzibeg (gunzib: komzet gant 600 den) Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Yezhoù Rusia
4854
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20andiek
Yezhoù andiek
Un skourr eus yezhoù kaokazek ar biz eo ar yezhoù andiek komzet e Dagestan. Tost-tre eo ar yezhoù didoek d'ar yezhoù didoek. Setu rol ar yezhoù andiek: Andieg (komzet gant 9,000 den) Botlic'heg (komzet gant 3,000 den) Godobereg (ghodoberi: komzet gant 2,500 den) Karateg (komzet gant 5,000 den) Ac'hvac'heg (komzet gant 5,000 den) Bagvalaleg (komzet gant 4,000 den) Tindieg (komzet gant 5,000 den) Tchamalaleg (komzet gant 4,000 den) Gigatleg Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Andiek
4855
https://br.wikipedia.org/wiki/Gigatleg
Gigatleg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar gigatleg (gigatl pe chamalal) komzet gant 4.000 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4856
https://br.wikipedia.org/wiki/Botlic%27heg
Botlic'heg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar botlic'heg (botlikh) komzet gant 3.000 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4857
https://br.wikipedia.org/wiki/Godobereg
Godobereg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar godobereg (ghodoberi) komzet gant 2.500 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4859
https://br.wikipedia.org/wiki/Andieg
Andieg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar andieg (andi) komzet gant 9 000 den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4860
https://br.wikipedia.org/wiki/Karateg
Karateg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar karateg (karata) komzet gant 5.000 den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4861
https://br.wikipedia.org/wiki/Ac%27hvac%27heg
Ac'hvac'heg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo an ac'hvac'heg (akhvakh) komzet gant 5.000 den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4862
https://br.wikipedia.org/wiki/Bagvalaleg
Bagvalaleg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar bagvalaleg (bagval pe bagvalal) komzet gant pevar mil den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4863
https://br.wikipedia.org/wiki/Tindieg
Tindieg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar tindieg (tindi) komzet gant 5.000 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4864
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchamalaleg
Tchamalaleg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù andiek eo ar tchamalaleg komzet gant 4 000 den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù andiek Yezhoù Rusia
4865
https://br.wikipedia.org/wiki/Tsezeg
Tsezeg
Ur yezh bizkaokazek eus skourr ar yezhoù didoek eo an tsezeg pe didoeg (dido) komzet gant 15.000 den e Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù didoek Yezhoù Rusia
4866
https://br.wikipedia.org/wiki/C%27hvarcheg
C'hvarcheg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù didoek eo ar c'hvarcheg (khvarsh) komzet gant 1.000 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù didoek Yezhoù Rusia
4867
https://br.wikipedia.org/wiki/Hinouc%27heg
Hinouc'heg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù didoek eo ar hinouc'heg (ginukh) komzet gant 200 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù didoek Yezhoù Rusia
4868
https://br.wikipedia.org/wiki/Bejteg
Bejteg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù didoek eo ar bejteg (bezhta) komzet gant a dud e Dagestan dreist-holl. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Liammoù diavaez Pajenn Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù didoek Yezhoù Rusia
4869
https://br.wikipedia.org/wiki/Hounzibeg
Hounzibeg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù didoek eo ar hounzibeg (gunzib) komzet gant 600 den e Dagestan Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù didoek Yezhoù Rusia
4870
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kaokazek%20ar%20gwalarn
Yezhoù kaokazek ar gwalarn
Ur familh-yezhoù eo yezhoù kaokazek ar gwalarn (anvet ivez yezhoù pontek pe yezhoù kirkasek) komzet e Kaokaz Rusia, Turkia, Jordania, Kabardino-Balkaria hag Abc'hazia Yezhoù kirkasek Adigeg Adigeg (kirkaseg pe tcherkeseg), Yezhoù abc'hazek-abazek Abc'hazeg Abazeg Yezhoù oubic'hek Oubic'heg Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Liammoù diavaez CIA linguistic map of the Caucasus
4871
https://br.wikipedia.org/wiki/Lennegezh%20latin
Lennegezh latin
Al lennegezh latin a zo bet ul lennegezh puilh, savet e mare ar Romaned ha kelennet e-pad kantvedoù diwar ezhommoù an Iliz katolik roman. Pa veze al latin yezh ha danvez-studi ar c'hlasoù e skolioù ar Grennamzer e reer ar c'hlasoù eus an holl draou a denn d'al latin. Meur a arroudenn tennet eus an oberourien latin a zo anavezet c'hoazh, a drugarez da vannoù treset Asteriks paneveken. Ar c'hentañ oberennoù lennegel e latin anavezet mat a zo pezhioù-c'hoariva fent Plaotus e diwezh an 3de kantved kent Jezuz-Krist. Diskouez a ra ar yezh bezañ pinvidik ar c'heriaoueg anezhi. Produerezh ur gevredigezh sevenet a-bell ha levezonet gant ar gresianeg eo. Koulskoude e o bet ur skoilh war hent lennegezh latin p'en deus klasket an oberourien mirout e unvanded dirak levezon ar gresianeg hag emdroadur ar yezh komzet dreist-holl. Meur a wech en deus klasket oberour-mañ oberour chom etre harzoù al lennegezh latin klasel m'en doa desket er skol (skol ur mestr unan, emichañs) dre lenn an oberourien gozh. Ret eo bet ledanaat tamm ha tamm tachenn al latin lennegel ha ne oa tech ebet gant ar Romaned treiñ o spered daved ar mennozhioù difetis. Lavaret e vez e oa ar Romaned kouerien chikanerien da gentañ, gwelloc'h e o vleud gant traou ar Gwir. Koulskoude ul lennegezh eus ar c'hentañ eo bet al lennegezh latin p'en deus levezonet istor Europa e-pad 22 kantved. Ha n'eo echu c'hoazh hec'h istor-dezhi ha pa n'eo ket desket puilh al latin ha goulennet sevel testennoù latin er skol evel m'eo bet betek derou an 20vet kantved. Istor berr al lennegezh latin Yezh ur skourr an Indezeuropiz a yeas da aloubiñ Italia war-dro - 1400 eo al latin, dezhañ div yezh italek nes an oskeg hag an ombrieg. Deskiñ a reas al Latined o chom el Latiom e kreiz Italia treuzskrivañ dre al lizherenneg degaset dezho gant an Etrusked a oa deuet d'en em staliañ e Norzh o ziriad.Goude m'o deus tud ar gêr-benn latin, Roma hec'h anv, skarzhet ar beli etrusk e kreskas ar gêr dre lakaat ar pobloù amezeg dindan e he c'hazell-ye. Ar Romaned hag o riez milourel anvet Henroma (evit ober un diforc'h gant Kêr-Roma) a gaso da benn staliañ o veli war darnvuiañ ar bed a c'hellfent anavezout. War-dro - 450 eo bet engravet Lezenn an XII taolenn, un neuz lennegel dezhi diwar an nebeut arroudennoù adskrivet a zo bet treuzkaset. Prezegennoù ofisiel Appius Claudius Caecus (war-dro 300) a veze lennet c'hoaz gant Kikero (- 101 - - 43). Ar c'hoariva a zo bet un genad lennegel priziet-tre gant ar Romaned ha an testenn lennegel gentañ anavezet a zo 60 gwerzenn distag savet gant Livius Andronicus, hemañ ur saver pezhioù-c'hoari ha troour an Odysseia. Bet e oa bel Livius Andronicus ur sklav gresianek eus Tarento hag e reas berzh er IIIvet kantved kent Jezuz-krist pa oa ar Romaned o klask drevezañ ar stuzegezhioù gresian hag al lennegezh gresianek. Barzhoniezh Vergilius Horatius Publius Papinius Statius Marcus Valerius Martialis Propertius Publius Ovidius Naso Faeder (Caius Julius Faedrus) Breutadennoù Kikero C'hoariva fent Plaotus Terentius Danevelloù Kaezar Meurzanevelloù Vergilius Lukanius Apuleius Istor Titus-Livius Takitus Gweltaz Nennius Lennegezh kristen Minukius Felix Tertullian (Caius Septimius Florens Tertullianus) Sant Yerom Arnobius Laktantius (Lukius Kaekilius Firmianus) Ausonius Sant Aoustin Ammianus Markellinus Lizhiri Kikero Prederouriezh Seneca Teknikoù Vitruvius Lennegezh latin
4872
https://br.wikipedia.org/wiki/Dargweg
Dargweg
Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù lakek-darvek eo an dargweg (dargva) komzet gant 227.302 den e douaroù-uhel kreiz Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Yezhoù kaokazek ar biz Yezhoù Rusia Meneger yezhoù ar bed
4873
https://br.wikipedia.org/wiki/Lakeg%20%28Dagestan%29
Lakeg (Dagestan)
Evit ar sterioù all, sellit ouzh lakeg Ur yezh kaokazek ar biz eus skourr ar yezhoù lakek-darvek eo ar lakeg komzet gant 82.010 den e douaroù-uhel kreiz Dagestan. Gwelet ivez Yezhoù kaokazek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù kaokazek ar biz Yezhoù Rusia
4874
https://br.wikipedia.org/wiki/Hichkaryaneg
Hichkaryaneg
Ur yezh karibek eus skourr yezhoù karibek an c'hreisteiz eo an hichkaryaneg (hixkaryana) komzet gant 500 den war lennoù ar Stêr e Brazil. Ral e-touez yezhoù ar bed eo hichkaryaneg abalamour ma vez savet ar frazennoù ganti hervez an urzh renadenn-verb-rener. Liammoù diavaez Rosetta Project Gwelet ivez Yezhoù karibek Meneger yezhoù ar bed
4875
https://br.wikipedia.org/wiki/Panareg
Panareg
Ur yezh karibek eus skourr yezhoù karibek an hanternoz eo ar panareg (eñapa "ar bobl") komzet gant tro-dro da 3.000-4.000 den e kreiz Venezuela. Meur a rannyezh ez eus. Gwelet ivez Yezhoù karibek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Venezuela Yezhoù Brazil Yezhoù Guyana
4876
https://br.wikipedia.org/wiki/Tiriyoeg
Tiriyoeg
Ur yezh karibek eus skourr yezhoù karibek an hanternoz eo an tiriyoeg (tiriyó pe trio) komzet gant tro-dro da 2.000 den o chom en daou du d'ar vevenn etre Brazil ha Surinam e norzh Amazonia. Div rannyezh ez eus: Tiriyoeg-H komzet er gevred Tiriyoeg-K komzet er gwalarn Gwelet ivez Yezhoù karibek Meneger yezhoù ar bed de:Tiriyo hr:Tiriyó it:Tiriyó nl:Trio (volk)
4877
https://br.wikipedia.org/wiki/Akawaieg
Akawaieg
Ur yezh karibek eus skourr yezhoù karibek an norzh eo an akawaieg komzet gant tro-dro da 6 000 den e Mazaruni Uhelañ e Guyana dreist-holl. Komzet e vez ivez, met kalz nebeutoc'h, e Venezuela. Lakaet e vez ivez ar patamoneg da vezañ ur rannyezh eus ar yezh-mañ. Gwelet ivez Yezhoù karibek Liammoù diavaez Ethnologue Selaou ouzh un tamm akawaieg Yezhoù Guyana Yezhoù Venezuela] Yezhoù karibek an norzh
4878
https://br.wikipedia.org/wiki/Pemoneg
Pemoneg
Ur yezh karibek eus skourr yezhoù karibek an hanternoz eo ar pemoneg pe pemongeg (spagnoleg: pemón) komzet gant tro-dro da 4.800 den e Venezuela e Bolivar ha Gran Sabana. Komzet e vez ivez ar pemongeg e Brazil ha Guyana gant ouzhpenn 1.000 den. Meur a rannyezh zo: ar c'hamarakoteg (camaracoto) an taolipaneg (taulipan) an arekouneg (arecuna) Gwelet ivez Yezhoù karibek Yezhoù kaponek Yezhoù Venezuela Yezhoù Brazil Yezhoù Guyana
4880
https://br.wikipedia.org/wiki/Chineg
Chineg
Notenn: Arabat kemmesk ar yezh-mañ hag ar sinaeg Ur yezh dardek eo ar chineg (shina) komzet gant 321 000 den e Gilgit e norzh Pakistan hag en India. Liammoù diavaez Ethnologue Gwelet ivez Yezhoù dardek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù India Yezhoù Pakistan Yezhoù dardek
4881
https://br.wikipedia.org/wiki/Paloureg
Paloureg
Ur yezh dardek eo ar paloureg (palula phalura pe ashretiwar) komzet gant 7.000 den e traoñiennoù Ashret ha Biori e Chitral e Pakistan. E kêriadenn Sau en Afghanistan e komzer un adstumm eus ar yezh-se ivez. Gwelet ivez Yezhoù dardek Liammoù diavaez Yezhoù dardek Chitral Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dardek
4882
https://br.wikipedia.org/wiki/Kowareg
Kowareg
Ur yezh dardek eo ar c'howareg komzet gant 400 000 den e Chitral e Pakistan, e traoñienn Yasin hag e Gupis tost da Gilgit hag ivez e Swat uhel. Evel un eil yezh e vez komzet e Gilgit hag e Hunza. Krediñ a reer e c'hellfe bezañ strolladoù bihan a gowaregerien en Afghanistan, China, India, Tadjikistan hag en Istanbul. Evel ar yezhoù dardek all eo ar c'howareg ur yezh indez-Arian, koulskoude n'eo ket bet deveret eus ar sañskriteg evel an darn-vuiañ eus ar yezhoù indez-arian, met eus an indez-arianeg kozh. Ul levezon deuet eus ar yezhoù iranek a zo bet warnañ ha brasoc'h eget ar pezh a zo c'hoarvezet er yezhoù dardek all. Gwelet ivez Yezhoù dardek Liammoù diavaez Khowar Word List Khowar Dictionary Dardic Languages of Chitral Kalasha Word List Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dardek
4883
https://br.wikipedia.org/wiki/Kalacheg
Kalacheg
Ur yezh dardek eo ar c'halacheg (kalashamun) komzet gant 6.000 den e Chitral e Pakistan. Gwelet ivez Yezhoù dardek Kalached Liammoù diavaez Geriaoueg kalacheg Yezhoù dardek Chitral Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dardek
4884
https://br.wikipedia.org/wiki/Gawareg-Bateg
Gawareg-Bateg
Ur yezh dardek eo ar gawareg-bateg (gawar-bati pe aranduyiwar) komzet gant 9.000 den e Chitral e Pakistan (1.500 den) hag en Afghanistan (7.500 den). Liammoù diavaez Ethnologue Yezhoù dardek Chitral Gwelet ivez Yezhoù dardek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dardek
4885
https://br.wikipedia.org/wiki/Dameleg
Dameleg
Ur yezh dardek eo an dameleg komzet gant nebeutoc'h evit 5.000 den e e traonienn Damil-Nisar e Chitral e Pakistan. Ur yezh en arvar da vont da get e c'hellfe bezañ an dameleg dre m'emañ ar c'howareg o kemer e blas. Gwelet ivez Yezhoù dardek Liammoù diavaez Yezh dardek Chitral Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù dardek
4887
https://br.wikipedia.org/wiki/Saekeg
Saekeg
Ur yezh taiek-kadaiek eus skourr ar yezhoù kamek-taiek eo ar saekeg komzet gant tro-dro da e Laos hag e biz Tailand. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre ma vez dilezet tamm-ha-tamm evit ober kentoc'h gant an isaneg pe al laoeg. Gwelet ivez Yezhoù yuzevek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand Yezhoù Laos
4888
https://br.wikipedia.org/wiki/Gelaoeg
Gelaoeg
Ur yezh taiek-kadaiek eus skourr ar yezhoù geek-tchiek eo ar gelaoeg (gelo pe kelao) komzet gant tro-dro da 3.000 den e Sina Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre ma vez dilezet tamm-ha-tamm evit ober kentoc'h gant yezhoù all. Gwelet ivez Yezhoù yuzevek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Sina
4889
https://br.wikipedia.org/wiki/Isaneg
Isaneg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù laoek-poutaiek eo an isaneg (ภาษาอีสาน phasa isan) komzet gant tro-dro da 23 milion a dud en Isan e Tailand. Tost-tre eo an oisaneg d'al laoeg, met levezonet eo bet ivez gant an taieg. Gallout a reer en em glevout etre an teir yezh-se. Gwechall e veze skrivet gant ar skritur laoek met bremañ e vez skrivet gant ar skritur taiek bet kelennet er skolioù abaoe ar bloavezhioù 1920. Gwelet ivez Yezhoù taiek-kadaiek Liammoù diavaez Frazennoù en isaneg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand
4890
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20taiek
Yezhoù taiek
Ur skourr eus ar yezhoù taiek-kadaiek eo ar yezhoù taiek komzet e Viêt Nam, Tailand, Laos, Myanmar ha su Sina. Setu penaos e vez isrenket ar yezhoù taiek: Yezhoù taiek ar c'hreiz (6) Djouangeg (zhuang) (Sina) Eeg (e) (Sina) Mansaolaneg (man cao lan) (Viêt Nam) Noungeg (nung) (Viêt Nam) Tayeg (tày pe tho) (Viêt Nam) Tsunlaoeg (ts'ün-lao) (Viêt Nam) Tienpaoeg (tien-pao) Youngtchouneg (yung-chu'un) Loungtchaoeg (lung-chow) Yezhoù taiek ar reter-kreiz (1) Yezhoù taiek ar gwalarn (1) Turung (turung) (India) Yezhoù taiek an norzh (4) Djouangeg an norzh (Sina) Nangeg (nhang) (Viêt Nam) Bouyieg (buyi) (Sina) Taimeneg (tai Mène) (Laos) Tchientchiangeg (ch'ien-chiang) Giayeg (giay) Chilineg (hsi-lin) Kweiyangeg (kwei-yang) Lingyuneg (ling-yun) Lounganeg (lung-an) Poseeg (po-se) Kweitchaoeg (qui-chau) Tientchaoeg (tien-chow) Tienpaeg (t'ien-pa) Djongdjiaeg (zhongjia) Touchaneg (tushan) Woumingeg (wu-ming) Yayeg (yay) Yezhoù taiek ar mervent (32) Taiyaeg (tai ya) (Sina) Yezhoù taiek ar reter-kreiz (10) Yezhoù tchiangek-saengek (chiang-saeng) (8) Taidameg (tai dam) (Viêt Nam) Lanneg (lanna, thai yuan) (Tailand, Laos) Pouaneg (phuan) (Tailand) Taisongeg (thai song) (Tailand) Taieg (thai) (Tailand) Taihangtongeg (tai hang tong) (Viêt Nam) Taidoneg (tai dón) (Viêt Nam) Taidaengeg (tai daeng) (Viêt Nam) Taitakeg (tay tac) (Viêt Nam) Toulaoeg (thu lao) (Viêt Nam) Yezhoù laoek-poutaiek (lao-phutai)(4) Laoeg (lao) (Laos) Nyaw (nyaw) (Tailand) Poutaieg (phu thai) (Tailand) Isaneg Isan (Tailand, Laos) Yezhoù taiek ar gwalarn (9) Ahomeg (ahom) (India: yezh varv) Aitoneg (aiton) (India) Lueg (lue, tai lue) (Sina, Viêt Nam, Tailand, Laos, Myanmar) Kamtieg (khamti (India, Myanmar) Kuneg (khün) (Myanmar) Kamyangeg (khamyang) (India) Pakeg (phake) (India) Chaneg (shan) (Myanmar) Tainueg (tai nüa) (Sina, Viêt Nam, Tailand, Laos) Poukoeg (pu ko) (Laos) Padieg (pa di) (Sina) Yezhoù taiek ar su (1) Paktaieg (pak thai) (Tailand) Taitaneg (tai thanh) (Vietnam) Taisapaeg (tày sa pa) (Viêt Nam) Tailongeg (tai long) (Laos) Taihongdjineg (tai hongjin) (Sina) Yongeg (yong) (Tailandia) Yezhoù ar mervent hep renkañ Taihongdjineg (tai hongjin) (Sina) Yongeg (yong) (Tailand) Hep renkañ (1) Kouaneg (kuan) (Laos) Rieneg (rien) (Laos) Taikangeg(tay khang) (Laos) Taipaoeg (tai pao) (Laos) Taidoeg (tai do'') (Viêt Nam) Gwelet ivez Yezhoù taiek-kadaiek Liammoù diavaez Ethnologue report Yezhoù taiek Yezhoù Thailand Yezhoù Laos Yezhoù Myanmar Yezhoù Sina
4891
https://br.wikipedia.org/wiki/Djouangeg
Djouangeg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek ar c'hreiz eo an djouangeg (djouangeg: cueŋь/cuengh; sinaeg: 壮语; pinyin: zhuàngyǔ) komzet e Rannbarzh Emren Djouang (Zhuang) e Guangxi e Sina e-lec'h m'emañ ur yezh ofisiel. War zigresk eo implij ar yezh tra ma heñvela ar Djouanged ouzh ar Siniz. War ranniezh Kontelezh Wuming eo diazezet yezh ofisiel. Bouyieg, ha a varner evel ur yezh dizalc'h e Sina, a zo ur rannyezh eus Djouangeg hepken. Komzet eo war harzioù etre Guangxi ha Guizhou. Ur c'hontinuom rannyezhel ez eus etre djouangeg ha Bouyieg Djouangeg a zo ur yezh donennel. C'hwec'h tonenn he-deus e silabennoù digor Div donenn (uhel hag izel) he-deus en silabennoù serret. Gwelet ivez Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Sina
4892
https://br.wikipedia.org/wiki/Taidameg
Taidameg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek ar mervent eo an taidameg (taieg: pʰaːsaː tʰai dam ภาษาไทดำ ("taiek du"); sinaeg: 傣担语 dǎidānyǔ) komzet e Viêt Nam, Laos, Tailand hag e Jinping e Sina. Skrivet e vez gant ur skritur ispsial, ar skritur taidamek. Gwelet ivez Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Skritur taidamek Liammoù diavaez Ethnologue Skritur taidamek Meneger yezhoù ar bed Taiek Yezhoù Viêt Nam Yezhoù Laos Yezhoù Sina
4893
https://br.wikipedia.org/wiki/Bouyieg
Bouyieg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek an norzh eo ar bouyieg (buyi; bouyieg: buxqyaix, LFE: [pu ʔjai]; sinaeg: 布依族; pinyin: bùyīzú) komzet gant tro-dro da 2,5 milion a dud e Guizhou, Yunnan ha Sichuan e Sina. Ken tost eo ar bouyieg d'an djouangeg ma vez graet div rannyezh eus an hevelep yezh oute peurliesañ. Skrivet e vez ar bouyieg gant al lizherenneg latin gant lizherennoù ispisial ouzhpenn. Gwelet ivez Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant diwar-benn ar Vouyied Buxqyaix Qyusmail布依在线 (e bouyieg e sinaeg) Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Sina
4894
https://br.wikipedia.org/wiki/Ahomeg
Ahomeg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek ar gwalarn eo an ahomeg. Genidik eo pobl an Ahomed eus Yunnan e mervent Sina, aet kuit ac'hann hag en em staliet war-lerc'h e gourenez Gevred Azia ha norzh Myanmar. Ur yezh varv an hini eo, aet da get e diwezh an . Hiziv ne vez implijet nemet evit lidoù relijiel. Skrivet e veze gant un doare-skrivañ ispisial, ar skritur ahomek. Gwelet ivez Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Skritur ahomek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Myanmar Yezhoù Sina Yezhoù aet da get
4895
https://br.wikipedia.org/wiki/16%20Here
16 Here
Darvoudoù 1793 : dibennet eo Marie-Antoinette Bro-C'hall e Pariz. 1813 : deroù Emgann Leipzig. 1834 : peuzdevet eo Palez Westminster gant un tan-gwall. 1872 : digoradur skol-veur Aberystwyth. 1900 : krouidigezh ar gazetenn-sport L'Auto-Vélo gant Henri Desgrange ; deuet e oa da vezañ L'Auto d'ar 16 a viz Genver 1903. 1923 : krouet eo The Walt Disney Company. 1925 : sinet eo Emglevioù Locarno e Locarno (Suis). 1945 : krouet eo FAO e Kebek (Kanada). 1946 : dek ofiser ha politiker nazi zo krouget da-heul prosez pennañ Nürnberg. 1968 : Colette Besson, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar pevar c'hant metr e Mec'hiko. 1978 : dilennet eo Karol Józef Wojtyła da bab evel Yann-Baol II. 1998 : lakaet harz war an diktatour kozh arc'hantinat Augusto Pinochet e Londrez. 2020 : e kêr Conflans-Sainte-Honorine, er gwalarn da Bariz, eo bet muntret ha dibennet ar c'helenner Samuel Paty gant un islamour tchetchen. Ganedigezhioù 1351 : Gian Galeazzo Visconti, kentañ dug Milano. 1374 : Marc'harid Bourgogn. 1430 : Jakez II, roue Bro-Skos. 1758 : Noah Webster, geriadurour stadunanat. 1854 : Oscar Wilde, skrivagner saoznek. 1874 : Paotr Treoure, beleg ha skrivagner brezhonek. 1863 : Austen Chamberlain, politiker saoz. 1886 : David Ben Gourion, kentañ ministr Israel. 1888 : Eugene O'Neill, skrivagner saoznek stadunanat. 1890 : Mícheál Seán Ó Coileáin, emsaver ha politikour iwerzhonat. 1908 : Enver Hoxha, rener Albania. 1927 : Günter Grass, skrivagner alamanek. 1929 : Fernanda Montenegro, aktorez ha skrivagnerez eus Brazil. Marvioù 1523 : Luca Signorelli, livour italian. 1553 : Lucas Cranach an Henañ, livour. 1591 : Gregor XIV, pab. 1628 : François de Malherbe, barzh gall. 1632 : Anna von Kleve, priñsez alaman. 1793 : Marie-Antoinette Aostria, gwreg Loeiz XVI, roue Bro-C'hall. 1796 : Vittorio Amedeo III, roue Sardigna. 1937 : Jean de Brunhoff, saver levrioù Babar. 1946 : Joachim von Ribbentrop, ministr an aferioù estren evit an Trede Reich. 1946 : Julius Streicher enep-yuzev alaman ha kargad en Trede Reich kondaonet d'ar marv e Nürnberg e 1946. 1959 : George Marshall, sekretour-stad stadunanat, a savas ar Steuñv Marshall (Priz Nobel ar Peoc'h) e 1953. 1979 : Johan Borgen, skrivagner norvegiat. 1981 : Moshe Dayan, jeneral ha politiker israelet. 2004 : Pierre Salinger, politikour ha kelaouenner stadunanat. 2011 : Dan Wheldon, loman karr-tan. 2021 : Máire Mhac an tSaoi, skrivagnerez iwerzhonek. Lidoù Iliz katolik roman Sant Konogan, penitiour kembreat, kompagnun sant Paol Aorelian () Sant Gall, manac'h iwerzhonat, diskibl da sant Koulm () Sant Gwidal, penitiour breizhveuriat, abostol Bro-Rezh (740) Santez Hedwija, dugez Silesia hag, intañvez, ez eas da leanez () Here 16
4896
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20ahomek
Skritur ahomek
Un abugida eo ar skritur ahomek implijet evit skrivañ an ahomeg, ur yezh taiek marv. Sur-mat e oa bet diorroet ar skritur ahomek war diazez ar skritur bramek a dalvezas da diazez evit an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ indek implijet e Gevred Azia. Setu ar c'hensonennoù: Setu stumm ar vogalennoù stag: Gwelet ivez Abugida Liammoù diavaez Ahom Omniglot Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Ahomek
4899
https://br.wikipedia.org/wiki/Paktaieg
Paktaieg
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek ar mervent eo ar paktaieg pe taieg ar su (pak thai pe dambro) komzet gant tro-dro da 5 milion a dud e su Tailand dreist-holl. Gwelet ivez Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Thailand
4903
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20taidamek
Skritur taidamek
Ne ouzer ket eus pelec'h e teu an skritur taidamek (Tai Viet) implijet evit skrivañ an taidameg, ur yezh taiek. Pep lizherenn el abugida-mañ he deus ur stumm uhel hag ur stumm izel ha gant sinoù ispisial all e talvez kement-se da diskwel gant pesuert tonenn e rank bezañ distaget pep silabenn. Setu ar c'hensonennoù: Setu stumm ar vogalennoù stag: Gwelet ivez Taidameg Liammoù diavaez Omniglot Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Taidamek
4904
https://br.wikipedia.org/wiki/Deiz%20an%20Hangeul
Deiz an Hangeul
Deiz an Hangeul — anvet ivez Deiz embannidigezh an Hangul pe c’hoazh Deiz lizherenneg ar c’horeaneg — a vez graet eus un devezh lid a gouna an deiz ma voe ijinet hag embannet an Hangul, da lavaret eo lizherenneg dibar ar c’horeaneg, gant ar roue Sejong Veur. Lidet e vez d'an 9 a viz Here e Sukorea ha d'ar 15 a viz Genver e Norzhkorea. Hervez kronikenn ar roue Sejong, eo bet disklêriet an Hunmin Jeongeum, an teul ma tispleger al lizherenneg nevez savet gant ar roue Sejong, en navet miz eus an deiziadur loarel e 1446. E penn kentañ e oa bet roet anv an teul-se, Hunmin Jeongeum, d'al lizherenneg hec'h-unan. E 1926 eo bet lidet gant kevredigezh an Hangeul deiz-ha-bloaz an 8 kelc’hiad ha tri-ugent (480 bloavezh) eus disklêriadur an Hangul da zeiz diwezhañ an navet miz eus an deizadur loarel a zo d'ar 4 a viz Du en deiziadur gregorian. Disklêriet eo bet gant izili ar gevredigezh kentañ deiz lid ar "Gagyanal(가갸날)". Dont a ra an anv-mañ diwar "Gagyageul(가갸글)", un termen poblek hengounel evit Hangul a glot gant un doare dibunañ mnemoteknek a grog gant "gagya geogyeo(가갸거겨)". Cheñchet eo bet anv deiz al lid evit an anv "Hangullal" e 1928, nebeut goude ma voe deuet an termen Hangul, bet savet e 1913 gant Ju Si-gyeong, da vezañ degemeret gant an holl evel anv nevez al lizherenneg. Da neuze e veze lidet an deiz gouel diouzh an deiziadur loarel. E 1931 e voe lakaet an deiz gouel d'an 29 Here evit mont gant an deiziadur gregorian. E 1934 e teuas anat m'eo gant an deiziadur juluan e veze graet e 1446 avat. Neuze e voe cheñchet an deiz adarre ha lakaet d'an 28 Here. Met e 1940 e voe dizoloet un eilskrid orin eus an Hunmin Jeongeum Haerye, ul levr burutellañ an Hunmin Jeongeum deut er-maez nebeut goude an teul m'eo diazezet warnañ. Diskuliet e voe neuze e oa bet embannet an Hunmin Jeongeum e-pad dek deiz kentañ (sangsun; 상순; 上旬) an navet miz. E 1446 e klote dekvet deiz navet miz an deiziadur loarel gant an 9 Here eus an deiziadur juluan. Pa voe savet gouarnamant Korea ar Su e 1945 e voe lakaet deiz an Hangul war roll an deizioù gouel da vezañ lidet d'an 9 Here. Ne veze ket labouret d'an deiz-se. Da-heul degasadenn un deiz gouel nevez, deiz ar broadoù unanet, ha goude ul labour gwaskañ war ar gouarnamant a-berzh ar pennoù embregerezh brasañ c’hoant ganto lakaat an niver a zevezhioù labouret da greskiñ, e voe divizet tennañ e statud lezennel a zeiz gouel gant deiz an Hangul e 1991. Chom a ra memes tra deiz an Hangul un devezh koun broadel. Derc’hel a ra kevredigezh an Hangul da stourm evit ma vefe roet en-dro ar statud a zeiz gouel da zeiz an Hangul, hep re a verzh evit poent. Diouzh he zu e vez lidet deiz ar Chosŭn'gŭl, kevatal da zeiz an Hangeul, gant Korea an Norzh d'ar 15 Genver evit merkañ an deiz eus 1445 (1444 diouzh an deiziadur heolel) ma kreder eo bet krouet an Hunmin Jeongeum. Lidet e vez ivez deiz an Hangul bep bloaz gant yezhourien amerikan hag alaman zo, en o zouez James D. McCawley, evit dougen bri da grouidigezh al lizherenneg koreanek gwelet ganto evel un darvoud yezhoniel a dalvoudegezh hollek. Gwelet ivez Roll an danvezioù a denn da Gorea Koreaneg Sevenadur Korea
4908
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20iranek
Yezhoù iranek
Renket e vez ar yezhoù iranek (pe yezhoù persek) e-touez familh ar yezhoù indez-europek. Marteze a-walc'h e teu ar yezhoù indez-iranek eus Kreiz Azia. Kaset e voent dre ar bed a-drugarez da levezonez impalaeriezh Persia ha gant ar Sasanided war o lerc'h. Setu penaos e vez renket ar yezhoù persek: I. Yezhoù iranek ar reter A. Yezhoù ar biz Avesteg* Tchorasmeg* (Kwarezmeg) Baktreg* Sogdeg* Scythian*, Sarmateg*, Alaneg*, Oseteg B. Yezhoù ar gevred Moundjeg, Sangletcheg, Ichkachimeg, Zebakeg, Sarikoleg, Chugneg, Rouchaneg, Yazgoulyameg, Wakheg, Yidgeg Sakaeg*, Pachtoueg, Wazireg II. Yezhoù iranek ar c'hornôg A. Yezhoù ar gwalarn Ormoureg, Paratcheg Dareg, Kermaneg, Kohrudeg, Abouzeidabadeg, Abyaneeg, Tareg, Ardestaneg, Anarakeg, Varzeneeg, Badroudeg, Gazeg, Vafseg, Khunsareg, Natanzeg, Nayineg, Sivandeg, Soeg (iranek), Achtianeg, Farizandeg, Yaraneg, Mahallateg, Khureg, Kohrudeg, Yuzev-golpaygani, Yuzev-yazdeg, Yuzev-kermaneg, Yuzev-Chirazeg, Yuzev-esfahaneg, Yuzev-hamedaneg, Yuzev-kashaneg, Yuzev-borougjerdeg, Yuzev-nehevandeg, Yuzev-kounsareg Kurdeg (rannyezhoù: Kurdieg, Kurmandjeg, Kermanchaheg) Lakieg Zazakeg-goraneg (rannyezhoù: Goraneg, Badjelaneg, Kirmandjeg, Zazakeg) Partheg*, Semnaneg, Sangisareg Medieg* Gilakeg, Mazanderaneg, Chahmirzadeg Balotcheg Talicheg, Harzaneg Tateg B. Yezhoù ar mervent (Yezhoù persidek) Hen perseg*, Krenn berseg* (Pahlavi), Perseg (rannyezhoù: Dareg, Tadjikeg, Hazarageg, Djidieg (Yuzev-perseg), Bouc'horeg Yuzev-tateg, Tateg muzulmek Farseg, Lareg, Bachkardeg Loureg, Bac'htiareg, Feyleg, Koumzareg III. Yezhoù n'int ket bet renket c'hoazh Tangcheweg (* = yezh varv) Liammoù diavaez: Ethnologue - ar yezhoù persek Familh ar yezhoù persek Yezhoù iranek
4919
https://br.wikipedia.org/wiki/Koumzareg
Koumzareg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo ar c'houmzareg (kumzari) komzet gant tro-dro da 10.000 den eus meuriad ar Chihoued (shihuh) o chom e Kumzar e norzh Oman. Ar yezh iranek nemeti komzet e Ledenez Arabia eo ar c'houzareg. Diorroet e oa ar yezh diwar ar persek ha tost-tre eo chomet d'ar minibeg komzet e su Balotchistan doaust ha m'eo bet levezonet ar c'heriaoueg gant an arabeg. En arvar da vont da get emañ ar yezh-mañ dre m'emañ ar re yaouank oc'h implijout arn arabeg en he lec'h muic'h-mui. Ne vez ket skrivet ar c'houzareg ha n'eus lennegezh dre skrid ebet. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Rosetta Project Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Oman
4920
https://br.wikipedia.org/wiki/Feyleg
Feyleg
Feyleg Kurd Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo ar eyleg (feyli; arabeg: al-fayliah) komzet gant ar Gurded chiited o chom e Diyalah en Irak. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Irak
4921
https://br.wikipedia.org/wiki/Loureg
Loureg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar mervent eo al loureg (luri) komzet e Lorestan, Ilam, Chahar Mahaal ha Bakhtiari, Kohkiluyeh ha Buyer Ahmad hag e lec'hioù zo eus C'houzestan (Khuzestan) en Iran. Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran Yezhoù iranek
4922
https://br.wikipedia.org/wiki/Deiziadur%20loarel
Deiziadur loarel
Graet e vez deiziadur loarel eus un deiziadur diazezet war prantadoù al loar. Peurliesañ ez a en-dro gant mizioù a glot gant ul loariad. Evel-se e verk deiz ar miz e peseurt prantad emañ al loar. Gallout a ra un deiziadur loarel merkañ ar c’houlzioù-amzer ha prantad al loar war un dro. Evel-se emañ kont gant an deiziadur sinaat, an deiziadur hebraek hag an deiziadur hindi. Deiziadurioù evel-se zo deiziadurioù heolloarek. Met n'eo ket ret d'un deiziadur loarel bezañ evel-se. Ober a ra an deiziadur muzulman gant ur bloavezh na heuilh ket ar c’houlzioù-amzer. Ur gwir deiziadur loarel eo neuze. Gwelet ivez Loar Miz Loarel
4924
https://br.wikipedia.org/wiki/Lareg
Lareg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo al achomi (achomi) komzet e Fars en Iran . Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
4925
https://br.wikipedia.org/wiki/Bachkardeg
Bachkardeg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo ar bachkardeg (bashkardi pe bashagerdi) komzet e Kerman ha Sistan ha Baloutchestan e gevred Iran. Meur a rannyezh ez eus oc'h ober ur pont etre al larestaneg diouzh un tu hag ar baloutcheg diouzh an tu all. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Encyclopaedia Iranica Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
4926
https://br.wikipedia.org/wiki/Hazarageg
Hazarageg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo ar hazarageg (hazaragi) komzet gant an Hazared e kreiz Afganistan hag e lec'hioù zo ivez eus Pakistan. Meur a repuad hazaregour a vez kavet ivez e biz Iran. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Afganistan Yezhoù Pakistan Yezhoù Iran
4939
https://br.wikipedia.org/wiki/An%20Here
An Here
Krouet eo bet an ti-embann An Here e 1983 hag aet eo da freuz-stal e diwezh 2005. Savet e oa bet gant Martial Menard hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e Skol Diwan Kemper a oa staliet e Ploveilh d'ar mare-se). Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar grennarded levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel. E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhonek. Ur stumm skeudennaet a oe embannet e 1995 (Geriadur brezhoneg) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 (Geriadur brezhoneg An Here). An ti-embann brezhonek a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhonek evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien. Tremen 190 levr brezhonek, 20 albom bannoù-treset brezhonek, 2 gazetenn vrezhonek ha 26 levr gallek zo bet embannet gant An Here. Aozadur ha politikerezh-embann Dindan stumm ur c'hevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel. Rener an embann e oa Martial Menard ha Claudie Motais a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh er sevel lod troidigezhioù. Evit ar geriadurioù e voe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel Pêr Denez evit ar geriadur kentañ). Iwan Kadored ha Jean-Yves Lagadeg o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ. E deroù an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant kement skol Diwan, nemet e chome berniadoù bras pa veze lakaet embann etre 500 ha 1 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome digopr an implijidi mizioù-pad. Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Menard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs da embann Mémoires d'un paysan bas-breton (emvuhezskrid Jean-Marie Déguignet) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn anezhañ. Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet. Staliet e oa bet An Here e-pad seitek vloaz en ur savadur bihan tost da skolaj Diwan ar Releg pa oa un emglev etre An Here, Diwan hag ar c'hevarzhe A-gevred evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr ar Releg-Kerhuon. E 2001 e tilojas An Here da Blougastell-Daoulaz. Dre ma voe digresket ar yalc'hadoù publik goude afer Roparz Hemon e 2000, ne c'hellas mui An Here embann kement a levrioù evel ma rae a-raok hag e reas freuz-stal e 2005. Arc'hantaouiñ Yalc'hadoù a zo bet roet gant strollegezhioù publik Breizh evit harpañ An Here, da gentañ holl evit ar geriadurioù. Kalz a arc'hant a zo bet roet gant Unaniezh Europa, ar Riez gall, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Vreizh. E-pad ar bloavezioù kentañ e veze harpetmat An Here gant skolioù Diwan a brene an holl levrioù embannet gant un distaol 30%. Koulskoude e savas sach-blev war ar c'hraf-se e 1997. Levrioù evit ar skolidi En deroù e talc'has An Here da embann levrioù eeun, marc'had-mat, evel an heuliad Jakez ha Jakeza gant 3 live yezh, kemeret an dalc'had e Kembre. Klasket e voe ivez sevel albomoù livet, gant goloioù kartoñ, ha ne oa ket anezho e brezhoneg betek-eñ. Diwar an diouer a arc'hant e klaske Martial Menard sevel kevratoù kenembann gant tiez-embann broioù all. Mat e kavas adembann meur a levr o tont eus Katalonia pa oa roet yalc'hadoù gant ar gouarnamant lec'hel evit al levrioù troet diwar ar c'hatalaneg. Ur bern all a levrioù a deuas eus troidigezhioù diwar ar c'hembraeg hag an euskareg. Levrioù evit ar grennarded A-raok ma voe digoret (e 1988) ar skolaj brezhonek kentañ er Releg e klaskas Martial Menard embann levrioù evit ar skolajidi da zont. E 1 500 skouerenn e veze tennet al levrioù pa ne oa nemet un degad bugale a c'helle lenn anezho ! Katalog brezhonek Geriadurioù Kentañ geriadur Eflamm ha Riwanon, 1984 Geriadur brezhoneg An Here (10 300 pennger), 1995 Eil embannadur (21 300 pennger), 2001 Levrioù evit an oadourien Alc'hwez Bras ar Baradoz Vihan – Geriahudur ar Brezhoneg, Martial Menard, 1995 Beaj Eneour war Fleur de Lampaul – Levr-bourzh ur martolod yaouank, Eneour Puilh-Stefan, 2001 Breizh, karregadoù ha maenadoù kaer, Yann Lukas, Joël Rolet, skeudennoù gant Baptiste-Yves Leglatin, 2001 Douaroniezh Breizh – Ar vro hag an armerzh, Gwenole Bihannig, 1997 Ti ar Bobl, Louis Guilloux, 1999 Levrioù evit ar yaouankizoù {| |-valign="top" | Dastumad Ar familh Alberto Skridoù ha skeudennoù gant Marie-Dominique Arros. Pelec'h 'ta eo chomet disglavier an aotrou Alberto ?, 2003 Pelec'h 'ta eo chomet malizenn an itron Alberto ?, 2003 Pelec'h 'ta eo chomet skubellenn an Itron Alberto ?, 2003 Dastumad Ar saout Skridoù he skeudennoù gant Yves Cotten ; brezhoneg gant Cédric Sinou. Dastumad Ar skafig Dastumad Arzhur Skridoù ha skeudennoù gant Bettina Paterson ; brezhoneg gant Claudie Motais. Dastumad Berr-ha-berr Dastumad Choupig Skridoù ha skeudennoù gant Daniel Kerjean. Choupig Morzhadeg, 1984 Ar pigos bras, 1988 Dastumad Globi ha Benoni Skridoù ha skeudennoù gant Bernard Le Fustec ; brezhoneg gant Martial Menard. Dastumad Lennadurioù kentañ Skridoù gant Mary Vaughan Jones, skeudennoù gant Rowena Wyn Jones ; brezhoneg gant Martial Menard. Dastumad Levrioù bihan ar Vaot Skridoù gant Mercè Escardó i Bas, skeudennoù gant Gemma Sales ; brezhoneg gant Fulup Kloareg. Dastumad Levrioù daou-ha-daou Skridoù gant Mary Vaughan Jones, skeudennoù gant Jac Jones ; brezhoneg gant Morwenna Jenkin ha Martial Menard. Live 1 : Levr bihan Jakez ha Jaketa, 1986 • Levr bras Jakez ha Jaketa, 1986 Live 2 : Levr bihan Nerin, 1986 • Levr bras Nerin, 1986 Live 3 : Levr bihan Ruzig Maligorn, 1986 • Levr bras Ruzig Maligorn, 1986 Live 4 : Levr bihan Gwenole, 1986 • Levr bras Gwenole, 1988 Live 5 : Levr bihan Gellig, 1986 • Levr bras Gellig, 1986 Live 6 : Levr bihan Ar C'heuneud Bev, 1988 • Levr bras Ar C'heuneud Bev, 1988 Dastumad Levrioù ErellSkridoù ha skeudennoù gant Angharad Tomos ; brezhoneg gant Morwenna Jenkin ha Martial Menard. Dastumad Levrioù Pêr ar C'honiklSkridoù ha skeudennoù gant Beatrix Potter ; brezhoneg gant Kristin Pelle ha Martial Menard.Istor Benead ar C'honikl, 1992 Istor Pêr ar C'honikl, 1992 Dastumad LoenedSkridoù gant Martin Liber, skeudennoù gant Jenny Millot ; brezhoneg gant Martial Menard. Dastumad Ma levrioù skeudennoù ha gerioù kentañAl liorzh-kêr, 1999 Er gêr, 1997 Petra eo ?, 1996 War ar maez, 1997 Dastumad NanarzhSkridoù ha skeudennoù gant Tony Kenyon. C'hoar vihan NanarzhHopala ! Setu Nanarzh, 2001 Nann ! eme Nanarzh, 2003 Dastumad Planedenn vevAr meurvorioù, 2001 An dezerzhioù, 2001 Ar c'hoadegi-tomm, 2001 Dastumad Skol al LouarnAl labous plouz, Thierry Mell, 1986 Ar Gañfarted hag al Louarn Kamm, Yann Gerven, 1989 Ar Pennoù Koltar e Menez Are, Mich BeyerAr Pennoù Koltar war an enez, Mich Beyer, 1991 Ar penn-bazh derv, Erwan ar Moal (Dir-na-Dor), 1991 Ar Peroked, Irma Chilton, 1987 Argantael hag ar skrapadenn, Garmenig Ihuellou, 1993 Argantael hag ar spes, Garmenig Ihuellou, 1985 Bag ar frankiz, Jules Verne, 1992 Bisousig kazh an tevenn, Abeozen, 1987 Distro Alan Varveg, Étienne Gasche, 1990 En tu all da vor Breizh, Yvon Mauffret, 1989 Eñvorennoù ur c'hi, Loeiz Bihanig, 1989 Gaovan hag an Den Gwer, Roparz Hemon, 1988 Gwrac'h he ribod, Cliodna Cusson, 1992 Kantreadennoù Gwennole an divroad, Kristian Brisson, 1993 Kaiak an Eskimo bihan, Laurent Escudié, 1986 Karu an Indian bihan, Raquel Leité Pinto Watbot, 1987 Ki ar penn marv, Erwan ar Moal, 1991 Mab an diaoul, Paol Feval, 1993 Mab-kaer ar Roue, Ivon Krog, 1992 Marvailhoù Grimm, Jacob ha Wilhelm Grimm, 1997 Marvailhoù ar Sav-heol, Makoto Noguchi, 1991 Marvailhoù ar bed holl (1), Martial Menard, Danièle Jego, 1986 N'dio, Yabo ha Modibo, 1987 Paotr e skourjez lêr, Erwan ar Moal, 1992 Pêrig hag e grogenn, Thierry Mell, 1986 Pilhaouaer ha Boned Ruz, Jacqueline Favreau, 2002 Pouloud o klask mignoned, Laurent Escudié, 1986 Rouzig ar Gwiñver, Añjela Duval, 1989, Sindbad ar Martolod, dizanv, 1990, Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù, Lewis Carroll, 1995, Troioù-kaer ar Baron Pouf, Roparz Hemon, 1986 Ul labous a varver !, Yvon Krog, 1994 Dastumad SpotSkridoù ha skeudennoù gant Eric Hill ; brezhoneg gant Martial Menard. Dastumad Troioù-kaer BizibulSkridoù ha skeudennoù gant David Boussin.Ma abardaevezh gant ur ranMa beaj dindan an dour, 1999 Takata ar MeurzhiadDastumad Troioù-kaer BolomelenSkridoù gant Isabelle Le Nabat, skeudennoù gant Envel Kervoas.Bolomelen morlaer, 2002 Klañv eo Bolomelen, 2002 Tog Bolomelen, 2002 Dastumad Troioù-kaer Kloe & BloupSkridoù ha skeudennoù gant Gilles Vaillant ; brezhoneg gant Claudie Motais.An distro da Vro-Skos, 2000 Dastumad Va dizoloadennoù kentañAn douar hag an oabl, 1992 Ar c'hastell-kreñv, 1992 An nijerez, 1992 Ar vleuniennDastumad YannSkridoù ha skeudennoù gant Richard Fowler ; brezhoneg gant Olier ar Mogn ha Martial Menard.Yann hag e garr trouzus, 1995 Yann hag e sammgarr trouzus, 1996 Yann hag e vag drouzus, 1996 E-maez dastumad100 ger fiazez evit ho pugel, 1993 An tigr ne felle ket dezhañ bezañ tigr ken, 1985 Ar Groufalo, 2002 Ar Ramz a felle dezhañ bezañ gwisket cheuc'h, 2002 Buhez Lommig pe Enklask ar Vizaouenn-Skouarn, 1983Burzhud Koad an Dug, 1987 Eog ar Beajer Bras, 1985 Gireg al livour bihan, David Jambon, 2003 Goulven hag an disglavier, 1989 Istor ar c'hoz vihan a felle dezhi gouzout piv a oa bet oc'h ober kakac'h war he fenn, 1998 James Stoneheart, istor ur piker-maen, Morgane Le Foulgoc, 2003 Kaourintin Skrivener, Étienne Gasche, 2000 Kentañ geriadur Eflamm ha Riwanon, 1984 Kevrin Mourrennig..., 1985 Klaris Aonik, 2002 Kokerike-mou-mou !, 2003 Lestr Jakez Karter, 1984 Ma levr loened kentañ, 1998 Malo er gourmarc'had, 1986 Nanu, ar mank bihan, 2001 Priñsezig an DourProf Nedeleg Lommig, 1999 Rozenn Penn-Avel, 2002 Telo Poullig ar Stered, 1999 Trifin Strap-he-latenn', 2002 Zoo Rozenn, 2001 Bannoù-treset Dastumad Troioù-kaer Tintin Renket hervez urzh an embannadur gallek orin gant Casterman. Skridoù ha skeudennoù gant Hergé ; brezhoneg gant Divi Kervela ha Martial Menard, war-bouez daou albom. Kazetennoù Evit ar vugale vihan Cholori, miziek, 24 fajenn, ment 20x20 cm — Embannet eus an niverenn 0 (1983) betek an niverenn 96 (Du 1991) — ISSN 0760-1085 Albom Cholori, albomoù bloazhiek, 12 niverenn strobet — ISSN 0760-1085 Choloc'hoari, stagadennoù er-maez koumanant, 48 pajenn, ment 20x20 cm — ISSN 0760-1085 Loupig a ra tro ar bed, stagadenn da Cholori niv. 35, 1986, 32 bajenn, ment 20x20 cm — Skrid gant Divi Kervella hag Erwan Kervella († 1984), tresadennoù gant Divi Kervella Evit ar grennarded Talabao — Ar gazetenn a ra trouz, daouviziek, ment A4 (21x29,7 cm) — Embannet eus an niverenn 1 (Genver-C'hwevrer 1987) betek an niverenn 20 (Du-Kerzu 1991) — ISSN 0982-8311 Sonerezh 'Raok 'n diroll, sonet gant al laz Rêve de gosse ha kanet gant Jean-Luc Roudaut Kanevedenn, sonet gant Rêve de gosse ha Jean-Luc Roudaut Video Kasedigoù Troioù-kaer Spot (tresadennoù-bev, pevar c'hasedig) CD-ROM Teo, Leo ha Manda (c'hoari-video) Katalog gallek Levrioù evit an oadourien Dastumad Essai 1997 : Erwan Vallerie, Nous barbares locaux – Théorie de la nation et autres textes de Sav Breizh 1998 : Annaig Le Gars, Les Bretons par eux-mêmes – Essai sur la condition bretonne 1999 : Yannick Pelletier, Des ténèbres à l'espoir – ssai sur l'oeuvre littéraire de Louis Guilloux 1999 : Eva Vetter, Plus de breton ? – Conflit linguistique en Bretagne rurale 2000 : Pascal Rannou, Inventaire d'un héritage – Essai sur l'œuvre littéraire de Pierre-Jakez Hélias E-maez dastumad 1996 : Anatole Le Braz, L'évêque Audrein – Roman historique 1997 : Marie-Anne de Bovet, Irlande 1889 – Trois mois en Irlande 1999 : Martial Menard, Petit guide d'initiation au breton 2000 : Mikaela Kerdraon, Xavier Grall – Une sacrée gueule de Breton 2000 : Hervé Le Borgne, Mais qu'allez-vous faire avec vos artichauts ? – Essai sur la démocratie bretonne à venir 2000 : René-Jean de Botherel du Plessis, Protestations adressées au roi et au public, par monsieur de Botherel, procureur général syndic des États de Bretagne 2001,: Jean-Marie Déguignet, Histoire de ma vie – L'intégrale des Mémoires d'un paysan bas-breton 2001 : Kristian Hamon, Les nationalistes bretons sous l'occupation 2001 : Guillaume Kergourlay, Le pays des vivants et des morts – Bro-Eliant, une mémoire 2001 : René Le Bihan, Renée Mabin, Martica Sawin, Yves Tanguy 2002 : Erwan Chartier, Ronan Larvor, La question bretonne – Enquête sur les mouvements politiques bretons 2002 : Ronan Gorgiard, Festival des Vieilles Charrues – 10 ans de labour 2002 : Xavier Grall, Mémoires de ronces et de galets – Textes donnés à la revue Sav Breizh 2002 : Martial Menard, Petit dictionnaire des plus belles injures bretonnes 2003 : Xavier Grall, Au nom du père – Chroniques du Logéco 2004 : Anatole Le Braz, Impressions de Bretagne 2004 : Jean-Charles Perazzi, Reporter en Bretagne – 25 ans d'Histoire contemporaine au Quotidien Levrioù evit ar vugale Dastumad L'Arbre à Contes 1998 : Contes et légendes de Basse-Cornouaille, Jean-Marie Déguignet, 2000 : Contes du Cap-Sizun, Yvon Crocq, E-maez dastumad 2000 : Jean-Charles Perazzi (skrid), Bernard Mahé (skeudennoù), Au grand désespoir d'Arsène 2001 : Jean-Charles Perazzi (skrid), Bernard Mahé (skeudennoù), Arsène fait son beurre dans le béton Liammoù diavaez Pennadoù kar Geriadur brezhoneg An Here2-86843-164-X Notennoù Tier-embann brezhonek
4941
https://br.wikipedia.org/wiki/Hunmin%20Jeongeum%20%28teul%29
Hunmin Jeongeum (teul)
Embannet eo bet an Hunmin Jeongeum (ger evit ger Sonioù Reizh evit Desevel an Dud) e 1446. Ur skritur nevez-flamm e oa da neuze hag engenidik penn-da-benn, savet a-ratozh evit ar Goreaned. En deroù e voe roet anv an teul embannet d'ar skritur e-unan met, da-c’houde, e voe anvet Hangul. Savet eo bet gant ar roue Sejong Veur e-unan evit ma c’hallfe an dud vutun dizesk war an Hanja lenn ha skrivañ flour ar c’horeaneg. Stourm taer a rankas ober a-enep da Skolaj ar re Enorus (Jiphyeonjeon) ha da lenneien ar mare. Krediñ a reer eo bet embannet ar skrid d'an 9 a viz Here, un deiz a vez graet Deiz an Hangul anezhañ e Korea ar Su bremañ. Ur rakskrid zo d'an embannadur gant roll lizherennoù (jamo) al lizherenneg hag un deskrivadur berr eus ar sonioù a glot ganto. Diwezhatoc’h ez eus bet embannet un teul displegañ hiroc’h a vez graet an Hunmin Jeongeum Haerye anezhañ. Evit digejañ an daou deul e vez graet a-wechoù gant "Skouerioù ha Talvoudegezh embannidigezh an Hunmin Jeongeum" eus an teul diwezhañ. (훈민정음예의본 ; 訓民正音例義本). Displeget eo mennad ar roue Sejong da sevel an Hangul er rannbennad kentañ : 나랏말 싸미 듕국에 달아 문짜와로 서로 사맛디 아니할쌔 이런 전차로 어린 백셩이 이르고져 할배이셔도 마참내 제 뜻을 시러펴지 못할 노미 하니라 내 이랄 위하야 어엿비 여겨 스물여덜 자를 맹가노니 사람마다 해여 수비니겨 날로 쑤메 편한케 하고져 할 따라미니라 (Peogwir eo disheñvel hor yezh diouzh hini Sina n'haller ket ober ganti evit daremprediñ ar re all. Gant se, pa glask an dud vunud embann un dra bennak, kalz anezho ne zeuont ket a-benn. Peogwir on doaniet gant kement-se em eus savet 28 lizherenn a c’hall bezañ desket aes gant an holl hag a c’haller implijout war ar pemdez.) Daou zoare zo da zornskrid orin an Hunmin Jeongeum : Seizh pajennad Hanja skrivet e sinaeg klasel, war-bouez an arouezennoù en Hangul meneget ennañ. Chom a ra teir skouerenn anezhañ : An hini kavet e penn kentañ eilskrid an Haerye An hini e-barzh Sejong Sillok (世宗實錄; "Kronikennoù Sejong"), Levrenn 113. Unan all, 36 pajenn ennañ, notennet da vat en Hangul, ma'z eus bet lakaet a-dal d'an holl Hanjaoù implijet an termen kevatal en Hangul skrivet bihanoc’h dindano un tammig a-zehou dezho. Skrivet e veze an Hangul pe gant ur broust liv pe gant ur stil mentoniel. Peder skouerenn a chom : E penn kentañ ar Weorin Seokbo (月印釋譜), ur skrid boudaek notennet Unan miret gant Park Seungbin Unan miret gant Kanazawa, ur Japanad Unan miret gant ministrerezh Japan an aferioù roueel. Dalc’het e mirdi an arz Kansong (澗松 美術館), ez eo teñzor broadel niverenn 70 Korea ar Su hag emañ war marilh memor ar bed an UNESCO abaoe 1997. Gwelet ivez Roll an danvezioù a denn da Gorea Liammoù diavaez Doare orin en Hangul skannet Hunmin e marilh memor ar bed - pajenn genrouedad an UNESCO Koreaneg Sevenadur Korea Dornskridoù
4945
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchorasmeg
Tchorasmeg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù iranek ar reter tost-tre d'ar sogdeg eo ar tchorasmeg pe kwarezmegkomzet gwechall e Khwarazm en Ouzbekistan) Ur yezh varv an hini eo. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez http://www.iranianlanguages.com Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Ouzbekistan Yezhoù iranek
4946
https://br.wikipedia.org/wiki/Wakheg
Wakheg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù pamirek eo ar wakheg/wac'heg (wakhi tajiki) komzet gant ar Wakhied (tro-dro da 50.000 den er bed-holl) genidik eus Afganistan. Bremañ e vevont e peder bro: norzh Pakistan (Gojal, Ishkoman, Darkut ha Broghol), Tadjikistan, Afganistan, ha Sina. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Afganistan Yezhoù Tadjikistan Yezhoù Pakistan Yezhoù iranek
4947
https://br.wikipedia.org/wiki/Yidgeg
Yidgeg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù pamirek eo ar yidgeg (yidgha) komzet e traonienn Lutkuh e Chitral e Pakistan. Tost-tre eo ar yidgheg d'ar moundjeg komzet en tu all eus ar vevenn en Afganistan. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Lec'hienn diwar-benn ar yidgeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Pakistan Yezhoù iranek
4949
https://br.wikipedia.org/wiki/Moundjeg
Moundjeg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù pamirek eo ar moundjeg (munji ) komzet e Badakshan en Afganistan. Tost-tre eo ar moundjeg d'ar yidgeg komzet en tu all d'ar vevenn e Pakistan. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Lec'hienn diwar-benn ar moundjieg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Afganistan Yezhoù iranek
4950
https://br.wikipedia.org/wiki/Yazgoulyameg
Yazgoulyameg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù pamirek eo ar yazgoulyameg (yazgoulyameg: yuzdami zevég; tadjikeg: yazgulomi; saozneg: yazgulyam) komzet gant tro-dro da 4.000 den evel yezh kentañ (1994) e a-hed lennoù ar Stêr Yazgoulyam e Gorno-Badac'hchan e Tadjikistan. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Tadjikistan
4957
https://br.wikipedia.org/wiki/Kendalc%27h%20Yalta
Kendalc'h Yalta
Jozef Stalin, Franklin D. Roosevelt ha Winston Churchill a voe bodet eno etre ar 4 hag an 11 a viz C'hwevrer 1945. Alies-kaer e vez lennet e vije bet rannet ar bed e Yalta. N'eus netra er feur-emglev bet sinet eno a yafe a-du gant ar soñj-se. Ar c'hontrol a oa en "Disklêriadur diwar-benn an Europa dieubet" zoken. Ne oa ket anv a lezel reter Europa dindan an URSS : diouzh karta an Atlantik e lakae sklaer "gwir pep pobl da zibab e vod da vezañ renet". Ar brezel yen an hini eo a zo kaoz eo bet rannet Europa. Eil Brezel-bed Istor an XXvet kantved
4961
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20rashi
Skritur rashi
Ur stil-skrivañ hebraek eo ar skritur rashi (ktav rashi) diwar pennlizherennoù anv ar rabbi Rabbi Shlomo Itzhaki (1040-1105). N'eo ket gant ar rabbi-se e oa bet ijinet ar stil rashi avat, met gant ur c'hristen, Daniel Bomberg e anv hag embanner a-vicher, bet embannet gantañ ouzhpenn 200 levr en hebraeg en e ti-moullañ e Venezia. E 1517 e voulas ur bibl ennañ meur a displegadenn anvet ar mikra'ot gedolot hag evit ober an diforc'h etre ar displegadennoù savet gant ar rabbi Shlomo Itzhaki diouzh re Abraham ibn Ezram embannet gant ar stil boutin anvet skritur karezennek (ketav ashri) e ijinas ur stil nevez. Dont a reas ar stil nevez-se da vezañ brudet ha anvet e voe skritur rashi. Implijet e vez ez-hengounel ar skritur rashi kentoc'h evit ar skritur karezennek evit skrivañ al ladinoeg. Gwelet ivez Lizherenneg hebraek Liammoù diavaez http://www.hebrew4christians.com/Grammar/Unit_One/Rashi_Script/rashi_script.html Rashi
4965
https://br.wikipedia.org/wiki/Sejong%20Veur%20%28Joseon%29
Sejong Veur (Joseon)
Bet eo Sejong Veur (7 Mae 1397 – 18 Mae 1450), ganet Yi Do, pevare Penn tierniezh Joseon e Korea eus 1418 da 1450. Yezhoniourien ampart e oa ivez ha krediñ a reer eo gantañ e-unan eo bet savet an Hangul, al lizherenneg koreanek. Daoust ma'z eus peadra da soñjal e c’hallje bezañ bet skoazellet gant tud zo eus e familh ivez, krediñ a ra an darn vrasañ eo gantañ eo bet ijinet al lizherenneg, dreist-holl pa weler pegen taer e voe an enebiezh a-enep d'e lizherenneg e-touez gouizeien an amzer-hont. Lakaat a reer ivez war gont Sejong ijinadenn ur muzulier glaveier, eurieroù dre strink dour hag un horolaj heol. A-du gant pennaennoù an nevezkoñfusianegezh e oa ivez un dengarour eus Sejong. Embann a reas ma oa ret kaout tri frosez a-raok gellout embann ur varnadenn da vat. Difenn a reas gwallgas an dorfedourien ivez ha berz a lakaas war ar skourjezañ. Barrek e oa ivez war arz ar brezel. E-pad e renad e voe aloubet Tsushima gant e arme evit stourm a-enep d'ar morbreizherezh a-hed aod ar c’hreisteiz. Lakaat a reas sevel pevar c'hreñvlec’h ha c’hwec’h lec’h diwall war harzoù an norzh evit difenn an dud a-enep ergerzhourien tagus eus Manchouria. Degas a reas ivez reolennoù liesseurt evit an arme ha krouiñ a reas bagadoù evit kreñvaat surentez e rouantelezh. A-douez Pennoù Korea n'eus bet nemet daou o deus gounezet al lesanv "Meur". Sejong hag unan all, Gwanggaeto Veur Goguryeo. Trede mab ar roue Taejong e oa Sejong. D'an oad a 10 vloaz e teuas da vezañ Priñs Meur Chungnyeong (충녕대군 ; 忠寧大君) hag e timezas gant ur verc’h da Sim On (심온 ; 沈溫) eus Cheongsong (청송 ; 青松), anavezet dindan an anv Sim-ssi (심씨 ; 沈氏), a voe roet an titl a Priñsez kenseurt Soheon (소헌왕비 ; 昭憲王妃) dezhi diwezhatoc’h. Sejong eo a lakaas en e sav Skolaj ar re Enorus (집현전 ; 集賢殿 ; Jiphyeonjeon) e 1420 e palez ar roue. Bodañ a reas en-dro dezhañ kefredourien eus Korea a-bezh. Gant helenneien Skolaj ar re Enorus e veze skrivet an Istor gant dielloù, savet teulioù ha dastumet levrioù war a bep seurt danvezioù. Priziet-kaer eo ivez skridoù Sejong. Gantañ eo bet savet skridoù brudet ar Yongbi Eocheon Ga ("Kanaouennoù an erevent nij" 1445), ar Seokbo Sangjeol ("Tammoù eus buhez Bouda", Gouere 1447), ar Worin Cheon-gang Jigok ("Kanaouennoù da sked al loar war mil stêr", Gouere 1447), hag oberenn dave an Dongguk Jeong-un ("Geriadur sinaeg-koreaneg an distagañ reizh", Gwengolo 1447). Marvet eo Sejong d'an oad a 52 vloaz. Douaret eo bet e Mozoleon Yeong (영릉 ; 英陵). War e lerc’h eo e vab Munjong a savas er galloud. Sejongno (ur straed) ha Kreizenn Sejong evit embreger arzoù , – zo o-daou e kreiz Seoul – a denn o anv eus ar roue Sejong, ha taolennet eo war bilhed 10,000-Won e Republik Korea. Levrlennadur King Sejong the Great: the Light of Fifteenth Century Korea, Young-Key Kim-Renaud, International Circle of Korean Linguistics, 1992, softcover, 119 pajenn, ISBN 1-882177-00-2 Gwelet ivez Roll an danvezioù a denn da Gorea Istor Korea Pennoù Korea Liammoù diavaez Denelouriezh Konfusius ar roue Sejong Veur e deroù an hoalad Choson Istor Korea Tud Korea Yezhoniourien Ganedigezhioù 1397 Marvioù 1450
4974
https://br.wikipedia.org/wiki/Yann-B%C3%AAr%20Thomin
Yann-Bêr Thomin
Yann-Bêr Thomin pe Jean-Pierre Thomin (1950-) zo ur politikour breton eus ar PS. Ganet eo bet e miz C'hwevrer 1949 e Landerne. Kroget e oa da labourat gant ar Bleun Brug. Desket en deus brezhoneg. Maer kêr Landerne etre 1989 ha 2008, eilprezidant Kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz e-pad ur pennad, ha kuzulier Rannvro Breizh adalek 1997 betek 2010. Buhez politikel Ezel eus ar Strollad Sokialour Gall eo. Dilennet eo bet er Kuzul-rannvro Breizh e 2004 war listenn Jean-Yves an Drian ha karget eus ar brezhoneg hag identelezh Breizh. Diwar e atiz e vot Kuzul-rannvro Breizh evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh d'ar 17 Kerzu 2004. Ne oa ket war ar renk evit ar votadegoù rannvro 2010. Dont a ra da vezañ maer Landerne e 1989 e penn ul listenn eus an tu kleiz. Addilennet eo e 1995 ha 2001, met e 2008 e koll ar votadegoù goude ma oa chomet ul listennad ekologourien en eil tro. Reiñ a ra e zilez eus ar c'huzul-kêr e miz Kerzu 2009. Kuzulier departamant eo bet etre 1987 ha 1994. Da-heul ur reolenn nevez degemeret gant strollad sokialour Penn-ar-Bed e 2003, just a-raok an dilennadeg rannvro, n'haller ket bezañ maer ha bezañ e karg er rannvro ken. Goulenn a reer digantañ dibab etre e garg er rannvro hag e bost a vaer. Nac'hañ a ra Yann-Bêr Thomin dilezel hini pe hini eus ar c'hargoù-se. D'ar 15 Here 2005 e tiviz PS Penn-ar-Bed skarzhañ anezhañ eus ar strollad evit pevar bloaz. Divizout a ra neuze sevel galv el live broadel; a-benn ar fin n'eo ket skarzhet eus ar Strollad Sokialour Gall. Soñjet e vez eo bet savet ar reolenn nevez a-ratozh evit mestroniañ gwelloc'h izili ar strollad. Abred e 2006 ec'h embann bezañ a-du gant Ségolène Royal, pa ne oa ket anat e vefe dibabet homañ da zanvez prezidantez gant e strollad. Yann-Bêr Thomin a vez sellet outañ gant lod eus izili e strollad evel ouzh un den re dost da vetoù an Emsav. Techet eo tu jakobin ar strollad da gaout disfiz dioutañ. Brezhoneg Levezonet gant ar Bleun Brug eo bet Yann-Bêr Thomin hag implijout a ra an doare-skrivañ skolveuriek. Skrivañ a ra pennadoù brezhonek e-barzh ar gelaouenn Brud Nevez hag embannet en deus troidigezh vrezhonek ar romant brudet Le Grand Meaulnes. Skridoù Alain-Fournier, Meaulnes Veur, Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, Brest, 2000, ISBN 2906373826. Troidigezh diwar ar galleg gant Y.-B. Thomin. Yann-Ber Thomin, Breiz war-raog, rummad: Politikerez, Emgleo Breiz, Brest, 2007, ISBN 9782911210662. Jean-Pierre Thomin La fortune venait de la mer - Landerneau et le commerce maritime au temps de Barthélémy Kerroz, Emgleo Breiz, Brest, 2011, ISBN 9782359740400. Liammoù diavaez Yann-Bêr Thomin prest da gemer penn Ofis ar Brezhoneg Ganedigezhioù 1950 Landerne Politikourien Breizh Maered Breizh
4975
https://br.wikipedia.org/wiki/17%20Here
17 Here
Darvoudoù 1897 : Oktoberfest kentañ e München. 1897 : lidet digoradur tour-tan Sant-Pêr e Penmarc'h. 1961 : manifestadeg gant an FLN e Pariz (Bro-C'hall) : etre 100 ha 200 Aljerian a zo lazhet gant ar polis. 1986 : dilennet eo Barcelona gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, bodet e Lausanne, evit degemer ar C'hoarioù Olimpek hañv e 1992. Ganedigezhioù 1253 : Sant Erwan (Erwan Helouri e anv), beleg breizhat ha barner a iliz. 1864 : John Morris-Jones, skolveuriad ha barzh kembraek. 1907 : Pêr Bourdellez, beleg ha skrivagner brezhonek. 1912 : Yann-Baol Iañ, pab e-pad 34 deiz e 1978. 1921 : George Mackay Brown, barzh skosat. 1971 : Michael Adams, mestrc'hoarier echedoù eus Kerne-Veur. 1972 : Eminem, kaner rap stadunanat. 1979 : Kimi Räikkönen, bleiner Formulenn 1 eus Finland. Marvioù 532 : Bonifas II, pab. 1849 : Fryderyk Franciszek Chopin, pianoour ha sonaozer poloniat. 1933 : Johann Berger, meurc'hoarier echedoù aostrian. 1953 : Emil-Edwin Reinert, filmaozer ha saver senario gall a orin alaman. 1982 : Yves Person, kelenner breizhat. 2006 : Daniel Emilfork, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) chilean. 2017 : Danielle Darrieux, aktorez c'hall. Lidoù Iliz katolik roman: Sant Ignas, eskob Antiokeia ha merzher (2eil kantved). Sant Gweganton, abad en eskopti Gwened (7vet kantved). Sant Segal Here 17
4978
https://br.wikipedia.org/wiki/Jean%20Galfione
Jean Galfione
Ur sportour gall vha breizhat eo Jean Galfione (9 a viz Mezheven 1971 e Pariz). Un atletour eo bet, al lammat gant ar berchenn e ziskiblezh, ha bremañ eo merdeer. Lamm gant ar berchenn Setu amañ e rekordoù : 6,00 m (rekord Bro-C'hall er goudor, 5 a viz Meurzh 1999 e Maebashi (Japan)), 5,98 m (rekord Bro-C'hall dindan an amzer, 23 a viz Gouere 1999 en Amiens (Somme)), 5,92 m (rekord olimpek, 2 a viz Eost 1996 en Atlanta (Stadoù Unanet)). Gérard Lenzoni ha da c'houde Maurice Houvion a oa bet gourdoner dezhañ. Ezel eus ar Stade Français eo bet betek 2001 ha da c'houde eo bet gant Kab Pont-'n-Abad adalek 2002. En hañv 2005 e oa bet divizet gantañ chom a-sav goude kampionad ar bed. Titloù Kampion olimpek e 1996 Kampion ar bed er goudor e 1999 Kampion ar bed rummad ar juniored e 1990 Kampion Bro-C'hall rummad seniored e 1993, 1994, 1995, 1996, 1997 ha 1998 Medalenn arc'hant e kib ar bed 1994 Medalenn arc'hant e kampionad Europa 1994 Medalenn arem e kampionad ar Bed 1995 Medalenn arem e kampionad ar Bed e sal 1993 Medalenn arem e kampionad Europa 1994 ha 1998 Bageal-dre-lien Kemeret en deus perzh er Solidaire du Chocolat etre Naoned / Sant-Nazer ha Progreso e 2012. Daveoù Ganedigezhioù 1971 Sportourien Bro-C'hall
4979
https://br.wikipedia.org/wiki/Stad%20Brest%2029
Stad Brest 29
Ur c'hlub mell-droad bet krouet e 1950 eo ar Stade Brestois 29 (Stad Brest 29 e Brezhoneg). Roll loreidi Kampion Frañs an D2 : 1981. Beskampion Frañs D2 : 1979 ha 2010. Beskampion Frañs D3 : 2004. Istor Betek 1950 e oa Paeroniezh an Arvorik anv klub Brest. E 1926 ez eas ar maout gant ar Vrestiz ouzh skipailh Saint-Jean-de-Luz (3-0) ha titl Frañs ar baeroniezh ganto. E 1950 e voe bet krouet Stad Brest dre gendeuziñ 5 klub a baeroniezh katolik. E 1970 ez eas gant an eil rummad micherel hag e 1979 gant ar rummad micherel kentañ. E 1986 e teuas ar bravañ ganto (8vet) pa oa ganto c'hoaererien vrudet goude Kib mell-droad ar bed : Jose Brown ha Julio Cesar. Siwazh ez eas da fall an darempredoù etre ar Prezidant Fañch Ivineg ha sponsor ar c'hlub : ar stalioù Leclerc hag ar c'hlub a ziskennas en eil rummad e 1988. Ur bloavezh hepken e chomjont eno avat a-drugarez da c'hoarierien a-feson evel Paul Le Guen pe Roberto Cabanas. 2 vloavezh brav a voe bet kaset er rummad kentañ kampionad mell-droad Frañs dindan ar gourdoner Slavo Muslin : David Ginola, Bernard Lama, Claude Makelele, Stefan Gwivarc'h a c'hoarie asambles e Brest d'ar c'houlz-se. Abalamour da gudennoù arc'hant ez eas ar stal da stalig. Graet freuz-stal gant ar c'hlub e chomas 10 vloaz gant ar c'hluboù amatourien a-raok adkavout an eil rummad micherel e 2004. C'hwec'h vloaz goude, e 2010 ez achu ar c'hampionad en eil plas hag e adkav ar rummad kentañ. Skipailh 2016/2017 Diwallerien : 16 Donovan Leon 30 Joan Hartock Difennerien : 3 Louis Nganioni 5 Brendan Chardonet 8 Cheick Doumbia 13 Gaetan Belaud 14 Luciano Castan 15 Ali Keita 19 Zakaria Diallo 25 Corentin Jacob 29 Alexandre Coeff Kreizerien 4 Eric Tie Bie 6 Bruno Grougi 10 Critsian Battocchio 11 Bryan Pelé 12 Pierre Magnon 18 Zacharie Labidi 22 Julien Faussurier 23 Manuel Perez 24 Tipy Makonda 27 Ibrahima Sissoko Tagerien 7 Valentin Lavigne 9 Youssef Adnane 17 Valentin Henry 21 Neal Maupay 28 Steeven Joseph-Monrose 33 Mathis Jourdan C'hoarierien o deus graet istor ar c'hlub Roberto Cabanas Drago Vabec Bernard Lama Paul Le Guen Jean-Luc Le Magueresse David Ginola Yvon Le Roux Bernard Pardo Vincent Guérin Stefan Gwivarc'h Claude Makelele Kaourintin Martins Patrick Colleter José-Luis Brown Julio César Thierry Goudet Bruno Grougi Gourdonerien Alain de Martigny Slavo Muslin Albert Rust Thierry Goudet Pascal Janin Gérald Baticle Alex Dupont ( Mae 2009 - Mae 2012 ) Landry Chauvin ( Even 2012 - Meurzh 2013 ) Alex Dupont ( Mae 2013 - Mae 2016 ) Jean-Marc Furlan ( Mae 2016 - ??? ) Prezidanted Jean Offret Jean Le Goff Fañch Ivineg Michel Jestin Michel Guyot ( 2006- 2013 ) Yvon Kermarec ( 2013- 2016 ) Denis Le Saint ( 2016 - ??? ) Stad Brest er bed E miz Gwengolo 2011 oa sinet etre Stad Brest ha BZH New York ur sponsorship evit krouiñ ur skipailh gant Bretoned e Amerika. BZH New York zo ur gevredigezh e lec'h ma en em degouezont asambles Bretoned ar gêr vrasañ e Stadoù Unanet. Neuze bremañ eo gwisket skipailh BZH New York evel an hini a-vicher e Penn-ar-Bed hag anvet evelti Stade Brestois New York. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel ar c'hlub L'Ouest en mémoire (Ina) - Mell droad e Best 1963 Mell-droad Brest Brest
4999
https://br.wikipedia.org/wiki/Mell-droad
Mell-droad
Evit sterioù all ar ger, gwelet mell-droad (disheñvelout). Ar vell-droad, pe football, football association da anv ofisiel, a zo ur sport a-stroll, an hini ar muiañ pleustret dre ar bed ma kemerer e kont an niver a c'hoarierien hag a arvesterien. Renet eo gant un aozadur etrebroadel, ar Fédération Internationale de Football Association (FIFA), da lâret eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA). E meur a dolead, dreist-holl en Europa, Suamerika hag Afrika, eo ar vell-droad muioc'h eget ur c'hoari, ur stil buhez kentoc'h. Miliadoù a dud a ya da emezeliñ ouzh kluboù aficionados hag a ya da welet ar c'hrogadoù en-dro d'an dachenn vell-droad, evit souten ar paread c'hoarierien muiañ-istimet ganto. Sot int ivez gant krogadoù skingaset war-bouez ar skinwel pe ar skingomz. Dindan ren Kevread Etrebroadel Football Association e kaver aozadurioù dre gevandirioù. Evit Europa eo UKEM (UEFA) ; En Afrika eo KAM (CAF) ; Evit Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib eo KENAKAK (CONCAF bet CONCACAF) ; E Suamerika eo KENSAM (CONMEBOL). E-touez ar c'hevezadegoù etrebroadel eo Kib vell-droad ar bed an hini bouezusañ, savet a-benn lakaat ar skipailhoù broadel pennañ da c'hoari an eil a-enep eben. E-keñver ar c'hluboù eo ar Gib etrekevandirel an tournamant bras pa gemer perzh ennañ kluboù kampionidi europat trec'h gant Kevre ar Gampioned ha re Kib al Libertadores, enni kluboù kampionidi suamerikan. Gerdarzh Dont a ra mell-droad (evel ar ger saoznek foot-ball) eus kevreadur ar gerioù mell ha troad pa vez c'hoariet o skeiñ en ur vell gant an troad. Graet e veze ar vell eus ur c'hoari pleustret gant kouerien war ar maez kerkoulz e Breizh hag e broioù all en Europa (graet e veze soule anezhi en darn vrasañ eus ar Frañs). Implijet eo bet an anv "foot-ball association" pa'z eo bet krouet an aozadur Foot-ball association e Breizh-Veur war-dro 1880 ha termenet ar reolennoù kentañ gantañ. Dont a rafe ar ger saoznek soccer eus association. Degaset eo bet ar ger "foot-ball" dre ar bed gant an embroidi saoz ken e kaver ar ger fußball en alamaneg, voetbal en izelvroeg, fotbal er yezhoù skandinaviat, futebol e portugaleg ha fútbol e spagnoleg. E galleg e vez lavaret le football pe ar foot distaget mui pe vui evel e saozneg, pa reer gant le soccer e Kebek. Fobal a glever ivez e genoù ar vrezhonegerien a-vihanik. En Italia eo bet keñveriet ar vell-droad gant ul lid a veze graet e lez an duged e Firenze,il calcio storico e anv, krennaet "il calcio" evit envel ar vell-droad. Kavet e vez en un nebeud broioù ur sport anvet football, met disheñvel mat e reolennoù : Aostralia Kanada Stadoù-Unanet Iwerzhon Istor ar vell-droad Kavet ez eus bet roud eus ur seurt mell-droad pleustret gant annezidi Amerika kent Kristol Goulm. Met ijinet eo bet ar vell-droad modern e Breizh-Veur e eil hanter an . 1885 : Anvet da sport a-vicher gant Kevre Saoz ar vell-droad. 1886 : Krouidigezh an International Board. 1888 : Kampionad a-vicher kentañ e Bro-Saoz ; aet ar maout gant Preston North End). 1890 : Aveet ar palioù gant rouedoù. 1891 : Reolenn an tenn-kastiz lakaet da dalvezout. 1896 : Difennet eo mont a-benn d’an diwaller e takad ar palioù. 1899 : Diazezet izili bep a skipailh : 11 c’hoarier hag un diwaller-palioù. 12 a viz Here 1902 : Krogad etrebroadel kentañ war gevandir Europa : skipailh Aostria trec’h war hini Hungaria (5-0) 1903 : Diforc’het an tennoù-digoll eeun diouzh an tennoù-digoll dieeun. 1904 : Kroudigiezh Kevre Etrebroadel ar Vell-droad 1907 : Ne c’hell ket ur c’hoarier bezañ e-maez c’hoari pa vez en e hanterenn-dachenn ; Krouidigezh Sindikad ar c’hoarierien a-vicher e bro-Saoz. 1908 : Tournamant olimpek kentañ : aet ar maout gant ar Saozon. 1913 : Difennet d’an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn e-maez eus takad ar palioù. 1923 : Evit ar wezh kentañ n’eo ket trec’h skipailh Bro-Saoz war ur skipailh n’eo ket dindan ar Rouantelezh Unanet : Bro-Saoz - Belgia : 3-3 1924 : Aet ar maout gant skipailh Uruguay e tournamant olimpek Pariz : evit ar wezh kentañ ez a ar maout gant ur skipailh nann-Europat. 1925 : E-maez c’hoari e vez ur c’hoarier pa ne vez ket 3 c’hoarier all, ha n’eo ket 2 ken, tostoc’h egetañ da linenn ar palioù. Reolennoù Er c'hrogad mell-droad e vez enebet daou skipailh gant 10 c'hoarier hag un diwaller-pal a bep tu. C'hoariet e vez war un dachenn leton, bras digor, plaen hag hirgarrezek anezhi. Pa vez plantet ar vell e foñs kaoued an eneberien e vez lavaret ez eus bet merket ur pal. Pal ar c'hrogad a-bezh eo plantañ ar muiañ a balioù ma c'haller, hag e ya an trec'h d'ar skipailh gant ar brasañ niver a balioù. C'hoariet e vez e-pad daou brantad 45 munutenn pep hini anezho (evit ar grennarded hag an oadourien). Kemer ar vell gant an dorn a vez aotreet d'ur c'hoarier hepken, an diwaller ha c'hoazh, pa vez en un takad resis war an dachenn, a-dal d'e gaoued. Pa gas ur c'hoarier ar vell en tu all d'al linennoù grimenn (pe linennoù kostez) ez eus un ermaeziadenn. Diwar-se e vez c'hoariet un tenn-kostez e splet ar skipailh eneber.Pa gas ur c'hoarier ar vell en tu all da linenn zifenn, houmañ e foñs an takad da vezañ difennet gant e skipailh, e vez c'hoariet un tenn diwar ar 6 metrad. Pa vez graet an dra-se gant unan eus ar skipailh o tifenn e vez c'hoariet un tenn-korn : eus korn an dachenn e tenn unan eus an eneberien ar vell davet an takad difenn. Pa c'hoarvez un ober pe un heuliad oberoù kontrol d'ar reolennoù e c'hell an tredeog gourc'hemenn ur c'hoarier o tiskouez ur gartenn velen dezhañ, ma skriv warni niverenn ar c'hoarier. Pa ra ar memes c'hoarier ur fazi bras adarre ez a ar gartenn velen da ruz, ha gant se e rank kuitaat an dachenn kerkent ha diskouezet ar gartenn ruz dezhañ gant an tredeog hag a skriv warni niverenn ar c'hoarier. Rankout a ra ar c'hoarier bet skarzhet eus an dachenn mont raktal d'ar gwiskva. Ar gartenn ruz a c'hell bezañ diskoachet gant an tredeog kerkent ha gwelet ur fazi grevus-tre pe un emzalc'h enep-c'hoari gant ur c'hoarier. Nep c'hoarier a-vicher bet skarzhet war-eeun gant ur gartenn ruz (hep bezañ bet gourdrouzet en a-raok gant ar gartenn velen) a dremen diwezhatoc'h dirak ur bodad barn da zivizout diouzh an dro war krogadoù kastiz ouzhpenn, na c'hallo ket kemer perzh enne. Goude ar prantad c'hoari kentañ, anvet an hanterenn gentañ, e vez an ehan-kreiz (troc'h-kreiz pe tamm-diskuizh) evit lakaat ar c'hoarierien da ziskuizhañ. 15 munutenn e pad. Bez e c'hell an tredeog ouzhpennañ un nebeud munutennoù (etre unan ha pemp peurvuiañ) e fin pep hanterenn hervez an ehanoù bet e-pad ar c'hrogad, abalamour d'ur c'hoarier bezañ bet gloazet, da skouer. Nebeut a-raok fin an hanterenn e kemenn un eiltredeog d'ar c'hoarierien, war-bouez ur banell, an niver a vunutennoù a vo lakaet da astenn. Evit krogadoù zo p'en em gav rampo an daou skipailh e fin an div hanterenn e rankont c'hoari un astenn a ziv hanterenn all ur c'hard eur. E fin an astenn ma chom rampo an daou skipailh e vint diaspartiet gant an abadenn tennoù d'ar pal. Pemp c'hoarier a bep skipailh zo dibabet da dennañ. Mont a ra ar maout gant ar skipailh a lak ar muiañ a balioù diwar e bemp tenn. Ma ne vez ket a-walc'h gant bep a bemp tenn e ouzhpenner un tenner all gant pep skipailh betek ma vo disheñvel an disoc'h. Gwelet ivez :Rummad:Kampionadoù mell-droad :Rummad:Kevreoù mell-droad :Rummad:Skipailhoù mell-droad :Rummad:C'hoarierien mell-droad Kib vell-droad ar bed Levrlennadur Correia, Mickaël : Une histoire populaire du football, La Découverte, 2018 Liammoù diavaez Prediction of the results of football games Lec'hienn ofisiel Kevread Etrebroadel Football Association Lec'hienn ofisiel Unaniezh Kevredigezhioù Europat ar Vell-droad Predicción Estadística de Partidos de Fútbol / Ofis publik ar brezhoneg/TermBret/Geriaouegi/Ar vell-droad. Sportoù a-stroll Sportoù
5000
https://br.wikipedia.org/wiki/18%20Here
18 Here
Darvoudoù 629 : Dagoberzh Iañ Roue ar Franked. 1356 : distrujet eo Basel (Suis) gant ur c'hren-douar. 1797 : sinet eo Feur-emglev Campo Formio. 1866 : Emgann La Carbonera e-kerzh Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko. 1867 : dont a ra Stadoù Unanet Amerika da berc'henn war Alaska goude bezañ prenet ar vro-hont digant Rusia e 7,2 milion a zollaroù. 1945 : krouet eo Komiseriezh an Energiezh Atomek (KEA). 1957 : seniñ a ra Paul McCartney gant The Quarrymen evit ar wech kentañ. 1967 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Jungle Book e Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika). 1967 : skignet eo er Rouantelezh Unanet ar film How I Won the War (John Lennon evel aktour). 1968 : harzet eo John Lennon ha Yoko Ono e Londrez, tamallet dezhe bezañ kanab en o c'herz. 1968 : digoradur kreizenn nukleel Trawsfynydd, e Kembre. 1968 : gant 8,90 m e pak an atletour stadunanat Bob Beamon rekord ar bed al lamm a-hed e Mec'hiko da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1968. 1975 : digor eo pont bras Sant-Nazer d'an dremenidi. 1989 : roet lamm da Erich Honecker, penn RDA. Ganedigezhioù 1127 : Go-Shirakawa, Impalaer Japan. 1405 : Pi II, 210 Pab. 1634 : Luca Giordano, livour italian. 1741 : Pierre Choderlos de Laclos, milour ha skrivagner gall. 1777 : Heinrich von Kleist, skrivagner alaman. 1859 : Henri Bergson, prederour gall. 1882 : Lucien Mazan, lesanvet Petit-Breton, marc'hhouarnour breizhat. 1905 : Félix Houphouët-Boigny, kentañ prezidant republik Aod an Olifant. 1910 : Philibert Tsiranana, kentañ prezidant republik Madagaskar. 1919 : Pierre Trudeau, kentañ ministr Kanada. 1926 : Chuck Berry, gitarour ha kaner-sonaozer stadunanat. 1932 : Vytautas Landsbergis, politikour eus Lituania. 1939 : Lee Harvey Oswald, drouklazher (sañset) ar prezidant stadunanat John F. Kennedy. 1940 : Jacques Higelin, aktour ha kaner-sonaozer gall. 1945 : Huell Howser, aktour stadunanat. 1946 : Dafydd Elis-Thomas, politikour kembreat. 1956 : Isabelle Autissier, moraerez c'hall. 1956 : Martina Navratilova, c'hoarierez tennis. 1957 : Catherine Ringer, aktourez, kanerez ha sonerez c'hall. 1960 : Jean-Claude Van Damme, aktor belgiat. Marvioù 1216 : Yann Iañ (dug Normandi), lesanvet Yann Dizouar, roue Bro-Saoz. 1305 : Yann II, dug Breizh. 1511 : Philippe de Commines, istorour flandrezat. 1558 : Maria Hungaria. 1646 : Isaac Jogues, misioner jezuist. 1678 : Jacob Jordaens, engravour ha livour flandrezat. 1871 : Charles Babbage, jedoniour saoz. 1893 : Charles Gounod, sonaozer gall. 1970 : Máirtín Ó Cadhain, skrivagner iwerzhonek. 2003 : Ronan Huon, barzh ha skrivagner brezhonek, bet rener Al Liamm betek e varv. 2003 : Manuel Vázquez Montalbán, skrivagner spagnolek eus Katalonia. Lidoù Sant an deiz : Sant Lukaz Ilizoù katolik roman ha reizhkredennour Sant Lukaz, avielour, mezeg genidik eus Antiokeia, kumpagnun sant Paol an Abostol (1añ kantved) Iliz katolik roman Santez Juveot, penitiourez e Henwig, c'hoar da sant Maodez Sant Per Alcantara, beleg frañsezat spagnat, adreizher e urzh e Spagn (XVIvet kantved) Here 18
5001
https://br.wikipedia.org/wiki/Goueled-Goulen
Goueled-Goulen
Goueled-Goulen a zo ur gumun eus Breizh e departamant al Liger-Atlantel. Douaroniezh War ribl al Liger ma krog gant gwinieg ar Muskadig emañ. Ar stêr Goulen a red e biz ar gumun. Anv Goulena, 1287 Ardamezioù Troc'het; ouzh 1 en argant e peulven dehouiet gant ur maen ront, an holl en glazur; ouzh 2, en glazur e begeg en argant treustellet Istor Dispac'h Gall Krouet e voe kumun Goueled-Goulen e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Sant-Sebastian hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e voe lakaet e Kanton Gwerzhav. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 40 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,42% eus he foblañs e 1911. Mervel a reas ur gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv pa voe kaset d’ar strad ar vag Bison e Namsos e Norvegia d’an 3 a viz Mae 1940. Lakaet e voe ar gumun e Kanton Sant-Sebastian-an-Enk pa voe diskaret Kanton Gwerzhav-Gwinieg e 2014. Monumantoù ha traoù heverk Peulvan La Pierre Frite. Monumant ar re varv (1914-1918), luc’hskeudenn. Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn. Kastell La Grillonnais. Iliz katolik Sant Brizh, 1872-1877. Brezhoneg Kentelioù brezhoneg a zo er skolaj. Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 Melestradurezh Alain Vey eo ar maer. E tolpad-kêrioù Meurgêr Naoned emañ. Tud René le Brun de la Herdrie, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1638 François le Brun de la Herdrie, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1656 François-Marie Forget de l'Isle, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1783 Louis Forget, reizher ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1783 Ardamezeg ar familhoù Gevellerezh Liammoù diavez Lec'hienn ofisiel Goueled-Goulen war lec'hienn Geobreizh Levrlennadur Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire Atlantique. Éditions Froger SA. 1996. Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995 Daveoù ha notennoù Kumunioù Liger-Atlantel Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall Kumunioù Bro-Naoned
5019
https://br.wikipedia.org/wiki/Rusianeg
Rusianeg
Ar rusianeg, pe ruseg, pe rouseg (ру́сский язы́к, rousski yezik) zo ur yezh eus skourr slavek ar reter e familh ar yezhoù indezeuropek. Er strollad-se emañ ivez an ukraineg hag ar belaruseg. Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel Kevread Rusia, Belarus, Kazakstan ha Kirgizstan eo, an tu kreñv a zo gantañ e rannvroioù 'zo eus Ukraina (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er gêr-benn Kiev), e Moldova, Latvia, Estonia ha broioù all bet e-barzh an Unaniezh Soviedel. Yezh daremprediñ eo e-barzh Kenglad ar Stadoù Dizalc'h, hag ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en Aozadur ar Broadoù Unanet. Reoliet eo gant Росси́йская Акаде́мия Нау́к (Akademiezh skiantoù Rusia). Ober a reer gant ul lizherenneg kirillek a 33 lizherenn evit skrivañ ar rusianeg. Dibar eo ar yezh evit meur a abeg. Daou fonem disheñvel a c'hall bezañ al lodenn vrasañ eus he c'hensonennoù : unan staonekaet (blot) hag egile drekstaonekaet (kalet). War lerc'h ar c'hensonennoù kalet emañ ar vogalennoù а, е (er gerioù estren), э, о, у, ы, ъ (doare skrivañ kozh) pe vogalenn ebet, ha war lerc'h ar c'hensonennoù blot emañ ar vogalennoù я, е, ё, и, ю, ь. Atav kalet eo ar c'hensonennoù ж, ш ha ц, atav blot eo ч ha щ. Ur yezh taol-mouezhiet eo ar rusianeg. Cheñch a ra distagadur ar vogalennoù n'int ket pouezet. Gallout a ra plas an taol-mouezh cheñch ster ar ger eta : da skouer замо́к (zamok, hag a dalv kement ha krogenn-alc'hwez) and за́мок (zamak, kastel). Gwelet ivez Lizherenneg kirillek Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg Liammoù diavaez Geriadur brezhoneg-rusianeg Geriadur ar jarneoù Rusianeg-Brezhoneg Notennoù ha daveennoù Rusianeg Yezhoù slavek Yezhoù Rusia Yezhoù Belarus Yezhoù Ukraina Yezhoù Latvia Yezhoù Estonia Yezhoù Kazakstan
5024
https://br.wikipedia.org/wiki/Vafseg
Vafseg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar c'hornôg eo vafseg (vafsi) komzet e Markazi en Iran. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5025
https://br.wikipedia.org/wiki/Wazireg
Wazireg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar gevred eo ar wazireg (waziri) komzet e Waziristan e Pakistan hag ivez el lec'hioù tostañ eus Afganistan. Renket e vez aliezik evel ur rannyezh pachtouek, daoust ma'z eo disheñvel a-walc'h dioutañ, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh ar c'heriaoueg. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Pakistan Yezhoù Afganistan Yezhoù iranek
5026
https://br.wikipedia.org/wiki/Kurmandjeg
Kurmandjeg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar c'hornôg eo c'hurmandjeg (kurdeg : kurmancî pe kirmancî), yezh pennañ ar Gurded e Turkia, Siria, Irak, Iran hag ar Stadoù ez-soviedel e kreiz Azia. Komzet e vez ar rannyezh kurdek-mañ gant kazi 65% eus an holl Gurded. Turkia : gant 80% eus ar Gurded o chom eno estreget e Elazig, Bingol ha Dersim (Tunceli). Siria : gant an holl Gurded o chom eno. Irak : gant 35% eus ar Gurded o chom eno e Badinan hag e kêrioù Dahuk, Zakho, Amedi, Sinjar, Mosul, Akre, Barzan. Iran : gant 30% eus ar Gurded o chom e norzh ar vro ha gant an holl o chom e Khorasan. Armenia, Jorjia, Azerbaidjan ha Rusia : gant an holl Gurded o chom eno. Liban : gant an holl Gurded o chom eno. Turkmenistan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Kazakstan ha lec'hioù all e Kreiz Azia : gant an holl Gurded o chom eno. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Kurmancî & Savadur ar c'hurdeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran Yezhoù Turkia Yezhoù Irak Yezhoù Siria Yezhoù iranek Yezhoù kurdek
5027
https://br.wikipedia.org/wiki/Harzaneg
Harzaneg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar gwalarn eo an harzaneg (harzani pe harzandi) komzet tro-dro da gêriadenn Harzand en Azarbaidjan ar Reter en Iran. Peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh tatiek ha tost-tre eo ivez d'an talicheg ha d'ar c'haringaneg. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5028
https://br.wikipedia.org/wiki/Talicheg
Talicheg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar gwalarn eo an talicheg (talishi pe taleshi) komzet gant tro-dro da 200 000 a dud e Gilan hag Ardabil en Iran (112 000) hag e su Azerbaidjan (76 800). Div rannyezh pennañ ez eus - hini an norzh (Azerbaidjan hag Iran) hag hini ar su (Iran) - ha daoust ha m'eo posupl kompren an eil dre eben e vezont renket evel yezhoù disheñvel a-wechoù. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Azerbaidjan Yezhoù Iran
5039
https://br.wikipedia.org/wiki/Tateg
Tateg
Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù lakek-darvek eo an tateg komzet gant an Dated. Ur yezh yuzevek ez eus anvet djouhourieg pe yuzev-tateg. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Rusia Yezhoù Azerbaidjan
5040
https://br.wikipedia.org/wiki/Mazanderaneg
Mazanderaneg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo ar mazanderaneg (mazanderani pe mazandarani مازندرانی) komzet e Mazandaran e gwalarn Iran, . En arvar da vont da get emañ ar yezh-mañ abalamour ma vez dilezet muioc'h-mui gant ar re yaouank hag a ra kentoc'h gant ar perseg, dreist-holl er c'hêrioù bras. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5041
https://br.wikipedia.org/wiki/Gilakeg
Gilakeg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo ar gilakeg (gilaki گیلکی) komzet gant den e Gilan e gwalarn Iran. Levezonet don eo bet ar gilakeg gant ar perseg. Tost-tre eo ar gilakeg d'ar mazanderaneg. Div rannyezh pennañ ez eus: It can be divided into two dialects: Gilakeg ar c'hornôg ha Gilakeg ar reter Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre ma vez dilezet tamm-ha-tamm gant ar re yaouank hag a ra muioc'h-mui gant ar perseg. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5042
https://br.wikipedia.org/wiki/Sant-Sebastian-an-Enk
Sant-Sebastian-an-Enk
Sant-Sebastian-an-Enk (Saint-Sébastien-sur-Loire e galleg) zo ur gumun eus Breizh, e departamant al Liger-Atlantel, er gevred da gêr Naoned. 24726 den zo o chom enni ha dre-se eo 5 kumun an departamant. Douaroniezh Ar Goulen hag al Liger a gember e Sant-Sebastian. Anv Erwan Vallerie (1995) ː Engnia, 1287 Ardamezioù En gul e wifrell gommek en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel lakaet en o flom, heuliet ouzh kab gant ul leon en aour hag ouzh beg gant ur vreunenn louzaouenn-an-hañv ivez en argant he delioù ivez en aour. Istor Aigne (Enk) e oa an anv ar barrez er penn-kentañ, en (etre 1179 ha 1286). Er barrez e oa div rann: rann (bremañ e Naoned) herberc’hti Sant Jakez, gant ur chapel, ha rann iliz Sant Sebastian. Etre ar hag an (1792) e oa an iliz Sant Sebastian ul lec’h pirc’hirinañh a-enep ar vosenn. Dispac'h Gall Krouet e voe kumun Sant-Sebastian-an-Enk e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e penn Kanton Sant-Sebastian hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-4 e 1801. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 100 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,64 % eus he foblañs e 1911. Eil brezel-bed D'an 21 a viz Even 1940 e voe kaset d'an diaz ur c'harr-nij Potez 63-11 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) gant ar "Flak" alaman e Sant-Sebastian-an-Enk; mervel a reas an tri nijour a oa en e vourzh. Mervel a reas 50 den ag ar gumun hervez monumant ar re varv; lod anezhe a voe tud nann-soudard, lazhet e voent gant bombezadegoù ar Re Gevredet. Trevadennoù Brezel Indez-Sina Mervel a reas pevar milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv. Brezel Aljeria Mervel a reas pevar milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv. Melestradurezh Lakaet e voe ar gumun e Kanton Naoned-10 e 1973. Gant an dekred eus ar 25 a viz C'hwevrer 2014 e voe krouet Kanton Sant-Sebastian-an-Enk en-dro, gant Sant-Sebastian-an-Enk en e benn. Brezhoneg Kentelioù brezhoneg a vez kinniget d'an dud deuet abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Monumantoù ha traoù heverk Maner La Grande Jaunaie. Iliz katolik Sant Sebastian. Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost. Dioueliet e voe d’an 26 a viz Here 1924. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Tud Angré Bourgues de la Jaunays, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1619 Familh Lyrot de la Patouillère : en e oa penn an tiegezh Lyrot an aotrou e Sant-Sebastian (e La Patouillère, La Métairie hag e lec'hioù all. Daou ezel eus ar familh zo dibar : François (1732-1793), jeneral en arme Vendée e 1793 ; Philippe-Hervé, mab François, ofiser war vor, e gopr ar Republik. Pierre Cambronne: jeneral gall, ganet e Naoned d’ar 26 a viz Kerzu 1770 hag aet d’an anaon e Naoned d’ar 29 a viz Genver 1842. E Sant-Sebastian a oa tiez d'ar familh Cambronne ha da Bêr Cambronne (La Treille ; La Tullaye, bremañ d'ar c'huzul-kêr ; La Baugerie, bremañ skolaj teknikel). Ganedigezhioù 1809 : Élisa Mercoeur, barzhez. Ardamezeg ar familhoù Gevelliñ Levrlennadur Daveoù ha notennoù Pennadoù kar Sebastian Liammoù diavaez Kumunioù Liger-Atlantel Kumunioù Bro-Naoned Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall Nijerezioù gall aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
5044
https://br.wikipedia.org/wiki/19%20Here
19 Here
Darvoudoù -202 : echu eo an Eil brezel punek gant Emgann Zama. 1620 : staget eo Bearn ouzh Rouantelezh Bro-C'hall. 1781 : kodianañ a ra ar jeneral breizhveuriat Charles Cornwallis en Emgann Yorktown. 1813 : fin Emgann ar Broadoù. 1911 : loc'hañ a ra Ergerzhadeg Amundsen war-du Pennahel ar Su evit gwir. 1914 : fuzuilhet eo Frañsez-Mari Laorañs, brezhoneger anezhañ, e Châlons-sur-Marne (Marne), goude tamall dezhañ bezañ emvuturniet. 1921 : Noite Sangrenta e Lisboa. 1962 : digoret eo radom Pleuveur-Bodoù ent-ofisiel gant ar jeneral de Gaulle. 1974 : dont a ra Niue da vezañ emren da vat diouzh Zeland-Nevez. 1984 : drouklazhet eo ar beleg katolik poloniat Jerzy Popiełuszko. 1987 : Black Monday e Wall Street. Ganedigezhioù 1859 : Alfred Dreyfus, ofisour kanolierezh gall. 1862 : Auguste Lumière, ijiner gall. 1899 : Miguel Ángel Asturias, skrivagner spagnolek eus Guatemala, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1967. 1910 : Paul Robert, embanner ha geriadurour gallek. 1910 : Subrahmanyan Chandrasekhar, astrofizikour ha jedoniour stadunanat-indian, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1983. 1914 : Nicole Chollet, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. 1915 : Pol Rolland-Gwalc'h, skrivagner ha troour brezhonek. 1917 : Indira Gandhi, kentañ ministr India. 1919 : Micheline Francey, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall. 1931 : John le Carré, skrivagner saoz. 1945 : John Lithgow, aktour, produour ha soner stadunanat. 1946 : Keith Reid, saver kanaouennoù saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Procol Harum. 1981 : Heikki Kovalainen, bleiner kirri Formulenn 1 eus Finland. Marvioù 1691 : Isaac de Benserade, skrivagner ha dramaour gall. 1745 : Jonathan Swift, skrivagner iwerzhonat. 1798 : Theobald Wolfe Tone, 35 bloaz, stourmer republikan eus Iwerzhon. 1897 : Berthold Englisch, mestrc'hoarier echedoù aostrian. 1931 : Thomas Edison, fizikour stadunanat. 1936 : Lu Xun, skrivagner sinaat. 1937 : Ernest Rutherford, fizikour ha kimiour zelandneveziat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1908. 1943 : Camille Claudel, kizellerez c'hall. 1982 : Iorwerth Peate, skrivagner kembraek ha saver Mirdi Pobl Kembre e Sain Ffagan. 1984 : Jerzy Popiełuszko, beleg katolik polonat. 2003 : Alija Izetbegović, kentañ prezidant Bosnia-ha-Herzegovina. Lidoù Iliz katolik roman Sant Paol ar Groaz, beleg ha diazezer Urzh ar Basionisted e Roma () Sant Iduned (pe Ezhvin), manac'h eus Breizh-Veur deuet da Vreizh, diskibl sant Samzun marteze () Here 19
5045
https://br.wikipedia.org/wiki/Sant-Ervlan
Sant-Ervlan
Arabat droukveskañ gant Sant-Ervlon Sant-Ervlan  a zo ur gêr eus Bro-Naoned, e Breizh, e departamant al Liger-Atlantel. Kumun vrasañ bannlev Naoned eo pa oa 46 268 annezad enni e 2017. Se a laka Sant-Ervlan da vezañ dekvet kêr Breizh, ur gêr hag a gresk buan abaoe ar bloavezhioù 1960. Erv Breizh, ur c'hendi bras, ar greizenn-genwerzh vras Atlantis ha Zenith Naoned Meurgêr, ar sal abadennoù, a c'hall bezañ gwelet evel arouezioù ar c'hêriekadur-mañ, o tispenn roudoù Naoned. Douaroniezh E kornôg Naoned emañ, war ribl norzh al Liger evit an darn vrasañ eus kêr. Tro-dro da Sant-Ervlan e kaver eta kumunioù Naoned, Antr etre Sant-Ervlan hag al Liger, Koeron, Saotron hag Orvez. War Erv Breizh emañ, ul linenn gribenn eus Torosad Arvorig. Anv Erwan Vallerie, heuliañ Dauzat ː Sanctum Hermelandum, 1287 Ardamezioù En gul e deir ruilhenn kenweet, e gab en erminoù Aozer : Ao. Murail – Degemeret gant Kuzul ar Gumunn d'ar 14 a viz Meurzh 1980. Istor Er e oa bet krouet ar barrez gant Hermelandus, ur manac'h eus abati Fontenelle, war c'houlenn eskob Naoned. Dispac'h Gall Krouet e voe kumun Sant-Ervlan e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-6 e 1801. Brezel-bed kentañ 96 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,60 % eus he foblañs e 1911. Eil brezel-bed D'ar 16 a viz Gwengolo 1943 e voe taolet 80 bombezenn e Sant-Ervlan gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces). Lakaet e voe ar gumun da vurev kreizenniñ kantonioù Sant-Ervlan-1 ha Sant-Ervlan-2 pa voe diskaret Kanton Sant-Ervlan-Kornôg-Antr e 2014. Ekonomiezh Ur gêr war ziorren bras eo, dreist-holl tro-dro d'ar greizenn genwerzhel Atlantis, e-kichen dor an hent-tro a zo "Armor" he anv. Takad kenwerzhel brasañ kornaoueg Bro-C'hall eo. Ne oa nemet 2 400 annezad e Sant-Ervlan e 1851, 18 760 e 1968 ha bremañ muioc'h eget 45 000 anezho. Kresket eo war ul lusk a 3% bep bloaz etre 1990 ha 1999. Ret eo neuze da guzulieren-gêr kavout penaos plediñ gant ar c'hresk-se, bodañ ar boblañs a zo kresket re vuan war dachenn ar gumun-vannlev evel m'emañ bremañ ha sevel ur vuhez kêr memestra. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 43 082 annezad a oa enni hervez niveradeg an EBSSA e 2011, 44 337 e 2014 ha 46 268 e 2017. Kêraoz Erv Breizh zo LODEF brasañ Breizh, gant ouzhpenn 780 lojeiz ennañ. Ur c'harter eo en e-unan. Savet e oa er bloavezhioù 1970. Tennañ a ra e anv eus al linenn gribenn. Buhez sevenadurel hag arvestoù E dor an Arvor emañ staliet Zenith Meurgêr Naoned, sal-abadennoù brasañ Breizh, abaoe miz Kerzu 2006. Brezhoneg Ya d'ar brezhoneg D'an 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun. Deskadurezh Diwan en deus digoret e 2008 e skolaj kentañ el Liger-Atlantel. E distro-skol 2022 e oa 258 bugel enskrivet er skolaj Diwan, er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (3,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) Kelenn d'an oadourien Kentelioù evit an dud vras a zo eno abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Meur a obererezh dudi a vez kinniget gant Kentelioù an Noz e-kichen ar c'hentelioù : pleustradegoù c'hoariva, labour dorn, bodad lenn, bodad komz, keginañ, dañs, kanañ, golf, mell-droad, baleadegoù ha kement 'zo. Gant Skol an Emsav ha skoazell Kuzul-rannvro Breizh e vez aozet stummadurioù hir (6 miz, 35 eurvezh bep sizhun) war ar brezhoneg abaoe 2011. Abaoe 2017 e vez aozet ur stummadur 'emvarrekaat' e St Ervlan. Buhez foran E 2008 e oa bet digoret e-kichen skolaj Diwan al Liger-Atlantel, ar vediaoueg "KDSK" (Kreizenn dafar sevenadurel keltiek) gant Maripol Gouret. Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, evit klask titouroù, amprestiñ levrioù, pladennoù DVDoù, kazetennoù. Ti-embann Timilenn. Melestradurezh Sport Tro Bro-C'hall 16 a viz Gouere 1991 : 11 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet. Tud liammet gant ar gumun Jean Blanchard de Lessongère, pennprokulor ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1612 Yves Guillon de Teillé, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1697 Jean Burot de Carcouët, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1748 Jacques-Antoine Maillard de la Gournerie, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1761 Tud bet o chom eno : Jacqueline Auriol (1917-2000), nijerez Tud marvet eno : Raffig Tullou (1909-1990), kizeller Simone Le Moigne (1911-2001), livourez Anne Caseneuve (1964-2015), merdeerez Ardamezeg ar familhoù Darempredoù etrebroadel Gevelliñ Emglev mignoniezh Paeroniañ Liammoù diavaez Levrlennadur Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995 Daveoù ha notennoù Kumunioù Liger-Atlantel Kumunioù Bro-Naoned Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall Bombezadegoù ar Re Gevredet e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
5048
https://br.wikipedia.org/wiki/Paol%20ar%20Meur
Paol ar Meur
Paol ar Meur zo ur skrivagner brezhonek, ganet d'an 13 Genver 1960 e Brest. Ur familh martoloded eus ar morlu ha micherourien eus an arsanailh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh e vamm, labourerien douar e Kore. Pa oa aet da foetañ bro, e reas e soñj rentañ kont eus e veajoù niverus e brezhoneg, ur yezh desket gantañ er skol-veur ha dre lizher. Aet eo war ar vicher fakteur e kêr e vugaleaj war-lerc'h bezañ bet sammer e-barzh tier-post e Pariz. Troet en deus kentelioù istor ha geografiezh evit bodadoù eil derez Diwan. Ezel eo eus an UDB (etre 1977 ha 1984 hag, adarre, abaoe 1997). Skrivañ a ra ingal pennadoù, liesseurt o danvez, e meur a gelaouenn vrezhonek, Al Lanv, Bremañ, Pobl Vreizh. Aet eo Priz Langleiz 2022 gantañ evit e oberenn lennegel. Oberennoù 1991 : Ruz-bev, Skrid 1992 : Kontadennoù an emsav, Skrid 2003 : Treñ Buzhug, Skol Vreizh 2012 : Bed ZH, danevelloù skiant faltazi, Mouladurioù Hor Yezh 2013 : Eus an eil steredenn d'eben, Keit Vimp Bev 2017 : Krampouezh ter-du, Kerber Kore 2017 : Kuzh, Kerber Kore 2019 : Dremm guzh Eskalibur, Keit Vimp Bev 2020 : Ouzh rod an amzer, Kerber Kore 2020 : Diskornet, Keit Vimp Bev 2022 : Sekred ar menez-tan, Keit Vimp Bev 2022 : An tasmant fromet, Keit Vimp Bev 2022 : Didrouz war an treuzoù, Mouladurioù Hor Yezh Mammennoù Pobl Vreizh, niv. 501, Here 2005 Ganedigezhioù 1960 Meneger ar skrivagnerien Tud eus Brest Emsaverien Breizh Skrivagnerien Breizh Skrivagnerien vrezhonek Unvaniezh Demokratel Breizh Breizhiz e Pariz en XXvet kantved Priz Langleiz
5049
https://br.wikipedia.org/wiki/P%C3%AAr%20Morvan
Pêr Morvan
Ganet Pêr Morvan, anvet ivez Pierre Morvan, e Pempoull e 1953. Dibab a ra mont da labourat evit ar Post. Ezel oberiant eus an UDB eo abaoe 1978. E 1983 eo anvet kuzulier-kêr hag e 1989 adarre. Kentañ eilmaer eo deuet da vezañ e 1995. Abaoe 2001 hag ar cheñchamant muiañ-niver en ti-kêr ez eo kuzulier-kêr eus an tu enep. Lañset en deus Gouel ar c’hanaouennoù mor ha chomet eo prezidant ar gevredigezh. Dedennet eo Pêr Morvan gant sonerezh ar vro ha derc’hel a ra ar rubrikenn Selaouit e kelaouenn an UDB abaoe ar bloavezhioù 80. Mammennoù Pobl Vreizh, niv. 501, Here 2005 Ganedigezhioù 1953 Emsaverien Breizh Tud eus Pempoull Politikourien Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh
5053
https://br.wikipedia.org/wiki/Alain%20Cedelle
Alain Cedelle
Ganet eo bet Alain Cedelle e Rabat e Maroko e 1957. Soudard e oa e dad. Goude studioù evit bezañ ijinour en em stailh e bro Roazhon ma oa genidik e familh. Stlennegour eo e skol-veur Roazhon I. Emezelañ a ra en UDB e 1986. Kuzulier-kêr e teu da vezañ e Bruz e 1995, en tu enep. Kemer a ra perzh er gevredigezh Div Yezh ha stourmet en deus evit savidigezh ar c’hlas divyezhek kentañ e kêr Bruz. Mammennoù Pobl Vreizh, niv. 501, Here 2005 Bruz Emsaverien Breizh Politikourien Breizh Ganedigezhioù 1957 Unvaniezh Demokratel Breizh
5057
https://br.wikipedia.org/wiki/Oseteg
Oseteg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar biz eo an oseteg (Иронау Ironau pe Ирон æвзаг iron avžag), komzet gant tro-dro da 500.000 den en Osetia an Norzh (60%) hag en Osetia ar Su (15%) er C´haokaz war ar vevenn etre Rusia ha Jorjia hag ivez e Turkia. Div rannyezh pennañ a zo: An ironeg (ar rannyezh komzet ar muiañ) An digoreg Etre 1923-1937 e veze skrivet an oseteg gant al lizherenneg latin. Abaoe 1938 betek hiziv eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek enni lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet e rusianeg, da skouer æ. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù iranek Yezhoù Jorjia Yezhoù Rusia Yezhoù Turkia
5058
https://br.wikipedia.org/wiki/Dareg
Dareg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo an dareg (dari), komzet gant tro-dro da 2.000-3.000 den (Zoroastrianed dreist-holl) evel yezh kentañ tro-dro d'ar c'hêrioù Yazd ha Kerman e kreiz Iran. Div rannyezh pennañ ez eus, pep hini anezhe gant meur a isrannyezh: Yazdeg Kermaneg Evit abegoù politikel hag ekonomikel emañ an dud o tilezel o yezh tamm-ha-tamm evit ober muioc'h-mui gant ar perseg ha peurliesañ ne vez ket desket an dareg d'ar vugale. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo neuze. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Lec'hienn diwar-benn an dareg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran
5059
https://br.wikipedia.org/wiki/Goraneg
Goraneg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo ar goraneg (gorani pe hewrami), komzet gant ar Gurded o chom e Kermanshah en Iran hag er menezioù Hewraman etre Iran hag Irak. E goraneg e oa bet savet ar skridoù kentañ hag ez eus roud anezhe e kurdeg. Tost-tre eo ar goraneg d'ar zazakeg. War digresk ec'h a an niver a dud a ra gant ar goraneg abaoe an XIXvet kantved ha kemeret e vez e blas tamm-ha-tamm gant ar soraneg kement en Irak hag en Iran. Gwelet ivez Yezhoù iranek Liammoù diavaez Savadur ar Gurded Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Irak Yezhoù Iran ckb:ھەورامی
5060
https://br.wikipedia.org/wiki/Zazakeg
Zazakeg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo ar zazakeg (zazakî pe dimli), komzet gant ar Zazaked e reter Anatolia e Turkia. N'eo ket sklaer hag-eñ ez eo Kurded ar Zazaked pe get ha cheñch a ra renkadur ar yezh-mañ hervez ma vez renket ar bobl zazakek e-touez ar Gurded pe evel ur bobl disheñvel dioute. Div rannyezh pennañ a zo: dimleg (dimli, zazakeg ar su) kirmanjkeg (kirmanjki, zazakeg an norzh) Gwelet ivez Yezhoù iranek Mont pelloc’h ganti "Forschungen über die Kurden und die Iranischen Nordchaldaer", Peter I. Lerch, 1857/58 "Beiträge zur Kenntniss der neupersischen Dialekte: Zaza-Dialekt der Kurdensprache", Friedrich Müller, 1865 "Mewlid", Ehmedê Xasi, 1899 and Usman Efendiyo Babij, 1933 "Mundarten der Zaza", Karl Hadank,1932; post-humous works from Oskar Mann "On gender and number in the Zaza dialect of Kurdish", Kanat Kalashevich Kurdoev (1977), Translated by Azīz Ibrāhīm, 1977 "A grammar of Dimili", Terry L. Todd, 1985 "Rastnustena Zonê Ma", C. M. Jacobson, 1993 "Zazaca Okuma-Yazma El Kitabı", C. M. Jacobson, 1997 "Grammatik der Zaza-Sprache", Zülfü Selcan, 1998 "Zazaki -Grammatik und Versuch einer Dialektologie-", Ludwig Paul, 1998 "The zaza dialect of the Kurdish Language (Dersim)", Kerim Rakhmanovich Ayyoubi & Iraida Anatolʹevna Smirnova, 1998 "Studies in Zazaki Grammar", Michael J. Kenstowicz, 2004 "Zazaki/Kirmanckî Kurdish" Gülşat Aygen, 2010 Liammoù diavaez Ethnologue on Zazaki (language) (Weblinks of Zaza people) Academic Research Center of Zazaki Zazaki Wikipedia Only Zazaki news Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Turkia Yezhoù Iran Yezhoù Kurdistan
5103
https://br.wikipedia.org/wiki/7%20Ebrel
7 Ebrel
Darvoudoù 529 : kentañ stumm ar c’h-Corpus Juris Civilis (kentañ dastumad lezennoù ar gwir roman) embannet gant Impalaer roman ar Reter Justinianus I. 1348 : savet eo Skol-veur Praha, ar skol-veur gentañ en alamaneg hag an hini gentañ ivez en hanternoz d’an Alpoù 1521 : erruout a ra Fernan Magalhaes en enez Cebu, e Filipinez 1795 : ar metr a zo degemeret evel unanenn hirder ofisiel e Frañs 1927 : ar skingasadenn skinwel gentañ eus Washington, DC da New York. 1939 : Albania aloubet gant lu Italia 1948 : Aozadur ar Yec'hed er Bed a zo savet gant Aozadur ar Broadoù Unanet. Sportoù 1919 : krouidigezh Kevre mell-droad Bro-C'hall. Ganedigezhioù 1506 : Sant Frañsez Zavier, saver urzh ar Jezuisted. 1770 : William Wordsworth, barzh saoznek. 1789 : Émilie Guitton (Itron de Saint-Prix) (Kallag), dastumerez gwerzioù kozh. 1804 : Salomon Müller, naturour alaman. 1867 : Holger Pedersen, yezhour dan, aozer ur yezhadur eus ar yezhoù keltiek. 1875 : Gustave Gallet, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall. 1889 : Gabriela Mistral, skrivagnerez eus Chile, tapet ganti Priz Nobel al Lennegezh. 1891 : Ole Kirk Christiansen, ijiner ar c'hoari LEGO. 1893 : André Siméon, aktour sinema gall. 1900 : Roperzh ar Mason, skrivagner brezhonek. 1924 : Daniel Emilfork, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) chilean. 1944 : Gerhard Schröder, politikour alaman. 1946 : Colette Besson, atletourez ha kampionez olimpek c'hall. 1957 : Yann-Fañch Kemener, kaner eus Breizh. 1980 : Florin Felecan, mestrc'hoarier echedoù roumanat. 1989 : Teddy Riner, judoka gall ha kampion olimpek. Marvioù 1498 : Charlez VIII, roue Bro-C'hall, pried Anna Vreizh. 1614 : El Greco (Doménikos Theotokópoulos e anv gwir), livour spagnol. 1803 : Toussaint Louverture, penn ar sklaved e Dispac'h Haiti. 1947 : Henry Ford, greanter stadunanat, saver kirri. 1956 : Julius du Mont, pianoour, kelennour piano, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour, penngazetennour ha skrivagner echedoù gall ha saoz. 1964 : James Chapin, evnoniour stadunanat. Lidoù Devezh ar Yec'hed er bed Deiziadur henroman : VII ante idus Aprilis / Megalensia Ludi 4 = VIIvet deiz kent idus Ebrel. Parvet deiz c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur. Ebrel 07
5104
https://br.wikipedia.org/wiki/Tangcheweg
Tangcheweg
Ur yezh iranek eo an tangcheweg komzet gant tro-dro da 10.000 den (1994) en Afganistan. Gwelet ivez Yezhoù iranek Meneger yezhoù ar bed en:Tangshewi language
5105
https://br.wikipedia.org/wiki/Medieg
Medieg
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo ar medieg komzet gwechall gant ar Veded. Ur yezh varv an hini eo, aet da get hep leuskel war he lerc'h roud ebet dre skrid, met pusubl eo e vije bet ar medieg ur rannyezh hen-berseg. Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Iran Yezhoù aet da get